Pried er barh

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


PRIED ER BARH.
————

« Beati pauperes spiritu, quoniam ipsorum est regnum cœlorum ».

(Matth. V, 3.)


Euredet omb bet dé mem badient :
Kloh en iliz goh én tour e soñné,
Héol mat gourhelén én oebl e splanné,
Er bleù e vleùé ér yéot ar en hent,
’Mesk er guinih eur éned e gañné :
Euredet omb bet dé mem badient.

Ken koh èl en Douar e oé me fried ;
Nitra ne gleùé, ne ùélé nitra,
Dall e oé ha bouar, kam ha ramskoéiet,
Biskoah ur minhoarh ar hé fas goénùet :
Ken koh èl en Douar e oé me fried...
Meit Doué e ra mat oll er peh e ra.

A pe oen bihan, guiù él ul labous,
Kousket ém havel étal hé guélé,

Hi me luskellé, hi me luskellé
En ur gañnal d’ein soñnenneu ken dous
Ma té dareu d’ein, ha mé e ouélé,
Me ouélé didrous é kléùout men Dous.

O soñneneu vraù hé dès soñnet d’ein,
Leih a vleu hunvré hadet a vréhad,
Biskoah n’hou kleùan heb adhirvoudein,
Birùiken n’hellin, guir, hous ankoéhat !
O soñneneu vraù hé dès soñnet d’ein,
Hui zo grouienneu me halon Breihad.

Chonjal én treu marù zo me flijadur :
Nag a fulenneu édan ou ludu !
Pe saù diragonn mem buhé krouédur,
Hé houn ra ém hreiz él ul loskadur,

Rag ne uélan kén, — huerùet plijadur !
Dalbéh étalonn, meit me fried du.

Distér e oen hoah a gorv hag a oed
Penn donn bet kaset un dé d’er hloerdi.
Perag em heuli, o pried amoed ?...
P’hi dés men guélet é vont d’er studi,
— Dister e oen hoah a gorv hag a oed, —
Che-ma-hi genein ar dreuzeu en ti.

Me maget hé dès, hi oé ar mé zro ;
(vers manquant?)
Ha kohet em ès, ha m’em ès kresket,
Ha me fried du, get n’hé haren ket,
Un noz, pe oé hi é kousket d’hé zro,
Aùit hé huitat, ’m és kuiteit mem bro.

Meit rédet hé dès a-herr ar me lerh
’N ur voket d’hé dorn, él er vugalé.
Get hé adguélet ’m ès kollet me nerh,

Ha kousket hon ès ér memès guélé ;
Ha Doué e ras d’emb deu a vugalé,
Doué e gasas d’emb ur mab hag ur verh.

Me mab e zo bet badiet Glahar,
Ha me merh e rér er Fé anehi...
Anzaùet em és me fried, m’hé har,
Youank hé havan, ha koant, ha heb par,
Ha hi zo félan ataù él ur hi :
Anzauet em és me fried. M’hé har.

Baléein e ramb breman dré en Douar,
Me moéz doh mem bréh, me mab ar me skoé,
Hag ar me halon me merh e bed Doué.
É meur a gornad éh omb bet hon pouar :
Euriou kun hon ès, déieu garù eùé...
Hag ar me halon me merh e bed Doué.


E rédek er bed, o ! meur a gilé
’N dès sterdet men dorn duzé ha duman ;
Siouah ! Karanté mab-dén, aùel é :
’N ur ùélet me moéz ha mem bugalé
Oeit int kuit en eil ar lerh é gilé,
Hag éh onn chomet me unan breman.

Hag é vinn elsé bepred me unan.
Fal-sellet d’en dud ha hetet geté.
Raksé get men Doué un dra houlennan :
Mont béan de ziskuih en É garanté.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ya. Er bed e vinn bepred me unan
Rak me fried peur zo er Beurante !

1912.