En noz-all edon en heorez,
Kousket, eur zulvez,
Gand kenvreudeur merdeidi,
Gwaskedet hon tri ;
Hag e riz eun huvre souezuz,
Dont a rea euz Elez Jezuz
A ! A ! A !
Selaouit an huvre-ma !
Tost da Ber oan o c’hortoz
Barz er Baradoz,
Pa lavaraz Doue d’ezha :
« Porsier al leac’h-ma,
Diouall oc’h paotred Penn-ar-Bed,
Setu eun toullad o toned,
Tud a vor
A deu da c’houlen digor !
Ra c’helli, Per, hep marc’hata
Ervad ho ranna !
An or aour digor ar brasa,
Eleac’h he zerra,
D’ar re eve re vanneou
(Kalz anê zo war an henchou !)
O ! O ! O !
Ni velo petra zigweo ! »
— « Deuit affo, ’me ’r porsier koz,
Deuit er Baradoz !
Deuit oll, paotred ar gwin-ardant,
Evel m’am beuz c’hoant !
Ar re-all jommo da zellet
Kichen an or vraz alaouret,
He ! He ! He !
Hep koll kaloun evit-se ! »
— « Mad e ia ! larjont da Ber
Al liperien gwer…
Setu fin poaniou ar bed,
Mui ’med eüruzded !
Deomp araok ’ta oll, mignouned,
Deomp, ar « rad » a rankomp gwelet !
A ! A ! A !
Hastomp mont da ebata !… »
Hogen, dizale sav kroz
Barz er Baradoz ;
Klevet a rean trouz ha safar,
Gwir ez oa glac’har.
Hegasi reant ar c’heaz sant Per,
Defot na zigase d’eo gwer,
O iouc’hal :
« Gwin-ardant evel gwechall ! »
Hag e larent d’an den-Doue :
« Penaoz an dra-ze ?
N’euz ket zoken er Baradoz,
Giz en hor bro goz
Eun tammig hostiz, ’vit arc’hant,
Da rei eur banne gwin-ardant !…
A ! A ! A !
Ni a ia da zouara !…
Glac’haret oll gand an histor :
— « It d’ar Purgator !
A laraz d’ezho sant Per,
Gouskoude tener,
C’houec’h mil bloaz eno o tomma,
Dioc’h gwin-ardant rei divoaza,
Rak ama
E reer fae war an eva !… »
Setu ar wazed poelluz
Wardro ’r zant eüruz,
Pokat da draon he zoudanen.
Oll dre ho feden
E c’halvent madelez sant Per,
Da rei pardoun d’ho breudeur ker,
Kondaonet
’Vit beza ker fall komzet !
— « Dizonjal ran ho flemm garo,
Laraz Doue d’he dro,
Deuit eta, c’houi, em euruzded,
Deuit oll, Bretouned,
Eüruz an dud a galoun vad
O ia… Ren a raint gand ho Zad ;
Me fell d’in,
An env gantho a rannin.... »
Goude, Per, ar zant ker mad,
Lar gand kalounad :
« Pedit, pedit, mignouned,
’Vit ho tud dallet,
Ma labourint da ziwaza
Dioc’h an evach deu d’ho laza :
Korf, ene ;
Va zelaouit ’n han’ Doue ! »
War an dra-ma poun difunet,
Tost d’in meuz kavet
Dour a varo, eur voutaillad ;
A ! va c’hredit mad !
Goude an huvre, ar marvaill
Mem beuz kroget prim em boutaill,
Non de non !
He stlapet ’m euz er mor don....
|