Tri neved, tèr béden

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Tri neved, tèr béden. Tri neved, tèr béden Deit, Spered Santel !   ►
TRI NEVED, TER BEDEN
————


Imram. — Pe ne ouiamb devé erbet d’hon truhegeh, m’inéanù, plegamb hor penn… Ha predériamb.

Er peh zo dégouéhet genemb zo un dra koh : er gourdadeu hen anaùé.

Pe oent skuih get en drémùéleu, ou bag e lakezent ar zeur, hag é roénùent,

Hag éh ezent, sent Doué geté, de glask émesk er morieu pèl

Énezenneu eurus er youankiz.

Ès é gout, nen dé ket en hevelep hunvré e glaskamb ni ur horv dehon, naren.

Meit er verdéaden éh omb geti bléieu e zo e denn d’ou ré.

Elté hon es lammet ag er ger, ur beuré ; korn en oéled hon es kollet elté ; pennein e ramb, elté, én Dianaù.

Hag èlté deit éndro ag en imram moliahus, m’inéanù,

Ni e laro en énezenneu hont hon es kavet éné

Diskuih… — En ilizieu…

I

Enez er Beurion : iliz Itron Varia en Tréheu.

Aman é ta er ré gablus, er ré dinerh, er ré flastret ;

Aman é teùliner didrous hag é ouéler hep laret gir.

Ti er Vam é.

Er Vam e zo hé delùen duhont, hé fen kerlet én eur a-us d’en aotér ùen, hag é tiskoa hé mab d’er bobl.

Hag er bobl ne ùél ket er bobl ; er bobl e zo hé deùlegad staget ar ré er Vam.

Spi ardro d’id. Emen eh es gùélet pédein èl él léh-man ?

Dirag er piledeu énèùet, inéanùeu e gleùer é tifronkal ; aman en um ra er béden ùellan, péden er selleu.

Perag é konzehen ?… Gout eoalh e rant, int ou deu, pesord droug é men droug.

Gout e rant men goannedigeheu, ha me féhed, ha me méh divent,

Hag é ma dalh me halon marùel é kraboneu skoul du en Dioanag !

Nen des ket dobér de gonz doh Mam eit ma ouio. Lenn e ra splann ém diabarh.

“ Em stoket em es doh hou treid, o Mam, èl unan méù. Méù onn get er boén, ha mut onn.

Men deulagad e glask hou teulagad, gouleu hou teulagad, peuh hou tal a Ùerhiez.

Nen donn mui meit ur sell dirak Hou sell ; hernet é me spered, hernet me zead. Laret t’ein perak éh onn béù !…

Hou pédet em es é youankiz en dé, ha krin oé me halon, ha gluih hou konz nen dé ket deit.

Édan plom en héol a greisté, freuzér pep nerh, em es Hou-h-aspédet. Hag hou mouéh nen dé ket saùèt.

Arselin ha tro ’n noz e youhen arnoh ; korv hag iné, groñnet e oen a déoélded, èl er ré varù de virùiken,

Ha n’hou pes chet sellet ohein....

O Mam, ma ne sellet ohein più e sello ? Ma ne ret ar me zro, più e rei ?

O Gouleu, petra rinn mé heb oh, meit tastornat, a pen donn dall ?

A pen donn me unan, petra rinn-mé heb oh, meit ouélein-forh, o Leùéné ?

Heb oh, o Lilien, petra rinn-mé, pen donn péhed, meit poéniein Doué ?

Poéniein Hou Mab..... ”

Kleùet hé dès er gonz kuhet, lennet hé dès ar me selleu,

Ha breman éh éùan er peuh, men goalh, men goalh…

Ha breman éh inn dejab én arben d’en dud : me Mam e zo men dorn én hé hani,

Krenù onn.

II

Enez er broadeu : iliz er Galon Sakret.

Treménet ém es en anderù-man treuzeu Hou tor, ha deit onn de chouket barh Hou ti ar er run,

Kalon Jézus !

Meit ne gonzinn ket d’Oh a mem blindér ; ne ket eidonn éh enn hent.

Hou ti e zo neved er broadeu : deit onn de bédein eit me fobl.

Men deuorn e saùan trema Oh, èl ré Moiz Hou tiougañnér, ken ne skuihint ha ken ne gouéhint ;

Hag étré men géneu krénein e hra me mouéh.


Un erù Hou poé digoret é kornog er bed koh, un erù ar vor ;

Hag én erù-sen Hou poé hadet Kelted.

Azé oé er gran er gùellan, a Hui e geméré pep plé

Un dornad anehon d’her streùein dré er bed…

Darn e gouéhé mesk er herrek, hag e varùent ;

Darn e gouéhé ér bodeu-spern, hag ou mougé ;

Darn arall én douar aret.

Bugalé men gouen oé Hou kran, hag é kement douar m’ou hadeh

E kelidé kristenion krénù.....

Sam Hou Kroez santel ar é skoé, er Helt en dès greit tro en Douar.

Eidoh hen des treuzet pep mor ; ha pep reùann hen des douaret énon ;

Ha kement a vroieu hor bes saùet éné Hou huéen salùedigeh

Ma ne oaramb mui ou hanùeu.

Emen é ma en tonn ha n’hen des ket pléget de dud men gouen ? en inez gouéù ha ne gousk ket ebarh eskern ur Helt ?

Tan en Apostoleh e énèùant ér broieu-oll…

Meit ou hani,

E ankouéhant.....

Hama ?

Ha n’é ket eidoh-Hous-unan ou des ankouéhet ou bro genedel ?

Ha n’é ket Hui Hous-unan Hou pes keméret ou spered hag ou halon abéh ?

Buhé er Sent e gelenn d’emb, pe ne hellé ket Hou kariaded get ou zam-michér pamdiek, dré hir gober ardro Hou klod,

E tiskenné un èl d’Oh de gas de ben ou labour douarel.

Hanval, pe lammet get men gouen hé bugalé ùellan, hañni meidoh ne renka gobér én ou léh dréman.

Pe hounidant d’Hou Lézen en douareu gouéù, Hui e zo d’Oh, aveité hag ou zud, mirien ou douar.

Keneg-sé er ré difé e laro ’n ur oapat : « Nag émen ta é ma ou Doué ?... »

Gùell-mat e vo en treu genoh, a pe ne vo mui Breiz erbet !

Guélet em es ilizieu arselin, klod er piledeu é ruillat ar en aoter : bourein e ré abarh inéanù un dén.

Arselin ’m es gùélet nevedeu, Osti erbet éné, ha heb gouleu. Na yein e oent ! ken é rèùé er pédenneu, hag é té anoued d’em halon-gour.

En Douar zo un neved lan a biledeu marù....

En tan douéel Hou poé reit de virein d’Hous Apostoled, deù vil vlé-zo kentpel.

Ou des baléet geton betag penneu-ahel hor planeden.

Sihouah ! ér hornadeu ou doé hen dégeméret de getan, pé lakeit ou des én é leh ur houleùen arall, pé marù é.

Gout e ret é ma béù ataù genomb-ni, en Tan reit d’er pobleu én Hous Aviél ;

Gout e ret é ma glan hag é luh heb dïhan é noz-mik er bayañneh kempredel.

Miret hon es Hou tan ; elsé, miret hor bro.

Breiz diskaret, ur piled bihannoh e vo én Hous Iliz katolik ;

Ar aodeu er Gornog, un tour-tan bihannoh eit er pobleu de zont ;

Ur stéren biañnoh ar en hent de Vetléem ha de Rom.

Deust ha dihelloud e vehé hor pédenneu, eit er ùéh getan ahoudé eured Hou Lézen get en éné kelt ?

Deust ha ret e vo d’emb dégas koun d’Oh a nivér hag a hanùeu Sent hor gouen-ni, e zo é harz Hou Kadoer-Veur, é klod dilavaradoé er Baraouès ?

Sant Donasian ha sant Rogasian, merhérion, lahet d’er Romaned dré gâz dohoh ;

Sant Kaorintin, eskob Kemper, ha sant Padern a Uéned ; sant Tudi e dreuzas er mor én ul loer-vén ;

Sant Iltud, et helennour-drest ; sant Geltas e garas kement é vro ; sant Paol tréhet dehon ar en aerouant ;

Ha sant Salaun roué Breiz ; sant Eouañn breutaour er Peur, ha kant, ha mil a ré arall ?

Ha kant ha mil a ré all hag e vérùas eidoh Hous-unan, ha ne chonjas nameit énoh, hag e zélézas oll eit Hou heuli.

Er gouenneu arall e ra goab ahanomb, get ne oeramb ket destum madeu er bed.

« Eur ouenn is é, e lavarant int, er Gelted-hont tréhet a oll-vishoah én emgann kalet eid er vuhé.

Guir é ou honz : ne rédamb ket arlerh en dañné, ha peur omb.

Revo béniguet hor peuredigeh !

Benoh d’hor peuranté hé dout miret é sol kalon men gouen en tri dra e gas mab-dén de vout dénoh :

En druhé eit er ré oann, en nerh-iné kreiz er goaleur, er gréden é reihted un Doué.

Benoh d’hor peuranté hé dout dioallet men gourdadeu hag ou mibion doh azeulereh el Lé eur.

Benoh d’hot peuranté hé des miret énomp er Fé, er Goanag hag er Garanté.

Benoh d’hor peuranté hé des reit d’emb derhel koun a ùir hanù er vuhé : ur gortos, hag a ùir hanù er marù : un tremen.

Benoh d’hor peuranté hag é ra d’er Helt guélet, é pouleu-lagad digig en Ankeu, deùlagad douéel, douéel, douéel en Hani lakeit-é-kroez.

Benoh d’hor peuranté, pen dé alhùé

Er Baraouès.

Tostat e ra, her arnehon, dé deùéhan hor hig emgolladoé, dé er Varn Vras,

Dé-marù er broadeu...

Hon barhed e gañn er « Vreiz arall », meit gout eoalh e rant nen des

Baraouès erbet eit er broadeu. Pe varùo er bed-man, merùel e rint.

Merùel e rint neuzé, oll er ré ne vo ket bet freuzet eraog ; oll ar un dro éh int de get.

Er ré vras, er ré vihan, merùel e rint ; er ré divrud, mérùel e rint ; hag er ré-valh-hont, e oé ou hanùeu é kañnenneu en dud, merùel e rint.

Mem Breiz eùé e dreméno. Petra é klod ur vro dénel dirak klod kevrinus er Sent, dirak klod Doué ?

Ha ne vo mui gouen erbet meit hani bugalé Doué, — hag en arall —, dasprénet de Oen Doué ; ne vo mui bro erbet meit néanù Doué...

Raksé é houlennamb genoh, ar hon deùlin, avit hor bro, un digoll ar en douar, un digoll eraog devé en oll-dreu...

Jézus ! Jézus !

En Hanù-sen e youhé hon tadeu, pe saùent ùit er Hroéziadeg ; en Hanù-sen e youhent én argaden ;

En Hanù-sen hor bes skrivet ar donnen en Douar-oll, get goèd hor haderion ha ludu hor ré-varù ;

En Hanù-sen et zigeijér bandé é tiér-seul er Vretonned, get karanté ; en Hanù-sen um zihuza geton hor ré pariù.

Hag èl unan pariù, en Hanù-sen e lavaran hiriù :

Jézus, Jézus !

Hui hag Hou pes dazorhet merh Jairus, ha Lazar ; Hui hag e zazorhas mab intanvez Naïm ;

Disket d’ein er girieu e zihuna ur bobl.

Ha mont e rinn, kannad a oanag, d’ou adlaret ar mem Breihig kousket.....

III

Enez en Eled : chapél er Venedadézed.

Duhont é ùéled en Eutrù Doué, pléget É Zrem ken kaer ar ézeùed en douar-man, é cheleu er hlem e bign a sol en islonk, klem divent mab-dén én argoll.

Aman Her guéler én E glod.....

Duhont é ouéled : aman é kañner ; duhont é oé ha béden ur goulen : aman éh azeuli hag é veuli.

Ni oll hag e véù ér Fé, azeulamb Doué ; ni oll hag e bieù er Uirioné, meulamb Hon....

Uvel é en iliz vihan ; oed erbet nes des er guérelleu, hag er piledeu koer e zo goleit ou gleur.

En hoanteu dénel eùé um hola breman ; ou unan, mennohieu er hig e daù ; en oll-dreu douarel, én tachad-man, e zo ur vrumen arnehé.

Blaoahus é en tachad-man, rak Ti Doué é, ha Dor er Baraouès. — Ha glan eoalh é ha galon aùit chom é Ti Doué ?…

Aman ne béder ket, ne rér nameit cheleù, cheleù de virùikén

Mouéhieu, men Doué, mouéhieu kevrinus er guerhiézed é kañnal d’er Pried…

Er hañn e saù, e saù, em zistag doh en douar, hag en inéanù e ya d’é heul, her guintein e ra breman, é touch er stéregi Eled, é harz de Gadoer-Veur en Dilavaradoé....

Marsé éh es duhont, — pell, ken pell, o ! ken pell ! — broieu ha ne vé ket oll er honzeu, éné, konzeu a veuladur ;

Kérieu e vallohér éné Madeleh Doué, marsé : hag e réda, dré ou ruieu, aer gleurek er péhed marùel ;

Marsé éh es duhont tiér truhek ne anauér abarh meit Drem beunek en Droug, ha krindèr en dioanageu ;

Marsé éh es deuleu, klénùedeu ha brezélieu ru ; gloézidi ankouéhet ar en dachen hag e lénù é halùein ou mam ;

Marsé, marsé.... Aman ne gleùamb ket, ne oeramb ket, freuzet hor haloneu édan selleu Mab-Doué.

Aman ’ma Dor er Baraouès, ha ni zo en inéanùeu neuéso deit ag en douar, e hortos ma plijo get Doué ou dégemér…

Baraouès, Baraouès ! Krénein e ra kalon gourel men gouen, pe spurmenta ha leùnéieu.

Saùet hon es arnous ur gañnen ér yeh keltiek, er vraùan a gañnenneu en douar,

Hag a pen da dehé pé hi hléùout, pé hi hañnal er Vreiziz e doala dareu, dareu santel.

Baraouès, léh ma vimb hed er beurbadeleh dirak Drem hon Jézus, édan deulagad hon Jézus, ar Galon hon Jézus, é karanté hon Jézus, er Vreiziz peur e ouel a pen da déhé chonjal énous.

« O kloduset er ranteleh e zeverra éni en oll sent get er Hrist ! Gùisket é guen, en Oén e heuliant

Ne vern émen éh a, ne vern émen éh a !

Krist azeulet, reveet béniget Hou pout reit d’ein genel én ur ouen vadiet, er ouen félan doh Hou kourhemenneu.

Reveet béniget Hou pout me hrouéet Kelt.

Ha reveet béniget Hou pout hadet, é meurvorieu gouéù er vuhé, aùit dihuz mab-den, énezi él en énez-man

Léh ma hellamb, hanval doh en durhunell e guh hé laboused én neih, lakat de ziskuih hor chonjeu peur,

Krist azeulet.....

Paris, miz du 1914.