Mont d’an endalc’had

Sant Patern, kenta Eskob Gwened

Eus Wikimammenn
René PRUD’HOMME, 1905  (p. 107-108)



IV


SANT PATERN
Kenta Eskob Gwened.
——


Ar zant-ma c’hanaz ive en hor bro Breiz-Izel,
A noblansou pinvidik, euz a lignez huel.
Abredik e tisprizaz madou ha gloar ar bed,
Evit beza da Zoue korf, ene ha spered.

En eun ermitaj kuzet tremene an amzer,
O pedi, o kastiza eur c’horf c’hoaz gwall dener.
He vertuziou dreist vuzul a jachaz diskibien
A c’hoantea evel-d-han beva er binijen.

Etouez ar re-ma kavomp an abostol Patris,
Abostol braz Iverzon, den santel leun a feiz.
Patern oe gand Meriadek da eskob dibabet
Pa oe great eun eskobti er gear goz a Wenet.

Goude ma oe great eskob e labouraz bepred
Da c’hounid oll da Zoue denvedigou Gwenet ;
Er gwel a-ze n’espernaz netra na noz, na deiz,
Evit lakat da bara sklerijen splamm ar feiz.

Hini brema na c’houfe laret gand gwirionez
An oll vad great er vro-ze dre skoueriou he vuez,

Ar vuez-se ken kalet, ken leun a vurzudou,
Euz he zaouarn e koueze bep seurt madoberou.

En despet d’he zantelez tud a gavaz abek,
A vroudaz dre warisi an eskob kalonek ;
Patern, vel ar pastor mad, pell amzer a boaniaz
Da c’hounid ho c’halonou, hep dont a-benn, siouaz !

Heuilla reaz neuze ar c’hoant hen devoa bet atao
Da ren eur vuez kuzet, en eur c’hornik distro.
Nebeud amzer da c’houde ’vit ar zant e sonaz
Heur eüruz ar gwir frankiz en dervez ma varvaz.

Ar zant-ma a oe beziet el leac’h ma ’z oa marvet,
Leac’h nebeud anavezet, deuet prim da vea brudet.
Doue dre-oll enkantaz milid he zervicher
Dre vurzudou c’hoarvezet war ar bez, hep niver.


————