Deit, Spered Santel !

Eus Wikimammenn
◄   Deit, Spered Santel ! Deit, Spered Santel ! Ar en deulin, avit mem bro.   ►


DEIT, SPERED SANTEL !
Kañn doné-mat d’er blé neùé
————


Nag en nandek-kant-péùarzekvet blé goudé Gañnedigeh er Hrist ér hreu ;

Èl penn er Peur én un taol doh fenestr er bediz, diroll geté er horolleu ;

Èl en tèr gonz ar er vangoer, é amzér koén-meur Balthazar ;

Èl ul loer a ganv hag a lorh, dallet pep héol d’hé splanndér gouéù,

A-us de zremùéleu didalùé er Gatel Europ,

Drem-goèd er Brezél !

Hag er Stéren vlaoahus e gilas én hé raog er stéred oll, guintad betag sol en nozieu ;

Hag el laborieu ha chomel, de hortos devé en Obèr-Meur ;

Hag en dud ha stagein ou deulagad ar en tachenneu lahereh en um lidé éné er Hevrint divent, er Road usanian,

En Overen e zo en tan hé béleg, er hanol hé orgléz dispar, hah e rér mab-dén ag hé Aberh.....

II

El kañnerion en Doèré-mat, e ya dré Vreiz a zor de zor, de ouél béniget Nendeleg,

(E koun ag en Éled e gemmenas er peuh d’en dud, é noz getan en Oed kristén),

Klasket em es mem bredér hénoah, de lavaret dehé heteu er barh.

Ha dén n’em es kavet ér ger...

Gouli é tiér kun Keltia ; meit un oéled benag, aman hag ahont, laket en tan énon guerso,

E ùéler dirakton mouézi peur é ouélar, ha bugalé vihan e ra chonjeu, e ra chonjeu...

O men Doué, pe bosen zo bet ar er vro-man ?

Kelt Albann-Ihùel, ’men éh ous ? Na té, Kelt Iùerhon ? Men éh ous ta, Kelt a Ganbré ? O Kelt a Vreiz, men goèd, emen éh ous ?

Gouli int, tiér kun Keltia ! Pe saùé héol en hanù ar er flangen, er oazed zo oeit kuit get ou gléañnier...

III

Goéieu e oent én amzér-gent : breman ou des fuzulienneu,

Fuzulienneu ha kanolieu, e skop er marù, meit er gléañnier e zo ataù er gléañnier,

Ha kemmaden erbet nen des dégaset en oedeu é kalon miliget er German.

Lam peurbadel er German ar er Gornog, più e harso dohton, ma ne saù ket er Helt en taol-man ?

Er Helt e zo bet geton en orbid gourdadel : ur gañnen doh é héneu, oeit é.

You, you ! Keltia e zo Keltia bepred : ’ma hé faotred ar en harzeu.

Béh d’er German, bredér karet ! Hou touareu é e ziùennet.

Er Gornog e zo d’emb. Ni bieu er Gornog. Mar fall d’er German hé saotrein, klopenn er German e feùtimb.

Diùennet hon es er Gornog doh en oll vagadeu. Harzeu Galia zo ur véred d’en Diséùénidi, kardellet hon douar d’ou helaneu.

Diseùénad hiriù, er German é arré. Béh d’er German, pe fall dehon !

Béh de loskour hon ilizieu, de éntanour Moliah Reims,

Iliz er Rouañé nevedet, e oé ken mat pédein éni, édan askell klodeu er Frans.

Arog, Kelt mat ! ha tenn, ha sko ! Kouéh mar kouéhès : eit er vro é ! Meit sko, sko, sko ! o breur, sko !

Heb éhan, heb diskuish, heb truhé, tan dehon ! Lah ha tag, pen dé reit ! o breur, lah !

Bes er freill hag e val, er garreg hag e flastr, er gurun e freuz, er mor e veuh :

Bes er Hadour !

Dalh koun é oé ha gourdadeu kaored divent, e gréné Germania dirag sell ou lagad.

Dalh koun é ma genous inour ha Ouen : des éndro, des éndro tréh !

Kañnenneu gaer e saùo er barh ar er ré-hleù, ken é trido eskern er Gelted koh é yeindér ou béieu !
IV

Ne gouskan mui. Ur vouéh e zo, én noz-gouian, doh men gerùel, ur vouéh iskiz ;

Ur vouéh grénù, ur vouéh garù ha duah de gemennein : en dud youank e blij dehé ur vouéh èlsé.

Ha nen dé ket mouéh ur verh é, na mouéh er horrigézed-hont, e réd dré er mor keltiek ;

Ur vouéh ha ne hell dén chomel disent ohti : hudaden er Brézel ar en harzeu.

Sentein e rinn. Kentpell é vinn get mem bredèr, kadour de heul er gaderion ;

Kentpell é vinn él lahadeg... Peh arouéieu zo ar me zal ? Ha guélout e rinn ha zevé, bléad neùé ?

Ha petra vern ? Abred pé deùéhat, a pe soñno en eur de vont devad en Tad, leùén éh inn. Jésus oér dihuz mammeu.

Revéès béniget, bléad neùé, nag é vehé, é touéh ha dri-hant pemp dé ha tri-uigent, men dé deuéhan !

Reveès béniget ! Rak estroh eit kan vlé en dès treménet ar er vro-man heb n’ou dout anaùet meit konnar Doué, ha té, arvest e ri E drugaréieu.

Guélout e ri distro er hrédenneu harluet, en tréh é tarneijal aré édan plégeu baniél er Frans, hag er Vro adsaùet de virùikén ;

Guélout e ri mem Breiz dihaud ben en devé, hag hé yeh inouret, él pe oé béù hé marhegion eit hé diùenn.

Bléad neùé, bléad brezel ! Reveès béniget nag é tégasehès én ha vantel, a-gevret get en neùé-han eit er Bed, er marù eidonn.

Petra é marù unan, pé kant, pé marù kant mil ? arlerh ma vo béù ha klodus er vro, arlerh ma kendalho er ouen....

A pe varùinn laret er pédenneu, ha béiet mé, èl mè zadeu, troeit me zal doh en énebour ;

Ha ne houlennet tra eidonn get men Dasprénour, meit el léh deùéhan en E Varaouès....

V

Me ùél !.... Me ùél !

Strill Doué ar gein en Déneleh. Er glen hag er morieu e zo ru get er goèd.

Goèd ar gornog, goèd ar greisnoz ; goèd é kreisté hag é retér : honneh e zo ur bénijen, ahoel !

Jed ha béhed breman, Europ, doh gleur-iùern en tanieu-goal : skopet ha poé ar Zrem douéel me Hrist é kroez, ha chetu deit eur er Hasti.

Eur el lahadeg hag el loh ; eur er gurun hag en tahdareu : eur reihted Doué !

Ou goalh ou do er bléad-man, er blei, er vran hag er prenùed : marhad-mad é er hig kristén !

Er blé-man é vo braù en had ; éùet en des en douar goed mab-den...

Na p’ha pehé karet, Europ, ne vehé ket dégouéhet genous un darvoud el hennan ;

P’ha pehé karet éùet get doujans É Oèd-Éan, goèd dek broad ne vehé ket bet ret d’id hen éùet ;

P’ha pehé karet deulinein dirak kelan douéel er Halvar, hag azeulein, ne vehé ket hiziù, Europ, Europ, kement a gelaneu...

Glahar, glahar ! nen des mui meit gobeu get klehiér en Douar : me uél enan er gaderion lahet é tarneijal us d'en dachen, hanval doh er fru ar ur mor.....
VI

Ur ganpouézen. Kelaneu ar er ganpouézen, mil ha mil e zo anehé. Ha ’n é saù mesk er halaneu, èl guéharall Ezékiel harluet, er barh peur, Spered, Hou kalùa.

Deit, Spered Santel !

Diougannet é bet Hou tonedigeh d’Unan ha ne lar ket géùiér : en Hani e zougas E Boén Hen E unan, hag e varùas dianzaùet, étré divréh kalet ur groez.

Deit, Spered Santel !

Meur a unan, a houdeùeh, en des, o Spered, Hou korteit ; ha dré ne hellent mui harz get en hireh ou doé d’Oh donet, abred é mant oeit d’où béieu.

Deit, Spered Santel !

Ha hiriù, a ! hiriù ! meur a unan aré e ouél d’Oh hag Hou klask, é téoélded ur bed kollet dehon é Zoué.

Deit, Spered Santel !

O ! Hou klod ne houlennamb ket hen arvestein én é gresté ; meit, èl ma ras Doué de Voiz aùit en Douar-Grateit, guélet a bell, un eur, drem er bed adneùéiet d’oh, ha merùel.

Deit, Spered Santel !

Ha ne hellimb ta biruikén diazéein ar Hou peuh un oéled ? Hag én anér é vo bepred é saùimb tiér ha kérieu, e zei hanal er Brézel d’ou diskar ?

Deit, Spered Santel !

Penaos e vo d’emb-ni béùéin, ma nen det ket d’hor hennerhat ? Koh é mab-dén, ha yein er glen 'dan é gorv peur.

Deit, Spered Santel !

Tad er beurion, Gouleu er haloneu ! Dihuzour, o Dihuzour-drest, é truhegeh er brézel-man nen des bet biskoah par dehon, Hous aspédein e ramb : deit devadomb get er blé neué !
VII

Gout e rant é teit. Gout e ran é oh é tont, me gred é kevrin er Glahar.

« Guilvoud erbet hep poén », e gelenn er vuhé d’er barh. Hag er barh d’er vuhé : « Poén erbet heb guilvoud. Nen dès ankén erbet difréh, èlsé ’ma el Lézen.

Ahoudé men dès en Ankén kavet ur Pried, Henneh hag e zo bet lakeit hag hadlakeit é kroez d’er hanvedeu. »

Ret é d’er gran mérùel eit ma tei er helid. Kelaneu mem bredér e uélan èl gran én douar : ar ou ludu é helido fréh moliahus...

Hanval doh ur roué gouéù en um hroñn a vouk eit merùel, héol deùéhan er bléad-hont zo deit de guh én ul linsél a oèd....

Arhoah é vo kaer ar er Bed !

Hag èl er voez é guilvoud a pe ùél drem er mab gañnet dehi, dirak kened en Héol neùé en Douar nen do mui koun ag é ankén.

Paris, genveur 1915.