Guerzen en eotrou Nouel

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Er voraerion Guerzen en eotrou Nouel Eit en enan   ►


GUERZEN EN EOTROU NOUEL
(Gouryeh Groé)
————
Ar don : « Guerzen en Inéanùeu »


Deit, O Groayis, ha chiléùet
Our uerzen neùé-so zaùet,
O mem brois deit de chiléo
Our ùerzen béor greit get dareo.

D’en oad a zew-uigent ha eih
E kreiz er blay nandek-kant seih
Miz Evén, er bouarzek, e oay,
Our bèleg e zo marw é Groay.

Er hloh én tour e zonné garw :
En Eotrou Nouel e zo marw !
Hag, a p’hi hleuent, get er spont
En oll e chomé heb respont.


Marw o gobérour-mat hour bro,
Bèleg er vadeleh, marw o
Zikour guallan er vorérin,
Ueit o d’er bé Tad er béorin.

Porkeh péorin er barrès-man,
Penost e reet-hui borman,
Hep bennèh, e ré, pe oa béo
Boued ha d’hou korf ha d’hou-h-inéo ?

Piw e chileuo hou klemmeo,
Piw yei de zehet hou tareo ?
Allas, a pe vehet ér boén,
D’hou konfortign ne vo mu dén.

D’oh-hui éh é, é guirionné,
El lod vrasan ag é zanné ;
Pén dès Doui genoh her lammet,
Piw en é lèh e gaùehet ?


Hui, morèrin, n’ankoéniet ket
Pigement hen des hou karet,
Eh oa dalbéh é labourat
Uit ansay guellat d’oh hou stad.

’N é galon e oa bras hou lod,
Yon-men oa hantér-vartelod,
Biskoah ne jonjé heb truhéy
De dristedigeh hou puhéy.

Tud yaouank ha hui, bugalé,
Dalhet jonj zo n’hon, hui eùé,
Mar doh bet krichén dezaùet
E ma dehon hen deliet.

Tri skol krichén e zo é Groay,
Yon e biùé deo zo-n’hay ;
Trugaré dehon houn énez
E zo chomet hoah krichénez.


Peh e vat hoah, en eotrou dous,
Nen dès chet greit en ’hon hep trouz !
E largantéieu, é pep léh,
Um streùé dré er vro abéh.

E ma borman kousket douzay
En é vé doñn, é béared Groay ;
E gorf e gousk, met é-h-inéo
E zo é tarnéjal én néo.

D’our bed urusoh é ma ùeit ;
Lénwamp ar er holl hour bès greit,
Met laramp eùé pédenneo
Uiton, agreis hour haloñneo.

Pe dimp de bédign d’er uéared,
Ar relegeo houn tud karet,
Eotrou Nouel, ar hou pé-hui,
Uidoh eùé ni bédo Doui.


Ni e bédo Doui, pé kentoh
« Pédet ùidomb », e larimp d’oh,
Rag én amzér me oah ér bed
Our vuhé zantel hou pès bet.

Hui e zo zur ér barouès
Etal Jézus hag er Uirhiez,
Get sant Lorans, get sant Tudi,
Ha get oll zéant koh hour bro-ni.

Borman ’ta, én nénù lan a joay
N’ankoéniet ket hou prou a Hroay,
Ha dirag en Dreinded santel
Pédet ùidomp, eotrou Nouel !

1907. Mézevén-er 15.

En enor d’en E. abad Lorans Nouel.