Mouez an Anaon

Eus Wikimammenn
René PRUD’HOMME, 1905  (p. 78-79)



VIII


MOUEZ AN ANAON

——


D’an Aot. Herry, Rener Skol gristen Landi.


Pa deu ar pardaez, pa deu an noz tenval,
Pa glevan ar c’hloc’h braz truezuz o voudal,
Pa glevan an avel er gwez sabr o vervel
Me zonj en Anaon kez tost d’in oc’h va gervel.

Gand ho mouez klemmuz e laront en ho yez :
« O c’houi, hor mignoun d’eomp, gwechall p’ oamp e buez,

« O c’houi, hag hon dilez brema pa n’ho kwelomp,
« Bezet truez ouzomp, rak en anken e maomp ! »

E nosveziou ar goanv, peo an amzer skornet,
Pa iud an avel viz dre wask an or zerret,
Me a gav d’in klevet moueziou an Anaon
O c’houlenn pedennou evit terri ho naon.

Evit terri ho naon da welet ho Doue,
E lavaront d’eomp-ni : « O c’houi a zo aze,
« Azezet, en oc’h eaz en dro d’eun tantad tan,
« Pa c’houzanvan ama, er Purkator, kalz poan ! »

Eun tad a lavar freaz : « O va bugaligou,
« Pa edon en ho touez, ’vit gounid d’eoc’h madou,
« Meuz espernet netra nag en deiz nag en noz,
« Dre aked evidoc’h n’em beuz bet tamm repoz.

« Epad ma ’z oun bet beo, c’houi oc’h euz va c’haret,
« Hirio, maro, ez oun gand an oll dilezet !
« O pet truez ouzin, ô c’houi va bugale,
« Rak kouezet eô warnhon dorn pounner va Doue !… »

Re-all a lavaro : « D’eoc’h ez oun bet mignoun,
« Keit ha m’am boe madou, n’hanvezec’h nemedoun ;
« Oll int chommet ganeoc’h peo deuet d’in ar maro,
« Hag am lezit breman gand va foaniou garo… »

O na dleer ’vit den beza tud digalon,
Hogen nebeutoc’h c’hoaz e kenver an Anaon.
Pa glevit ho mouez, e peb leac’h, e peb giz,
Lavarit kalonek 'vitho De profundis.


————