Al luskellerez

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
René PRUD’HOMME, 1905  (p. 94-96)



XV


AL LUSKELLEREZ

——


Da Vadalen Thomas.



Va bugelik koant, kousk aze,
Dindan askel eal Doue ; (bis).
Kloz da zaoulagadik seder,
Kousk aze, va bugel ker.

Diskan.


Va bugelik koant, kousk aze,
Dindan askel eal Doue.

Krouadurik, me ’m beuz avi
Ouz ene ’vel da hini,
Digaillar c’hoaz dioc’h ar pec’hed,
Dienkrez war draou ar bed.


Va c’halonik, petra vezi
War an douar pa greski ?
Petra vezo da zerveziou
O treuzi an amzeriou ?

Marteze vezi eun eskob,
Karet, meulet gand ar bobl ;
Ha me da vamm a vo eüruz
Oc’h da velet gallouduz.

Ha te vezo den a vrezel,
Soudard savet e renk huel ?
Pe prezidant ar republik
En eur vro gaer pinvidik ?


Hep ma ve red mont ken huel,
Zoken en hor bro Breiz-Izel,
Marteze te vezo brudet,
Ha gand kalz a dud doujet.

Siouaz ! petra lavaran ?
Huvreal tra zur a ran.
Ma vefez, va mab, eul lampon,
Pebeuz enkrez evidon !

Pinvidik vi ket a gredan,
N’em beuz netra er bed-man ;
Labourat a rin goulskoude
Evit mad va bugale.

Va c’halonik, pegeit amzer
Chommi tost d’az famm er ger ?
Ha da be leac’h, mabik e zi
Pa droi kein d’hon toullik ti ?

An oll draou-ze a zo pell braz,
Va mab, n’ho c’hlevez ket c’hoaz ;
Epad da gousk, gand an elez,
Nij da vro kaer ar Verc’hez.

Unan da vouez gand ho re
Evit meuli da Zoue ;
Distro goude da lavaret
D’az famm pez a po gwelet.


————