Al Labourer-douar

Eus Wikimammenn
René PRUD’HOMME, 1905  (p. 68-70)



V


AL LABOURER DOUAR

——


D’am mignoun Laou Ar Meur.


Ne d’oun nemed eun tiek, o chomm ’n eur geariaden,
E sioulded c’houek ar measiou va amzer a dremen ;
Ne meuz tamm deskadurez, kement-se na vir ket
Ez eo va deiziou leuniet euz ar gwir eüruzded.

Pennou braz ha pinvidik, er c’heariou lojet mad,
En noz ar c’housk a zeblant tec’het ho taoulagad,

Pa ziskuizan a zoare em gwele koz klozet,
Gand va banden vugale, va zud muia karet.

Diouz ar mintin pa zavan, — gwir eo araok an heol, —
Me a gav va izili ennhon kreveet oll,
Evit adarre staga el labour pemdeziek
A vago va ziadik hag ar paour ezommek.

O tont euz va farkeier, digoueziou va zadou,
Va c’halon el levenez, me lar : « Bugaligou,
« Pegement homp-ni eüruz, ’n hon ti plouz dislivet !
« Pedomp ma talc’ho Doue pell amzer d’eomp iec’hed. »

Va derveziou a dremen er peoc’h ar padusa,
Pell diouz safar ar c’heariou, er measiou ar sioula ;
Biskoaz, bennoz da Zoue ! biskoaz ar gwall gollou
Euz va zi paour ha dister na lammaz an treuzou.

Evel an heol o sevel va zal-me zo skeduz,
Na vez morse roufennet gand sonjou enkrezuz.
Va bugale, eun dervez, pa vo deuet nerz d’ezho,
A labouro kalonek an douar ive d’ho zro.

E gwirionez va labour aliez a vez tenn,
En hanv dindan heol bero, er goanv en avel ien ;
Hogen buez an tiek, ’n despet da gement-se
A zo evel kemmesket a joa e peb mare.

Mar d’oun gwisket gand lien, ha gand boued groz maget,
Mar d’eo skuizuz va labour, ha ken nebeud paet,
Pegement oun dic’haouet gand ear fresk ar measiou !
Ar iec’hed hag ar frankiz, kaera donezonou !


En hor bro ger Breiz-Izel peb maread amzer
En deuz varlerc’h al labour he ebatou seder ;
Goude an dervez poaniuz, setu diskuiz an ti,
Endro da dan an oaled, azezet dizoursi.

A veac’h ma kav ar bourc’hiz, d’ar zul vintin zoken,
Eun anter-heur peuz laeret da vont d’an oferen ;
Abredik euz an arbel me denn va dillad kaer,
An dervez sul penn-da-benn a zo oll d’am C’hrouer.

Gwenn eo ar bleo war va fenn, ha setu me kroummet,
Dizale teui ar maro gand he falc’h dir sklaset ;
Hogen, va c’halon a zo peur zistag a bep tra,
Gortoz a ran an termen hep keuz braz da netra.


————