Diougan Ezekiel

Eus Wikimammenn
◄   Me halon zo é Breiz-Izél Diougan Ezekiel Talitha, cumi   ►


DIOUGAN EZEKIEL
(Ezech., XXXVII)
————
I

«... Dorn Doué arnonn... Anbrouget d’É Spered Santel,
Kerhet em ès. Éan me hasas ar ur bratel
Hag ar honnen, keij-meij, eskern oé astennet.

Sentus dohton, én ou mesk em és treménet :
Nivérus-nivérus e oent, ha séh èl mén.
Mouéh en Eutru neuzé ha men galùein : « Mab-dén,
Ha te gred e hello béùein en eskern-sé ? »
Hag eilgiriet em és : « Hui her goèr, Eutru Doué ».

Ha laret Hen dès : « Ké. Diougan ar en eskern.
Lar dehé : « Eskern séh, kleùet konz en Tiern :
Me zégaso spered énoh, ha hui ’ veùo ;


Dré nerh me honz, krohen ha kig yah hou kolo ;
Me lako mél’ n hou kanoleu, ha hui vo béù,
Ha hui oero penaoz é ma Mé en Doué krénù. »

É me saù, um lakeit em és de ziougannein....

Kentih, un trouz spontus zo saùet ardro d’ein,
Ur fénùaden um ré, bras, épad ma konzen,
Taolet em ès me sell de béar horn en dachen :
O burhud ! En eskern d’en eskern e dosté ;
Mat én e léh, en eil d’é gilé um joenté,
Arnehé kig, krohen én un taol oé kresket,
Lan e oent o!l a vel... meit spered n’ou doé ket :

A neùé, me gleuas er Vouéh vras é séùel :
« Dén, diougan d’er Spered donet. Galû en aùel :
Ag er Gornog, ag er retér, ag er golern,
Ag er gevred, Spered, dès ! huéh ar en eskern.


Huéh ar er ré-Varù men astennet él lann vras,
Dehé oll er vuhé e zakori. « Me ras
El men doé goulennet er Mestr Oll-Gelloudek.
Er Spered ’zisohas éné, ha, buhéek,
Nerh én ou ezéli, én ou goahiad goed,
Chetu er helaneu én um lakat ar droed.
Mileu ha mileu e ùélen èl un armé,
E rédek hag én um dolpein ardro d’ein-mé.

    « Oll er relégeu-man, gendalhas en Eutru,
E zo Rum Israel. Ind e lar : « A bep tu
’Ma lédet hon eskern ; hor goanag zo a blad,
Rannet é bet é pemp pé huéh tam hon foblad ».
Prezeg enta dehé ér giz-man : « Jéhova
E venn ma touginn d’oh E Gonz santel. Me za.
Chetu er peh en dès laret Mestr Israel :


« Me ha lako, me fobl, er mez doh ha garnel,
Hag ha zégas e rinn ar ha zouar, ha neuzé,
Hui oéro oll penaos en Eutru-Meur, Mé é.
Me rei d’oh Spered, ha béùein e hreet,
Ar zouar hou kentadeu, hui e hello kousket.
Elsé, én ur ùélet obér me madeleh
Hui e laro : Guir é, en Eutru é Henneh. »

Distroein e ras neuzé dohein Drem Roué en néan :
« Mab-dén, kemér genous un tam-koed, emé-Ean,
Kemér, hag arnehon skriù : Eit Juda hennen,
Hag eit ré Israel e heuli é lézen.
Goudé, kemer un tam aral, hag ar un dro
Skriù : « De Jojeb. D’er ré ’n dès groeit dehon ou ro. »
En eil doh é gilé stag en neu dam dohtu
Hag unanet e vint én ha zeuorn. Chetu.
— Mar goulennér genis, émesk er pobleu-hont :
« Petra e venn laret er peh e rès ? » respont :


« Cheleùét konzeu Doué. » Eh an, Mé, de gemér,
Bar Joseph, hag e zo é dorn men diouganner
Mé her stages de var Juda. Elsé vennan.
Hag en neu dam koed-sé ne rint mui meit unan.
Etré er pobleu all é mant devaté oeit
Ha mabed Israël, un disparti vo groeit
Tud Jacob, me Spered e rédo d’ou dastum
Hag ou zolpo kevred ar ou douar, én ur rum.
Ar mañnéieu ou bro, én amzer de zonet
Ind e chomo dalbéh staget hag unanet ;
Eit ou rénein, ne vo naméit ur roué hebkén,
Mem benoh e vo arnehé de viruikén...

Aman é tévéa diougañn en Diougañner.
Es é gout, ne gonza meit a dud é amzér ;
Meit mé, a pe lennan diougañn bras Ezékiel,
D’id bepred é neija me chonj, o Breiz-Izel.

II

Ér bobl-sé, kousket ar en Douar,
Hag e saù aben get safar
Pe huéh aùel Doué ar hé fen
Anaùet em ès nerh men gouen.

Er bobl-sé, get Doué dibabet
Aùit bout É soudard ér bed
Ha chom féal dohton heb distro,
Anaùet em ès Fé mem bro.

Er bobl-sé saùet a neùé
Dré ivoul Doué, dre ivoul Doué,
— O mouéhieu dioanag, taùes ! —
Mem Breihig em ès anaùet.

Ér bobl-sé, kent deuhantéret
Ha n’hé dès ket hoah ankouéhet,
Ha d’en em unañnein e ya,
Anaùet em ès me Heltia.


Anaùet em ès tonkadur
Et vro-sen éh onn hé hrouédur...
Met più e vo en dén-brezél
E rei en tréh da Vreiz-Izél ?

Più ? Ha de béh eur é tei éan
De astagein deu dam er Gléan,
’N ur youhal d’emb : « Mibion, saùet ! »
Get peh aroue ’vo anaùet ?

Più ha pegours ? Ha petra ’vern !
Ni, huéhamb ’taù ar en eskern,
Galùamb Spered er yeh, er Fé,
Hag é pep tra fiamb é Doué !

III

You d’em bro Breiz-Izél ! You, you ! d’en oll Gelted !..
Me ùél... me ùél... me ùél... O ! cheleùet, sellet !
De Vreiziz en niù vro leùéné, leùéné !
Er haor koh keltiek e zihun én é vé.

E zivreh zo skolmet, ar é dreid ur chaden,
Meit en oébl glas hen dès laosket é youhaden,
Hag er pobleu spontet en um sell tro ha tro,
En um houlen get krén : « Petra enta e zo ? »
Arsaùet get hou klem : Mab Gomer zo dihun ;
Kornal e ra é vouéh avel tarh er gurun
Ha geti mañnéieu Breiz-Izel, Iùerhon,
Mañnéieu Bro-Kambri, Kerné, Skoz, e zason.
Télen, binieu, korn-boud, kañnet ha diskañnet,
Dégouéhet é ’r prantad, diougañnet :
Tréh d’er Vreiziz, ha hui, malloh d’oh, broieu kaill !
Blaoahus vo en taol, mar rant arnoh ur saill.
    Un heij-skoé krénù touchant ha bréuet vo er yaù :
Doué revo béniget : Keltia e zo ar saù !

IV

Nann ! n’é ket un hunvré em ès groeit ! Un dra guir

E vo, ya ! Meit hebkén mar vennamb kemér skuir
Ar hon tadeu ; mar gramb é pep amzér elté,
Mar doujamb, get hanù Breih, heb méh, un hanù all :
                                Doué !

1905