E koad Bokenal daou zen paour
A veve war bouez ho labour ;
Ho zi disterik, eul lochen,
A ioa savet war eur grec’hen.
Biskoaz den n’hen devoa klevet
Klemmaden gand hini ebed,
Ho daou n’ho doa nemed eur c’hoant :
Kaout da zevel eur bugel koant.
Goude beza pell braz pedet,
Setu eur bugelik ganet,
O tigas e ti ar glaouaer
Levenez ha dremmou seder.
Diwar neuze ar vamm dener,
Vardro ar c’hrouadur dister,
A veze gwelet noz ha deiz,
’Vel al labous wardro he neiz.
Bep bloaz ho daou a-ziagent
Ho gwelet devot er pelgent ;
Daoust, brema po deuz eun ealik,
Ha lezet vo he-unanik ?
An tad, eur c’hristen leun a feiz,
Evel ma ’z euz kalz c’hoaz e Breiz,
A lare : « Doue hen diouallo
Keit a veomp oc’h ober hon tro. »
Digouezet an noz benniget,
Ar c’halonou zo ankeniet…
Petra d’ober ? E pe du trei ?
Ouz pe zant en em erbedi ?…
Ar vamm dreist-oll a lavare :
« Be vez bleizi da bep mare
O rodellat dre ar c’hoad-ma…
Hor mab ve ken eaz da zamma !… »
— « Bezit dinec’h, greg goan a feiz,
Ar Bugel ganet war blouz leiz,
Keit a veomp fenoz en iliz
A viro Jopik dioc’h ar bleiz !…
« Pourchas prim evidomp askoan,
Laka patatez war an tan ;
Me ia da wiska va dillad
Gand aon da veza divezad !… »
O vont er meaz euz an ti soul
E poulzont an ibil en toull ;
Hogen, goulskoude n’ oa ket kloz,
An tammik dor great gand koad koz.
O tud, an nozvez tenvalla !
Avel skornet, erc’h o koueza !
Nag a boan o kaout an hent braz,
O vale warnhan muioc’h c’hoaz !
An oferen a ioa gwisket
Pa zigouezent barz er porched ;
Daoulinet en iliz kerkent,
’Vit ho bugelik e pedent.
Da zaoulina ejont ho daou
Dirak skeuden skeduz ar c’hraou,
’Vit saludi ar mab Jezuz,
Bugel-Doue karantezuz.
Pa oe an ofisou echu,
D’ar gear e tistrojont dioc’htu,
Eleac’h mont d’an hostaliri
Da lounka gwin, d’en em vesvi....
Dalc’h-mad, dalc’h-mad a-hed an hent
Euz ho ealik ker e komzent…
« Va Doue, mar deo bet ar bleiz
« Oc’h ober anezhan he breiz !… »
Petra c’hoarveze el lochen
Pedo ar gerent en anken ?…
Siouaz ! ar bleiz, e gwirionez,
A zivarc’haz an or distres.
Edo en ti, o pebeuz loen !
Evel pa vije ar perc’hen !
Goude lakât he fri dre-oll
E welaz edo en he roll.
Kement tra dispak war an daol
Ganthan voe lounket en eun taol :
Kig sall, bara hag aman fresk,
Oll e tremenent mesk ha mesk.
Pen devoe great eun dommaden
E klevaz eun huanaden ;
Ar bugel en he gavelik,
Dihun, a c’halve he vammik.
Korf al loen gouez n’oa ket leun,
Hag ez ea d’ar c’havel war eün,
Pa deuaz en ti, gand eur goabren,
An dudiusa sklerijen.
Eur paotrik koant leun a zousder,
Bugel Bethléem, Hor Zalver,
Azezet war ar goabren-ze,
D’an ealik bihan a vousc’hoarze.
Oc’h asten he zourn benniget
A-uz d’al loen fall saouzanet,
Hema, goustadik d’ar c’havel,
A deu tre da gaout ar bugel.
Neuze, ô burzud ! dourn Jopik
D’ar bleiz reizet ra allazik,
Beteg ma teu ar Mab Jezuz
Da rei frankiz d’al loen kabluz.
Hag hen ac’hano mar gouie,
D’an daoulamp endra m’ac’h helle ;
Edo e paouez mont er meaz
Pa zigouezaz ar gerent keaz.
Po deuz gwelet al loen gouez
O tec’het gand kement a brez
E lavaront : « Hep mar ebet
Jopik a zo ganthan drebet !… »
Ho c’halonou leun a c’hlac’har,
Ha prest da goueza d’an douar,
Ez eont da wela d’ar c’havel,
Da wela maro ar bugel.
O vont en ti ez int dallet,
Ha gand ar sklerder sebezet ;
Gouskoude tamm goulou ebed,
Nebeud a dan war an oaled.
Gwelet a reont brema Jopik,
Laouen, dihun, er c’havelik,
O vousc’hoarzin d’he dud karet
Pa vel anezho digouezet.
Dirak eun hevelep burzud,
Semplet, e kouezont ho daou mud…
Goude ar pennad troublien
Ne velont mui tamm sklerijen.
Setu ar pez am beuz klevet
Gand an dud ho deuz va skoliet.
Lakomp hor fizians e Doue,
Diouall a ra he vugale....
|