Sant Briek, kenta Eskob ar gear a zoug he hano

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
René PRUD’HOMME, 1905  (p. 102-103)



II


SANT BRIEK
Kenta Eskob ar gear a zoug he hano.
——


Briek e Breiz-Veur zo ganet,
Euz a gerent dijentilet.

Euz a gerent dijentilet
Mez, siouaz ! ive paianed.

Eur vech ma ’z eo bet beleget
E Breiz-Veur en deuz prezeget.

Eur pennad mad e labouraz,
O planta e peb leac’h ar groaz.


Setu eun eal a berz Doue
O tont d’he gaout eur beure oe.

« Sav alese, belek santel,
« Ha kerz warzu bro Breiz-Izel ! »

Hep marc’hata ez a kerkent
Gant triugent manac’h en hent.

El leac’h m’e ma kear Sant-Briek,
N’ez oa neuze ’med eul lannek.

Eno savaz eun abati
E pehini karie pedi.

An eskob mad a oa karet,
Ha gand ar bobl, meulet, doujet.

Kendelc’her a reaz da deuler
Ar gwella had d’he zenved ker.

Sevel rejor a nebeudou
En dro d’ar gouent tiegeziou.

Setu penaoz e oe savet
Ar gear euz he hano hanvet.

Erfin, karget a labourou
E varvaz, wardro pemp kant daou.

Miret a reer e Sant-Briek
Relegou ’n eskob kalonek.


————