Kroazik va Gwestlou

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
René PRUD’HOMME, 1905  (p. 65-66)



III


KROAZIK VA GWESTLOU

——


D’am mignoun I. Quélennek.


E harz an aoteriou, en deiz-se daoulinet,
Da Grouer ar bed-oll me am beuz lavaret :
« D’eoc’h-hu, ô va Aotrou, me a ro va c’halon,
« A vrema da viken, renit, renit warnhon.

« Paourentez ha Gwerc’hded, ive Sentidigez,
« C’houi vo va friejou penn da benn va buez ;
« Ne fell d’in er bed-ma nemedoc’h, va Jezuz,
« Dasprener an eneou, va Mestr karantezuz !

« Dilez a ran a grenn oll vraoigou ar bed,
« Madou hag henoriou, n’ho klaskin mui nepred ;

« Keit ha ma vezin beo me vo d’eoc’h, va Doue,
« O tougen d’ho karet kalonou ’r vugale… »

Roet ez euz d’in neuze eur groazik kouevr melen,
Gand eur gordonen zu ’vit galloud he dougen.
O Kroaz, va oll zenzor, na c’houi zo karadek !
Pegement e plij d’in rei d’eoc’h-hu pokou c’houek !

Me garo em c’herc’hen ho tougen noz ha deiz,
Hag eur veach an amzer sellet ouzoc’h gand feiz.
’Vit gouzanv va foaniou a gorf hag a spered
Eur zell hebken warnoc’h am zikouro bepred.

Dont a rai ar c’hlenved d’am staga em gwele,
Kroazik ker va Gwestlou am frealzo neuze.
D’am Zalver war ar Groaz vo va zell diveza,
Pa larin kenavo da sklerder ar bed-ma....

Etre va daouarn ien, pa vezin tremenet,
Va C’hroazik vo lakeat e pleg va japeled ;
Va mignounez feal da viken am heulio ;
En arched, en douar, va c’hroaz ganen ielo....

Mignounez venniget, va c’hennerzit bepred
Eneb ar bed, ar c’hig, eneb an drouk-spered,
M’ac’h hellin, va Jezuz, ô c’houi va c’harantez,
Ho meuli d’am maro, en ho rouantelez !…


————