Ar en deùlin

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


Ar en deùlin



1921



Taolenn[kemmañ]

Introduction (gant René Bazin, e galleg) 
 i


Raglavar (gant Joseph Loth) 
 i


La vie de Jean-Pierre Calloc'h (gant Pierre Mocaer, e galleg) 


Ar en deùlin (barzhaz a-bezh) 
 1
Ne houlennet ket più zo azé, Gout e ret 
 110
Konzet, konzet, me Mestr : Hou meùel e cheleu. 
 118
Eit gouil Maria kreiz est, O Itron Varia 
 169
Eit gouil Maria kreiz est, Litanieu er Huerhéz 
 174
'N ur gemér er vichér. 
 181
Hon diskuih é Trosly-Breuil 
 191
En overenn ér hoedeg 
 197
Karter-noz ér hléyeu, Péden er Gédour 
 203


Lettres choisies (e galleg) 
 209



Couverture du livre[kemmañ]

JEAN-PIERRE CALLOC'H

————

A GENOUX

————

Lais Bretons
accompagnés d'une traduction française
DE
PIERRE MOCAËR

————

Introduction de RENÉ BAZIN
DE L'ACADÉMIE FRANÇAISE
Préface bilingue de JOSEPH LOTH
DE L'INSTITUT

"skeudenn"

PARIS
LIBRAIRIE PLON
PLON-NOURRIT ET Cie, IMPRIMEURS-ÉDITEURS
8? RUE GARANCIÈRE — 6e

————

Tous droits réservés

Page de garde courte[kemmañ]

Dépôt légal[kemmañ]

Page de garde pleine[kemmañ]

Introduction[kemmañ]

Raglavar gant Joseph Loth[kemmañ]


RAGLAVAR
_____

Emesk kemet a Vreïhis, hag en des skuilhet o goèd eùit dihuen brud-vat ha klod hun bro, Yan Kalloc’h e zo, hemb arvar, unan ag er ré e zo déllet dehè drest oll bout ouélet get Brèh-lzél. N'e hues chet meit monet penn d’er benn dre en dastum man ag é huerzenneu, lénour ha kembro karet, eùit kaouet un delùen huirion anehon. Béùein hag analat e ra e peb-unan ag é folenneu ; en em ziskoein e ra ennè splann él ma oè : guir Vrèhat, guir gristén, kadour kalonek, predér ébet arall geton, noz dé, meit mad, klod, hag inrokat Brèh-lzél. Garù ha kalet e oè bet er Béd eùiton, kuhet e rè én ur horf ag er ré vrassan (huéc’h troetad herùé muzul er Zozon oè mennt Kalloc’h) un inean tener, hegé ha kizedik dreist penn.

Pe oè bet ret dehon kuitat en Arvor, er vro ken karet en doé berpet predéret béuein ha merhuel enni, haval e oè geton e oè ur merdéat tolet en ur vag hedorr, ar ur mor lan a herrek. A hueheu e kollè kalon : chelèuet-on e hierhuel en ankeu :

Ne ran meit huanadein arlerh er maru.
. . . . . . . . . . . . . . . .
…hoant emes, nan em es de verùel.
O ! bout mahet édan huéh troetat douar pounér,
Breinat didrous én téoélded, pèl doh en ér,
Bout marù mik… Hunvré mat ha dous, hunvré karet,
Joé e lakès ém halon peur hag ém spered !

Meit ne badé ket pèl er goèhat-se a zigalondeb. Kentic’h ur voéc’h a ziabarh e glèuè hag e cheleùè doc’h-ti :

P’em guelet vagannet ar en dachen, neuzé
E donded me halon hou poéh e gons goustat
Hag e savan krenùet, p’é guir é oh azé.

E-léc’h seùel énep de ivoul Doé pé goulenn geton lemel a ziar é ziskoé er groés ken ponnér en doè tolet arnehé, en trugarekat en hanni e rè :

Reveet beniget hou pout men dibabet
Deusto d’ein bout péhour, deusto d’ein bout nitra,
Aveit skléjal hou kroés ar henteu oll er bet ;
Mont ar hou lerh, mont ar hou lerh, na vad e hra.

Eùit ober penn d’en arnan ha de varreu-amzer er Béd, de garanté Doé hemp-ken en em erbédè. En em havalat e ra e-hunan én unan ag er ré kèran ag é huerzenneu doh er verniken staget doh ur garrek e kreiz er mor konnaret :

Digabestret ha didruhé
En tonneu divent e darhé.
Meit er verniken e zalhé.

Ha chetu deit er mor d’arsaù
Hag er geh verniken tenaù
D’er roh e oé staget ataù.

Er verniken e oui krogein
Doh er roh é ma ar é gein
Tra ne hello hé distagein.

Hama, nen dès nitra guiroh :
El er verniken ar er roh,
Me halon zo staget dohoh !

Ebarh Paris, ne dolè ket ur zell ar er goarivaeu nag el léheu arall a ziverr-amzer. Tolet ha didolet herùé é gonzeu e-hunan, èl ar ur mor koumek, lan a gerrek kuhet, klasket en doè énon inizi eùit turul en éhour ha stagein é vag doc’htè, eùit lakat de boéz un herrad é gorf hag é spered prest de zihuigein. Teir ag er ré en doè kavet e garè dreistoll hag e zarempredè : Iniz er beurion, de lared é, Iliz Intron Varia en Treheu (Notre-Dame-des-Victoires) ; Iniz er Broadeu : Iliz er Galon Sakret (l’Eglise du Sacré-Cœur) ; Iniz en Eled : Chapel er Veneadezed (la Chapelle des Bénédictines de la rue Monsieur).

Mar en doè Kalloc’h gloestet é vuhé de Vrèh-Izél, prest e oè ehué d’i aberhein eùit-hi — aon é bet nen doè rog er marù : deusto ma drouksanté e oè tonket dehon kouehell ken pell ar en èrva, hanni n’en doè rédet get muïoc’h a herr d’er brezel, d’er galù ketan ag er vro :

« Kent pell e vinn él lahadeg. - Peh arouéieu zo ar me zal ? Ha guélout e rinn ha zevé, bléad neué ?

« Ha petra vern ? abred pé deuéhat, a pe sonno en eur de vont devad en tad, leuén hé inn. Jésus oer dihuz mameu.

« Bléad neué, bléad brezel ! Reveès beniget, nag e tigassehes én ha vantell, get en neuéhan eit er béd, er marù evidonn.

« Petra é marù unam pé kant pé marù kantmil ? Ar lerh ma vo béù ha klodus er vro, ar lerh ma kendalho er ouenn ?

« A pe varuinn, laret er pédenneu, ha beiet mé èl me zadeu, troeit me zal doh en énebour ».

Na oè ket deit de huir neoac’h e zrouksant meit er blé ar lerh. E mis imbrill er blè-arlerc’h, é ma koéhet, é glean en é zorn, ar er hlod-va.

Er huerz deùehan ag en dastum-man e zo bet savet ar dalva Frans er sèh a viz Guenolo ; n’es chet unan marteze souéhussoc’h en oll en dastum : kan en alarc’h e heller ober anehi. Deit e oè tro Kalloc’h de hédal é talva el lu, ar er hléyeu, tal oh tal d’en éneberion. Haval e oè geton e oè ur merdead e hober kartér ar er mor :

Me zo ur martelod de garter.
— Kousk, o bro, kousk é peuh, me rèi kartér eidous ;
Ha mar da de foénùein hénoah er mor German
Bredér omp d’er herrek e zihuenn aod Breid dous.

Deusto dehon bout kalonek hag ehaon, gerùell e rè d’en kennerheïn en Hani en doe lakeit oll é hoanak enon :

Pe saillan drest d’er hleu, ur vouhal é men dorn,
Me faotred Lar marsé : « Arog, henneh zo gour ».
Hag é tant ar me lerh ér fank, én tan, ér skorn.
Meit hui, hui oui eroalh n'en donn meit ur péhour.

Ragsé, pe streù en noz é lorheu dré er glen
E greher er hléyer pe gouska mem bredér,
Hou péet truhé dohein, cheleùet men goulen,
Deit hag en noz e vo eidonn lan a splanndér.

Traoualh e vehè ag er huerzen-se eùit lakat Kalloc'h émesk er ré getan ag hon barzed. Enni e kaver dastumet oll en danné ha gélloud barhel dispar e ziforc'her en é skrideu, de lared é : agnen ihuel ha glan ; spered souéhus é gavadenneu hag é froudenneu ; perhuec’h e houiegéc’h e kevér er brehoneg hag é heriadur, hag anzaù de lakat splann ha de liùein er vennoieu er ré diésan de zisplegein. E-léh gérieu gallek e vè ur véc’h o guelet ken stank e levrieu hanhuet brehoneg ha ketan penn é’r Hatekis, guell e oe get Kalloc'h lakat gérieu guir vrehoneg, na bout e oènt neùé, dizanaùet, divoes, tolet a gosté pe ankoèheit a huerso, èl men dé ; klod gloér (kauet en un dorn-skrid ag en degvet kantved arlerh gannedigeh Jesus-Krist) ; kevrin, myster ; dihuz, consolation (é brehoneg Guened, guell e vèhè laret dihu) : kevrin ha dihuz e gaver e skrideu ag er bemped pe en huehvet kantved arlerh J. Kr. ; Felan, fidél, e zo troeit e brehoneg Guened ag er brehoneg koc’h fid-lon. Boud es ré ag e zo tennet ag ur hourien anaùet mat, èl : briel, dign (kempredel, é gallec contemporain, greit a kem, pred, el : - èl, en dès en hevelep stér ha gelloud ag é marùel) ; meur a unan é ma bet klac’h en ur horn arall a Vrèh-Izél : eil-gériein (répliquer) ; tuz pé kentoc’h, herùé lezen Guéned, tuc’h, galop ; rouez, dibot (roué evehè rèhoc’h é Broérék, meit gloèù e vehè guell) ; aberh, sacrifis, e zo troeit ag aberth, boézet get Brehoned Bro-Zoz, er Hembré é rér anehè, é gallek, les Gallois.

E guirioné, ur holl braz en ur goll Kalloc’h en des greit Brèh-Izel, ha léh d’en em glem hon devehè ag en tonkadur didruhé en des on lamet ken abred, iaouank-flamm a zegenim. Meit, haval é, hoanteit e oè bet get kor barhet santell Brèh ha galùet d’ober é baré get-è én néan, men en doè bet berpet kemet a hirèc'h monet. Ya, laramb anehon èl ma laré ur barh a Vrehoned Bro-Zoz, é’r trizegvet kantvet, ag un tiern e garé dreist oll, en ur gomz d’oc’h Doé :

Presset braz e oèc’h ta doen anehon genoc’h :
Léc’h de derein en dès reit, en doen sé ;
Meit mat e huès on dibabet
Eùit ho pagad, Krist roué en nêan.

J. LOTH.

La vie de Jean-Pierre Calloc'h[kemmañ]

Ar barzhaz[kemmañ]


AR EN DEÙLIN


« Ach autrou doe so guir roe bet,
receff ma requet en bet man,

Ma mir e pep lech oz pechet
e grace meurbet an spered glan.

En bet ne deuz quet nemet poan,
pan vezer aman ganet,

Ha cals a souzan hag a nech,
allas ! dre an bech a pechet.

Dre cals azrec me az requet
ez vezo cleuet ma peden... »

(Buhez Santez Nonn, p. 16,
Peden Nonita.)



KENTSCRID.

É Hanù en Tad,

Hag er Mab,
Hag er Spered-Santel.
Revo elsé !



AR EN DEÙLIN
Ar don A hed an noz (ton kemraeg)
————


Pe zereù en héol de seùel,
    — Ar en deùlin !
Braset leùiné um dorel
    Ar en deùlin !
Dirag er gouleù deit aré,
Nag ur blijadur dispar é
Pédein é douster er beuré
    Ar en deùlin !

Kloh en Angelus e soñna :
    Ar en deùlin !
Er bèleg e overenna
    Ar en deùlin !
Peb unan é vont d’é labour,

Gounideg, moraer, micherour,
Oll er Grouéans, veul hé Hrouéour,
    Ar en deùlin.

Er barh, é beuré é vuhé,
    — Ar en deùlin,
Hen dès vennet stouiein eùé
    Ar en deùlin.
O Jézus, cheleùet dohton,
Digoret frank dor Hou Kalon
De béden beur er barh breton
    Ar en deùlin !



TRI NEVED,
TÈR BÉDEN.

Quam dilecta tabernacula tua, Domine virtutum ! Concupiscit et deficit anima mea in atria Comini....

Etenim passer invenit sibi domum, et turtur nidum sibi, ubi ponat pullos suos.

Altaria tua, Domine virtutum !.... »

[Ps. LXXXIII, 1, 3, 4.]


TRI NEVED, TER BEDEN
————


Imram. — Pe ne ouiamb devé erbet d’hon truhegeh, m’inéanù, plegamb hor penn… Ha predériamb.

Er peh zo dégouéhet genemb zo un dra koh : er gourdadeu hen anaùé.

Pe oent skuih get en drémùéleu, ou bag e lakezent ar zeur, hag é roénùent,

Hag éh ezent, sent Doué geté, de glask émesk er morieu pèl

Énezenneu eurus er youankiz.

Ès é gout, nen dé ket en hevelep hunvré e glaskamb ni ur horv dehon, naren.

Meit er verdéaden éh omb geti bléieu e zo e denn d’ou ré.

Elté hon es lammet ag er ger, ur beuré ; korn en oéled hon es kollet elté ; pennein e ramb, elté, én Dianaù.

Hag èlté deit éndro ag en imram moliahus, m’inéanù,

Ni e laro en énezenneu hont hon es kavet éné

Diskuih… — En ilizieu…

I

Enez er Beurion : iliz Itron Varia en Tréheu.

Aman é ta er ré gablus, er ré dinerh, er ré flastret ;

Aman é teùliner didrous hag é ouéler hep laret gir.

Ti er Vam é.

Er Vam e zo hé delùen duhont, hé fen kerlet én eur a-us d’en aotér ùen, hag é tiskoa hé mab d’er bobl.

Hag er bobl ne ùél ket er bobl ; er bobl e zo hé deùlegad staget ar ré er Vam.

Spi ardro d’id. Emen eh es gùélet pédein èl él léh-man ?

Dirag er piledeu énèùet, inéanùeu e gleùer é tifronkal ; aman en um ra er béden ùellan, péden er selleu.

Perag é konzehen ?… Gout eoalh e rant, int ou deu, pesord droug é men droug.

Gout e rant men goannedigeheu, ha me féhed, ha me méh divent,

Hag é ma dalh me halon marùel é kraboneu skoul du en Dioanag !

Nen des ket dobér de gonz doh Mam eit ma ouio. Lenn e ra splann ém diabarh.

“ Em stoket em es doh hou treid, o Mam, èl unan méù. Méù onn get er boén, ha mut onn.

Men deulagad e glask hou teulagad, gouleu hou teulagad, peuh hou tal a Ùerhiez.

Nen donn mui meit ur sell dirak Hou sell ; hernet é me spered, hernet me zead. Laret t’ein perak éh onn béù !…

Hou pédet em es é youankiz en dé, ha krin oé me halon, ha gluih hou konz nen dé ket deit.

Édan plom en héol a greisté, freuzér pep nerh, em es Hou-h-aspédet. Hag hou mouéh nen dé ket saùèt.

Arselin ha tro ’n noz e youhen arnoh ; korv hag iné, groñnet e oen a déoélded, èl er ré varù de virùiken,

Ha n’hou pes chet sellet ohein....

O Mam, ma ne sellet ohein più e sello ? Ma ne ret ar me zro, più e rei ?

O Gouleu, petra rinn mé heb oh, meit tastornat, a pen donn dall ?

A pen donn me unan, petra rinn-mé heb oh, meit ouélein-forh, o Leùéné ?

Heb oh, o Lilien, petra rinn-mé, pen donn péhed, meit poéniein Doué ?

Poéniein Hou Mab..... ”

Kleùet hé dès er gonz kuhet, lennet hé dès ar me selleu,

Ha breman éh éùan er peuh, men goalh, men goalh…

Ha breman éh inn dejab én arben d’en dud : me Mam e zo men dorn én hé hani,

Krenù onn.

II

Enez er broadeu : iliz er Galon Sakret.

Treménet ém es en anderù-man treuzeu Hou tor, ha deit onn de chouket barh Hou ti ar er run,

Kalon Jézus !

Meit ne gonzinn ket d’Oh a mem blindér ; ne ket eidonn éh enn hent.

Hou ti e zo neved er broadeu : deit onn de bédein eit me fobl.

Men deuorn e saùan trema Oh, èl ré Moiz Hou tiougañnér, ken ne skuihint ha ken ne gouéhint ;

Hag étré men géneu krénein e hra me mouéh.


Un erù Hou poé digoret é kornog er bed koh, un erù ar vor ;

Hag én erù-sen Hou poé hadet Kelted.

Azé oé er gran er gùellan, a Hui e geméré pep plé

Un dornad anehon d’her streùein dré er bed…

Darn e gouéhé mesk er herrek, hag e varùent ;

Darn e gouéhé ér bodeu-spern, hag ou mougé ;

Darn arall én douar aret.

Bugalé men gouen oé Hou kran, hag é kement douar m’ou hadeh

E kelidé kristenion krénù.....

Sam Hou Kroez santel ar é skoé, er Helt en dès greit tro en Douar.

Eidoh hen des treuzet pep mor ; ha pep reùann hen des douaret énon ;

Ha kement a vroieu hor bes saùet éné Hou huéen salùedigeh

Ma ne oaramb mui ou hanùeu.

Emen é ma en tonn ha n’hen des ket pléget de dud men gouen ? en inez gouéù ha ne gousk ket ebarh eskern ur Helt ?

Tan en Apostoleh e énèùant ér broieu-oll…

Meit ou hani,

E ankouéhant.....

Hama ?

Ha n’é ket eidoh-Hous-unan ou des ankouéhet ou bro genedel ?

Ha n’é ket Hui Hous-unan Hou pes keméret ou spered hag ou halon abéh ?

Buhé er Sent e gelenn d’emb, pe ne hellé ket Hou kariaded get ou zam-michér pamdiek, dré hir gober ardro Hou klod,

E tiskenné un èl d’Oh de gas de ben ou labour douarel.

Hanval, pe lammet get men gouen hé bugalé ùellan, hañni meidoh ne renka gobér én ou léh dréman.

Pe hounidant d’Hou Lézen en douareu gouéù, Hui e zo d’Oh, aveité hag ou zud, mirien ou douar.

Keneg-sé er ré difé e laro ’n ur oapat : « Nag émen ta é ma ou Doué ?... »

Gùell-mat e vo en treu genoh, a pe ne vo mui Breiz erbet !

Guélet em es ilizieu arselin, klod er piledeu é ruillat ar en aoter : bourein e ré abarh inéanù un dén.

Arselin ’m es gùélet nevedeu, Osti erbet éné, ha heb gouleu. Na yein e oent ! ken é rèùé er pédenneu, hag é té anoued d’em halon-gour.

En Douar zo un neved lan a biledeu marù....

En tan douéel Hou poé reit de virein d’Hous Apostoled, deù vil vlé-zo kentpel.

Ou des baléet geton betag penneu-ahel hor planeden.

Sihouah ! ér hornadeu ou doé hen dégeméret de getan, pé lakeit ou des én é leh ur houleùen arall, pé marù é.

Gout e ret é ma béù ataù genomb-ni, en Tan reit d’er pobleu én Hous Aviél ;

Gout e ret é ma glan hag é luh heb dïhan é noz-mik er bayañneh kempredel.

Miret hon es Hou tan ; elsé, miret hor bro.

Breiz diskaret, ur piled bihannoh e vo én Hous Iliz katolik ;

Ar aodeu er Gornog, un tour-tan bihannoh eit er pobleu de zont ;

Ur stéren biañnoh ar en hent de Vetléem ha de Rom.

Deust ha dihelloud e vehé hor pédenneu, eit er ùéh getan ahoudé eured Hou Lézen get en éné kelt ?

Deust ha ret e vo d’emb dégas koun d’Oh a nivér hag a hanùeu Sent hor gouen-ni, e zo é harz Hou Kadoer-Veur, é klod dilavaradoé er Baraouès ?

Sant Donasian ha sant Rogasian, merhérion, lahet d’er Romaned dré gâz dohoh ;

Sant Kaorintin, eskob Kemper, ha sant Padern a Uéned ; sant Tudi e dreuzas er mor én ul loer-vén ;

Sant Iltud, et helennour-drest ; sant Geltas e garas kement é vro ; sant Paol tréhet dehon ar en aerouant ;

Ha sant Salaun roué Breiz ; sant Eouañn breutaour er Peur, ha kant, ha mil a ré arall ?

Ha kant ha mil a ré all hag e vérùas eidoh Hous-unan, ha ne chonjas nameit énoh, hag e zélézas oll eit Hou heuli.

Er gouenneu arall e ra goab ahanomb, get ne oeramb ket destum madeu er bed.

« Eur ouenn is é, e lavarant int, er Gelted-hont tréhet a oll-vishoah én emgann kalet eid er vuhé.

Guir é ou honz : ne rédamb ket arlerh en dañné, ha peur omb.

Revo béniguet hor peuredigeh !

Benoh d’hor peuranté hé dout miret é sol kalon men gouen en tri dra e gas mab-dén de vout dénoh :

En druhé eit er ré oann, en nerh-iné kreiz er goaleur, er gréden é reihted un Doué.

Benoh d’hor peuranté hé dout dioallet men gourdadeu hag ou mibion doh azeulereh el Lé eur.

Benoh d’hot peuranté hé des miret énomp er Fé, er Goanag hag er Garanté.

Benoh d’hor peuranté hé des reit d’emb derhel koun a ùir hanù er vuhé : ur gortos, hag a ùir hanù er marù : un tremen.

Benoh d’hor peuranté hag é ra d’er Helt guélet, é pouleu-lagad digig en Ankeu, deùlagad douéel, douéel, douéel en Hani lakeit-é-kroez.

Benoh d’hor peuranté, pen dé alhùé

Er Baraouès.

Tostat e ra, her arnehon, dé deùéhan hor hig emgolladoé, dé er Varn Vras,

Dé-marù er broadeu...

Hon barhed e gañn er « Vreiz arall », meit gout eoalh e rant nen des

Baraouès erbet eit er broadeu. Pe varùo er bed-man, merùel e rint.

Merùel e rint neuzé, oll er ré ne vo ket bet freuzet eraog ; oll ar un dro éh int de get.

Er ré vras, er ré vihan, merùel e rint ; er ré divrud, mérùel e rint ; hag er ré-valh-hont, e oé ou hanùeu é kañnenneu en dud, merùel e rint.

Mem Breiz eùé e dreméno. Petra é klod ur vro dénel dirak klod kevrinus er Sent, dirak klod Doué ?

Ha ne vo mui gouen erbet meit hani bugalé Doué, — hag en arall —, dasprénet de Oen Doué ; ne vo mui bro erbet meit néanù Doué...

Raksé é houlennamb genoh, ar hon deùlin, avit hor bro, un digoll ar en douar, un digoll eraog devé en oll-dreu...

Jézus ! Jézus !

En Hanù-sen e youhé hon tadeu, pe saùent ùit er Hroéziadeg ; en Hanù-sen e youhent én argaden ;

En Hanù-sen hor bes skrivet ar donnen en Douar-oll, get goèd hor haderion ha ludu hor ré-varù ;

En Hanù-sen et zigeijér bandé é tiér-seul er Vretonned, get karanté ; en Hanù-sen um zihuza geton hor ré pariù.

Hag èl unan pariù, en Hanù-sen e lavaran hiriù :

Jézus, Jézus !

Hui hag Hou pes dazorhet merh Jairus, ha Lazar ; Hui hag e zazorhas mab intanvez Naïm ;

Disket d’ein er girieu e zihuna ur bobl.

Ha mont e rinn, kannad a oanag, d’ou adlaret ar mem Breihig kousket.....

III

Enez en Eled : chapél er Venedadézed.

Duhont é ùéled en Eutrù Doué, pléget É Zrem ken kaer ar ézeùed en douar-man, é cheleu er hlem e bign a sol en islonk, klem divent mab-dén én argoll.

Aman Her guéler én E glod.....

Duhont é ouéled : aman é kañner ; duhont é oé ha béden ur goulen : aman éh azeuli hag é veuli.

Ni oll hag e véù ér Fé, azeulamb Doué ; ni oll hag e bieù er Uirioné, meulamb Hon....

Uvel é en iliz vihan ; oed erbet nes des er guérelleu, hag er piledeu koer e zo goleit ou gleur.

En hoanteu dénel eùé um hola breman ; ou unan, mennohieu er hig e daù ; en oll-dreu douarel, én tachad-man, e zo ur vrumen arnehé.

Blaoahus é en tachad-man, rak Ti Doué é, ha Dor er Baraouès. — Ha glan eoalh é ha galon aùit chom é Ti Doué ?…

Aman ne béder ket, ne rér nameit cheleù, cheleù de virùikén

Mouéhieu, men Doué, mouéhieu kevrinus er guerhiézed é kañnal d’er Pried…

Er hañn e saù, e saù, em zistag doh en douar, hag en inéanù e ya d’é heul, her guintein e ra breman, é touch er stéregi Eled, é harz de Gadoer-Veur en Dilavaradoé....

Marsé éh es duhont, — pell, ken pell, o ! ken pell ! — broieu ha ne vé ket oll er honzeu, éné, konzeu a veuladur ;

Kérieu e vallohér éné Madeleh Doué, marsé : hag e réda, dré ou ruieu, aer gleurek er péhed marùel ;

Marsé éh es duhont tiér truhek ne anauér abarh meit Drem beunek en Droug, ha krindèr en dioanageu ;

Marsé éh es deuleu, klénùedeu ha brezélieu ru ; gloézidi ankouéhet ar en dachen hag e lénù é halùein ou mam ;

Marsé, marsé.... Aman ne gleùamb ket, ne oeramb ket, freuzet hor haloneu édan selleu Mab-Doué.

Aman ’ma Dor er Baraouès, ha ni zo en inéanùeu neuéso deit ag en douar, e hortos ma plijo get Doué ou dégemér…

Baraouès, Baraouès ! Krénein e ra kalon gourel men gouen, pe spurmenta ha leùnéieu.

Saùet hon es arnous ur gañnen ér yeh keltiek, er vraùan a gañnenneu en douar,

Hag a pen da dehé pé hi hléùout, pé hi hañnal er Vreiziz e doala dareu, dareu santel.

Baraouès, léh ma vimb hed er beurbadeleh dirak Drem hon Jézus, édan deulagad hon Jézus, ar Galon hon Jézus, é karanté hon Jézus, er Vreiziz peur e ouel a pen da déhé chonjal énous.

« O kloduset er ranteleh e zeverra éni en oll sent get er Hrist ! Gùisket é guen, en Oén e heuliant

Ne vern émen éh a, ne vern émen éh a !

Krist azeulet, reveet béniget Hou pout reit d’ein genel én ur ouen vadiet, er ouen félan doh Hou kourhemenneu.

Reveet béniget Hou pout me hrouéet Kelt.

Ha reveet béniget Hou pout hadet, é meurvorieu gouéù er vuhé, aùit dihuz mab-den, énezi él en énez-man

Léh ma hellamb, hanval doh en durhunell e guh hé laboused én neih, lakat de ziskuih hor chonjeu peur,

Krist azeulet.....

Paris, miz du 1914.



DEIT, SPERED SANTEL !
KAÑN DONÉ-MAT D’ER BLÉ NEUÉ.

“... Expedit vobis ut ego vadam. Si enim non abiero, Paracletus non veniet ad vos ; si autem abiero, mittam eum ad vos.

Et cum venerit ille, arguet mundum de peccato, et de justitia, et de justicio...”

“... Vos autem contristabimini sed tristitia vestra vertetur in gaudium.

Mulier, cum parit, tristitiam habet, quia venit hora ejus ; cum autem pepererit puerum, jam non meminit pressura propter gaudrium, quia natus est homo in mundum...”

[Joan. XVI, 7, 8, 20, 21.]



DEIT, SPERED SANTEL !
Kañn doné-mat d’er blé neùé
————


Nag en nandek-kant-péùarzekvet blé goudé Gañnedigeh er Hrist ér hreu ;

Èl penn er Peur én un taol doh fenestr er bediz, diroll geté er horolleu ;

Èl en tèr gonz ar er vangoer, é amzér koén-meur Balthazar ;

Èl ul loer a ganv hag a lorh, dallet pep héol d’hé splanndér gouéù,

A-us de zremùéleu didalùé er Gatel Europ,

Drem-goèd er Brezél !

Hag er Stéren vlaoahus e gilas én hé raog er stéred oll, guintad betag sol en nozieu ;

Hag el laborieu ha chomel, de hortos devé en Obèr-Meur ;

Hag en dud ha stagein ou deulagad ar en tachenneu lahereh en um lidé éné er Hevrint divent, er Road usanian,

En Overen e zo en tan hé béleg, er hanol hé orgléz dispar, hah e rér mab-dén ag hé Aberh.....

II

El kañnerion en Doèré-mat, e ya dré Vreiz a zor de zor, de ouél béniget Nendeleg,

(E koun ag en Éled e gemmenas er peuh d’en dud, é noz getan en Oed kristén),

Klasket em es mem bredér hénoah, de lavaret dehé heteu er barh.

Ha dén n’em es kavet ér ger...

Gouli é tiér kun Keltia ; meit un oéled benag, aman hag ahont, laket en tan énon guerso,

E ùéler dirakton mouézi peur é ouélar, ha bugalé vihan e ra chonjeu, e ra chonjeu...

O men Doué, pe bosen zo bet ar er vro-man ?

Kelt Albann-Ihùel, ’men éh ous ? Na té, Kelt Iùerhon ? Men éh ous ta, Kelt a Ganbré ? O Kelt a Vreiz, men goèd, emen éh ous ?

Gouli int, tiér kun Keltia ! Pe saùé héol en hanù ar er flangen, er oazed zo oeit kuit get ou gléañnier...

III

Goéieu e oent én amzér-gent : breman ou des fuzulienneu,

Fuzulienneu ha kanolieu, e skop er marù, meit er gléañnier e zo ataù er gléañnier,

Ha kemmaden erbet nen des dégaset en oedeu é kalon miliget er German.

Lam peurbadel er German ar er Gornog, più e harso dohton, ma ne saù ket er Helt en taol-man ?

Er Helt e zo bet geton en orbid gourdadel : ur gañnen doh é héneu, oeit é.

You, you ! Keltia e zo Keltia bepred : ’ma hé faotred ar en harzeu.

Béh d’er German, bredér karet ! Hou touareu é e ziùennet.

Er Gornog e zo d’emb. Ni bieu er Gornog. Mar fall d’er German hé saotrein, klopenn er German e feùtimb.

Diùennet hon es er Gornog doh en oll vagadeu. Harzeu Galia zo ur véred d’en Diséùénidi, kardellet hon douar d’ou helaneu.

Diseùénad hiriù, er German é arré. Béh d’er German, pe fall dehon !

Béh de loskour hon ilizieu, de éntanour Moliah Reims,

Iliz er Rouañé nevedet, e oé ken mat pédein éni, édan askell klodeu er Frans.

Arog, Kelt mat ! ha tenn, ha sko ! Kouéh mar kouéhès : eit er vro é ! Meit sko, sko, sko ! o breur, sko !

Heb éhan, heb diskuish, heb truhé, tan dehon ! Lah ha tag, pen dé reit ! o breur, lah !

Bes er freill hag e val, er garreg hag e flastr, er gurun e freuz, er mor e veuh :

Bes er Hadour !

Dalh koun é oé ha gourdadeu kaored divent, e gréné Germania dirag sell ou lagad.

Dalh koun é ma genous inour ha Ouen : des éndro, des éndro tréh !

Kañnenneu gaer e saùo er barh ar er ré-hleù, ken é trido eskern er Gelted koh é yeindér ou béieu !
IV

Ne gouskan mui. Ur vouéh e zo, én noz-gouian, doh men gerùel, ur vouéh iskiz ;

Ur vouéh grénù, ur vouéh garù ha duah de gemennein : en dud youank e blij dehé ur vouéh èlsé.

Ha nen dé ket mouéh ur verh é, na mouéh er horrigézed-hont, e réd dré er mor keltiek ;

Ur vouéh ha ne hell dén chomel disent ohti : hudaden er Brézel ar en harzeu.

Sentein e rinn. Kentpell é vinn get mem bredèr, kadour de heul er gaderion ;

Kentpell é vinn él lahadeg... Peh arouéieu zo ar me zal ? Ha guélout e rinn ha zevé, bléad neùé ?

Ha petra vern ? Abred pé deùéhat, a pe soñno en eur de vont devad en Tad, leùén éh inn. Jésus oér dihuz mammeu.

Revéès béniget, bléad neùé, nag é vehé, é touéh ha dri-hant pemp dé ha tri-uigent, men dé deuéhan !

Reveès béniget ! Rak estroh eit kan vlé en dès treménet ar er vro-man heb n’ou dout anaùet meit konnar Doué, ha té, arvest e ri E drugaréieu.

Guélout e ri distro er hrédenneu harluet, en tréh é tarneijal aré édan plégeu baniél er Frans, hag er Vro adsaùet de virùikén ;

Guélout e ri mem Breiz dihaud ben en devé, hag hé yeh inouret, él pe oé béù hé marhegion eit hé diùenn.

Bléad neùé, bléad brezel ! Reveès béniget nag é tégasehès én ha vantel, a-gevret get en neùé-han eit er Bed, er marù eidonn.

Petra é marù unan, pé kant, pé marù kant mil ? arlerh ma vo béù ha klodus er vro, arlerh ma kendalho er ouen....

A pe varùinn laret er pédenneu, ha béiet mé, èl mè zadeu, troeit me zal doh en énebour ;

Ha ne houlennet tra eidonn get men Dasprénour, meit el léh deùéhan en E Varaouès....

V

Me ùél !.... Me ùél !

Strill Doué ar gein en Déneleh. Er glen hag er morieu e zo ru get er goèd.

Goèd ar gornog, goèd ar greisnoz ; goèd é kreisté hag é retér : honneh e zo ur bénijen, ahoel !

Jed ha béhed breman, Europ, doh gleur-iùern en tanieu-goal : skopet ha poé ar Zrem douéel me Hrist é kroez, ha chetu deit eur er Hasti.

Eur el lahadeg hag el loh ; eur er gurun hag en tahdareu : eur reihted Doué !

Ou goalh ou do er bléad-man, er blei, er vran hag er prenùed : marhad-mad é er hig kristén !

Er blé-man é vo braù en had ; éùet en des en douar goed mab-den...

Na p’ha pehé karet, Europ, ne vehé ket dégouéhet genous un darvoud el hennan ;

P’ha pehé karet éùet get doujans É Oèd-Éan, goèd dek broad ne vehé ket bet ret d’id hen éùet ;

P’ha pehé karet deulinein dirak kelan douéel er Halvar, hag azeulein, ne vehé ket hiziù, Europ, Europ, kement a gelaneu...

Glahar, glahar ! nen des mui meit gobeu get klehiér en Douar : me uél enan er gaderion lahet é tarneijal us d'en dachen, hanval doh er fru ar ur mor.....
VI

Ur ganpouézen. Kelaneu ar er ganpouézen, mil ha mil e zo anehé. Ha ’n é saù mesk er halaneu, èl guéharall Ezékiel harluet, er barh peur, Spered, Hou kalùa.

Deit, Spered Santel !

Diougannet é bet Hou tonedigeh d’Unan ha ne lar ket géùiér : en Hani e zougas E Boén Hen E unan, hag e varùas dianzaùet, étré divréh kalet ur groez.

Deit, Spered Santel !

Meur a unan, a houdeùeh, en des, o Spered, Hou korteit ; ha dré ne hellent mui harz get en hireh ou doé d’Oh donet, abred é mant oeit d’où béieu.

Deit, Spered Santel !

Ha hiriù, a ! hiriù ! meur a unan aré e ouél d’Oh hag Hou klask, é téoélded ur bed kollet dehon é Zoué.

Deit, Spered Santel !

O ! Hou klod ne houlennamb ket hen arvestein én é gresté ; meit, èl ma ras Doué de Voiz aùit en Douar-Grateit, guélet a bell, un eur, drem er bed adneùéiet d’oh, ha merùel.

Deit, Spered Santel !

Ha ne hellimb ta biruikén diazéein ar Hou peuh un oéled ? Hag én anér é vo bepred é saùimb tiér ha kérieu, e zei hanal er Brézel d’ou diskar ?

Deit, Spered Santel !

Penaos e vo d’emb-ni béùéin, ma nen det ket d’hor hennerhat ? Koh é mab-dén, ha yein er glen 'dan é gorv peur.

Deit, Spered Santel !

Tad er beurion, Gouleu er haloneu ! Dihuzour, o Dihuzour-drest, é truhegeh er brézel-man nen des bet biskoah par dehon, Hous aspédein e ramb : deit devadomb get er blé neué !
VII

Gout e rant é teit. Gout e ran é oh é tont, me gred é kevrin er Glahar.

« Guilvoud erbet hep poén », e gelenn er vuhé d’er barh. Hag er barh d’er vuhé : « Poén erbet heb guilvoud. Nen dès ankén erbet difréh, èlsé ’ma el Lézen.

Ahoudé men dès en Ankén kavet ur Pried, Henneh hag e zo bet lakeit hag hadlakeit é kroez d’er hanvedeu. »

Ret é d’er gran mérùel eit ma tei er helid. Kelaneu mem bredér e uélan èl gran én douar : ar ou ludu é helido fréh moliahus...

Hanval doh ur roué gouéù en um hroñn a vouk eit merùel, héol deùéhan er bléad-hont zo deit de guh én ul linsél a oèd....

Arhoah é vo kaer ar er Bed !

Hag èl er voez é guilvoud a pe ùél drem er mab gañnet dehi, dirak kened en Héol neùé en Douar nen do mui koun ag é ankén.

Paris, genveur 1915.



AR EN DEULIN,
AVIT MEM BRO.

« Recordare, Domine, quid acciderit nobis ; intuere et respice opprobrium nostrum....

Hæreditas nostra versa est ad alienos ; domus nostræ ad extraneos.

Servi dominati sunt nostri ; non fuit qui redimeret de manu eorum.... »

(Threni, V, I, 2, 8.)



PEDEN AÙIT BREIZ
Ar don : Più e enta honnen ? (Kañnenneu Bro-Guéned)
mollet é « Dihunamb » 1909.

« Et coegerount illum, dicentes :
Mane nobiscum, quoniam adversperascit.. »

(Luc, XXIV, 29).


Deit omb oll d’Hou pédein, Jézus, ar hon deulin,
De glask én Hou kalon konfort eit hon ankin :
    Jézus, Hui hor hleu, Hui hor guél,
    Hou péet truhé doh Breiz-Izel !

Hor bro e oé eurus dindan Hou teulegad,
Béùein e remb é peah, hou lézen e oé mat,
    Meit hor tadeu en dès péhet
    Ha Hui Hou pes hon ankouéhet.

Er brezél éh omb bet dispennet heb distro,
En estrén e zo deit de vout mestr én hor bro,
    Frankizieu hor boé guéharal,
    Laeret int bet d’en estrén fal.


Breman e huañnadamb hag er glahar hor moug,
Flastret é hon diskoé d’ur yaù ponnér de zoug,
    Hor goèd d'hon mestri hon ès reit
    Hag ind hor lak didan en treid.

Hon tadeu e oé bras, kabestr erbet n’ou doé
Eit Mestr ne anzaùent nameidoh Eutru Doué,
    Ha ni, ur vagad meùelli
    En dès hor pléget d’ou béli.

Goudé hor frankizieu hor fé ou dès goasket,
D’en dias é tei geté ma n’hé dioallet ket,
    En aotérieu e ziskarant,
    Doh Hou konzeu hoarhet e rant.

Noz du er bayañneh, ur bayañneh méhus,
E léd ar er bed koh hé mantel blaoahus :
    Eit hé anbroug én hent téoél,
    Jésus, chomet get Breiz-Izel !


O ya ! chomet genemb. Heb Oh nen domb nitra,
Heb Oh ur bobl e varù èl ur horv heb bara :
    Ar Hou kalon ma n’ou goarnet,
    De biù éh ei er Vretoned ?

Salùer karantéus, d’en druhé douget oh,
Hou péet chonj ag er goèd hor bès skuillet eidoh :
    O Mestr, Hou péet chonj éh omb bet
    Soudarded Hou kroez dré er Bed.

Hou péet chonj a hor méh, ag hon trebilleu oll :
Truhé, ne lézet ket hor bro de vont de goll
    Ni Hou péd, hon tal ar en douar,
    Oh hor klemmeu ne véet ket bouar....

Ha hui, tadeu er vro, hui, sent koh oll-doujet,
Pen domb skuih él labour d’hor harpein darneijet.
    Reit d’emb nerh é kreiz hon ankén,
    Goarantet Breih de viruikén !

1909.



ME HALON ZO É BREIZ-IZÉL
Ton eit en diskan : « Ar re c’hlas » (Barzaz-Breiz)
Ton eit er pozieu : « Ebarz ar c’hoad » (Ernault-Mélusine)
————

« My heart’s in the Highlands, my heart is not here...... »

(R. BURNS).


    Me halon zo é Breiz-Izél
    Ne vern ’men ma er horv-man,
    Me horv skuih énon peb ezél.
    Tro ’n dé, tro ’n noz e harman :
    Me halon zo é Breiz-Izél
    Me halon n’é ket aman.

Aman é teil er gér vras é kreska bleu er boén,
Poénieu er peur divroet, débro ’rant me spered :
Me halon e zo duzé ar dreuz en ti karet
Léh ma hunvréer é peah ’tal en or goudé koén.


Aman ar en énéanneu un avél yein e hud,
Peb unan ra aveiton, ne sella dén get dén :
Me halon e zo é bro en truhéyeu kristén,
Me halon e zo duzé émesk ré tuem mé zud.

Aman ’ma toul er péhed. El loñned ar me zro,
Mouéhieu en droug e gleùan ou hudadenneu lous :
Me halon e zo duzé en ilizieu didrous
Léh ma teulina grédus marteloded mem bro.

Aman ’ma strih ar un dén : Ér rabinieu digor
Hirvoud ’ ran d’en aod ken braù, ’n hé uiskemant lanneu
El un énézen vihan drailhet get en tonneu,
Me halon e zo duzé é chajelleu er mor !

Pèl duzé pen er Gornog na mar karet monet,
En tural d’er mañnéyeu ha d’en aodeu bourus,

Oh ! hui e uélo marsé, dianvézour eurus,
Er vro léh ’ma me halon, er vro ’n dès men gannet.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

O énezenneu Hellas, énézenneu Hellas,
Ken pinùik hou liorheu ha peurbadèl hous héol,

Emesk en énezenneu brudet oh drest en oll
Ha telenneu eur mil barh dré er bed hou meulas.

Ha neoah mont devadoh n’em ès hoantet,
Béùein énoh ne rehen eit argant nag eit eur,

Rak me halon zo duzé, én énezegi peur
E gleùér mesk ou herrek yeh santel er Gelted.

Paris, 1913.



DIOUGAN EZEKIEL
(Ezech., XXXVII)
————
I

«... Dorn Doué arnonn... Anbrouget d’É Spered Santel,
Kerhet em ès. Éan me hasas ar ur bratel
Hag ar honnen, keij-meij, eskern oé astennet.

Sentus dohton, én ou mesk em és treménet :
Nivérus-nivérus e oent, ha séh èl mén.
Mouéh en Eutru neuzé ha men galùein : « Mab-dén,
Ha te gred e hello béùein en eskern-sé ? »
Hag eilgiriet em és : « Hui her goèr, Eutru Doué ».

Ha laret Hen dès : « Ké. Diougan ar en eskern.
Lar dehé : « Eskern séh, kleùet konz en Tiern :
Me zégaso spered énoh, ha hui ’ veùo ;


Dré nerh me honz, krohen ha kig yah hou kolo ;
Me lako mél’ n hou kanoleu, ha hui vo béù,
Ha hui oero penaoz é ma Mé en Doué krénù. »

É me saù, um lakeit em és de ziougannein....

Kentih, un trouz spontus zo saùet ardro d’ein,
Ur fénùaden um ré, bras, épad ma konzen,
Taolet em ès me sell de béar horn en dachen :
O burhud ! En eskern d’en eskern e dosté ;
Mat én e léh, en eil d’é gilé um joenté,
Arnehé kig, krohen én un taol oé kresket,
Lan e oent o!l a vel... meit spered n’ou doé ket :

A neùé, me gleuas er Vouéh vras é séùel :
« Dén, diougan d’er Spered donet. Galû en aùel :
Ag er Gornog, ag er retér, ag er golern,
Ag er gevred, Spered, dès ! huéh ar en eskern.


Huéh ar er ré-Varù men astennet él lann vras,
Dehé oll er vuhé e zakori. « Me ras
El men doé goulennet er Mestr Oll-Gelloudek.
Er Spered ’zisohas éné, ha, buhéek,
Nerh én ou ezéli, én ou goahiad goed,
Chetu er helaneu én um lakat ar droed.
Mileu ha mileu e ùélen èl un armé,
E rédek hag én um dolpein ardro d’ein-mé.

    « Oll er relégeu-man, gendalhas en Eutru,
E zo Rum Israel. Ind e lar : « A bep tu
’Ma lédet hon eskern ; hor goanag zo a blad,
Rannet é bet é pemp pé huéh tam hon foblad ».
Prezeg enta dehé ér giz-man : « Jéhova
E venn ma touginn d’oh E Gonz santel. Me za.
Chetu er peh en dès laret Mestr Israel :


« Me ha lako, me fobl, er mez doh ha garnel,
Hag ha zégas e rinn ar ha zouar, ha neuzé,
Hui oéro oll penaos en Eutru-Meur, Mé é.
Me rei d’oh Spered, ha béùein e hreet,
Ar zouar hou kentadeu, hui e hello kousket.
Elsé, én ur ùélet obér me madeleh
Hui e laro : Guir é, en Eutru é Henneh. »

Distroein e ras neuzé dohein Drem Roué en néan :
« Mab-dén, kemér genous un tam-koed, emé-Ean,
Kemér, hag arnehon skriù : Eit Juda hennen,
Hag eit ré Israel e heuli é lézen.
Goudé, kemer un tam aral, hag ar un dro
Skriù : « De Jojeb. D’er ré ’n dès groeit dehon ou ro. »
En eil doh é gilé stag en neu dam dohtu
Hag unanet e vint én ha zeuorn. Chetu.
— Mar goulennér genis, émesk er pobleu-hont :
« Petra e venn laret er peh e rès ? » respont :


« Cheleùét konzeu Doué. » Eh an, Mé, de gemér,
Bar Joseph, hag e zo é dorn men diouganner
Mé her stages de var Juda. Elsé vennan.
Hag en neu dam koed-sé ne rint mui meit unan.
Etré er pobleu all é mant devaté oeit
Ha mabed Israël, un disparti vo groeit
Tud Jacob, me Spered e rédo d’ou dastum
Hag ou zolpo kevred ar ou douar, én ur rum.
Ar mañnéieu ou bro, én amzer de zonet
Ind e chomo dalbéh staget hag unanet ;
Eit ou rénein, ne vo naméit ur roué hebkén,
Mem benoh e vo arnehé de viruikén...

Aman é tévéa diougañn en Diougañner.
Es é gout, ne gonza meit a dud é amzér ;
Meit mé, a pe lennan diougañn bras Ezékiel,
D’id bepred é neija me chonj, o Breiz-Izel.

II

Ér bobl-sé, kousket ar en Douar,
Hag e saù aben get safar
Pe huéh aùel Doué ar hé fen
Anaùet em ès nerh men gouen.

Er bobl-sé, get Doué dibabet
Aùit bout É soudard ér bed
Ha chom féal dohton heb distro,
Anaùet em ès Fé mem bro.

Er bobl-sé saùet a neùé
Dré ivoul Doué, dre ivoul Doué,
— O mouéhieu dioanag, taùes ! —
Mem Breihig em ès anaùet.

Ér bobl-sé, kent deuhantéret
Ha n’hé dès ket hoah ankouéhet,
Ha d’en em unañnein e ya,
Anaùet em ès me Heltia.


Anaùet em ès tonkadur
Et vro-sen éh onn hé hrouédur...
Met più e vo en dén-brezél
E rei en tréh da Vreiz-Izél ?

Più ? Ha de béh eur é tei éan
De astagein deu dam er Gléan,
’N ur youhal d’emb : « Mibion, saùet ! »
Get peh aroue ’vo anaùet ?

Più ha pegours ? Ha petra ’vern !
Ni, huéhamb ’taù ar en eskern,
Galùamb Spered er yeh, er Fé,
Hag é pep tra fiamb é Doué !

III

You d’em bro Breiz-Izél ! You, you ! d’en oll Gelted !..
Me ùél... me ùél... me ùél... O ! cheleùet, sellet !
De Vreiziz en niù vro leùéné, leùéné !
Er haor koh keltiek e zihun én é vé.

E zivreh zo skolmet, ar é dreid ur chaden,
Meit en oébl glas hen dès laosket é youhaden,
Hag er pobleu spontet en um sell tro ha tro,
En um houlen get krén : « Petra enta e zo ? »
Arsaùet get hou klem : Mab Gomer zo dihun ;
Kornal e ra é vouéh avel tarh er gurun
Ha geti mañnéieu Breiz-Izel, Iùerhon,
Mañnéieu Bro-Kambri, Kerné, Skoz, e zason.
Télen, binieu, korn-boud, kañnet ha diskañnet,
Dégouéhet é ’r prantad, diougañnet :
Tréh d’er Vreiziz, ha hui, malloh d’oh, broieu kaill !
Blaoahus vo en taol, mar rant arnoh ur saill.
    Un heij-skoé krénù touchant ha bréuet vo er yaù :
Doué revo béniget : Keltia e zo ar saù !

IV

Nann ! n’é ket un hunvré em ès groeit ! Un dra guir

E vo, ya ! Meit hebkén mar vennamb kemér skuir
Ar hon tadeu ; mar gramb é pep amzér elté,
Mar doujamb, get hanù Breih, heb méh, un hanù all :
                                Doué !

1905



VII
TALITHA, CUMI
(Marc. V. 22 et seq.)
————


Ahoudé er beuré é kerhent dré er gluih
Ha breman heol kreisté e saùé plom én ér ;
Redek e ré en huéz ar dal en Diouganñer
Ha huéan en henteu e holé E dreid skuih.

Dégouéhet get el len : « Treuzemp », emé er Mestr.
En Deuzek e lakas de ouél, hag ind d’hou hent.
Er gléyen e gañné ér fardaj dré ma hent,
Er mor e voké flour de vourselleu el lestr...

Douaret ou dés. Er vag e zo skoeit ar en tréh.
Meit anaùet é bet a bél : a boén é tih
Er Mestr seùel er vinoten duhont, kentih
A bep kornad er bobl e zéréd get hireh.


Ha mil mouéh ar un dro e hud mil hozanna
Ken é grén er herrek hag an aodeu geté...
Oh peb unan Jézus e gonz get karanté ;
Meit embér dirakton un dén e zeulina :

« Mestr, gurun er goaleur zo kouéhet ar me zi.
Jairus [1] é me-h-anù, ha n’em es meit ur plah,
Ha skoeit é bet hiriù d’er hlenùed hag e lah.
O ! deit, hag astennet Hou torn a-us-dehi,

Ha me merh e saùo hag e vinhoarho, hoah.
Mestr, n’em delézet ket, me Hou péd, én eur-man ;
Deit aben, nen dé ket goal-bèl ahanaman,
Ré zeùéhat e vo mar gortoset arhoah ! »


Hag er bobl e bédé hag e youhé : « ya, ya !
Ké geton ! guell d’é verh ! » Ha Jézus e laras :
« Saù. Karet ous get Doué, rak ha fé e zo bras :
Ha verh e vo guelleit dehi tuchant. Me ya. »

Eurus ha lan a hrad, Jaïrus ha seùel.
En abek d’er baré kerhet e rent goustad ;
Neoah, dré hir monet é tereùent tostat ;
Pe zegouéhas devat Jaïrus ur meùel :

« Deit onn diarok d’oh get un neuéted garù,
Mestr, ne dall ket er boén rein steurm d’en Diougañner ;
Groeit hon és er peh e hellemb, meit én anér...,
Devéet é en treu... hou plahig e zo marù ! »

En tad ne sañnas grik, mouget én é ankén,
Meit ar é zrem dareu e zivéré didrous....

Jézus neuzé : « Ne zoujès chet, o Jaïrus,
Donet e rei endro de vout yah, kred hebkén. »

Hag ind en ti. En ouélérézed e hudé,
E zifronké, em stoké, oh er gabeled,
E ré safar... — Jézus e chomas de sellet :
« Er plah-man n’é ket marù, emé-Éan. Kousket é.

Laret d’oll er ré-man mont ér méz, hag arsaù
Get ou youhadenneu. « Jairus e sentas.
Neuzé Mab-Doué saùas É zorn hag e dostas
’N ur gemen : « Talitha, cumi ». — Me merhig, saù ! »

Hag er plah de seùel ha de gerhet...
                                Ér porh
Didan bok er huh-héol er bleù en em cherré,

Hag er bobl deulinet e gañné : « Trugaré,
Klod d’en Hani zo Metr er marù hag en dazorh ! »

Meit Jézus e bellas tro en aod, arselin ;
En deuzek e gerhé ar roudeu ou Eutru ;
En héol de guh, én oébl, e lédé é sé ru :
Duhont, er bobl e oé ataù ar hé deulin....

O Jézus, o Jézus ! Poén hon és, ni eùé,
Ur galonad galet e zo ret d’emb gouhanù,
Rak er verh e garamp hag e oéret hé-h-anù
Zo él marù, ha n’hellamb hé seùel a neùé.

Ur plah dispar e oé, hoanteit get er rouañné ;
Oll hé doé : braùité, glanded ha yaouankiz,

Ha Chetu hi dalhet breman d’un droug iskiz,
Chetu hi kollet d'emb... ha n’hor boé kén dañné !

Rak er verh e ramb kanù dehi e zo hor Bro
Breih, ou dès hé lakeit, Mestr, ar hé gabeled :
Ahoudé deùéh pél er frankizieu kollet
Gourvéet é, dinerh, ha tam nen da éndro.

Ardro dehi eùé e gleuamb é trouzal
En ouélerion rakris e ma geu ou glahar...
Meit hui, Mestr, en hani zo azé, Hui hé har :
Perak n’astennet ket Hou torn Doué ar hé zal ?

O Jézus, o Jézus ! Er fé hon és, néoah :
Ni gred é Oh Mab-Doué, er Hrouéour, er Salùér ;
Ni zo er ré e saù bepred a pe halùer
De gann avid Hou kroez. Déh e zo kret d’arhoah,


Ni zo er ré e saill heb sellet én argad
A pe vé laret d’emb, ag Hou perh, é ma ret ;
Ni zo er ré é Oh ou Roué drestoll karet,
Er ré e gerh, uvel, didan Hou teulegad ;

Ni zo Hou Preihiz peur... Deit enta, deit enta,
Mal bras é, n’hellamb mui gortos, deit, o Jézus !
Get ur gonz, kaset pèl en ouélerion trouzus
Ha laret d’hor bro marù : « Saù... Cumi talitha ! »

Hag hor bro diskaret e zihuno afé,
Adneùéet hé nerh, adkavet hé spered ;
Hi e genigo d’Oh hé arieu torret,
Hag estlammein e rei er Bed koh get hé fé !

1913.

  1. Distaget Jaïrus : Yaïrous



VIII
MEN GOUEN
————

O Race des Bretons vouée à la souffrance,
Nous n’avions pas de mot pour dire l’espérance.


Émen ma hé havel ?... El lévreu n’hel lar ket.
Balh e oé hon tadeu a glodeu hé orin,
Meit guerso én ou béieu yein é mant kousket
Ha geté ’dan en douar é houska ou hevrin.

Ar dreuz en Hen-Amzér hé havamb. Ar saù é,
Hé dorn ar hé hléan houarn, herdér ’n hé deulegad
É retér er Rénos neuzé en em streùé
Hag Europ e gréné didan tuz hé jao-gad.

Men gouen ne zoujé meit en Né, nitra didan !
Meit un hoant berùidant ’n hé halon e véùé,
Meit hé spered e vagé un hunvré ledan :
Kornog ! mont de Gornog, de géout ur bed neùé !


Hag un dé : O Kornog, éh an d’id ! » emé-hi...
Ardran er gaderion é kerhé er groagé,
Noz dé éh ent araok get nerh er reverhi,
Hag é sol en néanùeu Sell Doué ou anbrougé.

Treuzet dehé er ster, treuzet er mañnéieu,
Treuzet zokén de lod argolleu er Ganol,
Ind e ùélas en héol é seùel ar vroieu
Ken bourus ma tarhas ur « You ! » é beg en oll.

« Ehan ! emé men Gouen. Aman ’ma kun en néanù,
Dremùéleu er vro-man 'vo mat béùein geté ;
Aman hed en oedeu é luskellinn m' inéanù
É tristé er Mor-Bras hanval oh me zristé... »

O Arvor ha Galia, Iùerhon ha Brittia,
A oll-viskoah é oeh tonket get er Hrouéour

De vout broieu santel kaderion krénù Keltia,
Rouañnézed er broieu ha dinneu en Inour !

Hiziù, her gout e ran, é oh goapeit d’en oll :
Goudé bout bet gouleu Europ, o gouen vreton,
Hiriù ’ous oeit de guh é kornog él en héol...
Meit pe zei er beuré té e saùo èlton.

Te saùo él en héol ! Arzur n’en dé ket marù ;
Tregont milion Kelted éh omb oh her gortos :
Mar venn Doué, tu e vo de skoein meur a daol garù,
Mar venn, é tint éndro, déieu Ambikatos.

II

En druid e gelenné : « Un Doué ’zo, ’n es chet deu ;
Ur bed arall e zo ; pleget omb oll d’er Red... »
Meit un dra e vankeh anehon, o tadeu :
D’er Goanag hous iné payañn e oé cherret.


Raksé, pen das er Guir Lézen ag er Retér,
Pe gleùas men Gouen beur gourhemenneu er Hrist
Pe anaùas en Aviél lan a zoustér,
Ul leùéné divent ’grénas ’n halon trist.

Tam ne harzas oh Anù Jézus, — o, tam erbet !
Henneh e vo bepred inour hon tadeu-ni :
En oll broieu aral merhérion ou dès bet,
Keltia hi-hé-unan n’ hé dès chet groeit hañni.

Hi, hag e hoarhé kent diar furnéh Hellas,
’Hloestras d’er Gréden-man hé bugalé ùellan ;
Oh treid Doué er Halvar hé hléan-houarn hi ’daolas,
Ha hed er hantvléieu ohton ’ma bet félan.

Énéberion hé Doué zo deit de vout hé ré ;
Eiton hé dès kerhet d’en emganneu eahus,

Ha get ma oé er Fé é kalon hé faré,
Goleit hé dès er bed a glod hé-h-anù tréhus...

III

Un dé eùé, siouah, men Doué, oé bet tréhet.
Hag ahoudé, saotret édan treid peb meùel,
Men gouen zo diragoh èl ur peulvan kouéhet,
Yein, mut, marù...
                Meit Hou préh e hell hé adseùel.

Ha Hui hé adsaùo ! Ha Hui hé adsaùo !
Ken nerhus Hou pédimb ma reet elkent « ya »,
D’en eur dibabet d’Oh en Douar oll e daùo
De cheleu klehiér Pask é son dihun Keltia !


Ha Keltia, én hé saù, e gañno ur Hredo
Ken lidel ma plégo tal pep pobl dirak Doué....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
En had hon ès hadet, hor mibion her médo :
Hadet d’emb én dareu, in hen esto er joé !

Paris, 1914.



GUELEDIGÉH
————

« Visio dura nuntatia est mihi.... »

(Isai., XXI, 2).


Perak taùein bepred, pen dé er ùirioné ?...

Er barh én é gousked en des bet un huné ;
    Pignet e oé ar ur mañné
En em guhé é ben é sol kogus en né.

Ponnér e oé en oebl ; ne huéhé gren auél ;
    Du èl er seih péhed maruél,
En noz, duhont, en um lédé ar en dremùél.

Na trouz na fénùaden tro d’er barh-baléour ;
Hernet get en deùeh-séhour,
Er Bed skuih e gouské didan sell é Grouéour...


’N un taol, mouéh er gurun én néanù en des kornet
    Er barh ’n é galon ’n des krénet,
Koroll diroll el luhed foll ’n des her groñnet

Meit un èl étalton kerstih zo diskennet . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Hag ar men drem. tèr gueh, en El en des huèhet,
    Ha ’dan men deulegad euhet
Me ùélas er pobleu krignet get er Péhed.....

II

Retér, Retér ! Duhont bamdé é saù en héol.
Duhont eùé, én amzér-gent ; en des vennet
Gañnein en Héol douéel, Gouleu er broieu-oll.

Meit en Héol-man arnous nes des chet hoah splannet :
E peh kornad ha zouar n’azeulér ket en Diaol,
    O Retér peur er bayañned ?
Me ùél é treménein arnous er prantadeu...
Ha heb ne saù hañni de vont ar E roudeu,
Breùet E gorv d’er skuih hag E Galon d’er gloez,
Ar vañnéieu Azi Jézus e stleij E Groez.

Me ùél Bed er Ré-zu. O Afrik délézet,
En ha goedegi don nag a hevrineu lous !
Eidous eùé neoah er Mestr en des konzét
Guéharall. Meit n’ha-h-es chet kleùet. Hanval ous
Doh ul lon divennoh ha ne gonz na ne gleu,
Un téoélded diaolek e hol te iné peur :
Pegours é tégori ha lagad d’er Gouleu ?
O, hast ! rag dé er Varn e dosta da bep eur.

Siouah ! El du er Marù ’ous haudet ’n é ardeu,
Bugalé er Guir Doué ar ha zouar, e zo rouez...
Ha heb ne saù hañni de vont ar E roudeu,
E gouéléhieu Afrik Jézus e stleij E Groez.

Kristof, Dougér-er-Hrist, a zizolas guéhal,
    Amérik, ha payañn e oes ;
É gué ha goedeùiér éan lakas er vouhal
    De seùel, ar ha zouar, er Groez.
Ar é lerh, er Mor-Bras zo deit de vout kanol :
    Guélet ’h es é tont devadous,
Aùit ha eurgléieu pinùik hag ha néanù dous,
    Mibion er Saoz hag er Spagnol.
Er Guir Doué e ziskoent heuli E lézenneu.
    Meit tam ha tam, ’n ou haloneu,
Er Fé, er Garanté, er Goanag zo marùet :
    Aotérieu all ou des saùet.


Goa d’en neb ra elté ! Rag duhont ne zougant
    Mui bri meit dur mestr : en argant.
El Lé-eur e vé lan geté é nevedeu,
Bep eur ar é dreuzeu é kreska en éngroez...
Ha heb ne saù hañni de vont ar E roudeu,
E kérieu Amérik Jézus e stleij E Groez.

    Bet ous kristen én amzér-gent,
    Europ koh goleit a hloézieu ;
    Meit ankouéhet ha poé en hent,
    En hent e gas d’en ilizieu.
Er Frans, é luskellat ur havel heb krouédur,
E gañné ur soñnen bayañn d’er Blijadur ;
Pep bro ne oé éni meit deul étré bredér.
Hag en Dén-Guén a Rom e oé du é breder
Rag é pep léh ’réné en Droug, splann pé kuhet.
O Europ keh, kousket e oes én ha béhed ;

Goap e rezes doh er Salùér ha dok É hras :
    Ha chetu deit er Brezél Bras !
Chetu en énklask ru ar er Guir hag er Geu ;
Chetu dek pobl taolet kreiz el lahadegeu,
Dek bro peur dioèdet bet en deùéhan lom.
Chetu kanolieu gouéù é skopein melleu-plom,
Lestri hobregonet é skarhein er morieu ;
Chetu kanveu, ha tan, ha dismant ér hérieu ;
Ché en douareu pinùik troeit de vout karnèled :
    Ché er Gristeneh diboblet !
O kelaneu en dud youank ar er bratel !...
— Hag azaù ri, breman, Doué hag E Gonz santel,
Europ, ha golhein ri ’n ha oèd ha béhedeu ?....
Siouah, siouah ! meùél é chomi èl ma oes :
Ha heb ne saù hañni de vont ar E roudeu,
Dré henteu ru Europ Jézus e stleij E Groez...

III

« Exeuntes autem invenerunt hominem Cyrenœum, nomine Simonem : hunc angariaverunt ut tolleret crucem ejus. »

(Matth. XXVII, 32).

Ha men guélediged kalet e yas de get.
Hag é klasken ataù, ’mesk er hogus rouget,
Ma ne zé ket, eit me Hrist skuih, ur Hurénan...
Siouah, chomel e ré, E unan, E unan,
Ha mé dihellout-kaer ! Neuzé, ’n ur hirvoudein,
Um droeit em es doh en El Bras mut étal d’ein :
« O El, O El, O El ! ha ne saùo hañni,
Ben en devé, da zerhel mat d’hon Jézus-ni ?
Ha ré goh é er Bed aùit hen dout dalhet
Koun a Henneh e varùas kent eit é béhed ?... »
En El Bras ne eilgirias d’ein meit ur gonz : « Sell ! »
— Hag é kreiz Mor-Kornog me ùélas, divransell,
Diù bobl, kar dré ou goed, ar en hent deulinet.
« Er ré-man, ’mé en El, zo E Gurénaned.

Er réman zo galùet de rein skoézel dehon !.., »
— Ha m’anaùas dremmeu mem Breiz ha m’Iùerhon.
Ha dirag en néanù du hag er stéred anat,
M’Iuerhon ha mem Breiz en um ras un dornad..,

Reveet béniget, o Krist e azeulan,
Hou pout diskoeit d’ein-mé, peur, en niù vro félan,
Hag Hou pout teurvéet men disamm ag er boén,
    Er gohad truhegeh
Em mougé p’Hou kuélen Hui Hous-unan é toén
    Hou Kroez-salùedigeh.
É toueh er pobleu all e nah hag e hra goap,
— Ardran enta, dioanag dall ha chonjeu trist !
Er Gelted e chomo Marhegion Doué er Mab :
Er Gelted e zougo er Groez get Jézus-Krist !

Paris, Kerzu 1914.



AR EN DEULIN,
EIT M’INÉ PEUR.

« Sustinuit anima mea in verbo ejus ; speravit anima mea in Domino...

Quia apud Dominum misericordia, et copiosa apud eum redeptio. »

(Ps. 129, 5, 7.)



PRIED ER BARH.
————

« Beati pauperes spiritu, quoniam ipsorum est regnum cœlorum ».

(Matth. V, 3.)


Euredet omb bet dé mem badient :
Kloh en iliz goh én tour e soñné,
Héol mat gourhelén én oebl e splanné,
Er bleù e vleùé ér yéot ar en hent,
’Mesk er guinih eur éned e gañné :
Euredet omb bet dé mem badient.

Ken koh èl en Douar e oé me fried ;
Nitra ne gleùé, ne ùélé nitra,
Dall e oé ha bouar, kam ha ramskoéiet,
Biskoah ur minhoarh ar hé fas goénùet :
Ken koh èl en Douar e oé me fried...
Meit Doué e ra mat oll er peh e ra.

A pe oen bihan, guiù él ul labous,
Kousket ém havel étal hé guélé,

Hi me luskellé, hi me luskellé
En ur gañnal d’ein soñnenneu ken dous
Ma té dareu d’ein, ha mé e ouélé,
Me ouélé didrous é kléùout men Dous.

O soñneneu vraù hé dès soñnet d’ein,
Leih a vleu hunvré hadet a vréhad,
Biskoah n’hou kleùan heb adhirvoudein,
Birùiken n’hellin, guir, hous ankoéhat !
O soñneneu vraù hé dès soñnet d’ein,
Hui zo grouienneu me halon Breihad.

Chonjal én treu marù zo me flijadur :
Nag a fulenneu édan ou ludu !
Pe saù diragonn mem buhé krouédur,
Hé houn ra ém hreiz él ul loskadur,

Rag ne uélan kén, — huerùet plijadur !
Dalbéh étalonn, meit me fried du.

Distér e oen hoah a gorv hag a oed
Penn donn bet kaset un dé d’er hloerdi.
Perag em heuli, o pried amoed ?...
P’hi dés men guélet é vont d’er studi,
— Dister e oen hoah a gorv hag a oed, —
Che-ma-hi genein ar dreuzeu en ti.

Me maget hé dès, hi oé ar mé zro ;
(vers manquant?)
Ha kohet em ès, ha m’em ès kresket,
Ha me fried du, get n’hé haren ket,
Un noz, pe oé hi é kousket d’hé zro,
Aùit hé huitat, ’m és kuiteit mem bro.

Meit rédet hé dès a-herr ar me lerh
’N ur voket d’hé dorn, él er vugalé.
Get hé adguélet ’m ès kollet me nerh,

Ha kousket hon ès ér memès guélé ;
Ha Doué e ras d’emb deu a vugalé,
Doué e gasas d’emb ur mab hag ur verh.

Me mab e zo bet badiet Glahar,
Ha me merh e rér er Fé anehi...
Anzaùet em és me fried, m’hé har,
Youank hé havan, ha koant, ha heb par,
Ha hi zo félan ataù él ur hi :
Anzauet em és me fried. M’hé har.

Baléein e ramb breman dré en Douar,
Me moéz doh mem bréh, me mab ar me skoé,
Hag ar me halon me merh e bed Doué.
É meur a gornad éh omb bet hon pouar :
Euriou kun hon ès, déieu garù eùé...
Hag ar me halon me merh e bed Doué.


E rédek er bed, o ! meur a gilé
’N dès sterdet men dorn duzé ha duman ;
Siouah ! Karanté mab-dén, aùel é :
’N ur ùélet me moéz ha mem bugalé
Oeit int kuit en eil ar lerh é gilé,
Hag éh onn chomet me unan breman.

Hag é vinn elsé bepred me unan.
Fal-sellet d’en dud ha hetet geté.
Raksé get men Doué un dra houlennan :
Mont béan de ziskuih en É garanté.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ya. Er bed e vinn bepred me unan
Rak me fried peur zo er Beurante !

1912.



TRISTEDIGEH ER HELT
————

« Fecisti nos ad te, Deus, e irrequietum cor nostrum, donec requiescat in te ».

(S. AUGUSTIN., Confess.)


Youank onn. N’em ès chet hoah guélet uigent han
En héol tro ha tro d’ein e skuill é vanneu-tan
Er bleu ar en aùél e zégas d’ein ou huéh,
Ha neoah me zo lan a velkoni dalbéh…
Perak ’ta ? Doué e oér. Pe grouéas er Breton,
Ean lakas en dristé é chom én é galon.

Dégouéhet onn én oed e vourér é véùein,
E rédek ér parkeu, é hoari, é kañnein,

Én oed ha ne chonja nag é bé nag é mén,
Nag é stèr er vuhé ken fonus é tremén....
E kreiz me flijadur, neoah, ankinet onn :
Doué lakas en dristé é kalon er Breton.

En dud tro ha tro d’ein e hoarh d’en neùé-han ;
En estig ar er bar e lar é son vraùan,
Rah en éned e streù ou fozieu guiù én ér.
Meit mé pe geméran me zélennig distér,
Hirvoudein ra bepred, ne oéran meit un ton :
Doué lakas en dristé é kalon er Breton.

Pep tra e renkehé gobér d’ein leùiné :
Youankiz ha frankiz, bleu ér prad, héol én né,
Petra zo ret muioh eit em hanùein eurus ?
Ha neoah, er bed-man ne gavan ket bourus,
Un dra benak ataù ’m ès diovér dehon :
Doué lakas en dristé é kalon er Breton.


O men Doué, en dra-sen e vank d’em hoanteu-dén
Hui é ! Rak ar en Douar ne ramb nameit tremen !
Rak n’é ket aùiti ’ma groeit hor haloneu…
Meit pe ùélimb é tont karig guen en Ankeu
Eit hon dougein duhont, genoh, ’barh en néan don :
Neuzé vo leùéné é kalon er Breton !

1904.



JUDICA ME
(Ps. 42)
————


O doustér en overenneu én ur chapél,
Ur chapélig didrous é mézeu Breiz-Izél !…

Barnet mé, o men Doué, ha men dispartiet
A vesk en dud disléal hag er renavied.

Rag, ô Doué, Hui e zo me honfort ha me nerh.
Délézet genoh-Hui, en dristé mé e gerh.

Perak men délézel ém zristé divalaù
Pen dé en énébour ardro d’ein e klask daù ?

Dégaset d’ein Hou kouleu hag Hou kuirioné,
Geté mé e grapo, dilui, ar Hou mañné ;


Ar Hou mañné santel, bel Hou Ti lan a joé,
Anrouget d’Hou kouleu mé e grapo, men Doué.

Hag é tostinn d’aotér er road, én iliz,
D’aoéter en Doué hag e ra joé me youankiz.

Ar me zélen, men Doué, Hou meulein e fal d’ein :
Perak, m’iné, bout trist ha perak hirvoudein ?…

Fi é Doué. Rah mé Her meulo bet en devé,
Ean e zo me Salùér ha Ean e zo men Doué.

O doustér en overenneu én ur chapél,
Ur chapélig didrous é mézeu Breiz-Izél !


Bout, dré ur galon glan, er houleuen distér
E luh bepred dirag en Osti, o doustér !....

Bout er béleg gredus ar saù doh en aotér
E kenig en aberh, o doustér !.....
                              O doustér !...

Huavrér 1910.



GUERZEN ER MARÙ
————

« Quare de vulva eduxisti me ?......
......Putredini dixi : Pater meus es, et « soror mea » vermibus.....

(JOB, X, 18 ; XVII, 14).

« ...Eno coff ha queyn ez breiny, Treyt ha penn, hac ez dispenny Lagat ha fry ha goaziet. »

(Poèmes bretons du M. A., Buhez mabden, 230).


Me ran meit huannadein arlerh er marù… Er marù !
Pe oen bihan, m’her spurmanté èl un dra garù,
Ne gréden ket, nann, e hellé dén het gerùel :
Ha breman hoant em es, nañn em es de verùel !

Pegours é tei éndro me hig de vout ludu ?
Pegours é tiskenninn é donded er bé du ?
Pegours, pegours é vinn krignet get er prenùed
En ur hoh toul, barh ur véred dizanaùet ?


O ! bout mahet édan huéh troeted douar ponnér !
Breiniat didrous en téoélded, pèl doh en èr,
Bout marù-mik !... Hunvré mat ha dous, hunvré karet,
Joé e lakès ém halon peur hag ém spered.

Neuzé é tiskuiho me horv breùet d’er boén.
Mont e rér de repoz ér guélé goudé koén :
Arlerh koén er vuhé, ér bé é tiskuihein,
Hag eit lanjer douar ha yéot em bo ar me hein.

Epad ma vinn elsé kousket yein skorn éno,
Us d’em fen marù er hantvedeu e dreméno :
Rod en Amzér e droei ataù én ur hudal…
Meit mé ne uélinn mui en hoari : me vo dal.

Galùet e vinn marsé guéhavé get me zud,
Meit ne eilgiriin tra dehé, rak me vo mut ;

Get trouz festeu er Bed ’hello krénein en Douar,
En trouzieu-sé n’ou cheleùinn mui : me vo bouar.

Me vo dal, me vo mud, me vo bouar, me vo brein !
Ahed-kaer é mem bé, un hun ponnér e rein,
Hun heb hunvré, é sol un nozeh heb trenoz,
Er peah !... ér peah !... ér peah !...
                — Meit perak ha penos,

Penos é kañnan mé ar un ton ken beunek ?
Girieu a zioanag nen dé ket brehonek !
Peh goaleuriou enta em ès bet, ha peh droug ?...
— Peh droug ? siouah, me halon en em roug !

Gañnet onn ér glahar, mab d’er Hetan Péhed :
Douget em ès me hroez ahoudé, hed ha hed,
Hed ha hed, heuliet me hent rust heb um glem,
Hag er glahar ataù em fiké get é flem.


Ya. Skoeit en dès en goaleur dal ar me halon,
Skoeit adreus hag ahed, heb truhé èl ur lon.
Didan é daoleu puill me fen em ès pléget,
Lan a zareu, get en ankén hantér vouget.

Siouah ! Déh e ouélen, hiniù e ouélan hoah ;
Ouélein e ran hénoah, me ouélo-forh, arhoah,
Noz na dé ne hellan éhañnein a ouélein,
Dareu e zo me hoén, ha me hun, ha me lein.

Malloh d’em dé ketan ! Malloh ar é sklerdér !
O Breiniadur, me mam, o prenùed, mem bredér,
Deit, hireh em ès d’oh, hastet ! El ul linsèl
Groñneit-mé oll ag er hlopen betag er sél !

Petra e ran, truhek, ér bed-man a zareu ?
El Job en dén santel, éh onn ar deil er hreu,
N'em ès nitra, nen donn nitra. — Mal é d’em ér !
Sonnein, mal é d’en Ankeu koh dont d’em hemér !


Men diùar e hochell avel ré unan meù,
Lann onn a chonjeu sot.... Liameu, liameu,
Ne veet ket enta torret ?... O me iné,
Saill ér méz a me hreiz ha neij é sol en né !...

Rak n’é ket ar me horv hebkén e en hirvoudan :
Eit kastiein péhed er hetan tad Adan,
Glaharet é inéanùeu peur é vugalé,
E pep léh ma kerhant er Boén zo étalé.

Er méz a zeur er mor n’hell ket béùein er pesk :
Mor me harantéieu zo bet kaset de hesk ;
Oeit int kuit, oll er ré e gréden em harent,
Men delézet ou dès me unan ér péar-hent.

Goulieu dianvez, goulieu diabarh :
Penaos é talhehés d’er vuhé, peurkeh barh ?

Er marè hebkén e hell rein d’id peuh ha repoz :
Penos d’er marù karet nepas kornal ur poz ?

Én emgann pamdéiek dén ne ra d’ein en dorn :
A suhun mem buhé pe vo deit er sadorn,
P’em galùo en Ankeu, flourikus èl ur hi,
E vougen digiget e vokinn gouéù dehi !

« Arsaù, emé er Bed, get tristé ha gonzeu.
De bep poén, plijadur ha hoarh e zo louzeu ;
Guellat e rint eùé d’ha glenùed mar kares :
Ev ganemb guin er joé ér ùéren karget rez ! »

— Hoarhein ! Pen dé me skoé flastret didan er béh,
A pen donn mahagnet korv ha spered, abéh ?
Hoarhein !... Elsé e ra meur a unan, d’em oed.
Meit mé, mé, ha gellout e rehen ? — Bed amoed !


Kalon mab-dén e zo ur varrik dizañnet :
Kaer en dès plijadur ar blijadur donet,
Hag er Bed er beuhein én é joéieu follan,
Ar er geh voul-fank-men biruiken ne vo lan !

Noenù enta, Bed, é lehid lous ha blijadur ;
Eidonn, glan e chominn doh hé housiadur,
Ha ne glaskinn konfort, ém zrébilleu euhus,
Nameit doh treid men Doué, men Doué, madeléhus..

...Meit hoantat e ran ’taù, hirvoudus, en Dilam,
Ma-h-ei me eskern peur, kammet de uigent lam,
De gousket ér harnél betag dé er Barnour,
— En dé-sé é saùo me horv lan a inour — ;

Ha ma hello m’inéanù, skanùoh eit en aùel,
En tu ral ag er marù darneijal divarùel,

De vout, kuiteit dehon er bed-man yein ha stréh
Eurus de virùiken....

Doué, étré hou tivréh !

Kergonan, 1907



FIAT....
————

« In tenebrosis collocavit me, quasi mortuos sempiternos ».

(Threni, III, 6.)


P’é guir Hou pès vennet dakor d’ein me frankiz
Pe hoanten bout haudet é harz Hous aotérieu ;
Pen dé guir é ma marù hunvré me youankiz
Hag Hou pès me luiet é roued er goaleurieu ;

Pen dé guir, ér gohad, é ma ret d’ein plégein
Bamdé hag é pep léh d’en trebilleu goahan ;
Pe goroll ém fen peur me chonjeu kein-dré-gein ;
Pe ne oéran ket mui, hiriù, émen éh an ;

P’é guir Hou pès me adsoublet ém izélded,
Ha duiet men dremùél, — ken splann pe n’em ziskoé !

P’é guir Hou pès groñnet m’iné a déoelded ;
P’é guir Hou pès taolet sam Hou kroéz ar me skoé ;

P’é guir é ma oeit kuit get er mor stur me lestr ;
P’é guir ou dès lakeit me-h-anù didan en treid ;
P’é guir éh onn bréùet hag é ouélan... O Mestr,
Reveet béniget eit er peh Hou pès greit !

Reveet béniget Hou pout men dibabet,
Deusto d’ein bout péhour, deusto d’ein bout nétra,
Aùit stléjel Hou kroez ar henteu oll er Bed :
Mont ar Hou lerh, mont ar Hou lerh, na vad e hra !

O ! ponnér é er sam eit men goannedigeh ;
Meur a ùéh d’her lemel genein ’m ès Hou pédet,
Meur a ùéh e youhan, a sol me zruhegeh :
« Pegours, o Tad, é tevéo me ferhinded ? »


Meur a uéh é chonjan : « Ré galet é, elkent ! »
Hag é saù me halon, goalhet d’en hùerùoni,
Hag é laran d’er ré e dremén ar en hent :
« Sellet ! Peh glahar zo hanval doh me hani ? »

Meur a ùéh éh onn skuih bet er marù... Meit, o Tad,
P’em guélet vagañnet ar en dachen. neuzé
E donded me halon Hou pouéh e gonz goustal,
Hag é saùan, krénùet, p’é guir é oh azé !...

Mestr, liès é lennan Hous Aviél santél.
Pep konz ag Hou kéneu zo ur fetan a nerh,
Peb unan ag Hous obéreu zo ur gentél
Rak me oér é oh bet, tregont vlé, un Aberh.


Me oér é Oh gañnet é peuranté ur hreu
Léh ne oé meit deu lon ardro d’Oh, de getan ;
Me oér Hou pès béùet ér boén hag én dareu,
Hag Hou pès gouzanùet en drougeu kaletan.

El liorh-Olived, me oér, kléan en arvar
E dreuzas Hou kalon, ken Hou pès huézed goed ;
Me oér e Oh pignet er hetan d’er Halvar,
Ha de bet mén, én hent, Hou pès kignet Hou troed.

Doh Hou klemmeu, me oér, en néanù e chomas bouar ;
Me oér : nahet Oh bet ha délézet, tra garù !
Hag en dé ma préneh salùedigeh en Douar,
Diù pé tèr moéz hebkén e ouélé ar Hou marù...

Ya. Gout e ran oll en treu-sé. Ha mar ouélan,
El ma taù er hrouédur pe gleu ur soñnen gaer, —

Hous Aviél e séh men dareu, p’ Hou kuélan
Gañnet étré deu lon ha marù étré deu laer !

Breman, revo arnan greit Hous ivoul abéh
Hed ha hed d’em buhé ! Get ur galon leùen,
Mont e rinn dré me noz én ur zougein mem béh
P’é guir Hou pès reit d’ein, me Mestr, ur houléuen.

O Fé men gourdadeu, gouléuen béniget,
Stéren hag em heulia ne vern émen éh an,
P’é guir hou pès, beta hiriù, me ambrouget,
Lugernet ar me zal bet en eur deùéhan !

Pariz, Miz Kerzu 1912.



MISERERE
(Ps. L.)

Voici mon front qui ne sait que rougir
Pour l’escabeau de Vos pieds adorables,
Voici mon front qui ne sait que rougir.

P. Verlaine (Sagesse)

————


Méh a glahar ! Péhet em ès...
A me halon boutet em ès er méz
En Doué a vadeleh e oé abarh.
Chouket ’n é léh bréman, en diaol e hoarh...

O blaoahusan tra e hell dégouéh édan en héaol :
Bout dalh é kraboneu en diaol !

Hou péet truhé dohein, o Doué madeléhus,
Hervé tenérded Hou kalon douéel,

Ha hervé meurnîvérieu Hou trugaréieu peurdabel
Golheit-mé, glañnet-mé a me féhed euhus.

Rak me féhed e zébr me spered heb arsaù.

Diskennet onn é sol me zruhegeh, ha m'hé anaù :
Enep t’Oh-Hui péhet em ès dré fallanté,
Ha mar donn kastiet, mat é.

Plégéin e ran me fen.....

Meit eùé, o men Doué sellet ha cheleùet :
Kreiz er gousiadur éh onn ket konseùet,
Péhed en Tad ketan zo arnomp oll èl ur grohen,
Hag inéanù dén én ur zont ér bed ne vé guen !

Meit hani Hou Mam béniget,
Hou Mam Mari...

Er ùirioné é garet :
Streùet arnonn neuzé trezol Hou furnez kuhet,

Ha n’em bo mui aon ’rag fari.

Glubeit-mé én deur santél, ha glanneit e vinn akerh
Golhet-mé, hag é tinn de vout guan èl en erh,
Get Hou pardon reit d’ein el leùiné, men Doué !

Ha me eskern, krommet d’er véh, e saillo get er joé.

Distroeit Hou Trem ken glan azoh mem breinadur,
Oll teil me fehédeu skarhet-éan ar un dro,
Krouéet énonn ur galon glan hag Hou karo,
Lakeit ém hreiz adneùéet ur spered yañn ha fur

Hag e viro dohein
Péhein.

N’em guintet ket pell doh Hou splandér !
Hou kras santél, lesket hi get me feuranté,

Dakoret d’ein peah mut er gousians dibredér,
Em halon hadet nerh, ma védinn larganté, —

Hag en dud fal neuzé, draillet get er Péhed,
Ar Hous henteu arré m’ou diskoei de gerhet...

Men Doué, dioallet mé doh er marù speredel,
Ha me zead Hou meulo, Barnour dous ha karet ;
Degoret men géneu, o men Doué, dégoret,
Hag é kañnint d’Hou-h-Anù meuladur peurdabel..

Doustér kevrinus er pardon,
Doustér don
Peuh er galon !
Peuh mut
En dud
Lammet ou sam ag ou diskoé !

Doustér er bok
Hon stok
Dinerh é divréh Doué.....

1912.



PÉDEN ÉN TÉOÉLED

« Plorans ploravit in nocte, et lacrymæ ejus in maxillis ejus… »

(Threni, I, 2.)

————


I

Ne houlennet ket più zo azé, Gout e ret
E ma mé en em stleij é toul Hou tor aré :
En Hou kalon, Jézus-kariad, Jézus karet,
Deit onn de ziskargein me halon, rak bar é.
 
Deit onn… Deùéhat é. En noz dall e zisoh,
E hroñn er mor, hag en tiér, hag er mézeu ;
Hous ilizeu, pe gouéh en noz, e zo dousoh,
Lesket mé de ziskuih un eur an en treuzeu.

Lesket mé. Flastret onn. Mont eraog n’hellan mui
Edan méh me fehed en um gromma me hein,
Edan béh mé ankén éh onn pariù… O Hui,

Ketan Dougér er groez, Hou péet truhé dohein !

Chetu mé diragoh èl er hlaskér-bara
E ya d’houlen en alézon a zor de zor ;
Me nerh a oaz, hénoah, e zo oeit de nitra,
Men glahar 'h onn abarh èl ur helan ér mor.

Chetu mé èl er hi truhek en dès é vestr
Lesket ér méz ér yeinion, hag e ouéla ;
En dioanag éh onn skolmet én é gabestr,
En noz-spered e sour arnonn hag em gola...

Mestr, n’em delézet ket, m’ Hou aspéd, ér gohad,
Pé solio rinn ! Sellet, en tonneu em gouni...
Skuillet Hou kras énonn a flahad, a flahad,
Tuemmet me halon marù oh tan béù Hous Hani.

Eh onn èl ùl lon skuih ha ne glask meit ahoé ;

Me hroézieu pamdiek e zénahan ou doén :
Hou péet truhé dohein, o men Doué, o men Doué,
Aon em ès a chomel me unan get me foén !......

... Eilgir erbet... nitra !... O, diskuih ! o, kousket !..
Emen é Oh, me Mestr ? ’Men é ma Hou truhé ?....
— Siouah, me fédenneu n’é ket briel, n’int ket..
Hama, me ganno d’Oh guerzen zu mem buhé :



« Bonum est viro cam portaverit jugum ab adaiescsniia sua ».

(Thremi, III, 27).

II

Me zo gañnet é kreiz er mor
    Ter leù ér mez ;
Un tiig guen duhont em ès,
Er benal ’gresk étal en or
Hag el lann e hol en anvez.
Me zo gañnet é kreiz er mor
    E bro Arvor.

Me zad e oé, èl é dadeu,
    Ur martelod ;
Béùet hen dès kuh ha diglot
— Er peur ne gañn dén é glodeu —
Bamdé-bamnoz ar er mor blot.
Me zad e oé, èl é dadeu,
    Stleijour-rouédeu.

Me mam eùé e laboura
    — Ha guen hé bleu — ;
Geti, en huéz ar hon taleu,

Diskeit em ès, bihannik-tra,
Médein ha tennein avaleu.
Me mam eué e laboura
    D’hounid bara.....

O déieu mem bugalereh,
    Pen den, dilui,
Get mam de rédek en érui
Pé get me zad d’er beskereh,
Men é oh-hui, men é oh-hui ?
O déieu mem bugalereh,
    Na dous e oeh !

Huéh ’oemb neuzé, Santez Mari,
    Ardro d’en daol ;
Yah ha leùén e véùemb oll,
De Zoué ha d’oh e zougemb bri.

Breman é ma kemmet en taol.
Huéh ’oemb neuzé, Santéz Mari :
N’ omb mui meit tri...

Er Marù ar en or ’n dès stoket,
Deit é abarh :
Hon eurvad zo oeit kuit ’n un arh
Er véred-parrez de gousket...
Hag énonn é hañnas ur barh.
Er Marù ar en or ’n dès stoket...
    — Ne ouélinn ket !

Ne ouélinn ket ! Ré ’m es ouélet
    Neuzé, siouah !
Ha hoant em mehé d’obér hoah,
D’er glahar zo tro d’em oéled !
Meit ret é bout krénù eit arhoah.
Ne ouélinn ket ! Ré ’m es ouélet :
    Eurieu kollet.


Dareu a zioanag divent
    Em ès taolet
En deuéhieu-hont ken kalet ;
Reveet béniget èlkent,
Rak reit hou pès d’ein er Guéled !
Dareu a zioanag divent
    Me amzér-gent !......

...Ha breman petra larinn-mé,
    Pe oèret oll ?
Me eurvad douarel oeit de goll,
Bet onn ér hloerdi, én armé,
Balèet ’m ès édan Hou héol.
Ha breman petra larinn-mé
    Dirak men Doué ?

Petra larinn d’Oh , o Doué strih,
    Mor madeleah ?
Er beuranté zo huerù hé leah ;

Er bleu diséhet ’houlen gluih ;
En douar-man zo lous é folleah.
Petra larinn d’Oh, o Doué strih,
    Meit éh onn skuih !

Deit onn devadoh arselin ;
    Doh Hous aotér
E klaskan dibun me fatér :
Sklerdéreit-mé hag é ùélinn,
Konzet, ma tanùinn Hou toustér.
Deit onn devadoh arselin
    Ar men deulin....



III

« Loquere, Domine, quia audit servus tuus. »

(I Reg., — lib. SAM, — III, 10.)

————


Konzet, konzet, me Mestr : Hou meùel e cheleu.
Me saùo, me gerho. Lareit d’ein men monet ;
Sturier dispar, léùiet mem bag én argolleu,
Ha me veulo Hou Hanu émesk er Vretoned.

O Jézus, deit de chom énonn de viruikén,
Hag é hoarhinn é kreiz er fru, pe saùo béh ;
Me zougo heb um glem me sam koh a ankén,
Hag é kanninn eidoh éneb d’er Bed abéh.

Meit n’em delézet mui !... Pe skoei en dioanag
Arnonn, doh me mouéh beur, o ! ne chomet ket bouar ;
Dalhet me sell d’her hlué ha d’er hlué, bepred, rag
Men deulegad ’ra poén dehé guélet en Douar..,


Hag a pe zei eidonn er marù hag é Drenoz,
Devadoh, O Barnour, é pigninn dibredér,
Rak me vo bet Henneh e gañné dré en noz
Eit kennerhat er Fé é kalon é vredér.

Paris, 1914.



AR EN DEULIN,
EIT MEM BREDER.

« Hoc est præceptum meum : ut diligatis invicem, sicut dilexi vos. »

(Joann. XV, 12).



SOÑNEN D’É ZEULAGAD

Amico amisso....

————


N’hou kuélinn ket mui, doustér é selleu,
N’en em gollinn kén é sol hou meurvor :
’N hani e garan zo kant a kant leu
Pell doh me zi-seul ha doh me Arvor.
Hag éh hirvoudan, lan a demalleu :
« O ! perak ’m ès reit me halon d’oh-hui ?... »
Meit n’en dès, siouah, hañni d’em cheleu...
Doustèr é selleu, n’hou kuélinn ket mui.

Piu e zo breman didan hou penoh,
Piu ’ bieu me léh é touez hou koskor,
Sell é zeulagad, sell méùus, splannoh
Eit er gouleu-dé ha don él er mor ?

Hui hag e gasé peb mennad glañnoh,
E oé hou pokeu er bokeu tuemman,
Hui hag é ma oeit mem buhé genoh,
Didan hou penoh più e zo breman ?

Deulegat karet, deulegat me Roué,
Liorh hunvréieu néanùel dinivér,
Er glanded e zo er peuh hé aroué
Hag ur stér a beuh dohoh e zivér.
Dirag hou kened dilavaradoé,
En hevelep gir e zé d’ein bepred :
« Na kaer é renka bout deulegad Doué !... »
— Deulegad me Roué, deulegad karet !

Héol é zeulegad, o héol béniget,
Pe skuillet arnonn doustér hou panneu,
Oll er chonjeu du e droé de voged,

Me halon e oé lan a gañneneu.
Hiriù, siouah d’ein ! é vouéh zo mouget
Ha kogus en noz her gol a vagad...
Hag é ouélan-forh d’em héol oeit de get,
O héol béniget, héol é zeulagad !



ER VERNIKEN
————

D’en hani 'oér eit più éma.


Guélet em ès un dra hep par :
Ur garreg sonn ar é ziùar,
Ha tro ha tro mor é konar ;

Hag er garreg, — ihuél é ben,
E oé staget doh é grohen,
— Bihan — bihan, — ur verniken.

Digabestret ha didruhé
En tonneu divent e darhé...
Meit er verniken e zalhé.

Ha chetu deit er mor d’arsaù,
Hag er geh berniken tenaù
D’er roh e oé staget ataù.


Er verniken e oui krogein :
Zoh er roh é ma ar é gein
Tra ne hello hé distagein.....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Hama, nen dès nitra guiroh :
El er verniken ar er roh,
Me halon zo staget dohoh !



PÉDEN ER MORAER
————

De vestr ho de varteloded en Aquilon, é koun a viz est 1913, treménet d’emb a gevret é redek er mor.


Mestr, troeit hor bès er mor a houlern de hevred,
    Pennet é biz hag é merùent,
Ha kaer redek hon higenneu n’ou dès skouret
    Pesk erbet hed ha hed d’en hent.

Él livéieu darempredet get hon tadeu
    Treménet omb ’n ur linenna ;
Nitra n’hor bès tapet léh m’ou doé bagadeu :
    Mestr, hor haloneu e sanna.

Oeit omb bet er mor gouéù ha ne oérér dehon
    En hor bro-ni hanù mat erbet ;

Ardro d’emb e neijé fru tonneu lùerhon ;
    Pelloh ar er méz éh omb bet ;

E kornog pesk erbet nag é retér muioh
    Hañni n’hor bès laket é dalh ;
A sol hon truhegeh, Mestr, e youhamb arnoh :
    Ne gav ket d’Oh é ma treoalh ?

Skuih é hon deulegad é spial tro ha tro
    Er mor ha ne ra d’emb krouéans ;
Siouah ! mar kendalha, er blé-man én hor bro
    Er peur vo tenaù é véùans.

Er poénieu hor bès ni nen dé ket kalz a dra,
    Hag ès eoalh ou doénehemb ;
Meit n’omp ket ’n hon unan, Mestr : più e rei bara
    D’er ré e zo é sell genemb ?


O Hui hag e senté er mor doh Mou pouéh, kent,
    Pe gerheh ar henteu mab-dén,
Hou péet truhé doh er moraer hag é gerent
    E vo, hep Oh, beuhet ér boén !

Hui hag e saillezé er pesked ér rouédeu
    Ar Hou konz, guéharal, o Mestr,
Dalhet koun én eur-man doh fé hon gourdadeu,
    Béniget linenneu hon lestr...

Ni e béha, guir é. Ni zo goann ha distér,
    Liès ’ramb d’Oh displijadur,
Meit Hui zo Doué er garanté hag en doustèr,
    Meit mab-dén e zo Hou krouédur.

Er groéz e gaseh kent ar er Halvar, dré zoén,
    Oé pounnér ; hon hani eùé :
Michér er martelod zo ur vichér a boén,

    Bamdé ’ta d’emb unan neùé.

Bamdé é redek-mor ar ul lestrig distér,
    E stléjal linenneu pé roued,
Zoh er Gornog é tamb endro ar er retér,
    El un én-mor é klask é voued.

Liès éh amb d’en aod get hor bageu gouli,
    Breùet d’er skuihdér ha d’er véh :
Er mor e zo hor mestr, ni zo é veùelli,
    El ma kar e hra d’emb-dalbéh.

Liès é vé lakeit hor gouélieu a dammeu,
    Get nerh diaolek en avél-ru :
O ! anù hor michér-ni zo splann ar hon dremmeu,
    Ar hon dremmeu débret d’er fru ! . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Hou péet truhé enta, Mestr, doh er martelod,
    Doh é vuhé a druhegeh,
Hag én hor bro duhont é vo kañnet Hou klod
    A diegeh de diegeh !

(Er mor, est 1913, én ur zont d’en aod
get naù fesk, goudé trihueh dé mor).



ER VORAERION

D’em iondr H. Adam.

Ar en deùlin - Er voraerion.jpg


Buhé er vorerion e zou trist ér bed-man,
Berpet pel doh ou zud, édan glaù ha harnan
Aveit gounid bara, bara d’où bugalé
Ret é dehé kuitat ou bro a garan-


Kenevo e larant ha chetu ind ér vag ;
N’é ket en eur eité d’où dout ur galon goak,
Lakat e rant de ouél, lavagnon pé kalm-chok :
Araok breman, mem bag, araok, pen é kornog !


Er voéz beur ar en aod, heb skuihein, én hé saù,
Hoh er vag é pellat e sell, e sell ataù ;
Hé halon zo mouget én ur mor a hlahar
Hag ar hé bougenneu redek e hra un dar.

En aùél e huitell é fardaj er guerni ;
Er mestr e lar : « Paotred, liù arnan zo arn’hi ;
Hénoah e saùo béh ; em lakamb prest enta ».
Hag oll er voraerion e bed Santez Anna.

Breman ar er mor bras é mant én ou unan,
Ne ùéler a bep tu meid er mor hag en néan ;
Stertoh-stert ér gouélieu aùél er mèz e huéh,
En houlenneu e foenù hag en noz du e gouéh.

Ha pen da de gemér er hart de hanter-noz,
Eit ma-h-ei er réral un tammig de repoz,
Er moraer, é chonjal én é vro ken bourus,
E gañn én noz, goustat, ur ùerzen hirvoudus :


« Tèr leu ér mès taolet, tèr leù, doh en Douar bras,
Me énezen e saù, du é kreiz er mor glas ;
Er herrek astennet tro ha tro hi goarn kloz
Doh en houlenneu gouéù hag e ruill dé ha noz.

Emesk oll er broieu en um streù dré er Bed,
Naren, nen dès nikun hag e zo ken karet,
O mem broig a Hroé, a pen donn pell doh out,
Klanù onn, ha me halon hep éhan e hirvoud.

O me énez kollet duzé é kreiz er mor,
Pegours é touarinn-mé én ha berhér digor ?
Pe hér e anaùinn tan ha dourieu, mem bro,
Ken splann é du en noz ? Pegours é tinn endro ?.. »

Hag hunvréal e ra er pëurkeh martelod,
D’é voéz hen dès lesket é ouélein ar en aod,
D’é vugalé vihan, leùiné é galon,
D’é di liùet é guen e gousk ér stankeu don....


Er vag, hi, e ya ’taù didan deulegad Doui,
Tro d’er gouélieu tolpet, en Eled hé hondui ;
Santéz Anna, guir vam, e zousa en aùél,
Ha mont e rant èlsé, hep aon én noz téoél. . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Labourerion er mor, michérerion kalet,
Peh kalon e zo d’oh, ha penaos e hellet
Chomel èlsé bamdé én ankén, er marù memb ?...
— « Ni ’gred é Doué Hon tad, ha Ean a ra nerh d’emb ! »

1905.



GUERZEN EN EOTROU NOUEL
(Gouryeh Groé)
————
Ar don : « Guerzen en Inéanùeu »


Deit, O Groayis, ha chiléùet
Our uerzen neùé-so zaùet,
O mem brois deit de chiléo
Our ùerzen béor greit get dareo.

D’en oad a zew-uigent ha eih
E kreiz er blay nandek-kant seih
Miz Evén, er bouarzek, e oay,
Our bèleg e zo marw é Groay.

Er hloh én tour e zonné garw :
En Eotrou Nouel e zo marw !
Hag, a p’hi hleuent, get er spont
En oll e chomé heb respont.


Marw o gobérour-mat hour bro,
Bèleg er vadeleh, marw o
Zikour guallan er vorérin,
Ueit o d’er bé Tad er béorin.

Porkeh péorin er barrès-man,
Penost e reet-hui borman,
Hep bennèh, e ré, pe oa béo
Boued ha d’hou korf ha d’hou-h-inéo ?

Piw e chileuo hou klemmeo,
Piw yei de zehet hou tareo ?
Allas, a pe vehet ér boén,
D’hou konfortign ne vo mu dén.

D’oh-hui éh é, é guirionné,
El lod vrasan ag é zanné ;
Pén dès Doui genoh her lammet,
Piw en é lèh e gaùehet ?


Hui, morèrin, n’ankoéniet ket
Pigement hen des hou karet,
Eh oa dalbéh é labourat
Uit ansay guellat d’oh hou stad.

’N é galon e oa bras hou lod,
Yon-men oa hantér-vartelod,
Biskoah ne jonjé heb truhéy
De dristedigeh hou puhéy.

Tud yaouank ha hui, bugalé,
Dalhet jonj zo n’hon, hui eùé,
Mar doh bet krichén dezaùet
E ma dehon hen deliet.

Tri skol krichén e zo é Groay,
Yon e biùé deo zo-n’hay ;
Trugaré dehon houn énez
E zo chomet hoah krichénez.


Peh e vat hoah, en eotrou dous,
Nen dès chet greit en ’hon hep trouz !
E largantéieu, é pep léh,
Um streùé dré er vro abéh.

E ma borman kousket douzay
En é vé doñn, é béared Groay ;
E gorf e gousk, met é-h-inéo
E zo é tarnéjal én néo.

D’our bed urusoh é ma ùeit ;
Lénwamp ar er holl hour bès greit,
Met laramp eùé pédenneo
Uiton, agreis hour haloñneo.

Pe dimp de bédign d’er uéared,
Ar relegeo houn tud karet,
Eotrou Nouel, ar hou pé-hui,
Uidoh eùé ni bédo Doui.


Ni e bédo Doui, pé kentoh
« Pédet ùidomb », e larimp d’oh,
Rag én amzér me oah ér bed
Our vuhé zantel hou pès bet.

Hui e zo zur ér barouès
Etal Jézus hag er Uirhiez,
Get sant Lorans, get sant Tudi,
Ha get oll zéant koh hour bro-ni.

Borman ’ta, én nénù lan a joay
N’ankoéniet ket hou prou a Hroay,
Ha dirag en Dreinded santel
Pédet ùidomp, eotrou Nouel !

1907. Mézevén-er 15.

En enor d’en E. abad Lorans Nouel.



EIT EN ENAN
————

« Memento, homo, quia pulvis es, et in pulverem reverteris ».

(Overen Merhér el Ludu).


Marù int. Astennet int ér bé yein ha didrous
    Duhont é béred er barrez ;
Édan ou fenn peder planchen, un torchad plous,
Adrest, hueh troeted douar, hag ur mén, hag ur groez.
Ar er groez du ou hanù guéharal bet é guen
    Get er glaù e zo dislùiet ;
Tro ha tro, ur yéot dru e za ar en dachen.....
Er ré-zé tréménet, o ! n’ou ankouéhamb ket !

Pe vehé d’hon lagad dizoleit ou béieu,
    Petra e ùélehemb ebarh ?
Deu bé dri askorn peur, deùehan relégeu,
Ha ludu, kemmesket get tammeu brein en arh.

O labour hirisus en Ankeu ! Guir ’ta é :
    Tra erbet all nen dé chomet
A henneh, e oé déh guiù ha lan a vuhé ?....
Er ré-zé treménet, o ! n’ou ankouéhamb ket.

Ne ùélant tra. Ne gleùant tra. Noz é geté.
    Kaer en dès en aùél hag e dremén ér gué,
Ar er bareu heb dél um glem ha hirvoudein,
Bouar int, dall int, en noz zo arnehé, en noz,
    En noz pounnér, en téoélded,
Deulegad, diùskouarn, beg, de viruiken zo kloz :
Er ré-zé treménet, o ! n’ou ankouéhamb ket.

O peah euhus er Bé, pebeh kelennadur
    E rès d’emb elkent hiziù, té !
Un arh, un tam toul strih, téoélded, breiniadur,
Chetu devé pep dén, chetu men devé-mé.
Ché émen é ma oeit hon tadeu, hor mammeu,
    Oll er ré hor bès anaùet ;

Er prenùed tam ha tam ’n dès krignet ou horveu :
Er ré-zé treménet, o ! n’ou ankouéhamb ket.

Nann, n’ou ankouéhamb ket ! Rak kalet é merùel,
    Ni-nemb, karein e ramb kement léh hor havel,
Ma ma un distré vras pe laoskamb treuz en ti.
Neoah hon ès goanag !... Meit ind, ti, tud ha bro
    En un eur ou dès délaosket
Heb ne hellé hañni laret : « Me zei éndro ».
Er ré-zé treménet, o ! n’ou ankouéhamb ket.

Nann, n’ou ankouéham ket ! — Dalhet chonj kentoh, hui,
    Penaos guéharal er pen-sé
Pe oé un tam buhé én é lagad gouli
En dès taolet arnoh selleu a garanté ;
Penaos er beg-peur man ’n dès greit vad d’hou kalon,

    Get konzeu dous, pe oeh poéniet :
Nann, mar hou pès iné ha spered ur Breton,
Er ré-zé treménet n’ou ankouéheet ket...

...Meit cheleùet : chetu er hlehiér é tinsal,
    Difonn, un taol arlerh un taol,
Na ne vennehet ket én enan peur chonjal,
Er houn-sé, er gobeu én hou kalon hen taol.
En Enan dré er hloh e houlen pédenneu,
    Rak, mar dé ’r horv truhek meurbet,
E kreiz en tan marsé é ma en inéanneu...
Er ré-zé treménet, o ! n’ou ankouéhamb ket.

En 2 a viz du 1905.



BEATI MORTUI....

« Audivi vocem de cœlo dicentes mihi : Scribe : « Beati mortui qui in Domine moriuntur ».

(Apoc. XIV, 13).

————
(E koun a me hariad E. Montbet marù eit Frans)


Bugulion meur en Amzér-gent,
E vezé guélet ar bep-hent
Hou chetal é kas diragoh ;
O Penneu-rum el Lézen-Goh
Hous anzaùas de vout é sent,
Goudé ur hir-divent,
Mesk hou kerent hui e varùé...
Eurus er ré-varù hag e varù é Doué.

Rouañné félan, diougañnerion
Kuh pe klodus ; pesketerion
Saùet de vout Apostoled ;
Moézi santel en dès ouélet
’N ur heuli Jézus ’n É Basion,

Meneh, guerhiézed, merhérion,
Testeu gùirion, marù oh ér joé.
Eurus er ré-varù hag e varù é Doué.

Nag er varhegion hir ou barù
E saillé é divréh et marù
N' ur hoarhet goéù oll ar un dro, —
Aùit ou ziern hag ou bro ;
Kélouh, Gèrent, Ereg, Morvan,
Sonn én ou saù èl pouar peulvan,
O treménvan dispar ou doé !
Eurus er ré-varù hag e varù é Doué.

Brezélour gall, me martelod,
Té eùé zo klodus ha lod
Pe varuès aùit en Droukans !
Ne ouélis chet, douar kun a Frans,
Rak én dachen mar bent gloéziet,

Mibion kadarn ha ré-groéziet
Vo ou bézied kroéziet eùé...
Eurus er ré-varù hag e varù é Doué.

Meit té, o men goèd, kadour garù,
Mab Breiz, ne zouji chet er marù.
Rag é pouleu-lagad gouli
En ankeu, me oér e ùéli,
Troeit karantéus doh ha hloez,
Deulegad-doué ’ n Hani ou dès
Skouret d’er Groéz azeuladoé...
Eurus er ré-varù hag e varù é Doué.

Er ré devéet ou harlu,
E mant duhont, én néanù, ul lu
Léh nen dès mui na kann na poén.
E guen, heuli e rant én Oén
’ Peb léh m’é a éh ant geton,

Geton ’mant kalon-oh-kalon :
Kadour breton, chonj én treu-sé...
Eurus er ré-varù hag e varù é Doué.

Miz er ré treménet 1914,
kent monet d’er brezél.



AR EN DEULIN,
AUIT KLOD ER SENT.

« Sapientiam ipsorum, narrent populi, et laudem eorum nuntiet ecclesia. »

(Eccl. XLIV, 15).



KAÑNEN D’ER SPERED-SANTEL
WIT UR CONFIRMASION
(Ton ur gañnen de Sant-Joseb)
————
DISKAN

A lein en néan betag eman
Er spered-Glan e za borman,
Damb ol enta, krichénion,
Get leùiné ha kañneneu,
Damb ol enta, krichénion,
De rein dehon hur haloneu.

I

O Spered-Glan, én ou iné
Hur bugalé ’ia d’hou reseu :
Pe zichennet hiriù én hé,
Reit d’emb hur lod én hou kraseu.

2

Dré en Eskob ér Sakremant
Seih donézon d’en dén e ret ;
E kreiz en néan gennoh é mant :
Deit d’ou streùein, o Doué-Spered.

3

Reit er Furnez d’hou pugalé,
Wit ma hellint dispriz dalhmad
En treu krouéet e zo ’ tal hé
Ha doh en droug diforh er màd.

4

Wit ma kleùimb konzeu Jézus,
M’ou héliimb, lan a deumdér,
Hemb chileu boéh er bed trouzus,
En hur spered laket Sklerder.

5

Red o d’emb ol, ha de beb ér
Kann get en diaul, tad er péhed :
Wit ma houérimb penaus gobér,
Hou Avisted d’emb e rehet.

6

Kriù é er ré e glask hur hol,
Mès énemb d’o più e zalho ?
En diaul, er bed, hui ou féh ol,
Ha get hou Nerh ni ou fého.

7

Un hent diès e gas d’en néan,
Ha mont ebarh né houéramb ket :
Mar veh gennomb én hun inéan,
Dré hou Skiant e vimb disket.

8

Mi e bed Doui get ieinion,
Mès tan sakret hou Karanté,
Hur grei wit mad krichenion.
O ! reit éan d’emb get larganté.

9

En Doujans Doui, ken talvoudus,
Hi heout e hrimb eùé gennoh.
Ha p’hur bou hi, fur ha grédus
Ér fé kricéhén e vimb zonnoh.

10

É pep tachad e hrér brezél
D’hur hréden koh ér bed hiriù,
Memb ar zouar hur Breih-Izél,
En ahuél fal e zou arriù.

11

Er goal-ahuél en dès huéhet :
Ar hun douar, douar er zent,
E ta d’er hlué mer er péhet ;
Doh lézen Doué dén mui ne zent.

12

N’en dèr ket mui d’en overen,
De gofesat, de gomuniein ;
De Zoui en ol e lar : « naren ! »
En ol en dès ur galon iein.

13

Er fallanté e zo rouannéz :
Deit, ha chomet, gennomb berped,
Deit, o Spered ! — d’hobér hun ès
Mui eit biskoah, a vout harped.

14

Deit, o Spered, Tad er béorien,
Reit tan d’er ré e zo ieiniet,
Reit er iehed d’er hlanùourien
Ha konfortet er ré poéniet.

15

Béeh hur honfort a pe ouilamb
Béeh én hur hreiz èl én un ti ;
Goann o hur fé, splann er guélamb,
Deit o Spered ! ha kresket hi !

16

D’er ré zo kuik, greit diskuihein
Reit deor éléh ma hès séhour ;
Nemb e zo vil deit d’er golhein,
Reit keui-santél d’er héh péhour.

17

Iein o er bed : merùel e hra
Hemb oh, o Spered ! — mès deit ha greit
Doh hou tan-biù ne harzo tra,
Fas en douar e vo distroeit.

18

Ha pe goéhimb ar er bratel,
El-d-ur zoudard né hèl mui ken,
Hui hur lako, Spered-Santel,
En éan, gennoh, de virùiken !

7 a viz Mé 1907.



KAÑNEN NENDELEG [1]
————

D’en Eutru En Dorb
Person Sant Padern, Guéned.

I

É kreiz en noz didrous en Eled en des kañnet :
« Doéré mat, doéré mat ! Er Salvér e zou gañnet.
« Revou é lein en néan mélasion de Zoué é Dad
« Ha peah ar en doar ol d’en dud a volonté vat !

II

« Ar mézeu Betléem, én un tammig marchausi,
« D’en ér a hantér-noz é ma gañnet er Mèsi ;
« Ridet, o bugulion, er Mab-sen e zou hou Roué,
« Ridet d’en inourein ; er Mab-sen e zou mab Doué. »

III

...Er bed e ié de gol, noz er péhed er golé
A houdé pear mil vlé, mab-dén ér gloéz e houilé,
Glahar lan é galon, lan é gorv a zrougeu garù,
Edan bili en diaul mab-dén e gerhé d’er marù.

IV

Mes ur stirennig dous en des luéhet én néan du,
Ur gañnen estlamus e saù joéius a bep tu...
O doar, taù get er soéh dirak er burhud neùé :
Eit salvein en dud ol, Doué en hum hra dén eùé.

V

Er huirioné bremen é pep lèh e dreménou,
Héaul mat er Garanté ér bed abéh e splannou ;
Er peah e vou roué ér béd ; ne vou mui poén na dareu,
Rak ur hroèdur bihan ’zou gañnet d’emb én ur hreu.

VI

O ia ! huchet, Eled : « De Zoué gloér é lein en né ! »
Galùet de greu Jézuz er vugulion, er rouañné ;
Kañnet ihuél, ihuél, reit er hleued d’er ré boar,
Ma tei de Vetléem en dud a bear horn en doar.

VII

Hum dolpein e hreint ol ardro er Mabig Jézus ;
Er peur e zizolou é drebilleu hirisus,
Er pinùidig eùé e larou é boén kuhet.
Hag er péhour e zei de govesat é béhed.

VIII

Jézus ou cheleuou, hag a greiz é hulé-plouz
Predeg e hrei dehé konzeu fur ha konzeu dous ;
Geton d’é Galon-Doué hur halon peur ’vou staget
Ha pep ankin nezé e neijou kuit èl moged...

IX

O Intron Varia, Guerhiéz hemb kouziadur,
Drest ol er vugalé béniget é hou kroèdur,
Reveoh eùé mélet, o mam, drest en el mammeu,
Rak drézoh é ta Doué de dorrein hul liammeu.

X

Trugèré d’oh, men Doué, de virùikin trugèré.
A hous Ol-Vadeleh ; ni e strèuou en doéré :
Bep plé de Nendeleg get joé, e kañneemb bremen ;
Salvedigeh en doar en des hum hroeit en noz-men !

Miz Kalan-gouian 1908.

  1. Ar don : Al lez-vamm (Mélodies bretonnes par Guillerm et Herrieu, 8 real é burèu Dihunamb, 54, rue de la Comédie, Lorient).



KAÑNEN
————
JÉZUZ-KROÈDUR
(Guerzen Nendeleg)
————

D’em brér Jojeb.

Ar en deùlin - Jézuz-Kroèdur.jpg
I

Jézuz-Kroèdur, tro d’Hou kavel
Galùet omb bet get boéh en El :
Chetu-ni ol bremen tolpet
Jézuz-Kroèdur, ha ni Hou ped [1].

II

Pe oé en ol get ou repoz
Er gouian eiein, é kreiz en noz,
En ur groh peur, o Salvér dous,
Vennet e hues gañnein didrous.

III

Kalon en dud, én amzér-hont,
E oé kalet ha divergont,
Hag en noz-sé, allas, allas !
Hou Mam er Huerhiéz e ouilas.

IV

Kaer hé des mont ha mont dré gér
Hañni ne ven hé degemér :
Eit lakat ér bed er Mèsî
Ne gav meit ur hoh marchausi.

V

Doh Hou kuélet é sol ur hreu
Hun deulegad e skuill dareu ;
Doh Hou kuélet étré deu lon
Er glahar e voug hur halon.

VI

É Betléem, tré ol kériz,
Hañni ne ras d’oh lojeriz :
Hiniù eùé, Kroèdur tinér,
E pep tachad Hou forbañnér.

VII

Mar doh a bep bro forbañnet
Deit de diér er Vretoned ;
Deit d’ou ziér : ino en or,
El er galon, e zou digor.

VIII

Er Vretoned a zo tud peur,
N’ou des chet sei, n’ou des cher eur :
Paléz erbet n’Hou pou geté,
Jézuz-Kroèdur, meit karanté.

IX

Fé berùidant, karanté kriù
Ar en doar e zou gloèu hiniù ;
Meit én hur bro é hes berpet
Tud hag Hou kar, tud hag Hou ped.

X

Jézuz-Kroèdur, o ! ni Hou kar !
Hur hréden e glaskér diskar,
Meit, mar bé Hou krèseu geton,
Sonn e chomou Fé er Breton.

XI

Hag e vehed édan en héaul
Goapet ha nahet get en ol,
Chomel e hreet hemb distro,
Jézuz-Kroèdur, Roué én hur bro.

XII

Deit devadomb, chomet genemb
Ha birùikin ne zihañneemb.
— Deustou de ardeu er Bed brein,
Jézuz-Kroèdur, ag Hou karein.

Gourhelen 1911.

  1. Er hetan poz e hel derhel léh a ziskan, mar karér.



ITRON-VARIA
————
Ar don : O Vierge très belle, get en ab. Brun.


O Mam lan a burted,
Guerhiéz lan a zoustér,
    Intron Varia ;
O stéren lugernus,
Rozen braù drest en ol,
    Lilien guen !

DISKAN

Gloér hag inour a gañnamb d’hoh
        Intron Varia.

Rouannéz er guerhiézed,
O Rouannéz en Eled
    Intron Varia ;
Guennoh eit el lili,
Braùoh eit er roz,
    Boked an néan !


Hiriù hou korv santel
Zo bet douget d’en néan,
    Itron Varia ;
Chouket oh ér splanndér
Dirak en Drinded,
    Etal Jézus.

Ér bed-men divroet,
Chuillein e hramb dareu,
    Intron Varia ;
Chilouet hor péden,
Doh hou pugalé
    Hou péet truhé !

En 9 a viz Est 1909.



KAÑNEN
————
EIT GOUIL MARIA KREIZ EST
O INTRON VARIA
(Péden aveit Breih)
————
Ar en deùlin - O Intron Varia.jpg

KANNEN
————
EIT GOUIL MARIA KREIZ EST
O INTRON VARIA
(Pèden aveit Breih)
————
I

El ur vag ar er mor burtellet, én Houlenneu,
Hur bro kaer en Arvor zou groñneit d’en danjérieu.
Genoh Hui é houlen sekour :
Goarnet hi doh en dizinour ;
Goarantet ni doh pep goal-daul,
Mam, dihuennet ni doh en Diaul.

DISKAN

O Intron-Varia get truhé deit de séhet
En dareu e skuilla hur Breih peur, hur Breih feahet.

II

Reit hur boé de dud Frans
Hur horveu, hun inéañneu,
Deit e oemb get fians
De héli ou lézenneu.
Met saùet e zou trubarded :
Ol hun guirieu ou des fondet,
Hur hréden e glaskant mougein,
Ha doh Hou Mab hun distagein.
O Intron Varia...

III

Ni e gred én Hou Mab
Er Salvér marù ar er Groéz ;
Staget omb doh er Pab
Doh hun Tad é kreiz er gloéz.
Kalet é penneu er Vreihiz ;
Féal e chomeint doh en Iliz ;

Kaer en dou en Diaul atahin,
Nann, ne naheemb Doué birùikin !
O Intron Varia...

IV

Hun Tadeu e oé bras
Ha brudet dré ol en doar
Eit er Groéz ind e hras
Burhudeu hemb par, hemb par.
Hun Tadeu viùé digabestr,
Doué é unan e oé ou mestr :
Ni eùé vou fidél dehon
Tré ma padou er houen vreton.
O Intron Varia...

V

Sent hur bro, sent hur bro
Saùet ol ag hou péieu,

Ha ridet tro ha tro
De zihun hur parrézieu,
Eit ma hoarneemb Fé hun Tadeu
Stréuet ér vro er burhudeu ;
Pédet Doué de rein d’emb hiniù
Nerh de chomel kristén ha kriù.
O Intron Varia...

Miz Est, 1911.



EIT GOUIL MARIA KREIZ EST
————
LITANIEU ER HUERHÉZ
————
Ar en deùlin - Litanieu er Huerhéz.jpg


Intron Varia, o guir Vam de Zoué
Pédet eidomb, o guir Vam de Zoué

Intron Varia Guérhéz er guérhézed
Pédet eidomb, Guérhéz er guérhézed.

Intron Varia, o Mam glan drest en ol
Pédet eidomb, o Mam glan drest en ol.


Intron Varia, Mam hemb kousiadur
Pédet eidomb, Mam hemb kousiadur.

Intron Varia, o Mam karantéus
Pédet eidomb, o Mam karantéus.

Intron Varia, o Mam an Ali-Mat,
Pédet eidomb, o Mam an Ali-Mat.

Intron Varia, o Mam er Hrouéour
Pédet eidomb, o Mam er Hrouéour.

Intron Varia, o Mam er Salùer
Pédet eidomb, o Mam er Salùér.

Intron Varia, o Guérhéz gelloudek
Pédet eidomb, o Guérhéz gelloudek


Intron Varia, Guérhéz madelèhus,
Pédet eidomb, Guérhéz madelèhus,

Intron Varia, Mammen hon leuiné
Pédet eidomb, Mammen hon leuiné.

Intron Varia, o Dor er Baraouéz
Pédet eidomb, o Dor er Baraouéz.

Intron Varia, o Stéren er mitin
Pédet eidomb, o Stéren er mitin.

Intron Varia, o Stéren dous er mor
Pédet eidomb, o Stéren dous er mor.

Intron Varia, Guellanté ar ré glanù
Pédet eidomb, Guellanté er ré glanù.


Intron Varia, Mam truhéus d’er péhour,
Pédet eidomb, Mam truhéus d’er péhour,

Intron Varia, Konfort en dud ér boén,
Pédet eidomb, Konfort en dud ér boén.

Intron Varia, o Harp er gristénion
Pédet eidomb, o Harp er gristénion.

Intron Varia, o Rouañnéz en Eled
Pédet eidomb, o Rouañnéz en Eled.

Intron Varia, Rouañnéz er Brofèted
Pédet eidomb, Rouañnéz er Brofèted.

Intron Varia, Rouañnéz en Apostoled
Pèdet eidomb, Rouañnéz en Apostoled.


Intron Varia, Rouañnéz er Vartired
Pédet eidomb, Rouañnéz er Vartired.

Intron Varia, o Rouañnéz en Ol-Sent.
Pédet eidomb, o Rouañnéz en Ol-Sent.

Intron Varia, o Rouañnéz er Rozér,
Pédet eidomb, o Rouañnéz er Rozér.

Miz gourhelen 1913.



AR HENTEU ER BREZÉL

Kinniget d’em hariad R. ar Rous
(Meven Mordiern)

é koun ag en dèieu treménet.




AR HENTEU ER BREZÉL
DIOUGAN EIT GERMANIA

« Descende, sede in pulvere, virgo filia Babylon, sede in terra... Revelabitur ignominia tua et videbitur opprobrium tuum ; ultionem capiam, non resistet mihi homo.

« Sede tacens, et intra in tenebros, filia Chaldæorum, quia non vocabis ultra domina regnorum... Venient tibi duo hæc subito in die una : sterilitas et viduitas... Veniet super te repente miseria quam nescies. »

(IS. XLVII, 1, 3, 5, 9, 11.)




LODEN GETAN
ÉR HLEYEU-DIUENN
————


1. — ’N UR GEMÉR ER VICHÉR.

27 Est 1915.

Lammet hon es ag er Bourget de greisnoz. Ardro pemp eur é tihunamb é Pierrefonds (Oise). Ha hir pé bèr e oé en hent, ne ouiamb ket.

Ur bannig dour ar men deulagad, hag é sellon tro ha tro d’emb.

Roud erbet nen dès hoah ag en héol, deustu dehon bout dihun un hantér-eur én hor raog. Er hetan tra e uélan e zo kastel Pierrefonds, e saù é dourieu émesk el lusen, èl ur guéledigeh ag en oedeu marù, A bep tu dehon, koedeuiér ha koedeuiér um léda, soublet él lusen ind eùé. Na douset é er beuré-man...

Hag é chonjan é ma eit mirein de vibion hor mibion dremùuéleu èl hennan éh amb ni duman devad er glaoplom, eit en douar, eit er gué, eit er hastel. Doustér beuréieu Frans en hani é e ziùennamb peb beuré ag er brezél-man. Rag diseùenidi er vro-boch ne ouèrehé ket gobér geté : ar er hastel diskaret béan, un « uzin » benag e-h-aozehent ; hag er hoed-man reit d’emb get Doué ne vehé mui kleuet ebarh meit trouz gouéù rodeu pé morhol, é léh kañnen en éned béniget. Soudard mem bro, ne ouiès ket pegen bras ous : kann e rès eit mirein doh er Hened a verùel.

Meit nen dé ket eit predériat ar gastel pé koedeg éh omb aman. Ha ni en hent.

Pen det ar henteu er brézel de glask er réjimant é oh bet kaset devaton, er hetan tra a gavet en arbenn d’oh e zo er hiri. E ti-gar Pierrefonds ur har bihan e daolamb hor pakeu ebarh. Mont e ramb ar droed de Rethondes, er har diaraog d’emb. Iskis é hon treménadeg : un douseniad kaderion é vont arlerh ur har goleit. Hanval é genemb bout é anbroug ur marù. Hoarhein e ramb ar er mennoh-man....

Ha neoah é ma guir marsé. Marsé é oé é guirioné un intermant e oen ebarh er beuré-hont, hag é heulien, hep komprén, kelan me amzér gent, ar ur yaouankiz tonket dehi get Doué chomel ér hoedegi tost de Gompiègne de hortos deùeh er Varn-Veur. — Doué e ouér. E ivoul santel revo groeit !

Kentih lammet a Bierrefonds, mouéh er hanolieu e gleùamb. Breman é kerhimb ar er hanol, èl er Rouanné ar er Stéren.

Keméret em es é Rethondes kiri-réjimant en 318ved, e hlasken. Geté é tapan Choisy-au-Bac.

Mirennet d’omb, ha mirennet mat, ur har arall e bignan ebarh. Hennan em haso beteg el linen-tan, adreuz de Goedeg-en-Er ha de Goad Sant-Mard.

E koed Sant-Mard é ma rann-linen me réjimant. Er horonel, e zo é vurèu én ur hoh tam komanant, em staga doh en 20ved kompagnoneh. En 20ved kompagnoneh e zo é linen getan. Un dén d’em anbroug hag é han devati.

E ma tèr eur.

Un tammig arlerh é kleuan eit er huéh getan a-us d’em fen huitelladen er boledeu. Kouéhein e rant mat ardran d’emb, nikun ar hor hlé-ni. Ha ne bad ket pell er grogad. Koénieien e ramb é peuh hag éh an de gousket goudé, rak skuiz onn. Diù nozeh zo n’em ès chet cherret men deulagad, kerklous laret.

El mestr ur rann (section) ul lojig bihan em ès eidonn me unan. « Gourbi » e rèr anehon é galleg..., én arabeg eùé. Karein e ran me lojig-douar. Ur huélé-kamp, un tam planchen de zerhel léh en daol, ur gadoér plous deit ag un ti benag, chetu men glustreu. Eurus onn azé èl én ur paléz.

..... A beban é tant d’ein, er chonjeu éh onn én un taol groñnet dehé, a me ijin-spered hebkén, pé a sol er béieu yein-skorn e gousk éné ludu er Gourdadeu ? Hanval é genein ne ran meit kenderhel doh ur vuhé dereùet pellzo. Guélé, taol, kartér-noz, betag er bara poéhet eit padein, pep tra e anaùan, koun em ès a bep tra..... Marsé unan benag a me zadeu e zo bet kadour èldonn, marsé, hag é ma é inéanù e zihun en inéanù.....

Nen des két dobér de doulat ken don en amzér. Mab ur moraer onn ; martelod ha kadour zo bredér a vichér. Er houneu e za d’ein hénoah e zo ré er mizieu treménet d’ein ar henteu dispar en Atlanteg, pen den get bageu peur nem bro de valéein men glahar dré er mor. Trouzieu er mor, trouzieu er brezél ! hag er stéred, én noz, e luh ur sord ar un argoll. En hevelep kañnenneu e hellan gobér geté, hag é rinn, rag chetu ind, goustad, goustad, é pignat a sol me halon, er pozieu e vouremb doh ou laret en nozehieu-hont ag en hanv, épad ma hoarié er pesked a bep tu d’er vag, ér mor-lampr, — gùerzen en Dén-de-gartér :

« Soñnet é hantér-noz, huchet zo : De gartér !
                Huchet zo : De gartér !
Damb-ni breman ar ’r pont de basein peder eur.


....En amzér e zo kaer, er mor hep houlenneu,
Ha ni ar en danjér e saùo kastelleu.

Gobér kastelleu Spagn heb biskoah ou gùélet,
E vo paré de gouéh kentih èl bout saùet.

Ne vern ket. Groamb ataù. En amzér e baso
Hag èl ur redaden en noz e dreméno.

Chetu deit er momand de galiad ar ’r pont :
Damb breman a spered d’hor geh broig vreton.

Deustu d’emb bout ken pell, me gav g’nein hé gùélet
El pe v’hemb é pasein ’n hé Houreu béniget...... »

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

28 Est.

Tro ’noz em es kousket, kousket huek. Tennet en des er hanolieu boch ar hor hlé-diùenn, un dén ou des gouliet d’emb, ha nétra n’em es mé kleùet, sord ponnér e oé me hun. Ur vichér iskis é honnan.

Me faotred e zo Kernéiz oll. Tud a galon, labourenon start. Ur joé é d’ein bout dégouéhet é touez mem bredér a Vreiz-Izél, e hellan konz brehoneg dohté bamdé. Hiriù e ùélan, get men deulegad-mé, nen dé ket geu er peh e lavarer anehé dré er Bed oll. Kaored int, me faotred, guir vibion d’er varhegion-hont e leské bro ha tud, e saillé ar ou jao hag ié de verùel d’er Groéziadeg.

Vad en des groeit er brezél d’er Vreiziz. É léh ou bout méh ag ou orin, ou fenn e saùant plom hiriù. Balhdér er ouen, oeit de gousket kant-uigent vlé zo é bé er Chouan deùéhan, e zo bet dihunet de vouéh er hanolieu, Breman é ouiant pegen kaer é en hanù a Vreizad, pegen îhùél é ou goèden. O goed er ré kouéhet pe soñné troñpilleu en Treh, ar hlanneu er ster istoériek ; goed bleizi-mor Dixmude ; goed rampsed emgannou Arras, en Yser, Champagn, er Saù-héol, goèd keltiek, reveès béniget, béniget, béniget ! Diséhet oé hor haloneu, ha kouéhet ous arnamb èl glao ; frost ha noah e oé hon douareu, ha te zo bet dehé un teil santel. Dré ha nerh, chetu hi é seùel a bep kornad, bleùen er valhdér broadel e glaskemb gùerso hé hadein. Mar plij get Doué é taolo gran, en hanù-man ’za.....

— Darvoud erbet épad en dé. Ardro huéh eur, ali e rér d’emb éh a hor hanolieu de seùennat un tammig er Boched. Me faotred e ran dehé deval él lojig en donnan, ér « groh », hag e choman get men deu serjant de hortos, Nitra ne respont er Boched d’hor hanolieu : tenneu fuzulien, tra kén.

De greisnoz é ta en 262t de gemér hor léh. Arriù é tro me rejimant de vonet de ziskuih eit deg dé.

Kaer é en noz, édan peuh divent er hoedeg. En dèl didrous ne dremén ebarh aùelen erbet ; er hanolerion e ziskuih breman. Hag én ur vont é penn me rann, me selleu e saùan trema en néanù lan a stéred, — e splanna menud ou gouleu a-us de vlein ihuél er gué, — ha dereù e ran get me féden :

« Hon Tad e zo én néanù, Hous Hanù, revo santèleit, Hou ranteleh dégaset d’emb....... »


29 Est-7 Guénholo

II
HON DISKUIH É TROSLY-BREUIL
————

Hent Koed-Sant-Mard de Drosly-Breuil e zo kar de hent Tipperary : hir é. Ha kavet hon és éan hiroh hoah eit nen dé é guirioné, rag adal uneur betag pemp, glao hé dès taolet a boullad. Gleb omb èl pesked mor pe zegouéhamb ér gérig vihan kousket hoah.

Ne vern. De ziskuih é tamb, hag é ma guiù kalon en oll.

Ur ganprig e zo bet gopred d’ein, hag éh onn ebarh èl ém hani é Paris. Kenevé en tenneu kanol, e gleùér ou gourdrouz dé ha noz, ne chonjehemb ket éh omb ér brezél.

Neoah h’ hol lézer ket de gousket. En dé arlerh hon degouéh é Trosly, un urh ag er horonel e ra d’ein 125 dén eit monet d'er hoedeg de drohein gué eit lojigeu er hléyeu. Men deg dé diskuih e dreméninn duhont.

Deustu d’ein em bout baléet é meur a gornad, ur hoedeg guir n’em boé ket huélet hoah. Hani Compiègne em es her haret aben. Tallein e ra bout deit aman, de ziskuih ha de hunvréal, pe ’n um zil étré er bareu térenneu madelèhus héol en hanv. « Dindan an derven ! » èl ma ikan hon Filomena ar un ton de Vourgault-Ducoudray.,. Aùit laret er ùirioné n’en des aman meit faù. Met ken huél int, ken pinùidik é ou barùen n’hou pes eité er sord doujans en doé en druided eit en derù.

Taoleu bohal, hag en heskenn e ya araog. Epad me labour me zud, chouket onn ar ur garreg guisket a vañn. Oll en douar, ardro d’ein, e zo goleit a zél marù, dél er bléieu arall, rag er faù-man e zo glas hoah ou fenneu. Droug e ra d’em halon kleùout er gué bras é kouéhel, én um stokein doh en douar, get un trouz hanval doh difronkad ur ramps. Ken nerhus int, ken yañn, ken kaer, faù me hoedeg ! Beta pegours enta, men Doué, e chomo er brezél kri-man de drohein grouiad er vuhé ér hoedeuiér, en tiegèheu, é pep léh ? Un dén, ur ùéen é oed hé nerh, un druhé é ou guélet é kouéhel... Me fenn e lakan é men deuorn, hag eit donet de aukouéhat en dismantreu e rèr aman, chonjal e ran.

Men Doué, ém halon eùé éh es dismantreu. Hanval é genein én un taol é tereù en dél meléniet de goroll ardro d’ein. Ur goroll goustad, ur goroll trist, édan aùélen un hanv tost d’er bé. Sellet e ran dohté ha chetu ind, en dél diséhet, ha kemér dremmeu e anaùan.

« O té, e laran d’unan, koun em ès ahanous. Ha nen deus chet té er garanté-man d’ein, e vleùé nerhus pell, pell e zo, hag e zo marù ? Nag en ail ardran d’id, gouiet e ran hé hanù eùé. Honneh e oé er greden em boé é madelèh en dud, pe soñné muzig er youankiz é gañnenneu dous é sol me halon, er gréden hont hag e zo marù. Ha té, e ya hag e za èl ur folléz, petra ous nameit steud me hunvré karetan, hag e zo marù. Hui oll, o dél, hui oll e hellan iaret penaos é rér ahanoh, rag dareu em es taolet ar beb unan en dé hag én eur ma-h-é de get. Hui zo steudeu me hunvréieu diskaret, kalaneu me harantéieu marù, huéan en henteu heuliet d’em halon ; biskoah n’em es éhanet ag hou karout : Kousket é peuh.... »

Hag en dél neuzé ha konz dohein, hag é larant :

« Ni eùé ha-h-anaù, o barh deit a bell-bro. Gout e ramb ni eùé più ous ha petra omb. Nizo oll er ré nen dous chet bel, oll er ré ha pehé karet bout ha n’ha-h-es chet gellet, pé vennet. Ni zo marhegion ha hunvréieu, béléan en aotérieu e gares, er vleinerion-pobleu, er salùérion-broieu. Ni zo oll er ré ne vi ket, rag mar neij pell chonjenneu mab-dén, bèr é zéieu. Ha ni zo er peh e vi kentpell, un dra marù, un huéan, ur steud. Ni zo ha-h-amzér-gent... »

Neuzé é tas koun d’ein ag ur béden, ur béden groeit én un eur benag a druhegeh ar henteu kalet er bed-man, ha mé mont hag hé adlaret :

« ....Meit n’em delézet mui. Pe skoei en dioanag
Arnonn, doh me mouéh beur, o ! ne chomet ket bouar ;
Dalhet me sell d’er hlué bepred, rag
Men deulegad ’ra poén dehé guélet en Douar.... »

Saùet em es me sell trema en néanù. Duhont, pell duhont é blein er faù divent, térenneu aleuret en héol e hoarié leùen get en dél glas. Hag en dél glas, en héol eur, en néanù dous e eilgiras dohein, ur gir hepkén : Goanag !


III
EN OVERENN ÉR HOEDEG

D’er 7 a ùenholo.

« Quia tu es, Deus, fortitudo mea. »

(Ps. L, 2).

« O doustér en overenneu én ur chapél,
Ur chapélig didrous ar vézeu Breiz-Izél ! »

————

Mézeu Breiz-Izél e zo pell breman. Meit a pen dé Doué é pep léh, mont e rinn d’Her haout ér hoedeg.

Huéh eur de vintin. Un aotér vihan e zo bet aozét é harz Tabernakl, a bep tu d’er groez, bleu el liorh tostan. Aman éh onn deit en nihour de govesat ; eit er ùéh getan reseùet em ès é me saù er sakremant a bénijenn. Ur sakramant arall, hiriù.

Brih en amzér ; kent pell merhat é taolo glao. Meit pétra é er glao d’en hani zo deit de glask Doué ? Petra é er gurun, hag er brézel hag er bed d’en hani e ya de ùélet dirakton splanndér dilavaradoé en Hani lakeit-é-kroez ?

Huéh eur de vitin ; brih en amzér. Kloh erbet nen des soñnet de gemennein en overenn-man, ha neoah éh es tud ardro d’en aotér-goed. Chetu : deu gant Vreizad a me réjimant en des bet nañn a vara Doué, ha dit int de ùit hon. Ul leùiné é d’er galon ou guélet azé ken nivérus. Ha ken gredus ! Ur chapelet zo én ou dorn, er chapelet karet é tiégéheu Breiz. Ne skuihan ket é sellet dohté : na kaer é drem me fobl a pen dé saùet trema Doué ! Er ré e fal dehé gouiet petra zo é sol en inéanù breihik n’ou des ken meit monet d’er lideu katolik, léh ma ma deulinet goazed ha merhed hor parrézieu, gouleu er béden ar ou zal. Neuzé é komprénint, marsé....

El ma tereù er Judica, taùein e ra er hanolieu. Peuh divent er hoedeg um geija get peuh douéel en Overenn, ér beuré kun a ùenholo. A lein en néanù, a lein er gué er peuh e ziskenn ar en dud a vrezél. Hag én un taol ou stum a vrezélerion ou des kollet : nen des mui aman meit Kelted deit de gonz doh ou sent, kristenion deulinet dirag Drem azeulet ou Hrist.

Na péh yeh e gonzint ? « Kaer e vehé, e laren étré Doué ha mé, eurédein er sul-man meurded rouèel er hoédeg koh ha doustér kañnenneu mem bro. Reih e vehé d’er bobl tolpet aman kannal é bréhoneg pédenneu katoiik... » — Amzèr n’em ès ket d’obér hiroh chonjen, rag chetu ur béleg-kadour é vont dré er baré, hag e rein de beb unan « Leor Kantikou Kerné ». Skriùet e oé get Doué em mehé bet, er beuré-hont, er joéieu oll.

E dereù en oll-dreu, pe ne oé hoah Gourdad en Dud meit un tam pri é kreiz er pri, tèr iliz-veur e saùas Doué de Zoué : er mor, er hoedeg, er mañné. Nen des neved erbet dehé, hag ahoudé ma-h-es ar en Douar un dén, — ur boén —, ag er nevedeu-sé é ma deit d’er Hrouéour er pédenneu grédusan. Her guélet em es é kreiz er mor ; hen anaùet em es ar vlein meur a vañné : her kompren e ran ér hoedeg hiriù. Youhal e ra en tri léh-man Hanù ou Hrouéour, ha tennein e ran ur béden d’er galon kaletan, el er fulen ag ur mén-kaill. Taolen erbet ne dall un daolen sinet Doué.

Chetu ind é pignat, hor pédenneu, hor hañneneu. Ken ès, ken dous ! Dont e ra en dareu d’em deulegad. Perag ou des choéjet, eùé, eit hé soñnein er beuré-man, er gañnen e garan-mé er muian, « er vraùan a gañnenneu en Douar » ? « Kantik ar Baradoz », en des kemennet er beleg, ha ni ha lezel neuzé hor chonjeu de neijal get en ton sé ken kaer, de bignat betag en iliz-veur peurdabel, biskoah devéet, e chom é hunvréieu er Gelted, hag e lakamb ebarh, get er Uerhiéz hag er Sent, oll er ré karet d’emb ar henteu douar-man, — édan selleu madelèhus Doué hon Tadeu, Jézus. Sellet doh selleu er bobl-man. Ankouéhet hé des er hoedeg, er brezél hag en druhegeh ; n’ou des kén chonj meit én ou Doué, e zo azé, e ya de zeval éné kent pell...

Diskenn e ra. Didrous, goustad en deu gant Vreizad e dosta doh en Osti, e zégemer en Osti, e ya éndro get en Osti. Peb unan e ra eiton, én eur-man, ne chom ket en eil de sellet doh e gilé. Peb unan en des é zobérieu de laret d’en Tad ; peb unan ur boén benag dehon é-unan de skuillein e halon er Hariad. Neoah, a pen dint katolik, ou fédenneu zo unañnet, zo unan. Me ùél goulenneu en dud-man é seùel a-us d’en armé, é pignat ar zu kadoer Doué èl un aspéden-veur eit er Vro. — Me ùél en Eled skanù doh hé henigein dé sent Breiz, de sent Frans. Me ùél en Eutrù Doué é plégein E Benn ar hor hornadih-douar, hag é cheleu...

Devéet é en Overenn. « Ite... » D’hamb d’hor labour, kaderion... Ha fallein e ra d’oh anaùout kened en drem dénel ? Sellet dohton goude ur gomunion...



KARTER-NOZ ÉR HLÉYEU
————
PÉDEN ER GÉDOUR

7-27 a ùenholo.

« Custos, quid de nocte ? ».

(IS., XXI, II).


En tioelded ponnér e dénùas ardro d’ein,
Ar ledanded el lann liù en noz um lédé,
Ha me gleùas ur vouéh ar er hleu é pédein :
O péden er hadour pe gouéh gouleu en dé !

« Héol klanù en néanneu goanù, chetu éan oeit de guh,
Klehiér en Anjelus en des soñnet é Breiz ;
Marù é en oéledeu, hag er stéred e luh :
Lakeit ur galon grénù, o men Doué, é me hreiz.


« Um erbédein e ran d’Oh ha d’Hou Mam Mari,
Dioallet mé, men Doué, doh sponteu en noz dall,
Rak bras é me labour ha ponnér me ari :
Dirag talbenn er Frans deit é me zro gédal.

« Ya. Ponnér en ari. Ardran d’ein e choma
El lu. Kousket e ra. Me zo lagad el lu.
Ur garg divalaù é, her gout e ret. Hama,
Béeh genonn, me freder e vo skanù el er plu.

« Me zo er martelod de gartér, er gédour
E ya, e za, e ùél oll, e gleu oll. Er Frans
’N des men galùet de virein hé inour,
Kemennet hé des dein kenderhel d’hé drouk-rans.

« Me zo er Gédour bras én é saù ar er hleu.
Gout e ran petra onn ha me ouèr petra ran :
Iné Kornog, hé douar, hé merhed hag hé bleu,
Oll kened er bed é, en noz-man, e viran.


« Kér é péein er glod, marsé. Na petra vern ?
Hanùeu er ré kouéhet douar Arvor ou miro :
Me zo ur stéren splann ar dal Frans é lugern,
Me zo er Gédour bras ar saù aùit é vro.

« Kousk, o bro, kousk é peuh. Me rei kartér eidous.
Ha mar da de foénùein, hénoah, er mor german,
Bredér omp d’er herreg e ziùenn aod Breiz dous,
Kousk, o Frans, ne vi ket soliet hoah en taol-man.

« Eit bout aman, lesket em ès me zi, me zud ;
Ihuéloh é ’n dléad ’m es um staget dohton :
Na mab, na breur ! Er Gédour onn, beunek ha mud,
Ar harzeu er retér me zo ’r garreg vreton.

« ... — Neoah, liés a ùéh e rankan hirvoudein :
« Penos é mant ? Siouah, peur int, klanù martezé ! »
Men Doué, Hou péet truhé doh en ti e zo d’ein,
Rag n’em es kén ér bed meit er ré ’ouél duzé...


« Breman kousk, o mem bro, ’Ma men dorn ar men gléan.
Gout e ran er vichér, me zo goaz, me zo krénù :
En tam Frans ’dan me mir birùikén n’ ou do éan...

Petra onn diragoh, o men Doué, meit ur prénù ?

« — Pe saillan drest d’er bleu, ur vouhal é men dorn,
Me faotred ’lar marsé : « Arog, henneh zo gour ! »
Hag é tant ar me lerh ér fank, én tan, ér skorn...
Meit Hui, Hui ouèr eoalh n’en donn meit ur péhour.

« Hui, gout eoalh e ret pegen goann é m' inéanù,
Pegen krin me halon ha truhek me hoanteu ;
Ré liès em guélet, o Tad e zo én néanù,
E heuliein henteu ha n’é ket Hous henteu.


« Ragsé, pe streù en noz é lorheu dré er glen,
E grehér er hleuyeu pe gouska mem bredér,
Hou péet truhé dohein, cheleùet men goulen,
Deit, hag en noz e vo eidonn lan a splannder.

Doh me féhedeu koh, mem Doué, mem dioallet ;
Poèhet mé, poèhet mé é tan Hou Karanté
Ha m’ inéo lugerno én noz èl ur piled,
Hag arhèled Hou lu e vinn hanval dohté.

« Men Doué, men Doué, me zo er gédour ’n é unan,
Mem bro e fi arnonn ha mé nen doun meit pri :
Dakoret dein hénoah, en nerh e houlennan ;
Um erbédein e ran d’Oh ha d’Hou Mam Mari.


Lettres choisies[kemmañ]

fin du livre, from 271 to 272