Mont d’an endalc’had

Tristidigez ha Ged vad

Eus Wikimammenn
René PRUD’HOMME, 1905  (p. 35-37)



IV


TRISTIDIGEZ HA GED VAD

——


D’an Aot. de l’Estourbeillon, Kannad ar Mor bihan,
Rener Kevredigez Broaduz Vreiz, kinniget gand doujans.


Euz a bep korn a Vreiz-Izel
E sav, douget gand an avel
Keleier doaniuz, forz klemmou,
A wask siouaz ! hor c’halounou,


Eur brezel kalet ha diaoulek
Zo great d’hor yez, ar Brezounek ;
Mall eo gantho hen diframma
Digand bugale ar vro-ma.

An diaoul he-unan, a dra zur,
A c’hoez an tan en dud distur,
Ho c’has dre bevar c’horn ar vro
Da leda anken ar maro.

Kement tra vad : Bro, Feiz ha Yez,
A zo breset mar d’eo truez !
Karantez ebed mui ennho,
Leun int a gasouni c’hoero.

O va Doue, peleac’h e maoc’h ?
Diskouezit ho kalloud pelloc’h…
Re hir amzer an dud fallakr
A wall gasaz hor madou sakr.

Doue na zilez ket hor bro,
Beuzet, siouaz ! en he daero,
Dibabet ’n deuz tud kalounek
Da zifen mad ar Brezounek.

Mil bennoz d’eoc’h, ô va Aotrou,
Evit oc’h oll vadelezou
E kenver hor bro Breiz-Izel
A zo bet d’eoc’h atao fidel.


Setu eun nebeud bloaveziou
Ma vez great kenskrivadegou
Evit dougen ar varzed ter
Da labourat hor yez ken kaer !

Paotred yaouank euz ar gwella,
Dre gant a ranker ho c’hounta
A gas bep bloaz, e Brezounek
Gwerziou koant d’ar genskrivadek.

Hor c’halounou a laouenna
Pa velomp an dud gwizieka
O poania stard evit hor Breiz,
Dre ma wasa d’ar brezel kriz.

Ar Brezounek zo enoret,
Ha dre-oll muioc’h-mui komzet ;
Hon tadou koz, en ho beziou,
A drid brema ho c’halounou.

Ra vevo gallouduz ha pell
Kevredigez hor Breiz-Izel !
Pell hanavezet ra vezo,
Euz eur penn d’ar penn-all d’ar vro....

Nan, nan, va c’henvroiz karet,
Hor yez na vo ket diskaret,
Na varvo ket ar Brezounek
Tra vo e Breiz tud kalounek !…


————