Maro ar Breur Iann, en Eusa

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
René PRUD’HOMME, 1905  (p. 53-55)



V


MARO AR BREUR IANN EN EUSA

——


Kinniget d’he gerent.


War don : Map den sonjit.


Dreist ar mor braz, du-ze er gwagennou,
Me glev hirio son klemmuz ar glazou…
Petra Eusiz, petra ra d’eoc’h gwela ?
Perag ken trist ar c’halonou brema ?

Me vel e kanv iliz-veur ar barrez,
Gwisket e du eo oll dud an enez ;
Tristidigez a weler warnezho…
Livirit d’in : Piou eta zo maro ?

Daoust ar persoun, pastor oc’h eneou,
Pe ar mear mad, difennour ho kuiriou,
Zo bet skoet, diskaret didruez,
Evel ma vez kalz a re-all bemdez ?....

Hag e klevan, a-dreuz kalz a zaelou,
Oll dud Eusa, unanet ho moueziou,
Oc’h hirvoudi varzu tud an douar,
O lavaret gand ar vrasa glac’har ;


« Kemerit perz en hon zristidigez,
« Rag ar breur Iann, den leun a garantez,
« Eiz vloaz zo bet o ren skol ar baotred,
« Siouaz ! d’eomp-ni, ar breur Iann zo marvet !

« D’hor bugale, ar breur Iann oa eun tad,
« Kaloun dener, gand-ze eur mestr-skol mad ;
« D’ezho teske eaz an oll skianchou,
« Ha dreist peb-tra miret feiz ho zadou.

« Bez oa pell zo mignoun peb tiegez,
« D’an dud beac’hiet gwir frealzidigez,
« Nikun biskoaz na dec’haz dioutan
« Hep lavaret : « He lod en deuz em foan ! »

Ia, eneziz, lec’h oc’h euz da geuzia
D’ho Preur Rener, an den kalouneka ;
Hogen eun dra jomm c’hoaz d’eoc’h da ober :
Pedit ’vithan bemdez harz an aoter.

Kalounou baour, taolet ha distaolet
’Vel ar vagig war ar mor kounnaret,
En em daolit e Kaloun Zakr Jezuz,
Eienen c’hlan eüruzded peurbaduz.

Ebarz em c’hreiz va c’haloun zo goasket
Em daoulagad daelou puill zo savet…
Ah ! me ive, me gare ar Breur Iann,
E kanv an oll va ferz a gemeran.


An Ankou kriz gand he falc’h diremed,
A sko bemdez koulz a-dreuz hag a-hed…
Kerzet a ra dreist ar mor fuloret
Evel war zouar dre an hentchou kalet.

Morse truez nag evit tad, na mamm,
Beleg, pried, ganthan espernet tamm.
Menec’h devot, kerkoulz ha tud ar bed,
A rank d’ho zro mont da jomm er vered.

Setu, Breur, oc’h galvet gand Doue
Da ziskuiza hed an eternite ;
’Vit labourou inouuz braz ha tenn
Eur gurunen a luc’ho war ho penn.

E gwered koz parrez Sant-Evarzek,
Tost d’ar porched, en eur bezik meinek,
’Ma korf ar Breur o c’hortoz deiz ar varn ;
Plijet gand Doue dont en deiz-se d’her gouarn !

Bep sul, bep gouel, varlerc’h an oferen,
He vignouned a ielo ’n eur dremen
Da lavaret bep a De profundis
’Vit he ene… Lux luceat eis !....


————