Péden er moraer

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Er verniken Péden er moraer Er voraerion   ►


PÉDEN ER MORAER
————

De vestr ho de varteloded en Aquilon, é koun a viz est 1913, treménet d’emb a gevret é redek er mor.


Mestr, troeit hor bès er mor a houlern de hevred,
    Pennet é biz hag é merùent,
Ha kaer redek hon higenneu n’ou dès skouret
    Pesk erbet hed ha hed d’en hent.

Él livéieu darempredet get hon tadeu
    Treménet omb ’n ur linenna ;
Nitra n’hor bès tapet léh m’ou doé bagadeu :
    Mestr, hor haloneu e sanna.

Oeit omb bet er mor gouéù ha ne oérér dehon
    En hor bro-ni hanù mat erbet ;

Ardro d’emb e neijé fru tonneu lùerhon ;
    Pelloh ar er méz éh omb bet ;

E kornog pesk erbet nag é retér muioh
    Hañni n’hor bès laket é dalh ;
A sol hon truhegeh, Mestr, e youhamb arnoh :
    Ne gav ket d’Oh é ma treoalh ?

Skuih é hon deulegad é spial tro ha tro
    Er mor ha ne ra d’emb krouéans ;
Siouah ! mar kendalha, er blé-man én hor bro
    Er peur vo tenaù é véùans.

Er poénieu hor bès ni nen dé ket kalz a dra,
    Hag ès eoalh ou doénehemb ;
Meit n’omp ket ’n hon unan, Mestr : più e rei bara
    D’er ré e zo é sell genemb ?


O Hui hag e senté er mor doh Mou pouéh, kent,
    Pe gerheh ar henteu mab-dén,
Hou péet truhé doh er moraer hag é gerent
    E vo, hep Oh, beuhet ér boén !

Hui hag e saillezé er pesked ér rouédeu
    Ar Hou konz, guéharal, o Mestr,
Dalhet koun én eur-man doh fé hon gourdadeu,
    Béniget linenneu hon lestr...

Ni e béha, guir é. Ni zo goann ha distér,
    Liès ’ramb d’Oh displijadur,
Meit Hui zo Doué er garanté hag en doustèr,
    Meit mab-dén e zo Hou krouédur.

Er groéz e gaseh kent ar er Halvar, dré zoén,
    Oé pounnér ; hon hani eùé :
Michér er martelod zo ur vichér a boén,

    Bamdé ’ta d’emb unan neùé.

Bamdé é redek-mor ar ul lestrig distér,
    E stléjal linenneu pé roued,
Zoh er Gornog é tamb endro ar er retér,
    El un én-mor é klask é voued.

Liès éh amb d’en aod get hor bageu gouli,
    Breùet d’er skuihdér ha d’er véh :
Er mor e zo hor mestr, ni zo é veùelli,
    El ma kar e hra d’emb-dalbéh.

Liès é vé lakeit hor gouélieu a dammeu,
    Get nerh diaolek en avél-ru :
O ! anù hor michér-ni zo splann ar hon dremmeu,
    Ar hon dremmeu débret d’er fru ! . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Hou péet truhé enta, Mestr, doh er martelod,
    Doh é vuhé a druhegeh,
Hag én hor bro duhont é vo kañnet Hou klod
    A diegeh de diegeh !

(Er mor, est 1913, én ur zont d’en aod
get naù fesk, goudé trihueh dé mor).