VII
SANT MALO
Kenta Eskob Aleth.
——
Brudet dre galz a vurzudou,
Malo, gand an oll noblansou,
Da eskob a oe dibabet
Er gear Aleth neuze hanvet.
Na noz, na deiz, repoz ebed,
Kement e karie he zenved ;
Gourdrouz a rea paour, pinvidik
Gand eur garantez birvidik.
Evel hada rea var he hent
Burzudou ar brudeta sent ;
Ken niveruz int, va zud ker,
N’hellan anê laret eur ger.
He hardiziegez da damall
Ho dizursiou d’ar pennou fall
War vuez an eskob a dennaz
Eun arne spountuz a drabaz.
Ma oe red d’ezhan en em denn,
Lezel oll he zenved a-grenn ;
Oc’h ho fiziout e Doue an Tad,
Setu Malo pell o kuitaat.
Epad m’oa bro Saintonj brudet
Dre vurzudou an harluet,
E kear Aleth, ha tro-war-dro,
E falc’he founnuz ar maro.
Neuze velont, an dud dallet !
Penaoz ez int bet faziet ;
Hag e kasont d’ar pastor mad
Eun daouzek pe drizek kannad.
Eun daouzek pe drizek kannad
D’he bedi da zistrei timad,
Hag ar c’henta gwella d’Aleth,
Warzu he bobl oll glac’haret.
An eskob oe digemeret
Gand eul levenez vraz meurbed ;
Hogen, eno na jommaz pell,
Hervez eun urz deuet gand eun el.
Erfin, karget a labourou,
Koz braz, ha leun a vertuziou,
Malo a ia d’an eüruzded
Hen doa pell a ioa gounezet.
|
————