KINNIG
————
Me fell d’in kana gand dudi
Meuleudi deoc’h, Gwerc’hez Vari ;
Euz eur penn dar penn all d’ar bed
Me garfe ho kwelet karet.
Me ginnig deoc’h, ô Mamm dener,
Va mouez ha va zelennig ker,
Grit ma kanin atao yez Breiz,
Evit va bro, evit va feiz.
War ar barzik dister Klaoda
Lezit ho pennoz da goueza,
M’em beuz ho karet, m’ho karo
Beteg an heur euz va maro.
O Rouanez vad Breiz-Izel,
Roit dho Pretouned ho skoazel,
Ma kendalc’hint oll kalounek
Da stourm evit ho Brezounek.
|
Va levr a ginnigan ive d’am mignoun Abherve da
behini ez oun kalz dleour ; dan oll Varzed, a garan evel va breudeur ; dam c’herent ha da oll dud ar measiou,
etouez pere e lakan dreist peb tra tud vad parrez Plougastell-Daoulaz,
a blijo gantho he lenn, ha da bere e raio
eur vad bennag, fizians em euz.
————