Mont d’an endalc’had

Mouez Reier Plougastell/a-bezh

Eus Wikimammenn



KLAODA

Claude-Marie LE PRAT







MOUEZ REIER PLOUGASTELL









KLAODA

Claude-Marie LE PRAT


Mouez Reier
                                   Plougastell


GUERZIOU HA SONIOU DIBABET
bet kurunet
GAND « KEVREDIGEZ BROADUZ BREIZ »
ha gand an
Association Littéraire et Artistique de Bretagne


            


ZANT-BRIEK
moulet e ti rené prud’homme, levrer
1905


ÉVÊCHÉ
     DE
MOULINS
    ——

Moulins, le 12 Décembre 1904.


Monsieur,


Vous me demandez quelques lignes d’introduction « eur c’henskrid » au volume de poésies bretonnes que vous avez le dessein de publier. Ne vous êtes-vous pas exagéré ma compétence ? Depuis douze ans, en effet, je suis déshabitué de notre vieille langue celtique. Je l’aime toujours ; mais je n’ai que très rarement occasion de la parler, et, par suite, mon appréciation perd naturellement de sa valeur et de son crédit. Quoi qu’il en soit, j’ai cédé à vos pressantes et aimables instances, et, pour vous être agréable, je me suis imposé le devoir de lire votre manuscrit. Mais, je suis heureux de vous le dire, ce sentiment de passivité s’est changé dès les premières pages, en un très vif attrait ; et dans cette lecture, que j’ai continuée jusqu’au bout, j’ai trouvé tout à la fois intérêt et plaisir. Votre livre sort de la banalité ordinaire, et en ce qui me concerne, il a largement dépassé toutes mes prévisions. Vous avez une connaissance parfaite de la langue bretonne. Vos vers sont bien frappés, harmonieux et traversés par un véritable souffle poétique. Dans chacun de vos Gwerziou, Kanaouennou, Barzonegou, on sent vibrer, en même temps qu’un sentiment très religieux très accentué, la fibre patriotique, qui, sans exclure l’amour de la grande patrie française, exalte et chante de préférence la petite patrie Breiz-Izel, avec son antique langage, avec ses calvaires, comme celui de Plougastel ; avec tous ses vieux patrons, et en particulier, les « Sept Saints » que vous avez eu raison de mettre en un relief spécial.

Bref, le nom de « Klaoda » ne peut manquer de s’ajouter désormais — et sans désavantage — aux noms des principaux poètes bretons qui ont honoré leur pays ; et si nos chers compatriotes lisaient plus assidument les ouvrages écrits en brezonek, je prédirais à votre volume un grand succès. En tout cas, il contribuera à faire aimer davantage Dieu et sa religion sainte, l’Armorique et sa douce langue ; et, en le composant et en le livrant à la publicité, c'est le succès que vous avez principalement ambitionné.

Je vous prie d’agréer, Monsieur, l’assurance de mes sentiments les plus dévoués,

✝︎ AUGUSTE,

Evêque de Moulins.


————


D’AL LENNER
————


Edon e sonj pell zo da zestum en eul levr an oll varzonegou strinket euz va fluen abaoue m’oun en em lakeat da skriva e Brezounek.

Eul loden vraz anezho a zo bet kurunet gand Kevredigez Bro-Vreiz ; lod-all a zo bet moullet war Groaz ar Vretoned ; en divez, eul lodennig a zo bet chommet em faperou.

Va c’harantez birvidik evit va bro Breiz-lzel hag he yez, eo he deuz va foulzet da zevel ar Barzonegou-ma ; ar c’hed dlio gwelet oc’h ober eur vad bennag d’am C’henvroiz, o sikour sevel Spered ar Vro, setu ar pez am doug hirio da lezel o moulla evit ma ’zaint e mesk an dud.

Dastum a ran va Barzonegou, da genta, evit va flijadur va-unan ; va mignouned ive goulskoude, me gred, a en em blijo oc’h ho lenn.

Nag a dud a zo e peb renk, e peb stad, ha na zonjont tamm ebet ho deuz ar Vretoned eur spered kaer dispar da zevel ; eur spered ha n’hen deuz netra da c’hoantaat d’ar sperejou-all ! Me fell d’in koms euz spered hon bro Breiz-Izel, da laret eo ar stagedigez oc’h yez, feiz, kanaouennou, kiziou ha gwiskamant ar Vretoned koz, hon tadou. Ia, hen lavaret a ran gand kalz a c’hlac’har, eur niver braz a Vretoned a ankounac’ha kement-se. O! mar gelfen dre Mouez Reier Plougastell c’houeza karantez Breiz e kalonou an dud morgousket-se, pegement e ven dic’haouet euz ar boan am beuz kemeret.

Bennoz da Zoue ha d’ar Zent eüruz Patroned Breiz-Izel ! Eur Vreuriez nevez ganet, ha goulskoude skeduz ha brudet a zo en em skignet dre hor bro da c’hoeza an tan e peb leac’h, da strilla ienien sklasuz kement a dud paket ho divreac’h gantho, hag harpet da zellet a be du e teu an avel, hep ma rafent an disterra van euz a netra !… C’hoant he deuz ive ar Vreuriez-se da zigeri ho daoulagad da vuioc’h c’hoaz a re-all, tud dall pud, ha na fell mui d’ezho koms yez ho zadou koz ; a zo fae gantho koms e Brezounek, evel m’ho defe mez o tiskouez ec’h hanavezont yez ho bro. Kevredigez Bro-Vreiz he deuz a vrema douget kalz a frouez, ha fizianz hon deuz e tougo c’hoaz muioc’h en amzer da zont.

Skrivomp, lennomp, komzomp ha kanomp e Brezounek, yez meurbed benniget ar C’helted, digouez sakr deuet deomp a dreuz eun niver braz a gantvejou. Ma n’her greomp ket, kredomp ha kredomp start ne vefomp ket didamall, hag ar re a deuio var hor lerc’h ho devezo gwir da c’houlen diganeomp pe seurt implij hon devezo great euz yez ho bro....

Seulvui ma reer brezel d’hor yez, seulvui e tleomp stourm o tiskouez muioc’h-mui a garantez evithi, oc’h he c’homs, oc’h he difen dre hor skridou gallek ha brezounek, mar d’hor gwiziek awalac’h evit-se.

Ha brema, va levrik, kerz en hent, ha gra kalz a vad.

KLAODA.

————


KINNIG
————


Me fell d’in kana gand dudi
Meuleudi deoc’h, Gwerc’hez Vari ;
Euz eur penn dar penn all d’ar bed
Me garfe ho kwelet karet.

Me ginnig deoc’h, ô Mamm dener,
Va mouez ha va zelennig ker,
Grit ma kanin atao yez Breiz,
Evit va bro, evit va feiz.

War ar barzik dister Klaoda
Lezit ho pennoz da goueza,
M’em beuz ho karet, m’ho karo
Beteg an heur euz va maro.

O Rouanez vad Breiz-Izel,
Roit dho Pretouned ho skoazel,
Ma kendalc’hint oll kalounek
Da stourm evit ho Brezounek.


Va levr a ginnigan ive d’am mignoun Abherve da behini ez oun kalz dleour ; dan oll Varzed, a garan evel va breudeur ; dam c’herent ha da oll dud ar measiou, etouez pere e lakan dreist peb tra tud vad parrez Plougastell-Daoulaz, a blijo gantho he lenn, ha da bere e raio eur vad bennag, fizians em euz.

KLAODA.


————


Mouez Reier Plougastell
————
KENTA LODEN
————
PLOUGASTELL-DAOULAZ
————
I


REIER PLOUGASTELL
————

D’an A. Iliou, Person Plougastell.


Piou n’en deuz en eur dremen e kenver Plougastell
Var beg douar ar vro-ze gwechou taolet eur zell,
Evit gwelet ar c’herrek, peulvaned great gand mein,
Savet gantho en envou linen rouzet ho c’hein ?
Kemeret ’vent ’vit leac’hiou armet d’en em zifen
Ouz eonennerien ar mor, a stleje an anken…
Ar reier-ma p’ho gwelan a ra d’in-me sonjal
E brezellou Breiz-Izel oc’h ar Zaozon gwechall.
Divarnezho marteze euz bet Plougastelliz
O stourm eneb an estren ’vit miret ho frankiz.

O ! nag int renket braoik var ribl ster Landerne
Gand eun dorn oll c’hallouduz, dorn nerzuz hon Doue !
Me ’vel reier ar Measiou, larkoc’h Roc’h-Nivelen,
Roc’h-an-Impalaerez, ive Roc’h-Kerezen.
Ar pez zo bet lavaret, gwechall a Vreiz-Izel,
A c’hell beza lavaret, me gred, a Blougastell :
Breiz-Izel na kaera bro !
Koat en he c’hreiz, mor en he zro !
Peb bro hen deuz he madou, traou ha traou-all kaeroc’h,
Nikun, an holl am c’hredo, n’he deuz reier koantoc’h…
O diou roc’h wenn va c’hearik, ô reier Kerzadiou,
Ho kwelet ’meuz n’ouz ped gwech em c’haera bloaveziou ;
O tiouall va banden zaout var ieod ho letounen
M’em beuz gand va mignoned great meur a abaden.
C’houi gemere ho loden en hon flijaduriou,
Hag a respounte skiltruz d’hon oll c’hoarzadennou.
Gwaskedet en ho kostou, al labousedigou
A rea eun trouz dudiuz oc’h ober ho neizou.
Ma tigoueze d’eomp monet el leac’hiou-ze riskluz
Prestik e veze klevet kriadennou doaniuz.
En ho kerc’hen ni bigne pa ’z oa tomm an amzer,
Evit gwelet an neizou ha gwelet ar pellder.
Abredik en ho faoutou al labousedigou
A gane, a ziskane mil gwech ho c’houblajou ;
Hor c’halon el levenez, ni a rea eveldho,
Hor mouez veze kaset pell braz gand an ekleo.
Na kaer e vez d’an hanvou reier braz Kerzadiou
Goloet oll a c’hlazez, a vruk, a vokedou !
Plijaduruz eo gwelet ar gwesped, ar gwenan,

O vonet d’ar bokedou, ho c’hlevet o richan !
Var gerrek braz Plougastell e kaver ar bleun aour,
Boked hirbad Breiz-Izel, boked liorz ar paour ;
Al lann melen, ar balan, ar bruk ruz a ziouan
Var gerrek braz Plougastell anezho ho-unan.
Da zeiz ar pardon brudet e sant Iann Plougastell
Koz ha iaouank Kerzadiou a red var an huel,
Beteg kern Roc’h-ar-Measiou evit gwelet ar ster
Goloet oll a vagou o vont varzu ar ger.
Pet gwech em euz evet var gerrek ar Measiou
Ear iac’huz ar ster goant a walc’h mein hon aochou !
Divar Roc’h-Nivelen an dudiusa sell
Var Vrest ha var ar porz, var barrez Plougastell !
Eno an den a zo ’vel pa larfen mezo,

Ker kaer e kaver peb tra er pellder tro var dro ;
Hag hep goulen perag he galon, he spered,
Evel an alc’houeder a lez an traou krouet,
Evit pignat huel, en env, da gaout Doue
Hen deuz great ker brao ar bed evit he vugale !
Livirit d’eomp, ô reier, ha n’hoc’h ket bet laket
Vardro parrez Plougastell, evel eur gouriz kalet,
Evit miret ’touez an dud kiziou ha feiz gwechall
Eneb tud fall ar c’heariou ha gwaskerien Bro-C’hall ?
C’houi, reier, hoc’h euz gwelet var zouar Plougastell
N’ouzoc’h dare ped remzi o vont a zivar wel ;
Livirit deomp-ni eta hag henvel homp hirio
Oc’h ar Plougastelliz koz, pell braz a zo maro.
Ah ! reier, livirit c’hoaz hag ar Plougastelliz
En amzeriou dremenet a ioa ker krenv ho feiz ;
Ha gwelet vezent neuze var gorfou ho roched
O vont pell da bardona, ’giz guir belerined ?
Ha douget ez oa gwechall doujans ’vit ar bleo gwenn
Evel ma ez euz hirio en hon tiez kristen ?
Ah ! mirit, Plougastelliz, ho kiziou enoruz,
Mirit ho prageier gwenn, hag ho ponedou ruz,
Ho chupennou glaz an env, dillad an amzer goz,
Bet douget gand ho tudou pell zo er baradoz.
Mirit ho feiz birvidik meulet e Breiz-Izel,
Ha mirit ho prezonek evel eun dra zantel.
Egiz ho reier kalet, ho parrez benniget
A jommo sounn en he zav, eüruz hag enoret,
Pa vo kalz-all marteze kouezet izel, siouaz !
Dre m’ho devo kemeret kiziou ar c’heariou braz !…


II


PARREZ PLOUGASTELL

——


D’an A. Gall, Person Fouesnant.


Plougastell abaoue pell zo
Eo gwella parrez tro-var-dro ;
N’euz ennhi nemed tud a feiz,
A gar ho Doue hag ho Breiz.

Da zul, da c’houel, en oferen,
Aliez er gousperou zoken,
E vezont en iliz bodet
En dro d’ho beleien karet.

Na kaer eo ar Plougastelliz
Pa ’z eont bep bloaz da Lourd gand feiz,
Da bedi ’harz treid ar menez,
Da eva euz dour ar Verc’hez !

Na kaer eo ar Plougastelliz
Pa ’z eont d’ar pardoniou gand feiz,
Da welet sent ho chapeliou,
Gand ho dillad a bep seurt liou !

N’euz nemed an divroidi
Hag a rafe drouk braz ennhi ;

Ar re-ma, siouaz, aliez
A ro ar skouer-fall er barrez.

O Plougastell, bro ar sivi,
E doujans Doue ra jommi,
Gand da feiz krenv ha kalonek,
O koms bepred ar brezonek !

Mir ivez ar c’hiziou santel
Sanket ken doun e Breiz-Izel,
Ha roet d’eomp evel eun digouez
Gand hon tadou leun a furnez.


————


III


VA FASK KENTA E PLOUGASTELL

——


D’am mignoun, an Abad Vigouroux,

beleg e Montroulez.


En deiz araok, va moereb vad
Abred am c’hasas da gouskat,
Gand aoun n’am bije ’n eur c’hoari
Saotred va ene o pec’hi.

Difunet pell abarz an deiz.
Va c’haloun a lamme em c’hreiz,

Gand hast da vonet d’am Zalver
Am gorloze war an aoter.

Teod lemm an den na c’heli laret,
Pluen ebed n’he deuz skrivet
Mesventi dudiuz an ene
Deuet da veza ti he Doue.

Devez eüruz e peb doare,
Sklereat gand an eol a bare ;
Iliz sant Per a ioa gwisket
Gand bleun en derc’hent kutuillet.

Em spered e chommo bepred
Ar c’houn euz an deiz benniget
Ma reseviz d’ar veach kenta
Jezuz, ar mignoun tenera.

O devez kaer va Fask kenta,
Hep hini henvel er bed-ma,
Evidoun c’houi voe luc’heden
An deiz a bado da viken.

Tridal a ra gand levenez
Va c’haloun pa daolan evez
E prosesion ar Feunteun-Wenn,
En deiz-se skeduz ha laouen.

Tregern a rea ar parkeier,
An hentchou doun, ar prajeier,
Gand mouez nerzuz ar vugale
O kana meuleudi Doue.


E chapelik hor Mamm Mari,
Savet gand hon tud koz d’ezhi,
Ni douaz chomm atao fidel
D’hor Zalver ha d’he Vamm zantel.

Na traou ar bed, nag an amzer,
Daoust d’ezho da veza pounner,
N’hellint euz va spered tenna
Sonj dudiuz va Fask kenta.


————


IV


KERZADIOU HA PLOUGASTELL

——


D’am mignoun Constant Kervern.


O Kerzadiou azezet brao
Etre krec’hennou ker koantik,
Etouez ar c’helvez hag ar skao,
D’id va c’harantez birvidik.

Pa zonjan en amzer eüruz
Hag am euz ennoud tremenet
E teu d’in huvreou dudiuz
A ra d’am c’halounik lammet.


Gwelet ran hirio ’giz neuze
An ti koz toet gand plouz gwenn ;
Eno va moereb a veve
Gand he nizik Klaoda hebken.

Va gallet e vije gwelet,
Ar skol echu, dre ar c’hoajou,
O lammet a-dreuz hag a-hed,
O kas d’an ekleo forz soniou.

Me a garie meurbed d’ar iaou
Bale etouez ar sivi ruz,
Dindan ar gwez braz avalou,
En draonien, tost d’ar ster trouzuz.

Koulskoude ’plije d’in muioc’h
Mont beteg kerrek ar Measiou ;
Eno, savet war gern eur roc’h,
Va-unan, me rea kalz sonjou....

E harz va zreid me wele ’r mor,
Ster Landerne oll goloet
Gand bagou Leoniz a Gerhor
O pesketa gand ar rouet.

Varzu Brest pa vezen troet,
Savet huel war he iliz
Tour braz Sant Martin benniget
A rea d’in koun euz a Zant-Loiz.


O koun meurbed c’hoek d’am ene,
C’houi zo levenez va spered ;
En iliz-se, eun deiz a voe
Er mean-found oun bet kristenet.

Ilizik koant ar Feunteun-Wenn,
Test a feiz krenv hon tadou koz,
Am gwele aliez o c’houlen
Digand Mamm Jezuz he bennoz.

Doue roaz d’in em iaouankiz
Mignouned euz ar re vella.
O bloaveziou evel eun deiz,
Penaoz e c’halfen ho prena ?

Vigouroux, Constant, tud feal,
Ha n’ankounac’hain morse !
Ra vevimp er bed didamall
Ma vimp unanet e Doue !…

Pa zigoueze vakans ar skol,
Nag a zerveziou evuruz,
Er parkeier, barz en diseol
Gand va levriou dizenouuz !…

Tremenet ’m euz er gearik-se
Eun darn vad euz va iaouankiz ;
Ha pam galvaz mouez Doue,
O pellaat daelou a skuilliz....


Pa zistroan da Gerzadiou,
Eur veachik an amzer hebken,
E tigouez d’in goulen kelou
Euz tud ha na velin mui ken....

Siouaz ! an Ankou didruez
A sko, a sko da bep mare....
Va moereb n’eo mui e buez
Kalz mignouned maro ive !…


————


V


MARO FRANSEZA E PLOUGASTELL

——


E koun va moereb.


Marteze, Breiziz, e kredit
Ez oa Franseza eur brinsez ;
Va mignouned, fazia rit,
Rak n’oa nemed eur goueriadez.

Kement he deveuz va c’haret,
Ar voereb ker, en he buez
M’eo diez d’in hel lavaret :
Setu gwerz va zristidigez :


Sonit, kleier, sonit affo ;
Sonit, kleier, sonit krenvoc’h ;
Va moereb vad a zo maro !
Sonit, kleier ar c’hanv tristoc’h....

D’an dri var ’n ugent a gerzu,
Er bloaz naontek kant ’med unan,
He ene, dreist ar c’hoummoul du
A ieaz da vit Mestr ar bed-man.

E gwered Plougastell brema,
Kuzet, en eur c’hornik distro,
E kavfoc’h he bez, ar paoura,
E diseol eur vezen dero.

Ho pet, tremener, karante
Da laret eun De profundis
Evit ar vaouez zo aze,
Hag a zavo skeduz eun deiz.

Kanit, laboused, kanit ’ta,
Kanit gand ho kaera mouez ;
Livirit : « Kousket eo houma,
O c’hortoz ar varnedigez.... »

Diwanit stank, bokedou koant,
War bez va moereb Franseza ;
Savit, bleunit, hervez va c’hoant,
Gand ho liou kaer, ho c’houez gwella.


Ho karantez pa edoc’h beo,
Moereb, a ioa evidoun-me ;
Hirio, siouaz ! pa zoc’h maro,
Ha c’houi am ankounac’hafe ?

Goulskoude ’vel m’eo ken diez
Digouezout en envou war eon,
Me bedo ’vidoc’h aliez
Ar Werc’hez, Mamm an oll Anaon.


————


VI


KALVAR PLOUGASTELL-DAOULAZ

——


D’am mignouned L. ha P. Carret.


O c’houi, Plougastelliz euruz,
Leac’h oc’h euz da veza lorc’huz,
Poc’h euz en ho parrez dispar
Eun dra gaer evel ho kalvar !

Ar c’halvar-ma a oe savet
Tri c’hant vloaz a zo tremenet,
Dre bromesa ’pad ar vosen,
Pa voe selaouet ar beden.


Hervez a lavar kalz a dud
Kalvar Plougastell ’n deuz ar vrud
Da veza euz ar re gaera
A c’heller gwelet er vro-ma.

Kalvar dudiuz Plougastell
A zo eun testeni huel
Euz a feiz krenv hon tadou koz,
Eüruz pell ’zo er Baradoz.

A bep amzer Plougastelliz
Po deuz bet da ziskouez ho feiz
Ouz aour na poan n’ho deuz sellet,
Ouz ho c’harantez n’ laran ket.

Gouechall ar c’halvar a gavet
O tigouezout barz er vered ;
Hogen, hirio ar re varo
Pelloc’hik zo ’n eul leac’h distro.

Kroaz koz Hor Zalver goulskoude
E Plougastell a vez bemde
Henoret, pedet ha meulet
Gand kalz tud a deu d’he gwelet.

D’in-me ez euz bet lavaret
Eo bet ar c’halvar marc’hatet
Gand divroidi pinvidik
A Vro-Zaoz, me gred, ginidik.


D’ezho dioc’h-tu oe respountet :
« Ar C’halvar d’eoc’h na wersfomp ket,
« Goude ma paefec’h d’eomp he bouez
« En aour hag en arc’hant nevez.


« Gwir donezoun euz hon tadou
« Ar gwella eo euz hor madou ;
« Kentoc’h eged he zilezel
« Karfemp ive kerkoulz mervel. »

Na furra respount ! a dra-zur,
Hag a ra d’an oll plijadur.
Plougastelliz, dalc’hit pell braz
Ho karantez evit ar Groaz.

Abenn nebeud, e kalz leac’hiou
C’houi velo diskar ar c’hroaziou ;
Bea zo goad Breizad en ho kreiz,
Mirit ho re, Plougastelliz.

Na kaer eo da C’houel an Oll-Zent,
Pa zon ar c’hleier ho c’han sklent,
Mont d’ober tro ar c’halvar koz,
O c’houlen d’an Anaon repoz !

An dud hag an amzer zoken
Er bed-ma prim braz a dremen ;
Nemedoc’h, Kroaz sakr va Zalver,
A jomm bepred en huelder.

Ped remzi ho peuz-hu gwelet
War zouar Plougastell tremenet
C’houi, va Jezuz, war ar C’halvar,
A dra-zur, c’houi hebken her goar !


Tenzor talvouduz hor parrez,
Evidoc’h eo hor c’harantez,
Keit ha ma chomfoc’h en hor c’hreiz
Ni vo bepred stag ouz hor feiz.

O va Jezuz, war ar C’halvar,
Selaou ho kenteliou ni gar ;
C’houi eo hon nerz, hor sklerijen
Pa deu war’nhomp barrou anken.


————


EIL LODEN
————
HOR MAMM-VRO BREIZ-IZEL
————
I


ME GAR VA BREIZ-IZEL
————

D’an Aot. Loth, dean skol-veur Roazoun.


Me gar va Breiz-Izel ! va mamm vad, va bro goz,
He deuz e peb amzer kaset d’ar Baradoz
Bugale kalounek, rouaned, sujidi,
Barzed, menec’h, gragez, hag a garie pedi !

Me gar va Breiz-Izel ! Mamm-Vro Marzin, Lez-Breiz,
Arzur, Gwesklin, Gradlon, ha re-all c’hoaz a-leiz,
Marc’heien, tud a vor, a reaz enor d’ho bro,
Oc’h he difen bepred beteg pred ho maro....

Me gar va Breiz-Izel ! gand he ilizou koz,
Kouentchou santellet gand peden deiz ha noz,

Kroaziou dantellezet, touriou huel savet,
Mein-hir ha taoliou-mean, ennhi dre-oll hadet !

Me gar va Breiz-Izel ! kelc’het brao gand ar mor,
Goloet a vagou, ho goueliou gwenn digor ;
Me gar he frajeier, krec’hennou ha koajou,
Gand ho mesaerien o kana forz soniou !…

Me gar va Breiz-Izel ! o vriatat ar groaz,
Oc’h he sanka bemdez war ribl an hentchou braz,
Me gar va Breiz-Izel ! o tifen madou sakr,
Beteg ar goad zoken, eneb an dud fallakr.

Me gar va Breiz-Izel ! evel eur berlezen
O lintra, skeduz braz, dirag dremm an estren ;
Gallout a reer gwelet e pevar c’horn ar bed
Poblou a bez ’n’ho zav, ouz va Breiz o sellet....

Me gar va Breiz-Izel ! me gar va c’henvroiz,
A zalc’h d’ho Brezounek, ’vel ma talc’hont d’ho feiz ;
Me gar an dud dispount en em gann er brezel
Brezel garo meurbed d’hon oll giziou santel !

Me gar va Breiz-Izel ! me he c’haro atao !
Va c’haloun evithi da viken a lammo ;
Beteg pred va maro kalounek me gerzo
Var roudou va zud koz.... Breiz-Izel ra vevo !…


————


II


BREIZAD BEPRED !

——


D’am mignoun Al Louet, Mestr-Skol


War don : An Hini goz.


Diskan.
Va c’halon zo
Gand va bro,
Ha bepred e vezo !

1

Hag e zafen da benn ar bed
Gand Breiz va c’halon vo bepred.

2

An heol, gwir eo a wel broiou
E lec’h euz muioc’h a vadou.

3

E Paris traou brao a weler,
En he skoliou kalz a zesker ;

4

Mesk ar Saozoun oun bet ive ;
Ni zo paour dirak ar re-ze.

5

En oll leac’hiou forz pegen kaer,
Va spered a nije d’ar ger.

6

Beteg Rom zoken ez oun bet,
Ha Breiz n’em beuz ankounac’haet.

7

Va daoulagad glaske al lann,
Ar parkeier leun a valan.

8

Na welen mui ar c’haer bragou
Ho deuz miret d’eomp hon tadou.

9

Na gleven ken nemed gallek,
Ha tamm ebed a Vrezounek.

10

Na gleven mui ar marvaillou
A lar d’eomp e Breiz hor mammou.

11

Va c’halon a lamme em c’hreiz
Gand hast da zistrei da vro Breiz.

12

E Breiz brema me a jommo
Beteg an deiz euz va maro.

13

Fellout ra d’in e Breiz-Izel
Beva gwir Vreizad ha mervel.

14

Ha beteg penn me labouro
Evit va Breiz, evit va bro.

15

M’am bezo gand ar C’halloudek
Gopr an dud vad ha kalounek.


————


III


HIRVOUDOU HA PEDEN

——


D’ar barz Taldir.


Va c’halounik ennhon a zo oll ankeniet,
Pa welan Breiz-Izel, va bro muia karet.
Gwall gaset gand tud fall enebourien peb mad…
O Doue, pebeuz kalounad !

Hag e klaskont taga gand kalz hardiziegez,
Pez zo gwella e Breiz : He c’hiziou hag he yez,
Evit mouga easoc’h feiz krenv an Arvoriad…
O Doue, pebeuz kalounad !


Ho gwelet a reer stank dre hentchou Breiz-Izel,
O c’hoapât ar Vreiziz, ho c’hredennou santel,
O teuler dismegans war gement a zo mad…
O Doue, pebeuz kalounad !

Gwazed krenv measiou Breiz, leun-bar ho kwazied
Euz goad iac’h hon tadou, ar Vreiziz ken brudet,
Pegeit c’hoaz e chommo serret ho taoulagad !
O Doue, pebeuz kalounad !


Arzur, Marzin, Lez-Breiz, savit euz ho peziou !
Embannit ar brezel [1], Bretouned a strollou
A ziredo gand prez, a stourmo evit mad !
O Doue, klevit va mennad !…

Kement a c’hoantaomp : frankiz ha lealded
A lammer tamm ha tamm digand ar Vretouned ;
Enebomp, kenvroiz, unanet er stoumad.
O Doue, klevit va mennad !

O va Zalver Jezuz, Doue ar Vretouned,
Pegeit ouzomp eta vefoc’h-hu kounnaret ?
Roit ar peoc’h, ni ho ped, c’houi hag a zo ker mad !
O Doue, klevit va mennad !


Itron santez Anna, mamm goz ar Vretouned,
Dalc’hit en hon touez ar wenn euz ar Varzed ;
Grit m’ho gwelimp bemdez muioc’h-mui o stankât.
O Doue, klevit va mennad !


————


IV


NETRA NA DALV VA BREIZ !

——


D’ar Barz Erw. Berthou, Alc’houeder Treger.



Ha bez’ ez euz eur vro giz Breiz-Izel,
Diazezet gand kalz a dud santel ?
Ar c’hantvejou, ’vel bandennou brini,
Heb he diskar, ho deuz nijet dreizhi.

Klaskit eul leac’h henvel ouz Breiz-Izel,
E pini chomm, en despet d’an avel,
Kredennou sakr oberourien hor bro,
Korvigellet oc’h griziou an dero !

Ha bez’ ez euz eur vro ’giz Breiz-lzel.
E leac’h ma kan ar barz a vouez huel,
Gand an delen, evel an drouiz koz,
Koulz hag en env elez ar baradoz ?


Ha bez’ ez euz, ouspenn e Breiz-Izel,
Eur yez ken koz, ker kaer ba ken santel,
Gand ar C’helted komzet daou vil bloaz zo,
Hag enoret ganeomp-ni c’hoaz hirio ?

Ar C’hallaoued, siouaz ! gwir a laran,
D’ar Brezounek a ra brezel breman,
Hogen, Breiziz, Doue a du ganeomp,
Ouz ar gwasker kalounek enebomp !

Nan, a dra-zur, n’eo ket eun den marvek
A ziskaro e Breiz ar Brezounek !
Eur boblad tud n’hell beza dispennet
P’eo ar memprou etrezho unanet....


Ha bez’ ez euz eur vro ’vel Breiz-Izel,
Leac’h ma kaver labour kaer ar gizel,
E peb parrez war vein an ilizou,
Er berejou, war galz a galvariou ?

Ha bez’ ez euz eur vro ’vel Breiz-Izel,
Roaz buez da gand den a vrezel,
Brudet evel Lez-Breiz ha Richemon,
Gwesklin, Arzur, Pontkallek ha Klison ?

En da histor, ô va bro Breiz-Izel,
Me gav barzed evel ma ’z oa Luzel,
Brizeuk, Ar Skour, ar fablenner Milin,
Hep ankounât, en amzer goz, Marzin.

Ha komz a rin euz a zent Breiz-Izel,
Hag a skignaz sklerder an Aviel
Dre ar vro-ma, en denvalijen c’hoaz,
O planta doun war bep torgen ar groaz ?…

Netra na dalv, ha netra na dalvo,
Va Breiz-Izel, va Mamm garet, va bro !
Va c’harantez, beteg heur va maro,
Hep ehana da veuli me garo !


————


V


BREIZ, BREZOUNEK HA FEIZ

——


D’an Doctor Piquenard, « Ar Barz Melen. »


Beza zo tri ger kaer, c’houek meurbed d’ar spered,
Hag a ra d’ar galoun tridal gand eüruzded,
P’am euz ho lavaret e santan evel mel,
Seblantout a ra d’in klevet kana eun el.

Breiz, Brezounek ha Feiz, Treinded ar gwir Vreizad,
He Gredo, he armou da vare ar stourmad ;
Setu, hep fazia, nerz meulet hor gouenn koz,
Beteg eur pennad zo m’eo deuet warnomp an noz.

Breiz-Izel eo ar Vamm. — O ! pebeuz Mamm dener ! —
Pegement eo bet mad bepred en hor c’henver !
Gwelomp an digoueziou he deuz lezet ganeomp,
Hag oll bennoz d’ezhi a bouez hor penn kanomp.

Hor Mamm ’deuz bugale : ar Brezounek, ar Feiz,
Koz braz int evel-d-hi, koz braz hirio an deiz.
Tud zo a en em blij oc’h ho laret maro…
Fazi, va zudigou !… Beo int… Int a vevo !…

Doue a zo ganeomp. Penaoz keit amzer zo,
E chom ar Brezounek buezek ’vel ma ’z eo ?

Keit, pa daolomp eur zell war gartennou ar bed,
Nag a yezou maro, pe gand re-all mesket !…

Gwir eo eur brezel kriz varnomp zo dirollet,
Dont a ra euz Bro-C’hall eun avel penfollet,
Ouz hor yez benniget ar Gall zo e kounnar…
Ah ! mar galche d’an traon ar Brezounek diskar !…

Nan, nan, fazia rit, va c’hredit, tud dizakr ;
Setu eun arme grenv en-dro d’hor madou sakr !
Ar Vreiziz zo kalet evel mein an aochou,
Evel ar gwez dero ker stank en hor c’hoajou.

Klevet ran lavaret, — hag her c’hredi a ran, —
« Ar Feiz a zo laoskeet ! » Sklear eo da beb unan.
An denved zo taget gand bleizi gouez naonek ;
Peleac’h e ma ’r penn kaoz ? e peleac’h an abek ?

Teir eienen, me gred, da gement-se a zo,
Hep aon, hep kasoni, ama m’ho diskuillo ;
Evit hor Mamm-Vro Breiz mantrusa gwaligner !
A sko ken dizamant varnhi e peb amzer.

Ar politik direiz, evel eul loan gouez,
He deuz pelleat ar peoc’h, lazet an unvaniez ;
Eur gasouni c’hoero e skoliou hon amzer,
Eneb ar Brezounek er bugel a c’houezer.

Ha komz a rin ouspenn euz a giziou ar Gall,
A c’hounid hor measiou henvel ouz eun tann-goall ?

Bragou braz ha chupen a vez great fae varnho,
Koefou evel e kear a ranker kaout hirio !…

Pep-hini oar ervad ar Brezounek, ar Feiz,
A bep amzer a zo Breur ha C’hoar en hor Breiz ;
Dre-ze taga unan a zo skei war eben ;
N’int ket hep her gouzout hon oll enebourien.

Ha gwelit goudeze penaoz e savarer
Koueriaded, bet er skol eur pennadik amzer,
War dachen ar marc’had a zraill tammou gallek,
Mez ho defe diskouez e c’houzont Brezounek.

Trec’het war gement-se ’teuer a nebeudou
Da zilezel ar Feiz, feiz nerzuz hon tadou ;
Setu eno, Breiziz, setu ar spered Gall,
Setu petra vefomp, ma na garomp diouall.

O va c’henvroiz ker, diouallomp da rei dorn
D’an enebour da skei krenvoc’h war an askorn ;
Ouz yez koz ar C’helted stagomp ’ta muioc’h-mui,
D’ar Brezounek enor ! Pep-hini en he di !…


————


TREDE LODEN
————
YEZ BREIZ-IZEL
————
I


AR BREZOUNEK
————


(Priz kenta e Kenskrivadek Gwengamp, 1900)


D’am Skolerien.


O Brezounek va yez, o yez meurbed karet,
Eat ken doun em c’haloun, ha ken stard em spered,
E peleac’h e kavin komzou avoalac’h c’hoek
Evit ho meuli, Brezounek !

Eur yez a zo labour tenn ha paduz eur ouenn,
0ll ho deuz kalz poaniet d’he ober da viken ;
Bez’ ez eo a eur bobl eur gwir grouidigez
Great ouz he henvelidigez.


Bez ez eo al leor beo e pini d’euz laket
Istor he zonj skrivet ha d’he lignez fiziet,
Eur ster vraz burzuduz hag a dreuz an oajou
Evit mont beteg hon tadou.

Eur yez eo ’leac’h santel e pini ’n em gaver,
Ma pokomp, teneret, gand ene hon zud ker,
A zo maro brudet, brema euz pell amzer,
Hag a vev dre ho yez ken kaer !

Pebeuz dudi sonjal : « Va zadou koz gwechall,
Ama, var douar Breiz, disparti diouz Bro-C’hall,
A gomze ’r Brezounek evel m’her gran hirio,
He garie, he veule atao ! »

Den ebed en hor Breiz na dle, hep bea mezuz,
Dianaout eo hor yez eul loden talvouduz ;
Ha siouaz ! pa varvo peb Breizad a gollo
Kaera pinvidigez he vro.

Gouzout a reer dre-oll Brezounek hag ar Feiz
A beb amzer a zo Breur ha C’hoar en hor Breiz !
Ker gwir eo kement-ma ma na veler eun den
A garfe unan hep eben.

Eur brezel kriz meurbed a reer d’ar Brezounek,
Disprizet, gwall-gaset eo gand tud diaoulek ;
O veza n’hellont ket dic’hrisienna ar Feiz,
A glask laza yez koz hor Breiz.


Tud diskiant ma ’z int, laret ’deuz etrezho :
« Taolomp an dismegans, taolomp gwel ar maro
War ar Brezounek-se a garont ’vel ho Feiz,
Euz an oll galoun zo ’n ho c’hreiz.

Pa vimp en em gavet da ober dilezel
Yez koz ar Vretouned, neuze gand an avel,
Ni velo ho feiz krenv ’vont kuit a nebeudou,
Evel kiziou mad ho zadou !… »

Setu aze, Breiziz, ho zonj, ho c’hoantegez ;
Ha fellout rafe d’eoc’h, dre ho leziregez,
Rei skoazel d’an dud fall, trei kein d’ho Prezounek,
War zigarez deski ’r gallek ?

En ho sav, Bretouned, Breiziz pennou kalet !
Laromp a bouez hor penn : « Ar Brezounek bevet !
Ni he gomzo bepred beteg heur hor maro…
Bevet ar Brezounek atao !…

O ia, dal’homp d’hor yez, evel d’hor mell penn-baz !
Ra zeui ar vistri-skol, dreist peb tra war ar meaz,
Da zeski d’ar baotred, d’ar merc’hed, ar gallek,
Mez bepred dre ar Brezounek.

Alo, bugale Breiz, hag a zo desket mad,
Er c’heariou, en dachen, er foar hag er marc’had,
Na ruziet ket a vez o komz ar Brezounek,
Diskouezit ez oc’h kalounek !


Dalc’hit sonj mad atao ez eo ar Brezounek
Eur yez evel eun all, eun tenzor talvoudek,
Deuet a-dreuz kantvejou, roet d’eomp gand hon tadou,
Vel ar c’haera euz ho madou !


————


II


BLEUN NEVEZ

——


D’am mignoun K. Gourvez.


War an douar enor, bennoz,
Peoc’h peurbaduz er baradoz,
D’ar re n’espernont ket ho foan
Evit sevel yez ar vro-man.

N’hellet ket nac’h, e Breiz-Izel,
Ar Brezounek, gand ar brezel,
A zeblante toc’hor meurbed,
Ha prest da veza sebeliet.

Setu aboue bloaveziou
Tud a galoun, a vandennou,
Diwanet e peb korn a Vreiz,
O stourm oc’h amzer ha tud kriz.


Dre c’hras Doue ho labourou
A zoug deliou koant ha bleuniou ;
Ar Brezounek a zo karet,
Kanet, meulet ha kalz skrivet....


————


III


AR BREZOUNEK ATAO !

——


D’an A. Mouelic, Mestr-skol.


Breiziz zo bet a-viskoaz goazed prount ha nerzuz,
Ha pa redont d’an emgann int peulvaned spountuz ;
Outho netra n’hell herzel, treac’h a renkont beza :
Ho feiz, ho hardiziegez a ra d’an oll krena.

Breiziz a zalc’h d’ho giziou gand eun doujans meuluz ;
Mont a reont d’ar pardoniou ha d’ar foariou trouzuz,
D’an eureujou, d’ar festou, oc’h son ar biniou ;
Ho dillajou a viront, ho yez, hag ho gwerziou.

Eun arouez a ziskouez kaleter ar Breizad,
Ha pegement eo nerzuz ar ouenn en he Vroad :
Ar Brezounek zo karet, hirio evel gwechall,
A zo komzet en despet da gasouni tud dall.


Alo, harzit ho kwalac’h, ô tud diskiantet,
Ar gounid n’ho po morse ; Breiziz na nac’hint ket,
Na nac’hint ket ho zadou, nag ho giziou santel ;
Ar Brezounek vo komzet ; d’hor bro ni vo fidel.


O santez Anna Wened,
Mamm goz ar Vretoned,
M’ho ped, mirit Breiz-Izel,
Warn’hi taolit eur zell.
Dalc’hit stard en hon touez
D’hor yez gwir garantez,
Ma karimp bro ha Doue
Epad hon oll vue.


————


IV


TRISTIDIGEZ HA GED VAD

——


D’an Aot. de l’Estourbeillon, Kannad ar Mor bihan,
Rener Kevredigez Broaduz Vreiz, kinniget gand doujans.


Euz a bep korn a Vreiz-Izel
E sav, douget gand an avel
Keleier doaniuz, forz klemmou,
A wask siouaz ! hor c’halounou,


Eur brezel kalet ha diaoulek
Zo great d’hor yez, ar Brezounek ;
Mall eo gantho hen diframma
Digand bugale ar vro-ma.

An diaoul he-unan, a dra zur,
A c’hoez an tan en dud distur,
Ho c’has dre bevar c’horn ar vro
Da leda anken ar maro.

Kement tra vad : Bro, Feiz ha Yez,
A zo breset mar d’eo truez !
Karantez ebed mui ennho,
Leun int a gasouni c’hoero.

O va Doue, peleac’h e maoc’h ?
Diskouezit ho kalloud pelloc’h…
Re hir amzer an dud fallakr
A wall gasaz hor madou sakr.

Doue na zilez ket hor bro,
Beuzet, siouaz ! en he daero,
Dibabet ’n deuz tud kalounek
Da zifen mad ar Brezounek.

Mil bennoz d’eoc’h, ô va Aotrou,
Evit oc’h oll vadelezou
E kenver hor bro Breiz-Izel
A zo bet d’eoc’h atao fidel.


Setu eun nebeud bloaveziou
Ma vez great kenskrivadegou
Evit dougen ar varzed ter
Da labourat hor yez ken kaer !

Paotred yaouank euz ar gwella,
Dre gant a ranker ho c’hounta
A gas bep bloaz, e Brezounek
Gwerziou koant d’ar genskrivadek.

Hor c’halounou a laouenna
Pa velomp an dud gwizieka
O poania stard evit hor Breiz,
Dre ma wasa d’ar brezel kriz.

Ar Brezounek zo enoret,
Ha dre-oll muioc’h-mui komzet ;
Hon tadou koz, en ho beziou,
A drid brema ho c’halounou.

Ra vevo gallouduz ha pell
Kevredigez hor Breiz-Izel !
Pell hanavezet ra vezo,
Euz eur penn d’ar penn-all d’ar vro....

Nan, nan, va c’henvroiz karet,
Hor yez na vo ket diskaret,
Na varvo ket ar Brezounek
Tra vo e Breiz tud kalounek !…


————


V


WAR ZAV !

——


D’an A. Abad Perrot.


Na me garfe e ve va mouez
Klevet e Breiz e peb parrez !

O va bro ger a Vreiz-Izel,
Bro ar Varzed, douar zantel,
Ar Gall a c’hoanta touella
Da vugale ’vit ho zrella.

’Vit laza da spered kristen
Ennoud eat ken doun he c’hrisien ;
’Vit laza da Yez benniget,
A garfe gwelet dilezet,

’Vit laza da giziou brudet,
Penn-abek euz da eüruzded ;
Gouzoud a ra e ma aze
Buez pe varo da ene.

War zav, var zav, oll, Bretouned,
Gouenn an dud krenv, pennou kalet !
Penn d’an enebour aheurtet !…
Biken ganthan na vimp trec’het…


Biken hor yez na vo lezet
Da veza e Breiz diskaret,
Da Zoue ha d’hor Breiz-Izel
Oll bepred e vezimp fidel....

Kentoc’h karfemp mervel mil gwech
Eged rei abek d’eur rebech !


————


VI


AR VRETOUNED HAG HO GWASKERIEN

——


D’an Aot. Ar Berre, Barz Abalor.


ar waskerien.


Ar Brezounek prim d’ar maro !
Hiviziken den n’he gomzo....

En ilizou hag er skoliou,
D’ar gallek oll, va zudigou.

Ho peleien pa brezegint
Gallek flour d’eoc’h a zistagint.

Mestrezed ha mistri skoliou,
Grit e gallek katekizou.


Na fell mui d’eomp a Zeurezed
Muioc’h plij d’eomp demezelled.

Hag ar Breudeur n’ouzont netra (?)
Vo lakêt er meaz euz ho zra.

C’houi, Bretouned, tud a c’hiz koz,
Zo e tenvalijen an noz.

Evel ho preudeur gallaoued
Plegit ho chouk hep grik ebed.

Bezit dinec’h, na glaskomp ken
Nemed rei d’eoc’h gwir sklerijen.

ar vretouned.


Tavit, tavit, tud divadez,
Paouezit pelloc’h ho sklabez.

Re bell, siouaz ! oemp touellet,
Hag edomp oll evel trellet.

War hon daoulagad eur wel du
A zo bet ledet ganeoc’h-hu.

Siouaz ! d’eomp-ni na gredemp ket
Hor madou kement gourdrouzet.

Ar Vretouned n’int ket maro,
Nerz-kaloun a zo c’hoaz ennho.


Pa vezimp kaset keteg penn
Ni zavo oll d’en em zifen.

A vrema e tiskleriomp freaz :
D’hor Brezounek trei kein biskoaz !

D’ar veleien, d’ar feiz gwirion,
Karantez zo en hor c’halon.

Ar Brezounek koz hag ar Feiz
A zo Breur ha C’hoar en hor Breiz.

Ho griziou ’vel re an dero
A zo korvigellet er vro.

Tud divergont, lezit ar peoc’h
Gand tud ha na laront grik d’eoc’h.

Pe dizale, koulz ha gwechall,
Ni gavo bisier ha traou-all.


————


PEDERVED LODEN
————
GWERZIOU HA KANAOUENNOU
————
I


ER BARADOZ
————


D’am Breur Louis, Merdead.


War don : Les Sabots de la Duchesse Anne.


En noz-all edon en heorez,
Kousket, eur zulvez,
Gand kenvreudeur merdeidi,
Gwaskedet hon tri ;
Hag e riz eun huvre souezuz,
Dont a rea euz Elez Jezuz
A ! A ! A !
Selaouit an huvre-ma !


Tost da Ber oan o c’hortoz
Barz er Baradoz,
Pa lavaraz Doue d’ezha :
« Porsier al leac’h-ma,
Diouall oc’h paotred Penn-ar-Bed,
Setu eun toullad o toned,
Tud a vor
A deu da c’houlen digor !

Ra c’helli, Per, hep marc’hata
Ervad ho ranna !
An or aour digor ar brasa,
Eleac’h he zerra,
D’ar re eve re vanneou
(Kalz anê zo war an henchou !)
O ! O ! O !
Ni velo petra zigweo ! »

— « Deuit affo, ’me ’r porsier koz,
Deuit er Baradoz !
Deuit oll, paotred ar gwin-ardant,
Evel m’am beuz c’hoant !
Ar re-all jommo da zellet
Kichen an or vraz alaouret,
He ! He ! He !
Hep koll kaloun evit-se ! »

— « Mad e ia ! larjont da Ber
Al liperien gwer…

Setu fin poaniou ar bed,
Mui ’med eüruzded !
Deomp araok ’ta oll, mignouned,
Deomp, ar « rad » a rankomp gwelet !
A ! A ! A !
Hastomp mont da ebata !… »

Hogen, dizale sav kroz
Barz er Baradoz ;
Klevet a rean trouz ha safar,
Gwir ez oa glac’har.
Hegasi reant ar c’heaz sant Per,
Defot na zigase d’eo gwer,
O iouc’hal :
« Gwin-ardant evel gwechall ! »

Hag e larent d’an den-Doue :
« Penaoz an dra-ze ?
N’euz ket zoken er Baradoz,
Giz en hor bro goz
Eun tammig hostiz, ’vit arc’hant,
Da rei eur banne gwin-ardant !…
A ! A ! A !
Ni a ia da zouara !…

Glac’haret oll gand an histor :
— « It d’ar Purgator !
A laraz d’ezho sant Per,
Gouskoude tener,

C’houec’h mil bloaz eno o tomma,
Dioc’h gwin-ardant rei divoaza,
Rak ama
E reer fae war an eva !… »

Setu ar wazed poelluz
Wardro ’r zant eüruz,
Pokat da draon he zoudanen.
Oll dre ho feden
E c’halvent madelez sant Per,
Da rei pardoun d’ho breudeur ker,
Kondaonet
’Vit beza ker fall komzet !

— « Dizonjal ran ho flemm garo,
Laraz Doue d’he dro,
Deuit eta, c’houi, em euruzded,
Deuit oll, Bretouned,
Eüruz an dud a galoun vad
O ia… Ren a raint gand ho Zad ;
Me fell d’in,
An env gantho a rannin.... »

Goude, Per, ar zant ker mad,
Lar gand kalounad :
« Pedit, pedit, mignouned,
’Vit ho tud dallet,
Ma labourint da ziwaza
Dioc’h an evach deu d’ho laza :
Korf, ene ;
Va zelaouit ’n han’ Doue ! »


War an dra-ma poun difunet,
Tost d’in meuz kavet
Dour a varo, eur voutaillad ;
A ! va c’hredit mad !
Goude an huvre, ar marvaill
Mem beuz kroget prim em boutaill,
Non de non !
He stlapet ’m euz er mor don....

(Great e gallek gand Taillevent).


————


II


PEDOMP AN INTROUN-VARIA

——


D’an A. Berthou, Person Lanndivisiau.


War don : Plac’hig enez Eusa.


Diskan.


Eun arne spountuz a dosta,
Pedomp an Introun-Varia ! (diou veach).

O na tenval eo an dremm-wel !
Koummoul karget a zo a-bell....

A bep tu e klevomp hirio
Iouc’hadennou dispac’h er vro !


Lavaret a ve eun arme
Kaset da ober eur bale !

Eur bale evit distruja
Kredennou koz tud ar vro-ma !

Iliz Jezuz zo gwall-gaset
Gand enebourien penfollet.

Garo meurbed eo ar brezel
A reer hirio d’an dud fidel.

E maint o klask, er vugale,
Mouga ’n doujans evit Doue.

Harpomp oll hor skoliou kristen
O rei laouen hor gwenneien !

Bagig sant Per a zo hijet
War eur mor spountuz dirollet !

Kristenien, braz vezo ar reuz,
Ma n’enebomp hep ober neuz !

Eur stereden er gwall amzer
A ro kaloun d’ar beacher.

Mari eo stereden ar mor,
D’ar gristenien eur gwir c’houdor !

Stouet dirag aoter Mari,
Hor C’haloun baour o c’hlac’hari,

Pedomp an Introun-Varia
Ma viro ’n arne da darza !


————


III


BET SONJ EUZ AN ANAON !

——


E koun euz va mignoun Colomban L.


Sonjit en ho tad, en ho mamm,
Er purgator, e kreiz ar flamm.
(Kantikou eskopti Kemper).


War don kelven.


Tan ar c’huz-eol a varve dre-oll a nebeudou,
Gwel du an noz ’n em lede war gern ar meneziou,
An aezen skanv a skrije etouez ar ieod, en traon,
Hag a lavare klemmuz : « Bet sonj euz an Anaon ! »

Ar gwenan oa dizroet en ho c’holoennou,
Al labouset oa kousket e dounder ar skourrou ;
Eur zioulded melkoniuz a waske ar galon ;
Ar c’hloc’h en tour a gane : « Bet sonj euz an Anaon ! »

E bolz an env ar stered skeduz a lugerne,
Avelik dous ar c’hreiz-deiz er gwez-sapr a varve,
A varve ’n eur c’hrosmolat gand eur vouezig a gaon :
« O c’houi hag hon deuz karet, bet sonj euz an Anaon ! »

« Egiz ar moged tano a zav euz an doen,
Pa zav an eol bep mintin, ha na weler mui ken,

Evel an aezen skanvik marvet er geuniou don,
E tremenaz ho deiziou : « Bet sonj euz an Anaon ! »

O pet sonj euz an Anaon ! Euz ar re ne maint ken,
Hag oc’h euz darempredet, deac’h en ho keriaden ;
Du-hont ho beziou glazet, e skeud an tour krignet,
A zo ganeoc’h dilezet, er vered benniget.

Goude eur ged frealzet gand promesaou ar feiz
Ho deuz kuiteet ar bed-ma ; c’houi rai veldho eun deiz…
Ho puez a dremeno evel ar bokedik
Bleuniet ker koant er beure, goenvet d’ar pardaezik.

An dervez labour echu, re-all ive d’ho zro,
O vont dre ’r gwenojennou moueziou kaon a glevo ;
Kloc’h skiltruz ar glaz ive a laro d’ho c’halon :
« O c’houi, hag hon euz karet, Bet sonj euz an Anaon ! »


————


IV


NOUEL NEVEZ

——


D’an A. Lajat, « Mab an Argoat ».


War don pobluz : Christe Redemptor.


Ra vo meulet e peb mare,
Hag euz eur c’hantved d’egile,
An nozvez meurbed benniget
E pini Jezuz zo ganet.

Mari ha Joseph, e Bethleem,
Ho deuz klasket, hep en em glemm,
Eul lojeiz evit an noz
Er gearik-se euz ho zud koz.

Disprizet gand kerent memez,
En abeg euz ho faourentez,
An daou bried santel hep dor
A rank goulskoude kaout goudor.

O veuli bolontez Doue
Ez eont er meaz a gear neuze,
’Vit monet en eur c’hraou dister,
Digor a bep tu d’an amzer.


O tra souezuz braz meurbed !
An Hini a grouaz ar bed
Ne gav ket zoken digemer
Gand tud hag a breno ken ker !

E kreiz an noz steredennet
Ar c’hraou a zo sklerijennet ;
Mari, bepred Mamm ha Gwerc’hez
Da Jezuz-Krist a ro buez.

War eun dornad plouz astennet,
Gand dillad he Vamm mailluret,
Jezuz d’he gerent vousc’hoarze
Giz eol ar beure er mene.

Mabig Jezuz, an drugarez,
Na c’houi zo din a garantez !
En em c’hreat den evit an den,
Piou n’ho karo hiviziken ?

Gortozet ’pad pevar mil bloaz,
Donedigez ar Mesiaz
Na c’helle chom eun dra guzet,
Setu penaoz voe diskuillet....

An env souden zo digoret
Hag an elez a zo nijet,
O kana dre ho c’hantikou :
« Gloar da Zoue ’bar an envou ! »

D’ar bastored, gand ho denved,
Ez int neuze ’n em ziskouezet,

E kreiz eun tarsad sklerijen
Hag a ro d’ezho krenien.

« N’ho pezet aon, eme eun eal,
« Leac’h oc’h euz hirio da dridal ;
« E kear David ez eo ganet
« Jezuz ar Mesiaz gedet.

« Ha setu e pe seurt doare
« E kavot ar Mabik-Doue :
« En eur c’hraouik paour, gourvezet,
« He welot laouen astennet.... »

D’an ampoent e klefjont ervad :
« Peoc’h d’an dud a volontez vad ! »
Pegement ez eo dudiuz
Ar gomz-ma war gavel Jezuz !

Sammet gantho beb a oanig,
Ar bastored a gerz prestik
D’ho c’hinnig d’ar Mabik Jezuz,
A gavont er c’hraou burzuduz.

Harz treid ar bugel digouezet,
Kerkent d’an daoulin int kouezet,
Oc’h hen anaoud ’vit ho Doue,
Ho Mestr, ho Zalver, ho Roue.

Mabik Jezuz, bugelik koant
N’hellan ket d’eoc’h-hu rei arc’hant ;
Hogen, kemerit va c’halon
Renit da virviken warnhon !


V


MARO AR BREUR IANN EN EUSA

——


Kinniget d’he gerent.


War don : Map den sonjit.


Dreist ar mor braz, du-ze er gwagennou,
Me glev hirio son klemmuz ar glazou…
Petra Eusiz, petra ra d’eoc’h gwela ?
Perag ken trist ar c’halonou brema ?

Me vel e kanv iliz-veur ar barrez,
Gwisket e du eo oll dud an enez ;
Tristidigez a weler warnezho…
Livirit d’in : Piou eta zo maro ?

Daoust ar persoun, pastor oc’h eneou,
Pe ar mear mad, difennour ho kuiriou,
Zo bet skoet, diskaret didruez,
Evel ma vez kalz a re-all bemdez ?....

Hag e klevan, a-dreuz kalz a zaelou,
Oll dud Eusa, unanet ho moueziou,
Oc’h hirvoudi varzu tud an douar,
O lavaret gand ar vrasa glac’har ;


« Kemerit perz en hon zristidigez,
« Rag ar breur Iann, den leun a garantez,
« Eiz vloaz zo bet o ren skol ar baotred,
« Siouaz ! d’eomp-ni, ar breur Iann zo marvet !

« D’hor bugale, ar breur Iann oa eun tad,
« Kaloun dener, gand-ze eur mestr-skol mad ;
« D’ezho teske eaz an oll skianchou,
« Ha dreist peb-tra miret feiz ho zadou.

« Bez oa pell zo mignoun peb tiegez,
« D’an dud beac’hiet gwir frealzidigez,
« Nikun biskoaz na dec’haz dioutan
« Hep lavaret : « He lod en deuz em foan ! »

Ia, eneziz, lec’h oc’h euz da geuzia
D’ho Preur Rener, an den kalouneka ;
Hogen eun dra jomm c’hoaz d’eoc’h da ober :
Pedit ’vithan bemdez harz an aoter.

Kalounou baour, taolet ha distaolet
’Vel ar vagig war ar mor kounnaret,
En em daolit e Kaloun Zakr Jezuz,
Eienen c’hlan eüruzded peurbaduz.

Ebarz em c’hreiz va c’haloun zo goasket
Em daoulagad daelou puill zo savet…
Ah ! me ive, me gare ar Breur Iann,
E kanv an oll va ferz a gemeran.


An Ankou kriz gand he falc’h diremed,
A sko bemdez koulz a-dreuz hag a-hed…
Kerzet a ra dreist ar mor fuloret
Evel war zouar dre an hentchou kalet.

Morse truez nag evit tad, na mamm,
Beleg, pried, ganthan espernet tamm.
Menec’h devot, kerkoulz ha tud ar bed,
A rank d’ho zro mont da jomm er vered.

Setu, Breur, oc’h galvet gand Doue
Da ziskuiza hed an eternite ;
’Vit labourou inouuz braz ha tenn
Eur gurunen a luc’ho war ho penn.

E gwered koz parrez Sant-Evarzek,
Tost d’ar porched, en eur bezik meinek,
’Ma korf ar Breur o c’hortoz deiz ar varn ;
Plijet gand Doue dont en deiz-se d’her gouarn !

Bep sul, bep gouel, varlerc’h an oferen,
He vignouned a ielo ’n eur dremen
Da lavaret bep a De profundis
’Vit he ene… Lux luceat eis !....


————


VI


GWERZ WAR VUEZ HAG OREROU
AN AOTROU MARKIZ A GERMAKER
(1815-1895)

——


D’an A. Ar Garrek.



E tu kuz-heol da Vro-C’hall ez euz eun douar lannek,
Treuzet gand diou jadennik meneziou krenn meinek,
Fouetet gand dour ar mor braz, goloet a groaziou,
Chapeliou hag ilizou, savet gand hon tadou.

An dud a vev er vro-ze a zo krenv ha kalet,
’Vel n’ez euz ket er broiou hirio darempredet ;
Derc’hel a reont d’ho giziou, d’ho yez koz ha d’ho feiz,
Hanvet em beuz ar vro-ze : Breiz-Izel, va bro Breiz !

Mad ! er vro-ze benniget, demdost da Gemperle
E kastel Plessis-Nizon c’hanaz La Villemarqué,
Er bloaz mil eiz kant pemzeg, euz eur ouenn enoret,
A roaz d’ezhan gwad yac’h gand eun hano brudet.

Ar beorien, ar re boaniet, a gave digemer
Gand an Intron kalounek, perc’henez ar maner,

Dre labour ha kalz aket e rentaz ar yec’hed
D’eur baourez keaz kanerez n’he doa mui kar ebed.

Houma, dre anaoudegez a gane d’an Intron
He c’haera kanaouennou gand karantez gwirion ;
Darn anezho zo chommet epad meur a vlavez
E maner koz Keransker, ’n eul levr keginerez.

D’an oad eur bloaz warnugent, La Villemarqué a ia
Da skol vraz an dihellou gand ioul da studia ;
Unanet gand mignouned yaouank ha kalounek,
E reaz eur vad souezuz dre galz skridou gwiziek.

’Touez he labourou kenta e kavomp eur studi
Diwar-benn « Bosen Elliant », hag a ra doueti
Ar pez a goun Theodor euz barzoniez he vro,
Ar pez a c’hoanta ober, an hent a gemero.

Gwelet a rer, d’an ampoent, e laboure dija
War he levr kaer Barzaz-Breiz, al levr dudiusa,
Pa oe great d’ezhan ’n henor gand ministr ar studi
Da vonet beteg Bro-Zaoz evit eur gefridi.

An oll hanvez ar gweliou kaer ha dispar a vez
Bep bloavez e Bro-Geumry evit henor ar yez.
Gand peger braz levenez ho gwelaz Theodor,
A zantaz he garantez o kreski ’vit Arvor !

Eaz eo entent al labour gand Theodor boulc’het
Evit dastum en eul levr Barzaz ar Vretouned :
Gwerziou ha soniou fentuz, kanaouennou seder,
Abaoue meur a gantved kanet e peb karter.


Bloaz goude m’ oa dizroet, e c’hane Barzaz-Breiz,
Eul levr leun a wiziegez, a garantez, a feiz !
Eul levr euz ar re gaera a zo bet great biskoaz,
Hervez testeni huel kalz a dud desket braz.

Piou lavaro levenez an oll gwir Vretouned,
Ha zoken ar souezen euz tud gwiziek ar bed,
Pa velchont al levr dispar, ken din a veuleudi,
Uz d’hor bro ger Breiz-Izel ’vel heol o lugerni !

Hersart de La Villemarqué oe skoet he galon
Gand lidou leun a veurded, goueliou braz Iverzon,
Gwestlet evit henori Barzed ha Brezounek,
Ive evit unani an oll Vreudeur keltiek.

Dre labour ar gwir Vreizad, er gear a Zant-Briek,
Eur bloavez e oe gwelet Bretouned kalounek,
Euz pevar c’horn Breiz-Izel, euz Breiz-Tramor zoken,
Gand karantez virvidik unanet da viken.

Pell a oa La Villemarqué gand he Intron nec’het,
A wele sklear o fallât he nerz hag he yec’hed ;
Dilezet en devoa krenn an oll leac’hiou trouzuz
Evit entent ouz he c’hreg, ar vaouez spereduz.

An Intron La Villemarqué epad ma ’z oa bet krenv,
Oa evit ar skrivanier eun nerz, eur sklerijen ;
Er bloaz dek-ha-triugent e varvaz pell diouz Breiz,
O teuler oll er glac’har tiad tud ar Markiz.


Euz maner koz Keransker ec’h heulie labourou
Tud gwiziek, tud a furnez, o vale ’n he roudou ;
Gwelet rea gand levenez an had ganthan skuillet
O tiouan, hag o tougen bleun ha frouez furmet.

Hen eo en doa da genta d’ar bed-oll diskuillet
Tenzoriou barzonek Breiz beteg neuze kuzet ;
Hag eno, a neubeudou, evel en eur feunteun,
Bro-C’hall ha broiou estren a glaske ’r sklerijen.

En divez La Villemarqué a gwitâz ar bed-ma
D’an eiz euz a viz kerzu, nao bloaz a zo brema,
A douez an dud a garie, e maner he dud koz,
Evit monet, a dra-zur, war-zu ar Baradoz.

Ni hon deuz leac’h da gredi ez eo Hersart eüruz,
A vihanik e karie pedi ’r Zalver Jezuz,
Beteg an deiz diveza, daoust ma ’z oa dinerzet,
E lavare an ofiz en he levr melenet.

Keuziomp-hen oll, Kenvroïz, keuziomp hon difennour,
Dalc’homp beteg an divez koun hor madoberour ;
Pedomp an Aotrou Doue da zigas en hor bro
Tud gwiziek henvel outhan, a rai ar vad d’ho zro.


————


PEMPED LODEN
————
BARZONEGOU A BEP SEURT
————
I


MARO EUR BREIZAD YAOUANK
————


D’am c’hoar-gaer Marc’harit G....


Jopik ar Gall a zo goall glanv
Abaoue ma ’z eo deuet ar goanv ;
He vammik paour en he gichen
A zo bec’hiet gand an anken.

Teodou merc’hed a ia en dro
Da c’hortoz ma teui ar maro ;
A bep seurt traou ho deuz gwelet
Aboue m’eo Jopik klanvet.

— « Me ’m beuz klevet epad an noz,
Labous-skrijer tost d’an ti koz,
O teuler he skrijadennou :
Jopik a varvo en deiziou !… »


— « Klevet em beuz o vigourra
Karrik an Ankou dre ama ;
Heuilliet gand kalz a dud varo,
Ez ea ’vil sur da Gerharo ! »

Ar vammik keaz a zo pleget
War he bugelik alteret :
— « Va mabik ker, an hanv hirio !
Abarz nemeur te bareo.... »

— « Mammik… Elez ar Baradoz !…
Ar Werc’hez wenn ouz va gortoz !…
O mamm, va fenn !… Na me ’m euz poan !…
Al linseriou.... An arched moan !… »

— « Lak ’ta da benn, va mab Jopik,
War va c’halon eur pennadik ;
Kalon eur vamm eo ’r penn-wele
Ar soupla ’vit he bugale.... »

Antronoz pa darze an de,
Ar paotrik yaouank a varve ;
An oll a lavaraz gand feiz
Evithan eun De profundis.


D’ar meurs vintin pa zave ’n heol
Al laboused a ioa mud oll ;
Boked ebed oc’h ar c’hleuziou,
E neb leac’h war bord an hentchou.


Ma klever en ekleo a-bell
Pedennou an Iliz santel,
O kas d’ar wered an arched,
Gand pevar den yaouank douget.

Skourrou ar gwez, pa dremene,
Uz d’al linser wenn a blege,
Evit diskouez ivez ho c’hanv
D’an neb a varv e boulc’h an hanv.

Ar persoun koz a bede c’hoaz
Pa ehanet da zon ar glaz ;
Eur veraden dour benniget,
Ha kenavo d’an douaret !

Mil gweach eüruz ar Vretouned
A varv, ar peoc’h en ho spered !
O nan, ne d’int ket tre maro,
Pa ’z int douaret en ho bro !

Bep sul, goude an oferen,
Ar gerent a lar eur beden
War beziou glaz an Anaon kez,
A vez sonjet ennho bemdez.


(Kurunet gand an Association Littéraire et Artistique de Bretagne, 1904).


————


II


AR VEZEN HAG AR ZITROUILLEZEN
(Fablen)

——


D’am mignoun Job Ar Gall, e Bourc’h Plougastell.


Great mad en deuz Doue peb tra !
’Vit displega ’r wirionez-ma
Tro ’r bed n’eo ket red d’in ober,
Er zitrouillezen he gweler.

Eur c’houeriad piz a zonje
E teoder ar frouezen-ze,
Ha peger moan eo he zrojen,
Hag e savare evelenn :
« Petra zonje ’ta hor C’hrouer
« Pedo an traou-ze oc’h ober ?
« Ar zitrouillezen-ma ’vit sur
« A zo lec’hiet fall gand ar Fur !
« Asa ! m’em bije he c’hrouget
« E blenchen eun derven galet,
« Gwell e ve bet, e gwirionez :
« Hevelep gwez, hevelep frouez !…
« Pebeuz gaou, Fanchik, n’oud ket bet

« E kuzul da Zoue galvet !…
« O ! ia, neuze — netra sklearoc’h —
« Pep tra a vije bet gwelloc’h !
« Ha perak ar frouezen vez,
« Ha n’eo tamm teoc’h eged va bez,
« Ne ma leac’h ar zitrouillezen,
« Hag houma e beg ar wezen ?… »
Ar zonj-se nec’he ’n den faro,
A ieaz dindan ar gwez dero,
En eur lavaret : « Na gousk ket
Neb en deuz kement a spered ! »
Morgousket edo pa gouezaz
War he fri hir, hag a gignaz,
Euz eun derven ar frouezen,
Me fell d’in laret ar vezen.
Difuna reaz oc’h en em glemm ;
Hag o kas he zorn war he zremm,
E kav ar vezen c’hoaz rostet
Oc’h he varo gand goad kaoulet....
He fri kignet a reaz d’hon den
Komz egiz-all hiviziken :
« O ! o ! diwada ra va fri,
« Emezhan, vont war-zu he di ;
« Petra vije ’ta digouezet
« Ma vije war nezhan kouezet
« Eur beac’h pounneroc’h ’vit ar mez,
« Evel ma ’z eo ar sitrouillez ?…
« N’eo ket falvezet da Zoue,
« Hag abek en doa evit-se !… »

Daoust na gaver ket aliez
Euz an dud-se en hon touez ?
Ia, Doue a oar mad petra
A zo evidomp ar gwella…
N’en deuz great netra dievez,
Her gwelet a reomp mad bemdez.


————


III


KROAZIK VA GWESTLOU

——


D’am mignoun I. Quélennek.


E harz an aoteriou, en deiz-se daoulinet,
Da Grouer ar bed-oll me am beuz lavaret :
« D’eoc’h-hu, ô va Aotrou, me a ro va c’halon,
« A vrema da viken, renit, renit warnhon.

« Paourentez ha Gwerc’hded, ive Sentidigez,
« C’houi vo va friejou penn da benn va buez ;
« Ne fell d’in er bed-ma nemedoc’h, va Jezuz,
« Dasprener an eneou, va Mestr karantezuz !

« Dilez a ran a grenn oll vraoigou ar bed,
« Madou hag henoriou, n’ho klaskin mui nepred ;

« Keit ha ma vezin beo me vo d’eoc’h, va Doue,
« O tougen d’ho karet kalonou ’r vugale… »

Roet ez euz d’in neuze eur groazik kouevr melen,
Gand eur gordonen zu ’vit galloud he dougen.
O Kroaz, va oll zenzor, na c’houi zo karadek !
Pegement e plij d’in rei d’eoc’h-hu pokou c’houek !

Me garo em c’herc’hen ho tougen noz ha deiz,
Hag eur veach an amzer sellet ouzoc’h gand feiz.
’Vit gouzanv va foaniou a gorf hag a spered
Eur zell hebken warnoc’h am zikouro bepred.

Dont a rai ar c’hlenved d’am staga em gwele,
Kroazik ker va Gwestlou am frealzo neuze.
D’am Zalver war ar Groaz vo va zell diveza,
Pa larin kenavo da sklerder ar bed-ma....

Etre va daouarn ien, pa vezin tremenet,
Va C’hroazik vo lakeat e pleg va japeled ;
Va mignounez feal da viken am heulio ;
En arched, en douar, va c’hroaz ganen ielo....

Mignounez venniget, va c’hennerzit bepred
Eneb ar bed, ar c’hig, eneb an drouk-spered,
M’ac’h hellin, va Jezuz, ô c’houi va c’harantez,
Ho meuli d’am maro, en ho rouantelez !…


————


IV


AN NEVEZ-AMZER

——


D’an Aot. Y. Peron, Mestr-Skol.


Tremenet eo ar goanv kriz, an erc’h, an avel foll,
Hag e harz ar meneziou e par breman an heol ;
Setu ar vuez adarre o tizrei e peb tra,
Ar prajeier, an dero, a deu prim da c’hlaza.

Ar bokedou a ziouan, a vleun en eun dervez,
E skourrou gwez ar girsier setu deliou nevez !
Goude tri miz enouuz pebeuz dudi tremen
Dindan bannou heol skeduz tostik d’eun eienen !

Ar c’hlanvour paour a zilez gand plijadur he di
Vit kemeret ear iac’huz ar roz hag al lili ;
Ar vugaligou trouzuz a gar ive c’hoari
D’ar iaou, da zul, d’ar vakans, dindan gwez ar vali.

Da c’houlou deiz, ar gwenan, ha prez braz warnezho,
A nij gand herr en envou, o klask ar bokedo ;
An eunigou a labour evit ober ho neiz ;
Er parkeier, er c’hoajou, e kanont hed an deiz.

Ar gwenneli d’oa tec’het araok ar gwall amzer,
E maint dizro adarre gand ar c’henta tomder ;

Al loened kaset d’ar prad, a beur an dachen c’hlaz,
Ar yeod tener distrempet gand gliz an envou c’hoaz.

Setu an nevez-amzer, setu an amzer gaer,
Dizro poent ar pardoniou da bere hzaimp seder ;
Pegement e vimp eüruz o vont d’ar chapeliou
Hadet e bro Breiz-Izel evel perlezennou.

Kanomp a vouez huel, kanomp oll gand dudi !
Kanomp an nevez-amzer, kanomp oll dizoursi !
Kanomp war ar meneziou, kanomp en traoniennou,
War gern reier hon aochou, hag er valanegou !


————


V


AL LABOURER DOUAR

——


D’am mignoun Laou Ar Meur.


Ne d’oun nemed eun tiek, o chomm ’n eur geariaden,
E sioulded c’houek ar measiou va amzer a dremen ;
Ne meuz tamm deskadurez, kement-se na vir ket
Ez eo va deiziou leuniet euz ar gwir eüruzded.

Pennou braz ha pinvidik, er c’heariou lojet mad,
En noz ar c’housk a zeblant tec’het ho taoulagad,

Pa ziskuizan a zoare em gwele koz klozet,
Gand va banden vugale, va zud muia karet.

Diouz ar mintin pa zavan, — gwir eo araok an heol, —
Me a gav va izili ennhon kreveet oll,
Evit adarre staga el labour pemdeziek
A vago va ziadik hag ar paour ezommek.

O tont euz va farkeier, digoueziou va zadou,
Va c’halon el levenez, me lar : « Bugaligou,
« Pegement homp-ni eüruz, ’n hon ti plouz dislivet !
« Pedomp ma talc’ho Doue pell amzer d’eomp iec’hed. »

Va derveziou a dremen er peoc’h ar padusa,
Pell diouz safar ar c’heariou, er measiou ar sioula ;
Biskoaz, bennoz da Zoue ! biskoaz ar gwall gollou
Euz va zi paour ha dister na lammaz an treuzou.

Evel an heol o sevel va zal-me zo skeduz,
Na vez morse roufennet gand sonjou enkrezuz.
Va bugale, eun dervez, pa vo deuet nerz d’ezho,
A labouro kalonek an douar ive d’ho zro.

E gwirionez va labour aliez a vez tenn,
En hanv dindan heol bero, er goanv en avel ien ;
Hogen buez an tiek, ’n despet da gement-se
A zo evel kemmesket a joa e peb mare.

Mar d’oun gwisket gand lien, ha gand boued groz maget,
Mar d’eo skuizuz va labour, ha ken nebeud paet,
Pegement oun dic’haouet gand ear fresk ar measiou !
Ar iec’hed hag ar frankiz, kaera donezonou !


En hor bro ger Breiz-Izel peb maread amzer
En deuz varlerc’h al labour he ebatou seder ;
Goude an dervez poaniuz, setu diskuiz an ti,
Endro da dan an oaled, azezet dizoursi.

A veac’h ma kav ar bourc’hiz, d’ar zul vintin zoken,
Eun anter-heur peuz laeret da vont d’an oferen ;
Abredik euz an arbel me denn va dillad kaer,
An dervez sul penn-da-benn a zo oll d’am C’hrouer.

Gwenn eo ar bleo war va fenn, ha setu me kroummet,
Dizale teui ar maro gand he falc’h dir sklaset ;
Hogen, va c’halon a zo peur zistag a bep tra,
Gortoz a ran an termen hep keuz braz da netra.


————


VI


AR WAZIG DOUR

——


Da Rener skol gristen Plougastell.


Ped gweach d’an hanv oun ’n em blijet,
Pell diouz an trouz ’n eul leac’h kuzet,
En eur foennek, va hunanik,
Tost d’eur waz-dour a red sioulik.


Epad ma tev an heol bero,
Azezet dindan an dero,
Me zell oc’h an dour, hep paouez
O kas dre-oll freskadurez.

Dre zour ar wazig glazennou
A ra diouana bokedou
A bep seurt liou, c’hoez vad gantho,
Evel stered ni ho gwelo....
Laboused, ho kan dudiuz,
A laka va spered eüruz ;
Setu dour fresk, hep aon ebed,
Soubit ennhan ho plun rostet.
Pa ho peuz ho Krouer meulet,
A dra-zur c’houi oc’h euz sec’hed,

Tostait eta, eunedigou,
Evit euz dour red ar measiou.

Prenved askellek livet kaer
A dremen uz d’an doureier,
O klask freskât ho izili,
Ho gwelet a ran gand dudi.

Livirit d’in, gwazig lirzin,
Da beleac’h it-hu ken mibin ?
Prez warnoc’h, morse n’ehanit,
E tu ebed c’houi na jommit....

— « Mont a ran, mignoun, d’en em dol
Er mor braz, siouaz ! d’en em goll…
Eveldout na ran ’med tremen,
Hep chomm da c’hoari en draonien. »

Ar gentel a ra d’in huvreal ;
Va spered a nij d’ar bed-all…
Pegement a dud a dlefe
Selaou ar waz eveldoun-me !....


————


VII


NEDELEK AR GLAOUAER

——


D’an Aot. Grignoux, Belek euz a Blougastell.


E koad Bokenal daou zen paour
A veve war bouez ho labour ;
Ho zi disterik, eul lochen,
A ioa savet war eur grec’hen.

Biskoaz den n’hen devoa klevet
Klemmaden gand hini ebed,
Ho daou n’ho doa nemed eur c’hoant :
Kaout da zevel eur bugel koant.

Goude beza pell braz pedet,
Setu eur bugelik ganet,
O tigas e ti ar glaouaer
Levenez ha dremmou seder.

Diwar neuze ar vamm dener,
Vardro ar c’hrouadur dister,
A veze gwelet noz ha deiz,
’Vel al labous wardro he neiz.


Bep bloaz ho daou a-ziagent
Ho gwelet devot er pelgent ;
Daoust, brema po deuz eun ealik,
Ha lezet vo he-unanik ?

An tad, eur c’hristen leun a feiz,
Evel ma ’z euz kalz c’hoaz e Breiz,
A lare : « Doue hen diouallo
Keit a veomp oc’h ober hon tro. »

Digouezet an noz benniget,
Ar c’halonou zo ankeniet…
Petra d’ober ? E pe du trei ?
Ouz pe zant en em erbedi ?…

Ar vamm dreist-oll a lavare :
« Be vez bleizi da bep mare
O rodellat dre ar c’hoad-ma…
Hor mab ve ken eaz da zamma !… »

— « Bezit dinec’h, greg goan a feiz,
Ar Bugel ganet war blouz leiz,
Keit a veomp fenoz en iliz
A viro Jopik dioc’h ar bleiz !…

« Pourchas prim evidomp askoan,
Laka patatez war an tan ;
Me ia da wiska va dillad
Gand aon da veza divezad !… »


O vont er meaz euz an ti soul
E poulzont an ibil en toull ;
Hogen, goulskoude n’ oa ket kloz,
An tammik dor great gand koad koz.

O tud, an nozvez tenvalla !
Avel skornet, erc’h o koueza !
Nag a boan o kaout an hent braz,
O vale warnhan muioc’h c’hoaz !

An oferen a ioa gwisket
Pa zigouezent barz er porched ;
Daoulinet en iliz kerkent,
’Vit ho bugelik e pedent.

Da zaoulina ejont ho daou
Dirak skeuden skeduz ar c’hraou,
’Vit saludi ar mab Jezuz,
Bugel-Doue karantezuz.

Pa oe an ofisou echu,
D’ar gear e tistrojont dioc’htu,
Eleac’h mont d’an hostaliri
Da lounka gwin, d’en em vesvi....

Dalc’h-mad, dalc’h-mad a-hed an hent
Euz ho ealik ker e komzent…
« Va Doue, mar deo bet ar bleiz
« Oc’h ober anezhan he breiz !… »


Petra c’hoarveze el lochen
Pedo ar gerent en anken ?…
Siouaz ! ar bleiz, e gwirionez,
A zivarc’haz an or distres.

Edo en ti, o pebeuz loen !
Evel pa vije ar perc’hen !
Goude lakât he fri dre-oll
E welaz edo en he roll.

Kement tra dispak war an daol
Ganthan voe lounket en eun taol :
Kig sall, bara hag aman fresk,
Oll e tremenent mesk ha mesk.

Pen devoe great eun dommaden
E klevaz eun huanaden ;
Ar bugel en he gavelik,
Dihun, a c’halve he vammik.

Korf al loen gouez n’oa ket leun,
Hag ez ea d’ar c’havel war eün,
Pa deuaz en ti, gand eur goabren,
An dudiusa sklerijen.

Eur paotrik koant leun a zousder,
Bugel Bethléem, Hor Zalver,
Azezet war ar goabren-ze,
D’an ealik bihan a vousc’hoarze.


Oc’h asten he zourn benniget
A-uz d’al loen fall saouzanet,
Hema, goustadik d’ar c’havel,
A deu tre da gaout ar bugel.

Neuze, ô burzud ! dourn Jopik
D’ar bleiz reizet ra allazik,
Beteg ma teu ar Mab Jezuz
Da rei frankiz d’al loen kabluz.

Hag hen ac’hano mar gouie,
D’an daoulamp endra m’ac’h helle ;
Edo e paouez mont er meaz
Pa zigouezaz ar gerent keaz.

Po deuz gwelet al loen gouez
O tec’het gand kement a brez
E lavaront : « Hep mar ebet
Jopik a zo ganthan drebet !… »

Ho c’halonou leun a c’hlac’har,
Ha prest da goueza d’an douar,
Ez eont da wela d’ar c’havel,
Da wela maro ar bugel.

O vont en ti ez int dallet,
Ha gand ar sklerder sebezet ;
Gouskoude tamm goulou ebed,
Nebeud a dan war an oaled.


Gwelet a reont brema Jopik,
Laouen, dihun, er c’havelik,
O vousc’hoarzin d’he dud karet
Pa vel anezho digouezet.

Dirak eun hevelep burzud,
Semplet, e kouezont ho daou mud…
Goude ar pennad troublien
Ne velont mui tamm sklerijen.

Setu ar pez am beuz klevet
Gand an dud ho deuz va skoliet.
Lakomp hor fizians e Doue,
Diouall a ra he vugale....


————


VIII


MOUEZ AN ANAON

——


D’an Aot. Herry, Rener Skol gristen Landi.


Pa deu ar pardaez, pa deu an noz tenval,
Pa glevan ar c’hloc’h braz truezuz o voudal,
Pa glevan an avel er gwez sabr o vervel
Me zonj en Anaon kez tost d’in oc’h va gervel.

Gand ho mouez klemmuz e laront en ho yez :
« O c’houi, hor mignoun d’eomp, gwechall p’ oamp e buez,

« O c’houi, hag hon dilez brema pa n’ho kwelomp,
« Bezet truez ouzomp, rak en anken e maomp ! »

E nosveziou ar goanv, peo an amzer skornet,
Pa iud an avel viz dre wask an or zerret,
Me a gav d’in klevet moueziou an Anaon
O c’houlenn pedennou evit terri ho naon.

Evit terri ho naon da welet ho Doue,
E lavaront d’eomp-ni : « O c’houi a zo aze,
« Azezet, en oc’h eaz en dro d’eun tantad tan,
« Pa c’houzanvan ama, er Purkator, kalz poan ! »

Eun tad a lavar freaz : « O va bugaligou,
« Pa edon en ho touez, ’vit gounid d’eoc’h madou,
« Meuz espernet netra nag en deiz nag en noz,
« Dre aked evidoc’h n’em beuz bet tamm repoz.

« Epad ma ’z oun bet beo, c’houi oc’h euz va c’haret,
« Hirio, maro, ez oun gand an oll dilezet !
« O pet truez ouzin, ô c’houi va bugale,
« Rak kouezet eô warnhon dorn pounner va Doue !… »

Re-all a lavaro : « D’eoc’h ez oun bet mignoun,
« Keit ha m’am boe madou, n’hanvezec’h nemedoun ;
« Oll int chommet ganeoc’h peo deuet d’in ar maro,
« Hag am lezit breman gand va foaniou garo… »

O na dleer ’vit den beza tud digalon,
Hogen nebeutoc’h c’hoaz e kenver an Anaon.
Pa glevit ho mouez, e peb leac’h, e peb giz,
Lavarit kalonek 'vitho De profundis.


————


IX


AR PAOTR BIHAN KAMM

——


Da Jeanne Kervern, Kerzadiou.


Va mamm-goz, en deiz-all, ha me war he barlen,
He deuz d’in displeget eur c’haer a gontaden ;
Ken doun e va spered e ma hi c’hoaz hirio,
Ma c’han d’he diskleria d’eoc’h-hu ive d’am zro.

Gwechall ez oa e Rozegad
Eur bugel fur hag euz va oad,
Hogen ker mac’hagnet, ker kamm,
Ma n’helle hep branel flac’h tamm.
Bale, redek, c’hoari, lammet,
Siouaz biskoaz n’en doa gallet.
Eun dervez e selle gand c’hoant
Re-all o c’hoari gand arc’hant,
Pa dremenaz en ho c’hichen
Eur paour o klask an aluzen.
Skuiz maro oa dioc’h an doare,
Ha naon en doa ’dra zur ive ;
War an hent braz, euz he zaou droad,
E tivere founnuz ar goad.
Doaniuz meurbed oa da velet ;
C’houi ho pije he zikouret,

Hogen, ar yaouankiz zo skanv,
Hini n’en doe truez outhan....
Oll ho devoa eur galon fall,
Hag e reant goap en eur farsall.
Ar paotrik seizet, hen hebken,
A ro d’ar paour he dammig krenn.
Neuze, ô burzud ! oe gwelet
An truillou d’an douar kouezet,
Hag ar c’hlasker, sounn en he zav,
Sklerijen skeduz ’n dro d’ezha.
D’ar bugel mad e lavaraz :
« N’az pezo mui ezom a vaz ! »
Ha kerkent ’n em gavaz pare
Dre zorn an Hini he douche.
D’an ampoent ez eaz diwar vel,
Jezuz-Krist oa, ’me ar bugel !
Ar c’heaz en doa great aluzen
Da Jezuz mignoun ar beorien !…


————


X


AN TAD KOZ

——


Da L. Thomas, amezek gwechall.


Marteze n’anvezit euz Adam nag Eva
An tad-koz a hanvomp Per-an-ti-all ama ?

Pevar ugent vloaz zo e ma dre Gerzadiou
O labourat bemdez parkeier he dadou.

N’eo ket red d’in laret ez eo gwenn-erc’h he vleo,
Ar re da vihana zo war he benn hirio ;
Kroummet dindan an oad, eur penn-baz en he zorn,
Per-an-ti-all zo c’hoaz ennhan yac’h an askorn.

An tad-koz a zo bet a zoug ar veach eur skouer ;
Er gear hag en arme, aketuz d’he zever,
Kalonek gand an oll, gand he Zoue feal,
Eur gwir benn-tiegez, setu Per-an-ti-all !

Doue hen deuz skuillet bennoz gand largentez
War he vugaligou, war he oll diegez ;
Diou verc’h leanezed, hag eur mab beleget !
A ! evit an tad-koz pegement vo pedet !


Tri-all zo demezet hag ho deuz kemeret
En ho c’harg an douar gand an tad-koz lezet.
Pebeuz urz vad ama ! Nag a unvaniez !
Setu penaoz tlefe beza peb tiegez !

Er goanv, ’kichen an tan, da c’hortoz ar c’housket,
Epad ar veilladek, en eur c’houngn azezet,
Ez eo plijadurus he glevet o konta
Forz marvaillou giz koz, diwar-benn ar vro-ma.

Me gret start e chomfet, hep tamm keuz d’ar gweleou,
Beteg an hanter noz bammet oll d’he zelaou.
A drugare Doue, ne vank ket a furnez,
Ha d’an taol a nav heur e ro sin an divez.

Pa ia bep sul d’ar vourc’h, an tad-koz a gemer
Pevar gwennek louet e goueled he yalc’h ler ;
Muioc’h na nebeutoc’h, defot n’hen deveuz ket :
Setu e pe zoare vezont ganthan teuzet.

Ar gwennegig kenta vo roet d’ar paour kez dall,
A zo war an hent braz duze ouz he c’hedal ;
Per hen anavez mad, tost d’ugent vloaz a zo,
Eun tenn-min hen lezaz dall-pud evit atao !

Per-an-ti-all en deuz eur garantez wirion
Evit ar re varo, evit an oll Anaon ;
An eil gwennek d’ezho a roi en aluzen
Pa gesto ar fablig epad an oferen.


Marteze c’houi gred d’eoc’h ez a gand an daou-all
Da eva gwin-ardant d’eun hostaliri fall ?…
Abarz distrei d’ar gear, bremaik war an dachen,
E preno madigou d’eun toullad mipien.

Gwechall n’anvezet ket etouez ar yaouankiz
An dispignou diboell, didalvoud e peb giz…
It d’al leac’h ma karfoc’h, d’ar fest, d’ar pardoniou,
Nag a arc’hant o ruill war ar c’hontouerou !

Gwechall, hon tadou koz a esperne ho zra,
Na deuzent ho madou nepred evit netra.
Ha n’eo ket eun netra ar gwin ardant hanvet,
A ra kement a zrouk d’eomp-ni oll, Bretoned ?…


————


XI


AN DELIOU EN DISKAR-AMZER

——


Da Fanch Guivarc’h.


Deliou ar gwez melenet oll
A nij pa c’houez an avel foll ;
Lavaret vefe eneou
Deuet da c’houlen hor pedennou....

Nag hi oa koant n’euz ket pell c’hoaz
Oc’h ar skourrou gand ho liou glaz !

Hirio, siouaz ! int dislivet,
Ha dindan treid an oll breset.

Tud yaouank, kemerit kentel
Gand an deliou seac’h o vervel :
« Iec’hed, gened a dremeno,
« Abarz nemeur c’houi a varvo !… »

Er bloaz a zeu deliou nevez
A zavo adarre er gwez ;
Goude breinadurez ar bez
Ni zavo ive d’ar vuez.


————


XII


CHOMMIT EN HO KLUD !

——


Da Louis Ar Gall, Kervern.


Bretoned, chommit en ho klud !
Labourit parkeier ho tud ;
Er measiou euz pinvidigez,
Hag er c’heariou kalz dienez.

Paotrezed, chommit en ho klud !
Chommit e kichenik ho tud ;
An danvad dous pell dioc’h he mamm
Na zaleo ket da gaout lamm.


Bugale, chommit en ho klud !
Er c’heariou ez euz avel yud,
A c’houez kalet e peb amzer
War gorf hag ene ar skuber.

Kenvroiz, chommit en ho klud,
Chommit e karteriou ho tud ;
Er measiou e kaver yec’hed,
Peoc’h gwirion, frankiz, eurusded.

Gallaoued, chommit en ho klud !
Lezit didrouz eur boblad tud ;
Ar Vretoned na c’hedont ken,
Lezit he dra digant peb den !


————


XIII


MEULEUDI BRO-LEON

——


D’ar Breur Constantius.


Pa oa c’hoaz paianed hon tadou koz e Leon
Doue ’n deuz war hor bro great eur zell a galon ;
He zaoulagad kel lemm a zibab ebestel
A gaso warzu Breiz da brezeg an Aviel.


Abredik Leoniz a welaz
Sklerijen vurzuduz ar groaz
Da Leon Doue en deuz kaset
Eun niver braz a Zent brudet.

E Breiz-Tramor, du-ze, Paol oa en he beden,
Pa wel tostik d’ezhan eun eal gwisket e gwenn ;
Euz an env e tired, digaset gand Jezuz,
Ganthan ar c’helou-ma, a dra zur souezuz :

« Belek santel, sav alese,
Gourc’hemennet eo gand Doue ;
Treuz prim ar mor, kerz da brezeg
Da Vreiz-Izel ken ezommek. »

Rak-tal Paol a zentaz, gand eun nebeud menec’h,
Mont a reaz war vor, trezek Arvor, dinec’h ;
Diez e ve laret ar vad a reaz dre-oll
D’hon tud koz paianed a veve en ho roll.

Ar Vretoned stard en ho fenn
Na vez morse ’med eur greden ;
D’ar gwir feiz kristen gounezet,
Arvorik a gredo bepred.

Ar pez en deuz great Paol tro war dro da Gastel,
Pegement ha re-all ho deuz e Breiz-Izel
Diskaret giziou kriz, ha plantet en ho lec’h
Kroaz santel Hor Zalver, ha kustummou dibec’h.

Henvel a rin Mikeal Nobletz,
Bet eo dre Leon e peb parrez ;

Hag he ziskib an tad Maner,
Manac’h santel, gwir brezeger.

E Leon e talc’h an dud bepred d’ho Brezonek,
Vel ma chomm ar brennik en aod ouz ar c’herrek ;
Karout a reont ivez ho bro, ho farkeier,
Evel goenvi a reont pell dioc’h ho lanneier.

Ar baotred yaouank a vro Leon
A zo enkrez en ho c’halon,
Pa rankont, siouaz ! dilezel,
Ho farrez, ho bro Breiz-Izel.

Leoniz a ia bep bloaz gand feiz d’ar pardoniou,
Evel ma ’z ea gwechall arozho ho zadou ;
Ar c’hustummou santel euz eur rum d’egile
Koulz hag eun digouez sakr a dremen e leve.


E Leon ar merc’hed, ar goazed,
Dirak ho skeud na grenont ket ;
Hen diskouezet ho deuz ervad,
N’euz ket pell c’hoaz, m’oc’h euz sonj vad.

Eur flourdelizen goant e Leon a zo savet,
Eun iliz kaer meurbed, da Vamm Jezuz gwestlet:::;
Piou n’eo bet er Folgoat e harz skeuden Mari,
O skuilla daelou puill, o kana, o pedi ?…

Eun dudi vez gwelet Leoniz
Da zeiz ar pardon deuet gand feiz,
Da zaludi en iliz goz
Rouanez vad ar baradoz.

Evel kador sant Per, bro Leon zo war ar roc’h,
N’ouffe beza harpet war diazez krenvoc’h ;
Ar mor diroll a sko, a sko pell amzer zo,
Hep he diskara tamm, biken n’he diskaro !

Leoniz ho deuz eur penn kalet,
Evel ar vro leac’h int ganet ;
Ar vourrevien n’hellint biken
Ober d’ezho nac’h ho c’hreden.

Yez enoruz hor Breiz, yez koz ar Vretoned,
Ar Brezonek dinoaz a zo hirio barnet,
Barnet d’eur maro trum gand pennou diaoulek,
Ho deuz c’hoant ober d’eomp komz hebken ar gallek.


Dre be seurt gwir e teuont-hi
Da wallgas kement hor yez-ni ?
Leoniz a stourmo kalonek,
Evit miret ho Brezonek.

Dismantrerien dizakr, mistri eur pennad zo,
Ho deuz laret : « Brezel da gement a gredo !
Mui na Breur, na Belek, mui ken a Leanez !…
Setu ho mennoz fall, deuet da benn, pe war nez…

Dizale, vel en dispac’h vraz,
E Leon vo diskaret ar groaz,
Ha serret kloz an ilizou
Epad marteze blaveziou.

Er skoliou dibater ar vugaligou geiz
Na glevint mui hano a Zoue, nag a feiz ;
Dizrei d’ar gouezeri a c’hoantaont me gred,
Evit ober d’eomp-ni beva ’giz hol loened.

An den na hell ket beva reiz
Pell dioc’h sklerijen c’hlan ar feiz ;
Er fank, en draill, er vuntrerez,
Hep doujans eun Doue e kouez.

Leoniz a zo tud a skiant,
Heuill an hent mad oll ho deuz c’hoant ;
Mar bez red rei zoken ar goad,
Her graint kentoc’h eged fallât.


Arvoriz ker a vro Leon,
Bezit bepred tud a galon ;
Mirit kiziou ar Vretoned,
Ha lezit re ar C’hallaoued.

Keit ha veoc’h feal d’ho Toue,
Ha d’ar Brezonek koz ive,
C’houi vo eüruz en ho puez,
Ha muioc’h en env, eun dervez !


————


XIV


AR VESVENTI MILLIGET
HE FROUEZ. — EUN TORFED NEVEZ

——


D’an A. de Thézac.


Tostait, Bretoned, me ho ped,
En em vodit oll da glevet
Eun darvoud c’hoarvet a-nevez
Dre gounnar dall eur roulerez.

Pa deu ar goaz d’en em vesvi
Pebeuz dizurs ebarz en ti !
Mar d’eo ar c’hreg, siouaz ! goasoc’h
Ez a peb tra, me lavar d’eoc’h.


Ar c’hreg evit kaout gwin-ardant
A werz pa n’he deuz mui arc’hant
He dillad, an arrebeuri,
A gaso d’an hostaliri.

Gounid ar mesvier a zo treut,
Na labour nemeur ken nebeud ;
Tost d’an hanter euz ar zizun
A dremen hep beza war iun !

Gwelit anezhan d’ar zadorn,
He c’hounidegez en he zorn ;
Ha kaset e vo d’ar vamm gez
’Vit diarben an naounegez ?

N’eo ket aze c’hoant ar mesvier,
En hostaliri ma he gêr…
E teir heur en devo teuzet
An arc’hant kement gortozet.

E keit-se ar vugaligou,
Du gand an naoun, a laosk klemmou,
O c’houlen bara gand ho mamm,
Red d’ezhi lavaret n’euz tamm !

Red mad e ve d’ar gwin-ardant
Dont euz kalon an aerouant,
Evit teuler dre ar bed-oll
Dizurs, torfed ha buez diroll.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


E miz c’houevrer diveza, ’n eur gear ha n’hanvin ket,
Eun den euz ar re vella, Fanch, a ioa digwezet
Da c’houlen gand Iann Varzin, merour er geriaden,
Da c’houlen eur zôm arc’hant a bini oa perc’hen.

Krouadurik Iann Varzin, klanvidik pell a ioa,
Edo war vein an oaled, tost d’an tan o tomma,
Pa weljot o tigouezout greg Fanch, ar roulerez,
Liou ar gwin-ardant warnhi, ha dremm eul loen gouez.

Anaout a ra goulskoude Fanch, he goaz reuzeudik,
Hag e c’houlen, dijipot, arc’hant eun nebeudik ;
Hogen, o c’houzout re vad e vije prim lounket,
Ema a respount dichek : « Arc’hant n’az pezo ket ! »

Ha goude beza stlapet mil malloz war he goaz
Ar c’hreg divez en he chouk gand daou zorn a grogaz ;
En doare-ze, korf oc’h korf, e koueschont en oaled,
War ar c’heaz bugel dinoaz, gantho en tan pilet !

O klevet iouc’hadennou ar bugelik en tan,
An eil warlerc’h egile savchont kuit diwarnhan ;
Pa oe savet gand he vamm —- e pe stad truezuz ! —
Ar c’heazik oa peuz devet hag a grie klemmuz !

Ne gredan ket e chomfe pell beo ar paotr bihan
Goude an darvoud skrijuz, mez gwirion, a gontan.
Setu eun torfed muioc’h da staga, m’hon deuz c’hoant,
Oc’h lost hir an torfejou great gand ar gwin-ardant.

A1 loen a c’hoar ehana p’hen deuz bet he walac’h,
Ar mesvier na baouezo ken a vo leun he zac’h,


Ac’han ma vezo teuzet ar gwennek diveza,
Ha ma vo eat e moget he dammik skiant gantha.

Mar d’eo mezuz ’vit eun den, krouet evel Doue
Disken ’n eur stad ken izel, petra laret neuze
Euz kristenien badezet a zo ker stank hirio
A en em ro d’an evach ho laz hag ho daono !


————


XV


AL LUSKELLEREZ

——


Da Vadalen Thomas.



Va bugelik koant, kousk aze,
Dindan askel eal Doue ; (bis).
Kloz da zaoulagadik seder,
Kousk aze, va bugel ker.

Diskan.


Va bugelik koant, kousk aze,
Dindan askel eal Doue.

Krouadurik, me ’m beuz avi
Ouz ene ’vel da hini,
Digaillar c’hoaz dioc’h ar pec’hed,
Dienkrez war draou ar bed.


Va c’halonik, petra vezi
War an douar pa greski ?
Petra vezo da zerveziou
O treuzi an amzeriou ?

Marteze vezi eun eskob,
Karet, meulet gand ar bobl ;
Ha me da vamm a vo eüruz
Oc’h da velet gallouduz.

Ha te vezo den a vrezel,
Soudard savet e renk huel ?
Pe prezidant ar republik
En eur vro gaer pinvidik ?


Hep ma ve red mont ken huel,
Zoken en hor bro Breiz-Izel,
Marteze te vezo brudet,
Ha gand kalz a dud doujet.

Siouaz ! petra lavaran ?
Huvreal tra zur a ran.
Ma vefez, va mab, eul lampon,
Pebeuz enkrez evidon !

Pinvidik vi ket a gredan,
N’em beuz netra er bed-man ;
Labourat a rin goulskoude
Evit mad va bugale.

Va c’halonik, pegeit amzer
Chommi tost d’az famm er ger ?
Ha da be leac’h, mabik e zi
Pa droi kein d’hon toullik ti ?

An oll draou-ze a zo pell braz,
Va mab, n’ho c’hlevez ket c’hoaz ;
Epad da gousk, gand an elez,
Nij da vro kaer ar Verc’hez.

Unan da vouez gand ho re
Evit meuli da Zoue ;
Distro goude da lavaret
D’az famm pez a po gwelet.


————


XVI


POAN RAFEZ D’AC’H EALIK !

——


D’an A. Gouzien, kure e Landi.


Bugelik koant ha mibin,
A gavan o c’hoarzin,
Ma tigouez ganez gwelet
Eur c’houilik alaouret
O c’hournijal er prajou,
O klask ar bokedou,
Na dorr ket he askellik,
Poan rafez d’ac’h ealik !

Var gerrek flour an aodchou,
O tiskouiz avechou,
Ma tigouez ganez gwelet
Ar c’hlazard perlezet,
O tomma en heol skeduz
He gorfik lugernuz,
Na vruzun ket al loenik,
Poan rafez d’ac’h ealik !

Pa deu an nevez-amzer
Gand he zeisiou seder,

Ma tigouez ganez gwelet
Pe viou, pe laboused,
Kuzet en eur c’hars lannek,
Pe en eur valanek,
Na zistruj ket an neizik,
Poan rafez d’ac’h ealik !

Er parkou, oc’h ar c’hleuziou,
El leac’h ma ’z euz bleuniou,
Ma tigouez ganez gwelet
Eur wenanen pladet,
Eur wenanennik dic’hloar
O klask mel dous ha koar,
N’he laz ket, va mignonik,
Poan rafez d’ac’h ealik !


Epad tomder an hanvou,
O redek er measiou,
Ma tigouez ganez gwelet
Eur c’hrill-kaner heoliet,
O kana mil meuleudi
D’he Grouer gand dudi,
N’he spount ket, va bugelik,
Poan rafez d’ac’h ealik !

Ma pefe c’hoant eun dervez
Gand goall gompagnunez,
Da ober eun dra c’hrevuz,
Traou fall, c’hoariou heuzuz,
Tec’h prim, tec’h kuit hep dale,
Truez ouz da ene !
N’he laz ket, va bugelik,
Poan rafez d’ac’h ealik !


Kurunet er bloaz 1904, gand an Association Littéraire
et Artistique de Bretagne
.


————


C’HOEC’HVED LODEN
————
SEIZ SANT BREIZ-IZEL
————


ARAOG
————


D’am mignoun an A. Vallée, barz « Abherve »,
Rener
Kroaz ar Vretoned.


Ni, Bretoned, kanomp henor ha meuleudi,
D’hon Fatronéd eüruz kanomp oll gand dudi ;
Kanomp a vouez huel labourou, vertuziou,
Oberourien hor bro, sent koz hor c’harteriou.

E Breiz-Izel gwechall ar zent-ma oa pedet,
D’ho beziou a bell braz gand feiz e tiredet ;
Siouaz ! ar c’hantvejou, pell zo ho deuz ledet
Gwel du an ankounac’h war giziou koz brudet.

En amzer eüruz-se den na oa souezet
Ma ’z ea a vandennou kalz a berc’hirined
Da veziou Kaorintin, Briek ha Pol a Leon,
Patern ha Tugdual, ha Malo, ha Sanson.


————


I


SANT KAORINTIN
Kenta Eskob Kemper
——


Ganed e Breiz-Izel euz a gerent kristen,
Abred mad Kaorintin a garaz ar beden ;
Evit gellout gwelloc’h beza oll da Zoue,
Iaouankik, en eur c’hoad, he-unan ’n em denne.

Gand peskik he feunteun, Kaorintin eun dervez
A vag ar roue Gradlon hag he gompagnunez ;
A c’hinou da c’hinou goude ker braz burzud,
Euz ermit Ploudiern pell e skignaz ar brud.

Gradlon da Gaorintin istim a ziskoueze,
Karantez ha doujans, anaoudegez ive ;
D’ezhan gand plijadur kalz douar a roaz,
War bere ar manac’h eur gouent a zavaz.

Gradlon a c’hoantea kaout eskob e Kemper ;
Kaorintin a zibab evit ar garg pounner.
Diwar neuze da vad bepred e labouraz
Da gelen he zenved en denvalijen c’hoaz.

Ar blijadur en doe da welet maread
Eneou kristenet o tont da gaout ho zad.

En divez oe galvet da-vit an eüruzded
Gand Doue ar Mestr mad, e palez an Dreinded.

Breac’h santel Kaorintin gand doujans a virer
En he japelik koant e iliz-veur Kemper ;
Pa vez, d’ar goueliou braz, a-wel d’an oll laket,
Kalz tud eno weler, dirazhan daoulinet.


————


II


SANT BRIEK
Kenta Eskob ar gear a zoug he hano.
——


Briek e Breiz-Veur zo ganet,
Euz a gerent dijentilet.

Euz a gerent dijentilet
Mez, siouaz ! ive paianed.

Eur vech ma ’z eo bet beleget
E Breiz-Veur en deuz prezeget.

Eur pennad mad e labouraz,
O planta e peb leac’h ar groaz.


Setu eun eal a berz Doue
O tont d’he gaout eur beure oe.

« Sav alese, belek santel,
« Ha kerz warzu bro Breiz-Izel ! »

Hep marc’hata ez a kerkent
Gant triugent manac’h en hent.

El leac’h m’e ma kear Sant-Briek,
N’ez oa neuze ’med eul lannek.

Eno savaz eun abati
E pehini karie pedi.

An eskob mad a oa karet,
Ha gand ar bobl, meulet, doujet.

Kendelc’her a reaz da deuler
Ar gwella had d’he zenved ker.

Sevel rejor a nebeudou
En dro d’ar gouent tiegeziou.

Setu penaoz e oe savet
Ar gear euz he hano hanvet.

Erfin, karget a labourou
E varvaz, wardro pemp kant daou.

Miret a reer e Sant-Briek
Relegou ’n eskob kalonek.


————


III


SANT POL-A-LEON
Kenta Eskob Kastel.
——


Ginidik euz a Vreiz-Tramor,
Abred e klaskaz eur goudor
Evit miret he ene glan,
Ha bezan gand Doue unan.

Goude goulen ouz he gerent
An aotre da vont d’ar gouent,
Da zant Ildud, manac’h brudet
D’an oad a bemp bloaz oe fiziet.

Eur vech ma ’z eo bet beleget,
Ar feiz en deveuz prezeget
Da dud Breiz-Veur a zirede
D’he glevet euz a bep koste.

Gwelomp ama, ni, Bretoned,
Evez Doue en hon andred,
Gervel a ra da zont d’hor bro
Ebestel dispar ar feiz beo.

Da gaout Pol, ar belek santel,
Eun eal a deu a denn-askel :

« Gwel du-ze, Pol, dreist ar mor braz,
« Poblou en denvalijen c’hoaz !

« Azezed e skeud ar maro
« Eneou en em goll hep distro ;
« Aberz Doue, kerz d’ho zikour,
« Treac’h e vezi d’an enebour !… »

Pol, o sevel, a gerz raktal,
Ha ganthan daouzek manac’h-all ;
Disken a reont oll en Eusa,
Leun a baianed ar gwasa.

Kentre sant Pol hag he venec’h
A ia da brezeg e peb lec’h ;
Hag aben fin ar c’hoec’hved miz
An oll a ioa ganed d’ar feiz.


Ha setu eun eal adarre
Da gaout Pol, hag a lavare :
« Servicher feal, it larkoc’h,
« E gweled Leon, it hueloc’h.... »

Ar c’hount Wizur a c’houarne
Douarou bro Leon d’ar mare,
Hag a roaz d’ezhan he balez
’Vit loja he gompagnunez.

Eun aerouant skrijuz meurbed
E Kastel zebre tud, loened ;
Sant Pol goude beza pedet
Her beuzaz hep tamm drouk ebed.

Gand pobl ha noblans dibabed,
Sant Pol a oe eskob sakret ;
Aliez wele he zenved,
Siouaz ! oll neuze paianed !

Erfin dinerzet, ha koz braz,
Sant Pol he garg a zilezaz,
Da c’hedal e peoc’h ar maro,
E goudor eur gouent distro.


————


IV


SANT PATERN
Kenta Eskob Gwened.
——


Ar zant-ma c’hanaz ive en hor bro Breiz-Izel,
A noblansou pinvidik, euz a lignez huel.
Abredik e tisprizaz madou ha gloar ar bed,
Evit beza da Zoue korf, ene ha spered.

En eun ermitaj kuzet tremene an amzer,
O pedi, o kastiza eur c’horf c’hoaz gwall dener.
He vertuziou dreist vuzul a jachaz diskibien
A c’hoantea evel-d-han beva er binijen.

Etouez ar re-ma kavomp an abostol Patris,
Abostol braz Iverzon, den santel leun a feiz.
Patern oe gand Meriadek da eskob dibabet
Pa oe great eun eskobti er gear goz a Wenet.

Goude ma oe great eskob e labouraz bepred
Da c’hounid oll da Zoue denvedigou Gwenet ;
Er gwel a-ze n’espernaz netra na noz, na deiz,
Evit lakat da bara sklerijen splamm ar feiz.

Hini brema na c’houfe laret gand gwirionez
An oll vad great er vro-ze dre skoueriou he vuez,

Ar vuez-se ken kalet, ken leun a vurzudou,
Euz he zaouarn e koueze bep seurt madoberou.

En despet d’he zantelez tud a gavaz abek,
A vroudaz dre warisi an eskob kalonek ;
Patern, vel ar pastor mad, pell amzer a boaniaz
Da c’hounid ho c’halonou, hep dont a-benn, siouaz !

Heuilla reaz neuze ar c’hoant hen devoa bet atao
Da ren eur vuez kuzet, en eur c’hornik distro.
Nebeud amzer da c’houde ’vit ar zant e sonaz
Heur eüruz ar gwir frankiz en dervez ma varvaz.

Ar zant-ma a oe beziet el leac’h ma ’z oa marvet,
Leac’h nebeud anavezet, deuet prim da vea brudet.
Doue dre-oll enkantaz milid he zervicher
Dre vurzudou c’hoarvezet war ar bez, hep niver.


————


V


SANT TUGDUAL
Kenta Eskob Landreger.
——


Setu c’hoaz euz zant all ganed e Breiz-Tramor
Da bini gan bennoz hor bro garet Arvor,
Dre m’hen deuz prezeget ar gwir feiz pell amzer
Kerkoulz e Leon hag e Treger.


E skol vruded Ildud, kaset yaouankik c’hoaz,
Hep dale Tugdual a deuaz desket braz ;
Hogen, he zantelez, par d’he zeskadurez
A iea ive war gresk bemdez.

A c’houdevez abad en eur gouent euz he vro
E labouraz dalc’hmad da veza war eun dro
D’he oll venec’h eun tad, hogen ive eur skouer,
Gand he galon meurbed tener.

Souezuz eo ar vad great gand ar zant e Breiz,
Oc’h hada dre vro Leon, hag e Treger ar Feiz ;
Goulen a reat dre-oll darn euz he ziskibien
Evit skign ar gwir sklerijen.

Hanvet oa bet eskob er gear a Landreger
Gand ar bobl anaoudek evel gand ar c’hlouer ;
Hogen he nerz-kalon da c’hourdrouz an dizurs
A gounnaraz an dud kabluz.

Evit peoc’h an Iliz, Tugdual a zilez
He garg pounner meurbed gand laouenedigez,
Evit mont er gouent eur pennad da veva
Gand he c’hoar abadez, Seva.

Hep dale, Tregeriz, kastizet gand Doue,
A c’halv da zont en dro an eskob adarre,
Pehini a labour ’vit ho zilvidigez
Keit ha m’hen deuz eun tamm buez.


Eur gurunen skeduz en envou a c’hede
Eskob santel Treger d’he c’hemer dizale,
Dre eur maro eüruz, evel m’hen doa bevet ;
He vez goude zo bet brudet.


————


VI


SANT SAMSON
Kenta Eskob Dol.
——


Abredik mad ar zant-ma oe kaset
Da skol Ildud, an abad ken brudet ;
Madeluz, devot, bugel sentuz,
Ren a eure eur vuez oll skoueriuz.

E skol ker vad Samson hen deuz desket
Skiant ar zent gand skianchou ar bed ;
Goude reseo urz ar velegiach
En em dennaz ebarz eun ermitach.

Eno, noz-deiz, koulz laret, e pede
Hag e kane meuleudi da Zoue,
Beteg ma oe gand noblans hag ar bobl
Great e Breiz-Veur abad hag arc’heskob.

Nebeud goude eur zonj zo ’n he spered
C’hoant hen deveuz da Vreiz-Izel donet,

Devet gand ioul da c’hounid da Jezuz
Eneou paour kalz a dud gwalleüruz.

Setu perag dizale oe savet
Abati Dol, e berr amzer brudet.
Prezeg a reaz ar gwir feiz tro-war-dro,
Gand he venec’h, a jenchaz tu d’hor bro.

A c’houdevez, Samson eat da Bariz,
A oe hanvet war gador Dol, e Breiz,
Gand ar roue, da bini e plije
Vertuziou kaer Samson, an den-Doue.

Tri bloaz goude, uzet gand al labour,
Samson a varv, koulz laret ’vel eur paour ;
Huel en env ez a da ziskouiza
E kreiz eur peoc’h peurbaduz evita.


————


VII


SANT MALO
Kenta Eskob Aleth.
——


Brudet dre galz a vurzudou,
Malo, gand an oll noblansou,
Da eskob a oe dibabet
Er gear Aleth neuze hanvet.


Na noz, na deiz, repoz ebed,
Kement e karie he zenved ;
Gourdrouz a rea paour, pinvidik
Gand eur garantez birvidik.

Evel hada rea var he hent
Burzudou ar brudeta sent ;
Ken niveruz int, va zud ker,
N’hellan anê laret eur ger.

He hardiziegez da damall
Ho dizursiou d’ar pennou fall
War vuez an eskob a dennaz
Eun arne spountuz a drabaz.

Ma oe red d’ezhan en em denn,
Lezel oll he zenved a-grenn ;
Oc’h ho fiziout e Doue an Tad,
Setu Malo pell o kuitaat.

Epad m’oa bro Saintonj brudet
Dre vurzudou an harluet,
E kear Aleth, ha tro-war-dro,
E falc’he founnuz ar maro.

Neuze velont, an dud dallet !
Penaoz ez int bet faziet ;
Hag e kasont d’ar pastor mad
Eun daouzek pe drizek kannad.


Eun daouzek pe drizek kannad
D’he bedi da zistrei timad,
Hag ar c’henta gwella d’Aleth,
Warzu he bobl oll glac’haret.

An eskob oe digemeret
Gand eul levenez vraz meurbed ;
Hogen, eno na jommaz pell,
Hervez eun urz deuet gand eun el.

Erfin, karget a labourou,
Koz braz, ha leun a vertuziou,
Malo a ia d’an eüruzded
Hen doa pell a ioa gounezet.


————


SEIZVED LODEN
————
DANEVELL
————


SANTEZ GWENNIK
——


Santez Gwennik a vevaz en naved kantved, var bord mor Breiz-Izel, e kichenik bourc’h Beuzek, war c’horre teven Porspiron. He dremm leun a zousder a zo c’hoaz galvet gand labourerien an douar, ha dreist-oll gand martoloded ar vro. Bez ez eo patrounez ar re a c’hoarvez gwall zarvoudou gantho war an dour, hag, en eun doare ledanoc’h, skoazel an oll dud poaniet, eun dra bennag evel Intron-Varia-Wir-Zikour, hogen chommet muioc’h e kuz.

He buez penn da benn a zo eur burzud, adalek ar mare ma oe gwelet evit ar vech kenta war douar Breiz, d’he 16 vloaz, beteg an deiz ma ’z eaz diwar wel, en eun taol kount, daou zervez gonde, o tremen eno eun nebeudik heuriou hebken, heuriou ken buezek, ken leun, ma ’z int awalac’h da rei da anaoud ar pez a oe tenzoriou he ene hag ar zoursen euz he vertuziou.

Gwennik ! He hano, ha na lavar ket d’eomp a hent all, dre ar pez en deuz a guzet evit kalz a dud, eur weledigez c’hlan ebarz eun envou digoc’hen, pe gwagennou skeduz en eur mor a beoc’h ? Gwennik ! Klevet a reer eur zon c’hoek en hano-ze, ha na weler ket ar pez a ra d’ezhan beza ker mad. E ma c’hoaz er spered, ha kerkent e teuer da zonjal el laboused klevet o kana en eur c’hoad, el leac’h ma zeer da glask ear fresk an nevez-amzer.

Fellout a ra d’in rei d’eoc’h da c’houzout penaoz e ma ’r vro e pehini e tremenaz an nebeudik heuriou souezuz-se.

Bourc’h Beuzek, gand he dour koz, kelc’het gand eur guchennik tiez toet gand plouz, a zo bepred en he zav. Beza e ma wardro eun anter leo dioc’h teven Porspiron, el leac’h ma kreder e vevaz ar werc’hez yaouank.

N’euz ket kalz a dra da welet e bourc’h Beuzek. Hogen, pa ziskenner ac’hano evit mont etrezek ar mor e treuzer eur c’hoad gwez pin, dilerc’h koajou braz a en em lede, brema ez euz meur a gant vloaz, war an aochou-ze leun a gerrek. Eno koueriaded an amzer-ze a ie varlerc’h ar moc’h gouez beteg en ho zoullou kuzeta.

Ar c’hoajou-ze a ioa a-zioc’h riboullou leun a dreaz, pere, da zeiziou skeduz an hanv, a lugerne evel eun dousier alaouret war behini tarsiou glaz ar mor a deue da vervel en eur stouffat eonen. Hirio ez euz nebeud a wez eno ; en ho leac’h e kaver parkadou lann, d’ezho bleun melen evel an aour, balan ha brug ; hag a c’heller, d’ar pardaez, kredi eo Gwennik a douch outho gand he zreidigou noaz, pa weler anezho o krena dindan an aezen fresk. Ma na gaver ket ar gwez sabr, henvel ouz pilierou iliz-veur eun eskobti eo marteze abalamour Gwennik na fell mui d’ezhi kaout nemed an env evit toen.

Na weler mui ken nebeud ar moc’h gouez ; ar zaoud du brema, saoud Breiz-Izel, ker mad da lesa, eo a bign ar gwenojennou riskluz, o peuri bruk ruz an deven ; digaset vezont d’ar verouri gand ar mesaer, a ra d’he skourjez strakal e korniou distro an hentchou leun a ekleo.

E kenver, setu pleg-vor Douarnenez, azalek Beg-ar-Raz beteg Beg-ar-C’havr, digor frank d’al laonennou mor, a freuz en eun doare ken plijaduruz en hanv ma kredfet a-boan int ar hevelep re a groz ker spountuz e nozveziou tenval ar miz du ; miz du, ar miz dreist-oll euz ar spount, miz ar penzeou, ha miz Gwennik ive.

E gwirionez, er miz-se eo e teuaz da Vreiz-Izel ; ha Doue a falvezaz d’ezhan e tiskenje he zervicherez yaouank el leac’h-ma dre ar burzud a dlie beza ar mean-diazez euz he zantelez.

Ar Saxoned krabanuz a iea atao war araok ; ha tud Breiz-Veur a zirede a vandennadou warzu Arvor, pehini a deue da veza ho mamm-vro nevez. Evel-se e pignaz Gwennik hag he c’herent war al lestrik a dlie ho digas en hor bro. Kement-ma a zigoueze e miz du, hervez testeni paperou koz. Surprenet gand ar vougidel ha gand ar gwall amzer, e koljont ho hent, ha n’ho doa mui evit gouzoud dre be du mont nemed an tan euz al listri a welent dirazho.

Hogen, an oll a oar pegen kriz oa Bretoned an amzer-ze.

Beza ez oant eonennerien mor, o veva gand al laeronsiou great gantho war al listri. Kustum oant da staga goulaouennou rousin oc’h kerniel ejenned da bere ho doa hualed an treid, ar pez a rea d’ar goulou beza henvel eun tamm bennag oc’h sklerijen al listri war ar mor. Evel-se ive oe faziet ar vag war behini edo Gwennik hag he c’herent. O kredi tec’het ar c’herrek evit mont pell dioc’h an aochou e teujont da steki outho, ha d’en em goll. Gwennik hepken a c’hellaz en em zavetei. Perak hi ? Abalamour Doue en doa abenn neuze skoet he c’halon gand he c’hras nerzuz ; hag epad ma c’hoeze an avel foll, Gwennik, en eur c’horn euz al lestr, a bede euz a oll nerz he c’halon c’hoaz glan. Kredi a reaz bale war ar mor kounnaret, o rei an dorn da Jezuz, ar Pastor mad, euz a behini oa an oan dousa ha gwenna ; ar gwall amzer a goueze dre oll ma tremene gant-Han. Dizale kement-ma oe eun dra wir evithi. D’ar mare ma stoke al lestr oc’h ar roc’h, Gwennik na welaz netra en dro d’ezhi ; hogen, eun dorn a grogaz en he hini, hag a jachaz anezhi goustadik. Mont a reaz da heul, ha na welaz he devoa baleet war ar mor nemed pa lakaaz he zreid war an aod. Neuze an dorn en doa he bleinet a ziskrogaz, hag en em gavaz he unan.

N’oa den d’ar mare war an aod. Hogen, pelloc’hig, adre eur grec’hen, el leac’h m’e ma penn ar wenojen a gas war grec’h an deven, e velaz tammou mad a c’houlou rousin, sanket en douar, hag a zeve o teuler kalz a voged, hag eur sklerder a zeblante dont euz an ifern.

Heb aon ebed ar bugel a dostaaz outho. Ha perak e divije hi bet aon ? E gwirionez, dorn Doue en doa he lezet ; hogen, daoust ha na ouie ket edo atao en c’hichen ? Daoust ha na gleve ket anezhan en he c’halon ?

Dont a reaz eta goustadik beteg ar goulou, a zeve oc’h ober eun tammik trouz, ha pa oe tostik, e welaz — tra spountuz ! — eur goan direol hag iferniuz chommet a-za en eun taol-kount.

Kerniou-boud leun a win c’hoaz a oa eno sanket en treaz dre ho fenn-moan ; tammou braz a gig moc’h gouez a gavet ama hag a-hont, stlejet war an douar, hag a daole eur flear spountuz a lard rostet. Du-ze, podou alaouret, braoigou a bep seurt, traou deuet euz ar penzeou, e berniou ker braz an eil hag egile, lakeat el leac’h m’edo an dud gouez o koania eun nebeud amzer araok.

Plench ar barrikennou distoufflet, leiz c’hoaz, a lugerne dindan bannou an tan o krena ; a gostez, e kichenik ludu ru eun tantad maro, tud koz ha grwagez hanter-noaz, mesk ha mesk, astennet war an drez hag an askol, a ioa o c’hoi ho c’horfajou gwin-ardant. Ar re-ma oa ar re n’ho doa ket gallet tec’het da heul ar re-all po d’oa gwelet Gwennik o vale war ar mor, eur sklerijen skeduz en dro d’ezhi. Edont e touez an drez hag ar spern ; n’ho doa ket gallet mont pelloc’h. O velet kement-se, Gwennik a zantaz he c’halon o sevel gand heug, hag he doe krenien er vech-ma, rak m’oa gwenn evel kerniou ar meneziou goloet a erc’h ; abalamour ive n’he doa morse gwelet tenvalijen an dud fall, na zoken klevet hano anezho ; abalamour c’hoaz m’edo o paouez gwelet Doue, ha ma edo brema dirak eur skeuden euz an ifern ; abalamour, en divez, musc’hoarz ar grwagez divezet ha mezo oa henvel ouz c’hoarz fall an diaoul. Gwennik a zaoulinaz hag a bedaz.

Edo ken doun en he feden, ma na welaz ket ar furmou tud o tont an eil warlerc’h egile euz toullou ar rec’hier a ioa en dro d’an deven, hag o tisken euz ar c’hoad war an aod, hogen, goustadik, evel aon d’ezho.

A nebeudou e tostajont, oc’h ober signalou an eil d’egile. Pa ’z oant digouezet en dro d’ezhi, he gweljont kelc’het gand eur sklerijen par d’an hini a deu euz an heol dreist an tarsiou mor par sko warnhi he vannou da vare kreiz-de. Hogen, gwelet a rejont ive n’oa nemed eur bugel, hag e rojont d’ezhi an hano a « Gwennik ar mor. »

Pa oant digouezet oll eno, gwazed, merc’hed, tud koz ha bugale, gwisket gand truillou a bep seurt liou, lod laonennou alaouret warnezho, lod-all fichet gand braoigou arc’hantet, deuet oll diwar goust ar paour keaz tud chachet gantho eno da veuzi, neuze Gwennik, krenveet gand he feden a zavaz, c’hoantek evel eur bugel, ha dispount evel eur zantez, evit teuler he zellou war ar vodennou tud-ze spountuz ha mez ho gwelet, hag a jomme eno brema hep flach, dalc’het gand eun dra souezuz ha na entent ket.

Gwennik a gomzaz :

— « Ho pet truez ouzin, na rit ket a zrouk d’in. Edon war al lestr oc’h euz digaset war ar reier. N’euz nemedon ha gement a ve salvet ; na rit ket a zrouk d’in ; n’euz nemedon e buez ; n’am lakit ket d’ar maro. »

O sellet neuze warzu ar penn pella euz an deven, e velaz eno eun tiik koz, great gand mein, hanter ziskaret, hag e lavaraz oc’h hen diskouez d’an oll :

— « Lezit ac’hanon da veva aze ! »

E kreiz tenvalijen an noz, an ti koz a oe, en eun taol sklerijennet, vel pa vije bet an heol o para.

Oll e kouezchont d’an douar, spountet.

— « N’ho pezet aon ebed, a lavaraz-hi, me zo o vont da gousket. »

Gwennik a bignaz he-unan war an deven, dre douez ar raden hag ar bruk. He gwelet a rejor, gwenn, lugernuz, o vont dre ar wenojen ; he zreid na stoken tamm ebed oc’h an douar. Nebeud goude edo en toullik ti. Al laeroun-vor a ioa chommet bammet war an aod, o sellet gand enkrez ouz eur burzud ken souezuz ; ha pa ehanjont da welet furm c’hlan ar bugel, e kouezjont, ho fenn harp en treaz evit tremen an noz. Antronoz vintin pa zifunjont peb tra a ioa evel kustum en dro d’ezho. An ti dirapar n’oa mui skeduz evel en derc’hent. Dilerc’h ar vag bruzunet, hag ar c’horfou maro a ioa brema war an aod, digaset di gand tarsiou ar goueled.

Gwennik a zeuaz dizale er meaz euz he zi o teuler eur zell hir war linen an dremm-well ; liou briz-wenn an env na rea nemed unan gand hini ar mor. Hag e troaz da zellet warzu an deven ; souezet maro e oe o welet eno c’hoaz an dud kriz etouez pere he doa tremenet e penn an noz araok ; eur guchen vugale hebken oa eat da gichen ar mor evit dastum restachou ar vag, ha diwiska ar c’horfou maro.

Gwennik a gredaz, hep mar ebed, beza o paouez ober eun huvre spountuz. Frota reaz he daoulagad, hag e sellaz adarre en dro d’ezhi ; neuze e tiskennaz divar an deven, o chomm a-za gwechig an amzer evit sellet adarre. A veac’h war ar plen, e c’haloupaz da vont beteg ar mor ; eno ec’h anavezaz korf he mamm, gouliet oll.

Ar baotred vihan a jache war he bleo evit he zenna war ar seac’h. Gwennik a oe merc’h en deiz-se, hag an daelou a ziredaz euz he daoulagad. D’an ampoent Gwennik n’oa mui henvel ouz eur spered euz ar bed-all, rak gwela rea evel tud ar bed-ma ; an dud gouez dispountet a dostaaz outhi, mez gantho, lod diskrouniet ho dent ha kounnar en ho c’halon, lod-all o c’hoarzin, drouk ennho oll outho ho-unan, abalamour, emezho, oant bet trec’het en derc’hent gand eur baotrezik c’hoezek vloaz, mezo ma ’z oant kement a win ho doa evet. Kredi a reant n’oa tremenet netra direiz nemeden ho spered trevaliet. Tevel a rejont goulskoude dirak glac’har ar bugel, ha sklerijen an deiz-se a welaz, tra souezuz ! parezed ar goazed-se en dro da Wennik, oc’h he frealzi gand eun deneredigez a gaver aliez zoken etouez an dud gouez. Ober a reant d’ezhi pokat d’he mamm evit ar vech diveza war an douar-ma, evit kas goudeze a-zirak he daoulagad ar c’horf a behini ar gwel a rea kement a boan d’ezhi.

Eun den krenv evel eur gouriner a zammaz neuze ar c’horf war he skoaz hag a bignaz war an deven, an oll wazed oc’h he heul. Gwennik a leze anezho da ober dioc’h ho c’hoant, hag a zigemere zoken ho c’homzou frealzuz. Eun hanter heur goude ar wazed a reaz eun hopaden euz ar c’hoad-pin e leac’h m’oant en em dennet, ha kerkent ar grwagez, ha Gwennik gantho, a ieaz d’ho c’haout. Edont en dro d’eun tachad douar nevez distroet. Eno edont o paouez douara mamm geaz Gwennik. Ouma a gwezaz d’an daoulin en eur wela. Goulen a reaz goudeze diou skourr gwez, gand pere e reaz euz groaz hag a zankaz war ar bez. Ha Gwennik en em roaz da bedi.

Al laeroun na ententent netra e kement-se. A nebeudou ejont kuit, evit peur zastum ar pez a zistaole koummou ar mor d’ho avarizded, ha prestik goude edont war an aod. Ho c’hunvelez a ioa chommet er c’hoad gand ar bugel ; oant adarre eonennerien-vor kriz ha digalon evel diaraog ; dizale n’oa mui nemed eur vozadik merc’hed e kichen ar bez.

Gwennik a bede atao.

Wardro mare kreiz-de e klevaz, o tont euz an aod, eun huanaden hag a reaz d’ezhi sevel en he zav. An nebeudik merc’hed chommet ganthi a redaz en eul lamm war c’horre ar grec’hen, a beleac’h e welet mad kement a dremene war an aod.

Gwennik, souezet, a ieaz d’ho heul.

Edot oc’h enkanti kreiz an deiz, o lavaret ar beden d’an Doue Heol. Eun den koz, en he zav war ar roc’h, he ziouvreac’h astennet etrezek stereden an deiz, a lavare he rouantelez ; e harz he dreid, ar re-all, ho diouvreac’h astennet eveldhan a gane gand eur vouez nerzuz :

Eienen vraz a sklerijen,
A zioulder hag a gorventen,
Puns ar vuez, hon doue, Heol,
Salud d’it, a lavaromp oll !

Neuze Gwennik a welaz perak hen doa Jezuz he bleinet war an aod. Pa oe echu ar pedennou d’an heol e kendalc’hjont da ziwiska ar re veuzet. Euz an huelder el leac’h ma edo, Gwennik a gredaz anaout anezho.

Goulen a eure digand ar merc’hed petra vije great euz ar c’horfou maro ; war ho respount e vijent stlapet en eun aod tostik ac’hano, euz a be leac’h ar mor ho c’hasche d’ar pellder, Gwennik a c’houlennaz ma vijent douaret ; ar pez a oe aotreet d’ezhi adarre dre druez. Tost d’an toull great a ziaraok evit mamm Gwennik e weljor sevel eun toull-all ledanoc’h ha dounoc’h. Eno e oe diskennet korfou an oll dud veuzet, hag ar plac’h santel a lakeaz ive eur groaz war ar bez nevez. An dra-ma a c’houlenne eur ger skleridigez evit an dud dizesk-se. Eur vaouez her goulennaz.

— « Evel-se vez great en hor bro-ni, a lavaraz Gwennik, abalamour Jezuz a zo maro war ar groaz. »

C’hoant ho doe da c’houzoud petra oa ar Jezuz-se.

— « Mab Doue eo, emezhi, a deuaz war an douar evit savetei an dud ; hogen, her staget ho deuz ouz ar groaz. »

Al laeroun-vor a zellaz an heil ouz egile ; eur mennoz a dreuzaz spered unan anezho, hag a lavaraz :

— « Penaoz ec’h euz-te gallet en em viret dioc’h ar maro, pa ’z eo beuzet ar re-all oll a ioa ganez ?

— « Abalamour, emezhi, ma karan anezhan ; na zonjen nemed ennhan ; setu perak pa ’z eo eat ar vag da strad ar mor, hen he-unan eo en deuz kroget em dorn evit va digas beteg ama ; galloud en deuz da ober kement a blij d’ezhan, peo gwir eo Mab Doue. »

An hini hen doa great ar goulen, hag a ioa er renk kenta azezed war ar bruk a zavaz goustadik epad ma komze Gwennik, ha pa he doa ehanet da gomz ez eaz kuit d’ar c’haloup, o teuler youc’hadennou spountuz, egiz pa vije bet he dreid en tan. An oll sebezet a zelle outhan. Her gwelet a rejont oc’h ober ardou evel eun den diskiant, o lammet war ribl an deven beteg ma ’z eaz diwar wel er pellder.

An heol en dremm-well a veuze er mor. Den na grede komz ; oll ez oant strafuillet, aon a grogaz ennho.

Gwennik a bede dirak ar beziou.

Seblantout a rea gwennaat dre ma teue ar pardaez hag an noz d’en em astenn war ar mor hag ar reier ; ha pa zavaz evit mont d’he lochen, sked he zae a zeuaz da veza sklerijen. Ruzder ziveza an heol a varve. D’an ampoent Gwennik a daolaz he zreid en he zi, pehini a oe sklerijennet evel pa vije bet al loar ennhan. Pa oe goloet an douar gand tenvalijen an noz, ar sklerder-ze a zeuaz en eun taol da veza evel tan an heol. An heil goude egile, ar wazed chommet e kichen ar beziou a gwitea sioulik evit mont da guzat e dounder ar c’hoad. En deiz-se n’ho d’oa ket evet, ha dre-ze oant sur e welent mad ar pez a dremene dirazho. Ouspenn-ze ar bugel he devoa lavaret d’ezho traou souezuz braz ; unan anezho en doa kollet he skiant vad oc’h he zelaou. An amzer a ioa pounner, hag evel c’houez doareou fall ganthan. Eur pennadig goude na jomme mui den na wardro ar beziou, na war an aod.

En deiz warlerc’h, Gwennik a oe Santez.

Dont a reaz abredig er meaz ; hag e vea na wele den na war an deven na war an aod e teuaz da zaoulina e kichen he zud ker. Chom a reaz pell da bedi. Abalafin e klevaz trouz adreg he c’hein.

Kardek oa, hennez hag a oa tec’het en derc’hent evit mont n’ouiet dare da beleac’h goude beza klevet ar bugel o komz. Brema oa dizroet, hag digouezet en he c’hichen e stouaz d’an daoulin hag e stardaz he vuzellou war dreid gwenn ar werc’hez. Goude beza he c’halvet dre he hano n’he doa goulskoude klevet biskoaz, Gwennik a lavaraz kement a dremene en he spered. Aliez, epad ma komze, an eonenner-mor a skrije. Gwennik a lavaraz c’hoaz :

— « Perak, Kardek, ec’h euz gwelet epad an noz, ha perak e welez c’hoaz er mintin-ma ? »

An den a zavaz he benn hag a ziskouezaz he zaoulagad leun a zaelou ; seblantout a rea goulen truez ha trugarez.

— « Na ro respount ebed d’in ; entent a ran da zaelou ; gwelet a ran e kredez karet ac’hanon ; hogen, n’eo ket me a garez, an Hini a garg ac’hanoud euz he c’hrasou eo, Jezuz, Hennez hag a zo d’in evel eur breur d’he c’hoar. C’hoant Hen deuz da gaout ac’hanoud evit He vab ; Hennez eo an hini a c’hell peb tra, an hini a ra kement a c’hoarvez, hag hen deuz da welet kerkoulz war an dud ha war an heol ; Hennez eo a garez. »

Hiniennou euz ar grwagez a ioa bet en dro d’ezhi en derc’hent a deue adarre en eur grena, aon d’ezho. Gwennik ho galvaz. Komz a reaz d’ezho euz eun Doue dispar, kalz galloudusoc’h eged an heol, ha kunveloc’h war eun dro, pa ’z eo gwir sklerijen an deiz n’eo ken nemed ar skeud anezhan, ha mar teu dreist peb tra da sklerijenna ar c’halonou gand eur sklerder kalz c’hoekoc’h eged hini an deiz skedusa, gand eur freskadurez dudiusoc’h eged ar c’hristal o kana eienennou.

Kardek, bepred harp oc’h an douar, a boke d’he zreid.

Plac’hed ha gwazed-all a ioa deuet ive beteg ennhi ; oll ec'h azezent wardro ar beziou, hep an disterra trouz na grosmol. Oll e selaouent, ho c’halon mantret ; lod, spountuz da welet, a zaille en ho daouarn skantek ; lod-all a zalc’he ho daoulagad da bara war ar bugel, kazi laouen, egiz pa en divije peb hini euz he c’homzou lakeat e kalonou an dud gouez-se eur veraden euz ar vammen a eüruzded a behini he komze.

Bez’ e tlie beza kreiz-de. Dizale e klevjot adarre an hevelep inkanterez, evel en derc’hent. Oll e rejont eul lamm evit sevel. Gwennik, ar bugel dister, he devoe neuze eur jestl ken nerzuz, hag eun taol lagad da ziskara evel ar gurun. Den na gredaz flach.

— « Petra, emezhi, ha red eo eta e teufec’h da azeuli ar voul dan-ze great euz a netra gand an Aotrou, ar voul-ze ha n’eo goude oll nemed eur c’hreunen dreaz kollet er pez n’en deuz ment ebet, er mare ma komzan evit deski d’eoc’h anaoud an Doue oll-gallouduz, hep ment, peurbaduz, Mestr hep hini-all ebed euz an douarou hag euz ar stered ?

Laeron-vor a dostae hep ehan, beteg ma oe digouezet an hini diveza ; ar re mui spountik a zigouezaz da ziveza. Gwennik a gomzaz outho beteg an noz. Lavaret a rea :

— « Doue o kroui an douar hag an den ; an den o tizenti ouz Doue ; Doue o kemeret truez ouz he grouadur hag o tigas d’ezhan ar C’hrist he Vap evit her zavetei ; en divez oc’h en em rei d’an dud a dlie dont devethan. »

Kardek, azezed brema e harz treid ar zantez, al levenez o para war he dal, Kardek a gave mad he oll gomzou.

A nebeudou e teuaz hardiziegez d’al laeron-vor, hag e rejont goulennou outhi. Deuet oa ive tost d’ezhi an den koz hag en doa daoulagad tan, eun dremm kalet, bleo gwenn hir, a gane kanaouen an heol, hag a zeblante beza he velek. Ar pez a lavare ar zantez a sklase muioc’h-mui he zremm, hag a rea d’ezhan kaout eun doare krisoc’h c’hoaz. Dre he c’houlennou dichek ha founnuz e c’hoantea kas da netra lavarou Gwennik ; houma a respounte bepred ken eün ha gand kement a eazamant ma rea plijadur d’ar gompagnunez.

An noz oa deuet adarre war ar c’hoad, ha Gwennik a c’hoanteaz gounid he zammik toull-ti, a lugerne d’an ampoent war an deven.

An hini koz hen harpaz.

— « Lavar d’eomp c’hoaz, ô merc’h ar mor, lavar d’eomp ha na zifen ket da Zoue laerez war vor evel ma reomp ? Hag hen e c’heller beza he vab pa lazer he vreudeur ? Rag aze e ma hor micher, hor buez, hag evel-se e tle beza evidomp. »

Gwennik a oe skeduz ha brasoc’h da welet neuze, en denvalijen deuet en eun taol-kount. D’an ampoent an diou groazik a ioa war ar beziou a oe evel flammou tan, ar mor a grozaz evel n’oa ket kustum da ober, er c’hoad sabr ar gwez a strakaz hag a c’houitellaz evel pa vije eur gorventen o c’houeza warnho, ha goulskoude n’oa ket eur mouch avel. Mont a rejont oll kuit, nemed Kardek, a ioa kuezet adarre da dreid ar zantez ; an hini koz ive a ioa chommet. Mouez Doue a grozaz dre ar bugel :

— « Den koz, hag evel-se eo e prezegez al lazerez pa brezegan ar garantez hag ar gunvelez ? Ra vezi milliget, sarpant ! Ha c’houi pere oc’h euz va c’hlevet o prezeg karantez eun Doue evit he vugale, dizale e welot kalir he vuhanegez oc’h en em stleja war he enebourien, evel eur ster a dan hag a walc’ho ar vro-ma dioc’h pec’hejou an dud. Ho pugale vihan a vezo benniget. »

Ha neuze, gand eun deneridigez melkoniuz e lavaraz kenavo :

— « Mont a ran kuit abalamour eun avel a vuhanegez a c’houezo prestik en ho kalonou difeiz ; gwelet a ran eun arne hag a ia da drei enebdon. N’ankounac’hait ket goulskoude ez oun bet ama. Kardek hen digaso d’eoc’h da zonj.... Savit, va breur, setu ama levr ar gunvelez (an dousder) ; hel lezel a ran ganez, kea d’he lenn d’ar gwelec’h ; na zistro nemed pa e pezo he goumprenet mad, evit he zeski d’az preudeur. »

Henvel ouz Loth o tec’het euz a gear Sodom, douget gand eun nerz a deue d’ezhan euz an env, Kardek a ieaz buhana m’ac’h helle a-dreuz ar c’hoad, hep kredi sellet war he lerc’h, ganthan tenzor-furnez Doue : an Aviel.

Pa oa eat a ziwar wel, Gwennik ive a ieaz en he zi. Diou groazik ar beziou hag a zeblante beza great gant flammou tan a vougaz hag a gouezaz e ludu.

An oll a ioa sioul. Ar belek koz en doa pleget he benn dindan malloz ar zantez. He zevel a reaz en eun taol trum. He zaoulagad a luc’he evel diou stereden en oabl. Lakeat e oe an tan er goulou rousin, hag ar paotr koz a gomzaz ; c’hoeza reaz tan ar venjans er re oll a zante o tiwan en ho c’halon an arne a behini he doa komzet ar zantez. Lavaret a rea ouspenn penaoz an heol, mestr oll-c’halloudek, ha doue heb ken-all er bed-oll, a laboure ar c’hlezeier evit kastiza a re a droje kein d’ezhan.

Mont a rejont oll neuze en hent, lod gand youc’hadennou a gounnar, oc’h heja ho rousin, lod-all etre daou, na c’houient ket ker e pe du trei, etre diou walen a ispill azioc’h ho fenn ; hogen ar re-ma o vont da heul n’ho doa fizians nemed e madelez Doue Gwennik.

Dre ma tostaent ti Gwennik a golle he sked, ha n’oa mui dizale nemed eur bernik mein du evel a-ziagent. Kennerzet gand-ze, al laeron-vor a dostaaz oc’h an ti, evit merzeria ar verc’hig santel. Hogen, dre ma tostaent, an dud a deue da veza rouez, rag kalz anezho a jomme a-zav o sonjal e malloz ar bugel ; ar zonj anezhi a vire outho da vont larkoc’h. Digouezet e kichen an ti dister, na jomme ken nemed an hini koz. A veac’h m’en doe lammet an treuzou ma oe gwelet eul luc’heden o treuzi an oabl en eur ober eun trouz spountuz : ar gurun a ioa kuezet war an ti. Eur barr avel deuet warlerc’h a skubaz al ludu beteg ar mor, hep na chommaz an disterra arouez anezhan ; ar rousin a vougaz ; hag al laeron kwezet d’an douar, e kreiz an denvalijen, a grede d’ezho beza eat da netra. D'an hevelep mare, Gwennik a oe gwelet war an deven, he gwiskamant sklerijen endro d’ezhi. Lakaat a reaz he zreid war ar mor, hag e tizroaz d’he bro....


————


TAOLEN
euz ar geriou diesa a zo el leor-ma.
————


Barzonek = poésie.
Stagedigez = attachement.
Strilla = secouer.
Digouez = héritage.
Peulvan = géant.
Eonennerien ar mor = pirates.
Koun = souvenir.
Mamm-Vro = patrie.
Marc’heien = chevaliers.
Gopr = récompense.
Strollou = bandes, groupes.
Diazez = fondement.
Korvigellet = enlacé.
Barz = barde.
Drouiz = druides.
Yez = langue.
Ar C’helted = les Celtes.
Ar C’hallaoued = les Français.
Gwasker = oppresseur.
C’hoek = doux.
Stourmad = combat.
Buezek = plein de vie.
Gwalen, eur walen = une plaie, calamité.
Savaret = parler.
Kouer = cultivateur.
Gouenn = race.
Bout, beza = être.
Peurbaduz = éternel.
Arouez = signe, marque.
Doaniuz = triste.
Distur = sans frein.
Kenstrivadek = concours.
Kevredigez Broaduz Breiz = Union Régionaliste Bretonne.
Trella = éblouir.
Penn-abek = cause.

Beza en heorez = être à l’ancre.
Penn-ar-Bed = le Finistère.
Ebata = s’amuser.
Kroz, trouz = bruit.
Safar = bavardage.
Gwin-ardant = eau-de-vie.
Flemm garo = injure cruelle.
Dremm-well = l’horizon.
Dispac’h = révolution.
Reuz = malheur.
Remzi = génération.
Frealzidigez = consolation.
Skol an Dihellou = l’Ecole des Chartes.
Meurded = grandeur.
Breiz-Tramor = la Bretagne d’outre mer.
Divez = fin.
Merour = fermier.
Aerouant = monstre.
Harlu, harluet = exil, exilé.
Kannad = messager, député.
Teven = falaise, côte élevée.
Dremm = figure, face.
Digoc’hen = sans nuages.
Skourjez = fouet.
Pleg-vor = baie.
Penze = naufrage.
Kunvelez = douceur.
Azeuli = adorer.
Ar vuhanegez = la colère.
Gwelec’h = désert.


————


TAOLEN
EUZ AR PEZ A ZO EL LEVR
————
 ix
Kenta Loden (Plougastell-Daoulaz).
 1
 5
Eil Loden (Hor Mamm-Vro Breiz-Izel).
 18
 20
III. — 
 22
 24
Trede Loden (Yez Breiz-Izel).
II. — 
 33
 34
 35
V. — 
 38
Pederved Loden (Gwerziou ha Kanaouennou).
I. — 
 42
 46
 48
IV. — 
 50
Pemped Loden (Barzonegou a bep seurt).
 65
IV. — 
 67
 68
VI. — 
 70
 73
VIII. — 
 78
 80
X. — 
 81
 85
XIII. — 
 86
XV. — 
 94
C’hoec’hved Loden (Seiz sant Breiz-Izel).
 100
Seizved Loden (Danevel « Récit » ).
Taolen euz ar pez a zo el leor 
 133


————
4-05. — Saint-Brieuc. — Imp. René Prud’homme.
  1. Brezel e pehini na dleer kaout evit armou ncmed ar goms hag ar bluen. (Klaoda).