Mont d’an endalc’had

Ar Paotr bihan kamm

Eus Wikimammenn
René PRUD’HOMME, 1905  (p. 80-81)



IX


AR PAOTR BIHAN KAMM

——


Da Jeanne Kervern, Kerzadiou.


Va mamm-goz, en deiz-all, ha me war he barlen,
He deuz d’in displeget eur c’haer a gontaden ;
Ken doun e va spered e ma hi c’hoaz hirio,
Ma c’han d’he diskleria d’eoc’h-hu ive d’am zro.

Gwechall ez oa e Rozegad
Eur bugel fur hag euz va oad,
Hogen ker mac’hagnet, ker kamm,
Ma n’helle hep branel flac’h tamm.
Bale, redek, c’hoari, lammet,
Siouaz biskoaz n’en doa gallet.
Eun dervez e selle gand c’hoant
Re-all o c’hoari gand arc’hant,
Pa dremenaz en ho c’hichen
Eur paour o klask an aluzen.
Skuiz maro oa dioc’h an doare,
Ha naon en doa ’dra zur ive ;
War an hent braz, euz he zaou droad,
E tivere founnuz ar goad.
Doaniuz meurbed oa da velet ;
C’houi ho pije he zikouret,

Hogen, ar yaouankiz zo skanv,
Hini n’en doe truez outhan....
Oll ho devoa eur galon fall,
Hag e reant goap en eur farsall.
Ar paotrik seizet, hen hebken,
A ro d’ar paour he dammig krenn.
Neuze, ô burzud ! oe gwelet
An truillou d’an douar kouezet,
Hag ar c’hlasker, sounn en he zav,
Sklerijen skeduz ’n dro d’ezha.
D’ar bugel mad e lavaraz :
« N’az pezo mui ezom a vaz ! »
Ha kerkent ’n em gavaz pare
Dre zorn an Hini he douche.
D’an ampoent ez eaz diwar vel,
Jezuz-Krist oa, ’me ar bugel !
Ar c’heaz en doa great aluzen
Da Jezuz mignoun ar beorien !…


————