Mouez Reier Plougastell/D’al lenner
Edon e sonj pell zo da zestum en eul levr an oll varzonegou strinket euz va fluen abaoue m’oun en em lakeat da skriva e Brezounek.
Eul loden vraz anezho a zo bet kurunet gand Kevredigez Bro-Vreiz ; lod-all a zo bet moullet war Groaz ar Vretoned ; en divez, eul lodennig a zo bet chommet em faperou.
Va c’harantez birvidik evit va bro Breiz-lzel hag he yez, eo he deuz va foulzet da zevel ar Barzonegou-ma ; ar c’hed dlio gwelet oc’h ober eur vad bennag d’am C’henvroiz, o sikour sevel Spered ar Vro, setu ar pez am doug hirio da lezel o moulla evit ma ’zaint e mesk an dud.
Dastum a ran va Barzonegou, da genta, evit va flijadur va-unan ; va mignouned ive goulskoude, me gred, a en em blijo oc’h ho lenn.
Nag a dud a zo e peb renk, e peb stad, ha na zonjont tamm ebet ho deuz ar Vretoned eur spered kaer dispar da zevel ; eur spered ha n’hen deuz netra da c’hoantaat d’ar sperejou-all ! Me fell d’in koms euz spered hon bro Breiz-Izel, da laret eo ar stagedigez oc’h yez, feiz, kanaouennou, kiziou ha gwiskamant ar Vretoned koz, hon tadou. Ia, hen lavaret a ran gand kalz a c’hlac’har, eur niver braz a Vretoned a ankounac’ha kement-se. O! mar gelfen dre Mouez Reier Plougastell c’houeza karantez Breiz e kalonou an dud morgousket-se, pegement e ven dic’haouet euz ar boan am beuz kemeret.
Bennoz da Zoue ha d’ar Zent eüruz Patroned Breiz-Izel ! Eur Vreuriez nevez ganet, ha goulskoude skeduz ha brudet a zo en em skignet dre hor bro da c’hoeza an tan e peb leac’h, da strilla ienien sklasuz kement a dud paket ho divreac’h gantho, hag harpet da zellet a be du e teu an avel, hep ma rafent an disterra van euz a netra !… C’hoant he deuz ive ar Vreuriez-se da zigeri ho daoulagad da vuioc’h c’hoaz a re-all, tud dall pud, ha na fell mui d’ezho koms yez ho zadou koz ; a zo fae gantho koms e Brezounek, evel m’ho defe mez o tiskouez ec’h hanavezont yez ho bro. Kevredigez Bro-Vreiz he deuz a vrema douget kalz a frouez, ha fizianz hon deuz e tougo c’hoaz muioc’h en amzer da zont.
Skrivomp, lennomp, komzomp ha kanomp e Brezounek, yez meurbed benniget ar C’helted, digouez sakr deuet deomp a dreuz eun niver braz a gantvejou. Ma n’her greomp ket, kredomp ha kredomp start ne vefomp ket didamall, hag ar re a deuio var hor lerc’h ho devezo gwir da c’houlen diganeomp pe seurt implij hon devezo great euz yez ho bro....
Seulvui ma reer brezel d’hor yez, seulvui e tleomp stourm o tiskouez muioc’h-mui a garantez evithi, oc’h he c’homs, oc’h he difen dre hor skridou gallek ha brezounek, mar d’hor gwiziek awalac’h evit-se.
Ha brema, va levrik, kerz en hent, ha gra kalz a vad.
KLAODA.