Talitha, cumi

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Diougan Ezekiel Talitha, cumi Men gouen   ►


VII
TALITHA, CUMI
(Marc. V. 22 et seq.)
————


Ahoudé er beuré é kerhent dré er gluih
Ha breman heol kreisté e saùé plom én ér ;
Redek e ré en huéz ar dal en Diouganñer
Ha huéan en henteu e holé E dreid skuih.

Dégouéhet get el len : « Treuzemp », emé er Mestr.
En Deuzek e lakas de ouél, hag ind d’hou hent.
Er gléyen e gañné ér fardaj dré ma hent,
Er mor e voké flour de vourselleu el lestr...

Douaret ou dés. Er vag e zo skoeit ar en tréh.
Meit anaùet é bet a bél : a boén é tih
Er Mestr seùel er vinoten duhont, kentih
A bep kornad er bobl e zéréd get hireh.


Ha mil mouéh ar un dro e hud mil hozanna
Ken é grén er herrek hag an aodeu geté...
Oh peb unan Jézus e gonz get karanté ;
Meit embér dirakton un dén e zeulina :

« Mestr, gurun er goaleur zo kouéhet ar me zi.
Jairus [1] é me-h-anù, ha n’em es meit ur plah,
Ha skoeit é bet hiriù d’er hlenùed hag e lah.
O ! deit, hag astennet Hou torn a-us-dehi,

Ha me merh e saùo hag e vinhoarho, hoah.
Mestr, n’em delézet ket, me Hou péd, én eur-man ;
Deit aben, nen dé ket goal-bèl ahanaman,
Ré zeùéhat e vo mar gortoset arhoah ! »


Hag er bobl e bédé hag e youhé : « ya, ya !
Ké geton ! guell d’é verh ! » Ha Jézus e laras :
« Saù. Karet ous get Doué, rak ha fé e zo bras :
Ha verh e vo guelleit dehi tuchant. Me ya. »

Eurus ha lan a hrad, Jaïrus ha seùel.
En abek d’er baré kerhet e rent goustad ;
Neoah, dré hir monet é tereùent tostat ;
Pe zegouéhas devat Jaïrus ur meùel :

« Deit onn diarok d’oh get un neuéted garù,
Mestr, ne dall ket er boén rein steurm d’en Diougañner ;
Groeit hon és er peh e hellemb, meit én anér...,
Devéet é en treu... hou plahig e zo marù ! »

En tad ne sañnas grik, mouget én é ankén,
Meit ar é zrem dareu e zivéré didrous....

Jézus neuzé : « Ne zoujès chet, o Jaïrus,
Donet e rei endro de vout yah, kred hebkén. »

Hag ind en ti. En ouélérézed e hudé,
E zifronké, em stoké, oh er gabeled,
E ré safar... — Jézus e chomas de sellet :
« Er plah-man n’é ket marù, emé-Éan. Kousket é.

Laret d’oll er ré-man mont ér méz, hag arsaù
Get ou youhadenneu. « Jairus e sentas.
Neuzé Mab-Doué saùas É zorn hag e dostas
’N ur gemen : « Talitha, cumi ». — Me merhig, saù ! »

Hag er plah de seùel ha de gerhet...
                                Ér porh
Didan bok er huh-héol er bleù en em cherré,

Hag er bobl deulinet e gañné : « Trugaré,
Klod d’en Hani zo Metr er marù hag en dazorh ! »

Meit Jézus e bellas tro en aod, arselin ;
En deuzek e gerhé ar roudeu ou Eutru ;
En héol de guh, én oébl, e lédé é sé ru :
Duhont, er bobl e oé ataù ar hé deulin....

O Jézus, o Jézus ! Poén hon és, ni eùé,
Ur galonad galet e zo ret d’emb gouhanù,
Rak er verh e garamp hag e oéret hé-h-anù
Zo él marù, ha n’hellamb hé seùel a neùé.

Ur plah dispar e oé, hoanteit get er rouañné ;
Oll hé doé : braùité, glanded ha yaouankiz,

Ha Chetu hi dalhet breman d’un droug iskiz,
Chetu hi kollet d'emb... ha n’hor boé kén dañné !

Rak er verh e ramb kanù dehi e zo hor Bro
Breih, ou dès hé lakeit, Mestr, ar hé gabeled :
Ahoudé deùéh pél er frankizieu kollet
Gourvéet é, dinerh, ha tam nen da éndro.

Ardro dehi eùé e gleuamb é trouzal
En ouélerion rakris e ma geu ou glahar...
Meit hui, Mestr, en hani zo azé, Hui hé har :
Perak n’astennet ket Hou torn Doué ar hé zal ?

O Jézus, o Jézus ! Er fé hon és, néoah :
Ni gred é Oh Mab-Doué, er Hrouéour, er Salùér ;
Ni zo er ré e saù bepred a pe halùer
De gann avid Hou kroez. Déh e zo kret d’arhoah,


Ni zo er ré e saill heb sellet én argad
A pe vé laret d’emb, ag Hou perh, é ma ret ;
Ni zo er ré é Oh ou Roué drestoll karet,
Er ré e gerh, uvel, didan Hou teulegad ;

Ni zo Hou Preihiz peur... Deit enta, deit enta,
Mal bras é, n’hellamb mui gortos, deit, o Jézus !
Get ur gonz, kaset pèl en ouélerion trouzus
Ha laret d’hor bro marù : « Saù... Cumi talitha ! »

Hag hor bro diskaret e zihuno afé,
Adneùéet hé nerh, adkavet hé spered ;
Hi e genigo d’Oh hé arieu torret,
Hag estlammein e rei er Bed koh get hé fé !

1913.

  1. Distaget Jaïrus : Yaïrous