Maro eur Breizad yaouank

Eus Wikimammenn
René PRUD’HOMME, 1905  (p. 60-62)



PEMPED LODEN
————
BARZONEGOU A BEP SEURT
————
I


MARO EUR BREIZAD YAOUANK
————


D’am c’hoar-gaer Marc’harit G....


Jopik ar Gall a zo goall glanv
Abaoue ma ’z eo deuet ar goanv ;
He vammik paour en he gichen
A zo bec’hiet gand an anken.

Teodou merc’hed a ia en dro
Da c’hortoz ma teui ar maro ;
A bep seurt traou ho deuz gwelet
Aboue m’eo Jopik klanvet.

— « Me ’m beuz klevet epad an noz,
Labous-skrijer tost d’an ti koz,
O teuler he skrijadennou :
Jopik a varvo en deiziou !… »


— « Klevet em beuz o vigourra
Karrik an Ankou dre ama ;
Heuilliet gand kalz a dud varo,
Ez ea ’vil sur da Gerharo ! »

Ar vammik keaz a zo pleget
War he bugelik alteret :
— « Va mabik ker, an hanv hirio !
Abarz nemeur te bareo.... »

— « Mammik… Elez ar Baradoz !…
Ar Werc’hez wenn ouz va gortoz !…
O mamm, va fenn !… Na me ’m euz poan !…
Al linseriou.... An arched moan !… »

— « Lak ’ta da benn, va mab Jopik,
War va c’halon eur pennadik ;
Kalon eur vamm eo ’r penn-wele
Ar soupla ’vit he bugale.... »

Antronoz pa darze an de,
Ar paotrik yaouank a varve ;
An oll a lavaraz gand feiz
Evithan eun De profundis.


D’ar meurs vintin pa zave ’n heol
Al laboused a ioa mud oll ;
Boked ebed oc’h ar c’hleuziou,
E neb leac’h war bord an hentchou.


Ma klever en ekleo a-bell
Pedennou an Iliz santel,
O kas d’ar wered an arched,
Gand pevar den yaouank douget.

Skourrou ar gwez, pa dremene,
Uz d’al linser wenn a blege,
Evit diskouez ivez ho c’hanv
D’an neb a varv e boulc’h an hanv.

Ar persoun koz a bede c’hoaz
Pa ehanet da zon ar glaz ;
Eur veraden dour benniget,
Ha kenavo d’an douaret !

Mil gweach eüruz ar Vretouned
A varv, ar peoc’h en ho spered !
O nan, ne d’int ket tre maro,
Pa ’z int douaret en ho bro !

Bep sul, goude an oferen,
Ar gerent a lar eur beden
War beziou glaz an Anaon kez,
A vez sonjet ennho bemdez.


(Kurunet gand an Association Littéraire et Artistique de Bretagne, 1904).


————