Mont d’an endalc’had

Ar Brezounek

Eus Wikimammenn
René PRUD’HOMME, 1905  (p. 30-33)



TREDE LODEN
————
YEZ BREIZ-IZEL
————
I


AR BREZOUNEK
————


(Priz kenta e Kenskrivadek Gwengamp, 1900)


D’am Skolerien.


O Brezounek va yez, o yez meurbed karet,
Eat ken doun em c’haloun, ha ken stard em spered,
E peleac’h e kavin komzou avoalac’h c’hoek
Evit ho meuli, Brezounek !

Eur yez a zo labour tenn ha paduz eur ouenn,
0ll ho deuz kalz poaniet d’he ober da viken ;
Bez’ ez eo a eur bobl eur gwir grouidigez
Great ouz he henvelidigez.


Bez ez eo al leor beo e pini d’euz laket
Istor he zonj skrivet ha d’he lignez fiziet,
Eur ster vraz burzuduz hag a dreuz an oajou
Evit mont beteg hon tadou.

Eur yez eo ’leac’h santel e pini ’n em gaver,
Ma pokomp, teneret, gand ene hon zud ker,
A zo maro brudet, brema euz pell amzer,
Hag a vev dre ho yez ken kaer !

Pebeuz dudi sonjal : « Va zadou koz gwechall,
Ama, var douar Breiz, disparti diouz Bro-C’hall,
A gomze ’r Brezounek evel m’her gran hirio,
He garie, he veule atao ! »

Den ebed en hor Breiz na dle, hep bea mezuz,
Dianaout eo hor yez eul loden talvouduz ;
Ha siouaz ! pa varvo peb Breizad a gollo
Kaera pinvidigez he vro.

Gouzout a reer dre-oll Brezounek hag ar Feiz
A beb amzer a zo Breur ha C’hoar en hor Breiz !
Ker gwir eo kement-ma ma na veler eun den
A garfe unan hep eben.

Eur brezel kriz meurbed a reer d’ar Brezounek,
Disprizet, gwall-gaset eo gand tud diaoulek ;
O veza n’hellont ket dic’hrisienna ar Feiz,
A glask laza yez koz hor Breiz.


Tud diskiant ma ’z int, laret ’deuz etrezho :
« Taolomp an dismegans, taolomp gwel ar maro
War ar Brezounek-se a garont ’vel ho Feiz,
Euz an oll galoun zo ’n ho c’hreiz.

Pa vimp en em gavet da ober dilezel
Yez koz ar Vretouned, neuze gand an avel,
Ni velo ho feiz krenv ’vont kuit a nebeudou,
Evel kiziou mad ho zadou !… »

Setu aze, Breiziz, ho zonj, ho c’hoantegez ;
Ha fellout rafe d’eoc’h, dre ho leziregez,
Rei skoazel d’an dud fall, trei kein d’ho Prezounek,
War zigarez deski ’r gallek ?

En ho sav, Bretouned, Breiziz pennou kalet !
Laromp a bouez hor penn : « Ar Brezounek bevet !
Ni he gomzo bepred beteg heur hor maro…
Bevet ar Brezounek atao !…

O ia, dal’homp d’hor yez, evel d’hor mell penn-baz !
Ra zeui ar vistri-skol, dreist peb tra war ar meaz,
Da zeski d’ar baotred, d’ar merc’hed, ar gallek,
Mez bepred dre ar Brezounek.

Alo, bugale Breiz, hag a zo desket mad,
Er c’heariou, en dachen, er foar hag er marc’had,
Na ruziet ket a vez o komz ar Brezounek,
Diskouezit ez oc’h kalounek !


Dalc’hit sonj mad atao ez eo ar Brezounek
Eur yez evel eun all, eun tenzor talvoudek,
Deuet a-dreuz kantvejou, roet d’eomp gand hon tadou,
Vel ar c’haera euz ho madou !


————