Poan rafez d’ac’h ealik

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
René PRUD’HOMME, 1905  (p. 97-99)



XVI


POAN RAFEZ D’AC’H EALIK !

——


D’an A. Gouzien, kure e Landi.


Bugelik koant ha mibin,
A gavan o c’hoarzin,
Ma tigouez ganez gwelet
Eur c’houilik alaouret
O c’hournijal er prajou,
O klask ar bokedou,
Na dorr ket he askellik,
Poan rafez d’ac’h ealik !

Var gerrek flour an aodchou,
O tiskouiz avechou,
Ma tigouez ganez gwelet
Ar c’hlazard perlezet,
O tomma en heol skeduz
He gorfik lugernuz,
Na vruzun ket al loenik,
Poan rafez d’ac’h ealik !

Pa deu an nevez-amzer
Gand he zeisiou seder,

Ma tigouez ganez gwelet
Pe viou, pe laboused,
Kuzet en eur c’hars lannek,
Pe en eur valanek,
Na zistruj ket an neizik,
Poan rafez d’ac’h ealik !

Er parkou, oc’h ar c’hleuziou,
El leac’h ma ’z euz bleuniou,
Ma tigouez ganez gwelet
Eur wenanen pladet,
Eur wenanennik dic’hloar
O klask mel dous ha koar,
N’he laz ket, va mignonik,
Poan rafez d’ac’h ealik !


Epad tomder an hanvou,
O redek er measiou,
Ma tigouez ganez gwelet
Eur c’hrill-kaner heoliet,
O kana mil meuleudi
D’he Grouer gand dudi,
N’he spount ket, va bugelik,
Poan rafez d’ac’h ealik !

Ma pefe c’hoant eun dervez
Gand goall gompagnunez,
Da ober eun dra c’hrevuz,
Traou fall, c’hoariou heuzuz,
Tec’h prim, tec’h kuit hep dale,
Truez ouz da ene !
N’he laz ket, va bugelik,
Poan rafez d’ac’h ealik !


Kurunet er bloaz 1904, gand an Association Littéraire
et Artistique de Bretagne
.


————