Mont d’an endalc’had

Sant Pol-a-Leon, kenta Eskob Kastel

Eus Wikimammenn
René PRUD’HOMME, 1905  (p. 104-106)



III


SANT POL-A-LEON
Kenta Eskob Kastel.
——


Ginidik euz a Vreiz-Tramor,
Abred e klaskaz eur goudor
Evit miret he ene glan,
Ha bezan gand Doue unan.

Goude goulen ouz he gerent
An aotre da vont d’ar gouent,
Da zant Ildud, manac’h brudet
D’an oad a bemp bloaz oe fiziet.

Eur vech ma ’z eo bet beleget,
Ar feiz en deveuz prezeget
Da dud Breiz-Veur a zirede
D’he glevet euz a bep koste.

Gwelomp ama, ni, Bretoned,
Evez Doue en hon andred,
Gervel a ra da zont d’hor bro
Ebestel dispar ar feiz beo.

Da gaout Pol, ar belek santel,
Eun eal a deu a denn-askel :

« Gwel du-ze, Pol, dreist ar mor braz,
« Poblou en denvalijen c’hoaz !

« Azezed e skeud ar maro
« Eneou en em goll hep distro ;
« Aberz Doue, kerz d’ho zikour,
« Treac’h e vezi d’an enebour !… »

Pol, o sevel, a gerz raktal,
Ha ganthan daouzek manac’h-all ;
Disken a reont oll en Eusa,
Leun a baianed ar gwasa.

Kentre sant Pol hag he venec’h
A ia da brezeg e peb lec’h ;
Hag aben fin ar c’hoec’hved miz
An oll a ioa ganed d’ar feiz.


Ha setu eun eal adarre
Da gaout Pol, hag a lavare :
« Servicher feal, it larkoc’h,
« E gweled Leon, it hueloc’h.... »

Ar c’hount Wizur a c’houarne
Douarou bro Leon d’ar mare,
Hag a roaz d’ezhan he balez
’Vit loja he gompagnunez.

Eun aerouant skrijuz meurbed
E Kastel zebre tud, loened ;
Sant Pol goude beza pedet
Her beuzaz hep tamm drouk ebed.

Gand pobl ha noblans dibabed,
Sant Pol a oe eskob sakret ;
Aliez wele he zenved,
Siouaz ! oll neuze paianed !

Erfin dinerzet, ha koz braz,
Sant Pol he garg a zilezaz,
Da c’hedal e peoc’h ar maro,
E goudor eur gouent distro.


————