Er voraerion

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Plon-Nourrit et Cie, 1921  (p. 132-135)



ER VORAERION

D’em iondr H. Adam.

Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


Buhé er vorerion e zou trist ér bed-man,
Berpet pel doh ou zud, édan glaù ha harnan
Aveit gounid bara, bara d’où bugalé
Ret é dehé kuitat ou bro a garanté

Kenevo e larant ha chetu ind ér vag ;
N’é ket en eur eité d’où dout ur galon goak,
Lakat e rant de ouél, lavagnon pé kalm-chok :
Araok breman, mem bag, araok, pen é kornog !


Er voéz beur ar en aod, heb skuihein, én hé saù,
Hoh er vag é pellat e sell, e sell ataù ;
Hé halon zo mouget én ur mor a hlahar
Hag ar hé bougenneu redek e hra un dar.

En aùél e huitell é fardaj er guerni ;
Er mestr e lar : « Paotred, liù arnan zo arn’hi ;
Hénoah e saùo béh ; em lakamb prest enta ».
Hag oll er voraerion e bed Santez Anna.

Breman ar er mor bras é mant én ou unan,
Ne ùéler a bep tu meid er mor hag en néan ;
Stertoh-stert ér gouélieu aùél er mèz e huéh,
En houlenneu e foenù hag en noz du e gouéh.

Ha pen da de gemér er hart de hanter-noz,
Eit ma-h-ei er réral un tammig de repoz,
Er moraer, é chonjal én é vro ken bourus,
E gañn én noz, goustat, ur ùerzen hirvoudus :


« Tèr leu ér mès taolet, tèr leù, doh en Douar bras,
Me énezen e saù, du é kreiz er mor glas ;
Er herrek astennet tro ha tro hi goarn kloz
Doh en houlenneu gouéù hag e ruill dé ha noz.

Emesk oll er broieu en um streù dré er Bed,
Naren, nen dès nikun hag e zo ken karet,
O mem broig a Hroé, a pen donn pell doh out,
Klanù onn, ha me halon hep éhan e hirvoud.

O me énez kollet duzé é kreiz er mor,
Pegours é touarinn-mé én ha berhér digor ?
Pe hér e anaùinn tan ha dourieu, mem bro,
Ken splann é du en noz ? Pegours é tinn endro ?.. »

Hag hunvréal e ra er pëurkeh martelod,
D’é voéz hen dès lesket é ouélein ar en aod,
D’é vugalé vihan, leùiné é galon,
D’é di liùet é guen e gousk ér stankeu don....


Er vag, hi, e ya ’taù didan deulegad Doui,
Tro d’er gouélieu tolpet, en Eled hé hondui ;
Santéz Anna, guir vam, e zousa en aùél,
Ha mont e rant èlsé, hep aon én noz téoél. . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Labourerion er mor, michérerion kalet,
Peh kalon e zo d’oh, ha penaos e hellet
Chomel èlsé bamdé én ankén, er marù memb ?...
— « Ni ’gred é Doué Hon tad, ha Ean a ra nerh d’emb ! »

1905.