Mont d’an endalc’had

Breizad bepred !

Eus Wikimammenn
René PRUD’HOMME, 1905  (p. 20-22)



II


BREIZAD BEPRED !

——


D’am mignoun Al Louet, Mestr-Skol


War don : An Hini goz.


Diskan.
Va c’halon zo
Gand va bro,
Ha bepred e vezo !

1

Hag e zafen da benn ar bed
Gand Breiz va c’halon vo bepred.

2

An heol, gwir eo a wel broiou
E lec’h euz muioc’h a vadou.

3

E Paris traou brao a weler,
En he skoliou kalz a zesker ;

4

Mesk ar Saozoun oun bet ive ;
Ni zo paour dirak ar re-ze.

5

En oll leac’hiou forz pegen kaer,
Va spered a nije d’ar ger.

6

Beteg Rom zoken ez oun bet,
Ha Breiz n’em beuz ankounac’haet.

7

Va daoulagad glaske al lann,
Ar parkeier leun a valan.

8

Na welen mui ar c’haer bragou
Ho deuz miret d’eomp hon tadou.

9

Na gleven ken nemed gallek,
Ha tamm ebed a Vrezounek.

10

Na gleven mui ar marvaillou
A lar d’eomp e Breiz hor mammou.

11

Va c’halon a lamme em c’hreiz
Gand hast da zistrei da vro Breiz.

12

E Breiz brema me a jommo
Beteg an deiz euz va maro.

13

Fellout ra d’in e Breiz-Izel
Beva gwir Vreizad ha mervel.

14

Ha beteg penn me labouro
Evit va Breiz, evit va bro.

15

M’am bezo gand ar C’halloudek
Gopr an dud vad ha kalounek.


————