Ar Vesventi milliget, he frouez, eun torfed nevez

Eus Wikimammenn
René PRUD’HOMME, 1905  (p. 91-94)



XIV


AR VESVENTI MILLIGET
HE FROUEZ. — EUN TORFED NEVEZ

——


D’an A. de Thézac.


Tostait, Bretoned, me ho ped,
En em vodit oll da glevet
Eun darvoud c’hoarvet a-nevez
Dre gounnar dall eur roulerez.

Pa deu ar goaz d’en em vesvi
Pebeuz dizurs ebarz en ti !
Mar d’eo ar c’hreg, siouaz ! goasoc’h
Ez a peb tra, me lavar d’eoc’h.


Ar c’hreg evit kaout gwin-ardant
A werz pa n’he deuz mui arc’hant
He dillad, an arrebeuri,
A gaso d’an hostaliri.

Gounid ar mesvier a zo treut,
Na labour nemeur ken nebeud ;
Tost d’an hanter euz ar zizun
A dremen hep beza war iun !

Gwelit anezhan d’ar zadorn,
He c’hounidegez en he zorn ;
Ha kaset e vo d’ar vamm gez
’Vit diarben an naounegez ?

N’eo ket aze c’hoant ar mesvier,
En hostaliri ma he gêr…
E teir heur en devo teuzet
An arc’hant kement gortozet.

E keit-se ar vugaligou,
Du gand an naoun, a laosk klemmou,
O c’houlen bara gand ho mamm,
Red d’ezhi lavaret n’euz tamm !

Red mad e ve d’ar gwin-ardant
Dont euz kalon an aerouant,
Evit teuler dre ar bed-oll
Dizurs, torfed ha buez diroll.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


E miz c’houevrer diveza, ’n eur gear ha n’hanvin ket,
Eun den euz ar re vella, Fanch, a ioa digwezet
Da c’houlen gand Iann Varzin, merour er geriaden,
Da c’houlen eur zôm arc’hant a bini oa perc’hen.

Krouadurik Iann Varzin, klanvidik pell a ioa,
Edo war vein an oaled, tost d’an tan o tomma,
Pa weljot o tigouezout greg Fanch, ar roulerez,
Liou ar gwin-ardant warnhi, ha dremm eul loen gouez.

Anaout a ra goulskoude Fanch, he goaz reuzeudik,
Hag e c’houlen, dijipot, arc’hant eun nebeudik ;
Hogen, o c’houzout re vad e vije prim lounket,
Ema a respount dichek : « Arc’hant n’az pezo ket ! »

Ha goude beza stlapet mil malloz war he goaz
Ar c’hreg divez en he chouk gand daou zorn a grogaz ;
En doare-ze, korf oc’h korf, e koueschont en oaled,
War ar c’heaz bugel dinoaz, gantho en tan pilet !

O klevet iouc’hadennou ar bugelik en tan,
An eil warlerc’h egile savchont kuit diwarnhan ;
Pa oe savet gand he vamm —- e pe stad truezuz ! —
Ar c’heazik oa peuz devet hag a grie klemmuz !

Ne gredan ket e chomfe pell beo ar paotr bihan
Goude an darvoud skrijuz, mez gwirion, a gontan.
Setu eun torfed muioc’h da staga, m’hon deuz c’hoant,
Oc’h lost hir an torfejou great gand ar gwin-ardant.

A1 loen a c’hoar ehana p’hen deuz bet he walac’h,
Ar mesvier na baouezo ken a vo leun he zac’h,


Ac’han ma vezo teuzet ar gwennek diveza,
Ha ma vo eat e moget he dammik skiant gantha.

Mar d’eo mezuz ’vit eun den, krouet evel Doue
Disken ’n eur stad ken izel, petra laret neuze
Euz kristenien badezet a zo ker stank hirio
A en em ro d’an evach ho laz hag ho daono !


————