Ér hléyeu-diuenn

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Ar henteu er brezél Ér hléyeu-diuenn Karter-noz ér hléyeu   ►


LODEN GETAN
ÉR HLEYEU-DIUENN
————


1. — ’N UR GEMÉR ER VICHÉR.

27 Est 1915.

Lammet hon es ag er Bourget de greisnoz. Ardro pemp eur é tihunamb é Pierrefonds (Oise). Ha hir pé bèr e oé en hent, ne ouiamb ket.

Ur bannig dour ar men deulagad, hag é sellon tro ha tro d’emb.

Roud erbet nen dès hoah ag en héol, deustu dehon bout dihun un hantér-eur én hor raog. Er hetan tra e uélan e zo kastel Pierrefonds, e saù é dourieu émesk el lusen, èl ur guéledigeh ag en oedeu marù, A bep tu dehon, koedeuiér ha koedeuiér um léda, soublet él lusen ind eùé. Na douset é er beuré-man...

Hag é chonjan é ma eit mirein de vibion hor mibion dremùuéleu èl hennan éh amb ni duman devad er glaoplom, eit en douar, eit er gué, eit er hastel. Doustér beuréieu Frans en hani é e ziùennamb peb beuré ag er brezél-man. Rag diseùenidi er vro-boch ne ouèrehé ket gobér geté : ar er hastel diskaret béan, un « uzin » benag e-h-aozehent ; hag er hoed-man reit d’emb get Doué ne vehé mui kleuet ebarh meit trouz gouéù rodeu pé morhol, é léh kañnen en éned béniget. Soudard mem bro, ne ouiès ket pegen bras ous : kann e rès eit mirein doh er Hened a verùel.

Meit nen dé ket eit predériat ar gastel pé koedeg éh omb aman. Ha ni en hent.

Pen det ar henteu er brézel de glask er réjimant é oh bet kaset devaton, er hetan tra a gavet en arbenn d’oh e zo er hiri. E ti-gar Pierrefonds ur har bihan e daolamb hor pakeu ebarh. Mont e ramb ar droed de Rethondes, er har diaraog d’emb. Iskis é hon treménadeg : un douseniad kaderion é vont arlerh ur har goleit. Hanval é genemb bout é anbroug ur marù. Hoarhein e ramb ar er mennoh-man....

Ha neoah é ma guir marsé. Marsé é oé é guirioné un intermant e oen ebarh er beuré-hont, hag é heulien, hep komprén, kelan me amzér gent, ar ur yaouankiz tonket dehi get Doué chomel ér hoedegi tost de Gompiègne de hortos deùeh er Varn-Veur. — Doué e ouér. E ivoul santel revo groeit !

Kentih lammet a Bierrefonds, mouéh er hanolieu e gleùamb. Breman é kerhimb ar er hanol, èl er Rouanné ar er Stéren.

Keméret em es é Rethondes kiri-réjimant en 318ved, e hlasken. Geté é tapan Choisy-au-Bac.

Mirennet d’omb, ha mirennet mat, ur har arall e bignan ebarh. Hennan em haso beteg el linen-tan, adreuz de Goedeg-en-Er ha de Goad Sant-Mard.

E koed Sant-Mard é ma rann-linen me réjimant. Er horonel, e zo é vurèu én ur hoh tam komanant, em staga doh en 20ved kompagnoneh. En 20ved kompagnoneh e zo é linen getan. Un dén d’em anbroug hag é han devati.

E ma tèr eur.

Un tammig arlerh é kleuan eit er huéh getan a-us d’em fen huitelladen er boledeu. Kouéhein e rant mat ardran d’emb, nikun ar hor hlé-ni. Ha ne bad ket pell er grogad. Koénieien e ramb é peuh hag éh an de gousket goudé, rak skuiz onn. Diù nozeh zo n’em ès chet cherret men deulagad, kerklous laret.

El mestr ur rann (section) ul lojig bihan em ès eidonn me unan. « Gourbi » e rèr anehon é galleg..., én arabeg eùé. Karein e ran me lojig-douar. Ur huélé-kamp, un tam planchen de zerhel léh en daol, ur gadoér plous deit ag un ti benag, chetu men glustreu. Eurus onn azé èl én ur paléz.

..... A beban é tant d’ein, er chonjeu éh onn én un taol groñnet dehé, a me ijin-spered hebkén, pé a sol er béieu yein-skorn e gousk éné ludu er Gourdadeu ? Hanval é genein ne ran meit kenderhel doh ur vuhé dereùet pellzo. Guélé, taol, kartér-noz, betag er bara poéhet eit padein, pep tra e anaùan, koun em ès a bep tra..... Marsé unan benag a me zadeu e zo bet kadour èldonn, marsé, hag é ma é inéanù e zihun en inéanù.....

Nen des két dobér de doulat ken don en amzér. Mab ur moraer onn ; martelod ha kadour zo bredér a vichér. Er houneu e za d’ein hénoah e zo ré er mizieu treménet d’ein ar henteu dispar en Atlanteg, pen den get bageu peur nem bro de valéein men glahar dré er mor. Trouzieu er mor, trouzieu er brezél ! hag er stéred, én noz, e luh ur sord ar un argoll. En hevelep kañnenneu e hellan gobér geté, hag é rinn, rag chetu ind, goustad, goustad, é pignat a sol me halon, er pozieu e vouremb doh ou laret en nozehieu-hont ag en hanv, épad ma hoarié er pesked a bep tu d’er vag, ér mor-lampr, — gùerzen en Dén-de-gartér :

« Soñnet é hantér-noz, huchet zo : De gartér !
                Huchet zo : De gartér !
Damb-ni breman ar ’r pont de basein peder eur.


....En amzér e zo kaer, er mor hep houlenneu,
Ha ni ar en danjér e saùo kastelleu.

Gobér kastelleu Spagn heb biskoah ou gùélet,
E vo paré de gouéh kentih èl bout saùet.

Ne vern ket. Groamb ataù. En amzér e baso
Hag èl ur redaden en noz e dreméno.

Chetu deit er momand de galiad ar ’r pont :
Damb breman a spered d’hor geh broig vreton.

Deustu d’emb bout ken pell, me gav g’nein hé gùélet
El pe v’hemb é pasein ’n hé Houreu béniget...... »

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

28 Est.

Tro ’noz em es kousket, kousket huek. Tennet en des er hanolieu boch ar hor hlé-diùenn, un dén ou des gouliet d’emb, ha nétra n’em es mé kleùet, sord ponnér e oé me hun. Ur vichér iskis é honnan.

Me faotred e zo Kernéiz oll. Tud a galon, labourenon start. Ur joé é d’ein bout dégouéhet é touez mem bredér a Vreiz-Izél, e hellan konz brehoneg dohté bamdé. Hiriù e ùélan, get men deulegad-mé, nen dé ket geu er peh e lavarer anehé dré er Bed oll. Kaored int, me faotred, guir vibion d’er varhegion-hont e leské bro ha tud, e saillé ar ou jao hag ié de verùel d’er Groéziadeg.

Vad en des groeit er brezél d’er Vreiziz. É léh ou bout méh ag ou orin, ou fenn e saùant plom hiriù. Balhdér er ouen, oeit de gousket kant-uigent vlé zo é bé er Chouan deùéhan, e zo bet dihunet de vouéh er hanolieu, Breman é ouiant pegen kaer é en hanù a Vreizad, pegen îhùél é ou goèden. O goed er ré kouéhet pe soñné troñpilleu en Treh, ar hlanneu er ster istoériek ; goed bleizi-mor Dixmude ; goed rampsed emgannou Arras, en Yser, Champagn, er Saù-héol, goèd keltiek, reveès béniget, béniget, béniget ! Diséhet oé hor haloneu, ha kouéhet ous arnamb èl glao ; frost ha noah e oé hon douareu, ha te zo bet dehé un teil santel. Dré ha nerh, chetu hi é seùel a bep kornad, bleùen er valhdér broadel e glaskemb gùerso hé hadein. Mar plij get Doué é taolo gran, en hanù-man ’za.....

— Darvoud erbet épad en dé. Ardro huéh eur, ali e rér d’emb éh a hor hanolieu de seùennat un tammig er Boched. Me faotred e ran dehé deval él lojig en donnan, ér « groh », hag e choman get men deu serjant de hortos, Nitra ne respont er Boched d’hor hanolieu : tenneu fuzulien, tra kén.

De greisnoz é ta en 262t de gemér hor léh. Arriù é tro me rejimant de vonet de ziskuih eit deg dé.

Kaer é en noz, édan peuh divent er hoedeg. En dèl didrous ne dremén ebarh aùelen erbet ; er hanolerion e ziskuih breman. Hag én ur vont é penn me rann, me selleu e saùan trema en néanù lan a stéred, — e splanna menud ou gouleu a-us de vlein ihuél er gué, — ha dereù e ran get me féden :

« Hon Tad e zo én néanù, Hous Hanù, revo santèleit, Hou ranteleh dégaset d’emb....... »


29 Est-7 Guénholo

II
HON DISKUIH É TROSLY-BREUIL
————

Hent Koed-Sant-Mard de Drosly-Breuil e zo kar de hent Tipperary : hir é. Ha kavet hon és éan hiroh hoah eit nen dé é guirioné, rag adal uneur betag pemp, glao hé dès taolet a boullad. Gleb omb èl pesked mor pe zegouéhamb ér gérig vihan kousket hoah.

Ne vern. De ziskuih é tamb, hag é ma guiù kalon en oll.

Ur ganprig e zo bet gopred d’ein, hag éh onn ebarh èl ém hani é Paris. Kenevé en tenneu kanol, e gleùér ou gourdrouz dé ha noz, ne chonjehemb ket éh omb ér brezél.

Neoah h’ hol lézer ket de gousket. En dé arlerh hon degouéh é Trosly, un urh ag er horonel e ra d’ein 125 dén eit monet d'er hoedeg de drohein gué eit lojigeu er hléyeu. Men deg dé diskuih e dreméninn duhont.

Deustu d’ein em bout baléet é meur a gornad, ur hoedeg guir n’em boé ket huélet hoah. Hani Compiègne em es her haret aben. Tallein e ra bout deit aman, de ziskuih ha de hunvréal, pe ’n um zil étré er bareu térenneu madelèhus héol en hanv. « Dindan an derven ! » èl ma ikan hon Filomena ar un ton de Vourgault-Ducoudray.,. Aùit laret er ùirioné n’en des aman meit faù. Met ken huél int, ken pinùidik é ou barùen n’hou pes eité er sord doujans en doé en druided eit en derù.

Taoleu bohal, hag en heskenn e ya araog. Epad me labour me zud, chouket onn ar ur garreg guisket a vañn. Oll en douar, ardro d’ein, e zo goleit a zél marù, dél er bléieu arall, rag er faù-man e zo glas hoah ou fenneu. Droug e ra d’em halon kleùout er gué bras é kouéhel, én um stokein doh en douar, get un trouz hanval doh difronkad ur ramps. Ken nerhus int, ken yañn, ken kaer, faù me hoedeg ! Beta pegours enta, men Doué, e chomo er brezél kri-man de drohein grouiad er vuhé ér hoedeuiér, en tiegèheu, é pep léh ? Un dén, ur ùéen é oed hé nerh, un druhé é ou guélet é kouéhel... Me fenn e lakan é men deuorn, hag eit donet de aukouéhat en dismantreu e rèr aman, chonjal e ran.

Men Doué, ém halon eùé éh es dismantreu. Hanval é genein én un taol é tereù en dél meléniet de goroll ardro d’ein. Ur goroll goustad, ur goroll trist, édan aùélen un hanv tost d’er bé. Sellet e ran dohté ha chetu ind, en dél diséhet, ha kemér dremmeu e anaùan.

« O té, e laran d’unan, koun em ès ahanous. Ha nen deus chet té er garanté-man d’ein, e vleùé nerhus pell, pell e zo, hag e zo marù ? Nag en ail ardran d’id, gouiet e ran hé hanù eùé. Honneh e oé er greden em boé é madelèh en dud, pe soñné muzig er youankiz é gañnenneu dous é sol me halon, er gréden hont hag e zo marù. Ha té, e ya hag e za èl ur folléz, petra ous nameit steud me hunvré karetan, hag e zo marù. Hui oll, o dél, hui oll e hellan iaret penaos é rér ahanoh, rag dareu em es taolet ar beb unan en dé hag én eur ma-h-é de get. Hui zo steudeu me hunvréieu diskaret, kalaneu me harantéieu marù, huéan en henteu heuliet d’em halon ; biskoah n’em es éhanet ag hou karout : Kousket é peuh.... »

Hag en dél neuzé ha konz dohein, hag é larant :

« Ni eùé ha-h-anaù, o barh deit a bell-bro. Gout e ramb ni eùé più ous ha petra omb. Nizo oll er ré nen dous chet bel, oll er ré ha pehé karet bout ha n’ha-h-es chet gellet, pé vennet. Ni zo marhegion ha hunvréieu, béléan en aotérieu e gares, er vleinerion-pobleu, er salùérion-broieu. Ni zo oll er ré ne vi ket, rag mar neij pell chonjenneu mab-dén, bèr é zéieu. Ha ni zo er peh e vi kentpell, un dra marù, un huéan, ur steud. Ni zo ha-h-amzér-gent... »

Neuzé é tas koun d’ein ag ur béden, ur béden groeit én un eur benag a druhegeh ar henteu kalet er bed-man, ha mé mont hag hé adlaret :

« ....Meit n’em delézet mui. Pe skoei en dioanag
Arnonn, doh me mouéh beur, o ! ne chomet ket bouar ;
Dalhet me sell d’er hlué bepred, rag
Men deulegad ’ra poén dehé guélet en Douar.... »

Saùet em es me sell trema en néanù. Duhont, pell duhont é blein er faù divent, térenneu aleuret en héol e hoarié leùen get en dél glas. Hag en dél glas, en héol eur, en néanù dous e eilgiras dohein, ur gir hepkén : Goanag !


III
EN OVERENN ÉR HOEDEG

D’er 7 a ùenholo.

« Quia tu es, Deus, fortitudo mea. »

(Ps. L, 2).

« O doustér en overenneu én ur chapél,
Ur chapélig didrous ar vézeu Breiz-Izél ! »

————

Mézeu Breiz-Izél e zo pell breman. Meit a pen dé Doué é pep léh, mont e rinn d’Her haout ér hoedeg.

Huéh eur de vintin. Un aotér vihan e zo bet aozét é harz Tabernakl, a bep tu d’er groez, bleu el liorh tostan. Aman éh onn deit en nihour de govesat ; eit er ùéh getan reseùet em ès é me saù er sakremant a bénijenn. Ur sakramant arall, hiriù.

Brih en amzér ; kent pell merhat é taolo glao. Meit pétra é er glao d’en hani zo deit de glask Doué ? Petra é er gurun, hag er brézel hag er bed d’en hani e ya de ùélet dirakton splanndér dilavaradoé en Hani lakeit-é-kroez ?

Huéh eur de vitin ; brih en amzér. Kloh erbet nen des soñnet de gemennein en overenn-man, ha neoah éh es tud ardro d’en aotér-goed. Chetu : deu gant Vreizad a me réjimant en des bet nañn a vara Doué, ha dit int de ùit hon. Ul leùiné é d’er galon ou guélet azé ken nivérus. Ha ken gredus ! Ur chapelet zo én ou dorn, er chapelet karet é tiégéheu Breiz. Ne skuihan ket é sellet dohté : na kaer é drem me fobl a pen dé saùet trema Doué ! Er ré e fal dehé gouiet petra zo é sol en inéanù breihik n’ou des ken meit monet d’er lideu katolik, léh ma ma deulinet goazed ha merhed hor parrézieu, gouleu er béden ar ou zal. Neuzé é komprénint, marsé....

El ma tereù er Judica, taùein e ra er hanolieu. Peuh divent er hoedeg um geija get peuh douéel en Overenn, ér beuré kun a ùenholo. A lein en néanù, a lein er gué er peuh e ziskenn ar en dud a vrezél. Hag én un taol ou stum a vrezélerion ou des kollet : nen des mui aman meit Kelted deit de gonz doh ou sent, kristenion deulinet dirag Drem azeulet ou Hrist.

Na péh yeh e gonzint ? « Kaer e vehé, e laren étré Doué ha mé, eurédein er sul-man meurded rouèel er hoédeg koh ha doustér kañnenneu mem bro. Reih e vehé d’er bobl tolpet aman kannal é bréhoneg pédenneu katoiik... » — Amzèr n’em ès ket d’obér hiroh chonjen, rag chetu ur béleg-kadour é vont dré er baré, hag e rein de beb unan « Leor Kantikou Kerné ». Skriùet e oé get Doué em mehé bet, er beuré-hont, er joéieu oll.

E dereù en oll-dreu, pe ne oé hoah Gourdad en Dud meit un tam pri é kreiz er pri, tèr iliz-veur e saùas Doué de Zoué : er mor, er hoedeg, er mañné. Nen des neved erbet dehé, hag ahoudé ma-h-es ar en Douar un dén, — ur boén —, ag er nevedeu-sé é ma deit d’er Hrouéour er pédenneu grédusan. Her guélet em es é kreiz er mor ; hen anaùet em es ar vlein meur a vañné : her kompren e ran ér hoedeg hiriù. Youhal e ra en tri léh-man Hanù ou Hrouéour, ha tennein e ran ur béden d’er galon kaletan, el er fulen ag ur mén-kaill. Taolen erbet ne dall un daolen sinet Doué.

Chetu ind é pignat, hor pédenneu, hor hañneneu. Ken ès, ken dous ! Dont e ra en dareu d’em deulegad. Perag ou des choéjet, eùé, eit hé soñnein er beuré-man, er gañnen e garan-mé er muian, « er vraùan a gañnenneu en Douar » ? « Kantik ar Baradoz », en des kemennet er beleg, ha ni ha lezel neuzé hor chonjeu de neijal get en ton sé ken kaer, de bignat betag en iliz-veur peurdabel, biskoah devéet, e chom é hunvréieu er Gelted, hag e lakamb ebarh, get er Uerhiéz hag er Sent, oll er ré karet d’emb ar henteu douar-man, — édan selleu madelèhus Doué hon Tadeu, Jézus. Sellet doh selleu er bobl-man. Ankouéhet hé des er hoedeg, er brezél hag en druhegeh ; n’ou des kén chonj meit én ou Doué, e zo azé, e ya de zeval éné kent pell...

Diskenn e ra. Didrous, goustad en deu gant Vreizad e dosta doh en Osti, e zégemer en Osti, e ya éndro get en Osti. Peb unan e ra eiton, én eur-man, ne chom ket en eil de sellet doh e gilé. Peb unan en des é zobérieu de laret d’en Tad ; peb unan ur boén benag dehon é-unan de skuillein e halon er Hariad. Neoah, a pen dint katolik, ou fédenneu zo unañnet, zo unan. Me ùél goulenneu en dud-man é seùel a-us d’en armé, é pignat ar zu kadoer Doué èl un aspéden-veur eit er Vro. — Me ùél en Eled skanù doh hé henigein dé sent Breiz, de sent Frans. Me ùél en Eutrù Doué é plégein E Benn ar hor hornadih-douar, hag é cheleu...

Devéet é en Overenn. « Ite... » D’hamb d’hor labour, kaderion... Ha fallein e ra d’oh anaùout kened en drem dénel ? Sellet dohton goude ur gomunion...