I
SANT KAORINTIN
Kenta Eskob Kemper
——
Ganed e Breiz-Izel euz a gerent kristen,
Abred mad Kaorintin a garaz ar beden ;
Evit gellout gwelloc’h beza oll da Zoue,
Iaouankik, en eur c’hoad, he-unan ’n em denne.
Gand peskik he feunteun, Kaorintin eun dervez
A vag ar roue Gradlon hag he gompagnunez ;
A c’hinou da c’hinou goude ker braz burzud,
Euz ermit Ploudiern pell e skignaz ar brud.
Gradlon da Gaorintin istim a ziskoueze,
Karantez ha doujans, anaoudegez ive ;
D’ezhan gand plijadur kalz douar a roaz,
War bere ar manac’h eur gouent a zavaz.
Gradlon a c’hoantea kaout eskob e Kemper ;
Kaorintin a zibab evit ar garg pounner.
Diwar neuze da vad bepred e labouraz
Da gelen he zenved en denvalijen c’hoaz.
Ar blijadur en doe da welet maread
Eneou kristenet o tont da gaout ho zad.
En divez oe galvet da-vit an eüruzded
Gand Doue ar Mestr mad, e palez an Dreinded.
Breac’h santel Kaorintin gand doujans a virer
En he japelik koant e iliz-veur Kemper ;
Pa vez, d’ar goueliou braz, a-wel d’an oll laket,
Kalz tud eno weler, dirazhan daoulinet.
|
————