Mont d’an endalc’had

Simon a Vontroulez/a-bezh

Eus Wikimammenn
Laurent de Jussieu
Simon a Vontroulez pe ar marc’hadour mercer
troet gant Aleksandr Ledan.
A. Ledan, 1834
Skrid a-bezh



SIMON
A VONTROULEZ,
PE
AR MARC’HADOUR MERCER,
HEUILLET EUS A
ŒUVROU DALIF
SIMON A VONTROULEZ ;
TROET E BREZONEC,
Eus a levr Gallec SIMON DE NANTUA, dre an Autrou
LAURANÇ DE JUSSIEU,
gant Alexand-Louis-Mari LÉDAN.




Reqeti a ràn digant Doue, va mignonet, ma vefot fur hac honest.

(Chab. xxxvii.)



E MONTROULEZ,
Eus a Imprimeri Lédan, Impr.-Librer.
————
1834.
————




D’AL LENNER.


————


An Autrou Lauranç de JUSSIEU, Secretour-General eus a Zepartamant ar Seine, Chevalier eus al Legion a Henor, Mestr ar reqejou, en deveus composet ul levr hanvet Simon de Nantua, heuillet eus a œuvrou dalif Simon de Nantua. An Academi a Franç, goude un examin scurpulus eus al levr-se, e deus accordet d’e autor ur pris dreist-ordinal a zaou vil scoët, savet eus a fondation an A. Monthyon.[1] Ar pris-se a voa bet proposet gant an academi e faver ul levr var ar gundu vad eus a vuez an den, ha certenamant, na ellet qet ober güelloc’h.

Goude beza lennet gant ur blijadur vras meurbed ha gant ar brassa interest, al levr-precius-se, e meus sonjet e vije ur güir servich da renta d’am c’henvroïs, en eur drei anezàn e brezonec. Mes, dre ma tremen an oll fêjou merqet ennàn ebars er vroyou huel, e meus credet tleout ober ur chenchamant benac el labour-se, evit clasq en renta interessantoc’h da dud hon brô, dre ma hanvàn lec’hiou anavezet mad, ha ma conveno muioc’h d’ar Vretonet. Rac-se eta, evit e renta calz muioc’h agreabl d’am c’henvroïs, e meus hanvet va den, Simon a Vontroulez, ha ne meus gret dezàn beachi nemet e Breiz hepqen. En hor brô eo eta er güelimp bepret occupet eus a voneur e nessa, ous hon instrui dre e gomzou ha dre e exemplou. Arranget e meus meur a dra el labour-ma, evit ma vezo essoc’h da gompren d’an dud divar ar meaz, hac e meus credet dleout ramplaci ar Chabist XVII dre un all, var sujet meur a accidant e pere peb den a ell douguen ur sicour pront. Anfin, grêt e meus va fossubl evit ma ello plijout d’ar Vretonet.

El levr-mâ peb-unan a gavo un dra benac da vedita ; mes bepret exemplou da dec’hel ha re all da heuill : atao qentelliou fur, hac ar brassa respet evit hon religion santel.

Na elfet qet sqigna re al labour-mâ, ha da zezirout e vez en em gafe etre daouarn an oll Vretonet ; rac, el lavarat a ran c’hoas : ennàn e qevint reoliou a gundu vad evit peb seurt stat demeus ar vuez, hac e meus an esperanç douç da sonjal ec’h ello produi frouez mad. En esperanç se eo hepqen e meus antreprenet en ober. Eürus, ma ell tizout d'ar but-se !


————




AVERTISSAMANT


EVIT DESQI LENN AL LEVR-MA ERVAD.


————


An darn-vuya eus al Ievriou brezonec a vez lennet evel ma lenner ul lizer, ur recit, ur c’hontrad, etc. ; mes al levr-mâ, dre ma zeo reizet e form a zialog pe a gonferanç, a exich ur fecon expres, evit laqat compren guelloc’h ar pez a zo ranfermet ennàn. Rac-se e zeus songet, evit ar guella, explica ar güir reol hac evit e lenn evel ma zeo dleet, hac evit laqat e gonceo ervad.

Ret e vezo eta d’al lenner :

Be vech ma cavo ur poent evellen . arrêti un nebeud, evel pa n’en devez mui netra da lavarat.

P’en em gavo gant ur virgulen , arrêti un tamic nebeutoc’h.

Pa velo ur poent-virgulen ; arrêti, un nebeud muioc’h eguet evit ar virgulen.

Pa erruo daou boent evellen : arrêti evel evit ar poent-virgulen, mes gouscoude evel pa en defe c’hoas un dra benac da lavarat.

Pa ziguezo meur a boent … arrêti crac, evel pa droc’hfe un all dezàn ar gomz, pa n’en defe qet c’hoas echuet da lavarat ar pez en devoa c’hoant.

Pa vezo ur poent a admiration ! achui da lenn ar gomz diarauc evel pa lavarfet gant glac’har : O va Doue ! pebes maleur ! pe evel ma lavarfet gant autorite : Peoc’h aze ! pe evel ma lavarfet gant joa : Ah ! brassa levenez a zantàn ! ze oll hervez ar circonstanç.

Pa vezo ur poent a interrogation ? e rencor lenn evel pa lavarfet : Compren a rit-hu ? rac ar merq-se a zo bepret evit interrogi.

Bremâ e zeus ur merq evellen — evit miret na vez repetet re alies ar gomzou inutil a n’en-ma-n’en, ha pa chencher a interlocutor.


————




SIMON A VONTROULEZ,


PE


AR MARC’HADOUR MERCER.




CHABISTR QENTA.


Petra eo Simon a Vontroulez.


« Men a ruill na zastum qet a guinvi, » eme ur proverb ancien, a meus clêvet va zad-côs o repeti alies ; an dra-se so evel pa lavarfet n’en em binvidiqer qet nemeur o chanç a blaç hac o redec ar bed. Evelse ivez, Simon a Vontroulez, pehini a veache abaoue daou-uguent vloaz eus an eil foar d’eben, gant ur marc’h sammet eus a zaou vaniqin carguet eus a varc’hadourez, ne voa-én qet deut da veza goal binvidic er vicher-se ; mes gounezet en devoa ennan an experianç, pehini a dalvez aour, rac beza en devoa daoulagad ha diouscouarn mad ; guelet en devoa calz a vroyou, calz a dud, ha clevet calz a draou. E vemor a voa excelant, en hevelep fêçon m’en devoa sonch mad eus a guementse ; hac evel m’en devoa Doue favoriset anezàn eus ur sqiant eün hac eus ur speret just, ec’h elle rei da bep hini conseillou mad. N’o esperne qet en effet da zen, ha n’en devoa qet a vrassoc’h plijadur eguet ar gonversation ; marteze memez, ec’h ellet e dremen evit ua nebeudic bavarder. Qementse na ampeche qet ar re en selaoue d’en em gaout ervad eus a se : rac ellout a eller lavaret penaus an hini a selaou, a implich alies guelloc’h e amzer eguet an hini a gauze. Evit feat eus a Simon a Vontroulez, na implije qet fall e hini en eur gauzeal, pa zeo güir, er c’hontrel, na lavare nemet traou sqiantus, eus a bere ec’h elle an oll profita, ha demeus a hend all, qent eguet en em laqat da gauzeal, en devoa pell-amzer sellet ha sellaouet.

Petra benac ne voa qet goal binvidic, e damic commerç en devoa gouscoude procuret dezàn ar voyen da sevel ur famill nombrus aoüalc’h, ha da veva en e-unan en e eaz. Hoguen, evel na zê qet e zezirou en tu-all, e zoa parfetamant eürus, hac e clêvet alies anezàn o lavaret ne zeus güir baour nemet an hini a c’hoanta muioc’h eguet na ell caout. Cuntinui a rê da labourat, da redec ar foariou, en despet d’e oad dija avancet ; rac lavaret a rê c’hoas ne zeus qet a vrassoc’h adversourien d’ar bonheur ha d’ar yec’hed, eguet an didalvoudeguez hac ar feneantis. Evelse an tad Simon a voa leun a yec’hed, gant e benn moal ha gant an nebeudic a vlêo guenn a chomme endro d’e ziouscouarn. E visach a voa atao laouen, hac e ziou chaud rus ha lard a rê mil blijadur da velet. Douguen a rê e gôf bras gant calz a êzans ; bale a rê eün, ous en em souten var e vas a veach.

Simon a Vontroulez a voa bet destinet gant e dad da veza bêleg, ar pez en devoa grêt dezàn studia en e yaouanqis. Mes, goude se, dre n’en em sante qet a vocation aoüalc’h evit ramplissa dignamant ar fonctionou important eus ar stat-se, e sonjas : El leal, emezàn, va zad a zo bet merceric ; he bien, me fell din er beza ivez ; un avantach benac zo bepret o heuill micher an tad. — Gouscoude, Simon en devoe hep-cess d’en em veuli, etro pad e vuez, demeus an instruction a behini en devoa profitet. Guelet a rê güelloc’h qement a voa, hac ec’h anaveze peb tra dre e speret parfet. An inclination en devoa conservet evit al lectur a brocure dezàn alies ur blijadur agreabl hac util : avichou memes e zeo en em aviset da scriva ar pez a droe en e benn, p’en deveus bet lêzet e afferaou amzer aoüalc’h dezàn evit se.

An discadurez-se a voe hepqen an oll fortun a lezas dezàn e famill. Mes an heritach-se a dalvez muioc’h eguet calz a arc’hant, rac procuri ra ar voyen da c’hounit, elec’h an ignoranç na gundu nemet d’e goll. Gouzout a rê se ervad, an tad Simon, rac na heane da c’houlen ous qement den a gave : — Caç a rit-hu ho pugale d'ar scol ? Bezit soign mad d’o c’haç : ennes eo ar c’haera presant a ouffac’h rei dezo. Ma na ouzont netra, o devezo bepret ezom eus a re-all, hac e vezint tromplet alies.

Mont a rit da c’houlen diganén penaus ec’h anavezàn qencoulz an tad Simon ; cetu amàn penaus : Un devez ec’h antreiz e ty an A. Lédan, Imprimer-Librer e Montroulez, e pelec’h em boa affer. Simon a voa occupet da brena Deveriou ar C’hristen, Curunen ar Verc’hes, Instructionou Christen, An Devez Mad, Abrege eus an Doctrin Gristen, Reglamant a vuez, etc., levriou pere na anavezet qet guechal, hac en deveus publiet divar e goust e-unan e faver an dud divar ar meaz. Simon a zalc’he un tamic cos levr en e zorn : Sellit, emezàn dìn ; cetu aze ul levric dister aoüalc’h, herves an apparanç ; mes, m’en assur, ma ve gouezet an traou caer a zo ennàn, e tiredfe an oll d’er prena. Rac, n’en em dromplit qet : er voestou bian e vez an ongantchou mad. Ne ouffen biqen er meuli re. Mes, dre ma zoun presset, e lavarin hepqen : Prenit Ar Pautr-Côs Richard ; ha da c’hortos, dalit emâ, ha lennit-àn d’ho tud ; bezit certen e viot oll contant, goude beza e lennet.

Conversation vrao Simon a Yontroulez a seblantas dìn qen carguet a furnes, ha qement a lavaras dìn divarben e veachou a voa qen interessant, m’am boe ractal c’hoant da ober ur veach gantan. Justamant en em disposi a rê da bartial evit foar Castel, e pelec’h e c’hoantae en em renta. Goulen a ris outan caout ar blijadur d’e accompagni ; ne c’houllenne qet vell, hac ar pez a voe lavaret a voe grêt. Eus a Gastel en heuillis pelloc’h, hac e rejomp assambles an drô demeus ar pemp departamant a Vreiz, da c’houzout eo : Finistèr, Morbihan, Loir-Inferiol, Isl-ha-Vilain ha Costez-an-Nord. Joa bras am boe, rac credi a ràn beza profitet eus a gonseillou va c’hamarad veach. Mes evel na garfen qet beza va-unan hepqen o profita diouto, e zàn, va mignon lenner, da gonta dêc’h ar pez ameus gallet delc’hel eus va beachou.





CHABISTR II.


Simon a Vontroulez a ya da foar Castel, e pelec’h e rancontr c’hoarierien dinçou, mil-a-câz, flu, ha meur a c’hoari all a hazard difennet, charlatanet, etc.


Calz a dud a voa e foar Castel ; darn a verze, darn all a brene, hac oll gouscoude en em glêmet dious an amzer dies a rene.

Qerqent ha ma parissas Simon, e tiredas calz a dud pere en anaveze, d’en em laqat endro dezan. Dre ma voa fontet mad e reputation a honestis, en devoe buan guerzet ar varc’hadourez a dleye guerza, ha prenet ar re a bere en devoa ezom ; rac an afferaou so prest renget gant an dud zo anavezet evit nonpas trompla den, na beza tromplet o-unan. Neuze ec’h ejomp da bourmen dre ar foar. Simon a arrête bepret el lec’h ma voa foul. Ah ! cetu c’houi eta er vro, tad Simon ! a lavaret dezàn. Eh bien, penaus e za an afferaou ? — Eleal, eme Simon, mad aoüalc’h ; gousout a rit ervad e zòn bepret contant, ha n’en em glêmàn james. — Eurus oc’h, tad Simon , da sonjal er guis-se, rac an amzer neo qet favorabl ; na rêr netra, hac ar c’hontributionou a so spontus. — Gouzout mad a ràn, eme Simon, n’en deo qet pinvidic ar vrô hac e zeus calz a gargou da baea ; mes anzav a reot dìn penaus, ma na ouffen qet se, ne alfen qet nemeur en em doueti , hervez ar pez a velàn amâ. Cetu dre aze nombr bras a varc’hadourien pere a seblant dìn güerza mad a oüalc’h o marc’hadoures. Fachet bras oun gouscoude da velet ar re na verzont nemet c’hoariellachou ous en em disober eus anezo buannoc’h eguet ar re a offr traou util. Emedoc’h o paouez prena goalinier ha dantelezou da orni ho pried, ha pa vezo deut an amzer yen, e vanqo dêc’h marteze un tapis mad a c’hloan ; ha neuze e leverot na ellit qet er prena, dre ma oc’h eus ho contributionou da baea. Clêvet a ràn dija ac’hanoc’h o vurmuri a enep ar mêr, evel pa ve se deuse faut ; hac a enep ar gouarnamant, evel pa elfe paea die ar vrô hep ho sicour. Elec’h murmuri hac en em glêm, na raec’h-hu qet guelloc’h o labourat ha dastum ? Al labour a chasse ar vizer, hac an dastum eo en ampech da zont.

Pa zistrois da Vontroulez demeus va diveza beach, na gavis mui nemet tyes a gommerç, nemet goaset, graguez ha bugale pere en em avise da gomz evel pennou scanv eus a afferaou ar gouarnamant, ha da gontrolia qement a rêt. Epad an amzer-se al labour a chomme a blat, hac ar vizer a errue e trein vad. — Parbleur ! emedòn-me, ober a rit aze traou caer, hac e qemerit ur fêçon vrao evit diminui ho contributionou ! Cuntinuit da fumi, da feneanti, hac ho pezo souden ar blijadur da velet hoc’h amezeyen o tont da veza pinvidic divar ho coust, ha da ober goap ac’hanoc’h. Comprenet o deveus se ; commancet int da labourat gant courach, ha cetu ma n’en em glêmont mui bremâ. Grit ivez evelse, va mignonet, ha ne santoc’h qet ar bouez eus ho cargou. Ne zeus qet a vrassoc’h cargou eguet ar re en em roomp hon-unan dre ar feneantis hac an dissipation.

Ha n’en deo qet ho mab-hu eo a velàn duont o c’hoari dinçou, e pelec’h e coller an arc’hant, peguement benac e c’honezer ive diouc’h-tu ? Penaus e souffrit-hu se ? N'a ouzoc’h qet eta, Fanch, ne zeus habitud ebet qen dangerus da zelc’hel evel ar jeuyon hazard ? Beza zo lezennou mad a zifen bep seurt jeu fall evel ennes, ha calz a re-all eveltàn, hac ec’h autorisit ar re a vanq dezo, en eur laqat anezo da c’hounit ! Gouzout a rit-hu petra eo ur c ’hoarier ? Un den eo pehini a gommanç dre goll an arc’hant a apparchant dezàn, goude-se arc’hant an hini so sot aoüalc’h da bresta dezan, hac a achu peurvuia da laeres e dad pe re-all, pa na ell caout credit.

Ha c’houi, Yan, ma n’eo em dromplàn qet, e velàn ho merc’h occupet bras o selaou ur c’hanjoler, pehipi a gont dezi falibolennou, Hervez fêçon an amourous-se, e veler ne glasq nemet amusi ho merc’h. Laqit evez mad, Yan ; ho merc’h a rafe guelloc’h serri he diouscouarn d’an horistal-se, evit en em delc’hel da ur paurt yaouanq fur, courajus en e labour, hac en deus ur güir attachamant evit ar religion : ennes eo hepqen a rayo boneur ho merc’h, hac a rento ho côsni eurus. — Penaus, tad Simon, eme Yan, ne garfec’h-hu qet e teufe ar yaouanqis d’en em hanti, d’en em amusi ? — Eo certen, eme Simon, mes en honestis e pep tra. Sonjit mad penaus ar merc’hed yaouanq alies a ro re a benn da certen tud yaouanq, pere na glascont nemet o zrompla, ha dre o c’homzou flour, o fromessaou vean, d’o goapât. Digorit mad ho taoulagad var guementse, rac ar c’heus a erru re divezat peurvuia.

Yan a santas ervad en devoa Simon rêson, hac a yas da guerc’hat e verc’h.

Er moment-se Simon a appercevas un den o tont etrezec hac én, gant un tamic paper pleguet en e zorn. — Petra eo an dra-se oc’h eus prenet, eme an tad Simon ? — E feiz, Simon, louzou eo hac a-zo excelant evit ar boan dent hac ar rêm — Piou en deus-én guerzet dêc’h ? — Atoue, an autrou-ont pehini zo guintet var ur gador, hac a c’hoari drompilh — Ah ! va mignon, un drogach fall oc’h eus prenet aze, hac an hini en deus-én guerzet dêc’h n’en deo nemet ur charlatan. Laqit eves mad da nonpas ober usach a guementse, rac na dleer james en em fiout er seurt remejou-se, pere zo guerzet gant tud n’o deus nep anaoudeguez er vedecinerez. Ha noc’h eus-hu qet sqiant aoüalc’h evit compren penaus ar boan dent hac ar rêm ne dint qet ar memes tra, ha na c’houlennont qet ar memes remed ? Ar seurt tud-se zo ampoesonnerien, pere a ra goab ac’hanoc’h en eur receo hoc’h arc’hant. Ur vech emeus cavet unan hac a verze bouligou bian milfic bara, dindan an hano a billinennou a enep ar c’holica, hac a c’hoarze a greiz calon en eur laqat o faea goal guer d’an dud diot a amuse gant e gomzou caer. Remed ur charlatan a zo dangerussoc’h eguet an droug. It, va mignon, ha pa ho pezo ur boan benac, consultit ur medecin anavezet.

Estrancha tra, eme Simon a Vontroulez ! en em glêm a rêr eus an amzer a vizer, hac e caver arc’hant evit prena traou sot, evit c’hoari, evit prena drogach fall pere na dalvezont netra !





CHABISTR III.


Simon a Vontroulez a ya da velet an dançou, a gomz var an didemperanç hac a gont un histor var ar sujet-se.


An deiz varlerc’h e quittajomp Castel hac ec’h ejomp da Lesneven, e pelec’h e zoat o tançal. Evel ma tremene Simon dre eno bep bloaz e voa anavezet mad ; evelse ivez an oll a voa contant d’e velet : quittât a rejot memes ur moment an dançou evit en em dastum en dro dezàn ; mes souden en em leqejot adare da zaillat gant joa.

Presanç an autrou mêr, den veneret meurbed gant tud e gommun, na gene mann an dud vad-se. An dud yaouanq hac ar merc’het yaouanq en em gundue en honestis, ha pep tra a dremene ar guella tout. Gouscoude, pa antrejomp en un hostaliri evit qemer hon repas, e veljomp un den yaouanq pehini en devoa evet bete coll e benn. Er stat trist-se e talc’he proposiou vil, en hevelep fêçon ma voe prevenet an A. mêr, pehini en laqas cundui d’ar prison. Gant plijadur e clêvjomp ar mêr a fêçon-se oc’h adressi qentelliou fur ha douç d’an hostis, var ar gaou en devoa bet da lezel an den yaouanq maleürus-se da eva en-tuont d’e ezom.

Guelet a rit-hu, eme Simon a Vontroulez, peguen mezus ha peguen disenorabl eo ar viç a didemperanç ! Cetu aze un den yaouanq pehini na gredo mui en em disqeuz dirazoc’h hep rusia, c’houi pere a seblant oll beza mad hac honest. Eurus c’hoas ma zeo deut an A. mêr a benn d’en laqat e câz d’e ampech da ober sotoniou da bere ec’h elje en em livra ! rac ur maleur benac a elle erruout gantan, evel a erruas gant ar paour-qêz Philip-se, pehini a vije bet un den enorabl, panevert e banchant bras d’ar güin, hac a zo hirio an deiz er galeou, abalamour m’en devoa evet dreist-musur. — Oh ! tad Simon, contit eta deomp histor ar Philip-se, eme ar bautret yaouanq. — A galon vad, va mignonet, ha goude se e contot anezi d’ho camaradet, evit ma tachint da brofita demeus ur seurt exempl.

HISTOR PHILIP.


Philip, eme Simon a Vontroulez, a so mab d’ur boulonger honest, pehini a meus anavezet e Brest. E dad en devoa savet anezan eguis un den a fêçon, hac en e-unan en deus ur galon vad ha calz a galiteou estimapl. Mes na zeus ezom nemet eus a ur viç hepqen, evit renta inutil nombr a vertuziou. Ar paour-qêz Philip-se a brouv qementse. Goal abret e voa en em accustumet da eva hep moder, en hevelep fêçon na vije cazi james capabl da ober e labour. Enoui a rê e labour anezàn ive, rac caout a rê muioc’h a blijadur oc’h eva ur verennad vin eguet o laqat toaz e gô. Gallet en devije gouscoude heuill micher e dad, ha beva gant enor ervad ; mes e voal-banchant a voa trec’h eguet nep consideration ebet, hac ouspen se, ar gonnessançou fall en devoa grêt en hostaliriou a êchuas d’en distrei deus e zeveriou.

Anfin, un devez en eur vezvas gant ur zoudard yaouanq a voa en garnison en Brest ; he-màn a gonseille Philip d’en em angagi, oc’h assuri dezàn ne voa netra preferabl d’ar vicher a zoudard ; ne voa mann da ober, emezàn, hac ec’h ellet en em divertissa adalec ar mintin betec an nos. Philip charmet o clêvet ur seurt langach, a yas qerqent d'en em angagi, hep sonjal en desolation e zê da laqat e calon e dad hac e vam. Na zaleas qet da veza punisset eus an ancounac’h a en devoe evit ar re da bere e tleye ar vuez.

Cetu én anrolet hac o vont bep mintin d’an exerciç. Ne voa qet se ar c’haera eus ar vicher, ha Philip a gommance da zantout n’en devoa qet e gamarad comzet dezàn eus a zifficulteou ar vicher. Un devez e pehini ar maleurus-màn en devoa evet eus ar mintin gant daou pe dri sujet fall eus ar regimant, en em bresantas en exerciç, en ur stat nebeut dereat. Ne oar petra a ra, hac e laqa ar re all da vancqout, rac na glêo qet ervad, trantella ra, bale ra var dreid e gamaradet. E serjant a fell dezàn e laqat da sortial eus ar renq, hac a drap en e golier. Philip na gav qet se ervad : tenna ra e sabren hac e vless ar serjant. Qerqent e zeo arrêtet ha cunduet d’ar prison ; condaonet eo d’ar maro, evit beza savet e sabren var e chef.

Ar serjant a voa un den a fêçon, hac a suplias ar c’horonal da implori madelez ar roue e faver ar maleurus Philip, hac ar roue a ziminuas ar boan ; Philip a zo hirio er galeou. Me ho lez da sonjal pebes glac’har eo se evit e dud ! Philip na voa qet grêt evit an disenor. Mes, hac én a ell den gouzout bete pe hent ec’h eller mont, p’en em lezer gouarni gant an didemperanç ? Na velàn netra dignoc’h a druez eguet un den pehini en em expos da goll e benn ha d’en em renta hanval ous an anevalet. Seblantout a ra din e zeo muioc’h da glêm eguet ur foll ; rac ar mezventi a zo ur güir follentez, hac e ve mezus bras dìn beza en em rentet foll dre va faut.

P’en devoe an tad Simon achuet da barlant. e voa un den yaouanq o voela. — Petra oc’h eus-hu eta, va buguel ? eme Simon a Vontroulez. — Hoc’h histor eo, a respontas an den yaouanq, a re dìn qeuz bras ; rac mar deo en em vezvet Jopic, e zeo me so caus, o tont d’en disfia da eva. Birviqen na vijen en em gensolet, ma viie erruet gantàn evel gant Philip. — He bien, eme Simon, credi a ràn n’en em amuzot mui da ober c’hoariou fall er guis-se. Guelet e rit penaus an distêra tra a c’hoarvez eus a guementse, e zeo d’en em ober droug ha da vont da gousqet d’ar prison.





CHABISTR IV.


Simon a Vontroulez a so indignet a enep ar re a oüal—drêt an anevalet.


Bale a remp tranqilamant var hent Brest, pa glêvjomp en ur c’hroashent e pehini e voamp tost erru, leoudoueou spontus ha toliou bas horrubl a rê calz a drous ; mes na velemp netra. Ractal ec’h erruas-ur c’har gouall garguet, sternet eus a zaou varc’h hepqen. Ar marc’h bleyn-a voa discaret, hac evel michanç an tolliou fouet n’o devoa qet allet laqet anezàn da zevel, ar charetour brutal a guemeras ur gueneuden hac a bile var costeziou al loen paour, pehini na save qet buannoc’h evit se.

Ha foll oc’h-hu, eme Simon a Vontroulez ! c'hoant oc’h eus-hu da laza al loën maleurus-se ? Nan ? vantredie, eme ar charetour infernal, en eur leusquel bepret mallozou ; ne vanqfe dìn nemel se evit beza ur pautr-brao ! Mes ar c’hoqin marc’h-se pehini a ra dìn en em daoni un heur zo, a zo capabl da c’hoari an tol-se dìn da grevi expres. — Eleal, eme Simon, en e blaç no vanqfen qet da se ; rac guelloc’h e ve dìn beza mil guech maro, eguet servicha ur mestr brutal eveldoc’h. Reqeti a ràn dezàn a greis calon, evit e voneur hac ho punition na savo qet eus alesse. Gouscoude e zeomp d’ho sicour ; mes dre druez eo evit ho loën, ha nonpas dre interest evidoc'h. Ha forç so dìn dre bez rêson, eme ar sauvach, nemet em sicourot d’en em denn eus a ambaras !

Ober a rejomp, en effet, hon oll bossubl evit sevel ar brancardou, hac epad qementse, daoust d’ar pez a lavare Simon, ar marc’h qéz a receve bepret tolliou treid en e gosteziou digant ar charitour, en eur douet-doue. Al loën paour en em savas anfin var e ziouc’har, oc’h ober no effort diveza ; mes ne voe qet evit pell-amzer. Dielc’het oll e voa, hac e seblante souffr calz en e oll izili. Ar goad a ruille eus ar gouliou o devoa grêt an tolliou dezàn. D’ar c’henta tol fouet, e clasq ober ur pas ; brancellat a ra, hac e qüez a nevez ; mes evit ar vech-mâ e zeo inutil essât e laqat da sevel, rac mervel a reas ractal.

Ar goler hac an dispit eus ar charetour en laqe neuze da leusqel leoudoueou horrupl : A betra e teuìn-me brema, emezàn Ret eo dìn en em renta varc’hoas en Brest ; respont a ràn eus ar varc’hadoures zo em c’har. Cetu dija collet ur marc’h ganén, hac e zàn c’hoas da goll ar pez a deue dìn evit va chare, ma ne erruàn qet varc'hoas!… Ah ! coqin, fripon marc’h. — Qementse a zo caer, eme Simon : laza rit ho marc’h, hac en em glêmit c’hoas dioutàn ! Petra fell dêc’h e raje a vuioc’h eguet mervel en ho servich ? An neb zo cruel en andret al loëned, hac a ancounac'ha penaus e souffront coulz ha ni, a voal-drêt anezo hep utilite, a dlefe sonjal da viana e zeo ret menaji ar servicher eus a behini hon eus ezom. — Qementse oll zo mad ; mes penaus a rìn-me bremâ evit cuntinui va hent ? — Ar pez na ouzomp qet eo se, eme Simon ; ha qement a ellimp ober evidoc’h, e vezo digaç dêc’h qezec deus an tosta villagen. Qemeri tpaciantet da zeport ; sonjit mad er pez zo diguezet ganêc’h, ha tachit da non pas laza ivez ho marc'h all. Qen a vezo.

Dre ma pellaemp outàn, e clêvemp c’hoas anezàn o vlasfêmi. An tad Simon a voa indignet oll eus a se, hac e zaoulagad lem a luguerne dindan e valvennou guenn, en eur gauzeal dìn eus ar pez e voamp o paouez guelet. A viscoas, emezàn dìn, e meus remerqet penaus an dud a drêt ananevalet gant crueldet, a zo tud mechant. An hini a vel hep encres goal-drêti ur marc’h pe ur c’hy, n’eo qet pell da veza insansibl da boaniou e nessa ; ha pa en em accustumer da ober droug d’al loëned, e vezo grêt ive souden d’an dud. Beza e zeus broyou e pere an drêtamanchou fall grêt d’an anevalet, a zo punisset herves al lezennou. An-dra-se a seblant dìn just. Mes en Breiz-Izel, e pelec’h ne medi qet an usach-se, e carfen e vez disqeuzet gant ar bis ha livret da vepris an dud a fêçon, nep piou benac zo barbar aoüalc’h evit beza brutalliset ur marc’h pe ur c’hy, qercoulz evel evit beza scòet ur re benac fêploc’h eguetàn, na ell pe na voar qet en em difen. En em drompla a rafen calz, ma n’en deo an den-hont emedomp o paouez quittât, qen lach evel ma zeo cruel. Mes goude tout, na gomzomp mui eus anezàn, pa zeo bet punisset qen buan eus e vrutalite, dre ar feat memes eus ar brutalite-se.





CHABISTR V.


Simon a Vontroulez a ro da santout an oll avantajou eus ar scoliou e pere ar vugale en em zesq an eil eguile, dre an descadurez mutuel.


En eur aruout en Brest, ec’h ejomp da loja, evit tremen diou nosvez, en un hostaliri vian ha modest, tostic da dôr qær. An hostizes e devoa tri buguel, daou bautr, pe eus are ar mab hena en devoa vardro unnec vloaz, hac ur bautrezic a zeis pe eiz vloaz. Simon, pehini a bep amzer en deus caret ar vugale, en em rentas souden mignon bras d’ar re-mâ, en eur c’hoari gante e tal an tân, da zeport ma vije prest coannia. Mes dre na ancounac’hae james an traou util, en em avisas da c’houlen digant ar mab hena ha gouzout a râ lenn ha scrifa. Ar buguel qèz a respontas gant un nebeut a vez na vouie netra a guementse. An tad Simon n’en em amusas qet da gresqi confusion ar pautric, rac santout a rê ervad penaus e voa an dra-se dre faut e dud, ha nonpas dre faut ar buguel, mar boa ignorant. Mes Simon a c’halvas ar vam, hac a lavaras dezi : Fanchon, ha na Sonjit-hu qet laqat disqi lenn d’ho pugale ?

Fanchon. — Mes, tad Simon, falvezet eo bet din laqat disqi un dra benac d’an hini bras, hac ez oun bet forcet da renonç da se, rac ne gomprene netra eus ar pez a zisqeuze e vestr dezàn.

Simon. — He bien, Fanchon, ret e vije na entente e Vestr netra e-unan. Mes, perac ne gacit-hu qet anezàn d’ar scol, coulz hac e vreur ?

Fanchon. — Eléal, Simon, rac sonjal a ràn na zisqint qet muyoc’h.

Simon. - Ar pez ho trompl eo se, Fanchon. Beza oc’h eus amàn scoliou mutuel, e pere e zeo impossubl nonpas disqi.

Fanchon. - Evit güir. clêvet a meus comz eus ar scôl-se, mes n’ouzòn qet petra eo.

Simon. — Er seurt scoliou-se ar vugale en em zisq an eil eguile da lenn, da scrifa ha da ober chiffr ; disqi a rêr ar C’halekis. an Aviel, ha qement tra a ranq ur buguel da c’houzout evit dont da veza docil, soumetet, christen mad, hac enfin da veza tud honest, ha memes evit beva disepandant ; rac an hini na voar netra en deus bepret ezom deus ar re-all, hac a chom dindan zujidiguez an oll.

An afferaou, Fanchon, ne zint grêt mad nemet pa vez capabl peb-hini da ober e-unan e re ; tleout a rit er gouzout. Ho pried na voar na lenn, na scrifa, na counta ; ma na vec’h-hu qet aze, penaus-e zafe trein ho ty ? Eurusamant e zoc’h capabl hoc’h-unan da regli ho countchou, ha dre se oc’h certen da nonpas beza tromplet. Ha ne allit-hu qet prisout an avantach-se, ha sonjal ervad da laqat ho pugale d’en em brocuri ar memes faveur ? Pa voezint lenn, scrifa ha counta, eh bien ! da zeport ma vezint en oad da gundui o afferaou o-unan, e sicourint ac’hanoc’h eus ar bec’h pounner-se en ho côsni. Sonjit ouspen penaus e vezint habituet d’al labour ha d’an urz vad ; penaus ne vezint na c’hoarierien, na feneantet ; penaus o devezo recevet principou a religion hac a honestis. Pa ho pezo rentet anezo instruet, tud a fêçon ha mignonet d’al labour, n’ho pezo nep poan o placi anezo ervad : mad e vezint evit pep seurt stat, hac e vezint clasqet memes. Mes, er c’hontrel, mar o lêzit en ignoranç hac er feneantis, en em roint d’ar viçou, hac e rint dêc’h calz a chagrin. Allon, Fanchon, ret eo absolumant d’ho pugale mont varc’hoas d’ar scôl, ha me o c’hunduo.

Fanchon. — Hervez ar pez a livirit, tad Simon, na c’houlennàn qet guelloc’h, hac en em gonfian ennoc’h en oll.





CHABISTR VI.


Simon a Vontroulez a gundu d’ar scol ar vugale a golle o amzer.


An deiz varlerc’h vintin, Simon a Vontroulez ha me e qemerjomp peb-hini ur pautric dre an dorn, evit en em renta ganto d’ar scôl mutuel. Fanchon a deuas ivez ganeomp gant e fautrez, rac curius e voa da velet ar pez e devoa clêvet gant Simon. Ur pautric a deuas da zigueri an nôr deomp, hac ar mestr en em hastas da receo an daou scolaer nevez a bresantjomp dezàn.

Evel ma errujomp, e commance ar scôl. Eno e veljomp vardro daou-c’hant buguel, pere a oboisse da gestou unan eus o c’hamaradet, placet var strad ar mestr, e qalite a Vonitor-General, ha peb banqat bugale a oboisse goude d’ar Monitor particulier. Oll e labourent assambles. Ar re yaouanqa a verqe lizerennou var sabl ; re all a sqrive var mein tô, dindan dicte ar Monitor ; anfin, ar re habilla a scrife var paper en ur fêçon surprenus. Remercout a rejomp var bisach an oll vugale-se un ær a laouennidiguez hac a gontantamant, pehini a rê plijadur da velet, hac a brouve penaus ar studi ne devoa evito nep dic’hout na netra a repoussant. Fanchon a voa ravisset oll, hac a drugarecae Simon. An daou bautric a voa dija presset da vont var ar banq evit labourat evel ar re all. Mes pa gommançjont gant al lectur ha m’en em rentas Peb-hini d’e anter-qelc’h dirac an daulennou, an daou vuguel-mâ na eljont qet miret da sailla gent ar joa o devoa da velet qementse.

Eb bien, eme Simon a Vontroulez da Fanchon, ha sonjal a rit-hu bremàn penaus ho mab, pehini na zisqe netra, na zisco qet amàn un dra benac ? - Biscoas, eme Fanchon, pa velis gement a volontez vad ennàn. — Pardie, eme Simon, er c’hredi a ràn ; mes gouzout a rit-hu perac ? Eleal, dre na vezo amàn james genet, ha m’en devezo al liberte necesser. Clêvit, Fanchon, hon bugale so eurussoc’h eguet ne domp-ni bet. An traou-mâ oll ne voant qet eus hon amzer. Neo qet en eur c’hoari e tisqemp-ni lenn, hac e credàn mad e conservàn c’hoas en un tu benac, merqou patant eus a zisciplin va mestr foet-lost. Anzavit e vez fall deomp lêzel hon bugale en ignoranç, hac er feneantis, ha dont da neglija an oll voyenou a offrer deomp evit o zenna eus ar viçou-se. Peguen noazus eo an ignoranç hac ar feneantis ! Un douar fall eo, e pehini e sav hac e cresq an oll viçou. Ma anavezit eur re benac, Fanchon, hac a neglich rei education d’o bugale, lavarit dezo penaus un deiz da zont o devezo qeuz, hac e rentot dezo ur servich bras meurbet.

Convenet e voe eno ec’h antreje an daou bautric er scol, goude lein, hac e sortiemp, pa deuas ivez ar bautrezic, pehini ne devoa c’hoas lavaret netra, mes pehini gouscoude e devoa guelet ha clêvet oll epad ar scol, da c’houlen digant he mam hac hi na elje qet ivez dont d’ar scol gant he breudeur.

Ar merc’hedigou-vian, eme Simon, ne zeont qet da scôl ar bautret ; mes beza so ur scôl all evito, e pehini e tisqont lenn, scrifa ha counta, hac ouspen se, ober stam, griad, ha calz a draou all. Goulen ous da vam ma zi d’ar scol-se.

Ar Bautres. — Oh, va mam ! c’houi am c'haço d’ar scôl-se, neo qet guir ?

Fanchon. — Ia, qèz. Eleal, tad Simon, un obligation veritabl ameus dêc’h.





CHABISTR VII.


Simon on Vontroulez o laqa an accord etre daou chicaner.


Simon a Vontroulez en devoa affer e Qemper, hac evit en em renta eno, e ranqe tremen dre Landerne, ar Faou ha Castellin. Qent arruout eno, ec’h arretjont da gousqet en un hostaliri er Faou, e pehini e voa dija calz a dud arruet arocomp. Simon, pehini a garre ar gompagnunez, a broposas coannia oll assembles, en eur baea peb-hini e scoden. E broposition a voe approuvet gant an oll, hac en em laqjot gant joa ous taul, da zebri ur zouben vad, qig ha patates.

Er moment ma êrujomp en hostaliri-se, e voa daou ozac’h er gueguin ous en em disput ferm. Na êchuent qet c'hoas , memes pa zoat dious taul, hac e cuntinuent d’en em dascani, o guenou leun a voued. — Lavarat a rin dit c’hoas, eme unan, ar pez a meus lavaret cant guech c’hoas dit : Tremen trégont vloaz zo e labouràn an tam parq-se , ha na anavezàn nemet se. — Mes, vantre-chien, eme eguile, tremen trégont vloaz so ivez ec’h eus tor d’en labourat, pa ne apparchant qet dit ! — Penaus ! neo qet din-me ar parqiq—se ? - Nan, hac er prouvin dit. Va actou a meus, hac ar c’hadastr a brouvo ivez penaus an tam douar-se a apparchant ous va farq-bras. — Me ra goab dious da gadastr, hac e labourìn ar c’hoign-se evel m’em eus-én grêt bete vremàn. — Ne labouri qet anezàn. - Eo, eber a rin. — Procedi a rimp. - Evel a guiri. — Coll a ri, rac prescription a so. — Ret e vezo prouvi-se. — Grêt e vezo. — Oh ! un tribunal zo e Castellin.

Arça, eme Simon a Vontroulez, hac êchu oc’h eus—hu souden ? Pe evit youal pe evit debri e zomp-ni amâ ous taul ! — Ur frippon eo, a fell dezàn en em ampari deus va madou, eme unan eus an daou chicaner. — Un haillon eo, eme eguile, a brofit eus va re-me abaoue trêgont vloaz zo, hac a refus d’o renta din. — Bep bloaz ec’h avanç un nebeudic eus e erven var va douar. — Hac e fell dêc’h procesi evit se, eme Simon ? Peguement a ell ar c’hoign-douar-se da dalvezout ? — Eleal, daou c’hant scoët. — Ah ! an dra-se a dal sur ar boan da vont da zispign pêvar pe bemp cant scoët, evit gouzout da biou ec’h apparchanto ! — Penaus ! pêvar pe bemp cant scoët ? — D’an nebeuta, eme Simon. Guelet a ràn ervad na ouzoc’h qet petra eo ur proces. Na renter qet a justiç er bed-mâ evit netra. — Coustout a ra qer evit caout rêson, ha c’hoas muioc’h evit caout tor. Pa broceder, e ranqer paea an avocat, ar procuror, ar greff, an anregistramant, an timbr, hac an dra-se a za goal-vuan, daoust peguen goustat e za ar proces. Neuze pa vez êchu, an hini a goll na entent nep rêson ; appeli a ra, hao e zeo ret commanç a nevez da goll hac an amzer hac an arc’hant. Ur proverb so hac a lavar penaus e fin ur proces, unan eus an daou chicaner a ya qüit gant e rochet, hac eguile en noaz : da lavaret eo penaus unan en deus collet calz, hac eguile so revinet. Netra a guen certen, va mignonet. Doue d’am preservo da laqat biqen va zreid e ty ar chican ? Ur güir bunç hep fond eo ; qement so a antren ennàn, ha netra na sorti. Ma falvesse da ur re benac va laqat da brocedi, me gred dìn ec’h abandonfen dezàn an anter eus ar pez a bossedàn, rac da viana, an anter all a chomfe ganén ; hac ouspen-se, va repos ha va c’housqet, traou da bere e talc’hàn calz. Clêvit : mar am c’hredit, en em accordit, ha na brocedit qet. — Mes, tad Simon, neo qet me a fell din pledi ; én eo a zo chicaner evel un Normand, ha ne fell qet dezàn entent rêson. — Neo qet güir se ; ennes eo, er c’hontrol, a so gaouyat evel ur Gascon, hac a ra ar van da ignori e zeo din-me ar c’hoign douar. — Chicaner evel un Normand ! gaouyat evel ur Gascon ! cetu eno langach ha na sinifi netra, eme Simon ; ha neo qet honest deoc’h insulti tud hac a dalvez ar re eus ar vroyou all. An Normantet n’int qet goassoc’h chicanerien, nac ar Gasconet brassoc’h gaouyadet eguet tud hon bro. An Normand a sonch pell-amzer evit lavarat ia pe nan, an dra-se a ell beza güir ; mes ur vech ivez m’en deus en lavaret, eo lavaret mad, hac ec’h eller counta varnàn. An dra-se a so guelloc’h eguet parlant evel ur penn avelet, ha da nonpas beza sur demeus ar pez a leverer pe deus ar pen a brometer. Tranqilloc’h e zoar var ur marc’h pennec eguet var ur marc’h froudennus. Surroc’h eo chom a blaç, eguet bale hep gouzout pelec’h e zear. Ar Gascon a so fin meurbed ; mes ive speredus, actif hac inginus eo ; gouzout mad a ra an em denna a affer. Ne zeus qet a zrouc evit se, pa ne deo qet divar goust ar re-all. Dre exempl : m’hor bez unan eus anezo amâ, me bari e rofe dêc’h ur voyen evit echui hoc’h affer, hep proces. Suposi a ràn e lavarfe dêc'h : credi a rit hoc’h eus rêson ho taou ; he bien, tennit d’ar blouzen vêr, qentoc'h eguet caout proces, rac ar c’hoari na dal et ar goulou, An dra-se na gousto netra deoc’h hac an hini a gollo en devezo c’hoas gonezet mui eguet n’en devije bet o c’hounit dirac justiç. Ma na fell qet dêc’h tenna ar blouzen-verr, eh bien, partagit eguis amezeyen vat, hac hep paea nep expert ; labourit neuze ho touar gant soing ; tachit da doubla ar profit, hac evit ur banne var guementse. — E feiz d’am doustiq, eme unan eus anezo, me gred en deus rêson. Petra a sonjes-te, Pierres ? Clêo, greomp evel a lavar ; arc’hant a vezo guelloc’h placet var un tam douar ouspen, eguet e godel un avocat. — Eh bien, jarnigoa, greomp se. Ia, Jacqes ; contant oun : d’as yec’het ! Mes se na ampech qet e zoa an tam douar-se dìn-me. — Oh ! biqen na gousantìn da se. — Allon, allon, eme Simon, mont a rit-hu c’hoas da gommanç ? Dioüallit dious bureau an timbr, deus ar procuror hac an hucher. — Bah ! bah ! na gemzomp qen var-se ; un affer grêt eo. Ho torn em hini.

Var se an daou den-se a bocas an eil d’eguile, hac ar gompagnunez a yas da gousqet en ur lavaret : drolla den eo an tad Simon-se ; mes ret eo conveni e zeo sur a guzuill vad.


————




CHABISTR VIII.


Conversation Simon a Vontroulez gant ur paour, ha qentel vad evit an dud orgouillus hac ar feneantet.


Na rejomp nemet tremen e Castellin, hac e partijomp qerqent evit Qemper. Ne voamp qet Ur c’hart-lêo a Sant-Herve, pa deuas an den yaouanq a vin mad, mes guisqet goall fall, da c’houlen an aluzen diganeomp. Simon dabord a sellas outàn gant attention, has a lavaras dezàn : Oh ! Oh ! va mignon, trista micher a rit evit hoc’h oad ! Penaus-ta ! bras ha crén oc’h ; ne alfac’h-hu qet labourat, elec’h chom evelse var an hent da zeport an dremenedi evit o importuni ? Na ouzoc’h-hu qet eo mezus qement-se, pa zo diou vrec’h mad evit gounit ar vuez ?

Ar Paour. — N’e meus qet a labour, Autrou.

Simon. — Peseurt micher a ouzoc’h-hu ?

Ar Paour. — Meur a hini a ouzòn.

Simon. — Goaz a ze. Guell eo nonpas caout nemet unan hac er gouzout ervad, eguet gouzout fall meur a hini. Marteze eo dre ma ouzoc’h re a vicheriou, na rit nicun eus anezo. Peseurt micher en devoa ho tad ?

Ar Paour. — Va zad a voa qere e Benac’h.

Simon. — Perac noc’h eus—hu qet heuillet e vioher ?

Ar Paour. — Va c’hoant a voa se, ha commancet-en devoa d’am laqat da labourat ; mes se na blije qet dìn. Goude e tisqis beza calvez, guyader ha qemener ; mes oll e tisplijent dìn, ha ne falveze qet dìn beza artisan.

Simon - Dre orgouill, michanç ! Petra eta a felveze dêc’h da ober ,

Ar Paour. — Commis em boa c’hoant da veza e ty un negociant, scrifanier e ty un noter, pe blacet en ur bureau all benac. Quittêt ameus Benac’h, gant an esperanç-se, hac e ziz da Sant—Briec ; mes na meus qet ellet parveni da netra eus ar pez a zeziren, hac e contàn mont da Guemper. Bet ameus ar maleur da goll va zad, ha debret ameus an nebeudic arc’hant en devoa roet dìn, goude beza bet calz a boan ous e c’honit. Anfin, en em velet oun hep ressourç ebet, ha reduiset da c’houlen an aluzen evel a ràn.

Simon. — Cetu aze da betra e cundu ar vanite da rusia eus ar gondition, hac an orgouill da falvezout sortial eus anezi, pa na zeus qet a dalant aoüalc’h evit se. Ma ho pije bet, va mignon, furnez aoüalc’h evit cuntinui micher ho tad, ho pije heritet eus e braticou. hac e vijec’h hirio an deiz un artisan honest, libr ha disepandant. Qement seurt micher zo enorabl, pa zint util, ha ma heuiller anezo gant honestis. Ne zeus a zisprisanç nemet evit ar pez a so dishonest pe inutil. Micher ebet na zizenor an den ; mes an den e-unan a zizenor e vicher avichou. An hini a fell dezàn pignat huelloc’h eguet na ell, a risq bep moment da goaeza izelloc’h eguet na zoa. Ha n’en deo qet folletez vras discregui ous ar pez a zo en dorn evit trapout ar pez a zo pell diouzomp ? Selaouit : traou vil eo an orgouill, an ambition hac ar vanite ; laqat a reont ac’hanomp da ober sotoniou, hac en em gargont o unan d’hor punissa. An hini en deus mez eus ar vicher en deus bet e dad, n’en deus qet ur galon goal vad : douguen a rayo ar boan eus a guementse abred pe divezat, hac e vezo forcet da rusia dioutàn e-unan. Recevet oc’h eus ar guentel terrubl-se ; mes petra ra n’en doc’h en em droet da ur vicher honest benac, qentoc’h eguet en em abandoni d’ar vicher mezus-se a rit ? Un tamic feneantis so ennoc’h. Laqit eves mad : ennes so ur viç a gaç pell. Ho cunduet en deus dija d’an aluzen, hep caout mez ; a nebeudic ec’h ell ho traïna bete da veza criminal hac hep remors. Un den didalvez ha feneant, a zo un dra inutil var an douar : na zervich na dezàn na da re-all ; ha pa varv, ne ra nemet diambarassi ar bed. Doue en deveus hon laqet er bed-ma evit labourat, ha da renta servich an eil d’eguile. E brovidanç divin en deus sourci var guement a zo. Falvezet e zeo dezàn e vije tud pinvidiq evit occupi ar beorien hac o laqat da veva. Mes roet en deus ivez d’an dud pinvidiq calz a sourci, evit na vijent qet nebeutoc’h espernet a boan hac a labour eguet ar re all ; rac Doue a vel peb den dre ar memes lagad, ha na ra nep distinction etre e oll vugale. Ret eo eta caout confianç ennàn, ha respeti e c’hourc’hemennou. Falvezout a ra dezàn e vez contant peb-hini er renq en deveus roet dezàn, ha Doue a voar guelloc’h eguedomp-ni ar pez so ret deomp. En em fiomp en e furnes ha na vurmuromp james. Ar religion a so aze evit hon ancouragi hac hor c’honsoli. Deut ganeomp da Guemper, hac e laqimp ac’h‘anoc’h da antren en eur fabric podiri ; ha ma en em gunduit evel ur c’hristen mad hac un den honest, bezit certen en devezo Doue soign diouzoc’h.

Simon a Vontroulez a brezegue avichou ferm ; mes pa c’hoarveze se, e sermon a vije bepret heuillet, evel a velit, eus a un action vertuzus benac.





CHABISTR IX.


Simon a Vontroulez a inspir ar resination, hac a ra concev esperanç da eul labourer digouraget.


Bonjour, den venerabl, eme Simon a Vontroulez, da ul labourer a voa occupet en e verger. Eh bien ! ha mad e za ar bed ganac’h er bloa—mâ ? — Calz a vanq, eme ar pautr-côs, en eur hija e benn gant tristidiguez.

Al labourer. — Allas ! guelet a rit ervad e zeo manqet an avalou, ha na vezo get a frouez. Cetu an eil bloavez e vanq an eaust, hac e velàn va greg, va bugale guèz ha me, var ar poent da vervel gant an naon. Na meus mui a gourach, ha na ouzòn petra da ober.

Simon. — Evit certen, ur maleur braz a errru ganêc’h, va mignon, hac ho clêm a ràn a greiz calon ; mes n’en deo qet ous en em lezel digouraji e remedior d’an droug. Arabat eo, evel a lavarer strinqa an trebez varlerc’h ar vassin. Bevech ma fell d’an den stourm a enep an adversite, e zeo certen da drec’hi varnezi. An hini a voar souffr gant resination, deport gant paciantet, labourat gant parfetet ha fermder, na vez james trec’het gant ar goual-fortun. Doue en deveus lavaret : En em sicour, ha me as sicouro. Mont a rit da lavarat dìn oc’h eus grêt oll qement a ellec’h, ha noc’h qet evit ampech an amzer gontrol da goll hoc’h eaust. Conveni a ràn eus a guementse, hac e zeo justamant abalamour da ze e tleit caout ar zicour hoc’h eus ezom. N’en em digouragit qet eta. Un den honest, ul labourer calonec na varv james gant an naoun, nac én, nac e vugale. Al labourerien douar a zo ar souten eus ar gouarnamant ; ha d’o zro, pa o deveus ezom eus anezhàn, ar gouarnamant a deu d’o zicour. Bezit tranqil ; ar Roue a evessa varnoc’h ; diminui a ra hoc’h impodou, ha mar deo ret, e fournisso dêc’h ar voyen da zeport evit ober hoc’h eaust ar bloa a zeu. Calon ha courach ! Ar maleur a so evel an dud lach ; poursu a ra an neb a laqa da grena, hac a dec’h pa zeporter ferm anezàn.

Al Labourer. - Bete hen ne meus qet manqet a gourach ; mes dre forç da vont ec’h uz.

Simon. — Oh ! oh ! mac’h uz evelse, n’en deo qet a dremp vad. Ret eo dezàn padout betec ar fin, rac er moment ma quitta ac’hanoc’h eo, marteze, ar moment e pehini e zeac’h da nonpas caout mui ezom eus anezàn. Allon, va mignon qèz, resination, paciantet ha fermder ! Countit gant se var madelez Doue, ha pa vezot en em dennet eus ac’halesse, bezit sonch emeus diouganet se dêc’h. Adie, den venerabl.

Al Labourer — Beach vad ha bennos Doue eus ho conseillou mad, Autrou qèz.





CHABIST X.


Téneridiguez Simon a Vontroulez, ha conseillou a ro var sujet un tremenvan hac un invantor.


Cetu ni arruet e Qemper : na voamp qet rentet a qæt, ma cundu Simon a Vontroulez hon den yaouanq d’ar fabriq podou pri, evit e bresanti d’ar mestr. N’en deo qet necesser lavaret penaus, arauc tout, en devoa bet ar soign da examina ervad paperou ar paour yaouanq evit en em assuri petra voa ; rac Simon en devoa re a brudanç hac a furnez evit en em raporti da gaujou un avanturier. Presantet gant Simon, evit pehini e voa calz a gonfianç hac a gonsideration, ar pautr yaouanq-se na elle qet mancout da veza recevet, nemet-na vije chommet plaç ebet. Qemeret e voe eta, goude beza prometet d’en em gundui evel un den honest, ha da labourat gant courach.

En eur sortial eus ar manufactur, Simon en devoe c’hoant mont ractal da velet ur mignon côs pehini a dleye an darn-vuia eus e fortun da gonseillou fur Simon. Ar mignon-se a voa ur marc’hadour mouchouerou, etablisset e Qemper abaoue pemzec vloaz. Bep bloa e rê c’hoas un affer benac gant Simon, pehini a loge en e dy peurvuia, pa dremene dre ar guær-ze. En em renta a rejomp assambles e ty an den a fêçon-se. Mes, ret eo sonjal en glac’har va c’hamarad Simon, en eur antren eno, o caout ar famill antier er brassa disesper, hac o c’houzout e voa ar paour qéz Guillou o paoues mervel, goude ur c’hlénved a bempzec deiz. An intànvez, he mab, he merc’h hac he mab-caer, na eljont nemet poqat da Simon, en eur grial. Ar paour qèz Simon a voa trist meurbed hac accablet oll gant ar c’heuz d’e vignon, evel pa vije bet e vreur propr. Ar guel eus a guement se a rê frailla e galon, ha glac’har Simon a voa qen bras, na ellis qet miret da scuilla daelou stanc, peguement benac ne anavezen qet an den maro.

Goude beza paeet ar c’henta dle da vemor e vignon, Simon a Vontroulez a sonjas en interest ar famill-oll. Ne voa qet demeus an dud-se pere, pa velont ar re all o souffr, a dec’h el lec’h rei sicour dezo, var digarez, emezo, e zeo re dener o c’halon evit guelet un den ebars en affliction. Na sonje qet e vije un deneridiguez meulabl an hini a laqa da anconnac’hât qement so d’an hini a sant anezi, ha na gundu qet da sicour an nessa.

Simon a Vontroulez a c’halvas mab-caer Guillou a gostez, hac a c’houlennas outàn : Louis qèz, e pez stat e mâ an afferaou ? — E slat vat, herves a meus guelet. — Guell a se, eme Simon ; mes, lavar dìn, me a ped, perac neo qet laqet ar sciel var ar c’houfr, var magasin ha var baperou da dad-caer ? — Penaus ! sonjal a ra dêc’h e zeo absoluamant necesser ober ar frêjou-se ? Na zisputimp qet certenamant etrezomp, ha n’hon eus neb affer eus ar justiç. — An dra-se so rêsoni fall. peguement benac ma zeo rêsonamant un den honest ; mes arabat eo james neglija e netra ar formaliteou ordrenet gant al lezen. An neb a ra al lezennou-se, a sonch mad enno, a veüra anezo, hac e tleomp ivez sonjal penaus, mac’h adoptont anezo, o deus santet mad e zoant necesser ; rac erfin, muioc’h a ouzont eguedomp-ni. Un tad a famill a varv, e vadou a za da veza partaget : an dra-se a ranq beza sclêr mad, evit na vezo biqen nep chican. Ur voyen vad, evit beza bepret d’accord, eo da nonpas caout da zisput var an interest, rac an interest eo a vrouill an darnvuia eus ar famillou. Hac ouspen-se, da dad-caer a voa er c’hommerç ; rac-se en deus creançourien ha dleourien, hac e vezo ret regli an afferaou ; hoguen, important meurbed eo e vez grêt qementse en ur fêçon leal. Ober un invantor, en ur c’hâs evel emàn, a zo un dever, eus a behini e tec’her realamant, hep caout qeuz goude-se. Al lezennou zo grêt evit hor prolegi oll hac evit assuri hon droajou. Mar refusomp o frotection, ha ma erru maleur ganeomp, da biou e tleimp-ni en eur guemeret ? Allon ! dide eo, va mignon Louis, d’en em melli deus an traou-se oll. Ret eo, hep dale davantach, avertissa ar barner a beoc’h, hac en em laqat en regl.





CHABISTR XI.


Ar joa vras a Simon a Vontroulez, o c’houzout ar frouez en deus produet e avisou mad.


Simon a Vontroulez, pehini na chomme e peb andret nemet epad an amzer en devoa ezom evit ober e afferaou, hac a garre laqat e amzer en profit, n’en devoa qet contet tremen meur a zevez e Qemper ; mes dalc’het e voe dre ar maleur a behini e voamp bet cazi testou ; ne falvezas qet dezàn quittât gant re a hast famill desolet e vignon. Chom a rejomp tost da eiz dez. Simon a ma util bras eno, hac a roas da famill e vignon conseillou mad evit an dispositionou e devoa da ober ; mes en em efforci a reas dreist oll dre e ziscoursiou carguet a rêson hac a furnez, da inspira dezo resination ha courach. Anfin, aben tri devez e quitajomp Qemper, hac ec’h ejomp da Zouarnenez, da Audiern, da Bontecroas, a belec’h e tistrojomp da Guemper, da vont varzu Qimperle, en eur dremen dre Goncqerne, Pontaven, Riec, hac en em rentjomp en bourg Moëlan ; disqen a rejomp e ty Calvar, mignon côs da Simon, a voa o chom etal an hent a gundu da Ꝃjegu. Etre Qemper ha Moëlan, Simon a voe trist meurbed, ha na gauzee qet evel ma custume en ober. Alies e leusqe huanadennou, pere a zisqeuse sclêramant ar c’heuz en devoa d’e vignon. Gouscoude, dre m’en devoa ur galon ferm evel ma voa tener, e qemeras a nebeudic e fêçon hac e gonversation ordinal.

En em arrêti a reomp eta e Moëlan. Ret e vije ma hanavezet mad Simon eno, me ur joa vras a voe pa er gueljot. Ar bautret hac ar merc’het yaouanq a voa ravisset dreist oll ma voa arruet. Ah ! emeze, conta rai deomp adare ur rismadel benac eus e veachou ; peguen drol eo pa gont an traou-se, ha peguen mad eo ! — Eh bien, tad Simon, petra oc’h-u grêt abaoue ma n’hon eus guelet ac’hanoc’h ? Disqet oc’h eus-hu un dra benac a nevez da gonta deomp ? — Ia sur, va mignonet ; disqet em eus traou has a interesso ac’hanoc’h, rac ellout a ràn rêi dêc’h qêlou deus a zaou bersonach demeus ar bourg-mâ, hac o deveus contet din o avanturiou. Goude coan e contìn se dêc’h ; mes, lavarit dìn, dabord, c’houi oc’h-unan, penaus e ya ar bed dre amâ abaoue ar vech diveza ma teuis. Ezom bras a voa d’en em gorija, dindan meur a rapport. Sonch mad ameus da veza guelet merc’hed yaouanq hac a voa goal friand, hac o devoa calz-muioc’h a vanite eguet na gonven. Beza voa ive pautret yaouanq pere, el lec’h en em occupi eus a un dra benac a util d’ar sul, goude beza grêt o deveriou a gristen, a yê d’an hostaliri da eva ha da c’hoari cartou, evit coll o arc’hant hac en em vezvi. Na gredàn qet memes lavarat e voa ivez tadou a famill, pere na roent qet dezo un exempl goal vad ; mes sonch ameus ivez gouscoude da veza guelet unan oc’h antren on e dy, tommet mad d’e veg, hac o voal-drêti e bried. — Oh ! tad Simon, eme ur plac’h yaouanq, na velfot mui a draou evelse amàn. Heuillet mad eo ho conseillou ha re hon autrou Person venerabl. Na ouzomp qet oll c’hoas lenn, maleurusamant, hac hon eus calz a zispit ous se ; mes an autrou Person hac an autrou Mêr o deveus prometet deomp e vije hep dale formet ur scol er bourg, da behini ec’h ellimp mont d’en em instrui. Da c’hortos se, va breur, pehini en deus disqet lenn ha scrifa en e rigimant, e pelec’h e voa corporal, a lenn deomp bep sul, goude coan, Buez ar Zent, an Aviel, an Instructionou christen evit an dud yaouanq, an Doctrin Gristen, hac avichou ar Gonferançou Curius, ar Pautr côs Richard, etc., eus a dy Lédan, e Montroulez. Evelse e tremenomp ar goude coan e cazi an oll dieguezou. Sellit, cetu aze al levriou renget qempen var ar planqen. Me assur dêc’h, tad Simon, e zomp deut oll rêsonaploc’h abaoue m’en em occupomp evelse, hac hon eus ivez calz muioc’h a blijadur.

— Ma, eme Simon a Vontroulez, ravisset oun deus ar pez a lavarit, hac se a zo ur satisfaction vras evidòn. Cuntinuit, va bugale ; pa vezo ur scol er bourg, na vanqit qet d’en heuill, bras ha bian. Calz a obligation a dleit da gaout d’ho Person ha d’ho Mêr, abalamour d’ar soign a guemeront evit procuri dêc’h ar voyen d’en em instrui, rac ur presant caer a reont dêc’h. Caout a ra dìn e santit an dra-se, pa gomzit evel a rit. Na ouffen qet lavaret dêc'h ar blijadur a santàn ous ho quelet en dispositionou mad-se. Mes, va mignonet, n’eo qet aoüalc’h d'en em broposi ar vad ; ret eo perseveri d’en ober. Ur resolution vad a zo ar c'henta pas, hac ar c’henta pas a zo bepret an diessa. Guelit eta peguen sot e vet distrei adrec, pa na zeus mui nemet da vale var eün en un hent caer ha tracet oll ! Güir eo gouscoude e zeus tud hac a so crén evit prométti calz a draou caer, hac a zo qer buan prest da abandoni o execution. An dud-se so diot, hac e zeo ret dioüal d’o imita. Peguen bian benac eo ul labour, n’er grêr qet hep perseveranç ; ur vertuz necesser eo evit pratica tout ar re-all. Clêvet a rêr alies lavaret : me rayo, ha na veler qet bepret ober. Perac ? dre n’o deveus qet a berseveranç ar re el lavar. Nebeut a dud zo n’o deveus santet mouvamanchou a vertuz ; mes peseurt merit zo evit se, ma teu ar mouvamanchou-se da lugerni, da zisparissa evel ul luc’heden ? Ar merit a gonsist o heuill an hent mad, ur vech ma talc’her anezàn. Ar pez a esperàn e reot eo, va mignonet. Beza e zoc’h en hent mad evit se ; baleit ennàn hep distrei, hac e zoc'h certen da erruout… e pelec’h ? er boneur, pehini a heuill dre oll ar vertuz.





CHABISTR XII.


Simon a Vontroulez a gont histor ur plac’h labourerez hac hini eur plac’h dissipet.


Prometet emeus dêc’h, eme Simon a Vontroulez, goude e goan, rei dêc’h qêlou deus a ziou blac’h yaouanq eus ho prô, hac e zàn d’en ober gant qement a blijadur memes, ma zoun certen e servicho da guentel deoc’h-hu, merc’hed yaouanq.

Sonch mad oc’h eus a Jacqettic Ꝃbabu hac eus Jannedic an Traon ? Gouzout a rit o deus quittêt o brô, evit mont da glasq condition d’an Naonet ? Cavet emeus anezo er guær-se, hac o deveus contet dìn ar pez so eruet ganto abaoue m’o deveus quittêt o farros. Mont a ràn da gonta se dêc’h.


HISTOR JACQETTIC ꝂBABU


Gouzout a rit oll, eme Simon a Vontroulez, penaus Jacqettic Ꝃbabu a voa ur plac’h honest, a voa coant, ha ne devoa nep pretantion, mes calz a furnez, a zevotion, hac a attachamant evit al labour. Evelse, pa bartias evit an Naonet, he brassa c’hoant a voe da labourat guella ma elje, evit gounit arc’hant, ha gallout soulagi he zad, pehini a voa côs hac infirm. En eur erruout er guær gaer-se, en em bresantas en un ty e pehini e voa bet recommandet gant Mêr ar gommun-mâ, hac ouspen-se, ec’h elle disqeuz un testeni mad digant an autrou Person. Recevet mad e voe, var ar seurt rapportjou, da guenta evit goualc’hi ar vesseliou hac ober al labouriou gros eus an ty. Jacqettic ne voa na fier na feneantes, hac a rê hep murmuri qement tra a gommande memes an domistiqet all dezi, ar pez a reas d’an oll e c’haret. Dre m’e devoa c’hoant bras da zisqi ober ar gueguin, e pedas qeguiner an ty da gaout ar vadelez da zisqi dezi penaus en em guemer, ha da rei dezi un instruction benac var e vicher. Ar c’heguiner a voe contant bras eus a se, hac e nebeut aoüalc’h a amzer, Jacqettic a deuas da veza ur gueguinerez vad. Qement se a so facil, gant nebeut a volonte vad. Jacqettic a voa fur ; cuntinui a rê da ober e dever a gristenes, evel a voa dleet, ha person ar barres a anavezas mad anezi.

P’en en em santas capabl da occup ur plaç diessoc’h, mes avantajussoc’h, a yas da gaout e mestrez, hac e lavaras dezi : Itron, anaoudec mad oun eus ar vadelez oc’h eus bet d’am receo en ho ty ; deoc’h emeus an obligation da c’houzout ober un dra benac, ha da veza en etat da c’hounit va buez. Me garfe nonpas ho quittât ; mes va zad a zo côs hac en deus ezom e zicourfen anezàn, hac e zeo ret dìn labourat evitàn. Bremâ ec’h ellàn beza placet evit qeguinerez en un ty disterroc’h eguet hoc’h hini : beza e vec’h-hu c’hoas mad aoüalc’h evit va recommandi d’ar re o devezo c’hoant d’am c’hemer ? N’en deo qet falvezet dìn clasq ur plaç all, arauc beza goulennet va c’honge diganêc’h.

An Itron a voe meurbet contant eus ar santimanchou mad-se a Jacqettic ; prometi a reas recommandi anezi, hac e miret en he zy, qen e devije cavet ur plaç mad dezi. Jacqettic a yas da velet ar Person evit goulen e brotection digantàn. Hoguen diguezout a reas justamant un itron gôs pehini e devoa ezom ur gouarnerez, hac evel ma anaveze ar person Jacqettic, e sonjas na elle qet ober vell, eguet e flaci en he zy, ha cetu hi deut qenta qeguinerez. He mestrez so contant bras diouti, e pep fêçon. Gounit a ra arc’hant aoüalc’h ; ha ma na devije qet bet ar maleur da goll e zad, evel a ouzoc’h, ec’h alfe ervad e renta eurus bremâ. Sonjit ivez penaus an itron gôs, hep douet, na ancounac’hayo qet anezi en e zestamant ; mes Jacqettic e deus ur galon re vad evit sonjal soqen en se, hac evit ober ur seurt calcul. »

Hac ar ar baourez qèz Jannedic ? eme ur plac’h yaouanq ; peguent coant, peguen êmabl e voa hi ! A betra e zeo-hi deut ive ?

Ah ! eme Simon, en eur hija e benn, se eo ar pez e zeomp da c'houzout.


HISTOR JANNEDIG AN TRAON.


Jannedic an Traon, eme Simon a Vontroulez a voa ur plac’h ar c’hoanta, evel a ouzoc'h ; mes maleurusamant nemet re n’er gouie, ha dreist oll e carrie calz re ma vije er lavaret dezi. Ne devoa nep devotion, ha na frecante an ilisou nemet pa ne allie ober autramant. He occupation, hed ar sizun, a oa da sonjal peseurt dillat brao a laqaje d'ar sul, evit redec d’an dançou. Aoun bras e devoa da zuât he c’hroc’hen pe da galedi he daouarn ; evelse na garrie labourat nac er parc nac en he zy. An nebeudic a labour a forcet anezi da ober, a voa gret fall ; rac el lec'h ober attantion, ne rê nemet sonjal er c’homplimanchou e devoa recevet ous abers an dud yaouanq. He brassa c’hoant a voa da vont d’an Naonet, rac clêvet e devoa lavaret en em amuset calz eno, hac e sonje e convene muioc’h dezi ur guær gaer eguet ur bourqic. Na cesse da dourmanti he mam var guementse ; mes an hini gôs pehini a vouie ervad an oll dangeriou e devije risqet he merc’h eno, na gonsante qet. Gouscoude, dre na vouie mui petra da ober eus ar pennic scanv-se, ar vam baour en em decidas anfin da lezel he merc’h da vont d’an Naonet, da un ty da behini e voe adresset gant an antrou Person ; gant recommandation da evessa varnezi muia ma vije possubl. An autrou Person a roas da Jannedic, qent partial, an oll avisou mad evit en em gundui en hent ar vertuz ; mes qementse collet e voe ; ar pennic avelet na selaou netra, ha na sonje nemet er blijadur da veza en ur guæw gaer. Ah ! paoures qêz Jannedic !… Erruout a ra ; placet eo e qalite a blac’h dindan bugale. Ar valeuruses na entente netra en he dever : lezel a rê anezo da grial, na rê nep attantion pa bignent var ar gadoriou, a belec’h ec'h ellent coeza hac en em vlessa. Ne devoa nep soign d’o goalc’hi ha d’o delc’hel propr. Evel en e bourg, Jannedic n’en em occupe bepret nemet diouti e-unan. Qerqent ha ma antree eure benac e ty e mestrez, Jannedic a zirede d’en em disqeus dezo. Mes hep dale e devoe ar maleur da selaou un autrou yaouanq, hac e teuas da veza arrogant bras eus an domestiqet all. Qemer a eure memes fêçonniou impertinant dirac e mestrez, pehini dija, meur a vech, e devoa e c’havet meurbed insolant.

Anfin, un devez e pehini e devoa casset ganti ar vugale da bourmen, var qæ ar Fôs, e lezas anezo evit chom da gonta cojou gant un den yaouanq. Qerqent e clêvjot crial : Forç ! sicour ! Ur buguel zo cuezet er rivier !… Jannedic, spouronet oll, a guezas semplet. Eurusamant un den o tremen a saillas en dour, hac a savetâs ar buguelic, a sonjet a voa beuzet.

Me ho lèz da sonjal penaus e voe recevet Jannedic gant mam ar buguel ! Laqet e voe er mès an ty ractal, ha cetu-hi na voar pelec’h mont, hep souten, hep recommandation evit en em blaci. Peadra voa da sonjal ; mes Jannedic hac hi voa capabl da sonjal e netra a fur ? « Ne fell dìn mui, emezi, beza plac’h da vugale ; re fatigus ha re genant eo an dra-se. Me fell dìn en em blaci e qalite a blac’h a gampr en un ty bras benac ; se afat so ur plaç brao ! Guelet e meus plac’het a gambr qer brao guisqet eguet o itronezet, ha me certenamant a vezo coantoc’h eguet va mestrez. Na ouzon da biou en em adressi ; mes neus fors ; mont a ràn da bedi d’am annonci er bultin. » Caout a eure ur plaç e qalite a blac’h a gampr ; mes allas ! e ty un itron nebeut respectabl, hac e pelec’h ne devoe dirac he daoulagad nemet exemplou fall, pere a echuas d’e c’holl.

Ne fell qet dìn, merc’het yaouanq honest, conta dêc’h en detaill ar rest eus a histor Jannedic. Ar recit-se ho laqafe da grena, hac ho tiouscouarn ne dint qet grêt evit clêvet seurt horreuriou. Aoüalc’h e zeo dêc'h gouzout e zeo sortiet eus an ty debordet-se, e pehini e devoa bet ar maleur da antren, collet a reputation, hac e zeo en em livret da ur vicher iffam hac an horrupla. Epad ur certen amzer e credas esperi gallout beza eurus evelse e creiz ar viç ; mes dorn Doue a voa prest d’he sqei. Souden he oll charmou a so goezvet ; ar c’hlénvejou hac ar vizer e c’hemer evel ur preiz da zevori. Echu eo oll eviti ; nep ressourç : ar remors, ar vez, ar souffrançou, ar spont, so oll ar pez a chom ganti ! Ne gredàn qet ; nan, ne gredàn qet despeigni dêc’h ar stat eüzus e pehini e meus bet cavet ar valeuruses-se, drouc-livet oll, treutêt, dishevelebet, o c’houlen gant truez ur c’hinaouadic vara evit souten he buez disprisabl !… Ar valeuruses anfin ne deus mui nemet ur reqet da formi, un diveza esperanç da goncev : caout ur c’hoignic da renta he huanaden diveza en un hospital destinet da receo ar merc’hed debordet !… »

Quement a voa o selaou an histor-mâ, a vire ur silanç trist, hac an daelou a ziruille deus o daoulagad. Ar plac’h yaouanq pehini e devoa comzet da guenta eus a Jannedic, a lavaras erfin : Ah ! paourez-qèz Jannedic ! Cetu aze eta ar pez so caus ne zeus mui clêvet comz eus anezi. Ret eo demp miret da lavaret netra eus a se d’he mam baour. Gouall maleurus eo ; mes guelloc’h eo c’hoas dezi credi e zeo maro he merc’h, eguet gouzout e peseurt stat horrubl e màn.

Sellit, va bugale guèz, eme Simon a Vontroulez ; sellit an differanç so, evit ar boneur, etre ur gundu honest ha labourus, hac ur gundu dibarfet ha dissipet ! Sellit c’hoas peseurt avantach deplorabl eo ar goantiri, pa zalc’her re a bris dezi ! Caerdet ar visach ne deus talvoudeguez nemet pa zeo imach caerdet an ene. Bezit sonch atao eus a histor Jacqettic, ha sonjit alies en hini Jannedic.


————




CHABISTR XIII


Simon a Vontroulez a ra un embann var avantajou hac histor ar Vaccin.


An deiz varlerc’h e voamp abred var droad. Goude ma voe grêt an afferaou, ha qimiadet, Simon a Vontroulez, en eur drei e guein d’ar vêred, a lavaras « — Adie, autrou M… eus a Ꝃ…, te pehini so bet meulet gant rêson en Beach ar Finister, gant an A. C.[2] ; me ivez emeus bet an enor d’ac’h anavezout ; adie, tud vad, Bregneou ; adie, tud ar Guilly, c’houi pere ho poe qement a soign diouzòn epad ar c’hlénved a ris en ho ty ! adie, C. ha da oll dud da dy va mignonet da viqen ! Adie, Moelanis. Tri bloas ha trêgont so em boe ar boneur d’oc’h anavezout. Reqeti a ràn digant Doue peb seurt boneur evidoc’h oll. — Neuze e qemerjomp hent Clohars, hac e ejomp e Guimperle[sic].

En eur antren e Qimperle, Simon a Vontroulez en em arrêtas crac ha sebezet oll, dirac un ty, e pelec’h e voa ur bautrezic azezet etal an nor. Na vouien dabord da betra tamal an indignation a velen en daoulagad va c’hamarad a veach ; mes en em appercevi a ris souden e voa bisach ar buguelic-se, goloet oll eus a vercou rus, hac e tivinis sonjeson Simon. Antren a eure en ty, hac e c’houlennas mam ar bautrez. — Dêc’h-hu ê ar buguel-se, emezàn ? — Ia, Autrou. — Eh bien, meritet oc’h eus e c’holl. — Glac’har aoüalc’h ameus bet gant se ; ar grouadurezic paour a so bet tost aoüalc’h d’ar maro. — Lavarit e zoc’h bet var ar poent d’he laza. Penaos, va Doue ! beza oc’h eus recevet instructionou brezonec digant ur mignon eus va bro, e pehini e verqet dêc’h ar madou burzudus a opere ar vaccin, hac an danger bras so da viret na vez yaccinet ar vugale ; medecinet oc’h eus, hac en em ampres da laqat ar vaccin enno, hac e tepordit ma teuyo ar vrec’h horrerus da laza ho pugaligou !… Gouzout a rit-hu…

Epad ma edo Simon a Vontroulez e scandala, e clêvjomp un tabouriner o sqêi un embann. Petra eo an dra-se, eme Simon ? — Michanç eo evit publia un dra benac eus a bers ar Mêr. — Ah ! ah ! güell a ze, eme Simon. Prestit dìn ho puguel.

Qemer a ra ar bautrezic clàn etre e zivrec’h, hac e red d’en em blaci tost d'an tabouriner. An dremenidi a voa en em arrêtet da zelaou an embann en dro deomp. Qerqent ha ma voe achuet ar roulamant, an embanner en em breparas da lenn e ziscours ; mes Simon, carguet a impaciantet, a ancounac’hâs reol an dereadeguez, hac a droc’has ar gomz d’an embanner, en eur grial aboes penn :

« Habitantet Qimperle, sellit ous ar buguelic paour-mâ ; emedi o paouez caout ar vrec’h, hac eo bet var ar poent da vervel ; epad e buez e tougo ar mercou deus ar c’hlenved horrupl-se, en deus defiguret oll anezi. Petra a sonchfec’h-hu deus ur vam pehini e defe bara en he zy, hac a lesfe e buguel da vervel gant an naoun ? Petra a songit-hu deus ar vam pehini a lèz he buguel exposet d’an danger eus ur c’hlénved, alies marvel, pa e deus en e c’hichen an oll voyenou da dec’hel ous an droug ? Un neglijanç qen coupabl a veritfe ur bunition vras. Madelez ar gouarnamant e deus etablisset bureauyou evit vaccina ; gallout a rit oll laqat vaccina ho pugale, hac an nep a refus en ober, pe dre obstination, pe dre neglijanç, a so coupabl en o enep o-unan, a enep ar gouarnamant, a enep ar bed oll. Exposi a reont buez an oll vugale, en eur laqat anezo en danger da drapout ar vrec’h an eil ous eguile. C’hoant hoc’h eus-hu da gonservi ho pugale ? pe e zeo guelloc’h dêc’h en em exposi, pe d’o c’holl, pe d’o guelet affliget, ha memes marteze dall, rac an infirmite-se qer spontus a so an darn-vuia ar suit eus ar vrec’h. Ah ! credit mad ac’hanon : nep piou benac diouzoc’h a neglich ur brecaution deut da veza un dever sacr, o devezo qeuz bras un deiz da zont. Pa zeo deut an droug, n’en deo mui poent e ampech. Mar cav an nor digor, ec’h antreo, hac ur vech antreet, e ra e ravach. Beza zeus tud na douetont eus a netra, hac a lavar : Guelet a rimp. An dud-se so tud foll. An den en deveus furnez a vel a bell hac en em dalc’h var e eves. Ar boneur ne deu qet e-unan ; falvezout a ra dezàn e ve redet var e lerc’h ; mes ar maleur n’en em laqa qet clasq, hac a deu dioutàn e-unan. Pa laqit sevel un ty, ne guemerit-hu qet an oll brecautionou evit na grogo qet an tan ennàn ? Ha ne die qet eta ho pugale beza qen qer dêc’h evel ho ty ? Ne falvefe qet dêc’h-hu ivez ober ar pez zo ret evit o freservi deus un droug pehini a ell laqat anezo da vervel ? Gouzout a rit-hu an nombr terrubl a vugale a varve, qent ma voe anavezet ar vaccin ? Var seiz a vije scòet gant ar vrec’h, e varve unan, hac a boan e chomme unan pe zaou na zougue mercou terrubl eus ar c’hlénved. Er guær-mâ memes, e varve un nombr bras gant ar vrec’h. Qementse tost e tle ar vaccin savetât hirio an deiz. Mes guelet a ràn en ho touez hac a hich o fenn gant an douetanç eus a effet ar vaccin. Eleal, doctoret caer eo ar re-se, evit en em imagina e zint habilloc’h eguet ar vedecinet eus an oll vroyou ! Muioc’h a gonfianç o pefe marteze en drogach ur charlatan benac a rafe goab ac’hanoc’h ; neo qet evit trapout hoc’h arc’hant eo e parlantàn me dêc’h : evit ho mad eo, ha cetu aze tout ; dre ma meus redet dre meur a vrô, ha ma meus guelet ar pez a dremen er vroyou all eo. Na ouzoc’h qet marteze petra eo ar vaccin ? Eh bien, me ya da lavarat dêc’h penaus eo bet disoloet.

« E bro Scoçz e voa ur medecin hanvel Jenner, pehini en devoa evessêt calz ar ravach eus ar vrec’h, hac a glasqe pell a voa ur voyen benac evit diminui ar fulor eus ar vrec’h maleurus. N’en devoa qet allet c’hoas disolo netra, pa ziguezas dezàn remercout ar messaerien dénved, hac er Scoçz e zeus calz, a drape avichou bulbuennou evel ar re a deu da deziou ar zaout. O interrogi a eure, hac e vouezas dioute penaus ar re o devoa bet ar bulbuennou-se, n’o devije james ar vrec’h. Er memes amzer ur Gall hanvet Rabaud, habitant deus Montpellier, en devoa grêt ar memes observation, hac en devoa comzet eus a se da ur medecin Sauz, pehini a gontas an dra-se d’ar medecin Scoçz. Emàn ractal a eure experiançou, goude pere ec’h anavezas e voa fontet mad re an autrou Rabaud, hac e re e-unan. Neuze e reas anavezout an disolo-se, hac an oll vedecinet a assuras dre experiançou all an hini en devoa grêt an doctor Jenner. Laqet so bet da gousqet, epad meur a zevez, ur buguel vaccinet gant ur buguel leun a vrec’h, hac ar c’hléved n’en deveus qet bet qemeret en hini vaccinet. Beza e zeus neuze tud hac a lavar penaus ar vaccin a ro clénvejou all. An dud sod a gred an dra-se ; mes faribolennou eo qementse : ampech a ra da gaout ar vrec’h, ha cetu eno tout. Ur vad qen bras eo, ma tlefe an oll gouzout hano Jenner ar Scoçzian, hac hini ar Gall Rabaud, evit o repeti hep cess gant anaoudeguez, e peb brô eus ar bed.

« Lavaret emeus dêc’h penaus ar re na laqint qet ar vaccin en o bugale, o devezo qeuz. Selaouit : cetu amâ ar pez ameus guelet en unan eus va beachou. Ur vreg e devoa daou vuguel ; mes garout a rê unan anê muioc’h eguet eguile. Ar breferanç-se a so atao coupabl e calon ur tam ; offanci ra an natur : evelse ivez Doue a bunissas ar vam-se. Consanti a eure laqat ar vaccin er buguel a garrie an nebeuta ; mes ne gredas qet exposi e muia-caret d’an experianç, eus ar vaccin, a behini ec’h ignore an effejou precius. Petra a c’hoarvezas ? Eleal ar vrec’h en em disclêrias er vrô, hac ar buguel caret, pehini na voe qet falvezet lezel da veza vaccinet, en devoe ar vrec’h, hac a varvas ganti. Eguile, pehini a voa bet vaccinet, n’en devoe qet ar vrec’h, hac a zo yac’h-pesq. Habitantet Qimperle ! dioüallit da imita ar vam maleurus-se, coupabl en diou fêçon, ha qer cruelamant punisset ! Cetu aze ar pez am boa da lavaret dêc’h. »

Simon a Vontroulez en devoa excitet un attantion ar vrassa. Adjoent an autrou Mêr, leun a eston, en devoa er selaouet ivez, ha ne voa qet falvezet dezàn interrompi e ziscours. P’en devoe echu Simon da barlant, e tistroas ous an Adjoent, hac e lavaras dezàn : Autrou, pardon a c’houlennàn diganêc’h, deus al liberte emeus qemeret ; mes credet emeus ober mad en eur bublia ar pez ameus lavaret. — Qer mad oc’h eus grêt, eme an Adjoent, ne meus mui netra da lavarat va-unan, rac va fublication n’en devoa qen objet nemet da annonci d’an habitantet e venaç ar vrec’h hon brô, ha d’o angagi da laqat eves dious ar c’hlénved. Comzet oc’h eus gant muioc’h a nerz eguet n’am bije me grêt, marteze, hac ho trugarecât a ràn. — Autrou, eme Simon, re vad oc’h, m’en assur : ar pez ameus lavaret, zo sortiet eus a voeled va c’halon, hac e reqetan ma profito an oll eus an avis.





CHABISTR XIV.


Simon a Vontroulez a gontempl gant ur joa dener un tieguez eurus ha vertuzus.


Pa voe en em dennet ar foul, un den oaget eus a un daou-uguent vloaz, a dostâs ouzomp, hac lavaras da Simon a Vontroulez : Tad Simon, sellit eta diouzòn ! Penaus, ha n’am anavezit-hu qet ? — Eh ! Doue d’am pardono ! eme Simon, me gred ez eo va mignon Bernard. — En eo memes. — Eleal, va c’hamarad qèz, abaoue trivac’h vloaz so, e zout terrupl chenchet, hac ec’h eus brema ur baro du. Poq dìn eta, paour-qèz Bernard. Satindor ! brassa plijadur ameus ous da velet ! — Ha me eta, tad Simon ! E voan o tremen bremaic, pa meus hanavezet ractal ho mouez, pa voac’h o comz ous an oll dud-se. Atao eta oc’h ar memes den ? — Bepret, va c’hamarad qèz : ne chencher mui nemeur d’am oad. Mes te, Bernard, petra res-te er vrô-mâ ? — Me gonto dêc’h an dra-se goude ; mes deut arauc da reposi d’am zy ; esper ameus na glasqot logeis all ebet. — A greis calon. — An autrou-se a zo ganêc’h ? — Ia, va c’hompagnun beach eo, ha n’en em separomp james. — Guell a se ; charmet oun eus a guementse.

Cetu ni hon tri brec’h ha brec’h ous en em renta e ty Bernard, ha marc’h Simon o heuill e vestr evel ur c’hy bian. — Penaus, eùe Simon, en ur sellet ous an ty, marc’hadour out-te ? — En ho servich, eme Bernard. — Herves a velan, ne c’heus qet grêt afferaou fall, rac an dra-mâ oll o deus apparanç vad. — Mes… contant aoüalc’h oun eus va stat. N’am eus biscoas ancouêt ar c’honseillou mad a roec’h din guechall e Montroulez, hac e zeo ret dìn hirio ho trugarecât, rac boneur a meus bet oc’h heuill anezo. Dent ivez da velet va greg. — Petra, demezet out eta ? — Ia, dre c’hraç Doue, ha bugale, a meus ivez. Deut d’o guelet, Simon.

Bernard hor presantas d’e bried, pehini a elle caout vardro un trêgont vloaz, yac’h ha fresq. E daou buguel a voa en e c’hichen, ha Simon a boqas dezo, cazi en eur voela gant ar joa. Goude ma voemp en em reposet un nebeut, ha m’hor boe evet ur banne, Simon a lavaras d’e vignon Bernard : Arça, va c’hamarad, cont dìn brema un nebeut eus ar pez so c’hoarvezet ganet abaoue na meus qet clêvet comz diouzout, ha penaus en em gaves hirio en ur bosition qen eurus. — Gant plijadur, tad Simon, ha qementse eo an nebeuta a dleàn dêc’h.

Sonch mad oc’h eus, eme Bernard, eus an oll avisou mad a rojoc’h dìn qent ma partiis evit an arme ? Ne meus biscoas o ancounac’hêt, ha ne zeus qet tremenet nemeur a zeiziou e pere n’em bez bet occasion d’o laqat e profit. N’em boa qet nemeur a c’hout evit ar vicher a soudard, m’en anzao ; mes enor am boa, ha gant ar galite-se ne doar james ur soudard fall. Me voan qet, evel a lavarer, ur c’hran, pehini evit an ordinal en deus e oll gourach var beg e deod ; mes ober a ren va dever, ha pa errue va zro, e voan prest, ha ne guittaen james va fost. Evel m’am boa disqet un draïc benac, ha ma scrifen brao aoüalc’h, e voen remerqet. Ar c’harter-mestr am c’hemeras evit servich dezàn da zecretour : a laqas va henvel da fourier. Ober a ren ar fonction-se gant honestis ; an dra-se a voue gouezet gant va cheffou, hac a benn bloa ec’h obtenis ar grad a serjant-major. Ar soudarded a gare ac’hanon, rac o zreti a ren gant douçder ; hac em boa sonch mad da veza bet soudard simpl evelte. Estimet mad voan gant va officerien, rac gouzout a ren oboissa ; va dever a ren mad ha fidelamant, ha carout a ren calz an urz vad partout. Er guis-se e meus grêt ar brezel epad seiz vloaz, hac e vijen bremâ officer, hep mar, penevert ur blesseur terrubl a recevis, hac am forcas da c’houlen va c’honge ha da guittât ar servich. Fachet bras e voen eus a se, nonpas dre ar c’heus d’ar vicher e voan objiget da guittât, mes abalamour ne voejen petra da ober evit beva, ur vech rentet er guær. Allòn, emedòn-me, Bernard, ne c’heus qet meritet fall, ne dlees qet ivez beza trêtet fall. Oant un nebeudic arc’hant am boa bet ar speret da zastum, e qemeris hent Roason ; hac evel m’am boe c’hoant bras da velet Qimperle, e c’houlennis ober an hent-se. Rentet e Qimperle, n’oun qet penaus ec’h antreis en ty-man evit eva ur banne güin. Epad ma tebren un tam en eur eva va banne, mestr an ty, pehini a voa ur güir Breton, ha na vele james ur soudard blesset e servich e vrô, hep en em interessi evitàn, a ras dìn ur question benac : respont a ris mad dezàn ; goulen a eure c’hoas diganén detaillou all, hac e contis dezàn tout va buez, en eur anzao an ambaras e pehini e zen d’en em gaout, pa vije dispignet va arc’hant. Goude beza fixet mad ac’hanòn, e lavaras din : va c’hamarad, ezom ameus ur c’hommis evit va souten em c’hommerç : contant e vec’h-hu da chom ganén? Perac nan, Autrou ! — Eh bien touchit amàn ; ne yêloc’h qet pelloc’h.

Cetu me eta antreet en carg e ty an autrou Edouard. N’em boe qet muioc’h a boan d’en em gundui mad eno, eguet n’em boa bet er regimant. Qemer a eure carantez evidòn, hac e teuas neuze d’am sellet evel pa vijen e vab.

Pêvar bloas voa e voan en e dy, pa c’halvas ac’hanòn un devez en e gabinet, hac e lavaras dìn : Va mignon Bernard, contant bras oun diouzit, hac e c’houzout ervad peguement e caràn ac’hanout. Commanç a ràn da veza côs, ha ne fell qet dìn dale pelloc’h da bourvei va merc’h. Guelet mad e meus en em garit ho taou ; me fell dìn e temesses dezi hac e qemerfes ra c’hommerç. — Mes autrou Edouard, sonjit eta penaus ne doun nemet ur paour qez… Allon, allon : peoc’h var se. Ha na deo qet me eo da gabiten ? C’hoant a c’heus-te da disoboissa dìn ? Me fell dìn e ve grêt evel a lavaràn. — Oh ! va mad-oberour qèr ! — Mad, mad evelse. Qerz da annonç se da Emili.

Sailla a ris da c’houzoug an den mad Edouard, hac e redis da glasq Emili, da behini ar c’hêlou mad-se na ras qet nebeutoc’h a blijadur eguet dìn-me. Demezet e voemp ; qemer a ris cundu an afferaou, hac ec’h assuràn dêc’h e zoun pell da gaout qeuz d’ar re a meus grêt. Gallet em bije marteze dont da veza pinvidicoc’h, mes marteze ivez e vijen en em vrouiliet gant ta c’honscianç, ha se a ra na gousqer qet qen tranqil. Doue en deveus roet dìn an daou vuguel-mâ a velit ; bemdez e rentàn graçou dezàn. Carout a reont o zad hac o mam, hac e vezint bugale honest. Soign vras a meus dious o discadurez, tad Simon, ha ne ancounac’hân qet e tleàn tout d’an hini a meus recevet pa voan buguel. Anfin, abaoue ma zòn demezet, va greg qèz ha me n’hon deus bet nemet ur maleur, pehini voe maro hon tad mad. Daou vloaz so hon eus bet ar maleur d’e goll, ha ne sonjomp james ennàn hep scuilla daelou.

Cetu aze, va mignon côs Simon, histor an orfelin-se da behini ho poa roet conseillou mad, hac en em gav hirio eurus bras da zisqeus dêc’h en deus gouezet profita eus anezo.

E fin ar recit-se, Simon a Vontroulez n’en em bossede qet gant ar joa. Poqat a rê d’an tad, d’ar vam ha d’ar vugale : ur blijadur ravissant e voa guelet se. N’eo qet ret dìn lavarat penaus e voemp trêtet en ty-se. Simon en em felicitas da gaout un affer benac da drêti en Qimperle, pere a reas dezàn dale eno un devez benac. Me voe ivez charmet eus a se, rac ne zeus netra a gaeroc’h, herves va santimant, evel guelet un tieguez mad composet demeus a dud honest ha vertuzus.





CHABISTR XV.


Simon a Vontroulez a ra meur a rancontr var an hent bras, ha conseillou mad pere a ro var meur a sujet.


Ancounac’hat a ràn atao, va mignon lenner da gomz dêc’h eus a afferaou va c’hompagnun a veach. Mes sonjal a ran e tleont hoc’h interessi nebeutoc’h eguet e ziscoursiou. E general e afferaou a ya prest en dro : guerza ha prena a ra, herves an occasion, hac e varc’hajou so achuet hep conta calz a gaujou inutil. Neuze eo memes e comz an nebeuta tout, rac beza en deus evit princip, en afferaou, penaus d’an den aviset mad, ne zeus ezom nemet nebeut a gomzou. Rac-se, bevech ma lavarìn dêc’h : Erruout a rejomp en ur guær pe en ur bourg, en devoa Simon un dra benac da ober eno. Ha pa lavarìn dêc’h : Partial a rejomp eus al lec’h-ma-lec’h, e zeo sin en deus Simon achuet e afferaou eno.

Goude beza reqetet mil benediction var famill vertuzus Bernard, ha beza poqet dezo oll, e quittajomp Qimperle, evit mont d’an Oriant. Simon a Vontroulez n’en devoa, me gred, biscoas cauzeet qement evel a reas epad an hent ; ne gave qet un tremeniad, hep lavaret dezàn un dra benac.

Hê ! va mignon, mont a rit d’en em anrumi, emezàn da ur pautr yaouanq a guerze qen a elle : da belec’h e redit-hu qer buan ha qen caer ? Da velet ho toucic e zit-hu ? — Ah ! ben ia ! n’eo qet gant se oun occupet : redec a ran e quær d’en em informi ha da glasq ur voyen benac evit obteni un termen ous ur c’hreançour a fell dezàn guerza meublou va zad. — Vantrechien ! ma ven ho creançour, hac o velet ac’hanoc’h gant an habit mezer-se, ur scarpinou scàn en ho treid, hac ar roched fin oc’h eus, n'em bez qet nemeur a druez ouzoc’h. Penaus ta ! ous ho quelet e tremen, me am bije ho qemeret evit ar pinvidica fermier eus ar vro. — O va Doue ! nan ; n’en domp qet pinvidic, pell a se, hac hep dale marteze e vezimp c’hoas paouroc’h. — Lavarat a rìn-me dec’h-hu abalamour da betra ? eme Simon : e feiz, bet oc’h eus c’hoant da dremen evit ar pez n’en doc’h qet. Me gred oc’h eus c’hoant da ober evel ar c’hlesqer, pehini en em c’hueze evit en em renta qen teo hac an eugen. Ar c’hlesqer a grevas, va mignon, hac emeus aoun bras ec’h arrufe qement all ganêc’h. It, ît buan, ma en em dennit eus ar pas fall-se, bezit sonch neuze deus ar proverb a ouzoc’h ervad, pehini a sinifi eo arabat c’huitellat huelloc’h eguet ar guenou.

Antren a rejomp en un ty. — Bonjour, maguerez, eme Simon. Ho puguel a gri terrubl, ha n’on qet estonet eus a se. Cetu-én mailluret evel en ur c’hlaouyer. Oh! ma, ven-me mam d’ar c’hrouadur-se, ne virfec’h qet pell anezàn, evit e vatissa evelse. Lavarit dìn un nebeut peseurt grimaçou a rafec’h, ma vec’h fagottet eveltàn ! Ar buguelig paour n’en deveus qen moyen nemet da grial. Me garfe e scrichfe da faouta ho penn ! Na velit-hu qet penaus an aelic paour-se, privet eus a respiration hac eus a vouvamant, na ell na cresqi na remui e vemprou ? Perac e zeo an darn-vuia eus ho pugale pe mac’haignet pe glànvus ? El leal, abalamour na lezit qet anezo da guemer nerz. Guelet a rit-hu al loened o vailluri o re vian ? Evelse n’o gueler na tort, na luch, na coulmet, na gant an drouc peultrin. Gouzout a ran ervad e zeo ezêtoc’h arrengi ur buguel evel ur paqad goulas, evit e lezel da grial, hep en em jala gantân : evelse e zoar qittes d’e soigni. Ar motif hac an dra so qen barbar an eil evel eguile. Partout e renoncer d’ar fêcon gruel-se, hac ar re en em obstin c’hoas d’e gonservi, a so goall antêtel, goall diot, pe goall vechant.

Rentet var an hent, e qevjomp ur soudard. Salud, den vaillant, eme Simon. Pelec’h oc’h eus-hu collet ho prec’h ? E campagn 1814, eme ar Soudard. — Ah ! penaus eta oc’h-hu bet blesset ? Gant un tenn fusuill ; mes em post e voan, ha n’er c’huittaïs qet nemet pa voen douguet ac’hane, ha goude e voe troc’het va brec’h, ha cetu me amàn. — Dleet oc’h eus souffr calz ? — Bah ! se n’eo netra. Va brassa poan a voa da nonpas ellout mui combatti, d’an ampoent ma valee an enemiet var douar va brô. — Ur bansion oc’h eus michanç ? — Ia, Autrou. — Hac e zoc'h contant ? — Contant bras. Ar groas a henor a meus, va fansion, un tamic douar a meus ive eus a bers va zad ; qementse a sufis dìn. Lennet emeus penaus ar soudardet roman a zistroe da labourat o douarou goude ar vataill : fier oun da ellout ober qement all, ha ne dlean qet en em glêm, pa velan e chom ganén ur vrec’h evit cundui an arar, hac evit e rei c’hoas d’am brô, m’en deus ezom. Me dou dêc’h nemeus qeuz da netra, na zeziràn mann evidòn, ha ne meus qen dezir nemet boneur ar Franç. — Ha me ive, eme Simon, a unis va desiriou gant ho re-hu, va mignon qer, hac e reqetàn digant Doue ma vezoc’h eürus ar rest eus ho puez ; Respet deoc’h, den vaillant ha Breiziad a fêçon !

Ur pennadic pelloc’h e qevjomp correspondanç an archerien.

— Penaus, autrou Berdou, eme Simon d’ar brigadier eus an archerien a gundue ur c’harad soudarded, c’houi eo a so aze ? — Ah ! bonjour, tad Simon. — N’en doc’h mui eta en brigaden Montroulez ? — Nan ; abaoue ar bloa tremenet oun deut d’ar vro-mà. — Charmet oun d’ho quelet ; mes, peseurt tud a gunduit-hu aze ? — Desertourien int. — Desertourien ! eme Simon… Cauzeal a reont-int brezonec ? — Ia sur, ha Bretonet int ive memes. — Allon-ta, eme Simon, en ur binça e vuzelJou, neo qet possubl-se ; ur soudard Breton na guitta qet e c’hiton ha na renonç qet da servicha e vro evelse. Neo qet güir eta, Autrone, n’en doc’h qet Bretonet ?

An desertourien na gredjont qet respont, hac an hano-se a Vreton, a behini e voant indign, a reas dezo stoua o fenn.

Penaus eta en eur gavit-hu aze, eme Simon (ous en em adressi da ur soudard en uniform, a valee a gostez d’un desertour, hac a zisqeuze beza accablet a chagrin) ? Ne seblant qet din e zoc’h deus o banden. — Demeus o banden ! eme ar zoudard, en eur sevel e benn gant indignation ; me, desertour !… Nan, nan, Autrou. — Petra eta, eme Simon, a rit-hu amâ, va c’hamarad ? — Eleal, unan eus ar maleuruset-se a voa va mignon a vugaleach ; soudarded e voamp assambles, hac em bije roet va buez evitàn. E grim, da behini na ouzòn qet petra so caus, en deus va reduiset en disesper. Forcet da nonpas en estimout mui, na meus qet ellet gouscoude cessi d’e garout, hac e zeo talvezet dìn rei dezàn ur breuven diveza, en eur ober dezàn ar c’hundu betec e zestination. Va c’harantez eviltà a voa anavezet mad ha dre se e-meus obtenet ur bermission digant va c’horonal. — Qementse so mad ; mes, noc’h eus-hu qet aoun e rafe gaou an demarch-se deoc’h, o veza mignon da un desertour ? — Gaou dìn ! evit va fae, ia ; mes evit va enor, nan. Anavezet mad oun, Autrou, ha disqeuzet emeus e zoun soudard mad. — Ne douetan qet eus a se, va c’hamarad : gant santimanchou evel oc’h eus, ne doar james capabl eus un action vil. Dalit, eme Simon ; qemerit an dra-man evit ho mignon maleurus — E guemer a ràn evitàn, Autrou ; rac ne dòn nemet ur paour-qèz soudard ; mes, ma ven pinvidic, n’en acceptfen qet, ha n’en defe qet a ezom. — It ; un den a fêçon oc’h, ha carout a rafen e ve composet oll an arme eus a dud eveldoc’h. Ah ! bezit tranqil, Autrou, n’en dòn qet va-unan o caout ur galon vad ; ha beza zo calz hac a dalvez c’hoas muioc’h eguedòn-me. — Qen a vezo, tad Simon, eme ar brigadier Berdou, en eur vont buannoc’h en e hent. — Yec’het mad, va mignon côs, eme Simon.

Eur c’hart leo en tu all, Simon a Vontroulez en em adressas da ur paysant a laboure en e barq, var bord an hent. — Selaouit-ta, va mignon ; perac e lezit-hu ar parc-hont en douar yen ? — Allas ! Autrou, red mad eo d’an douar discuisa. — Penaus discuisa ? eme Simon : credi a rit-hu e zeo feneant an douar evel an dud, hac e devez ezom da repos ? Un ompinion faus e zeo an dra-se, va mignon ; hac epad na rapport ar parq-se netra deoc’h, e zoc’h bepret obliget da baea an impod. Gouzout a rit-hu lenn ? Nan, autrou. — Goaz a se ; ho qelennel am bije da lenn ar pez a scrifer bemdez var labouriou an douar. Eno bo pije cavet instructionou mad pere o devije gallet ho renta capabl da gresqi ar produ eus an douar a labourit. Sonjal a rit oll entrezoc’h na ell qet beza netra vell eguet ar pez oc’h eus pratiqet a bep amzer, evel pa na rafet qet hep-cess un disolo util benac. Ma carfec’h selaou ar c’honseillou mad a roer dêc’h, e rafêc’h alies guelloc’h afferaou. Beza oc’h eus-hu bugale ? — Ia, beza meus ur mab. — Gouzout a ra-én lenn ? — Nan. — Eh bien ! cacit-én d’ar scol. Neuze e lenno dêc’h levriou var labouriou an douar, ha ma oc’h eus speret aoüalc’h evit heuill ar c’honseillou a gueffot enne, e vezoc’h souden contant da nonpas beza en em antêtet gant ar routin. Beza e zeus tud pere en em occup eus ho mad, hep na ouzoc’h ; mes coll o foan a reont, ma na fell qet dêc’h o zelaou. Gouscoude e ve hoc’h interest hac ho tever dont d’en ober. Rac anfin, mar doc’h Breton mad, e tleit desirout ar pez a ell ho renta pinvidicoc’h ha puissantoc’h eguet ar bobliou all. Productionou hon douar a ell ober hor pinvidiguez. Mes an douar ne brodu qet ar pez oc’h eus c’hoant; falvezout a ra dezi beza sicouret dre ingin ar speret. Ret e zeo eta dêc’h beza inginus evit ma vezo pinvidic hac ho prô ha c’houi.

Na achufen qet, va mignonet lennerien, ma carfen repeti dêc’h qement tra a lavaras Simon a Vontroulez da bep-bini eus an dud a gavjomp hed an hent, ha ne arrufen biqen, ma en em arretfen bep moment, evel ma e rejomp neuze.





CHABISTR XVI.


Simon a Vontroulez en em gav en un ty, hac en em despit eus a ingratiri an domestiqet en andret o mestri.


Quittat a rejomp an Oriant evit mont da Sant-Briec. Rentet en ur villagen vras, ec’h antrejomp en un ty a apparanç gaer. Ne voa nemet an domestiqet er guêr ; ar mestr hac ar vestrez a voa êt da un eured.

N’ouzon qet, eme ar vatez, petra e devoa va mestrez dec’h ; hed an deiz e voa en un humor ar goassa.

Ar Mevel. — Me voar ervad petra e devoa ; eleal, c’hoari gaer a voa bet etre e goas hac hi, abalamour d’ar verc’h.

Ar Vates. — Ah ! dam, da vestr a so goal vrutal.

Ar Mevel. — Güir eo ; mes da vestrez so ive goal indifferant, hac a so eurus mad caout tud da soigni e bugale.

Ar Vates. — Ne bae qet mad aoüalc’h ac’hanòn evit e meuli.

Ar Mevel. — Selaou : an eil a dalvez eguile. Abaoue an devez ma collas uguent scoët er c’hoari gartou, ne meus qet bet ur moment mad dioutàn. Ur c’hoarier echuet eo.

Ar Vates. — Ia , ha gant se, e zeo ni a souffr eus a sotisou an eil hac eguile anezo.

Ar Mevel. — Ha me eta ! sonjal res-te ne meus netra da souffr eus o fers ?

Ar Vates — Oh ! c’houi etrezoc’h, mevelien, oc’h eus ur profit benac ; gouzout mad a ràn un dra benac var se.

Ar Mevel. — Tao, evit ar guella ; sonjal a res-te na ouzon qet da drucou, pa yes en qær da verza da leas ha da amann ?

Ar Vates. — Clêo ta, Pipi ! Paeet en deus da vestr ar marichal ?

Ar Mevell. — Ah bien ia ! neo qet qen presset d’en ober. Lavar din ivez ha da vestrez e deus paeet ar marc’hadour mezer.

Ar Vates. — Ro dìn peoc’h, innoçant ! guelloc’h eo dê brilla eguet paea o dle…

Simon a Vontroulez a golle paciantet e clêvet ur seurt conversation. Na ellas qet miret da lavarat d’an daou deod fall-se, deus a betra ar fouëldr en em mellent.

Ar Vates. — Clêo an horistal côs-se ive deus a betra en em mellomp ! Me ho cav oc’h-unan goual impudant, cos tamic mercer !

Ar Mevel. — Cede aze afat un insolant !

Simon. — Beza so en effet calz a insolanç en se. Sonjal a rit-hu va humilia ous va c’hervel tamic mercer ? Credi a ra dêc’h ne dalvezàn qet ac’hanoc’h ? Na zepantàn ous den, me hac ec’h allàn lavaret hardiamant ar pez a meus var va c’halon d’ar re er merit. Ounnes zo afat ur gonversation honest a zalc’hit ! Doue d’an preservo da veza pinvidic aoüalc’h, mar deo ret beza evelse exposet da vaga tud ingrat, a laer hac a galomni o mestrou. Oh ! n’en em fachit qet : ar pez a lavaràn a so güir. Emedoc’h oc’h-unan o paouez en em vanti deus ho friponeresou, hac o ticrial ho mestrou ; ha se oll e presanç un estranjour, hep egard, hep mez ! Var betra, me ho ped, en em bermetit-hu da varn cundu ho mestrou, ha da gomz diouto gant ur seurt impertinanç ? Confiet o deus-int dêc’h o secrejou ? Hanavezout a rit-hu ar rêsoniou a ra dezo agissa evel a reont ? Ha c’houi zo certen eus ar pez a gredit beza guelet hac eus ar pez a lavarit ? Ha pa vez possubl e ve güir qementse, ha pa ho pe guelet un dra benac a damallus ; ho tever a vez c’hoas da devel var se. Ar re a bermet dêc’h chom en o zy, a vezur ac’hanoc’h, a bae ho servich ha n’o deus-int qet an droad sacr da receo eus ho pers, ho respet, ho fidelite, ho pridiriguez hac hoc’h anaoudeguez vad ? Na dleit-hu qet o zervicha ha qemer o interest e peb occasion ? Gant ar seurt santimanchou mad-se hac ur gundu honest, e vezot bepret estimet gant an oll. Ne zeus den na estim calz ur servicher ancien pehini n’en deo bet biscoas fripon, nac ingrat ; mes pehini en deus bet bebret servichet mad e vestr eus a greis e galon, ha pehini zo evel ur mempr eus ar famill etouez pehini en deus tremenet an darnvuia eus e vuez. Gallout a ràn en lavaret dêc’h : guelet ameus, neus qet pell, ur vreg pehini, goude beza bet savet bugale ur famill respectabl, e deus bet ar maleur, goude tregont vloaz servich en ty-se, da velet he mestr côs o coeza en e vugaleach, dre suit un attaq paralisi. Eh bien ! e guelet emeus-hi, ar grouadurez venerabl-se, o chom nôs-deiz e campr he mestr, hep quittât ur minuten, epad pemp bloas ma vevas he mestr er stat trist-se, Na veve mui, hi e-unan, nemet evitàn. Pa sante e nerz o timinui hac e coeza gant ar fatic, en em strinqe d’an daoulin hac e lavare : « Ya Doue ! na c’houlennàn nemet ur c’hraç hepqen diganêc’h : accordit dìn nerz aoüalc’h evit servicha va mestr mad betec ar fin. » O Fantic carantezus ! Da vertus dreist-ordinal, da sacrifiç qen rar, a gav ur recompanç dign ebars carantez hac anaoudeguez vad bugale da vestr, ha dreist oll, er gonscianç eus ar pez ac’h eus grêt… Mes, lavarat a ran dêc’h traou na ellit qet da gompren, rac ho quelet a ràn o vousc’hoarzin. Adie. Graç dìn da nonpas rancontri biqen tud eveldoc’h.





CHABISTR XVII.


Discours Simon a Vontroulez da dud curius pere a rede e foul da velet laqat un den d’ar maro.


Arruout a rejomp e Sant-Briec, hac ec’h ejomp da loja en un hostaliri vad aoüalc’h. Simon a Vontroulez a zifunas goal divezat, hac a c’houlennas petra voa an drous a glêvet er ru hac en ty. An hostises a antreas er gambr, gant hast, hac a c’houlennas ha ni a elle lezel ar prenestou gant at foul a voa en ty. — Perac, eme Simon ? — Eleal, ur c’hriminal a ya da veza cunduet d’ar maro, hac an dra-se so un affer vad evidomp, rac dont a ra an dud eus a bep tu ; hac evel ma zoun placet mad amàn, e affermàn va frenestou ur pris mad, hac e verzàn calz a vïn. — Qemerit ho prenestou, eme Simon ; ur maleur evel ennes a zo pell d’am c’hontanti ; mes goude m’en devezo ar maleurus-se recevet e bunition, em bezo un dra benac da lavaret dêc’h oll.

Ar silanç vras a renas diouc’h-tu a ras demp anavezout en devoa ar maleurus recevet ar boan eus e grim. Ar silanç-se na badas qet pell, rac a benn ur moment goude, qement hini a voa e prenestou an ty, a zisqennas er sal vras, e pelec’h peb-hini en em laqas da gozeal ha da ober reflexionou. Beza voa calz hac a gomze joaüssamant, a c’hoarze dre divestet, hac en em bermete memes farcerezou ermes a bropos.

Seblantout a ra dìn, eme Simon a Vontroulez, a voez huell, hac en ur feçon da laqat an oll da devel evit er selaou ; seblantout a ra dìn penaus an arvest horrubl e zoc’h o paouez guelet, n’en deus qet produet varnoc’h nemeur a dra, pa zoc’h aze o cauzeal ha memes o c’hoarzin. Beza zeus gouscoude er pez zo tremenet peadra da ober reflexion vad. Mes michanç, eo ar guriosite hepqen en deus ho tigasset amàn. Ar rêson-se ne ve qet meulabl ; rac mont da velet un den o vervel, evit ar blijadur d’e velet o vervel, neo qet un action gaer a generosite. Guelet a ran graguez en ho touez, hac o bugale gante, hac o deus bremàn an ear da zont eus ur barti a blijadur. Qementse n’eo qet grêt evit rei un ompinion vad eus o c’halon. Sonjal a rit-hu e zeo ur gouel a brepar ar justiç deoc’h, pa gondaon up c’hriminal ? Na velit-hu qet ar mercou imposant-ge a laqa qemer evit execution e barnidiguez ? Ar bêleg, ar goardou-se ; tout int assamblet evit disqeuz dêc’h er memes amzer oll-galloud ha misericord un Doue, autorite al lezennou, ar vez hac ar fin eus ar c’hrim. Evelse eo e teu ar societe, en eur distruch demeus e c’horf unan eus he brench, da offr d’ar re-all oll, ur guentel derrubl, ha da laqat diguezout ur vad eus an droug necesser-se. Neo qet un dra a guriosite barbar eo a bresant dêc’h, mes ur sujet a veditation vras, a rafe santout da bep-hini penaus lagad ar justiç divin hac hini an den, a zo bepret digor var ar c’hrim, hac e zeo ar c’hriminal punisset abred pe divezat. Ah ! peguement e ve brassoc’h c’hoas ar guentel, ma elfe ar maleurus a ya da receo ar maro, dont da gonta dêc’h an detaill eus e vuez ; ma elfe disqeuz dêc’h penaus e zeo bet cunduet nebeut a nebeut d’ar c’hrimou o deus en poulset d’ar chaffaud ! N’am eus biscoas ancouèt ar c’homzou diveza deus ur miserabl a voe laqet d’ar maro, pell zo : Evel an hini e zoc’h o paouez guelet, en devoa lazet e vad-oberour, evit en em ampari deus e arc’hant. Un nebeudic qent mont d’ar maro, e vam a falvezas dezi e velet evit ar vech diveza. En em bresanti a eure dirazàn en ur grena ha disesperet oll… » — Maleuruses ! emezàn, en eur grial hac o sellet outi : deut oc’h eta da gontempli ho labour amàn ! c’houi eo, ho carantez dall, ho neglijanç eo, o deus va lezet da antre en hent ar c’hrim !… Ah ! ma na vijen qet bet abandonet dìn va-unan, adalec va bugaleach ; m’ho pije qemeret ur soign benac eus va education ; ma n’ho pije qet va lezet da gresqi ebars en ignoranç, en didalvoudeguez, er feneantis ; m’ho pije stourmet ous va santimanchou fall ; m’ho pije grêt dìn heuill principou ar religion, ar chafaud na vije qet savet hirio evidon !… Perac, pa em guelec’h o qemer habitujou vicius, noc’h eus-hu qet va dalc’het en brid ? Perac oc’h eus-hu serret ho taoulagad var ar c’henta laeronciou a meus grêt dêc’h ? Perac noc’h eus-hu qet va rentet capabl da c’hounit va buez en honestis ? Perac noc’h eus-hu qet chasseet pell diouzòn ar mignonet dangerus a henten, ha pere a so commancet d’am egari dre o c’honseillou fall ? Perac ne zoc’h-hu qet en em savet a enep va c’henta debauchou ?… Evelse eo e zoun en em familiariset gant ar c’hrim. Va ezomou a so cresqet, hac an oll voyenou a so seblantet mad dìn evit o c’hontanti. Ur vech lancet en hent maleurus-se, n’en deo bet mui possubl dìn sortial eus anezàn. E heuillet a meus, ha cetu me arruet en termen da behini e cundu !… Disenoret e meus va famill ; coumettet e meus an oll dorfejou ; va daouarn o deveus scuillet goad va mad-oberour, pehini en devoa digoret dìn e zivrec’h !… Mont a ràn anfin da receo ar bunition just eus a guement a horreuriou… Mam goupabl ha maleurus ! Qementse oll so ho labour… Gallout a rit-hu c’hoas souten va guel ? Ah ! pellait… tec’hit dirazòn… » Ar vam miserabl-se, anter-varo, a fell dezi poqat da zaoulin he mab. — » Na dostait qet ouzin, emezàn, gant furor ha disesper ; ho mab a dol mil mallos var ar vuez en deus recevet diouzoc’h !… » Ar vam maleurus, accablet dindan malediction he buguel, a güez semplet ; he halan a vanq dezi, he c’halon so stanqet, he daoulagad so clos-serret, hac e varv eno var ar plaç… — « Mervel a ra ! a gri ar miserabl ; collet eo evidòn… Va mam !… Ah ! cetu aze eta va zorfet diveza !!!… » — Ne allas qet lavaret davantach, hac e cuezas e-unan semplet ; na deuas ennan e-unan nemet evit beza casset d’ar maro.

Goaset, graguez ha bugale am selaou : petra ho pije-hu santet, ma en devije ar maleurus en deus souffret ar maro hirio, roet dêc’h ur seurt arvest ? Ah ! hep douet, grêt en devije, me so sur, un effet terrubl en ho calonou. Eh bien ! gallout a rê marteze lavarat dêc’h ive qement oc’h eus clevet ganén ; mes e fêçon a vije bet touchantoc’h, terruploc’h eguet va hini, rac laqet en devije daelou a voad da strinca eus a goeled ho calon.

Biscoas n’em boa guelet Simon a Vontroulez o comz gant qement a nerz hac a eloqanç, evel en discours-se. E zaoulagad, e vlêo guenn, ar fêçon eus e visach, pehini a roe da velet e sante qement a lavare, e vouez, e jestou anfin, o devoa oll un dra benac a derrubl, pere a seblante remui o goad d’an auditoret. Beza e zoad en ur stat an trista. An hostises memes a voa drouc-livet, ha na vouie petra da sonjal eus an den e devoa en e zy. Anfin, an oll en em dennas goustadic ha gant ur silanç hac un dranqilite dign eus ar sujet a voe trêtet.





CHABISTR XVIII.


Simon a Vontroulez a zisqeuz sclêramant penaus ar guempennadurez na goust netra.


Deus a Sant-Briec e teujomp da Rostren ; mes ne arretjomp mui nemet e vilagennou, dre an hentchou trô. Se ne ampechas qet Simon a Vontroulez da rei e dam da bep-hini, pa gave an occasion.

O veza bet surprenet an devez qenta eus hor beach, dre un arneu bras, ec’h ejomp den em abrita en un ty a nebeut apparanç, e pelec’h e voa ur vreg var dro daou uguent vloaz, ha daou vuguel yaouanq. Ret e voa d’ar glao cueza evel a rê, evit hon forci da chom ebars an ty lous-se, e pehini e voa ur c’huez ar falla. Qement a velet eno a voa lous eston, hac ar vam hac ar vugale a voa o-unan al loussa a dout. Ne voan qet evit miret da c’hoarzin, e creiz an traou-se tout, dreist-oll o velet ar grimaçou drol a laqe an dra-se da ober da Simon, Ne allas pelloc’h delc’hel e dêod, hac e comzas evellen ous ar vreg : — Gouzout a rit-hu, greg, neo qet goal bropr ho ty, hac en em exposit calz, dre noc’h eus nep soign eus ho tieguez ? — Allas ! autrou qèz, ret e vez caout moyen evit ober qementse. Guelet a rit peguen paour omp. — Güir eo se, eme Simon, hac ho clêm a ràn a greiz va c’halon. Mes, credi a rit-hu eta eo goal goustus ar broprete ? Obliget oc’h-hu da baea an ear a lesfec’h da antren en ho ty, pe an dour gant pehini e voalc’hfec’h qement so amàn, c’houi hac ho pugale ? Ar viser na ell qet excusi al loustoni ; rac anfin , an ear hac an dour a apparc’hant d’an oll. Ne goncevan qet penaus ec’h ellit beva etouez an traou-ma. Al louster-se memes a goust dêc’h muioc’h eguet na songit ; rac dangerus bras eo d’ar yec’het, ha na ven qet estonet e deve ur suit fall evit hoc’h hini hac evit hini ho pugale. Ne zeus dabord netra qen dangerus d’ar yec’het, eguet an ear corrompet. Mar lezit ho corfou goloet a grass hac a lastez, cetu aze ur gommançamant a gorruption, hac a ell da denna da glénvejou bras. Sellit ous an anevalet a ya d’en em laqat en dour evit nettât o c’horf ; an instinq o c’hundu da guemer ar soign-se, pehini so naturel ha necesser. Sonjal a rit-hu ivez e zeo un dra goall yac’hus an humidite-se a c’holo ho muraillou ? — Mes, autrou qèz, eme ar vreg, penaus ober evit ampech se ? — Penaus ? Ne zeus qen moyen nemet da zerc’hel ar vuraillou propr mad, ha rei ear alies d’ho ty. Gouzout a ran ervad ne barvenfot qet da chasseal gant se tout an humidite en antier ; mes evit sur e timinuo calz ; — elec’h ma ne nevezaït qet an ear en diabars an ty, penaus e fell dec’h e tizec’hfe ? Cetu aze vesseliou a servich dêc’h da prepari ho poued, ha n’o deveus qet ar fêçon da veza goualc’het alies ; hoc’h avertissa a ran e zeo an dra-se goal dangerus, hac e risqit calz. Sellit bisach ho pugale goloet a vulbuennou. An dra-se a gresco hac a risco o abima a c’houliou. Hac én so eta qen dies d’en em delc’hel propr ? C’hoas ur vech, an dra-se na goust netra. Peguen paour benac e zoar, na dleer james ancounac’hat an dignite a gristen, nac en em laqat tec’hel ous daoulagad ar re-all. En güirione, va greg vad, ho conseilli a ràn c’hoas da guemer soign eus a guement so en dro dêc’h, ha bezit sur e cafot ur certen plijadur ous en em velet en ur bosition agreabl. Ah! cetu êrru an ozac’h ! Bonjour va mignon. E voan o conseilli d’ho creg beza muioc’h soignus var ar broprete en e zieguez. Mes dêc’h e lavarìn ivez e zòn estonet o velet teil, dour brein, ar fos, ha qement seurt loustoni oll so, placet justamant e tal ho ty. Perac nonpas pellât an traou-se, pere a so goal noazus ? Anfin, reqeti a ràn dêc’h yec’hed mad, mes ive proprete.

Simon en devije comzet muioc’h ; mes ne voa qet fachet da sortial dious an ty lous-se, ha pa velas e voa tavet ar glao, e leverjomp qen a vezo d’an dud paour-se , hac e cuntinujomp hon hent.





CHABIST XIX.


Simon a Vontroulez a expliq da vreur ur jured nevez an natur hac an importanç eus e fonctionou.


Vardro fin mis eaust ec’h errujomp en Bourbriac e pelec’h ne anavezemp den, mes e pehini e voemp pedet a galon vad da vont da loja da dy ur fermier pinvidic, pehini en devoa grêt ur pennad hent ganeomp, ha cauzeet calz gant Simon a Vontroulez.

Pa voemp disquiset, ha pa hor boe evet ur podat gist ; rac eno, tro vardro, coulz hac e calz a blaçou all eus a Vreiz, e veler un nombr bras a blant avalou, bete soqen dre an hentchou ; ar pez a ra d’an darnvuia eus an dud divar ar meaz caout gist da verza, hac ive da eva do repasiou ; pa voemp eta disquizet, e lavaras Simon : arça, ret eo ivez sonjal e zoar antêtet aoüalc’h e meur a blaç eus ar Finister, mes dreist oll en arrondissamant Montroulez, pa veler na deuer qet a benn da laqat e speret an dud divar ar meaz ar profit bras a denfent en eur blanta guez avalou ! Gouscoude, ret eo en lavaret gant güirionez, guelet a rêr, abaoue un nebeudic amzer, ur perc’hennez nevez benac o commanç planta : neus nemet ar fermerien, pere na reont qet c’hoas; mes, paciantet : p’o devezo santet ar profit bras hac ar blijadur da gaout ur banne gist, e rint ivez evel ar re-all. Guel eo divezat eguet james.

Simon en em adressas neuze d’ar mestr, hac a lavaras dezàn : Ho ty a gavàn disposet mat, va mignon Morin. Cetu aze plench o fonci ar gambr, elec’h an tillach lous ha pounner ; ho cueleyou, ho presiou hac hoc’h oll meubl a so coaret propr ; bancou clôs oc’h eus evit azea ous taul, ho prenestou a so bras, hac a lèz da viana an eol binniguet da antren en ty, ha da zizec’ha an humidite. Anfin, qement a velàn a zisqeuz un urz admirapl, hac a ra plijadur da velet. Perac eta na rêr qet se dre oll ? Mes, eme Simon, me sonch dìn oc’h occupet gant un dra benac a serius, rac n’en doc’h qet joaüs, evel ma tlefec’h beza etouez ho famill hac e creiz an oll brosperite a velàn amàn o rén.

Ar Fermier Morin. — Güir eo, tad Simon, un dra benac ameus hac am tarabus.

Simon a Vontroulez — Fachet e vec’h-hu e c’houlenfec’h ouzoc’h ar sujet eus a se ?

Morin. — Nan sur ; mes va breur, pehini a chom en Plegat-Guerant, en deus discrifet dìn e zeo hanvet da veza jured en tribunal Qemper. Ar c’henta guech eo dezàn da vont, hac e scrif dìn e carfe laqat en em dispansi.

Simon — En em dispansi ! Perac eta ? Da guenta tout, na ell qet en ober, hac ouspen-se, un dever sacr eo, na dle den honest ebet desirout so qen en em laqat exanti, anes an necessite vrassa, ha c’hoas eo ret en prouvi. Ho preur na voar qet eta penaus ar jujemanchou dre juri a so unan eus ar preciussa güiriou a ro deomp ar chart ? Supposi a ràn e vec’h accuset injustamant ; na vec’h-hu qet contant da veza barnet gant tud hac a vez ingal dêc’h, na elfent qet beza excitet dre ar gassoni, dre an interest, dre an aoun, pe dre indifferanç ? Eh bien ! penaus ec’h affec’h-hu sonjal refusi d’ar re all ar güir brecius-se a accord dezo al lezen, hac a c’houlenfec‘h evidoc’h hoc’h-unan ? Mar fell deomp conservi hon institutionou mad, e zeo ret deomp ivez eo em soumetti d’an deveriou a gommand.

Morin. — Va Doue, tad Simon, rêson oc’h eus ; neo qet rac an direnjamant nac ar boan en deus aon va breur. Mes conventi a reot e zeo un dra derrupl da gaout da zisposi eus a vuez un den. Evelse ivez e lavar va breur dìn e zeo decidet da absolvi qement accuset en em bresanto en tribunal.

Simon — Ah, dam ! ur c’hoari gaer a rafe neuze ! Ho preur hac e gonscianç e deve lec’h da veza tranqil ! Ober evelse, a vez bonamant mancout d’an angajamant en deus contractet, trahissa confianç ar justiç, ha comprometi ar societe en antier. Supposomp, va mignon Morin, en defe ho preur savetet evelse ur miserabl ; hac ur vech rentet libr, e teufe adare da goumetti crimou, en eur laeres pe laza ; ha na deufe qet neuze ho preur da sònjal e vez en a vez caus eus ar maleuriou-se ? Ne deufe qet memes e gonscianç da ober dezàn rebechou terrubl ?

Morin. — Qementa lavarit a seblant dìn güir, tad Simon ; mes penaus ober evit non pas en em exposi da se ? ret eo eta o c’hondaoni oll ?

Simon. — Vantredie ! penaus e zit en dro ! Ounnes a vez c’hoas brassoc’h sottoni eguet an hini guenta. Guelet a ràn na ouzoc’h qet e petra e consit ar fonctionou a bere e zeo carguet ho preur e qalite a jured.

Morin. — Nonpas nemeur, evit lavarat güir.

Simon. — Var se, selaouit ac’hanòn : En eur azea var banq ar juri, en em an gager dabord da selaou an oll rêsoniou a vezo discutet, gant ar brassa attantion a vezo possubl, hep prevantion evit pe a enep an accuset, ha da lavarat neuze an ompinion en conscianç. Tleout a rêr laqat an oll attantion a behini e zoar capabl, d’ar pez a lavar an testou, da ziscoursiou an antrou avocad general, da re diffennourien an dud accuset, ha da hini ar presidant. Ho preur n’en devezo mui neuze nemet respont d’ar guestionou a vezo grêt dezan gant ar barnerien ; rac neo qet ho preur a so carguet de renta an arrêt. Goulennet e vezo digantàn hac an accuset so coupabl, mar deo coupabl gant pe hep premeditation ; hac en so güir e zeo bet ar c’hrim accompagnuneqêt eus ar circonstançou-mâ, pe deus ar re-ont. Da guementse oll, ho preur a responto ia pe nan. Mar deo certen mad, goude ar pez en devezo clevet, e zeo coupabl an accuset, ho preur a vez coupaploc’h c’hoas, evel ma edon o paouez en lavaret dêc’h, en eur disclêria ar c’hontrel. Mes, mar en deus an disterra douet, ma ne gav qet rêsonniou patant aoüalc’h, a brouvidiguez aznat, e tle respont nan ; rac guelloc’h e zeo calz en em exposi da absolvi un den coupabl, eguet risqa da gondaoni un innoçant. Neuze, pa en devezo laqet e oll soign da anavezout ar virionez, neus câs peseurt isçu en devezo an affer, e zever a so peur-achuet, hac ec’h ello cousqet tranqil. Goude e zisclaration, ar barnerien a rayo anfin application al lezen, hac e prononcint an arrêt dre behini an accuset a dle beza condaonet pe laqet e liberte.

Morin. — Compren a ràn mad ar pez a lavarit, tad Simon ; mes se na ampech qet an dra-se da veza ur garg nec’hus ha poannius.

Simon. — Poannius, na zisconvenàn qet eus a se ; mes ne velan qet e vez qen nec’hus-se evit un den honest. Na dleer guelet en se, va mignon Morin, nemet ur garg enorapl, eus a behini en em acquitto ho preur scurpulusamant, dre ma santo muioc’h an important. Ret eo selaou oll gant ar brassa attention ; clasq ervad disolo ar virionez, hep goulen avisou ar jureded all ; rac ar gonscianç eo hepqen a dle cundui ar jureded ; goude se lavarat an ompinion, evel ma vezo, hep aoun. Evelse ho preur en devezo ramplisset an obligationou en deveus imposet dezàn al lezen, ha n’en devezo netra d’en em reproch.

Morin. — Va rassuri a rit un nebeut, tad Simon ; me gred na ello qet va breur en em viret ous un esmaë vras.

Simon. — N’eo qet se qenebeut ar pez a lavaran dâc’h ; ha na elfet caout nemet ompinion fall eus an hini a zae da varn e nessa evel ma zear d’ar foar. Pa en em renter responsabl demeus a enor hac eus a vuez un den, e zeus peadra da grena ; mes arabat eo en em digoncerti e poent da nonpas clêvet na guelet, rac neuze e vez ramplisset fall ar garg.

Morin. — Allon, tad Simon, grit dìn ar blijadur da scrifa an traou-se oll d’am breur, pehini a heuillo ho conseillou, me so sur, da c’hortos m’en devezo an enor d’ho trugarecat.

Simon. — Gant joa, hac er memes amzer e lavarin dezàn e zeo carguet eus un dever ar brassa, ha penaus ar barnidiguez dre juri so unan eus ar brassa mad-oberou deus hon amzer.





CHABISTR XX.


Qentelliou mad roet gant Simon a Vontroulez d’ar re a gred e tistro ar re varo er bed.


Ne chomjomp nemet un devez e Bourbriac, hac e qemerjomp hent Louargat. En hentchou treus en eur gavjomp, pa voemp surprenet gant an nôs. Simon a Vontroulez a broposas en em arrêti en un ty a velemp ur pennadic diouzomp. En em renta a rejomp, ha Simon a scòas var an nor. — Piou so aze, eme ur vouez raouliet, pehini a zisqeuze beza hini ur vreg ancien ? — Mignonet, eme Simon : digorit deomp. — Piou oc’h ? — Marc’hadourien o tont eus ar foar, hac a c’houlen repu. — Güir eo se ? — Sellit qentoc’h dre ar prennest. An hini gôs a sellas en effet, hac a deuas da zigueri deomp.

An tyic bian-se a voa habitet gant ur paysant côs, e vreg hac o mab, pehini a elle caout etre uguent ha pemp bloaz varnuguent. — Nos vad dêc’h, va zud, eme Simon. Contant e vec’h-hu e tremenfemp an nôs en ho ty ? Aoun hon eus d’en em egari en hentchou tro-mâ. — A greiz calon, eme an hini gôs ; doare tud honest oc’h eus, hac ec’h assurit ac’hanomp un nebeud er moment-mâ. — Penaus ! rassuri ac’hanoc’h a reomp ? — Oh ! ia ; mes aoun aoüalc’h ho pezo evidoc’h oc’h-unan, m’en assur dêc’h. — Petra fell dêc’h lavarat gant se ? — Guelet a reot… — Mes anfin, petra eta c’hoas ? Hac én a vez laeron dre ar vrô ? — Ah ! bien ia, laeron ! Goassoc’h eguet laeron, m’en assur. — Lavarit eta deomp petra eo. — Ato, autrou, eme an hini gôs, ene an autrou Richard !… — Pa glêvas Simon a Vontroulez an dra-se, e tirollas ur c’hoarzaden qer bras deus e gorzaillen, qen a ranqe delc’hel e gof bras gant e zaou zorn, evit miret da gueza. An dud paour-se, pere n’o devoa nep c’hoant da ober qement all, a voe spontet o velet Simon o sailla evel un dremedal, hac e voent var ar poent da gredi e voa côf bras Simon a voa ive ene an autrou Richard, a deue d’o goapât. N’ho pezit neb aoun, emedòn-me ; n’ho pezit neb aoun : guelet a rit ervad n’en deus qet ar fêçon dious un ene. Mes, expliqit eta deomp petra eo an hini eus a behini oc’h eus comzet deomp. — Me ya d’en lavaret dêc’h. Beza voa amâ tost ur bourc’his hanvet an autrou Richard, hac a rê calz a vad d’an oll beorien. Bremâ e zeus daou vloaz, pa varvas, e voe un desolation general tro vardro. Un enterramant gaer a voe grêt gantàn, hac an oll amezeyen o deveus laqet lavaret offerennou evitàn. Mes ni so qen paour, n’hon eus qet ellet laqat lavarat nicun, hac e zomp chagrinet bras gant se. Na bossedomp nemet un tamic douar hac ar jardinic oc’h eus guelet en eur antren amâ. Mes gouscoude hor bije guelloc’h grêt en eur laqat lavarat un oferen evit an autrou Richard, pehini en deus grêt qement all a vad deomp. E ene a so fachet ouzomp, rac abaoue m’hon eus grêt hon eaust, e teu bemnos da zorna hon bed, hac e cass gantàn muia ma ell, evit rei d’ar beorien.

Simon a Vontroulez a voa en trein da farçal hac a gontinue da c’hoarzin, peguement benac e tisplije se calz d’an dud qèz-se. Gouscoude e lavaras dezo : ma carjec’h beza êt da gonsulti ho person, en devije tennet an traou-se dious ho penn, dre an aviaou mad en devije roet dêc’h. Mes penaus ec’h ellit-hu gouzout e zeo ene an autrou Richard a deu da guerc’hat hoc’h hed ? — Penaus er gouzomp ! Petra ? ne glêvomp-ni qet anezàn bemnos o torna ? Hac ouspen se, comzet en deus ouzomp : lavaret en deus deomp ar pez hon eus contet dêc’h. — Ah! va zud qêz ; hac oc’h eus ar vadelez d’er c’hredi var e c’her ! Penaus-ta ! Al lüe bras-se a n’en deus qet credet tostat outàn, evit en em assuri demeus ar virionez ? — Ah ben ia ! eme ar pot sot, evit beza paqet gant an ene etouez an hed, ha casset gantàn var e chouq ! nan, nan ; n’on qet qen diot-se. — Arça, eme Simon, collet oc’h eus-hu eta oll ho speret, evit credi e tistro an dud varo ? Ar pez a guemerit evit un ene, n’en deo nemet ul laer, pehini a gont var ho poltronerez, pa gred dont da zorna hoc’h bed bete dindan ho fri. — Var hon poltronerez a lavarit-hu ? Eh ben ia c’hoas ! Oh ! neo qet ni hepqen ar poltronet, ar pez so a vad ; rac Maze, hon amezeg, da behini hon eus comzet eus a se, n’en deus biscoas credet dont da dremen an nôs amàn ganeomp, evit en em assuri eus a se. — Ah ! hoc’h amezec en deus refuset dont da dremen an nôs ganêc’h ! Sellaouit : C’houi eteur paria e zeo én a zorn an hed ! — Bah ! lavarat a ràn dêc’h c’hoas penaus e zeo ene an A. Richard. — Ah ! jarnigoa, c’hoas ur vech, n’en doc’h nemet pennou foll, o credi e tistro an dud maro. Beza oc’h eus-hu ur fusuill en ho ty ? — Ia. — Mad ; roit din anezàn, hac e voezimp hep dale petra eo an dra-se.

Simon a Vontroulez a garg ar fusuill, hac e zeomp hon daou d’en em goach e corn an ty, epad ma crene hon hostisien, ha ma credent e zemp da veza lounqet. Vardro unnec heur e veljomp un den o tostat, hac en affublet eus ur rochet var e zillat, hac ur bonet bras a baper var e benn. Distaga eure ur valan benac eus ar bern, o arrenji a ra var al leur, hac e commanç evit güir da zorna. En instant m’en devoe troet e guein eus hor c’hostez, e tostajomp sioulic outàn. Simon a leusqas e denn fusuill en ear. An ene, spouronet oll, a leusqas ur griaden, hac a guezas var al leur evel ur zac’had loayou, marvoc’h eguet beo. Sailla rejomp varnezàn ; cregui a rejom ferm e collier rochet al lapin, qentoc’h eguet e lezel da sortial eus e spont, hac en trainjomp d’an ty. Dalit, eme Simon : cetu aze an ene a deue da laeres hoc’h hed, hac a gren c’hoas muioc’h eguedoc’h. — Ah! jarnidiaoul, sell : an amezec Maze eo, pe vìn manac’h ! — En e-unan, eme Simon. Eh bien ! petra em boa-me lavaret dêc’h ? Credi a reot-hu er seurt traou-se ?… Ha te, lanchore bras, ma pije bet grêt, pemzec deiz so, ar pez e zoun o paouez ober, e pije tout an hed en deus laeret ar c’hoqin-ma dêc’h. Cetu aze petra eo ar supertition hac ar boltronerez. Ar supertition a rent dall, hac ar boltronerez a rent seyet. Neo qet eus ar re varo e tleer en em disfia ; mes deus ar re veo eo. It betec ar but da velet ar pez a spont ac’hanoc’h, ha cazi bepret e c’hoarzot oc’h-unan eus ho spont.

Selaouit, eme Simon : Bremâ so meur a vloavez e clêvet un teuz hac a rede an nôs dre K… Goloet e voa oll a vlêo, adalec e benn betec e dreid ; ul lost hir en devoa, ha qerniel spontus var e benn. Er stat-se e treine chadennou var e lerc’h. Un nosvez gouscoude, en em dastumas pautret hardi hac armet mad, hac ec’h ejont d’e zeport. Vardro anter-nôs e clêvjot trous ar chadennou o tostât, ha diouc’h-tu va fautret a saillas varnezàn. An teuz paour a grie misericord ; mes tennet e voe digantàn ar c’hroc’hen eugen a c’holoe anezàn, hac hep truez outàn en devoe ur zêad hac e voe frottet qen mad e borpant, qen a voe yac’het da viqen eus ar c’hoant da c’hoari teuz. Anavezet mad emeus an horistal-se.

Evidoc’h-hu, amezec Maze, ma noc’h eus qet c’hoant da veza laqet etre daouarn ar justiç, e rentot, varc’hoas hep faut, an oll hed oc’h eus laeret, hac eiz scoet en arc’hant, evit ma ello an dud paour-ma laqat lavarat oferennou gant o mad-oberour. Meritout a rit ar bunition-se, e peb fêçon, dreist oll evit beza bet implijet d’hoc’h action fall, memor un den a so maro. Sonjit ervad e zeo ur c’hrim mancout a respet d’an anaon.

An amezec Maze a c’houlennas graç, hac a bromettas ar pez a c’houlennet outàn. E gass a rejomp quitt, hac én leun a vez hac a gonfusion, ha peb-hini a yas tranqilamant da gousqet betec ar mintin.

Goude beza dijuniet ha c’hoarzet divar goust ar paour qèz Maze Simon a recommandas ivez d’hon hostisien nonpas credi nac e pautr e voutou coad, nac e cariguet an ancou, nac er ganneres nôs, nac er buguel nôs, nac er seurt traou sot evelse, haq er prometjont.

Trugarecat a rejomp hon hostisien, hac en em leqejomp en hent.





CHABISTR XXI.


Simon a Vontroulez a ancourach messaerien langour ha feneant d’en em occupi.


Pa voemp rentet ur pennad mad eus an ty, Simon a Vontroulez a lavaras dìn : Sonjal a ra dêc’h-hu e zeo yac’hêt an dud-hont, ha ne gredont mui e tistro ar re varo ? — Mes, emedòn, seblantout a ra dìn o deveus recevet ur guentel vad aoüalc’h evit se. — Eh bien ! en em drompla a rit, va c’hamarad qêz. Ne zeus drouc ebet diessoc’h da yac’hât eguet an aoun, hac e zòn certen na vez netra êzettoc’h evel d’o laqat c’hoas da gredi en se, hac er supertitionou all. — Mezus bras eo gouscoude, emoun-me, ha goal afflijant, guelet c’hoas o ren, en amzer ma vevomp, surpertitionou evelse.

Güir eo se, hac un druez eo ; ha gouscoude er c’hreder eus a dad da vab er familiou a neglich education o bugale. Guelit penaus an dud qêz-se o deus abafet ha douaret o innoçant bras a vab ! Carguet oll eo e benn eus an istroguellou-se ; hac ez oun certen penaus, evitàn da veza bras ha crén evel ma zeo, ne gredfe qet teuler an eil troad arauc eguile el lec’h ma vez teval. Me garfe ervad e vez possubl persuadi d’ar guerent da nonpas james ober aoun d’o bugale, ha da nonpas implija ur voyen qen dangerus, pe evit o funissa, pe evit o renta docil.

Credapl eo, ma vez interrojet an darn-vuia eus ar re a guez en drouc-sant, o deus ar moustreric en nôs, e respontfent e tiguez an dra-se dre beza bet grêt aoun dezo pa zoant bugale. — Ar pez a lavarit a so güir, tad Simon. Gallout a rafet memes ajouti penaus ar spontou-se grêt d’ar vugale, a so capapl da rêi dezo ar maro var ar plaç. N’eus qet pell-amzer em boa lennet en ur bultin un avantur horrubl. Ur buguelic paour o veza bet laqet en e gavel gant ar plac’h, a voe gourdrouset ganti da laqat ar blei da zont d’e guerc’hat, ma na chomje qet tranqil. Ar c’hrouaduric paour a voe qen horrublamant spontet eus a se, ma voe cavet maro, pa deuas ar plac’h da velet hac én a voa cousqet. — Oh ! va Doue, eme Simon, ma ouffe an oll droug a ell ar spont da laqat erruout, n’en em exposfet qet qen alies da ober poltronet eus ar vugale.

En eur gozeal evelse, ec’h arrujomp en un andret e pelec’h e voa pautret o tioüal o zaoud. Epad ma edo an tropel e creiz ur soulec o peuri, an daou vessaer yaouanq, a bere ar c’hossa a elle caout seitec vloaz, a voa astennet dindan ur vezen, hac a seblante anter-gousqet. Simon a Vontroulez a dostas outo hac a lavaras dezo : Me grêd, va mignonet, noc’h eus qet aoun e teufe ar blei da baqa unan benac eus ho saoud, pa zeo güir e cousqit qen tranqil. — Bah ! eme an bini bras, en eur frotta e zaoulagad, ne zeus qet a zanger ; ar blei ne deu qet dre amâ ; hac ouspen-se, ar c’hy so tost, hac hon avertisfe. — An dra-se a ell beza, eme Simon ; mes gant se tout, ne alfec’h-hu qet implija hoc’h amzer en ur fêçon muioc’h util evidoc’h ? Aoüalc’h oc’h eus deus an nôs evit cousqet. Epad ma tioüallit ho saoud, pere na occupont ac’hanoc’h nemet un nebeut, e zeus meur a dra a alfec’h da ober. — Peseurt traou eta, autrou marc’hadour ? — D’abord, ma oufac’h lenn, ec’h alfec’h tremen un heur benac d’en em instrui eus a draou util. Beza zeus levriou a zisqfe dêc’h penaus qemer soign demeus an anevalet, evit tenna ar muia profit diouto. Pa vouifec’h an dra-se, ha pa ho pezfe cresqet danvez ho mestr, e paefe muioc’h ac’hanoc’h. Goude ec’h alfec’h c’hoas en em occupi eus a labouriou bian, a bere ar profit a vez evidoc’h. Guelet a meus messaerien eveldoc’h, en eur dioüal o loened, elec’h cousqet evel feneantet dindan ur vezen, a dremene o amzer da dressi plous evit ober tocou, pere a verzent ur pris mad. Evit exempl : me va-unan, ma ho pije bet tocou, em bije o frenet diganêc’h, hac e vije qementse gonezet evidoc’h. Beza e zeus darn all inginus, hac en em amus da ober c’hoariellachou evit ar vugale, hac a vez güerzet mad er c’hæriou. Anfin, pa vez ententidiguez ha bolontez vad, e rêr implich eus a dout. Mes an hini a ya da gousqet hep sonch, a zifun hep ressourç. Mar cuntinuit da ober evel a rit, e vezot messaerien evit ar re-all epad ho puez ; mar grit evel a lavaràn dêc’h, e vessaot evidoc’h oc’h-unan un deiz da zont. Differanç so etre an dra-se, neo qet güir eta ? Mes differant eo ivez pe labourat pe chom da ober netra. Yaouanq oc’h, ha noc’h eus qet ho tivrac’h hac ho taouarn evit nonpas en em servicha eus anezo. Dont a reot da veza côs ; arabat eo en em laqat e câs da lavaret : Perac n’a meus-me qet grêt an dra-se-hont ? Credit ac’hanòn, va mignonet : chenchit a fêçon, hac a ben ur bloavez benac amâ e lavarot : Elleal, an tad Simon a Voutroulez en devoa roet deomp un avis mad, hac hon eus grêt mad er selaou ha senti outàn.





CHABIST XXII.


Conseillou fur pere a ro Simon a Vontroulez da electourien en em rente d’an assamble electoral.


An deiz varlerc’h ec’h errujomp en ur ferm vras, etre Pontreo hac ar Roc’h, e pehini en em arrêtas Simon a Vontroulez. E poent lein e voat. Ar fermier en devoa gantàn ouc’h taul daou vignon. Ractal mac’h appercevas ac’hanomp, e savas en e za, en ur lavarat gant ur joa vras : Ah ! parbleu, va mignonet, emezàn, d’ar re a leine gantàn, cetu amâ un den na vezo qet a re, hac a royo deomp un avis util benac. Bonjour, tad Simon ; joa vras a meus ous ho quelet ; penaus a rit abaoue ar bloa tremen ? Mont a rit da leina ganeomp, hac e lavarot deomp ho santimant var an affer a occup ac’hanomp. — Gant plijadur, mignon Girod ; gouzout mad a rit n’en em lezàn qet pedi evit se. Arça ta, guelomp, a betra eo qestion ? Lavarit dìn hoc’h affer da guenta.

Ar Fermier Girod. — Ret ê deoc’h gouzout, tad Simon, penaus e zomp bremâ en amzer an electionou. An daou vignon-mâ a velit, ha me, a bae tremen daou c’hant livr contribution, ha dre se e zomp electourien. Tleout a reomp er c’henta devez en em renta en assamble electoral, hac e voamp o tiscuti var ar pez a dleomp da ober.

Simon a Vontroulez. — Eh bien ! Peseurt tud a gontit-hu da hénvel ?

Girod. — An dra-se eo justamant ar pez n’hon eus qet c’hoas arrêtet. Cetu amâ listennou digasset deomp, na ouzomp qet a belec’h ; hac evit sur, na anavezomp qet e nep fêçon an hanoyou-se.

Simon. — Evit petra en em ambarrasfec’h-hu eus al listen-se, ha demeus a dud pere na anavezit qet ? Tud ho prô a anavezit mad ? Cetu aze qement hac a faut. Gouzout a rit piou eo a verit ar muia ho confianç, etouez ar re a bae ar cens goulennet ?

Girod. Ia sur, tad Simon ; se eo ivez ar pez a sonjen ; n’eo qet ret deomp mont da garga eus hon interest, tud a here n’hon eus clêvet biscoas comz.

Simon. — C’hoant oc’h eus-hu e lavarfen pere eo ar re a dleit desirout da henvel ? Mar oc’h eus er vrô ur perc’henner mad benac a vez anavezet evit carout e vrô, pehini en defe sicouret an dud maleurus, a vez eus ur c’haracter fur ha tranqil, a dremen evit caout ur speret sclêrigennet : ennes eo a dleit da garga deus hoc’h interest ; rac certen oc’h e tifenno mad anezo. Gouzout a rit-hu penaus e zeo ur güir gaer a ro ar gonstitution dêc’h, en eur lezel ac’hanoc’h da henvel er guis-se hoc’h-unan tud pere a dle ober al lezennou da bere e tleit oboissanç ? An dra-se a zisqeuz dêc’h penaus ar c’hontributionou na vezint james crénvoc’h eguet ezomou ar gouarnamant, ha na dremenint qet ho tanvez. Beza zeus tud hac a neglich da vont d’an assamble electoral evit jouissa eus ar güir precius-se. Ar re-se so tud goal indifferant d’ar mad general ha d’o interest o-unan. Gant plijadur e velàn, va mignonet, n’en doc’h qet eus ar seurt tud-se, hac e sonjit seriusamant en affer important-se. Mes evel ma zoun o paouez en lavaret dêc’h : ret eo ober ur choas mad ; an dra-se so meurbet necesser. Ret eo, dre exempl, dioüal da henvel pennou foll, pere na gavont o mad, nemet en dragas hac en disurz. An dud nebeut sourcius, na dalvezont netra qenebeut ; rac ar garg a deputet a exich beza oazus, ober attantion, hac en em rei oll da vadou ar vam-brô. Repeti a ràn dêc’h amàn, ar pez a lavaren er bloa tremenet d’am mignonet electourien a Landivisiau : It, va mignonet ; ït d’an assamble electoral ; un dever eo evit peb den a so galvet gant al lezen. Mes laqit eves mad d’ar pez a reot. N’en em lezit qet trompla gant tud intrigant. Tleout a rit gouzout guell eguet den ar pez a faut dêc’h : daoulagad ha diouscouarn oc’h eus evit anavezout an dud ; rac se grit herves ar pez ho pezo guelet ha clêvet hoc’h-unan. Petra vanq dêc’h evit difen ho troajou ? Tud hac a anavez ervad hoc’h oll ezomou ; tud hac a zo attachet dêc’h, ha pere na sacrifiint qet hoc’h interest d’o interest o-unan. Choazit ar re-se, hac ho pezo rentet servich d’ar gouarnamant ha dêc’h oc’h-unan. Ar Chart a so ur vouez hac a lavar dêc’h : Cetu aze ho troajou, hanavezit ha conservit anezo. Qement a so en em gav enni : d’an dra-se eo e tleomp en em attachi. Pa anavezo an oll Vretonet ar gonstitution, evit e c’harout hac e difen, neuze e vezimp bras ha crén.

Girod. — Cetu aze so lavarat mad, tad Simon, ha sonjal a reomp oll eveldoc’h. Me vouie ervad en devije roet Simon deomp un avis mad benac. Pell amzer so en em anavezomp, neo qet güir, va c’hamarad côs ? ha meur a dra hon eus guelet abaoue se, a drugare Doue.

Simon. — Ia, sur ; guelet hon eus meur a dra, ha se oll a dle beza disqet deomp e zeo ret beza fur, hac ober an oll Sacrifiçou possubl evit conservi un dranqilite precius. Neo qet güir se, va mignonet ?

Girod. — Oh ! rêson vad oc’h eus. Clêvit, va mignonet : goude qement en deveus lavaret deomp an tad Simon, e ven avis da rei hor moueziou da…

Ur Fermier all. — Mad evit… ; un den o anavezet mad evit caout calz a verit, hac e zomp certen e zo un den honest.

Girod. — Ma, tad Simon, fachet bras oun n’en doc’h qet imposet aoüalc’h, rac evit sur m’em bije roet va mouez dêc’h.

Simon. — Eh bien, va mignon Girod, gallout a ràn assuri dêc’h n’ho pije qet en roet da ur Breton fall.





CHABISTR XXIII.


Reflexionou camarad Simon a Vontroulez var ar respet a dleer da gonservation ar monumantchou public.


N’hor boa nemet neubeut a amzer da chom er Roc’h, hac ec’h ejomp varzu Landreguer. Epad ma voa Simon a Vontroulez occupet da ober e droyou, e zis da velet chapel Sant Euzen hac an ilis cathedral, eus a bere em boa clêvet comz alies. Chom a ris da gontempli hac an diabars hac an diavès, hac e santen ur joa vras o velet da viana ne voa qet bet nemeur a dra distrujet, en amzer ma zoa evel ur blijadur distruch qement a draou caër. An dra-se a zigaças sonch dìn deus ar pez en devoa guelet Simon ober en e vrô da Sant Jacqes ha da Sant Christoph, coulz evel d’ar groas huel meurbed a velet e penn ar c’hoc’hi. Daou ozac’h a deuas d’am c’haout, hac a c’houlennas ouzìn ous petra e sellen. Eleal, va mignonet, sellet a ràn eus an traou burzudus a veler dre amâ ; rac e-meur a blaç e zeus bet distrujet qement a draou caer, ma zeo ur rarentez guelet ar re so conservet. Qement e zeo afflijant guelet distruch monumantchou public, pere a apparchant d’an oll, mes da zen e particulier ; qement oll e seblant enorabl ha dign eus ur bobl sclêrigennet mad, da respecti ha da gonservi eus a bep outrach ar memes monumantchou-se, pere a attest er memes amzer, gloar, pinvidiguez hac ingin ar vrô. Guelet emeus e meur a barros e Breiz, ur c’halvar caer, ilisou distrujet ; disperset e zeus a bep tu traou precius a apparchante dezo. Eh bien ! hirio an deiz e clasqer repari an darn-vuia eus an destructionou grêt en un amzer maleurus ; peb den honest a dle eta en em ampressi da renta an disterra tam en defe, rac en interest an oll eo se. Beza e zeus ivez e meur a dy var ar meaz scrijou ancien, eus a bere na denner nep seurt parti ; Eh bien ! cassit-e d’ao A. Lédan, Imprimer e Montroulez. Neuze, mar talvezont ar boan, e vezint imprimet, hac en oll a brofito ; elec’h en eur viret anezo d’en em distruch en ho ty, na brofitont na dêc’h na da zen.

Comz a ren dêc’h eta eus ar monumantchou public. Mar deo un dra meurbed trist guelet traou caer distrujet gant dorn an amzer, e caver da viana ur seurt consolation pehini a laca carout c’hoas dont do c’hontempli ; mes ar ravach grêt gant dorn an den n’en deus netra a gaer ; oll eo horrupl ennàn e-unan. Ha n’en deo qet aoüalc’h e tistruchfe an amzer hon œuvrou bresq ? Tleout a reomp-ni e zicour en he effortchou distrujus ? Leqeomp qentoc’h hon oll soign da repari an droug a ra ? E qeit ha ma sav testou nevez evit perpetui ar sonch eus a ingin hon amzer, enoromp, respetomp, conservomp an testou ancien eus a hini hon zud côs, a bere ar gloar a so hon heritach. Hor bro a so pinvidiq e monumantchou burzudus hac a utilite public. Ra deuyo an hentchou vicinal da etablissa ur gommunication êzet etre peb commun, ha da veza antretenet dre oll en Breiz ! En interest an oll e tleer desirout qementse ; rac ar c’hiri en em gonservo guelloc’h, al loened na scuisint qet qement, hac elec’h tri varc’h a implijet guechall, e vezo gallet ober gant daou, rac essoc’h eo darempredi bremâ an hentchou-se. Anfin, nebeutoc’h a amzer a laqer da chare an hed hac an traou all, ha n’o guerzer qet nebeutoc’h.

Quittât a ris va zaou zen, hac e zis da gaout Simon a Vontroulez.




CHABISTR XXIV.


Simon a Vontroulez a zêr o guinou da dud pere en em occupe da drouc-comz, hac a gont dezo un histor.


Servichet e voa lein en hostaliri. En em laqat a rejomp da gozeal, pa voet azeet. Hor c’honsortet a gommanças da zrouc-comz o goualc’h var qement a vouient ha na vouient qet. Evit nebeut ma vije bet padet c’hoas ar gonversation gaer-se, e zemp da c’houzout qement tra fall a dremene en quær. Seulvui e voal-drêtet ur re benac, seulvui e c’hoarzet oll, exceptet Simon a Vontroulez, pehini a zave e c’hourniou guenn, ar pez a erru gantàn pa gommanç d’en em impacianti.

Clêvit eta, va zud, eme Simon, c’hoant oc’h eus-hu ivez e contfen dêc’h un histor ?

Pa glêvjot Simon e lavarat an dra-se, en em leqjot d’en em sellet an eil eguile gant eston, rac va c’hamarad ne voa qet bet c’hoas clêvet o lavarat netra, hac e tavjot evit e selaou.


HISTOR FANCH-COS.


Beza voa em brô, eme Simon a Vontroulez, un den venerabl, a hanvet Fanch-côs. An den ancien-se, pehini a voa meurbet charitabl, na elle qet souffr e vije lavaret drouc ous den, hac epad ur pennad mad a amzer en devoa grêt e bossubl evit qemer difen ar re absant, deus a bere e clêve drouc-comz. Caout a rê dezàn e voa ar vedisanç un dra vil ha dangerus, hac e lavaras : Ha gouzout a ràn-me hac ar re a gomz evelse ous ar re-all, dirazòn, na gomzint qet ive diouzòn-me, dirac ar re all ? Na eller james en em fia en un drouc-prezeguer ; rac un den eo evit pehini ne zeus netra a sacr, ha n’en deo mignon da zen. Dommach bras eo o deus ar seurt tud-se re all d’o selaou, hac a gav memes agreabl ar pez a lavaront. Mes, Fanch-Côs en devoa caer sonjal ha lavarat se, ne voa qet nebeutoc’h a deodou fall pere a gave auditoret. Hoguen, evel ma voa trist en deiz-se, hac o velet penaus qement a lavare a yê gant an avel, e qemeras varnezàn da devel ha da stoua e benn evel pa vije cousqet, bevech ma trouc-comzet. Abars ur pennad amzer, ec’h echuas ar memes câs da gousqet evit mad. An dra-se voa anavezet partout, ha cousqet Fanch-Côs a dremenas en proverb, en hevelep fêçon, ma lavaret, bevech ma vije clêvet o trouc-comz : cetu aze peadra da laqat Fanch-Côs da gousqet.

Un devez eta ec’h erruas ma eure person ar barres ur sermon var an Aviel e pehini e zeo lavaret e falvezas d’an diaoul tenti hor Zalver, en ur offr dezan qement tra a vele divar lein ar menez, mar carje stoua e zaoulin dirac an tentatour. En eur sortial eus an ilis, e zoa en em rassamblet calz a dud dindan ur vezen ivin, evit cozeal, ha Fanch-Côs a voa en o zoues. Comz a rêt eus ar sermon e voa an A. person o paouez ober ; ha cetu un ozac’h o lavarat : « Ret e vije Satan diot aoüalc’h evit clasq tend hon Zalver ! Qement tra a offre Satan a apparchante d’hon Zalver, ha nonpas dezàn ; sonjal mad a dleye n’en devije qet an dra-se tentet an Autrou-Doue, ha penaus an Autrou-Doue na lèz qet en em drompla. » An oll a gavas ar rêsoniou caer-se just, ha peb-hini a repete, en ur c’hoarzin dindan beg e fri : « Oh feiz ia ! ret sur e vije Satan imbecil dall. » Fanch-Côs na lavare netra ; stoua rê e zaoulagad, hac e voa casi prest da gousqet. An hini en devoa parlantet da guenta, a chassaç var e vanch, hac a c’houlennas outàn : Ha c’houi, Fanch-Côs, petra a sonjit-hu a guementse ? Neo qet güir eta e voa Satan un diot naïc ? — Ah ! dam ! eme Fanch-Côs , en eur frotta e zaoulagad, piou en deus lavaret se dêc’h ? Na vouie qet marteze en em adresse da Zoue. — Allon, allon, eme an assamble, cetu Fanch-Côs bremâ o tifen parti an diaoul ! — Mes ivez, eme Fanch-Côs, perac drouc-comz eus anezàn ? Qement all a lavarfec’h deus un eal, m’en em bresantfe an occasion, rac lanchennou oc’h eus ha na respetont netra.

Simon a Vontroulez a davas, hac a guemeras fêçon un eil Fanch-Côs. Ar re a voa eno ouc’h taul, o devoa comprenet mad petra sinifie an histor, hac en em selle an eil ous eguile, hep lavarat guer, evel pa vijent bet dalc’het dre ur seurt confusion. Ar gonversation a gommanças goude, mes var sujedou all. En em absteni a rejot da zrouc-comz, quit ha ma voemp eno ; mes sonjal a ra dìn e vezint bet en em didomaget eus ar silanç-se, goude ma voemp sortiet, rac ar vedisanç a so un dra ar gouassa da ampech.





CHABISTR XXV.


Simon a Vontroulez a brezec d’ar bobl var an nesessite da baea gant soign an impodou.


Ar c’henta andret e pehini en em arretjomp en eur guitât Landreguer, a voe en ur guêric pehini na fell qet din henvel, rac profita ràn eus ar guentel en deus roet deomp Fanch-Côs, er chabistr arauc. O tremen ar ru vras e voamp pa veljomp calz a dud o lenn un affich a voat o paoues staga ous ar vuraill. Dre na elle qet an oll dud-se tostat assambles, hac e voa peb-hini impaciant da c’houzout petra a annonce, e pedjot an hini a voa an tosta d’en lenn a vouez huel. Arrêti a rejomp ivez da zelaou, hac e clêvjomp ar c’homzou-mâ : — Ar mêr eus a gommun… a breven an habitantet e zeus meur a hini en o zoues o deveus negliget da acquitta o c’hontributionou, hac e zeus accorded dezo eiz dez evit echui ar baeamant ; passed an termen-se, ar re na vezint qet en em laqet en regl, vezo poursuet, e conformite d’al lezen.

Ractal e savas un tamic murmur en assamble, hac e voe facil guelet an humor fall merqet var bisach an oll. Gallout a rejot memes clêvet ur vouez benac o lavarat : Qêa gant an diaoul ! na baeìn qet. Na meus nemet ar pez ameus ezom. Ar bara so re guer. Simon a Vontroules na elle qet en em delc’hel, ha goude beza grêt sin en devoa c’hoant da gomz, e talc’has an discours-mâ d’ar bobl :

Oh ! oh ! va mignonet, cetu aze un dra drol, ha n’am boa qet guelet c’hoas e nep lec’h. Ne fell qet dêc’h-hu paea ho contributionou ? Eh bien ! neus nemet ober qement all dre-oll, hac e vimp pautret brao ! Mar oc’h eus c’hoant da laqat da c’hoarzin ar re a zezir drouc deomp, en em guemerit mad evit se. Ne zeus nemet tud fall, tud dishonest a ell refusi paea o c’hontributionou ; ia, tud fall, en repeti a ràn, pa ne sonjont qel en ezomou o brô ; ia, c’hoas ur vech, tud disonest, pa zeo güir e vanqont d’ar bromessa o deus grêt. Ar pez a lavaràn, a seblant oc’h estoni ; qementse so güir gouscoude. N’oc’h eus-hu qet hanvet ho teputeet, da bere oc’h eus roet ho confianç, evit difen hoc’h interest ? Noc’h eus-hu qet qemeret an angajamant da gavet mad ha da avoui qement a rajent en hoc’h hano ? Eh bien ! piou en deveus consantet an impodou ? Ho teputeet eo, rac guelet o deveus e zeo se necesser, hac en devoa ar gouarnamant absolumant ezom a se. Ha bremâ e refusit paea ! Disoboissa a rit d’al lezen a so bet grêt gant ar re memes oc’h eus choaset evit se ! Guelet a rit ervad n’en deo na fur nac honest, na rêsonabl ar pez a lavarit. Oh ! ma teufe ar gouarnamant d’ho taxi injustamant, me bardonfe dêc’h da vurmuri ; mes ar gouarnamant n’er gra qet ha na elfe qet en ober. Ar chart a so aze, hac a assur ho troajou hac ho madou. Mes evit ma ello o assuri bepret, e zeo ret dêc’h commanç da oboissa dezi oc’h-unan.

C’hoant oc’h eus-hu da laqat an estranjourien da lavarat n’en doc’h qet dign da gaout ur gonstitution libr ha lezennou mad, dre na fell qet dêc’h en em soumetti d’ar pez a gommandont dêc’h ? Allon ta ! na ellit qet ancouat d’ar poent-se e zoc’h Bretonet. Lavarat a reot dìn e zeo an amzer calet, oc’h eus souffret calz. Gouzout a ran se ; mes evit arruout en ur stat guelloc’h, e zeo ret en em resina da souffr un nebeut c’hoas gant courach. Pa ho pezo murmuret hac e vezot en em chagrinet, da betra e cunduo se ac’hanoc’h ? Da veza collet calz eus a amzer ; ha na vezoc’h qet nebeutoc’h obliget da baea erfin ; rac, an hini a gomz en hano al lezen, a so bepret crénvoc’h eguet an hini e dishanav. An amzer gollet-se a gousto dêc’h qerroc’h eguet ar gontributionou ; rac an arc’hant a eller gounit a nevez, mes an amzer achapet na baqer birviqen. Al labour hac an ingin a so ar güir remed d’ar viser ; ha piou benac a so inginus hac a gar labourat, n’en deus qet da gaont aoun rac an dienez. N’eo qet ous en em disesperi en em dennot eus a ambaras ; rac an disesper a gresq an dle, hac al labour er pae. An hini a sav da guenta, en devezo achuet da guenta. Bezit confianç en Doue, ha Doue ho sicouro, va mignonet. Bezit soumettet d’al lezen ha d’ar roue ; labourit gant courach ha bevit gant furnes. Guelet a reot hep dale penaus ho cargou n’en dint qet qen pounner evel a sonjit, hac oc’h eus muioc’h a nerz eguet so ret evit o douguen. Pa ho pezo paeet ho tle, e vezoc’h pinvidic. Ar güir baour eo an hini a lavar : « Qement ameus n’eo qet din. » An hini na dle netra, a vale huel e benn, a ya dre oll, hac a sell ous an oll hep stoui e zaoulagad. Neo qet ret nemeur a dra evit se ; rac an hini a ro ur guennec deus e arc’hant, a so pinvidicoc’h eguet an hini a amprest tri vil scoet. Na suffis qet gouzout penaus e c’honezer, ret eo ivez gouzout penaus e venager ; rac ne zeus qet a zispignou bian, pa na dint qet necesser. Lavaret a rêr : n’en deo cazi netra ; gallout a ràn dispign an dra-mâ. Nan ; rac na sonjit qet penaus un nebeudic repetet alies a ra calz. An toul en deus caer beza bian, mar tremen ar gist, ar variqen en em c’houlonter. Cetu aze petra eo : m’ho pije sonjet en dra-se tout, ho pije ar som prest clos evit ho taouzecvet, ha ne c’hrosmolfec’h qet evit rei d’ho a prô ar pez a c’houlen.

Breiz eo ho mam : bevet ha magnet e deus ac’hanoc’h ; ho protegi hac ho tifen a ra ; rêson e deus da c’houlen sicour diganec’h, hac ar re a refus dezi, a so bugale ingrat, na veritont qet beza eurus, ha na vezint qet beniguet gant Doue.

Cetu aze, va mignonet, ar pez am boa da lavaret dêc’h : credit ac’hanon ; me meus guelet nombr broyou ha meur a amzer, ha ne meus biscoas cavet e vez gounezet un dra benac o veza rebel d’al lezen.

An discours-se en devoa prononcet Simon a Vontroulez gant fermder, ha gouscoude gant e simplicite ordinal, a seblantas ober un effet goall vad var ar bobl, pehini en em separas tranqilamant, ha na c’hrosmolas mui. Evelse eo en deus, e peb amzer, ar superiolach an hini a gomz en hano al lezen.





CHABISTR XXVI.


Simon a Vontroulez en em sav a enep ar manq a respet evit ar re varo.


Antronos vintin, goude beza arrenjet hon afferaou, ec’h ejomp da Ploubezr ; dious eno, da Begar, da Blouaret, da Loguivy, da Lanvellec, da Blufur, da Blestin, etc., ha dre forç da vale, e tostaemp da Vontroulez. Simon a verze hac a receve marc’hadourez. Anfin, cetu ni tremenet pont Pontmenou ; cetu ni en hon departamant Finistèr, eme Simon. Ur blijadur nevez so bepret o tostât d’ar guær ; rac se, va c’hamarad, antreomp amâ da guemer un dra benac, hac e zimp neuze da Lanneur.

Na zalejomp qet pell, hac evel ma voemp en hent, e rancontrjomp un enterramant. Calz a dud a voa, ha dreist oll, daou zen yaouanq güisqet en du, hac a vouele dourec. En em arrêti a rejomp, hac e tenjomp hon tocou gant respet epad ma tremene. Simon en devoa c’hoant gouzout piou e voa an hini a zouguet d’an douar, hac en em adressas evit se da un den a valee tost d’an enterramant, e doc var e benn. — Ur fermier eo deus ar barros, a behini ar maro neo qet ur goal goll, eme ar paysant. — Gouscoude, eme Simon, e tisqeuzer caout qeuz dezàn, rac calz a dud so en enterramant, hac a so oll contristet. — Possubl eo se ; mes evidòn-me na meus nep qeuz dezàn. Un den vil e voa, hac em boa ur proces gantàn. E varo da viana a royo dìn repit, rac e vugale so minoret, ha ne yelo qet buan an affer en dro. — Ah ! evit se eo eta en em rejouissit demeus a varo an den-se, ha na dennit qet ho toc, evel a ra an oll ? Sellaouit : ar gundu-se deus ho perz na ro qet ompinion vad dìn deus an droajou a bretantit caout en ho proces ; ha pa vezo gouezet ho cundu amàn, marteze ho parnerien a elfe sonjal fall ouzoc’h. Ul lachete vras eo attaqi memor ar re varo, rac ne allont qet en em difen nac en em justifia. A bep amzer e voe un dever sacr renta an enoriou diveza d’ar re ne maint mui, peguement benac memes e vent bet hon adversourien. An hini a vanq d’an dever-se, n’en deus qet ur santimant goal huel nac ur galon re vad. Me meus c’hoant credi oc’h eus nebeutoc’h a vignonet er barros-mâ eguet n’en devoa an hini maro, ha na jouissit qet eus a ur consideration goal vras. — An dra-se a elfe beza, eme ar paysant, en humor fall ; peb-hini a ra evel a entent. — Hac a so güir, eme Simon ; mes peb-hini ivez a so estimet herves ar pez a ra.

En em laqat a rejomp neuze en hent. Me garfe ervad, eme Simon, guelet disparissa eus hon toues an disterra direspet en enterramanchou. E certen contreou eus a Vreiz e rën c’hoas custumou hac a so dign d’ar muia tout demeus ar sauvaget. Un devez en em gavis en ur villagen, e pelec’h e voa un den maro. An enterramant a voe grêt convenablamant, sepet ma voe grêt fall ha disclos oll an arched, ar pez a leze guelet corf an hini maro, pehini ne voa qet anter lianet. Heuill a ris an anterramant betec ar vered. Pa voe disqennet ar c’horf er fôs, e tiguezas d’an toul beza re vian, hac e tistrois va daoulagad gant horrol, en eur velet an touller o tisqen en toull hac o sailla var an arched evit e laqat da antre. Mes, ne voe qet se c'hoas tout. A boan e voe êchu an offiç, ma redas an dud a gaon d’an hostaliri, da eva da yec’hed an hini maro. E vab hena a voe forcet ivez da vont gante, evit beza test eus ar seurt debauch-se, ha da eva gante, en ur voela, da yec’hed e dad ! Ur seurt arvest abominabl am revoltas qement, na voen qet mestr da guzat an horrol a inspire dìn, hac e lavaris hep menajamant ar pez a sonjen var ur c’hustum qen indign eus ur c’hristen. Peb-hini en em laqas da c’hoarzin eus va indignation, sepet ar mab hena hepqen, a bebini ar zellou truezus a seblante va zrugarecat eus ar gompassion a zisqeuzen evit e c’hlac’har. Un den ancien, furroc’h ha respetaploc’h eguet ar re all, a dostas ouzòn, hac a lavaras dìn : « Petra fell dêc’h ? Ur c’hustum eo hac en deus bet bepret lec’h er vrô-mâ. Qerent an den maro eo a bae tout ar scoden, ha ma en em refusfent da se, ar refus-se a vez sellet evel un outrach grêt d’an hini maro. » Cede aze, emedon-me, ur fêçon drol aoüalc’h da zisqeus ar respet evit an anaon, mont da eva var e vez ! Ar c’his infam-se en deus caer beza ancien, n’en deo qet nebeutoc’h revoltant ha barbar, hac e ve poent bras renonç da ur c’hustum qen vil ha qen mezus.





CHABISTR XXVII.


Simon a Vontroulez a ra ur rancontr hac a brouv e zeo alies an dud gourmand punisset dre ar gourmandis memes.


Recit Simon a Vontroulez a voe arrêtet dre ur rancontr drol aoüalc’h pehini a rejomp, hac hor spontas, evitàn da veza capabl da laqa meur a hini da c’hoarzin ; rac beza zeus tud hac a c’hoarz pa velont re all en ambaras : an dra-se n’en deo na poli nac humen. Guelet a rejomp var bord an hent ur pautr hac ur bautres, harpet peb-hini e benn ous ur vezen , o terc’hel o estomac, hac oc’h ober effortchou terrubl evit dislounca. Ur voestic vian cartons a voa var an douar. — Petra c’hoarvez ganêc’h, va bugale baour ? eme Simon, en eur redec d’o zicour. — Ah ! Autrou qèz, sicourit ac’hanòn en han’ Doue, eme ar bautrez ; maro oun, ampoesonet oun !… — O va Doue ! eme Simon, ha penaus eta ? Petra so arruet ganêc’h ? — Ia, ia, ampoesonet. — Ha me ive, eme ar pautr ; ounnes eo so caus eus a se, qen gourmand eo ! — Oh ! gallout a res cozeal, te, eme ar bautres, hac ober reprochou dìn, evel pa ne ves-te qet qen gourmand ha me !

Eguile a falvezas dezàn replica ; mes forcet voe da oboissa d’ar vomitif, pehini a guntunue d’o scarza terrubl o daou. Qemer a rejomp soign diouto, ha pa voent anfin en em gavet brao passabl, Simon a c’houlennas outo : Arça ta, va bugale, expliqit dìn eta un nebeut ar pez so arruet ganêc’h. Petra eo ar voestic vian-se ? — Ar poeson eo, eme ar pautr : ar c’hoqin apotiqer a vezo en em dromplet. — Ah ! eme Simon, qestion so deus un apotiqer ? Guelomp an dra-se… Brema ec’h ellit beza certen noc’h qet ampoesonet. — Credi a rit-hu se, Autrou ? — Ia, ia ; en em rassurit, ha contit deomp hoc’h avantur.

Ret eo lavarat dêc’h, Autrou, eme ar pautr, penaus e chomomp amâ tost, gant hor mam, pehini neo mui yaouanq, hac a vez alies clàn. Dec’h en em gavas goal indisposet ; etoufi a rê bep moment. An A. Bonin, medecin ar barros, en deus scrifet dezi un ordrenanç, n’hon eus qet gallet lenn, na den eus an ty. Mes, lavaret en devoa deomp cass anezàn d’an apotiqer da Vontroulez, pehini en devije roet deomp ar pez a voa necesser. Partiet omp er mintin-màn, va c’hoar ha me, hac eo chommet hor c’hoaric vian er guêr da guemer soign eus hor mam. Bet omp e ty an apotiqer, pehini en deveus gouezet mad lenn an ordrenanç, ha ractal en deus roet deomp ar voestic vian-se, leun a voulouigou guenn evel sucr. Me eo a zougue ar voest, hac e redemp evit erruout qentoc’h er guêr, pa lavaras va c’hoar din : Clêo ta, Yan, ne gao qet did e zeus traou mad er voest-se ? — Bah ! emedòn-me, marteze eo un drogach fall benac. — Oh ! ne gred qet dìn ; rac e ty an apotiqer e zeus calz a draou mad, hac e pariàn e zeo bouledou sucret ar re-se. — A sonch dit ? — M’en toue. — C’hoant tànva a c’heus ? — Oh ! ia ; mes ma teufet da santout ? — E lavarimp ne voa qet leun a voest. — Mes peguen mad o deus ar fêçon da veza ! Qementse en deveus roet ivez c’hoant do dànva : digueri a ris ar voest, hac e lonqjomp peb-hini ur voulic. Ya c’hoar er c’havas mad ; me gave ur blas c’hoero, mes gouscoude mad aoüalc’h ivez. Anfin, debri a rejomp hon daou an anter eus ar voestat. Ur moment goude, va c’hoar a lavaras e devoa poan en he c’halon ; me a sante ive, mes ne greden qet en lavaret. Alafin e ranqis conveni, pa na meus mui allet gant ar c’hoant da vomissa. Er memes amzer e zeo bet croguet an dra-se ennomp, ha cetu ni harpet ous ur vezen, en eur ober peb-hini eus hor c’hostez effortjou horrupl capabl d’hon laqat da zirenta bon bouzellou. Anfin, vardro un heur so, me gred, e zomp o souffr hac o credi e voamp ampoesonet, pa zoc’h deut eurusamant d’hon sicour. — Ya breur a gont se evel a gar, eme ar bautres ; mes me assur dêc’h autrou, en devoa qement a c’hoant ha me da daànva ar voulou ; mes ne grede qet lavarat se da guenta. — Guelet a ràn, eme Simon a Vontroulez, n’en doc’h qet nebeuloc’h da damal en eil eguet eguile ; mes ho preur a dleye beza rêsonaploc’h, ha nonpas en em lezel tenti ; rac an oageta eo. Mes anfin, punisset oc’h ho taou deus ho faut. Guelit petra eo ar gourmandis ! ho laqat a ra da ancouat meur a dra ba da ober diotachou, assambles. Noc’h eus qet sonjet e voa clàn ho mam baour, hac e teporde ar remed-se, a behini e deus ezom ; noc’h eus qet sonjet e voa ret dezi caout tout ar voestad marteze evit en em yac’hât : ar sonch oc’h eus bet da lavarat guevier, ma teujet da santout e vanqje un dra benac. Hoguen, da betra eo servichet dêc’h coeza en tentation-se ? Debret oc’h eus boulouigou ne voant qet re vad, hac o deveus ho rentet clàn. Ar gourmandis so evel ar viçou all, da lavaret eo, en em garg da bunissa ar re en em lès gounit gante. An dra-mâ so ur vomitif, ha n’eo qet estonapl en deve ho rentet clàn. Mes, mar doc’h gourmand, ec’h elloc’h en em renta clàn memes gant an traou yac’hussa, rac o c’hemer a reot hep moderation. Ar pez a blich d’ar guinou, a zifres alies an estomac. Pa en em roer hep moderation d’ar pez hon tent, ar c’horf en em sant eus a se. Ar yec’hed eo a bae dleyou al licheri. Var digarez ma zoc’h yaouanq ha yac’h, arabat eo dêc’h sonjal e tle an dra-se padout atao. Ma na stourmit qet ous ar goall inclination, e vezot côs abred, hac hoc’h estomac en devezo tri-uguent vloaz, d’ar c’houlz n’ho pezo-hu nemet trêgont. Marteze memes ho coal inclination a gousto ho puez dêc’h ; rac anfin, ma tiguesse dêc’h caout etre ho taouarn ur poeson benac, ha na anavessac’h qet, ec’h elfec’h beza tentet gantàn, evel ma zoc’h bet hirio gant ar voulouigou-se. Sonch ameus da veza guelet un den yaouanq goal gourmand, da behini un errol evel hoc’h hini a so bet diseür. An den yaouanq-se na vele james un dra benac a zisqeuze beza mad da zibri, hep caout c’hoant d’en tànva. An disposition-se en devoa grêt dezàn coumeti meur a imprudanç. Anfin, beza e voe ar victim. O veza bet cavet un deiz ur paqadic poultr guenn, e sònjas e voa sucr, pe un dra benac all a vad ; dibri a eure… Arsenic e voa ! Un nebeudic goude e santas ur c’holica horrupl ha convulsionou spontus. Dre na vouiet qet ar sujet eus e boan, na eljot rei dezàn nep sicour, hac e varvas en un tourmant an eüzussa. Ra deuyo an exempl-se, hac an hini so o paoues erruout ganêc’h, da servich dêc’h da guentel, va bugale guèz. Ar gourmandis so ur viç goal humiliant ha gaoal dangerus, eus a behini ne zeus nemet mez pe drouc da zeport. En em gaout a rit brao bremàn : It buan da gass ar voest-se d’ho mam. Souheti a ràn e teufe ar remed-se da zervicha er memes amzer d’ho yac’hât, hi demeus e c’hlenved, ha c’houi deus ho tispositionou meurbet fachus. Qen a vezo va bugale, ha bezit fur.





CHABISTR XXVIII.


Simon a Vontroulez a rancontr ur marichal yaouanq oc’h êchui e drô Franç.


En eur antren e Lanneur, e tiredas un den yaouanq a fêçon vad d’hor c’haout, hac a lavaras da Simon a Vontroulez : Amàn e zoc’h eta ivez, Simon guèz ? Nac én so joa ganén ho quelet ! — Sell ! Te so aze, Glodic qez ? Petra ar gibet a res-te er vrô-mâ ? Quittêt ec’h eus-te da vicher a varichal ? — Nonpas ! mes mont a ràn d’ar guêr, goude beza echuet va dro Franç. Mall bras eo dìn mont da boqat d’am zad ha d’am mam guèz, ha d’o lezel bremàn da repos, o tont d’en em garga va-unan deus al labour. — Mad evelse, va mignon. Guelet ec’h eus-te calz a vroyou. — Eleal ia : Bet oun er vroyou gaera a Franç, hac emeus disqet labourat ; mes antreomp da leina.

Ar pautr yaouanq-se, eme Simon, en eur distrei ouzìn, a so un ouvrier caer hac ur pautr a fêçon. Me meus en lusqellet guechall, d’ar c'houlz ma voat sot aoüalc’h evit lusqellat ar vugale. Arça, bremâ pa hon eus leinet, cont deomp un nebeut eus da avanturiou.

Gouzout a rit, tad Simon, penaus ar varichalet a so eo em associet evit sicour an tremenedi n’o deus qet a labour, pa ne deo qet dre o faut. An etablissamant-se a laqa an oll dud eus ar vicher-se da veza camaradet. Na lezont qet unan d’en em laqat en hent hep mont d’er c’hundui, ar pez so bet erruet ganén evel gant ar re-all. Al livret so er godel, gant pehini e zoar sur da veza recevet mad partout, ha da gaout labour, ar pez, a drugare Doue, n’en deus cazi james manqet dìn, rac va livret so en regl. Gallout a rafen conta dêc’h meur a dra divar benn ar vroyou a meus guelet ; mes re bresset oun da vont d’ar guêr. Cavet emeus avichou ouvrierien ha na voant qet savant, darn all en em gundue fall. Hopa-la, emedòn-me ; na reomp qet evel ar re-se, rac me ve ar c’henta trapet : profitomp, er c’hontrol, deus o sotoni ; labouromp ferm ha mad ; na frecantomp nemet pautret a fêçon ha labourerien vad ; neus nemet da c’hounit ganto. Guelet a ren hac a zispigne o arc’hant qerqent evel mo devoa er gonezet, a yê da redec an dançou, an nosveziou, an hostaliriou. O velet se e lavaren : Dioüal, Glodic ; laqa eves ; espern ; gallout a rafes c’hoari da benn evel un all ; mes n’eo qet evit se out deut da ober da drô ; pa vezo echu ar blijadur, e selli en da yalc’h, ha ne gavi netra ebars. Ur sotoni eo dispign an arc’hant da brena ur c’heuz ; na gousqer qet qen mad goude : labour elec’h en em amusi, ha ne pezo qet a chagrin da vancout. Na c’heus nemet coeza clàn en hent, ma c’heus dastumet un dra benac, ne vezi qet obliget da vont d’an hospital. En eur rêsoni evel-se, tad Simon, e credàn beza pellêt eus meur a ziotach, pere am bije ellet ober, da viana hep reflexion. Hac ouspen se, alies e sonjen em zad qèz, pehini en devoa guelet ac’hanòn o partial gant confianç, hac a zeport va distro evit lezel e stal ganén, hac en em reposi. Qementse tout so bet caus e zeo goarnisset mad va yalc’h. Bet a meus ivez ar blijadur da renta meur a servich da gamaradet. Gouzout a ràn mad va micher, hac emeus disqet mad anavezout an houarn a bep qalite. Lavarat a rìn dêc’h ivez, tad Simon, penaus, elec’h caout chansoniou sot, em boa em sac’h an Devez Mad, an Doctrin Gristen, an Instructionou Christen, eus a here e lennen bep mintin ha bemnos ur chabistr benac. Beza am boa ivez, evit en em recrei, ar Pautr Côs Richard, ar Gonferancou Curius hac ar Pêvar Mab a Emon, pere a gaver e Montroulez.

Mes, poent eo dìn êchui, rac hast ameus, evel el lavaren dêc’h, da vont d’ar guêr : ur vech all e cozeimp hirroc’h.

Qement a c’heus lavaret dìn, Glodic qèz, eme Simon, a ra mil blijadur dìn. Lavaret mad a renn atao, e pije grêt ur pautr a-fêçon, hac e velàn n’en doun qet en em dromplet. — Eleal, tad Simon, tleout a ràn lavaret dêc’h emeus bet alies sonch diouzoc’h, hac e zoun en em gavet mad oc’h heuill ar guentelliou fur ho poa roet dìn. — Eh bien ! Glodic qèz, charmet oun da veza evit un dra benac en da voneur. Arça, pa veli da dad, na vanq qet da ober va gourc’hemennou dezàn, ha bez sur e zìn da leina ganêc’h, abars pemzec deiz ama. Qen a vezo ar c’henta, va mignon Glodic.





CHABISTR XXIX.


Simon a Vontroulez a gomz dious an anvi, hac a souten penaus an anvius na larda na ne binvidica qet.


Goude beza quittêt e vignon Glodic, Simon a Vontroulez a yas da velet unan eus e braticou. Ar marc’hadour-se en devoa ur min fall ; ul liou melen a voa var e visach, treud e voa eston, e ziou chod-a voa creuz, hac ur fêçon grignous ha chagrinus meurbed en devoa. Ho servicher, Neuder, eme Simon. — Bonjour, Simon, eme ar marc’hadour, en ur c’hrosmolat. — Ac’hanta ! un dra benac a rimp-ni hirio ? — Nan. — Penaus-ta, Neuder, ne za qet eta ar bed evel a guirit ? — It da dy ar c’hoqin Rannou ; ennes eo a ra an oll afferaou amâ — Perac er c’halvit-hu coqin ? Me meus bepret cavet en devoa fêçon un den honest. — Oh ! neo qet dre voyenou honest e c’honezer qement all a arc’hant ! — Gredi a rê dìn, gouscoude, Neuder, e voa an honestis ur voyen vad aoüalc’h evit gounit ur reputation capabl da sicour ober afferaou mad. — An dra-se a ell beza ; mes gant se, Rannou neo qet nebeutoc’h coqin evit se, a denn nebeut ha nebeut va fraticou diganén. — Ah ! cetu aze un dra fachus, Neuder. Mes, selaouit : ma carfec’h va c’hredi, neo qet en ur lavarat drouc ous Rannou ec’h alfec’h trapout c’hoas ho praticou. Marteze memes e zeo se ur voyen d’o fellât buannoc’h. — Goas a se ! ne ràn câs a se, hac e lavarìn bepret d’an hini a garo, e zeo Rannou ur frippon. — Neuder ? c’hoant oc’h eus-hu e lavarfen dêc’h e meus guelet en un tu benac un affer a voa calz hénvel ous hoc’h hini ?

Beza voa en eur bourg ur marc’hadour hac a rê afferaou mad. Ne voa nemetàn deus e gommerç ; mes ar gonsommation a voa considerabl aoüalc’h evit laqat da veva daou varc’hadour all eveltàn. Qementse a roas sonch da un all da zont da chom d’ar bourg. Pa velas an hini qenta an dra-se, ec’h imaginas lavarat calz a zroug dious ar marc’hadour nevez ; e humor fall a laqas tec’hel e braticou ; an anvi a sortie deus e zaoulagad ; er guelet a rejot o tont da veza treud en nebeut amzer ; anfin én e-unan a voe ar penn-caus eus e revin. Abandoni a rejot e stal, rac receo fall a rê an oll, hac en em appercevjot e voa guevier qement a lavare deus eguile. Anfin, dont a eure d’ar poent da gueza er vizer, m’en devije cuntinuet e gommerç. Guerza eure e oll varc’hadourez, hac en em dennas. An hini voa deut en e c’houde, en em guemeras en ur fêçon control. Proposi a eure memes d’an hini all, ober afferaou assambles ; receo a rê an dud gant honestis, hac ec’h eure e gommerç evel un den a fêçon. Aben nebeut a amzer e afferaou a zê brao en dro, hac e rejont ur fortun vad o daou.

Etro pad se, ar jalous a dreutae hac a velenne bepret en e hermitach, rac an anvi so ur c’hlénved terrubl. Boneur an daou varc’hadour all a voa ur suppliç evitàn ; na elle clêvet comz dioute hep en em laqat e coler. Anfin, ur preòn crigner en devoa en e galon ha n’er c’huittae mui na deiz na nos. Ar fêçon infam-se deus e bers, a bellâs an oll dioutàn, ha ne gavas memes mui den da zelaou e zizesper hac e goler. Anfin, dont a eure da ur seurt poent a humor fall, ma voe obliget d’en em guza mezusamant, rac qerqent ha ma vije guelet, e tisqeuzet anezàn gant ar bis, en ur lavarat : Cetu aze an anvius ! Neo qet evidoc’h, Neuder, e lavaràn an dra-se, da viana ; gouzout a ràn ervad na ellit qet beza hanval ous ar maleurus-se ; mes hepqen evit disqeus dêc’h e zeus muioc’h a avantach o chom a accord vad gant ar varc’hadourien all, eguet beza jalous an eil ous eguile, hac en em decria. Ret mad eo d’an oll beva. Elec’h ma zeus daou blaç, perac na vez nemet unan oc’h occupi anezo ? An ingin so ur pez douar a apparchant d’an oll hac a ell peb-hini labourat. Arabat eo c’hoantat tout evidomp. An hini a fell dezàn dastum tout, a echu e-unan dre goll tout. Clasq hon revin honunan eo o tont d’en em chagrina deus afferaou mad ar re-all. An amzer a implijomp d’o c’hontrolla, a zo qementse collet evit hon afferaou hon-unan ; hac ar boan a guemeromp evit se, a so un domach d’hon yec’hed. Ne zeus qet a anvius pinvidiq na yac’h aoüalc’h, nac a vev calz a vloaveziou. An anvi a so ul lim a uz assambles ar c’horf hac an ene.

Ma noc’h eus nemet an dra-se da gonta dìn, eme Neuder, gant ur grimaçou ridicul, grit dìn ar blijadur da vont da ober hoc’h afferaou gant Rannou, rac scuis oun gant ho sermon. Douçic, douçic, eme Simon, mont a ràn ; n’en em fachit qet, Neuder : desolet bras oun eus ho quelet qer clàn.

Ar c’hlénved so re avancet, eme Simon gant ton un doctor pehini a gondaon ur c’hlanvour ; re avancet eo ar c’hlenved, ha cetu aze un den collet hep nep moyen.





CHABISTR XXX.


Simon a Vontroulez a ro scêr da entent an oll avantajou demeus ar Poeziou ha demeus ar Muzuriou nevez.


Ha n’eo qet güir, eme Simon a Vontroulez, e zeo un dra meurbet trist hon eus guelet ? Avichou e cavàn situation Neuder qen maleurus, qen e zon contristet. Deomp da dy Rannou, hac e velimp un den differant d’an Neuder.

Bonjour, Rannou, eme Simon, emedòn o paoues sortial eus a dy Neuder. — Ho servicher humbl, eme Rannou. Grêt oc’h eus-hu un affer benac gantàn ? — Nan. — Goas a ze, rac gouzout a ràn en em glêm, hac e ven fachet bras o c’houzout ne rafe qet mad e gommerç. An den-qèz na ra nemet lavarat drouc diouzìn ; mes, m’en assur dêc’h ne meus nep cassoni outàn, hac e clêmàn anezàn eus a greiz va c’halon da veza jalous evel ma zeo ; mes, n’ouffen petra da ober. — Contant bras oun, eme Simon, ous ho clêvet o comz evelse, Rannou. — Oh ! va Doue, eme Rannou, neus netra simploc’h. Digaç a rit-hu deomp un dra benac a nevez, tad Simon ?

Neuze en em leqejont da gauzeal eus o afferaou, ha Simon a verzas eno un toullad mad a varc’hadourez. Entretant e clêvjomp un disput vras e ty an amezec marc’hadour ispicer. Calz a dud a voa chommet da zelaou, hac hor boe ivez ar guriosite da vont da velet petra voa sujet an disput.

Beza voa en diabars ty an ispicer un den en ur goler ar vrassa, hac en em glême da veza bet tromplet var ar poez, en eur brena calz a varc’hadourez. Roet emeus ar priz-se dêc’h, emezàn, rac credi a ren e voa al livr a c’hoezec onç a roec’h dìn. Certenamant n’em bije biqen er paeet qen qer, m’am bije gouezet ne voa nemet al livr a bêvarzec onç. — Ha me, eme ar marc’hadour, n’em bije ivez biqen o guerzet dêc’h ar memes priz qenebeut, ma vije bet qestion eus al livr a c’hoezec onç. An oll a voar e zoun un den honest, ha na dromplàn den, clêvet a rit-hu ? Tleout a rêc’h va avertissa. — Tleout a rêc’h ive gouzout petra a rêc’h oc’h-unan. — Oh ! me voar ervad penaus a rêr el lec’h all, ha n’en doun qet oblijet da c’houzout an uzach a so amàn. En em rapporti a ràn d’an oll dud-màn. — Ha me ive.

Selaouit, va mignonet, eme Simon a Vontroulez ; sclêr patant eo na ell qet ar marc’had-se delc’hel, pa zeus drouc-entent evelse. Mes cetu amàn un avantur pehini a dlefe laqat ac’hanoc’h da santout ar gaou en em rit etrezoc’h, ous en em antêti da guntinui d’en em servicha eus ar poeziou hac eus ar muzuriou côs, reformet gant ar gouarnamant. Guelet a rit ar pez a c’hoarvez. Pa voe imaginet etablissa ur memes poez hac ur memes muzur dre oll e Franç, e santet ervad an difficulte a rene var an differanç eus o dalvoudeguez e peb brô. Ne zeus ezom, moc’h assur, nemet nebeut aoüalc’h a gompreneson evit gouzout e zeo calz bras commotoc’h hac avantajussoc’h, ha memes êzetoc’h, implija partout ar memes poeziou hac ar memes muzuriou. Petra eta so caus ma zeus c’hoas tud pere en em obstin da ober bepret usach eus ar poeziou hac eus ar muzuriou côs, peguen incommod benac ma zint ? Cetu amâ ar rêson : Ar varc’hadourien ne fell qet dezo qemer ar boan da zisqi anavezout ar poeziou hac ar muzuriou nevez, hac ar c’honsommatourien ive, dre n’en dint qet habituet, a sonch ec’h ellint beza tromplet gant ar varc’hadourien pere n’int qet honest. An eil hac eguile o deus gaou egalamant : da guenta, va mignonet, ar varc’hadourien a voar ervad o deve calz nebeutoc’h a boan o tisqi anavezout ar poeziou hac ar muzuriou nevez, eguet na guemeront bemdez da ober calculiou dies bras, da bere ec’h oblich ar poeziou hac ar muzuriou ancien. Ne zeus netra êzetoc’h eguet ar pez a gompos ar fêçon nevez da boeza ha da vuzuri, fontet var an accord decimal. Evit sur e zeo calz êzetoc’h ha primoc’h calculi grammou, hectogrammou ha kilogrammou, eguet livriou, tri c’hartouronou, anter-livriou, cartouronou, anter-cartouronou, onçou, etc.

Nac a boan speret ho poe alies o tisqi an dra-se, coulz hac ar reglennou chiffr, pa vijec’h oblijet da galculi dinered, guenneyen ha livriou ! Rancout a rêc’h clasq daouzec diner da ober ur guennec, hac uguent guennec da ober pevar real pe ul livr. Brema ne zeus nemet ar franc hac ar çantim. P’oc’h eus ur som bras da additioni, en moneiz, dre exempl, an daou chiffr diveza, separet dious ar re-all dre ur virgulen, a so çantimou, hac ar chiffrou a gleiz dêc’h, a so pêvar realet pe francou.

Lavarat a reot dìn na ententit netra er gueriou-se ; mes, ne velàn qet petra o deveus a ziessoc’h eguet ar re-all. Petra a gavit-hu eta a zifficiloc’h er guer mètr eguet er guer goalen ? Qement a livirit a vez mad, ma vez qestion, er c’hontrel, da ramplaci ar muzuriou nevez dre ar re ancien. Mes evit ar gonsommatourien pere o deus aoun da veza tromplet, ar pez a so o paoues caout lec’h amâ a dle er prouvi, mar credent e zint nebeutoc’h exposet en eur brena livriou qentoc’h eguet kilogrammou, boutailladou elec’h litrou. Mar carfe peb-hini ober ar pez a dleer evit adopti generalamant ar poeziou hac ar muzuriou nevez, an oll evit sur a c’honesse. Gouzout a ràn certen penaus ar fêçon ancien a dremeno antieramant ; mes perac en em briva a volonte vad demeus a un avantach a behini ec’h eller tenna ur profit bras, qen êzet ha qer buan ? Desirout a ràn e teufe an disput en deus bet lec’h amàn, da servich da guentel d’an oll dud so amâ presant ; ha var se, va mignonet, e lezàn ac’hanoc’h da resilia ho marc’had etrezoc’h.





CHABISTR XXXI.


Simon a Vontroulez a ro conseillou evit douguen sicour d’an dud beuzet, d’an dud asphixiet, d’an dud scornet, d’an dud croguet gant chaç clàn, d’an dud ampoesonet, ha d’ar re a vez cazi maro gant corfadou güin-ardant.


Goude se en em rentjomp en hon hostaliri, e pelec’h e voa calz a dud. Qerqent ha m’hor boe coanniet, e tostajomp d’an tân. Simon a Vontroulez a remerqas un ozac’h guisqet en du, hac e c’houlennas ountàn : Petra, va mignon, unan benac eus ho tud oc’h eus-hu bet ar maleur da goll ? — Allas ! ia, va Doue ! Eiz dez so e voa va breur paour o tistrei deus ar foar, hac e coezas er rivier, elec’h ma voe beuzet ; gouscoude ne voa qet chommet pell ebars en dour, rac o veza clêvet se, e redis buan var ar plaç, hac e voe douguet d’ar guêr. Clêvet hor boa lavarat ec’h ellet laqat an dud beuzet da zont en buez en eur laqat o fenn d’an traon, a ispill o zreid, hac o teurel dour clouar en o guinou, evit laqat dislounca an dour a voa antreet er c’horf ; Mes allas ! se na ras netra, rac ar c’hèz-Doue a voa maro aoüalc’h.

Selaouit, va mignon, ha c’houi oll ive, rac qement den a so a ell renta ur servich mad, pa en em gav an occasion, ha dreist oll pa ouzer ar fêçon d’en em guemer.

Gallout a rêr renta d’ar vuez un den beuzet, meur a heur goude ma ve bet chommet en dour. Mar cavit un den beuzet, hastit a fo da glasq ur medecin ; cetu amàn, da c’hortos, ar pez a eller ober etretant :

Arabat eo laqat an den beuzet a ispill ous e dreid, na laqat antren na dour na güin en e c’hinou, arauc ma ello eva. Ret e vezo pellât ar foul deus an ty, ha beza pemp pe c’hoec’h den evit douguen sicour ; neuze e vezo divisqet, torchet mad, ha destumet en un tapis gloan. Mar deo ebars en amzer dom, ec’h eller en exposi en eol, en ur c’holo dezàn e benn ; mar deo ebars er gouân, e vezo placet a gostez da un tan flam, goude er beza frottet mad, bete ma vezo deut e vemprou da veza soubl. Ret eo caout un tam mezer, var behini e vezo taulet güin-ardant, ha frotta mad e gôf hac e ziou groazel gant an tam mezer-se. Digueri a rêr e zivrac’h en bras, en ur laqat anezo da zont ha da vont, var zu e gorf, buanna ma eller, epad ma vezo unan oc’h hija e gôf gant an dorn. E qeit ha ma vezer ous e frotta, e zeo ret dêvi dindan e fri, mes gant attantion, allumettes souffret, pe autramant hirliqa e frounellou gant bleo ur bluen trempet er güinêgr, hac e tioüaller da c’hoeza en e c’hinou, anes cavet un anaoudeguez vad eus ar vedicinerez.

Epad an oll operationou-se, ur re benac a dolo un dram sene en ur scudellad dour berv, hac a dremeno an dra-se dre ul lien, evit rei ul lavamant ; ur c’hart-heur goude ec’h ell rei c’hoas un all, e pehini e vez mad laqat pemp greunen emetiq. Ma na ve qet a sene, e vezo distrempet un onç butun da fumi. Pa gommanço an den beuzet rei ur sin benac a vuez, e vezo ellet rei dezàn ul loyad benac a vïn-tom. Arabat eo e nep tra en em digouragi : guelet a so a na deue d’ar vuez, nemet goude meur a heur eus ar brassa soignou roet dezo evelse.

Arça, arça, eme unan eus an auditoret, cede aze avad hac a so mad da c’houzout ! Mes, autrou Simon, lavarit dìn un dra : va merc’h so bet o chom e Montroulez, elec’h m’e deus disqet ampesi, hac e fer bremâ coeffou ar merc’het er guêr ; mes alies en em glêm demeus ar boan benn ha demeus ar boan galon : petra eo eta a ranqer da ober evit miret dious se ?

Un dra dangerus bras eo, eme Simon a Vontroulez, en em laqat da ferra en un andret re glôs ; ret e vez caout un nebeut ear. Guelet e zeus tud asphixiet gant ar glaou tân, da lavaret eo, privet subitamant eus ar pouls hac eus a bep sin a vuez.

Pa vezo eure benac asphixiet, eme Simon, dre ar glaou ardant, cassit-én buan en ear vras ; divisqit anezàn, laqit-èn var e guein, ar penn un nebeut huelloc’h eguet ar c’horf ; dioüallit d’en laqât en ur güele tom, na da rêi lavamanchou sene na butun dezàn ; mes stlapit dour yen var e gorf ; frottit anezàn gant dour cologn, pe güin-ardant camphr, a amzer da amzer, ha torchit anezàn gant ur serviet tom. Frottit an treid, an daouarn, ha liven ar c’hein gant ur bross reun ; roit ul lavamant dour yen, ebars pehini e laqot tri onç holen gros hac un onç holen magnesi ; a amzer da amzer e vezo ret dêvi allumettes dindan e fri, evel evit ar re veuzet, epad ma vezo unan o hija e gôf gant an dorn, mes buan. Ma na gafet qet ar soign-se suffisant aoüalc’h, mar mir an den clàn tomder, ha mar bez rus, e vezo ret e voada. Pa vezo deut d’ar vuez, e vezo laqet en ur güele tom, hac e vezo roet dezàn güin tom. A hend all, arabat eo rei dezàn ur vomitif.

An oll sicouriou-se a dleer da rei prontamant ba gant perseveranç.

Ar memes sicouriou a eller ivez da rei, pa diguezer caout un den crouguet. Ret eo, qent tout, en em hasta da denna deus e c’houg ar pez er moug. Ar medicin a lavaro hac én so ret e voada.

Lavarit deomp ivez, eme un all, tad Simon, ha ne zeus nep moyen da rei sicour da un den a vez cavet scornet ?

Eo, eme Simon : ar c’henta tra da ober da un den scornet ; e zeo d’en divisqa ha d’e frotta gant erc’h pe gant scorn ; goude se gant dour cazi scornet, a nebeut a nebeut evelse betec an dour tom. M’en deus an den scornet collet e respiration, e vezo grêt dezàn evel d’an hini beuzet, o qemer soign hepqen d’en frotta gant dour yen mad da guenta, betec aruout gant an dour clouar. Ma n’en deus nemet ur mempr scornet, na dleer frotta nemet ar mempr-se, er fêçon m’hon eus lavaret : Dangerus bras e vez tostât ur mempr scornet d’an tân, arauc er beza rentet soupl ha clouar.

Mes, tad Simon, eme un den yaouanq, estonapl bras eo na vez qet cavet ivez nep remed evit ar re o deus ar maleur da veza bet croguet gant ar chass clàn !

Pa vez bet ur re benac croguet gant ur c’hy clàn, eme Simon, e renqer clasq ractal ur medecin, ha dre brecaution, evit e c'hortos, hasta pront da ober ar pez e zàn da lavarat dêc’h :

Amarit ar mempr croguet etre ar galon hac ar blesseur, laqit ar gouli da zivoada, goüalc’hit-àn neuze gant dour fresq ; pa vezo peur-nettêt, goualc’hit-an a nevez en un dissolvanç chlorur-raz, neuze dêvit ar gouli gant ur bluen trempet ebars en heaul vitriol, amann antimoan, pe autramant un houarn tommet bete beza guenn. Ur vech an dêvaden grêt, pansit ar gouli gant ur bluen goarnisset a chalpis induet a cerat ; laqit an den clàn en e vele, ha goloit-àn calz. Clasq a reot d’en laqat da c’hoezi, en eur rei dezàn da eva un anter-taçad dour-sco, tom, bep anter-heur, ebars pehini e vezo laqet eiz pe zeg taqen amoniac. Mar deo ar blesseur er visach, pe er c’horf, e zeo impossubl laqat ur banden lien ; mes, er c’hâs-se, e voalc’her ar gouli, ar c’henta possubl, gant chlorur raz, hac en laqer da zivoada, en eur applica varnezàn ar ventouz, ma ouzer en ober. Neuze e voalc’her a nevez ar gouli gant chlorur raz. Goude e vez dêvet, evel ameus en lavaret dija.

Ar memes soignou a gonven ivez e câs ma vet bet flemmet gant ul loen binimus benac, evel a c’hoarvez an aer-viber, etc.

Cetu ama ivez ur remed, eus a behini na vez ezom maleurusamant nemet re alies da laqat en implich :

An abus a rêr eus ar güin-ardant a brodu dabord ar vezventi ; mes mar deo douguet an abus-se d’an exces, e tremener qerqent da ur stat a c’hourdadur hac a insansibilite, pehini a so hanvet maro apparant.

N’eo qet rar rancontri var an hentchou tud cazi maro gant re gorfad, da lavaret eo, privet eus o oll sqiantchou, dre an exces eus ar boesson, hac a c’houlen sicour an humanite. Ret eo dabord transporti an den a vez er stat-se ebars en ty qenta, en divisca, hac e asten var ar c’holo.

Rei dezàn ul lavamant dour yen ebars pehini e vezo laqet peder loyad güinêgr ha qement all a haulen gros, pehini a vezo laqet da deuzi mad ; al lavamant-se a vezo repetet eus an eil anter-heur d’eben.

Frotta tout corf an dén clàn gant un tam mezer gloan, trempet ebars er güinêgr.

Qerqent ha ma ello lounca, e vezo grêt dezàn qemer ur bannac’hic the scàn ; ebars peb tassad e vezo laqet un tamic sucr hac ul loyad güinêgr, pe ar ju demeus un anter citroncen. E defaut a d’he, ec’h eller ober limonad, en ur laqat güinêgr gant dour yen bete ma teuyo da veza treinq agreabl, hac oc’h ajouti sucr pe mel.

Ar c’hlànvour o veza deut ennàn e-unan, a vezo laqet ebars en ur güele, had e vezo soign da lezel e benn dizolo, ha d’en delc’hel huel.

Ur medecin benac so hac a gommanç dre rei un emetiq d’an den meo-maro ; mes ar remed-se a seblant dangerus, rac istre an difficulte da laqat e guemer, ec’h eller cresqi stàncadur an empen, hac an anflamation dija re vras eus an estomac.

Commanç a ra beza divezat ; mes qent eguet en em guittât, eme Simon, e zàn c’hoas da lavarat dêc’h ur remed var an ampoesonamant occasionet gant ar verdegri. Var ar meaz oc’h eus bassinou coëvr ; laqit eves mad ha selaouit :

Pa en em ampoesoner gant verdegri, e zeo ret qemer tri pe bêvar vî, terri anezo, dastum ar guenn, o mesqa hac o laqat en ur banne mad a zour, en eur vesqa tout assambles ; neuze lounqa an dra-se ; goude se e zeo ret ober ar possubl evit dislounqa, ha ma na eller qet, e vezo qemeret diou c’hreunen emetiq, mesqet en ur verennad dour, goude petra e vezo ellet qemer a nevez guenn viou mesqet gant dour ; neuze an emetiq, goude anfin daou onç heaul ricin hac eul lavamant benac, ebars pere e vezo soign da laqat ul loyad benac a heaul olives. Anfin, mad e vezo, ma en em disqeuz ur merq benac a irritation, laqat qemer ur beign, ur botion calmant, mar d’oar tost d’an apotiqerez, hac ur boesson rafrêchissant, pehini a vezo sicouret demeus a ur voaderez dour benac, pere a vezo placet e creiz an estomac.

An oll remejou-se so mad, en defaut a vedecin ; mes netra na ell ramplaci e bresanç.

Plijet gant Doue n’ho pefe biqen ezom da implija ar remejou-se evidoc’h : se a reqetàn dêc’h oll, va mignonet, ha nosvez vad da bep-hini.





CHABISTR XXXII.


Simon a Vontroulez so test eus un avantur nôs, e pehini e veler ar suitou horrubl eus ar goler.


Un affer hor boa en Guimaëc, hac hon dalc’has eno betec an nôs. Abret ec’h ejomp da gousqet. Vardro anter-nôs e voemp difunet gant youadennou a deue eus ar gampr tostâ deomp. Sevel a rejomp buan da c’houzout petra voa ar jolori-se. Dor ar gambr a voa digor, ha Simon a Vontroulez a antreas hep fêçon, hac e voe souden heuillet eus a galz a dud, pere a voa deut ivez dre ar memes rêson. Caout a rejomp ur goas e fulor, pehini a zalc’he eus un dorn e vreg dre he blêo, ha gant eben e scoe gant un tam cador en devoa torret en e goler, var ar valeuruses. Ar vreg paour a grie sicour eus a nerz e c’horf, hac he buguelic a grie ivez misericord, en eur delc’hel a vriata morzed e dad maleurus, evit e ampech d’ober droug d’e vam guèz. Qenta tra a rejomp, a voe da zifframma ar valeuruses eus a zaouarn he bourreo, pehini a redoublas a goler, o velet ec’h ampechemp anezàn da c’hoari vas. Expliqit dìn eta, eme Simon, petra a sinifi an tapach-se a rit ? — Ah ! eme ar vreg maleurus, en eur vouela druz : an dra-se a zisqeus ez oun ur viserables da veza oblijet da veva gant un den disacret evel ennes, hac ho pije rentet servich dìn en eur lezel anezàn d’am peur-laza.

Epad se, an ozac’h a eonenne gant fulor, hac a vlasfême horrubl.

Sonjit, autrone, eme ar vreg, peguen glac’harus eo dìn-me guelet ur seurt miserabl en eur memes stat, diou, teir guech ar sizun, ha se evit un netra : hirio, abalamour ma zeo en em appercevet em boa dastumet, heb lavaret dezàn, ur guenneguig benac a gostez, evit ampech m’en devije o evet tout, — Cetu eno ur goal exempl, eme Simon. Ma velàn netra a dristoc’h eguet un tieguez disordren, nac ur viç horruploc’h eguet ar goler. Guelit hac an den-se neo qet hanval ous ul loen furius ! Ne zeus nep moyen da ober netra dioutàn er moment-mâ. Laqomp e vreg hac e buguel eu ur plaç disanger, rac aoun e teufent da veza victim eus a arrach ar miserabl-se, ha lezomp anezàn e-unan, livret d’e dransport barbar.

An avis-se eus a Simon a voe heuillet. Dastumet e voe an den furius er gampr, epad ma rojot un all d’ar vreg ba d’e buguel. An transport da behini e zoa en em livret ar miserabl, en devoa grêt un effet qen terrubl en e benn, qen n’en devoe qet aoüalc’h a nerz da resista ous netra. An deiz varlerc’h er c’havjot astennet var e guein ebars en e vele, hep mouvamant, hac en o trailla comzou hep suit, hac en eur stat an horrupla. An oll sicouriou a voe inutil, hac e varvas hep dale.

An evenamant-se a laqas un troubl bras en hostaliri. An intanvez qèz a roas un exempl caer, dre ar glac’har güirion a zisqeuzas demeus a varo e goas. — Ne allien qet e gassât, emezi : va fried e voa, ha tad d’am buguel. — Simon a Vontroulez a voe glac’haret o velet se, hac a lavare : Ra blijo gant Doue beza teulet ur sell a visericord var ar maleurus-se ! Ra vezo deut dezàn ur sqeud a rêson, evit e sclêrigenna en e voment diveza, evit laqat ar c’heuz da antren en e galon ! O inclination dangerus ! pehini a ell rei ar maro hep lezel aoüalc’h a anaoudeguez evit en em reconcilia gant Doue ! Pedomp evit ar miserabl-se, ha reqetomp ma teuyo e fin derrubl da veza un exempt spontus ha saluder evit qement den so douguet d’ar goler, d’an ancouâ eus a zeveriou a gristen er vuez-mâ, hac eus ar feiz er vuez da zont !

Simon a Vontroulez en devoa re a humanite evit nonpas sonjal d’en em informi eus a betra e teuje an intanvez hac ar buguel. Ar vreg-se a voa deus a Lannion, e pelec’h e voa bet qemenerez, hac a vouie ivez ervad ober brao ar gueguin. Disqeus a eure da Simon an testeniou mad e devoa digant person côs a Lannion, den venerabl meurbed, ha Simon a angajas anezi da vont gantàn bete Sant-Yan-ar-Bis, e pelec’h en devoa ur mignon côs person, hac a raje e bossubl evit e flaci mad. Ar vreg qèz na vouie penaus disqeuz e oll anaoudeguez da Simon. Qement e devoa souffret e compagnunes e goas, ma voe un druez e guelet. Erruout a rejomp e Sant-Yan, ha Simon a redas d’ar presbytal, evit intercedi e faver an intanvez. En em boqat a reas an daou vignon côs. Ar brava e voe arrenjet an affer etrezo. Ar person venerabl en devoa justamant collet e blac’h ar sizun arauc, ha var se, Simon a ziredas da guerc’hat an intanvez hac e buguel, pere, goude rapport avantajus Simon, a voe recevet diouc’h-tu e servich an A. Person, gant ar bromessa da zisqi ar buguel, da c’hortos ma vije capabl da antren er scolach.

Arça, eme Simon d’an intanvez, cetu c’houi hac ho puguel e ty ur person mad ha venerabl. hac a zisqo d’ho puguel beva en graç Doue, a royo dezàn an oll exemplou eus ar vertuziou christen, hac ar voyen, un devez da zont, da c’hounit e vuez evel un den honest. Demeus ho costez, grit bepret ho possubl evit cuntinui da veritout madelez an A. Person. Mil boneur a reqetàn dêc’h tout. Qen a vezo ar c’henta.





CHABISTR XXXIII.


Simon a Vontroulez a antren e secristiri Plougaznou, a gav ur gonnessanç ancien, a gân diouc’h ar lutrin, hac a zelaou ur Sermon.


Pigna a rejomp eta da Blougaznou, goude beza bet o lavarat hor pedennou en ilis Sant-Yan-ar-Bis.

Noc’h eus qet ancouêt, me gred, va mignon lenner, ar pez ameus lavaret dêc’h e commançamant al levr-ma, penaus Simon a Vontroulez a voa bet destinet d’an etat a vêleg, hac en devoa grêt guechall ur studi benac. Hanavezet en devoa d’an ampoent-se, meur a zen yaouanq pere a voa gantàn e scolach Crec’h-Joli, e Montroulez, e pelec’h e voa an A. Gelin principal, a bere darn eus anezo a voa en em rentet bêleyen. Falvezet eo bet dìn digaç deoc’h sonch a se, evit na vijac’h qet estonet eus ar pez a erruas gant va c’hamarad en eur erruout e Plougaznou.

Ur zulvez vintin e voa, un nebeut qent an oferen-bred. Simon a Vontroulez na vanqe james an deiz-se da vont d’an oferen, el lec’h m’en em gave. Calz a dud a voa var ar blacen, ha Simon a chommas un nebeudic da gauzeal gante. Piou so Person amâ, eme Simon ? Ah ! emezo, ni hon eus un tad mad evit Person. — Ia ; mes peseurt hano en deus ? — An antrou Roux. — An A. Roux ! eme Simon, en eur sailla gant joa. Gouzout a rit-hu eus a belec’h e zeo guinidic ? — Demeus a Locquenole ; mes bet eo ivez chaloni en ilis ar Vur, e Montroulez. — Oh ! eme Simon, pelec’h e màn ? Lavarit dìn buan, ma zìn d’e velet, — Er secristiri eo e cavot anezàn. — Simon a saillas er vêred hac a redas d’ar secristiri, ha me var e lerc’h. — Bonjour, autrou Person, emezàn ; sonch oc’h eus-hu eus a Simon a Vontroulez, pehini en deveus bet an enor da zisqi lenn ganec’h ? — Ia certen, sonch mad ameus. — Eh bien, cetu én amâ : me eo, autrou Roux. — Ha possubl ve !… — Me va-unan. O veza bet clêvet hoc’h hano, e zeo falvezet dìn dont da bresanti dêc’h va respet. — Contant bras oun d’ho quelet, Simon qès, hac alies e meus desiret gouzout a betra e voac’h deut. Embêr hor bezo calz a draou da gonta ; mes tostât a ra poent an oferen-bred. Oh ! va Doue : gallout a rit-hu renta dìn ur servich ? Gouzout a rit-hu bepret cana ? — Ia, autrou Person ; na meus qet ancouêt qentelliou an A. Serm… — Va chantr a so clàn hirio, eme ar Person. Ober a rafech-hu dìn-me ar blijadur da vont da gana en e blaç ? — A greiz va c’halon, eme Simon.

Cetu Simon a Vontroulez o laqat ur surpilis, hac o vont d’en em blaci ous al lutrin, el lec’h ma commanç da gana gant ur vouez ar gaera, ar pes a ravissas calz plouganaouis. Biscoas n’em boa er guelet o ramplissa un hevelep fonction, hac e voen sebezet oll ous e glêvet. Mes ar pez a ras ur blijadur vras din, e voe sermon an A. Person, demeus a behini e zàn da ober va fossubl evit rapporti dêc’h ur passach benac.

« Jesus-Christ, emezàn, a ordrenas da Sant Pêr dastum e gleze en e fouros, hac a lavaras dezàn penaus an hini a scoje gant ar c’hleze, a berisje dre ar c’hleze. Compren a rit-hu, va breudeur, ar pez so ranfermet er c’homzou-se ? Ne sinifiont qet hepqen penaus ar c’hleze a venjo an drouc en devezo grêt ar c’hleze. Ar c’hleze a so amâ ar viç hac ar goal inclinationou. Hor Mestr divin a so falvezet dezàn rei ur guentel d’an oll, ha disquez dezo e vezo punisset ar viçou dre ar viçou, ha penaus an inclinationou fall a guz dindan ur voël tromplus ur poeson marvel. An hini a sco gant ar c’hleze, a berisso dre ar c’hleze ; da lavaret eo penaus an den orgouillus a vezo humiliet dre driomph ar re-all, penaus an anvius a vezo difrezet gant an disesper a zanto o velet an isçu vad eus ar re-all. An hini a sco gant ar c’hleze, a berisso dre ar c’hleze ; da lavaret eo penaus, an droug-prezeguer a deuyo e-unan da veza an objet eus ar gassoni hac eus an disprisanç en devezo clasqet da laqet da gueza var e nessa ; penaus an avaricius a varvo gant an ezom, goude beza refuset e zemaurant d’ar paour. An hini a sco gant ar c’hleze, a berisso dre ar c’hleze ; da lavaret eo, an den en em abandon d’ar feneantis, a zanto poez ar viser ; an hini en em lèz da vont d’an didemperanç, a berisso victim eus e zebochou ; an hini en em abandon d’ar goler, a verito coler Doue hac hini an dud ; an hini a gar ar venjanç, a denno varnezàn e-unan venjanç an ên ha venjanç an douar. An hini a sco gant ar c’hleze, a berisso dre ar c’hleze ; da lavaret eo, an hini en devezo grevet a vezo grevet d’e dro ; an hini n’en devezo qet sicouret e nessa, pa en devije guelet anezàn o souffr, a souffro d’e dro, ha ne gavo sicour den ebet ; an hini a gassayo an dud, a vezo cassaet ganto ; an hini a bersecut ar re-all, a vezo persecutet ; se eo, va bredeur, se eo ar pez en deus c’hoarvezet d’hon Zalver lavaret d’e abostol, en eur adressi dezàn ar c’homzou-se. Guelet a rit peguement a vouirionezou terrubl so ranfermet en nebeut comzou-se. Mes gallout a rêr disolo ivez comzou meurbet consolant, ha calz courajus. Rac, mar teu ar viç da bunissa ar viç, ar vertuz a recompanç ivez ar vertuz. Bezit sonch penaus, mar bezit humbl, e vezot savet ; mar doc’h charitabl, e cavot induljanç ha protection eus a bers ho preudeur. Carit ho nessa, evit ma vezot caret gantàn. Roit d’an hini en deus ezom, ha mar teuit da vancout, e cavot ar pez ho pezo placet evelse. Bezit sobr ha chast, hac e conservot ho yec’hed hac ho nerz. Laqit eves mad ous ar vedisanç hac ar guevier ; qemerit difen ar re a vezo attaqet, ha, mar tiguez dêc’h beza un deiz attaqet oc’h-unan, ne vanqot qet a zifennerien. Na rit droug da zen, nonpas memes d’hoc’h adversour, ha grit ar muia a vad a ellot ; neuze e vezot contant diouzoc’h oc’h-unan : ho cousqet a vezo tranqil, ho puez a vezo peoc’hus, an dud oc’h estimo, ha Doue ho recompanço. Qement a lavaràn dêc’h, eo Jesus-Christ en lavar dêc’h, hoc’h Autrou, pehini so falvezet dezàn partaji ho miseriou, ha pehini en deus roet dêc’h en e vuez, an exempl eus an oll vertuziou, a so bet persecutet, hac en deus pedet evit e vourrevien, evit ma pardonje e dad dezo evel ma pardone én e-unan dezo. Imitit ho Salver, va breudeur, hac e vezot eürus er bed-mâ, da c’hortos caout ar boneur a so reservet dêc’h en eternite. »

E fin an discours-se, e pehini an A. Person a lavaras c’hoas calz a draou mad all, eus a bere n’em eus qet ellet delc’hel sonch, ec’h examinen figur Simon a Vontroulez. Seblantout a rê dìn e voa charmet eus ar pez e voa o paoues clêvet. Ar fêçon en devoa da dremen ha da zistremen un dra benac en e benn ; disqi a rimp ivez un dra benac, mar lennomp ar chabistr amàn varlerc’h.




CHABISTR XXXIV.


Simon a Vontroulez a lein e ty ar Person e compagnunez ; falvezout a ra dezàn dre feadou patant prouvi ar virionez eus ar pez en deus lavaret ar Person, hac e cont un histor.


Goude an oferen-bred, an A. Person hor pedas d’en em renta er presbital. Credi mad a ràn, emezàn da Simon a Vontroulez, e refot dìn ar blijadur da chom da leina ha da gousqet em zy. Va c’hamarad a veach en devoa bet re a blijadur o caout an A. Roux, evit refusi un hevelep proposition ; accepti a eure eta. Simon a zervichas c’hoas da chantr evit ar Gousperou.

Ar Person a voa custum da receo er presbital, d’an abardaes, ur paysant benac, da bere e roe, hep ma en em douetent, instructionou Christen hac a gundu vad. An deiz-se en em gavas daouzec benac. Comz a rejot divar ben ar sermon eus ar mintin.

Ah ! peguen mad oc’h eus comzet, Autrou Person, eme Simon a Vontroulez ! Güirionezou bras oc’h eus lavaret, eus a bere ne vez qet dies caout moyen da ober an application. Ho sermon en deus digacet dìn sonch deus un histor, a behini oun bet cazi test va-unan, hac a offr un exempl sclêr eus ar viç punisset dre ar viç, hac eus ar vertuz recompancet dre ar vertuz.

Ar Person. — Hac én vez dre chanç histor an daou vreur Marcel ?

Simon. — Justamant. Petra, Autrou, anavezet oc’h eus-hu anezo ?

Ar Person. — Penaus ! ne zeus qet ouspen seiz bloaz em boa guelet ar pautr a-fêçon Louis en e ferm. Er mintin-mâ, e creiz va sermon, e sonjen ennàn hac en e vreur.

Simon. — Ha me, en eur selaou ac’hanoc’h. Mes, mar deus seiz vloaz noc’h eus qet guelet Louis, ec’h ellàn assuri dêc’h ne anavezit qet c'hoas e oll brosperite.

Ar Person. — Tleout a rafec’h, Simon, conta deomp an histor-se.

Simon. — Ah ! dam, an dra-se a vez un nebeudic hir da gonta.

Ur Paisant. — Eh bien ! guell a se, autrou Simon : mar qerit caout ar vadelez-se, e reot deomp calz a blijadur.

En em dastum a rejot endro da Simon a Vontroulez, ha goude beza passêt ha frottet e dâl diou pe deir guech, e commancas evellen :


HISTOR AN DAOU VREUR MARCEL.


Na zit qet da gredi, va mignonet, e zeo ur rismadel an histor e zàn da gonta dêc’h. Güir eo, hac evit preuven eus a se, cetu amâ an A. Person, hac a anavez coulz ha me an dud eus a bere e zàn da gomz dêc’h. Hoguen, selaouit eta ac’hanon, ha grit ho profit eus ar pez a glêfot. Cundu ar re-all eo a dle hon disqi d’en em gundui hon-unan. Pa guez un den, e Zeo ret deomp dioüal da laqat hon treid er plaç ma voa e re, rac ar plaç-se so ramplus : mes sellomp ous an hini a vale eün ha ferm, ha tachomp d’e heuill ; rac en hent mad e màn. Na lavaràn qet dêc’h davantach, ha cetu ama va histor.

Gouzout a reot penaus e voa en ur bourqic bian, tost da Pontecroas, un den paour, hanvet Marcel. An den-se a voa chommet intanv abred, hac e vreg e devoa lêzet gantàn daou vuguelic yaouanq. Ar mab hena a hanvet Jerom, hac eguile Louis. Marcel en devoa ur speret mad, mes n’en devoa recevet nep education, hac e sante ur chagrin vras da nonpas gallout rei descadurez d’e zaou vab, rac re baour e voa evit se. Peguen eurus e vije en em gavet hirio, da ellout o c’hass d’ar scoliou e pere ne goust netra evit beza disqet ! Mes, ne voa qet aoüalc’h d’ar c’houlz-se evit m’en devije gallet bourg Marcel possedi unan. Dre na elle qet eta laqat disqi netra d’e zaou vab, e clasqe da viana inspira dezo principou a zevotion hac a vertuz. Gouscoude, fea na elle qet occupi anezo eus an deveriou necesser-se hed an deiz, e zoa facil d’an oësder ha d’an dissipation dont prompt da zistruch qentelliou mad o zad.

Jerom en devoa ur penn avelet hac a rede bemde gant ar vagabonet all ; mont a rê gante da laeres avalou, sailla rê dreist ar c’hleuyou, ha meur a vech e voa bet corrijet ; mes n’en em vante qet eus a se d’e dad. En em accustumi a rê ivez, dre didalvoudeguez, da voal-drêti an anevalet ; e blijadur a voa assommi ar chaç, ar c’hicher, pe da deuler mein gant ar yer, pe gant loened all. An oll habitujou fall-se a grenvae ennàn, hac e voa êzet dija guelet en avanç e tleye dont da veza ur sujet fall.

Me voa qet evelse eus a Louis : qentelliou e dad en em engrave mui-ous-mui e calon ar buguel a-fêçon-se, evitàn da veza ar yaouanca. Avichou e tigueze dezàn ober reprochou d’e vreur, pa er guele oc’h ober un action fall benac, ha meur a vech e voe scòet gant Jerom, abalamour d’ar reprochou-se. Louis en devoa naturelamant ur c’haracter laouen ; gouscoude en devoa momentchou hac en rente trist, occasionet dre ar chagrin da veza ignorant, ha da nonpas caout ur voyen benac evit ellout en em instrui. Dre forç da glasq penaus dont a benn da gontanti e c’hoant, e teuas en e speret ur sonch da behini en em arrêtas crac. Mont a ra da dy ar Person, hac e lavar dezàn : Autrou Person, me so goal maleurus ! — Perac eta, va buguel ? Clêvet emeus gouscoude lavarat a zout ur pautric mad, hac e talvezes guelloc’h eguet da vreur. — Oh ! Autrou Person, va breur zo ivez ur pautr a-fêçon, sepet ma zeo un nebeudic intourdi, — Petra eo eta a chagrin ac’hanout ? — Abalamour n’ouzon qet lenn. Oh ! ma credfen, ho pedi da zisqi dìn lenn, A. Person… Me rento dêc’h neuze an oll servichou eus a bere e ven capabl.

Ar Person a voe estonet hac anchantet eus ur seurt goulen eus a beurs ur buguel qen yaouanq, hac en devoe ompinion vad dioutàn, Consanti eure eta da zezir Louis, ha cetu én leun a joa o vont bemdez da lavaret e guentel da dy ar Person. Ne voe qet ret dezàn nemeur a amzer evit gouzout lenn, rac calz a c’hoant en devoa da veza disqet, hac e studie muia ma elle. Ar Person a gare qement anezàn, m’en em resolvas da laqet Louis da boursu e studi. Disqi a eure eta dezàn lenn, scrifa, chiffra, etc. Ne meus qet ezom da lavarat dêc’h penaus, istre an traou-se oll, e voa Louis instruct mad demeus a vouirioneou ar religion, hac en devoa un devotion vras.

Epad qementse, Jerom a voapae assiduite e vreur, hac er c’hasse da bourmen, pa lavare Louis dezàn disqi ivez un dra benac. Defautou Jerom a deue da veza viçou, dre ma vrassae. Da bêvarzec vloaz anfin, e voa dija deut a benn da laqat caout aoun dioutàn, ha da veza cassaet tro vardro ; n'en devoa mui evit camaradet nemet tri pe bêvar sujet fall eveltàn, pere na dalvezent qet nemeur a dra.

Pa voe arruet an daou vreur d’an oad a bemzec hac a c’hoezec vloaz, an tad Marcel o galvas un deiz dirazàn, hac a lavaras dezo : Va bugale guèz, cetu c’houi bremâ deut en oad da sonjal labourat d’ho fortun, ous en em rei da zisqi ober un dra benac. Na meus qet a beadra d’ho laqat da zisqi ur vicher, gouzout a rit se ervad, coulz evel ar boan ameus o veva. Cetu amâ uguent scoët, pere ameus dastumet gant calz a boan evit o c’honservi dêc’h. Rei a ràn An anter da bep-hini ac’hanoc’h. Qement a ellan ober evidoc’h eo se. Me garje ervad, va Doue ! ober muioc’h. It gant an dra-se en hent, tachit da gaout labour, da ober fortun en honestis, ha roit alies dìn eus ho qelou. Te, Louis qez, a gredàn mad, en em denno a affer. Un obligation vras ameus d’an A. Person deus an discadurez en deus bet ar vadelez da rei dit ; servicha rei se dit e peb lec’h, hac e ri da hent en ur fêçon pe en eben. Evidout-te, paour qez Jerom, neo qet hep chagrin e velàn ac’hanout o partial. Gallet e pije ober evel da vreur, ha meritout eveltàn graçou mad an A. Person ; mes neo qet falvezet se dit : preferet ec’h eus en em rei d’ar feneantis ha d’an dissipation ; aoun bras ameus e pez lec'h da gaout qeuz un deiz. Anfin, va c’halon a rayo ar memes vœuyou evidoc’h ho taou. It, va bugale guèz : Doue da rei avantur vad dêc’h.

Ar paour qèz Marcel a boqas d’e vugale, en eur vouela, hac hep sònjal e stardas Louis ous e galon gant un deneridiguez ar vrassa. An A. Person a erruas er moment-se. Ar paour qèz Louis a zaillas entre e zivrec’h, hep gallout comz, na disqeuz dezàn e anaoudeguez vad, nemet dre e zaelou. Jerom a vouelas ivez un nebeut, hac a santas ur güir glac’har e fonç e galon ; qement e zeo güir penaus ar galon memes ar muia corrompet, na ell qet renonç antieramant d’an truach a reclam an natur. Anfin, an daou vreur a sortias, ous en em delc'hel brec’h a brec’h ; an tad Marcel hac ar Person venerabl a chommas da zellet outo qen n’o gueljont mui.

Louis a voa trist meurbed. Jerom en devoa ivez an ear da sonjal epad ur pennadic amzer ; mes souden e teuas ennàn e-unan, hac e commanças da gauzeal da guenta, en eur lavaret d’e vreur : Mont a reomp da Vontroulez, neo qet güir ? — Ia. — Petra a gontes-te ober eno ? — Nouzon qet. — Ret eo gouscoude sonjal en se. — Guelet a rìn. — Evidon-me, an occasion am decido. Amzer am bezo da sonjal en se, pa n’em bezo mui a arc’hant. — An dra-se na zaleo qet, paour-qèz Jerom : lennet emeus en un tu penaus ar vugale hac an dud foll a sonch gante e tle uguent livr hac uguent vloaz padout atao. — Clêo ta, va breur, tao gant da Sermon, me ped. Bras aoüalc'h oun evit gouzout petra da ober. — Ma, na lavarìn mui netra.

Goude beza baleet mad, hon daou beacher a erruas da ser-nos e Qemper, hac e chomjont eno da loja.

Beza e voa calz a dad en hostaliri. Jerom a remercas en o zoues ur fourrier, pehini a yê da Roason da rejoigni e regimant. Ar fourrier-se n’en devoa qet fêçon ur sujet mad ; evelse ivez ne voe qet pell evit ober anaoudeguez gant Jerom. Abars un heur amzer e voent camaradet, hac e content o afferaou an eil d’eguile, evel daou gonsort ancien na dalveze qet muioc’h an eil eguet eguile. Ar fourrier o c’houzout en devoa Jerom un dec scoet en e c’hodel, a lipas e vuzellou. Ur frippon fin e voa, hac a vouie pelloc’h eguet beg e fri en tu-al d’e vignon nevez, hac en devoa disqet en e c’harnisonou troyou filout. Rei a ra da gredi da Jerom en devoa ivez arc’hant, hac e proposas dezàn c’hoari ur barti flu. Jerom ne voa qet den da refusi, hac evel an dud sot na douetont eus a netra, e vel dija en avanç e arc’hant cresqet eus an anter ebars en e yalc’h.

Louis en devoa clêvet ar broposition-se, hac en devoe aoun. Falvezout a reas dezàn prezeg d’e vreur ; mes recevet fall e voe, hac e renqas tevel.

Cetu eta hon daou c’hoarier anganjet er barti. Na badas qet pell : abars nebeut e voe disec’het yalc’h Jerom, ha dre se privet demeus e oll ressourç. Prest dìn arc’hant, emezàn da Louis, ma trappìn ar pez a meus collet. Louis a respontas fermamant nan. Neo qet falvezet dit va selaou ; bremâ e cavi mad ma vezìn bouzar d’as coulen, ha ma virìn va arc’hant.

Carantez ar fourrier a yenâs buan, pa velas n’en devoa mui Jerom a arc’hant. Quittat a reas anezàn, en eur reqeti dezàn nosves vad ha chanç en amzer da zont, hac e yas da gousqet.

Pen em gavas an daou vreur o-unan, Louis a lavaras da Jerom : Va breur, guelet a ràn ervad na ellimp qet mont assambles. Hon fêçonniou d’en em gundui n’en dint qet henvel etrezo, ha ne alfent biqen beza. Guelloc’h eo deomp calz en em separi ha clasq fortun peb-hini deus e gostez. Collet ec’h eus da arc’hant, dre n’en deo qet felvezet dit heuill un avis mad ; ne meus qet a c’hoant gouscoude da lezel ac’hanout hep liard, ous en em guittat. Varc’hoas vintin, divar va zeg scoet, e paein hor scoden, hac e partajimp ar rest evel daou vreur mad. Neuze e lavarimp adie an eit d’eguile.

An arranjamant-se a blijas calz da Jerom, pehini en acceptas gant joa vras, en eur drugarecât gant ur c’hoarz goab e vreur generus, Grêt e voe se, evel m’en devoa Louis proposet, ha da c’houlou deiz hon daou bautr yaouanq a boqas an eil d’eguile, ha pep-bini a guemeras un hent differant.

Hoguen bremâ, eme Simon a Vontroulez, pehini demeus an daou vreur a fell dac’h-hu a heuillfemp ?

Credi a ra dìn, eme ar Person, e zeo guelloc’h en em diambarrassi ractal eus a Jerom, rac guelet a ràn dija ec’h êchuo fall.

Eh bien eta, Simon, guelomp eus a betra e teuas Jerom.





CHABISTR XXXV.


Cuntinuation Histor an daou vreur Marcel, contet gant Simon a Vontroulez ; cundu fall ha fin truezus eus a Jerom.


Jerom, pehini na golle qet ar guel eus ar fourrier, eme Simon a Vontroulez, hac en devoa bepret an esperanç da denna un dra benac dioutàn, a guemeras hent Rosporden, en eur vale goustadic, evit rei amzer d’ar fourrier da erruout gantàn. Ne voe qet pell-amzer hep e velet, e sac’h var e guein, hac o cana eus a greiz e galon. E voant tost da Sant Divy, pa en em rancontrjont. — Ah ! cetu c’houi aze, camarad, eme ar fourrier ? Petra a c’hortosit-hu ? Credi a ren ac’hanoc’h abaoue ar mintin-mâ var hent Montroulez. — Chenchet e meus a sonjeson, eme Jerom : c’hoant a meus da vont ganêc’h da Roason, ha d’en em angaji en ho regimant. — Realamant ? Eh bien ! guell a se. Ur pautr vaillant oc’h, hac e caràn calz an dra-se. Mont a rimp hon daou assambles, pa zeo evelse. Allòn, an avant : march !… Me bresanto ac’hanoc’h d’am c’habiten.

Cetu int o daou en rout. Arruout a reont e Roason. Jerom a so presantet hac angaget. Guisca a ra an uniform, qemer a ra ar fusuill, hac e commanç ober an exerciç. An deveziou qenta e zê mad aoüalc’h ar bed ; Jerom en devoa touchet ar pris eus e angajamant ; gonezet en devoa ivez un nebeudic arc’hant o c’hoari dinçou gant unan benac eus e gamaradet nevez, ar pez a rê dezàn nonpas sònjal nemet d’en em amusi gant e arc’hant, hep en em ambarrasi eus ar rest. Ne voe qet pell evit anavezout ha choas da vignonet ar sujedou falla eus ar regimant.

An deveziou ma n’en em gave qet a servich, e rede gant e gamaradet d’an hostaliriou ha d’an tyes fall, ha ne antree er c’hasarn nemet gant un ezom bras da gousqet.

Qementse na elle qet padout goall bell. Humor vad Jerom a gommanças da ziminui assambles gant e arc’hant ; ha pa voe golonteret e yalc’h, na gavas mui a lec’h da c’hoarzin. Ah ! diantre, emezàn, neo qet an dra-ma a falveze dìn. Evit en em amusi eo e zon en em rentet soudard. Contant oun da ober an exerciç ha da vonti va c’hard, mes e condition ec’h ellìn en em amusi : anes se, bit gant an diaoul fusuill, sac’h ha gibern !

Jerom, evel a ouzoc’h, a voa en em habituet da gaout mad peb moyen evit contanti e c’hoantjou. Hoguen er circonstanç mâ, hep en em rei ar boan da glasq hac én ne voa qen moyen evit caout arc’hant nemet laeres, e sònjas e voa unan ar c’homotta eus a dout, hac en em decidas d’en laqat en implich, hep nep scurpul. Ober a eure gouscoude ur reflexion pehini a zisqeuz ne voa qet privet eus an oll brudanç : mont a ràn da laeres va c’hamaradet, emezàn ; ma en em appercever eus a se, ec’h alfen ervad beza qemeret ha fusuillet, ha n’en deo qet se evit güir ar pez a fell dìn. Ma feiz, goude tout, ar vicher a zoudard na gonven qet dìn nemeur : greomp ur yalc’hadic ha discampomp.

Ar resolution gaer-se ur vech qemeret, ne sònjas mui nemet e laqat en execution, ha cetu amâ penaus. Remerqet en devoa ar soudarded pere a zastume piz an arc’hant a c’honezent, pe o venagi var o fae, pe a labourat en qær pe oc'h ober ul labour all benac, en deveziou na vijent qet a servich. An dud qèz-se o devoa ur sommic bian e corn o sier. Ar sujedou fall a lavare e voant avaracius, ha Jerom a sonjas e veritent aoüalc’h e vije c’hoariet un dro dezo.

Ur mintinvez eta, e reas ar vân da veza clàn, ha da nonpas ellout mont d’an exerciç gant ar re-all. Epad ma voant absant, e fouillas o sier, hac e qemeras vardro anter-cant-scoët. Neuze e sorti eus ar c’hasarn da droqi e uniform ous dillat bourc’his, hac e quittas Roason, en ur guemer an hentchou trô, evit miret da veza arrêtet.

Redec a reas dre an hentchou-se buanna ma elle, hac e renqas alies cousqet er meaz, evit nonpas en em exposi da veza qemeret en tyez e pere ec’h elje caout repu. Goude beza baleet en ur fêçon qen fatigus nôs ha deiz, ec’h erruas e Sant-Malo, rac obliget e voe da vont hac adreus hac a bed evit pellât dious an hent-bras. Sònjal a eure arreti eno, hac e laqas en e speret e vije qen assuret eno evel elec’h all, ha dre m’en devoa achappet bete neuze, ne dleye caout nep aoun. En effet, un dra estonapl eo guelet en devoa gallet achap ous an archerien, pere ne vadinont qet gant an desertourien, ha Jerom a voa er memes amzer desertour ha laer. An isçu vad-se a rentas anezàn hardissoc’h, hac e sonjas cuntinui da ober e vicher, pehini a gave profitabl, hac a seblante dezàn êzet. Na sònje qet penaus lagad ar justiç a so bepret digor var an dud eus e bar ; penaus ec’h eller marteze achappi ur vech, diou vech avichou, mes penaus ivez, goude tout, e tizolo anfin an hini a glasq, hac e zeo ret neuze paea en ur vech evit tout ar re-all.

Commanç a eure da zebri e arc’hant, ar pez na badas qet pell, rac ar c’hoariou a deuas ivez da sicour e estomac da scarza e yalc’h. Pa velas ne chomme mui netra gantàn, e voe ret sonjal e moyenou nevez, da c’hortos caout occasion da ober ar pez a hanve un tol mad.

Beza voa neuze comedianet e Sant-Malo, ha Jerom o veza grêt anaoudeguez gant unan eus ar vanden en un hostaliri, a glêvas unan o vanti e vicher, hac a roas c’hoant da Jerom d’en em laqat en o zoues, mes na grede lavarat guer a se gouscoude, abalamour na vouie qet lenn ; mes ar c’homedian Bernardin, ous e velet ambarasset, a c’houlennas petra c’hoarveze gantàn. Jerom, un nebeudic mezus, a c’houlennas hac en ne voa qet ur rol benac e pehini na vije netra da lavarat ; rac, emezàn, ne meus qet a vemor, ha ne alfen biqen disqi ul lignen dindan evor. — Se ne ra mann, eme Bernardin ; beza e zeus hac a hanvomp roliou mud. — Ia da ! eme Jerom ; eh bien ! mar manq unan evelse dêc’h, me so ho ten. — Justamant, ur plaç gollo so : deus, me ya da bresanti ac’hanout d’an directour — Deomp, eme Jerom.

Jerom so presantet ; an directour a gav en deus min mad, hac an deiz varlerc’h e rêr dezàn debuti. Guisqet e voa e guis ur brigant. E habillamant a zeree dioutàn ervad ; e visach dreist oll a voa spontus da velet, ha cetu amâ ar pez a voe caus ous se.

Qent pignat var an theatr, en devoa leusqet un tol lagad var ar bureau elec’h ma recevet an arc’hant. Ar guel eus a ur bern qen bras, en devoa laqet en e speret ar c’hoant da gaout ul loden evitàn, un dra hac a gonvene diouc’h e rol. Pa voe êchu ar pez, an directour er meulas, hac a lavaras dezàn e voa fachet bras n’en devoa qet a vemor, rac roet en devije dezàn ur plaç mad etouez e dud. Mes Jerom a respontas bepret e voa impossubl an dra-se, ha na zepante qet se dious e volontez.

Epad an nôs n’en devoe dirac e zaoulagad nemet ar bern arc’hant recevet, hac e speret na voe mui occupet nemet eus ar voyen da bacat an arc’hant, ha da blanta eno an directour hac e gomedianet.

Epad ur mis pe zaou ne reas nemet hureal var ar fêçon da zont aben eus e dol. Goude beza bet sonjet calz en se, e velas n’en devoa qen moyen da guemer, nemet da angaji ar recevour da veza a dra gantàn, ha da dec’hel buan gant an arc’hant. Jerom en devoa c’hoessêt honestis ar recevour, hac evel en em anaveze mad aoüalc’h dija er seurt tra, e credas e peb surete ober dezàn ar broposition. Jerom en pedas eta da vont gantàn da eva ur voutaillad güin ; hac en eur eva o banne, e tisclêrias Jerom dezàn e zessign, ar pez n’en devoe qet nemeur a boan ar recevour da accepti. Convenet voe etrezo e vije grêt an tol an deiz var-lerc’h. Ne choasent qet fall o devez, rac ur sulvez e voa, hac e tleyet rei ur pez caer, e pehini e tepordet calz a dud pinvidiq, hac un nombr bras a dud all, ar pez en devije laqet receo calz a arc’hant. Hoguen, qementse a dremenas evel e zàn d’en lavarat dêc’h.

Ar recevour, goude beza dastumet an arc’hant en e zac’h, a ras ar vân da vont d’e renta, evel an ordinal ; mes, elec’h mont da gaout an tenzorier, e redas buan er meaz a guær, hac e za realamant da gaout Jerom, pehini a voa o tepord anezàn.

Qerqent ha ma voent en em gavet, en em leqejont da vale eus a ur pas mad, evit en em laqat en abri ar buanna possubl. Redec a rejont er guis-se epad an nôs, ha ne arretjont nemet da c’houlou deiz, en un hoslaliri, evit debri un tam benac. Jerom na voe qet nebeut spountet, pa velas eno daou archer, pere o devoa lêzet o c’hezeg stag er c’hourt. N’en devoa qet ancouêt e voa desertour ; hac evel ma en em appercevas e selle an archerien outàn gant attantion vras, ne douetas qet o devoa e signalamant. Hep lavaret mann d’e gamarad, e sorti prest hac e red d’ar c’hourt, elec’h ma voa qezec an archerien. Choas a eure ar guella, rei a eure un tol contel e peultrin eguile, evit na eljet qet en em servicha dioutàn da vont var e lerc’h ; pigna ra var e varc’h, hac en em laqa da c’haloupi eus a oll nerz al loen, en eur ober goab dious an archerien, pere, en eur goler ar vrassa a selle outàn, ous en gourdrous inutilamant.

Mes an trista figur a voa hini ar paour-qèz recevour. Jerom en devoa casset gantàn an arc’hant, epad ma chomme ar recevour hep nep ressourç hac evit otach etre daouarn an archerien furius. Guelet a rimp divezatoc’h ar pez a erruas gantàn, evit beza en em lezet gonit gant ur frippon.

Jerom a c’haloupas eta var marc’h an archer, bete ma coezas al loen paour epuiset gant ar fatiq, maro-mic var ar plaç. Al laer Jerom a bellâs neuze deus an hent, hac a antreas en ur c’hoad evit en em reposi hac evit conta e arc’hant. Daou c’hant scoët a voa eus anezo. Biscoas Jerom n’en devoa guelet qement all. En em gredi a eure ur moment capabl da zeport peb evenamant possubl. Ar fals apparanç-se na badas qet pell-amzer ; rac, epad ma voa c’hoas o sellet ous e denzor, e velas dirazàn daou den demeus a ur min spontus meurbed, pere a laqas o fistolennou var gouzoug Jerom, en ur goulen digantàn ar yalc’h pe ar vuez.

Ar paour qèz Jerom a leusqas ur griaden hac a guezas var e guein, evel pa en devije dija recevet pemp pe c’houec’h bouled en e benn. An daou vrigant en rassuras, en eur lavarat dezàn : na pez aoun ebet ; n’hon eus ezom nemet da arc’hant, ha na rimp droug ebet dit. — Oh ! mes, jarnidiaoul, autrone, eme Jerom, clêvet em boa atao lavaret penos ar bleizi n’en em debrent qet an eil eguile. An enor ameus da veza deus ho micher, hac e rit aze un action divalo, en eur laeres ur c’hamarad. — An dra-se a ell beza, emezo ; mes ne c’heus-te qet clêvet ivez lavaret penaus ar madou laeret na brofitont qet ? — Arça, eme Jerom, tachomp da nonpas farçal : lavarat a ràn dêc’h ez oun deus ho regimant. Ne zeus qet ouspen pêvar devez e voan guisqet eveldoc’h. An arc’hant-se eo ar pez o devoa recevet comedianet Sant-Malo, pehini oun bet fin aoüalc’h evit e bipa tout. Contant oun da bartagi ganêc’h ; mes nonpas da rei tout. — Eh bien ! eme unan eus al laeron, mar doud realamant eus hon micher, ec’h elles en em anroli ea hon touez : deus ganeomp. — Gant joa, autrou ; rac ne sonch qet dìn em bez netra a voelloc’h da ober.

Jerom a heuillas an daou laer, pere er c’hunduas en un andret ténval eus ar c’hoad, e pelec’h e yoa o c’hamaradet e nombr eus a seiz pe eiz. — Cetu amâ ur c’hompagnun nevez a zigassomp dêc’h, eme ar c’hoqinet. — Un den sur eo-én ? eme an hini a zisqeuze beza ar mestr. — Ia, ia ; digass a ra arc’hant d’ar mass. — Mad evelse. Un touch dorn, camarad.

Cetu eta Jerom anrolet en ur vanden laeron ! Ne meus qet ezom da lavarat dêc’h, goude-se, ar pez a eure epad pêvar bloaz ma chommas hep beza qemeret. Dont a eure da veza unan deus an habilla demeus ar vanden. Abars nebeut amzer, e c’hanavejot ennàn ur c’hapacite vras evit ar vicher, hac e voe hanvet sclêrigenner ; da lavaret eo, e yê arauc evit en em assuri mad eus an tolliou a vije da ober. En renta rê ebars en un ty, e pehini en em laqe recev e qalite a vevel, pe en ur fêçon benac all, hac eno e laere gant ur finesse vras, ha pa vije necesser, e prepare labour d’e gonsortet.

Un devez en em dispose evit un affer, hac e voa en em introduet, evel a meus lavaret, en ur maner, e pelec’h ec’h espere ober ur c’hoari gaer. Maleurusamant evitàn, un officer a deuas da leina d’ar maner, ha Jerom n’en anavezas qet. Etro-pad lein an officer a selle pis ous Jerom, pehini a serviche ous taul, hac en devoa e assiet dindan e vrec’h. An officer, goude beza examinet mad Jerom, a grias : cetu aze un desertour hac ul laer ; arrêtit an den-se. — Jerom a voe qer spontet evel pa vije coezet ar gurun en e guichen ; lezel a eure e assied da gueza, hac e saillas etrezec an nor, en esper sortial ; mes n’en devoe qet a amzer: trappet e voe, dastumet mad, hac e teuas an archerien d’e guemer evit e gundui d’ar prison.

Erruet e voa ar poent e pehini e zê tout d’en em gaout a eneb Jerom. Daou archer all a eruas, hac unan eus anezo en em gav justamant ar memes hini a voa bet laeret dezàn e varc’h gant Jerom. Divinout a rit ar rest, va mignonet ; e broces a voe grêt da Jerom, goude beza bet disoloet e grimou, hac e voe condaonet d’ar galeou.

Mes neo qet se tout : ne voa qet ouspen eiz dez e voa er bagn, pa dostâs ur galeour da sellet outàn. Qerqent e sav emàn e chaden, hac er lanç a nerz e gorf var estomac Jerom, en eur leusqel ur griaden spontus, hac e cuez Jerom d’an douar. — Maleurus ! eme ar galeour, deport a ren ac’hanout amàn, evit en em vengi… Dide eo, d’as consseillou fall hac infam e tleàn ar maleur eüzus da zouguen ar chaden-mâ eus a infamidigues hac a gonfusion ! falvezout a rê dìn ivez e teuje de veza an instrumant demeus va venjanç ! Peneverdout, na vijen qet bet un torfetour ; te eo en deus grêt dìn coumetti va c’henta crim, en eur dont da angagi ac’hanon da laeres arc’hant ar gomedianet. Va diveza crim eo ur muntr ; mes er c’houmetti a ràn evit delivra ar bed demeus a ur monstr.

Er fêçon-se ec’h êchuas Jerom, goude beza tremenet dre an oll renqou eus ar c’hrim. Venjanç an ên ha venjanç al lezennou en em laqa deport avichou ; mes an den coupabl na achap james dezo, hac en trapout a rear abred pe divezat.

Cetu aze un exemple goal derrupl, eme ar Person, ha capabl da laqat ober reflexionou serius. Offr a ra evit certen ar breuven eus ar guirioneou a brezeguen er mintin-mâ. Mes, Simon, hoc’h auditoret a so contristet oll. Lavarit deomp bremâ, evit hon joaüssat, eus a betra eo deut ivez ar paour qèz Louis, epad ma qerze e vreur maleurus varzu e goll. An histor-se, a gred din, a vezo consolantoc’h eguet an hini oc’h eus contet.

Oh ! ia avad, eme Simon ; calz e zeo muioc’h consolant, evel ma zit d’e c’hlêvet.


————




CHABISTR XXXVI.


Fin demeus a Histor an daou vreur Marcel, contet gant Simon a Vontroulez ; cundu vad ha prosperite eus a Louis.


Pa en em separas Louis demeus e vreur, e Qemper, eme Simon, e troas varzu Montroulez. Hed e hent, na rê nemet sònjal eus a betra e teuje Jerom ; rac aoun en devoa e vije arruet un dra benac a fall gantàn. Neuze, o tont da sònjal ennàn e-unan ivez, e lavare : Petra e zàn-me da ober ? Eus a betra e teuin-me, pa vezìn arruet e Montroulez ? Un nebeut discadurez a meus ; mes penaus e laqat da dalvezout ? Na anavezàn den eno evit va frotegi ha va sicour d’en em blaci. Ar pez a ellàn da esperi, eo da antren er servich en un ty benac, ha gouscoude, ar vicher-se na blich qet dìn nemeur. Contantoc’h e ven calz da chom var ar meaz ha da veza labourer douar. Guelet a ràn ar re o deus douarou, o chom hep tenna qement a brofit diouto evel ma ve elfet en ober. Gant an nebeudic a ouzòn, ec’h ellàn c’hoas disqi meur a dra util : gallout a ràn studia ar pez so scrifet var an avantajou bras a eller da denna eus a labouriou an douar. Ma elfen dont abenn da gresqi leve ur perc’henner mad benac, va fortun a ve gret, marteze. Guelomp, en em decidomp : arabat eo antrepreni meur a dra ; ret eo en em attachi da unan hepqen, hac en em delc’hel dezàn en antier. Ia ; mes da biou en em adressìn-me evit parveni da se ? Mes, deomp bepret en hent : bolontez Doue ra vezo grêt !

Gant ar sonjesonou mad-se, Louis a valee bepret, hac ec’h erruas e Montroulez, hep beza gallet contanti e c’hoant. En em adressi a eure da veur a autrou, evit tachout da gaout ur plaç benac ; mes inutil e voe se. Ah ! eme Louis qèz, peguen êzet eo d’an dud-mâ tenna ur buguel paour demeus ar vizer, en eur laqat anezàn da zisqi ur vicher benac ! Me so sur ma carfet qemer ar boan da interrogi meur a vuguel abandonet d’ar baourentet, e vez cavet en o zoues meur a hini a rofe satisfaction hac a rafe enor d’an dud o devefe bet ar vadelez da guemeret interest enno ; mes nan, na brizeqet sellet outo, var digarez ma zint guisqet fall. Neus forç a se ; na gollomp qet a gourach, ha sonjomp e misericord an Autrou-Doue, pehini na abandono qet ur buguel carguet demeus a volontez vad.

En ur gomz evelse dioutàn e-unan, e voe galvet e stal ur marc’hadour, pehini a c’houlennas digantàn petra a glasqe. — Autrou, eme Louis, e clasq ur plaç benac ez oun, hac e meus c’hoant bras da veza occupet ; mes gouscoude e tleàn lavaret dêc’h e vez guelloc’h ganén beza labourer douar, eguet n’eus forç petra all. — Eh bien, va buguel, eme ar marc’hadour, chom da leina ganeomp, ha goude se me a royo did ul lizer da gass da autrou person Garlan, pebini, me so sur, a rayo e bossubl evit caout did ur plaç hervez da c’hoant.

Qerqent ma voe leinet, Louis a drucarecâs ar marc’hadour, hac en em rentas e prespital Garlan ; rei a eure al lizer d’an autrou person, pehini, goude er beza lennet, coulz evel ar paperiou all en devoa digasset Louis gantàn deus e vro, a lavaras dezàn : Arça, va buguel, re divezat eo da vont e nep lec’h ; mes coannia ha cousqet a ri amàn, ha varc’hoas, goude dijuni, e teui ganén.

Antronos vintin, evel ma en devoa lavaret, ar Person ha Louis en em rentas en ur ferm vras, e Langonaval. Bonjour va zud vad, eme ar person, en eur antren ebars en ty. Lavar dìn, Bertaud, ha te a elfe rei implich d’ar pautr yaouanq-mâ. Me so sur e vezi meurbed contant dioutàn ; n’em bije qet er proposet did, anez ma zoun en em assuret, dre un examin demeus e baperou, pere a brouv ervad e zeo ur buguel a-fêçon. — Ma, autrou Person, ha pa na vez nemet evit ober plijadur dêc’h, me guemero sur anezàn. Contant e vez-te, va fautric, da veza pautr-saout ? — Oh ! ia da, eme Louis, a greiz calon ; hac e credàn ellout assuri dêc’h, dirac an autrou Person, n’ho pezo qet a gueuz d’am beza recevet en ho servich, rac me bromet e rìn va fossubl evit ober va dever ervad, hac evit plijout dêc’h. — Credi a ràn se, eme ar fermier. — Arça, eme ar Person : cede te placet e ty tud a-fêçon ; en em gundu mad, bez honest, ha na acounac’ha biqen da veza christen mad. Deus d’am guelet, pa deui d’ar bourg.

Cetu Louis eta instalet, hac o cundui e loened d’ar parq. An occupation-se ne blije qet dezàn nemeur ; mes qemer a reas e barti, en ur lavarat dioutàn e-unan : commançamant so da dout; grêt mad ameus bepret accepti, rac manqout a ren va fortun o tont da refusi. Courach, Louis ; nout qet destinet da chom pautr-saout hed da vuez ; en em rent util, hac hep dale e vezi necesser.

Ar pez en desole, e voa da nonpas caout arc’hant evit prena levriou. Sonjal a eure neuze ober ul labouric benac evit gounit, hac en devoe soign da nonpas touch eus e c’hajou, evit gallout caout peadra da brena levriou, rac var an dra-se eo e fonte un esperanç vras. Eus a lec’h all, qement a soign a guemeras eus e loened, na ellas qet ar fermier manqout d’en em appercevi eus a se. James na vije clàn ur vioc’h, ar c’hreyer a voa propr ha yac’hus, goujied mad e voa dindan an anevaled. Qer qempen e talc’he ar pez a vije confiet ennàn, ma voe meur a fermier hac a c’hoantae Louis. Mes Louis en devoa clêvet lavarat alies e zeus atao muioc’h a brofit o chom el lec’h ma zoar, eguet o redec a deo hac a gleiz. Hac ouspen se, re galon vad en devoa evit ancouat ar c’henta plaç en devoa cavet.

Qerqent ha ma ellas, e scrifas d’e dad, evit rei dezàn da anavezout e bosition. Scrifa eure ivez d’e berson venerabl, digant pehini en devoa recevet e oll descadurez, hac e confias dezàn e zesseign. Ar person carantezus-se n’en devoe qet qentoc’h recevet lizer e scolaer, m’en em hastas da laqat renta dezàn tri pe bêvar levr en devoa, var ar voyenou da denna profit bras eus an douarou. Dies bras e vez despeigni ar joa a zantas Louis en eur receo al levriou-se. En em laqat a eure do studia gant ur gourach ar vrassa ; o c’hass a rê gantàn d’ar parq, hac epad ma voa e loened o peuri, e voa azezet dindan ur vezen, hac eno e lenne, e vedite, evel un den savant en e gabinet.

Abars ur pennad amzer goude, Louis en devoe gant ar fermier ur gonversation pehini e zàn da rapporti dêc’h.

Ar Fermier Bertaud. — Louis qèz, contant bras oun diouzout. Ur pautr rar out, hac emeus calz a obligation dit, abalamour d’ar soign vras a guemeres deus va loened. Gouzout a ràn e zeus proposet dit brassoc’h gajou eguet a c’heus amàn, hac e c’heus o refuset. Qementse so mad eus da beurs, hac a brouv e zout ur pautr a-fêçon. Mes na fell qet dìn evit se e colfes, hac e pretandaàn ober did ar memes avantajou evel o deveus qinniguet re-all did.

Louis. — Anaoudec mad oun dens ho madelez, Bertaud ; mes un dra all am bez c’hoant da broposi dêc’h.

Bertaud. — Pehini eo, va mignon ?

Louis. — Confianç oc’h eus-hu ennòn ?

Bertaud. — Na ouffet qet caout muioc’h.

Louis. — Eh bien ! gouzout a ran moyenou evit cresqi calz ho tanvez. Lezit ac’hanon, e-pad ur bloa, da c’houarni al labouriou. Ne c’houlennàn gajou abet bete neuze : bevit ac’hanòn hepqen, ha ma meus isçu mad, e reot goude ar pez a guerot.

Bertaud. — Mes, va fautr-qêz, ne sonjes qet ; re yaouanq oud c’hoas evit se.

Louis. — Noc'h eus qet eta a gonfianç ennon ?

Bertaud. — Eo sur, va Doue ! mes lezel ac’hanout da gundui al labour…

Louis. — C’houi a evessao varnòn.

Bertaud. — Ah ! eleal, cede aze un dra drol ! Eh bien, neus forç, Consanti a ràn d’ar pez a c’houlennes.

Louis. — Prometti a ràn dêc’h e reot anvi d’hoc’h amezeyen abars ur bloa amâ.

Bertaud. — Allon, en em fiout ar ràn ennout ; guelet a res peguen bras eo an ompinion vad a meus demeus da ziscadurez ha demeus da verit vad.

Guelet a rit-hu ac’hallen hon pautr Louis o cundui ur ferm vras ? Me ho lèz da sònjal peguen joaüs e voe-én, o receo consantamant Bertaud ! Evelse, en ur spaç a zaou vloaz, e gundu vad en devoa en rentet er plaç important a zalc'he.

Commanc a eure eta, qerqent, da gundui douarou ar fermier Bertaud, ha da laqat e profit an anoudeguez en devoa tennet deus e studi var labouriou an douar. Ne voe mui guelet na douar hep rapport, na douar côs a voa confiet dezàn : an oll douarou a voe laqet da rapporti ; ne voe mui qestion d’o lezel da reposi hep produi netra, mes d’o labourat gant soign vras, da denna dioute ar muia profit, da implija gant ingin ar guella teillou. Louis a reas prajeyer tiryen, pere na anavezet qet nemeur er vro. Bertaud, pehini en devoa dalc’het bete neuze d’e routin ancien, na vele qet hep chagrin an experiançou deus al labourer yaouanq ; gouscoude e conte qement var e anaoudeguez, ma en leze da ober, en despet d’e oll chagrin ha demeus a voaperezou ar fermerien all deus ar c’hontre.

Mes pa velas e penn ar bloa an iscu mad eus a labouriou Louis, ha talvoudeguez e ferm cresqet eus ar c’hart pe deus an anter, e saillas gant joa vras ous gouzoug Louis, en eur boqat dezàn eus a voeled e galon. Al labourerien all, d’o zro, a sellas ous an traou-se oll gant eston vras, hac un nebeut a jalousi. — Ne zepant nemet diouzoc’h, eme ar pautr honest Louis, da ober qement all, ha da gaout ar memes avanlach. Douar mad ha pinvidic oc’h eus, hac a royo qement hac a c’houlennot outàn. Gouezit hepqen e laqat da dalvezout ar pez a dal. Ar brassa tenzor eus a Vreiz a zo en ingin al labourerien douar. Al labourerien douar eo a ell ober eus hon brô ar pinvidica eus ar bed. Ma carfe ar Vretonet beza fur aoüalc’h, e laqafent o oll soign da se, hac o defe grêt calz evit beza puissant ha pinvidic. Gouezomp laqat en rapport ar found dihep-se a offr Doue deomp ; sellaouomp ar c’honseillou fur a ro deomp an dud disqet mad, ha na reomp qet ar sacrifiç eus hon fortun da ompinionou faus ha da routinou côs.

Ar fermier Bertaud na vouie qet penaus disqeuz e anaoudeguez vad da Louis. A benn ar bloavez a essa,e voe cresqet e c’hajou dezàn, eus a bere Louis, evel ur buguel a-fêçon, a laqe da renta ul loden d’e dad venerabl. Scrifa rê dezàn bep mis, hep faut, coulz ha da berson e barros, eus a behini e talc’he ar pen-caus eus e brosperite. N’en devoa en e bosition nemet ur chagrin hepqen, pehini voa da c’houzout eus a betra e voa deut e vreur Jerom, ha gouscoude e voa ur boneur evitàn d’e ignori, pa zeo güir n’en devije bet nemet da rusia diountâ.

Gant se tout, ar fermier a c’honneze arc’hant mad, hac a brene douarou. Ur verc’h pennerez en devoa, hac a voa coant meurbet. D’ar c’houlz ma erruas Louis en he zy, e voa hi oaget a bêvarzec vloaz, ha na vanqe dezi neuze nemet un nebeud education, evit beza ur plac’h parfet. Louis a santas eviti ur panchant pehini, en e bosition, na gredas qet disqeus ; mes obten a eure digant Bertaud ar bermission da zesqi dezi lenn ha scrifa. An occupation-se a voa e vrassa plijadur, pa er permete dezàn e labour, hac an education a echuas da renta Annettic ur plac’h êmabl hac interessant. He anaoudeguez en andret he mestr yaouanq e devoa un dra benac a deneridiguez douç, a behini na elle qet en em renta cont dezi e-unan. Mes ar fermier Bertaud, pehini n’en devoa qet daoulagad fall, en em appercevas mad eus an inclination o devoa an daou zen yaouanq an eil evit eguile, hep credi dont d’en avoui.

Var dro ur pemp bloaz e voa, e laqe Louis ar ferm da brosperi, pa deuas Bertaud un devez da lavarat dezàn : arça, Louis, rentet ec’h eus calz a servich dìn ha na meus ellet o anavezout autramant nemet en eur sellet ac’hanout evel va buguel : c’hoant a pes-te d’er beza evit mad ? Va merc’h a gar ac’hanout, ha gouzout a ràn ivez e cares mad anezi : he rei a ràn dit, va fautr qez.

Ar c’homzou-se a rentas Louis cazi foll gant ar joa. Nebeut a vanqas na vougje Bertaud etre e zivrec’h, en ur boqat dezàn. N’en em bossede qet gant e voneur.

Annettic ne devoe qet a boan o consanti d’an arranjamant-se, ha na glascas qet memes cuzat peguen agreabl e voa dezi. Louis a bartias gant ur c’har goloet da guerc’hat e dad hac e berson, pere a voe en ur joa ar vrassa pa erruas Louis ganto, o c’houzout e yê da veza eurus. An daou den venerabl-se a deuas gant Louis da dy e famill nevez, accompagnet eus a berson Garlan ha Bertaud, pere a voa êt hed ul leo vad da rancontr anezo. Ar person côs a reas an eured ; hac e tremenas peb tra en ur joa ar vrassa hac evel ma zeo dleet etouez tud honest. Louis na ancounac’has qet ar beorien ebars en devez-se memes, ha qement hini en em bresantas, en devoe lec’h da reza contant. An daou berson a voe charmet o clêvet bugaligou o repeti a vemor ar Reglamant ar Furnes, pehini a gaver e fin an lnstructionou Christen evit an dud yaouanq, disqet dezo gant Louis, hac a voa bet troet e brezonec gant ur migon da Simon a Vontroulez.

Pa voe echuet tout, ar Person côs ha Marcel a falvezas dezo retorn d’o bro. Douciq, eme Louis ; gouzout a ràn, maleurusamant evidòn, ne all qet an autrou Person chom amàn, rac ezom so eus anoezàn en e barros evit cuntinui da brezeg ha da rei sqüer vad d’e barrossionis ; mes c’houi, va zad ; c’houi, va zad qer, a renq chom amâ ganeomp bete ma teuyo Doue d’ho qervel. Neo qet güir, Annettic ? En em laqat a rejot oll en dro dezàn, evit ma consantche da chom, rac c’hoant en devoa da zistrei d’e vro gant e berson venerabl. — Selaouit, tad Marcel, eme Bertaud, arabat eo ober chagrin d’ar vugale guez-mâ ; côs omp hon daou : chomomp assambles tout, evit beza testou eurus eus a voneur hor bugale guèz, O c’hlêvet a rimp o lavarat comzou douç, hac an dra-se a zigaço deomp sonch eus hor yaouanqis, hac hon divertisso, epad ma c’houlonterimp etrezomp ur podad gist, ar pez na vanq qet deomp amâ, graç da Louis ; rac ho mab eo en deus plantet an oll guez avalou a velit dre amâ. Hac a hend all, tad Marcel, n’eo qet em zy e vezot : e ty ho mab eo e vezimp, rac qement a velit amàn a apparchant da Louis ha da Annettic ; na fell dìn mui en em melli eus a netra. En un dorn mad e lezàn an oll draou-mâ, m’en assur dêc’h, ha Louis so hep e bar evit al labour hac ar merit.

An tad Marcel a vouele gant ar joa. Ne c’houlenne qet guell, evel en ententit mad, nemet da veva e velse en famill, ha calon vad Bertaud a echuas da c’hounit anezàn, ha da laqat tevel an oll rêsoniou a roe a enep o brassa desir.

Cetu eta Louis, da bemp bloaz varnuguent, ous en em gaout pried da ur plac’h coant ha fur, ar souten ous e dad, possessour demeus un tam brao a zouar mad, ha fermier demeus a ur ferm excelant.

Vardro an ampoent-se eo ec’h eprouvas varo trist Jerom a red dre oll hac a erru souden ebars an tieguez vertuzus-man. Na zespeignìn qet dêc’h ar gonsternation hac ar glac’har a accablas ar famill en antier, er moment ma hanavejont ar c’helou euzus-se. Tolomp ur voël var an daulen afflijant-se. An isçu terrubl ameus contet dêc’h divarben Jerom a voe ar gounabren uniq a droublas boneur Louis ; mes en troubli a eure en ur fêçon cruel. Tremen a ràn dindan silanç an deiziou-se a gaon hac a vez.

P’en em velas Louis mestr en oll, e credas c’hoas ober muioc’h eguet en devoa grêt diarauc ; rac certen e voa neuze da nonpas beza controliet. Na voe bloavez ebet hep na rê un experianç nevez benac, a bere an darn-vuia o devoa un isçu mad. Mont a rê ur vech an amzer da Vontroulez, e pelec’h en devoa grêt anaoudeguez eus a ur bourc’his mad benac, pere en em occupe calz eus anaoudeguez labouriou an douar. Disqi a re bepret un dra benac e conversation an dud savant-se, hac ec’h eure ivez memes dezàn e-unan, dre an essaou a rê, ur reputation enorabl a labourer habil. Ne ancounac’hâs qet ar marc’hadour a Vontroulez, pa deue en qær. Receo a rê alies en e dy tud eus ar guær hac eus e amezeguez, pere a yê gant plijadur da velet e blantationou caer, e brajeyer hac e oll labouriou, Cresqi a eure e berc’henniach dre un acqisition nevez, hac e laqas sevel un ty simpl, brao, commod, ha pourvezet mad eus an oll draou desirapl. Eno eo en em etablissas gant e vreg, e dad, e dad-caer, hac an daou vuguel en devoa dija. Dies bras e vez en em represanti ur boneur qen parfet evel hini Louis. Penaus na vije-én qet bet eurus ? Ur vreg charmant ha meurbet dign da veza caret en devoa ; pried mad, mam vad, daou vuguel yaouanq eus a bere an education a ye da zont da veza unan demeus he brassa plijadurezou ; e dad, pehini a dleye tranqilite ha consolation e gosni da galon vad e vab vertuzus ; an den honest Bertaud, pehini a jouisse e-unan deus an oll boneur-se, cazi oll e labour : caera compagnunes evit ur galon evel hini Louis ! Laqit gant an dra-se an estim hac an attachamant eus a guement en anaveze. Guelet a rê o tont d’e dy an dud puissanta eus ar vro, pere en em rê un enor da zebri gantàn ous e daul. En occasionou-se, daoust d’ar renq huel a zalc’he an Autrone-se, james Marcel gôs na Bertaud na guittaent an daou blaç a enor a voa bet choaset evito gant o bugale respectuus, ha den ebet n’en devije credet en em offansi demeus ar mercou-se a veneration eus a beurs daou vuguel evit o zadou. Louis na ancouâs biscoas ar pez e voa bet qent dont da veza pinvidiq, ha pell da guzat e baourentez tremenet, e comze eus a se d’ar re-all, evit o c’honseilli da ober evel en devoa grêt e-unan.

Michanç e zeo er bosition se oc’h eus-én en cavet, an diveza guech oc’h eus-én guelet, autrou Person ; mes, pa na ouzoc’h qet ar rest eus e histor, cetu-én amâ.

Louis a rentas calz a servich er vrô, en eur sicour, dre e instruction hac e exempl da anaoudeguez vras labouriou an douar, hac e gommun hanvet goechal Garlantic paour, a so deut da veza unan eus ar pinvidica eus a arrondissamant Montroulez, eviti da veza bian. Pa deuas plaç ar Mêr da vancout, Louis a voe hanvet a ur vouez e general, evel ar muia capabl da occupi ur plaç, qen enorabl, hac e voa qen caret gant tud e gommun, evel ma edo Guy Meriadec, e vignon bras, a behini oc’h eus clêvet comz alies, en e gommun a Ꝃgastel. Neuze en em laqas da evessa pis petra a elle da laqat ober evit prosperite e gommun, ha n’en devoa qen sourci nemet da glasq pep seurt moyen evit ober bonneur an oll. En ur guir, leal e voa en andret peb-hini ; ha dre ma zoat certen na glasqe nemet ober vad, an oll a oboisse dezàn gant calz a blijadur.

Anfin, Louis en deus obtenet neus qet pell, ar brassa enor a ouffe den da bretanti ; dign demeus a oll gonfianç electourien an departamant, e zeo bet carguet da represanti pobl ar Finistèr e cambr an deputeet, e pelec’h en deveus roet exemplou caer eus e garantez evit e vam-brô.

E vugale, savet gantàn e-unan en oll santimanchou an enor hac an honestis, pere en deveus bet én ivez e peb amzer, a ro calz da esperi. Beza e zeo tad eurus, rac bugel mad eo bed ; pinvidiq eo, rac labourer inginus eo bet ; consideret hac enoret eo, rac beza e zeo den a-fêçon hac util d’e vro.

Mont a rit, va mignonet, da lavarat e sermonàn ivez ; mes ret mad eo dìn echui evel ameus commancet, ha rentet d’am oad, n’en em gorriger mui nemeur. Na ellàn qet miret da ober c’hoas ur reflexion benac var sujet an histor-mâ. Pebes tra precius eo an education ! ha pebes maleur e zeo da veza privet diouti ! Guelit Louis ha Jerom ! prosperite unan, degradation ha fin miserabl eguile. Ah ! va mignonet qer, ma oc’h eus bugale, sònjit avichou en dra-se. Na vec’h qet excusabl da neglija education ho pugale, pa fournisser dêc’h peb seurt moyenou da laqat anezo d’e receo. Grit dezo caout doujanç Doue, respet evit al lezennou, ha carantez evit o nessa. N’en em goller qet gant ar seurt conductoret-se, hac ez eo goall dies da nonpas en em egari hepto.

Simon a Vontroulez a davas : ar gompagnunez oll, pehini e devoa roet un attantion vras d’e recit, en trugarecâs. Cauzeal a rejot c’hoas un nebeut eus a avanturiou an daou vreur Marcel ; goude se, peb-hini en em dennas d’ar guær, o caç gantàn peadra vad da ober reflexionou evit an nôs.





CHABISTR XXXVII.


Conclusion.


Antronos vintin, e lavarjomp adieu d’hor mignon person. Ne voa qet hep chagrin vras e quittas Simon a Vontroulez anezàn, ha ne zispartijomp qet dioutàn, hep ober vœuyou ma vez an oll bastoret all hénvel outàn.

Dont a rejomp etrezec Plouezoc’h, hac ac’hane da Blouyan. Penaus, eme Simon da un toullad bugale a voa en ur parq o tastum ar vein a gavent evit teuler en hent, perac e rit-hu an dra-se ? — Ah ! Autrou, eme ar vugale, ar vein-mâ a servich da renji an hent, hac e zomp paeet mad evit hon labour. — Ma, eme Simon, cede aze ul labour a seblant nebeut a dra, hac a ra vad en diou fêçon : tenna ar mein noazus deus ar parq evit o renta util da renji an hent. Allon, a drugare Doue e veler c’hoas meur a action vad.

Pa zisqenjomp deus a Blouyan, dre guichen Ꝃanroux, e lavaras Simon dìn, en eur arruout var qæ Montroulez : Cetu amâ ur c’hæ brao, a so plenêt mad, hac a bermet bremâ mont en voetur bete traòn ar rivier. Ah ! pebes boneur, ma vije bet er memes stat, d’ar c’houlz ma erruas hor c’henvroïs maleurus demeus a brisonniou Brô-Sauz ! Mes, n’eus forç : guelloc’h eo divezat eguet james. Sellit ar prajeyer caer-mâ, e plaç pere e voa guechal güele ar môr, pehini a zileze var e lerc’h ul lic’hiden noazus bras d’ar yec’hed. N’en em dromplàn qet, me so sur, oc’h assuri e vezo santet un deiz da zont an ezom da ober ivez ur bourmenaden vrao evel oumâ e costez Sant-Frances, da vont bete Locquenole.

Erruout a rejomp anfin e ty Simon. Pebes joa vras a voe ous e velet ! E dud, e vignonet a zirede en foul da boqat dezàn. Diouc’h-tu e voe roet dìn ul lizer, pehini am c’hemenne da vont evit ar c’henta possubl da Blouigneau da Blougonven, ha d’en em renta e Guerlisqin. C’hoant am boe da bartial diouc’h-tu ; mes na voe qet possubl se, rac forcet e voen da chom da gousqet e ty Simon.

Pa voemp diouc’h taul, evit coannia, goude beza comzet divar benn meur a dra, Simon, ous en em adressi dìn, a lavaras : Arça, va mignon, anzavit hon eus guelet, a drugare Doue, e za bepret ar c’hustumou dre voellât, var ar meaz, peguement benac ma zeo a nebeudouigou. E meur a dy hon eus guelet, ar pez na velet qet guechall, rinça ar picher arauc ha goude beza roet dour da eure benac. Ober a rear ivez prênestou brassoc’h ; planta a rear dre amâ ha dre aont plant avalou. Dommach bras eo na veler qet muioc’h a feunteuniou var bord an hentchou, ha pelec’h ma en em gav ur zourcen vad pe ur feunteun benac a dost, na laqer ur men, var behini e vez merqet en lizerennou aznad : amâ, e qichen, e zeus dour. Me garfe ivez guelet er groashentchou croasiou evel a velet guechal, mes var sichennou pere e vez scrifet hano ar bourg ous costez pehini e zeo troet pep carreen eus ar sichen.

Mar deo un dra lous c’hoeza ar fri gant ar biziet, ec’h eller, hep douet, caout meurbed direspet ar c’hustum divalo da grànchat ebars en ilisou. Ne zeus nemet sònjal ha lêzet e vet da ober qement all e tyez certen tud : da viana, tleout a rear, evit an nebeuta, caout ar memes respet evit ty Doue.

An hentchou vicinal o deveus ezom bras da veza antretenet mad. Ha pa santo ervad an dud divar ar meaz an interest meurbed precius eus a se, e vezint ampresset d’o laqat e stat vad. Mes depordomp : tamic ha tamic e ra al lapous e neiz. Ha gant se, arabat eo goulen re, rac aoun da gaout re nebeut. Gouscoude, dre forç da c’houlen, ec’h echuer da obten ; rac neus qet c’hoas ouspen daou vloas en devoa roet ur mignon dìn da santout an ezom bras hac ar facilite a voa da gaout plomennou e Montroulez, ha cetu dija teir deomp. Esperomp e vezo cresqet un deiz an nombr eus anezo.

Gant plijadur vras ivez e meus guelet calz a dud ous en em saludi, pa dremene an eil e qever eguile, pe ous en em rancontri ; rac ret eo sònjal penos ar salud-se en em rapport da Zoue. Guelet hon eus ivez penos, ellec’h qemer ar c’hig hac ar farz deus ar plat gant ar biziet, evel a rêt e meur a dy, en em servicher bremâ demeus a ur fourchettes. Ne vezo mui clêvet an estranjourien o lavarat ne de na propr na civiliset ar Vretonet, evel a lavarent guechal.

E certen contreou, dreist oll pa avancer etrezec Treguer, e vije clêvet, gant un dic’hout ar brassa, ledouedou ha blasfêmou an horrupla, evit an disterra tra ha dre habitud : bremâ, dre c’hraç Doue, na glêver qet qen alies comzou qen grossier ha qen indign ous ur Breton hac ous ur c’hristen mad. Mes gant poan emeus guelet en ul lec’h benac, o qemeret plijadur o c’hissa ar chass var tremenidi, hep sònjal er pez a elje arruout goude, coulz evel ameus ivez guelet tud o caout disput hac ous en em ganna, hac an asistantet, e lec’h o appesi hac o separi, a excit anezo e peb fêçon. Oh ! ma sonchfet er suitou terrubl eus an disputou hac eus ar gannou-se, ha peguen vil eo da ur Breizad en em livra da ur seurt arvest qen dic’houtant, e teufet da santimanchou muioc’h generus.

An deiz varlerc’h, goude beza dijuniet, e qemeris conge digant va mignon Simon a Vontroulez, hac e prometis dezàn ober va fossubl evit ober c’hoas ur veach gantàn, qenta ma vije possubl dìn. Simon a zisqeuze beza contant bras eus a se. En em boqat a rejomp a greiz calon, ous en em souheti ur yec’hed mad, hac en em separjomp.

En em occupet oun bet abaoue va distro, da scrifa an dra-mâ, hac e teziràn, va mignon lenner, ma ello va levr dont d’ho laqat da dremen ur moment benac a blijadur, pa ho pezo un tamic amzer d’e lenn. Desirout a ràn, dreist oll, ma laqafot e profit unan benac eus a avisou mad Simon a Vontroulez. Bremâ, pa anavezit anezàn, songit ennan ur vech an amzer. Pa vezot tentet da ober un dra na approuvo qet ho consianç, songit en Simon a Vontroulez, gant e benn moal, e lagad lemm hac e valvennou guenn, ha laqit en ho speret e lavar dêc’h : Goustadic ; goustadic, va mignon !… Troomp hon teod en hor guinou qent comz, hac en em roomp an amzer eus ar reflexion qent agissa. Mar grit droug, ec’h arruo calz a zroug ganêc’h…

Pa velot ho mignonet disposet da ober un action fall, lavarit dezo : Simon a Vontroulez a gonseill da ober an dra-màn-dra, ha da nonpas ober an dra-hont ; rac se, selaouit Simon a Vontroulez. Credi a ràn, va mignon lenner, mar grit evelse, en em gavot mad ; hac e tleàn lavaret dêc’h e zòn bet en em gavet mad evit va lod, hac emeus songet alies : Simon a Vontroulez en devoa rêson ; trugarez vras, Simon a Vontroulez.

Ma en em appercevàn ec’h erru qement all ganêc’h, e prometàn rei dêc’h ur recit eus ar pez am bezo guelet ha clêvet c’hoas. Da c’hortos se, e reqetàn digant Doue, va mignonet, ma vezoc’h fur hac eürus. Côs oun dija, ha ne meus qet nemeur a esperanç da velet un amzer velloc’h ; c’houi er guelo marteze, c’houi er guelo, mar fell dêc’h. Diorroit ar yaouanqis a vremàn e santimanchou mad, hac inspirit dezo un atachamant vras evit al labour. Dre se, ec’h erruo ur moment eus a brosperite general, e pehini an oll a vezo eürus ha contant ; e pehini ar vizer na rayo en em santout nemet da nebeut a dud, pere a ello facilamant beza sicouret ; e pehini an oll en em sello evel breudeur, ha na glasqint mui noas an eil d’eguile ; e pehini peb den a ancounac’hao e interest e-unan, pa vezo qestion eus a interest ar vam-brô.

O Bretonet ! ô va c’henvroïs ! deoc’h ê da rei an exemplou caer-se d’ar bobliou oll !… Roet oc’h eus dezo hini ar vaillantis ; roit ive dezo an exempl eus ar vertuz : se a vezo ho caera triomph, ho prassa superiolach.


FIN EUS A SIMON A VONTROULEZ.


ŒUVROU DALIF


SIMON A VONTROULEZ,


DASTUMET


GANT E GOMPAGNUN COS A VEACH :


LEVR DA BEHINI AN ACADEMI A FRANÇ E DEVEUS ACCORDET UR PRIS DREIST-ORDINAL SAVET EUS A FONDATION MONTYON.
TROET E BREZONEC,
Eus a levr Gallec SIMON DE NANTUA, dre an Autrou
LAURANÇ DE JUSSIEU,


gant Alexand-Louis-Mari LÉDAN.




Mar talvez an experianç an aour, e laqa alies en em baea mad ar pez a dalvez ; evelse ivez e vez ur follentez nonpas profita eus a hini ar re-all, pehini a eller caout evit netra.

(Furnez Simon a Vontroulez.)






ŒUVROU DALIF


SIMON A VONTROULES.




AVERTISSAMANT


Eus a gompagnun Simon a Vontroulez, e pehini e tisqer penaus ec’h echuas ar personach-se.


Goude beza arrenget an afferaou am galve e Guerlisqin, en em rentis em famill ; hac un devez benac goude, e qemeris ar resolution da scrifa ar recit demeus ar veach am boa bet ar boneur da ober gant va c’hamarad Simon a Vontroulez, pehini e zoc’h o paouez lenn.

Va brassa plijadur eo, pa zàn da bourmen var ar meaz, ha se alliessa ma ellàn, caout em godel un draïc benac a vrao da lenn d’am mignonet, p’en em gavàn en o zoues. Se a laqas em speret da ellout, un devez benac, jouissa deus ar memes plijadur, en eur lenn dezo al levr-mâ.

Marteze ivez e zeus antreet ennòn ur c’hreunennic benac a vanite, pere o deveus intereset un nebeudic va zamic orgouill, o sònjal e zen da gomposi ul levr, pehini, marteze, a deuje da blijout d’am c’henvrôïs divar ar meaz ; rac, peguement benac ne ràn qet a brofession da veza autor, ha ma meus sònjet calz nebeutoc’h acquisita gloar eguet da rei dêrc’h ul levr pehini a seblant dìn tleout beza util evidoc’h, ne deo qet nebeutoc’h güir penaus an den a so den ; ha penaus ivez ar vanite e deus recevet ur cheric vian, hac a guemer gout ezetamant.

Lavarat a rìn dêc’h eta, gant an oll simplicite a galon eus a behini ez oun capabl, penaus, en eur velet, un deiz da zont, va Histor eus a Simon a Vontroulez o redet etre ho taouarn, hac o clêvet repeti an hano-se a bep tu, e credàn e hirliqo ap dra-ze va zamic speret, hac em bezo ul lommic a vanite da gredi sevel un nebeudic va fenn, ha da guemer e eus va lodennic eus an hommach pehini na vezo realamant dleet na certenamant accordet evit güir, nemet d’am mignon ; cazi evel ar sacrist-ont, pehini, o clevet an dud a sortie deus an ilis o veuli ar sermon gaer o devoa selaouet, a ziredas d’o c’haout, hac a lavaras dezo, en eur sevel var begou e dreid, o qempen collier e roched hac o frotta beg e c’hronch, gant stad ha vanite : Pardie ! n’eo qet me en deus sonet ar c’hloc’h ?… Anzav a rìn dêc’h memes penaus an dallentez eus va c’harantez va-unan a so bet ur moment bete concev an esperanç da figuri en amzer da zont, a gostez d’an hanoyou brudet bras deus a autor an Armahac hac ar Pronosticou brezonec, pehini na dle mancout da veva bete ma teuyo e bredictionou admirabl da veza guirion.

Goude an disclaration-se, n’ho pezo qet a boan o credi em boa bet an intantion ferm da ober gant va migon qer, Simon a Vontroulez, un eil dro, pehini a vije bet ar sujet eus un eilvet relation. Mes, allas ! Doue en deveus disposet autramant. An oad hac an infirmiteou a so deut da laqat un termen da veachou ar marc’hadour mercer ; hac an hini am boa grêt gantàn a so bet an diveza. Dre na elle mui mont endro, e zeo en em dennet en e guær natur a Vontroulez, evit beva tranqilamant e creiz e famill hac etouez e vignonet côs, gant ar frouez eus espernou fur. E varc’h, pehini n’en devoa qet nebeutoc’h ezom eus a repos eguetàn, n’en deveus qet bet lec’h d’en em glêm deus ar resolution-se ; rac Simon a Vontroulez o sonjal gant rêson penaus ur mestr all n’en devije qet evit al loen paour-se ar memes obligation, na qement a anaoudeguez vad evit ar servichou bras en devoa rentet, n’en deus qet ellet en em resolvi d’e verza, hac en deveus roet dezàn, evel a leverer, e invalidach, en ur c’hraou côs a serviche guechal da ur vioc’h pehini e devoa roet eus he leaz da Simon a Vontroulez, pa voa buguelic. Eno eo en deveus achuet e vuez, ar servicher fidel-se, en ur repos douç ha tranqil, gounezet dre nombr a vloaveziou a labour, exempl patant demeus ar virionez-mâ penaus, al labour hac ar gundu vad na vanqont james da touguen o recompanç.

Evit feat eus a Simon a Vontroulez, evel a meus en lavaret dêc’h, n’en devoa qet dastumet ur fortun vras er vicher a rê ; mes gounezet en devoa an experianç, pehini a dalvez aour. Qement en devoa guelet ha clêvet gant e zaoulagad mad hac e ziouscouarn subtil, en devoa disqet dezàn da voderi e c’hoantchou ha d’en em gontanti demeus a nebeut, sepet ma en devije estim an oll, tra demeus a behini na elle doueti, pa zeo güir ne voa cazi affer ebet var behini na zeuet d’e gonsulti, na nep decision important qemeret gant nicun eus e amezeyen, hep beza bet da guenta tout approuvet gantàn. Muioc’h a dud a laqe d’en em accordi, eguet na rê ar barner a beoc’h ; na rê gaou nemet d’an avocadet ha d’ar procuroret, en eur diminui ar procesou ; ha ma en em gavje unan benac en devije drouc outàn abalamour da se, an hini en devije conservet ar santimant fall-se, a vije en em viret mad d'en avoui, rac aoun d’en em renta cassaüs, pe d’an nebeuta ridicul.

Sonch oc’h eus ivez michanç, en devoa an tad Simon grêt un tamic studi benac en e yaouanqis, o veza bet destinet d’an etat a vêleg ? An instruction-se, pehini a voa bet util dezàn epad e vuez, a voa deut da veza evitàn ur ressourç meurbed precius en e gôsni. An amzer na vige qet implijet da labourat er jardin, pe d’an afferaou var bere e consultet anezàn, a gonsacre d’al lectur ha da laqat var baper reflexionou hac ur sonjeson benac.

Gant an traou-se e voa occupet pa yis expres, ar bloaz tremenet, da velet anezàn da Vontroulez. Qemeret e vije evit unan eus ar seiz den fur ancien eus a vro ar Grecianet o studia en e gabinet. Na ancounac’haìn birviqen ar figur venerabl da behini ar gôsni n’en devoa lamet netra demeus e drêjou a franqis hac a vadelez. E dâl hepqen a voa un nebeudic moaloc’h eguet pa rejomp rout assambles, hac e valvennou un tammic guennoc’h.

Allas ! poent e voa dìn arruout, rac un devez benac goude, va mignon côs ha venerabl a voe scòet demeus ar c’hlénved a dleye en anlevi diganén. N’en em abusas qet var e stat ; mes, re gristen mad e voa bet evit guelet ar maro gant spont. Qimiadi a eure dious e dud ha diouzìn gant ar memes laouender evel en devoa goechal pa bartie evit ober e dro, hac ec’h eure e oll dispositionou gant ar memes tranqilite evel a laqaje da arrangi e afferaou evit mont en beach. Neuze eo e c’halvas ac’hanòn etal e vele, hac o veza laqet rei dezàn ur voest cartons, en laqas etre va daouarn, en ur lavarat : « Dalit, va c’hompagnun côs ; cetu aze al legad a ràn dêc’h ; beza e zeus er voest-se paperou pere e zòn en em amuset da scrifa, pa n’am boa netra a velloc’h da ober. Guelet a reot hac én so un dra benac a elfe beza util d’an dud a-fêçon da bere e carrien communica va nebeut a experianç. Ma na servich an dra-se oll da netra a voelloc’h, e vezo da viana ur sonjeson eus hon relation ancien ha carantezus.

Qemer a ris ar voest, hac en dastumis a gostez gant qement a brecaution evel pa vije bet ur yalc’had aour a vije roet dìn. Nebeut goude, va mignon qèz a zerras e zaoulagad, hac an deiz varlerc’h e velis tout qæris e caòn oc’h asista en e enterramant.

En eur lezel dìn ar scritjou-se, Simon a Vontroulez n’en deus grêt nemet va institui e sicuter testamantour ; rac dêc’h eo realamant e tleye o lezel, va mignonet lennerrien : evelse ivez ne ràn d’am zro nemet ramplissa un dever, o tont d’o fublia hirio. N’en em bermetìn qet da chench netra enno ; caout a reot enno sonjesonou ha langach Simon a Vontroulez pehini a anavezit dija ; rac Simon a Vontroulez a scrife evel ma comze, bonamant hac hep enclasq. Evidòn-me, m’en em gavo enoret aoüalc'h da staga va hano varlerc’h e hini ; mes ne guemerìn qet evit se an tiltr a autor, evel ameus guelet meur a editor oc’h ober, disclêrourien hac oberourien prefaçou, henvel ous ar guifniden pehini a sònje beza niget betec ar gounabrennou, abalamour ma voa en em peguet ous lost un alc’hoeder, pa nich var eün en ear.


————




FURNEZ


Simon a Vontroulez.


————


Pa voan guechal o poursu va studi, e scolach Crec’h-Joli, pehini a servich da brison vardro un daou-uguent vloaz benac so, e tisqjot dìn e voa bet en amzer ancien, e brô ar Grecianet, seiz den a hanvet fur. An hano-se, peguement benac ma zoan yaouanqiq, a gavis goal gaer, hac a excitas ennòn ur mouvamant a ambition, a behini, pell bras goude, n’em eus qet bet lec’h da gaout qeuz. Fur ! a lavaren-me diouzòn va-unan ; mar comprenàn mad ar pez a sinifi ar gomz-se, na ell beza netra a uz da ur fur. Petra eta a so ret evit beza ur fur ? Ha ret e vez caout ur guinidiguez vras ? Bah ! an darn-vuia eus ar re o deus disqet dìn histor an oll vroyou, na yoant qet muioc’h eguedòn. Ha ret e vez beza pinvidic ? Allon ta ! Beza e voa en o zoues da bere em bige grêt an aluzen. Ha ret eo beza savant bras ? Eh bien ia c’hoas ! Unan eus anezo en deus lavaret e petra e consist ar sqiant necesser : En em hanavez da-unan. En em hanavezout hon-unan ! Seblantout a rê dìn ne voa qet se un dra dies. Laqat a ris eta em penn da zont da veza ur fur ; ha qendrec'het gant rêson n'em boa ezom evit se nac eus a un hano puissant, nac eus a nep fortun nemet al labour, e commancis d’en em studia, d’en em observi, evit dont a ben d’en em hanavezout.

Hoguen, amâ e cavis muioc’h a zifficulteou eguet a sònjen ; ha pa velis e tisoloen bemdez ennon ur sempldet pe un defaut nevez all benac, e sonjis ervad ne voa qet an dra qen êzet evel ma voa seblantet dìn, hac e lavaris diouzòn va-unan : Oh ! oh ! cede aze ur sqiant hac a dalvez aoüalc’h un all, ha n’en deo qet marteze an hini a goust an nebeuta da acquisita. Gouscoude an dra-se oll n’am digourajas qet ; cuntinui a ris, ha, mar deo ret e lavarat dêc’h, e cuntinuàn bepret ; rac ul labour eo a behini na veler james ar fin. Mes tleout a ràn ajouti penaus, seulvui e zear, seul-nebeutoc’h eo dies ; dont a ra memes da veza un ezom, ur jouissanç. Na gredfec’h qet e zeo cazi ur blijadur evidòn, be vech ma tineizàn eus a fonç va character ur greunennic benac a galiteou fall, pere a zisc’hriennàn. Sailla ràn ractal varnezàn gant hast bras, evit en em diambarrassi prima ma zeo possubl, evel dious un amprevan noazus ; hac en em lavaràn gant joa vras : adare, unan a nebeutoc’h.

En despet d’am oll soign, a hend all, e santàn re, va mignonet qer, peguen pell bras oun c’hoas diouc’h ar but da behini e voan en em broposet da dizout ; mes, da viana, erruet oun da c’houzout ar pez a vanq dìn, hac an nebeudic a dalvezàn. Hoguen, clêvet ameus lavaret penaus ar gonscianç-se a so dija ur gommançamant a furnes ; rac se, o veza bet grêt qement a voa possubl dìn, mar marvàn qent beza meritet en oll an hano a fur, e vezo se bolontez Doue, ha nonpas va faut ; mes assuri a ràn dêc’h em bezo bepret gounezet calz, ha ne zeus netra a gollet en un antreprenanç evel va hini.

E qen-câs ma teufe ar memes ambition da unan benac ac’hanoc’h, e zàn da glasq espera dezàn un nebeut a boan, en eur rei dêc’h da anavezout ar principou pere o deveus cunduet va observationou varnòn va-unan, hac ar reflexionou o deveus inspiret dìn. N’oc’h eus nemet presta dìn un nebeut a attantion, ha mar fell dêc’h profita dious va experianç, ec’h ellot mont goude se calz pelloc’h eguedòn-me en hent mad-se. An dra-se a vezo evel ma em bije ho touguet var va c’hein betec an anter eus an hent, hac ho pezo ho tiouar discuis mad evit peur-achui ho peach.


————


Ar c’henta cavaden a ris ennòn, goude beza qemeret ar resolution a behini ez onn o paouez comz, a voe hini ur c’hreunennic ambition a voa en em risclet em ene : cetu amâ penaus.

Ret eo da guenta lavarat dêc’h penaus etoues ar c’hamaradet yaouanq am boa e Montroulez, na gontet qet nemeur o devije grêt qencoulz studi ha me, en hevelep fêçon m’en en gaven caout var ar re-all ur superiolach a anaoudeguez, pehini, gant ar facilite a anavezet atao ennòn evit parlant en public, a rê dìn beza sellet gant an oll evel ur seurt oracl. Meur a sermoner en em gafe eurus da veza selaouet gant an attantion a accordet dìn, pa guemeren ar gomz e creiz va c’hamaraded, ar pez, tleout a ràn en anzav, a errue ganen aliessoc’h eguet ma presten va diouscouarn d’o discoursiou. An homach-se pehini a rentet dìn gant madelez, a gontante va vanite, ha n’em boa qet ur merit bras da veza ur buguel mad, pa zeo güir ne grede den en em avisa d’am c’hontrolia na d’am dislavarat, hac e clasqet oll va c’hompagnunez cazi evel un enor. Gouscoude e zeo güir lavarat en devoe an dra-se grêt dìn qemer a nebeudou an habitud da zevel va fenn, en hevelep fêçon, peguen berric benac ma voan a daill, em bije gallet êzet aoüalc’h douguen cravaten un tabouriner-major.

An dra-mâ na voa nemet ur Vanite sot ; mes an hini en em sell adreus dre e vanite, a sell ur pez a bêvar real adreus dre ul lunedou melen, hac er c’hemer evit ul louis aour, pe, mar qirit guelloc’h , gant ar seurt lunedou-se en em veler a aour hac ar re-all a guëvr. Se eo justamant ar pez a erruas ganén ; ous en em gomparachi d’ar re-all gant ar gomplêsanç-se evidòn va-unan, en em accustumen, hep sònjal, d’ar c’hoant da zont da veza ur personach important. Ma sònjeu er stat a vêleg, pehini a voa c’hoant em bije bet, en em bermetten da humvreal em amzer da zont e pehini e vijen escop ; mes evel gant an dra-se tout na santen nep vocation evit an Ilis, ne sonjen qet da viana e stat all ebet, hep clasq ennàn ur poent meurbet huel, e pehini e crede va zamic orgouill sevel. En oll bretantion-se, na anconac’haen nemet ar vicher honest ha modest eus va zad, dre voyen pehini gouscoude en devoa savet hac antretenet e famill. Gant se e voan oll occupet, pa reas va zad dìn mont gantàn da Guemper, e pelec’h en devoa un affer benac. Epad ma voen er guær-se, e voe ur gouel caer, e pehini ec’h asistas an escop hac un nombr bras eus a veleyen an escopti, an autoriteou hac an trouplou. Ar guriosite am boe da vont da velet ar pez n’em boa guelet biscoas.

Edo voe afat e teuas ar reflexionou d’am sclerigenna var va dallentez ! « Cede aze evit güir, a lavaren diouzon va-unan, un escop gant ur mitr, ur c’hroç, un aub dantelezet superb ; mes endro dezàn, nac a vêleyen simpl gant o surpilisou modest ! hep conta va faour-qèz cure a Vontroulez hac an oll vêleyen all deus ar vro ! Cede aont barnerien gant o robeou goarnisset a foureürou caer ; mes pel int, e comparêson d’an dud maleurus a lez, greffierien, hucherien, scrifannierien, recordet, ha re all pere a vev sec’h aoüalc’h eus a chican hac a broces ? Cede aze duont ur general hac un officer benac gant epauletennou aour ; mes petra eo an dra-se e qever an nombr qen bras eus a soudarded a obois dezo ? hac evit ma ello unan hepqen eus ar soudardet-se parveni da chench e sabren dious ur c’hleze, pet eus anezo a renqo beza lazet ? ha piou eo an hini a ell lavarat : me eo a chommo ? Cede aze c’hoas un trêgont benac, gant o habijou brodet a aour hac a arc’hant ; mes cede amâ hac aont ur foul immanç, hep conta an nombr bras a so chommet er guêr, demeus a bere an darn-vuia eus anezo n’e dint nemet lapousset trist eveldòn-me ivez. Beva reont gouscoude, hac e tisqeuzont caout muioc’h a blijadur amâ eguet ar re-hont gant o habijou caer.

Ah ! Simon, va mignon, na sonch mui sailla huelloc’h eguet na elles tapout ; risq a rafes terri brec’h ha gar. Ar societe so evel ur biramiden : ar rencou huella so stris, ne zeus plaç nemet evit nebeut a dud ; en em starda a rear, ne zoar qet êzet, alies e titiruiller d’an traòn, ha pa glasqer arruout er beg diouc’h an traòn, e rear ur c’hoari d’en em fricqa. En traòn, er c’hontrel, e zeus plaç evit an oll, ec’h eller trei ha distrei, ec’h eller en em gaout êzet mad, peb-hini herves e daill hac e vent. Allòn, Simon, peoc’h d’an orgouill ha d’an ambition vean ; goëz en em delc’hel el lec’h m’en deveus Doue laqet ac’hanout, ha prepar da ziou scoas evit douguen ar zamm en deveus douguet da dad.

Evelse eo, va mignonet, e qemeris va c’henta resolution a enep dìn va-unan ; ar resolution-se a voa dija un act a furnez ; rac, ret e voa, evit e furmi hac e delc’hel, prudanç, nerz ha moderation.


————


Sellit mad endro dêc’h, hac en em evessait gant soign oc’h-unan, na zaleot qet d’en em appercevi penaus, cazi qement drouc a erru ganeomp pe a reomp d’ar re-all, a broven, d’an oll vuia, demeus hon dievestet. Me bari, ma elfen beza epad un devez a gostez dêc’h va mignon lenner, e trapfen ac’hanoc’h ouspen ur vech o varni adreus demeus an dud ha demeus a veur a dra, o comz drouc-apropos, oc’h agissa a enep ar pez a vez ret, ha se oll, evit nonpas beza sònjet aoüalc’h d’ar gonsecanç demeus ho sònjesonou, demeus ho comzou ha demeus hoc’h actionou.

Dabord dious ar mintin, pa ziroc’hit c’hoas, pell goude cân ar c’hôq, pe pa en em droit ha distroit lachamant epad un heur qent saillat ermeaz eus ho quele : Var zao ! var zao ! a lavarfen dêc’h ; an amzer a dremen hac an hostillou en em vergl. Na vec’h-hu qet desolet, ha na hirvoudfec’h-hu qet, da veza condaonet da ober bep bloaz ur c’hlénved a bempzec deiz, pehini a brife ac’hanoc’h eus a c’hajou ? Contit mad, hac e cavot penaus un heur collet bep mintin, a dalvez e penn ar bloa d’ar maleur-se. Collit unan c’hoas deus an nôs, en ur avanç heur ar repos hep necessite, hac en em reot a volontez vad ar memes gaou evel a rae ur c’hlénved a ur mis. An deveziou so moneiz ar vuez : an heuriou, moneiz an deveziou ; gant liarded e rêr pevar-realet, gant pevar-realet e rêr louiset-aour ; mes ar pez a so dissipet na antre mui er gont, ha na ra mui netra. An amzer dremenet ne zeu mui var e c’his, rac ar pez so tremenet a so un isfond demeus a behini na eller tenna netra ; gâr eta d’ar pez a vezo lêzet da gueza ennàn ! Me zeus ouvrier ebet a vouife accommodi a nevez un devez implijet fall, na qy disqet capabl da drappout un heur collet. Agissa gant prudanç eo eta nonpas lezel achappi an amzer, hep beza tennet dioutàn ar profit a ell da rei.

Manificq, cetu c’houi o labourat ; mes, perac ne ma qet ho hostillou ha qement oc’h eus ezom dindan ho torn ? Guelet a ràn ac’hanoc’h oblijet da sevel, da vont, da zont da glasq hep-cess ; ha goude se na gavit qet ar pez oc’h eus ezom ; ha neuze ec’h erru an impaciantet. Ma ve tout an dra-se en urz, e vec’h quittes deus an tracaç-se. Ma ouzoc’h qet eta ar princip : Ur plaç evit peb tra, ha peb tra en e blaç. Ar voyen eo, va mignon, d’en em espern fatic ha goal humor. Dioüallit mad da gredi penaus an amzer a dremener da arrengi a vez amzer gollet ; gounit a ra, er c’hontrel, cant evit cant ; rac, an anter nebeutoc’h so ret evit rengi eguet evit clasq. Ar pez so en e blaç na ell qet en em goll ; ar pez a drein a so dija cazi egaret ; ha demeus a egaret da gollet, an hent n’eo qet hir.

Mes cetu n’oc’h eus qet cavet hoc’h affer, hac e qemerit al labour dre ar penn all. Er fêçon-se un dizurz a drein un all var e lerc’h. Na hanavezit qet eta c’hoas ar princip : Peb tra a dle beza grêt en e amzer ? Pa ve maniet mad ar c’hartou, ar figuriou n’en em heuillont qet. Mar qemerit d’an hazard al lodennou deus ho labour, el lec’h en ober diouc’h-tu, e vezot digoncertet oll o velet goude-se n’en em ajustint qet mad assambles. Meuze e rancfot ober a nevez, ha n’ho pezo achuet nemet ul loden, d’an ampoent ec’h eljec’h beza echuet tout.

He bien ! petra êru ganeoc’h ? Bremaic e canec’h, ha bremâ e zoc’h contristet ha digourajet. Ha se a vez abalamour ma velit an dud didalvez-ont o pourmen hac e rafent deoc’h ober sonjesonou trist ? Mes qent c’hoantât o doare, e vez ret d’an nebeuta en hanavezout ; rac peb-hini a voar, evel a leverer, e pe blaç e ra poan e voutez dezàn ; peb-hini a zant ar galeden en deus en e droad ; mes nonpas ar goutou a dourmant un all. Piou a lavar dêc’h penaus hen-a-hen neo qet devoret dre ur chagrin bras benac, pe anfin gant un dra benac all ? Unan marteze a red da glasq ur sicour benac en deus ezom ; eguile marteze a so oll boulverset gant an dispit, pehini n’en deus qet roet dezàn ur moment a repos etro pad an nôs ; ennont all, peguen fier benac a seblant beza eus e zanvez, en em gavo marteze varc’hoas maleürus bras. Qement a vrill neo qet aour ; al lapous-nôs a goez var ar preòn luguernus, ha nonpas var ar scrillic bian. An den pinvidic na bouez qet muioc’h eguet un den all, ha mar ranq caout qezeg, e zeo ret e vez ar sourciou pounner bras da zouguen. Cousqet mad oc’h eus tranqil ; gounit a rit ho tevez en peoc’h. Suffisant eo se d’hoc’h ezommou ; n’en doc’h-hu qet eta qen pinvidiq hac an darn-vuia eus ar re na gavont james o deus aoüalc’h ? Sellit dious ar vreg paour-se, carguet a vugale, hac a c’houlen an aluzen : mar qirit eva ur bannac’hic nebeutoc’h, ec’h ellit c’hoas rei dezi un tam bara evit hirio. Eus a betra en em glêmit-hu eta ? Un den a so pinvidiq, va mignon, hac a dle en em estimout eurus, pa ell, goude beza en em bourvezet eus an traou necesser, caout ur guenneguic benac gounezet gantàn. Mar deus unan benac na ellit qet sellet a faç, e clêmàn ac’hanoc’h ; mes ma n’en deus den ar pouvoar d’ho laqat da stoui ho taoulagad, e lavarìn e zeo d’ar re-all da avia ho stat.

Rac se eta e tepant diouzoc’h da excita an avi ha da veza exant eus a se. Bezit prudant bremâ hac en amzer da zont ; da lavaret eo, menagi mad implich hoc’h amzer, evit tenna ar muia profit dioutàn ; ha menagit ivez ho counideguez, evit beza en musur vad a enep ar pez a elfe c’hoarvezout.

Varc’hoas eo deiz ar repos : penaus e zit-hu d’en implija ? Sonjit ervad penaus ar repos hac an didalvoudeguez, n’en dint qet ar memes tra. Ar repos a so util ha necesser ; beza didalvez ne deo james mad da netra, hac a denn mil droug. En em discuiza rear en eur varia an occupationou, ous en em rei d’ar jeuyou a exerç ar c’horf hac ar speret ; mes o chom da ober netra, en em scuizer, hac ar scuisder a so an dra ar muia fatigus eus ar bed. Ur vech ma vez produet ar scuizder gant an enouë, ar pez so a oas, e zeo ma zeus gounezet despit evit ar remed uniq d’an droug-se, evit al labour. Petra a rear neuze evit suporti ar boez eus an amzer ? C’hoari a rear, dibri a rear, eva a rear, en em mêli a rear eus afferaou ar re-all, e pere ne zeus netra da velet, hac e troug-prezeguer ous an nessa. An hini a zemez d’an didalvoudeguez a guemer en carg pemp buguel he deus dija, pere na guittaont qet anezi : ar c’hoari, an intemperanç, ar guriosite, an dievestet hac ar vedisanç. Marteze e royo c’hoas re-all, ha na dalvezint qet davantach ; mes deus ar re-mâ hepqen, ar bec’h a so pounner aoüalc’h. Unan hepqen a suffis evit laqat e dad adoptif dindan ar voraillou, pe d’an nebeuta en hospital ; rac eno eo e za ar re foll, an dud lach hac ar re vechant. Ha n’en deo qet ur foll an hini a gonfi d’an hazard ar pez en deus gounezet dre e c’huezen ? Ha n’en deo qet ul lach an hini a zeport eus an hazard an danvez a elfe gounit gant e zaouarn hac e volontez ? Ha n’en deo qet ur foll an hini pehini, hep naoun na sec’hed, a ya da gonsomi, divar goust e yec’hed hac e rêson, ar pez a hirvoudo da nonpas caout mui, pa en em royo an naoun hac ar sec’hed dezàn da zantout ? Ha n’en deo qet ur foll hac ur mechant an hini a zevor dezàn e-unan, en ur moment, ar voyen a elfe maga epad meur a zevez e vreg hac e vugale, pe a elfe o zomma hac o guiqa ? Ha n’en deo qet ur foll an hini a ancounac’ha e labour hac e afferaou evit en em melli hep utilite en afferaou ar re-all ? Ha n’en deo qet ul lach an hini a glasq surpren secret e amezec ? Ha n’en deo qet ur mechant an hini a ya da bublia ar pez eo devije caret un all delc’hel cuzet, pe en em blich o publia an drouc en deveus disoloet ?

Ha ma heuillomp un nebeut pelloc’h ar raç eus ar vam re strujus-se a hanver didalvoudeguez ; ma fell deomp anavezout bugale he bugale, cetu ma za ur raç hep fin eus a viçou da dremen dindan hon daoulagad. Cetu aze ar c’hoari oc’h anjandri ar feiz fall, al laeronci, ar muntrerez ; rac an hini a so en em gonfiet d’an hazard hac a so trahisset gant an hazard, n’en em fi mui nemet er flauderez hac er preyserez, pe n’en deus enep an disenor qent seurt ressourç, nemet an disesper. Cetu an didemperanç o c’henel ar goler hac an impudicite ; rac an didemperanç a laqa ar rêson da guittât volonteramant ; ha pa e deus e goliet, e voall-drêt, ec’h opprim ar pez a dle da garout ha da brotegi, ec’h outrach ar pez a dle da respecti. Cetu ar guriosite o rei ar guenel d’ar finessa ha d’ar guevier ; rac ar c’hurius a vev eus a vyster hac eus a dromplerez. Cetu an dievestet hac ar vedisanç o tont hep dale da brodui ar falsentes cassaüs ; rac an hini a fell dezàn absolumant lavarat drouc, a echu dre e velet el lec’h ne ma qet, ha dre invanti pa na ell qet cavont. Cetu anfin ar bosterite miserabl-se ous en em groasi assambles evit anjandri ar gassoni, ar venjanç, ha mil goalen all pere hor bije pellet diouzomp gant prudanç, moderation, hac en eur evita dreist oll da chom didalvoudeg.

————


Mes n’en deo qet tout, va mignonet, caout ar brudanç a ra evitout an drouguiou demeus a bere e zòn o paouez comz ; evit beza fur, e zeo ret c’hoas caout an nerz a brodu ar mad hac a zisq supporti an drouc na ellomp qet da ampech.

An nerz a so ur geant pehini en deveus tri vrec’h : ar gourach, ar berseveranç, hac ar baciantet ; agissa ra gant ar c’henta, en em gramponi a ra gant an eil, hac en em harp gant an drivet.

Ar gourach ! a lavarot-hu ; mes se eo vertuz ar soudard pehini a ya da affronti an dangeriou, ar fatig eus ar brezel ha canoniou an enemiet. Güir eo ; ezom en deveus, ha dre c’hraç Doue, n’eo qet én a vanq en hor brô. Mes, examinomp, mignon lenner, ma n’en deo qet un nebeut necesser deomp ebars en hor gondition humbl, ha ni a so pourvezet mad eus anezàn. Me bari, hep mont pelloc’h hac hep sortial diouzomp hon-unan, e cavimp en hor c’hreiz adversourien aoüalc’h, evit hon oblija da veur a gombat pere a rayo eprouvi hon c’hourach.

Ha dabord, ne cetu qet aze hon feneantis ous en em bresanti evit barri deomp an hent en hon oll antreprenanc ? Ha ne vale-hi qet dioüallet gant e c’honsortet, hon vanite. hac hon dissipation ? Ne deveus-hi qet ivez evit sicour un drouc-speret benac eus a vrô an obstination pe demeus a hini an intourdiri ? Evit nebeut ma clasqin c’hoas, em bezo cavet hep dale un arme pehini a rinqimp da gombati, evit antrepren pet tach mad hac util.

Neuze e teuyo an difficulteou, brassoc’h pe biannoc’h eus an tach memes ; hac e zeo amâ e zeo necesser ar berseveranç, evit nonpas en em rebuti hac evit nonpas mont betec ar but. Guelet a meus meur a hini o commanç, nebeut a meus guelet oc’h echui. An hini a entam tout ha na echu netra, a zo evel ar c’hy a abandon hep cess un tress evit heuill un all ; ne chench qet a ziouc’har, ha peb loen nevez en deus e fresq ; en em epuisa ra e vean, hac e tistro fatic bras, hep beza qemeret netra. Er memes tra eo demeus an inconstant, rac e peb antreprenanç ar gommançamant eo an diessa ; n’en deveus demeus a bep-hini nemet an degout, ha james ar profit ; en em difreza ra evit tenna ar spern, hac e coll ar blijadur da zastum ar fleur. Ur boan inutil eo labourat ur parq, ma na stlaper qet goude greun en erven. Ret eo d’ar prenv neza e glozen, evit ma sortio ar balaven. Mar scuis ar yar da c’hôri, ar re vian na ellint qet diglora.

Ennes a deu a benn eus e dach ; pehini qent en antrepren, en deus examinet mad hac én a voa possubl, hac en deveus en em lavaret fermamant : Me fell dìn en accomplissa. Gouzout a rit-hu pehini eo ar puissanta eus an oll linvierou ? ar volontez vad eo. Ganti, ar pez na vouiet qet, en desqer ; ar pez na ellet qet, er grêr. Ur vouialen anchanter eo, a laqa parissa peb ressourç, ha disparissa an ampechamanchou nontec ha pevar-uguent guech var gant, en traou ordinal ar vuez, an impossibilite ne deo nemet sempldet ar volonlez. Gouezit eta falvezout, hac ec’h ellot ; mes gouezit falvezout bepret ha betec ar fin ; rac mar leusqit al linvier, ar roc’hel a flastro ac’hanoc’h. Un dra gaer eo un debut mad ; perac ? abalamour na promet froues mad. Mes bezit sonch mad ous un dra, penaus ar froues-se na deuont da veza meür aoüalc’h, ha ne dint ar pez a dleont beza, nemet e qement ha ma en em formont hac en em disoloont naturelamant hac hep artifiç. Rac-se, evit ma vezo mad ho labour, e renq ho polontez, ho courach hac ho constanç beza güirion, naturel, hac e teufent diouzoc’h oc’h-unan. Ma en em relachit, ma oc’h eus ezom da veza poulset en ho labour, ec'h avançot fall hac adreus ; rac ar marc’h a zeport ar guentr, na c’hounit qet pris ar redaden.

Songit en se oll, hac agissit en consecanç ; guelet a reot neuze penaus e plenayo an difficulteou dirazoc’h. Sepet gouscoude na vez qet ordrenet ar c’hontrel en decrejou an hini a zispanç an drouc hac ar mad ; rac, va mignonet, ma en deus desseign ar Brovidanç d’hon eprouvi, peb resistanç violant eus hon peurs a vez impuissant ha coupapl dirazàn. An nerz, er c’hâs-se, eo ar baciantet. Petra falvefe dêc’h opposi d’ar c’hlénved, d’ar boan ? Mar oc’h eus, dre ho faut, meritet ur bunition eus a beurs ar magistratourien, pe deus a beurs ar re o deus an droat d’o inflija dêc’h, petra c'honessot-hu ous en em revolti a eneb puissantoc’h eguedoc’h ? Mar teu ar fortun da refusi dêc’h e faveuriou, peguement benac oc’h eus grêt ho possubl evit e renta favorabl dêc’h, da betra e servicho hoc’h amportamant a enep dezi ? Amâ eo e zeo ret stoua ar penn ; rac ar rausqlen e deveus pleguet en em sav goude an tempest, e qeit a ma zeo bet disc’hriziennet an derven nerzus, pehini n’en em sav mui. Piou benac en em obstino da grêgui gant e zent en ur vilien, na barveno nemet da frailla e zent. Pa na c’hoes qet an avel var eün, ar vatimant a ell choas avanç en ur redet bordeadou gant perseveranç ; mes en ur c’halm plat, e vean e teu da vanoeuvri ha da zisplega e voeliou. Paciantet ! esperomp e savo an avel a nevez. — Mes, a lavarit-hu, mar dale, e zeomp da vervel gant an naoun, rac ar bourvisionou a vanq deomp. — Respont a rin dêc’h : Paciantet c’hoas ! ha mar bez ret, en em resinomp, pa na ellomp qet commandi d’an elemanchou.

Disqeuzet emeus dêc’h penaus ar viçou a deu da c’henel ar viçou ; guelet a reomp bremàn penaus ar vertuziou a deu ivez da c’henel ar vertuziou ; rac cetu aze merc’h an nerz, ar baciantet, pehini a deu e-unan mam d’an esperanç ha d’ar resination. An esperanç ! ô va mignonet, beza e zeo bet alies hep douet ho refuch, evel hini an oll dud ; mes, sonjet oc’h eus-hu ervad biscoas petra eo an esperanç ? Ur planqen er pence, ur sqleur en devaligen, ur vouez humen en desert, sonjeson ur mignon en un deiz a valeur, ur muz c’hoarzic demeus hon buguelic paour ebars en e angoni, ha dreist oll, ar sonjeson demeus a un Doue just ha meurbed carantezus var guele ar maro ; cetu aze an esperanç, cetu aze ar c’hompagnun diseparabl demeus an den, eus a behini en deus qement a ezom en e amzeriou a vizer, ha pehini a so bet savet e renq ar vertuziou gant ar religion ar muia consolant evel ar gaera : ar güir religion enfin. Mes, er memes amzer e deveus grêt un dever demeus ar resination ; rac, pa zeo infirm ha marvel an den, e zeo ret dezàn gouzout souffr hac accomplissa e zestinadur. Ar Brovidanç e deveus lavaret : En em sicour, ha me a sicouro ac’hanout ; evelse eo ec’h angach ac’hanomp d’ar gourach ha d’ar berseveranç. Mes lavaret e deus ivez : Gouëz anduri ar pez na elles qet ampech ; evelse eo e prezeg deomp ar baciantet.

Ha remerqit ervad penaus, er baciantet, qement en em gav a so profit. Ar boan supportet gant rêson ha douçder, a so dija diminuet eus an anter ; elec’h ma teu an impaciantet da redoubli ar bouez eus ar zamm ha da ampoesoni an oll gouliou. Ar marc’h a fell dezàn hija e zamm, ne ra nemet e zirengi, ha caout muioc’h a boan ; ar c’hanval paciant pehini a dreuz an dezertjou en eur douguen commod e garg, en em accustum da se evel da un tort ouspen. Ar c’hlanvour n’en em yac’ha qet, en eur leusqel mallosou var e boan ; an dranqilite eo a ell en douçât. Paciantet eta, c’hoas ur vech, el lec’h ne zeus qet guelloc’h da ober.


————


Cetu petra eo, va mignonet qer ; Ma ouzomp beza prudant en hon sonjesonou, en hor c’homzou hac en hon actionou, moderet en hon deziriou, sobr en hor plijadurezou, ec’h ellomp evita an darn-vuia eus ar boanniou a accabl qement all a dud ; mar domp ferm en hor bolontez, courajus en hon antreprenanç, actif ha perseverant en hon labour, e tleomp obten estim ha satisfaction ; mar domp paciant er boan hac en adversite, e touçaimp da viana ar boan na ellomp qet da evita ; an esperanç a souten ac’hanomp, ha Doue a zalc’ho deomp comt demeus hon resination.

An dra-se so güirioneou meurbed simpl ; ha gouscoude e meus ranqet, evit o anavezout, caout bloaveziou a observation hac a reflexion varnòn ha var ar re-all. An experianç pehini a meus grêt, ne deveus qet lezet da goustout dìn avichou un nebeut qer ; rac, mar talvez an experianç an aour, e laqa alies en em baea mad ar pez a dalvez ; evelse ivez e vez ur follentez nonpas profita eus a hini ar re-all, pehini a eller caout evit netra. Ma lavarfen dec’h : « Va mignon, cetu aze un ty a metus savet, e rêi a ràn dêc’h ; » na vec’h-hu qet charmet ec’h espernfen dêc’h evelse an ambarras hac an dispign da laqat batissa oc’h-unan ? He bien, ar presant demeus un experianç acquisitet oll a ell espern dêc’h c’hoas muioc’h a soign, a amzer hac a arc’hant. Na zisprizit qet eta anezàn, va mignon lenner, ha divezatoc’h ec’h anavezot e talveze aoüalc’h ar presant-mâ un all.


Simon a Vontroulez.





JURISPRUDANÇ


Simon a Vontroulez.


————


Abaoue ma meus quittêt ar c’hommerç ambulant e pehini emeus acquisitet muioc’h a renome vad eguet a zanvez, e zoar en em aviset, na ouzòn qet re perac, d’am dransformi, em brô, en un espeç avocat, ha goude beza grêt va afferaou mad pe fall, e meus ranqel, en despit dìn, en em occupi demeus a afferaou ar re-all. Dre ma roàn va c’honsultationou atao evit netra, emeus calz a braticou ; hac ec’h ellàn lavarat, hep vanite, e zeus nebeut a avocadet en arrondisamant a bere ar gabinet a vez qen achalandet evel ma zeo deut va hini en nebeut a amzer. Güir eo ne guemeront qet ar memes moyen, hac e coust muioc’h en em adressi dezo ; mes deus ar c’hostez all, e reont en general ar pez a ellont evit caout an aliessa hac ar pella amzer possubl visit ar memes cliantet ; e lec’h me, er c’hontrel, ne meus bet biscoas qement en c’hoant eguet da echui gant an afferaou ha gant an dud.

Petra benac a vez, ar gonfianç-se a behini em enorer, e deus imposet dìn deveriou, hac e zòn en em gredet oblijet, evit respont dezi convenablamant, da acquisita certen anaoudeguez pere a vanqe dìn. Ar studi bian-se, ar reflexionou e deus inspiret dìn, hac an experianç en deveus roet dìn ar pratiq, o deveus va c’hunduet d’en em formi, nebeut a nebeut, em fêçon, ur seurt jurisprudanç a sqiant vad meurbet simpl, da lavarat eo, ar sqiant eus an droat, pe an anaoudeguez eus al lezennou, pehini na meus james manqet da gonsulti abaoue, hac a observàn c’hoas gant soign vras e peb circonstanç ma vez recours d’am nebeudic a sclêrijen.

O sònjal en se, e zeus deut em speret na rafen qet marteze fall da laqat dre scrit ar principou demeus va jurisprudanç, o credi e teuje an dra-se, en occasion, da espern dìn calz a gomzou ; hac erfin, pa ne vezìn mui, ec’h elfen, dre ar voyen-se, renta c’hoas ur servich benac d’an dud honest o deus bet confianç em avisou.

Grêt e meus eta se, hac e sonjàn er c’hoarz a druez hac a zisprisanç da behini e teufe va faouric scridic da veza an objet, ma tiguesse cueza etre daouarn ur boned bras benac diouc’h ar pales, accustumet da gompagnunes bouqinou côs ha leun-boultr. Lêzit anezo da c’hoarzin, ya mignon qenvroad, ha marteze, mar am c’hredit, e c’hoarzot-hu d’an diveza. Ne zàn da recita dêc’h na gregach, na latin, na gallec côs ; mes mar deo ret caout calz a sqiant evit comz demeus ar justiç hac evit he renta, na zeus qet ezom eus a guement evit e fratica ha senti diouti ; hoguen, eno eo tout hon affer deomp-ni. Lezomp eta da ober o micher d’an dud a lezen, ha tachomp da rei dezo an nebeuta labour possubl ; mes gouscoude, ne boulsomp qet re bell an dra, ha gouezomp ivez caout recours dezo, pa gommando deomp an necessite pe ar brudanç.

Anavezet a meus ur medicin habil a lavare : Ezetoc’h eo diaraugui ar c’hlenved eguet yac’hât anezàn. Credi a ran evelse, va mignonet qer, penaus e zeo calz ezetoc’h tec’hel dious un affer fachus, eguet d’en em denna diouti ur veach ma zoar antreet. Pa vez izel an dour, ec’h eller ober ur chausser ; mes, mar teporder livad dour, e treino gantàn an douar hac ar pleinch. Cetu aze ar pez a dleer sellet pis a ziarauc ; rac, mar oc’h eus c’hoant el lavarfen dêc’h, ar sqiant vad a so ul luneden hir a ra guelet a bell an droug bac ar vad. En defaut eus an instrumant precius-se, ne valeer nemet evel un anter-dall varzu unan pe varzu un-all. Excuzou paour eo ar re-mâ : na vouien qet… piou en divije lavaret ?… gallout a rêt credi ?… etc. An dud sot o deus alies da ober ar seurt exclamationou-se ; mes an dud fur n’en em exposont qet da se, rac o luneden a avertis anezo en avanç.

Falvezout a ra dêc’h-hu, va mignonet, beva e peoc’h, conservi ho repos, ho cousqet hac ho tanvez ? diou dra so da ober evit se : da guenta, tec’hel ous peb tabut ; d’an eil ; tec’hel ous peb tragas gant ar societe. Ar re-se so an daou boent principal eus va jurisprudanç. Guelomp peseurt principou simpl a ellomp etablissa varnezo.


————


Ar c’henta ezom eus an den, eo da nonpas souffr droug ; ar c’henta dever, dre gonseqant, eo da nonpas ober qenebeut d’ar re-all ; hac ar c’henta articl eus hou jurisprudanç, a vezo emâ : Ne ra qet da un all ar pez na garfes qet a vez grêt dit da-unan.

Desirout a reomp-ni jouissa hep troubl eus hon boneur, eus hon danvez ha demeus hon droajou hon-unan ? respectomp un all en e bersonach, en e zanvez hac en e enor. Rac ar c’hy a grog a vezo croguet ; ar c’haz a laer a vezo bazatêt ; ha da bep aneval mechant a bêvar pe a zaou droad, punition a vezo dleet.

Sonjit ervad penaus ar goal-drêtamanchou hac an injuriou ne roont güir nemet d’an hini a receo anezo. Rêson an hini crénva n’en deo ar guella nemet evit ur moment, rac beza e zeus un dorn crénvoc’h c’hoas eguet an hini crénva : dorn ar Justiç eo. Ar bleiz a ell cass gantàn un danvad ; mes souden ar chasseer a laz ar bleiz. Mar jen droajou hoc’h amezec ac’hanoc’h pe a vir ar guel ous un dra diouzoc’h, an outrajou hac ar brutalite na laqint qet ac’hanoc’h muioc’h en hoc’h eaz, hac un disput na chencho qet an affer en ho profit. Qement a elfet gounit a vez da rei ur vaz evit ho canna. Un explication a ell preveni un division ; mes ar c’homzou fall ne dint james mad ; hac an tolliou na reont qet muioc’h a vad d’an afferaou eguet d’an dud. Neo qet a dolliou baz ec’h accomoder ar scudellou, na gant youadennou ec’h accorder ur violonç ; ret eo ajusti sioulic tamou unan, ha selaou an ton eus eguile. Ret eo da bep-hini laqat un tamic eus e gostez e traou ar vuez, hac e zint guelloc’h. Greomp un dilèz deus an dra-mâ evit caout an dra-hont ; ar voyen eo d’en em glêvet ha da veva en union. Ar frouez pere en em voasq an eil ous eguile, a ampech an ear hac an eol da sqei varnezo, ha na veüront qet mad ; mes ar re ne dint qet stardet etrezo, a deu da veza caer ha meür. En em glevomp evelse, evit ma jouisso peb-hini eus e zroajou, ha na droublomp den en exerciç demeus e re ; rac, ur vech c’hoas, ar goler hac ar vrutalite a so preuvennou a anvi ha nonpas a justiç.

An nerz pehini hepqen e deus rêson, va mignonet, e zeo hini ar virionez. An hini a so güirion, a so puissant ; an hini a fell trompla, a so tromplet ; rac ar feiz vad a vale e compagnunez gant ar güir-vad, hac ar falsentez e deus dre oll ur bosition faus. Ne zeus nemet an den honest ha vertuzus a ell beza franq, rac n’en deus netra da guzat ; mes an hini en deus concevet un dessign fall, pe coumettet un action mechant, na ell qet miret ouc’h ar gaou. Ar c’henta so en ur redouten formidabl ; tachomp d’en em blaci eveltàn ; mes arabat eo d’hon lealdet, evit se tout, hon ampech d’en em laqat var eves a enep dessiniou eguile. Gallout a ellàn en em fiout er c’hy a deu d’am cherissa ; mes tleout a ràn evessât mad ous pao voulous ar c’has. Calz a feiz vad hac un disfianç rêsonapl ; cetu aze, va mignonet, an daou secret da gaout bepret rêson, ha da nonpas beza james tromplet.

Mont a rit da c’houlen diganén perac e comzàn deoc’h a sincerite abalamour d’ar respet humen evit un all : rac ma zeo, herves va avis, ar guevier hac an dromplerez ar viçou ar muia lach hac ar villa, hac er memes amzer unan eus ar brassa outrach eus a behini ec’h eller en em renta coupabl en andret ar re-all. Pardoni a rìn qentoc’h d’ar bleiz a so deut da anlevi dìn e creiz an deiz dirac va baro unan eus va dénved, eguet d’ar maltr a so en en risqlet e cuz evit goada va dubeet epad an nôs.

A hend all, evel m’en em dalc’h oll en hon deveriou hac en hon interest, an dra-mâ hon digaç d’ar respet evit ar perc’henniach.


————


Gouzout a ràn ervad e tle avichou seblantout injust guelet certen lud o possedi calz a zanvez hep en em rêi ar boan da labourat, epad ma possedomp nebeut aoüalc’h, peguement benac e labouromp calz. Mes, mar sonjer ervad en se, e santo peb-hini, goude tout, penaus gant e labour ec’h ell da viana possedi un draïc benac, ha pa na vez nemet e vele, e zillad, ha na vez qet contant da veza chagrinet er bossession-se. Ar c’hy bian a gred grinçal e zent ous ar mastin a deu da c’hoessa e damic ascorn. Al lapoussic bian en em revolt coulz hac ar c’hudon, pa deu ar goucou d’en em ampari deus e neiz. Qementse a zisq e zeus en speret qement en deus buez, un instinq pehini a inspir an attachamant d’ar pez a apparchant deomp. Etouez al loened brut, an instinq-se a ya bete d’an ezom d’en em ampari deus ar pez a so d’ar re-all ; etouez an dud, pourvezet a rêson, hac o deus ar santimant eus ar pez so just hac injust, e zeo accompagnuneqêt eus a respet evit madou ar re-all. An hini a vanq d’ar respet-se, en em expos d’ar bunition, d’ar venjanç ha d’an iffamidiguez. Ha n’en deo qet güir ne fell qet dêc’h e c’hoantafet ho ty soul, ho craou, ho parq pe ho stal ? Respectit eta oc’h-unan maner, douar, pe atelier bras an den pinvidic ; rac, ma noc’h eus na maner, na douar, nac atelier, e zeus ivez tud ha n’o deus na ty soul, na craou, na parq. Ar re-mâ gouscoude o deus c’hoas un draic benac : beza o deus ar baeamant a c’honezont en eur labourat ; ar baeamant-se eo o ferc’henniach, pa o deus er gounezet, hac e zeo ret e baea dezo gant soign ; rac ar marc’h a deu dious e labour, a so dleet dezàn e guerc’h, ha ma n’er roer qet dezàn, e vezo tentet eus a hini e amezec.

Ar pez en deus un den acquisitet, a apparchant d’e vugale, goude e varo, pe d’an heritourien all a chom. An dra-se a so just ; rac ar brouç a vev var ar c’hriziennou en deus poulset ar vezen. N’a c’houlennit qet eta perac e possed emâ madou, hep beza grêt netra evit o c’haout : e dad pe e dad-côs en devoa o gounezet dre e labour, pe dre e servich, hac ec’h apparchantont dezàn legitimamant. E lec’h o c’hontesti dezàn, labourit oc’h-unan evit assuri fortun ho pugale. Ar sonjeson-se eo a dle rei ar brassa courach, ar muia a ardor, a ell evit ar guella excita ar speret hac an injin ; hepti an anter a oberou an dud na vijent qet bet grêt ; hepti, da betra mad dispign calz evit sevel un ty solid, pa na zeus nemet nebeut a vloaveziou da veva ? Da betra mad planta güez, dindan pere na ellot qet diseolia, hac eus a bere na ellot qet guerza an troad ? Mes ober a rear qementse oll, rac tleout a reomp lezel d’hon bugale pe d’ar re a garer, ar frouez eus ar c’huezen hac eus an espern. Couzout a rit-hu unan eus ar pez a zifferant an den deus an anevalet ? Dre na ra an anevalet nemet en em reprodui, elec’h an den en em guntinu. Al lüe, an hebeul hac an azennic bian a so estranjour d’ar re o deus roet dezo ar vuez, qerqent ha ma ellont tremen eus o soign. Va mab a so un all va-unan, ur suit eus ac’hanòn, da behini e lêzàn va hano, va madou, va reputation, va enor, mar ameus bet ar boneur d’o acquisita. Ar pez a lezan dezàn a so qen sacret etre e zaouarn evel ma zoant etre va re. Evelse ivez al lezen e deus qemeret soign d’e brotegi en e jouissanç, e câs m’en em guefe re yaouanq evit o difen e-unan : Rei a ra dezàn, betec e vajorite, un tutor, pehini a rent responsabl eus a dout.

Fonctionou an tutor-se a so delicat ha difficil, hac ec’h angajàn ac’hanoc’h, va mignon lenner, da nonpas o accepti james dre scànvadurez. Mes, mar doc’h forcet da se, pe dre ho position, pe dre hoc’h enor, pe dre ur santimant benac a anaoudeguez vad pe a garantez, e reot mad nonpas conclui, er galite-se, nep seurt act, da nonpas disposi deus nep arc’hant, pe d’ho minor pe dêc’h, da nonpas anfin rei nep sinatur, hep beza qent se, consultet un den sclêrigennet mad var an afferaou-se. Hoc’h interest oc’h-unan a zepant eus a se, coulz hac interest ho pugale oc’h-unan. Ajouti a rìn, en eur dremen, penaus, ar galite a dutor na impos qet hepqen an dever da veilli var interest materiel ar minor, mes c’hoas da evessat var e ziscadurez, var e vividiguez ha var e gundu. Respont a rit eus ar c’henta demeus an deveriou-se dirac al lezen ; respont a rit deus eguile dirac Doue ha dirac ar bed. Qementse oll a so ur garg vras, hac unan deus ar re a meus bet ar muia aoun da velet poeza varnòn ; rac nebeutoc’h incommod eo santout var ar c’hein ur palevars hed a apparchant deomp, eguet delc’hel etre an daouarn ur garafen cristal, scànv hac êzet da derri, eus a behini e respontomp da un all.


————


Ur vech benac emeus rancontret tud habil bras da ancouât penaus ar pez a voa bet prestet dezo a voa danvez un all. Maleurusament evito, ar greançourien, e general, o deus guelloc’h memor, hac e teuont alies da gaout sonch ous hini an dleour er moment an nebeuta a propos. Ounnes eo unan eus ar zourcennou a gresq ar rivier dour lous eus ar chican. Falvezout a ra dec’h-hu gouzout ar voyen da nonpas beza treinet ganti ? Cetu-én amàn :

Mar deo qestion da ampresti, sonjit ervad en diou dra : da guenta, e vezo ret ranta, hac e zeo an aqed merc’h d’al lealentez, ha mam d’an istim ; d’an eil, penaus un amprest a so ur c’habest endro da benn an dleour, hac eus a behini ur penn a chomm etre daouarn ar c’hreançour ; pe c’hoas, an dleour so ur gibier a behini na vez james collet ar guel eus e fri gant ar c’hreançour.

Mar deo qestion da bresta, bezit sonch en teir dra : ar guenta, e zeo ret c’huessa mad ar gibier, ha staga mad ar c’habest, da lavaret eo, gouzout da biou presta, ha qemer an oll surete convenabl ; an eil, e laqer da vervel ar vezen eus a behini e falvezer tenna re a frouez, da lavaret eo, an arc’hant pehini a brodu muioc’h eguet na dalvez, a so e risq bras da veza collet ; an deirvet, n’en domp mestr nemet d’hon yalc’h, da lavaret eo, e zeo follentez en em angaji evit ar pez na bosseder qet, ha n’en deus den ar pouvoar da exposi ar pez a apparchant d’ar re-all.

Bezit fidel d’ar maximou-se, ha n’ho pezo chican na gant creançourien na gant dleourien. Ententet mad eo gouscoude, na gomzàn amâ nemet eus a afferaou, ha nonpas eus ar prestou a oblijanç pe a charite, e pere e rear, en ezom, ur sacrifiç herves ar voyen, evit ar blijadur da veza util, An dra-mâ so un dra all, hac un dra meurbed agreabl hac enorabl ; mes repeti a rìn c’hoas, memes er c’hâs-mâ, n’en doar mestr nemet var hon yalc’h, ha den n’en deveus ar güir da veza oblijant ha charitabl gant danvez re-all.

Ret eo e respecti, ar madou re all-se, betec er bianna traou. Un tamoezen pe ur batatezen demeus a barq hoc’h amezec, un aval deus e verger, na apparchantont qet muioc’h dêc’h eguet an oll eaust. Neo qet qestion da lavarat : Bah ! petra eo an dra-se ? rac ma lavarfe an oll qement all, an hed a vez dornet, ar patatez hac an avalou a vez dêbret qent ma elfe ar perc’henner beza bet dastumet netra. 'Va hini ha da hini a so diou gomzic bian hac a lavar brassoc’h eguet na zint. En em glêvet a reont en peb tra, hac e formont dre oll muraillou clôs, hep pere na vez surete evit den. Da hini a glôs an ty, ar parq, ar vreg, ar vugale, ar servicherien, ar meubl, an danvez pe ar baourentez eus va amezec ; ha na ellàn douguen na va dorn na va c’hoant var se, rac ne fell qet dìn e tougfe nac e c’hoant nac e zorn var ar pez a ranferm va hini.


————


Mes cetu amâ ar moment da gomz demeus ur perc’henniach all, muioc’h sacr eguet an oll madou materiel-se : an enor a fell dìn da lavaret.

An enor eo ar gaera eus an oll binvidiguezou ; rac an hini a gonserv an enor, goude beza bet collet e oll draou all, a ell c’hoas en em gonsoli, ha memes repari tout ; ellec’h ar c’holl eus an enor na eller qet da repari, ha ne alfe biqen oll madou an douar dont d’e adprena.

An enor so evel ur roc’h e creiz ar mor ;
Lounqet en un isfond, ne deus mui nep digor.

Attaqi un den en e enor, e zeo eta ober dezàn muioc’h a c’haou eguet attaqi anezàn en e vadou. Evelse, ar medisant hac ar c’halomniatour a so tud muioc’h da redouti eguet ar brigantet armet hac al laeron nôs. Ne zeus a guen redoutabl nemet ar re a zelaou anezo hac a ya en eur repeti o discoursiou ; dre se, ar re-màn ne dint qet nebeutoc’h coupabl, rac ar c’hloc’h na rafe qet a drous, ma na vez qet a ear da gass pell e voubou ; hac ar gurun na vez qet clêvet o stracal, anez an ecleo pehini a ra dezàn en em ruilla ha diruilla ebars er gounabrennou. Mes, n’en em adressàn qet d’an dud miserabl-se, eus a here an En hac ar bed a ra justiç abred pe divezat : falvezout a ra dìn hepqen avertissa va lennerien honest da evita peb amportamant en discussionou, evit nonpas lezel james achapi injuriou pere a elfe attaqi an enor, hac offanci an den er pez en deus a breciussa. Sònjit ervad penaus ur gomz fall a so alies dangerussoc’h eguet ur fêçon fall da agissa. An interest, ar garantez evidomp hon-unan memes, a ell beza reparet ; mes an enor… james. Ur gomz hepqen a so aoüalc’h evit digass da sonch ous mil gomz ancounac’het, ha pa zigor ar gouli, an teod a so ul lancettes ampoesonet.

Credi a ràn, va mignonet, mar talc’hit cont eus ar pez e mon o paouez lavarat dêc’h, e tisqeuzint dêc’h ar voyen da nonpas offanci den en e bersonnach, nac en e fortun, nac en e enor, da laqat en em respecti c’houi oc’h-unan ; anfin, da nonpas en em gomprometti nac en em angaji en nep affer fall gant den. Hac evit se, evel a velit, ne zeus james ezom da sacrifia ho troajou hoc’h-unan, memes pa zint legitim. Mes ret eo gouscoude sonjal er princip : qement so permetet, neo qet bepret honest. Evelse, dre exempl, al lezen, pehini na ell qet rigoriusaraant gouzout en avanç qement a ell erruout, e deus dleet posi certen termen da dalvoudeguez certen angajamanchou, evit diarben an difficulteou a elfe dont deus o badelez hep difin. Mes, ne zeus qet a dermen evit ar gonscianç : evit m’en em gredo qittes an den honest, neo qet aoüalc’h ne alfet mui goulen netra outàn ; ret eo en devez accomplisset e angajamanchou, Er c’hâs-se nac e meur a hini all, interrogit eta ho conscianç, ha na invoqit enep dezàn benefiç al lezen, nemet e qement ha ma zeo a accord gant al lealdet.

Guelomp bremâ ar pez a sell ous ar rapport oc’h eus gant an dud all, ha tremenomp d’al loden all eus va jurisprudanç.


————


Pa en em associit gant unan benac evit ur c’hommerç, pe un antreprenanç, e rit un arranjamant evit m’en devezo peb-hini e lod er profit, ha ma suporto peb-hini ivez e loden deus ar c’hargou hac ar c’hollou. Er memes tra eo er societe ; hac evit jouissa deus an avantajou a assur da beb-hini, eo ret ivez da beb-hini en em soumetti d’ar sacrifiçou a c’houlen. An avantajou-se so principalamant da voarantissa an den ha droajou an oll ha re peb-hini, a enep attacou ar re grén ha mechant ; evit se e zeo ret e vez ur gouarnamant, un administration, tribunaliou, un arme ; hac e zeo just, qement evel ma zeo disespanç, e contribufe peb-hini evit e lod d’ar gargou commun-se : an dra-se eo ar sacrifiçou.

An act eus an association vras-se, e zeo an dastum eus an oll lezennou, e pelec’h an oll gonditionou a so expliqet. Hac evit na ello den lavaret e zeo bet imposet ar gonditionou-se dezàn dre gapriç hac hep e gonsantamant, al lezennou n’e dint grêt nemet dre anaoudeguez an deputeet, pere so bet choaset gant an nation evit e represanti ha difen e droajou. Da viana, evelse emedi en hor bro, ha n’en deo qet un avantach a nebeut importanç beva en ur vro e pehini e jouis ar bobl eus ur seurt privilach. Ret eo eta en em disqeus dign, en eur oboissa gant acqed d’al lezen, da lavaret eo, ous en em absteni eus a guement a zifen, hac ous en em soumeti da guement a gommand.

Ar pez a zifen al lezen, eo ar pez a ell noazout d’an oll. Mar bec’h eta tentet da implija an nerz pe ar finesse, evit servicha hoc’h interest divar goust un all, pe an oll, laqit eves mad na deufec’h oc’h-unan da veza tromplet ; rac ar justiç a vezo habiloc’h eguedoc’h ; eul lagad e deus hac a vel dre adreus peb tra, hac a dost hac a bell, hac ur vrec’h pehini en em hasten herves e bolontez.

Ar pez a gommand al lezen, eo ar pez so necesser da vad an oll, da interest ar gommunaute. Evelse eo ret caout impodou, evit pourvei da frêjou ar gouarnamant, an administration, ar justiç, an dud a ilis, an dud a vrezel, da antretien an hentchou, ar rivierou, ar pontchou, an hospitaliou, ar scoliou public, ar prisoniou ; hac an etablissamanchou all public. Peb-hini a dle paea evit an dra-se herves e voyen hac herves ezomou ar gouarnamant, pere so examinet bep bloas gant deputeet an departamanchou. An dra-se a so just ha sacr ; na ve qet rêsonaploc’h en em refusi d’en acquitta eguet da baea peb-hini e lod en un association particulier. Gouzout a ràn ervad e zeo avichou an impodou gouall bonner ; mes petra da ober var se, pa zeo anavezet an dra-se necesser ? Ar rêson eo ouspen evit ma vezo partaget mad ar bec’h, rac seulvui e zeo carguet ar c’har, seulvui oc’h eus c’hoant e chasfe ar c’hezec, hac ar fouet a avertis an hini a falvesse dezàn lezel ar re-all da ober tout.

Na vurmuromp qet eta a enep ar gargou public, ha dreist oll, na esperomp qet en em exanti dre nep digare na guevier. Un ompinion faus eo sonjal neus qet a zroug o trompla an tenzor public hac ar berceptourien. N’en em lezit qet qemer gant ar seurt rêsoniou-se ; rac istre ma zeo se miret madou ar re-all, qencoulz evel ma vez nonpas paea un dle all, e zeo ivez ur voyen da baea muioc’h eguet na vije grêt. An amand a so aze evit ma paeo ar frauder a vezo disoloet dleyou e gamaradet, hac ar guennec en deveus gounezet ar gaou, a deu da goustout pêvar real.

Miromp c’hoas da gredi e zomp savantoc’h hac habiloc’h eguet ar re o deveus studiet al lezennou. Neo qet ar boan, a lavarot, da laqat anregistra an act-màn, na da gass evit se hon arc’hant da vureau an timbr. Cetu aze un tad a famill maro ; ni voar aoüalc’h petra en deus ; da betra mont da ober frejou un invantor ? Ar rêsoniou-se a seblant dêc’h just hirio ; mes petra a leverot-hu, ma teuer, un devez da zont, da gontesti ouzoc’h an dat eus hoc’h act, pe da c’houlen diganêc’h cont eus un dra benac na apparchante qet d’an hini maro ? Pelec’h e cavot-hu preuvennou ha tiltrou evit hoc’h abrita diouc’h ar reclamationou injust-se ? Cetu aze traou e pere n’ho pije qet sonjet, hac e pere en deus al lezen sonjet mad, en eur ordren an oll brecautionou fur-se.

Hac a propos da se, va mignonet, tleout a ràn lavarat dêc’h c’hoas un dra, pehini en deus an experianç disqet dìn : beza zeus imprudanç er memes amzer evel manq a feiz vad, o tisclêria ebars en actou ar pez neo qet ar virionez. Na erru nemet re alies, ha se evit miret da baea nebeut a frejou, er verzou, el lizerou-ferm, pe gontrajou all, e tissimuler ur pris, hac e zeus recours da vil finessaou. Mes, allas ! ar seurt actou digomplet ha gaouyat, a so ur sourcen a brocesou ; rac al lezen na brotech hardiamant nemet ar virionez hac al lealdet ; qement a hanver lizerou-control, prester-hano, den-colo, comper, ha traou all pere o deus evit objet da renta dieffet ar pez e deveus ordrenet, a so en e c’hever hep credit. Dioüallomp da gaout recours d’ar seurt digareou fall-se, ha paeomp ar pez a dleer da baea, qentoc’h eguet lavarat guevier ; rac ne zeus james a brofit o tisclêria ur falsentez nac o sina ur gaou.


————


Demeus an oll gargou public, ar goassa, hep douet, e zeo an hini a c’halv bep bloaz dindan an drapoyou un darn deus hor bugale. Conveni a ràn e zeo poanius ar sacrifiç-se ; ha ma ellit disqeus dìn ur voyen all da gaout un arme vras evit laqat respecti frontierou Franç, evit difen ho famillou hac ho tanvez a enep attaq an estranjourien, pe ma ellit prouvi dìn e zeo an arme buissant-se inutil, e lavarìn dêc’h oc’h eus rêson da vurmuri. Mes ne zeus ezom nemet nebeut aoüalc’h a speret evit compren eo se disispanç ; ha qement a eller da zezirout eo ma vezo ar garg-se partajet ingalamant, ha ma poezo hep differanç var an oll famillou. Hoguen, evit se, ne gred qet dìn e ve nep moyen lealoc’h eguet tenna d’ar sort, hac e zeo justamant an hini en deus choaset al lezen. Ma e deveus etablisset un distinction benac, ur privilach benac, e zeo e faveur ar re infirm, en faveur mab an intanvez, pehini a vezur e vam, en faveur an den yaouanq en deus dija ur breur dindan an drapo o pea dle e famill. Qementse oll so just ; ha guelit c’hoas furnez al lezen : en eur anlevi un den d’ar vicher en devije choaset e tigor dezan en dedommajamant moyenou all ; e bourvezi a ra deus un tiltr enorabl ; offr a ra dezàn ar bossubldet d’en em avanç er vicher nobl a soudard, ha ne zeus nep soudard pehini, gant courach ha cundu vad, na ell esperi un devez benac da gaout epauletennou aour pe arc’hant e fonç e zac’h.

Pell dious murmuri, va mignonet, en em soumettomp eta d’al lezen ; binnigomp ha caromp anezi, rac beza eo hon patroniach hac hor brotectoures. Hac evit disqeus dezi hon respet hac hon attachamant, respectomp ivez qement a so carguet en he hano deus un autorite pe deus un nerz benac. Clêvet emeus alies crial crén a enep an dud en carg, commisserien, hucherien, commissien, archerien, ha re-all, hac emeus lavaret diouzòn va-unan neuze : an neb o deus qement a gassoni evit ar servicherien, ne maint qet a dra gant ar mestr, pe o deveus da viana c’hoant d’en eur vrouilla gantàn. An dud a garg-se hac o ajantet so en effet servicherien al lezen, ha ni so ivez hon-unan ; tleout a reomp, en ezom, laqat e respecti ; rac an tenzor commun eo a so confiet da c’hard an oll. Ma velfec’h un den o tic’hradi ur monumant public, na yefet-hu qet da lavarat dezàn : Ar monumant-se so deomp ; perac e tic’hrades-te anezàn ? Al lezen eo ar preciussa eus an oll monumanchou ; tleout a rit ivez ampech ober gaou dezàn.

Ha petra a lavarìn-me eus ar circonstançou grevus e pere e c’halv ac’hanoc’h-hu da renta, en ur fêçon, ar justiç ? Ne zeus den exant da veza galvet da dest dirac un tribunal ; un nombr bras a Vretonet o deus ar gonditionou necesser evit beza jureded. Eur garg meurbet dilicat eo ounnes, a behini na ellont qet en em exanti ; mes ret eo anavezout ervad an obligationou a c’houlen.

Evel test, e zeo ret hepqen disclêria ar pez a ouzoc’h var an affer a occup ar justiç. Tleout a rit lavarat ar virionez en antier, ha netra nemet ar virionez : presta rit ho sermant dirac Doue ha dirac an dud. Ma teufe dêc’h, dre un testeni faus, laqat acquitta un den coupabl, e vec’h responsabl dirac an oll deus an oll grimou a elfe coumeti goude-se. Ma tiguesfe d’ho fals-testeni laqat condaoni un den inoçant, e vec’h scòet dre ar memes poan eveltàn. Arabat eo d’ar responsabilite-se dont doc’h arrêti ; rac an hini en deus e gonscianç nêt hac e intantion pur, na dle qet reculi dirac nep dever ; hac a lec’h all, ma vec’h accuset injustamant, ne garfec’h qet e vanqfe d’an appel an test a dle ho justifia. Anfin, ma noc’h eus qet aoüalc’h a galon evit ma suffiso dêc’h ar motif-se, evit ma teufe an dever da ober dêc’h en em renta, sonjit emedi an amand ase a enep an test absant.

Evel jured, ar fonction a so huelloc’h. Selaou a rit an accusation gant un attantion ar vrassa, an testou, an difin, en ur gomz, ar pez a hanver an debat, ha neuze e respontit d’ar guestionou a zo poset gant presidant al lez ; cetu aze qement a c’houlenner diganêc’h, cetu aze tout hoc’h affer. P’o c’heus selaouet mad, ha respontet ia, pe nan, gant ur gonviction certen, n’oc’h eus qet d’en em inqieti deus a gonsecanç ho tisclaration ; neus forç petra e vent, n’en doc’h responsabl eus a netra all nemet eus hoc’h attantion ha deus ho feiz vad, hac ec’h ellit cousqet tranqil. Gra ar pez a dleez, erruo ar pez a ello : repetit ar maxim-se deus ar just diouzoc’h oc’h-unan, ha n’ho pezet nep morc’het. Na rit qet, dreist oll, evel ar re bas a speret, a meus rancontret ur vech benac o vont d’ar juri, digoncertet oll, ha resolvet mad da nonpas respont nemet d’ar pez a elfe acquitta an oll dud accuset. Cetu aze ur justiç caer elleal ! Trêti an den coupabl evel an den innoçant, ha ne deo qet se outragi emàn ? ne deo qet se trahissa ar societe ha comprometti e surete, oc’h agissa er guis-se ? Ha ne deo qet anfin ul lachete hac un dislealentez ? Comprenit guelloc’h, va mignonet, an dignite eus ho fonction a jured ; ha sònjit penaus ar privilach da veza barnet gant tud ingal dêc’h a so caer aoüalc’h, precius aoüalc’h, evit ma en em efforçot d’e veritout ha d’e gonservi, ous en exerci gant fermder, gant courach, ha gant oaz. Ar c’havalier a so difennet e benn gant ur c’hasq mad, a vez sot aoüalc’h d’en teuler pell dioutàn, abalamour ma caffe anezàn re bounner.


————


Cetu aze petra eo, va lenner qer ; cetu aze va jurisprudanç, Ne deo nac hir na savant, mes evit guelet enni d’ho cundui, ne zeus qet ezom e vez sclêrigennet bras an hent ; ur c’houlaouennic a so aoüalc’h evit se, dreist oll, mar deo hini ar speret vad. Evidòn me a ansav dêc’h penaus, en eur bratica ar pez e teuàn da lavaret, e meus tec’het epad va buez, evit va c’homt va-unan, hac e meus grêt alies evita da re all, ar rêsonniou hac an tabudou a eljemp beza bet gant meur a zen pe gant ar societe. Esperi a ràn ec’h ello beza er c’hement all evidoc’h, hac en em rejouissìn, rac beza e vezo espern dêc’h calz a boanniou, calz a sourciou, ha memes marteze ho revin. Ur proces a so ur c’hloc’h a dint en ho tiouscouarn nos-deiz, ha n’ho lez na da glêvet na da gousqet. Ur riboul eo placet ebars en hon tenzor, hac a chass bete ma en devezo e scarzet. Ra ellìn eta contribui d’ho preservi diouc’h un hevelep goualen ! Goude se, da respont eus a guementse, na gredàn qet en ober, rac beza e zeus tud na ententont qet rêson, ha na elfent qet beva hep disput. Hoguen, ma errufe ho pez affer dious ar re-mâ, ar preservatif a elfe beza hep effet, ha na vez mui da ober nemet da applica ar remed, da lavaret eo, d’en em difen. Neuze e teufe va jurisprudanç da êchui, hac e vez ret, hep hesita, caout recours da hini un den a lezen. N’int qet oll qen diaoulou evel ma zint du ; hac eus a lec’h all, e peb seurt tra, peb-hini e vicher : mar doun qemener, ec’h ellìn ober va bragou, mes nonpas va boutou ; ma ven charon, ec’h arranchfen rojou va c’har, mes nonpas rojou va montr. Grit eta guella ma ellot, eus ar pez a zere ouzoc’h, ha na vanqit qet da guemer cusuill var ar pez na ellit qet da c’houzout.


Simon a Vontroulez.





MEDECINEREZ


Simon a Vontroulez.


————


Na meus qet ar bretantion da veza doctor e nep tra, hac e medicinerez nebeutoc’h eguet en oll draou all. Mes, mar en deus roet an Autrou Doue dìn ur greunennic speret vad, e zeo evit en em servicha outàn, hac e credàn e tle ar speret vad en em applica da dout. Evelse, dre exempl, dre ma zeo an darn-vuia eus hon disgraçou hac eus hon chagrinou ar frouez eus hon sotoni, un niver bras eus a glénvejou hac eus a viseriou corporel, eus a bere e zomp afflijet, a broven ivez hepqen demeus hon extravangançou. Ar sqient a dle hon disqi da zialbenni ar seurt poanniou-se, a so ur seurt medecinerez, herves ententamant an oll, hac eus a behini ec’h eller oll en em instrui, hep mestr nemet an daoulagad, gant un nebeudic a observation hac a reflexion. Ar vedicinerez a breservation-mà, ma vez generalamant muioc’h anavezet ha muioc’h pratiqet, a elfe ober un nebeud gaou d’an hini a glasq yac’hât ; mes n’en deo qet evelse, hac e seblant e zeo guelloc’h ober foei var an oll gonsecançou eus ar boan, e lec’h so qen prizout d’en ampech da zont. Me ameus ur princip contrel en tout da se ; rac sònjal a ràn penaus ar boan a souffrer a so un dra certen, e qeit ha ma zeo ar paridiguez a glasqer un dra douetus. Evelse ivez ez oun en em appliqet bepret d’en em dioüal dious unan, evit caout an nebeuta possubl demeus a eben, a behini na ententàn netra. Dre ma zoun en em gavet mad diouti, hed va buez, e tezirfen hoc’h angagi da heuill ar memes moyen ; hac evit ho sicour e zàn va mignonet qer, da verca amâ ur princip benac, pere so ar frouez demeus va observationou.

Ma na fell qet dìn ober an doctor, ne fell qet dìn qennebeut tremen evit ur charlatan, rac ounnes a so ur raç hac a veprisàn evel ar guevier, hac eus a behini e meus aoun evel dious ar poeson. Evelse ivez ne annoncìn qet dec’h penaus, en eur heuill va zamouigou qelennadurez, ec’h evitot an oll boanniou. Arabat eo james goulen, credi nac esperi an impossubl. Pa guemerit ho mantel, n’en doc’h qet certen ne vezo qet treuzet gant ur bâr arneu benac ; mes da viana un dra vad eo bepret evit nonpas beza glebiet, rac ellout a ra ho coarantissa demeus a ur glao ordinal. Ur memes tra eo deus va medicinerez : ne ampecho qet ac’hanoc’h da vervel ; mes gallout a ra dale hoc’h heur, hac espern betec eno calz a boanniou bian hac a boanniou bras.

Dre n’oun qet habil aoüalc’h evit invanti ur fêçon da bresanti sclêramant va doctrin, e meus clasqet ur model benac. Hoguen, pa rear qement hac heuill un exempl, e zeo qencoulz qemer an hini guella : Abalamour da se eo oun en em arrêtet d’an hini en deus roet dìn Hippocrat, ar medicin-se qen brudet bras ebars en amzer ancien, eus a behini an doctoret a hirio a rapport c’hoas an hano en o levriou. Dictet en deus e reoliou dindan ar form a setançou, autramant hanvet aphorismou. Ar fêçon-se a blich dìn, hac ar guentelliou a seblant essoc’h da gompren ha da zelc’hel, rac an tamouigou bian a chanqer, a vez lounqet ha digeret calz êzetoc’h eguet ar re vras. Evelse eo eta e zàn da ober, hac e souhettan e teufe va selançou, o tialbenni ar c’hlenved, da espern un nebeud a labour da re Hippocrat, pere o deveus evit objet d’e yachat.


SETANÇOU


Simon a Vontroulez.


————


1. An nerz hac ar yec’het eus an ene o deus ur vertuz dreist-ordinal var nerz ha yec’het ar c’horf. Mar deo corrompet an ene, e ra var ar c’horf evel ul liqeur crignus pehini a zistruch ar vessel ebars pehini e zeo dastumet.

2. Ar viçou so ur raç founnus : na zeus hini eus anezo na ell produi cant clénved ; ha pa n’o deus nemet ur buguel, alies ar buguel-se eo ar maro.

3. Ar maro hac ar c’hlénved o deus ennomp pemp ministr actif ha redoutabl, pere eo : an intemperanç, ar feneantis, ar goler, an anvi, hac al loustoniach.

4. Furnez Doue en deveus staguet ar chalm eus ar blijadur d’an oll actou necesser d’hon conservation. Madelez Doue e deveus roet deomp ar blijadur evit hon reposi deus a faticou ar vuez. Ar blijadur eta a so un dra vad, hac ec’h eller e c’hemer. Mes an hini a abus outàn, n’en em gonserv na n’en em repos qet ; en em scuiza hac en em distruji a ra.

5. Ne zeus qet a guen mad tra a behini an dreist-musur na deu da veza dizeür : an eol a so necesser evit meüri an eaust ; mes mar pâr hep discontinuation, e tizec’h hac e c’hrill an hed. Ar glao a refresca hac a founussa an douar ; mes mar cuez hep cess, e tic’hlan ar parqeyer hac e veuz ar c’hriziennou. Er memes tra, ar garantez so grêt evit rei ar vuez hac evit e c’haerât ; mes al libertinach hac an debauch a so ar goaleigner hac ar bourrevien.

6. Sqiant ar vlâs a so ur santinel placet en arauc, evit anavezout ar vagadurez qent eguet en lezel da antren ebars hon estomac. E zever eo d’hon avertissa pe én so mignon pe adversour, ha da c’houzout hac én a so peadra evit e loja. Gar eta d’ar blacen, ma teu ar gourmandis da gorrompi ar santinel !

7. Pa zeo slambouc’het ar balonç, ar pez a vez c’hoant da c’hoeza c’hoas ennàn, na ell servichout nemet d’e laqat da grevi. Sonjit ervad penaus, evelse ivez, ar pez a leqeot ebars en ho corf, goude ar pez a so ret evit e vaga, na servicho nemet d’en dilabri.

8. Hoc’h estomac eo ar marc’h a zoug tout ho pacaden : gant ur menajamant fur, ec’h ell ho cass pell ; mes mar er sammit dreist-musul, pe ma na lezit qet a repos gantàn, e lezo ho pacaden en hent.

9. Eva evit terri ar sec’hed, pe evit repari an nerz, a so ur blijadur just ha fur ; mes eva hep sec’hed a so follentez. Pa en deus ezom ur prad dour, e cunduer ennàn ur rigolen ; mes na zigorer qet ar chausser evit laqat antren ar rivier.

10. Ur marc’had trist a rear, pa verzer an ty evit caout ur voutaillad benac a vïn. Ur c’hoari sot eo laqat ar vuez en pari evit gouzoug ur voutaill.

11. Arabad eo e teufe an hano eus a vïn-ardan d’ho trompla, en ur sònjal e cresq an nerz : muioc’h en deus lazet eguet yac’hêt.

12. Na zit qet da scarza ho yalc’h evit ar blijadur da garga ho côf ; rac yac’hoc’h e zoar, hac e valeer eünoc’h gant arc’hant er godel, eguet gant moguet güin er penn.

13. Hac evit nonpas beza tromplet, bezit hep-cess occupet, rac an intemperanç na vale nemeur nemet e compagnunez ar feneantis, ha na chom qet pell el lec’h n’er c’hav qet.

14. Ar feneantis so ur c’housqet e pehini ne zeus qet nemeur a unvreou mad, ha ne vezo qet na nerz an ene na nerz ar c’horf.

15. Ur vrec’h pehini a zouguer en echerp en em fêpla hac a deu da veza treud ; mes an hini a labour a sant tevâd e guiguen ha cresqi e nerz. Personach ur feneant a so oll en echerp.

16. Ar pez a ra vad d’ar vec’hed, eo al labour a exerc ar memprou. Mes mar talc’h ho labour ac’hanoc’h re dastumet hac hep flach, ha mar santit ne red qet aoüalc’h ho coad dre ho coazied, qemerit un tam mouvamant en hoc’h heuriou a repos, rac an hini na labour nemet azezet, na ell en em discuiza nemet en eur vale, ha pa zeo gourdet ar c’horf, un exerciç mad a ra ar memes effet evel beza goadet.

17. Ar feneantis a brodu ar vizer ; ar vizer a laz ar c’horf dre ar brivationou, hac ar speret dre ar chagrin.

18. An activite a ro an eazamant, an eazamant a so mam d’ar gontantamant ha d’ar yec’hed.

19. Tec’hit eta ous al lenteguez evel un etouffouer e pehini e voug an eteo ; mes en em mirit ivez ous reguezen ar goler, e pehini en em gonsum en ur moment.

20. Ar goler so ur c’hlénved eus an ene, demeus an dangerussa evit ar c’horf : anflami ra ar goad, fourgaçi ra ar galon, hegassi ra an nervennou hac an empen ; gallout a ra renta foll, imbicil, ha laqat da vervel subitamant.

21. Compari a ràn ar goler da ur c’hanon en deve daou guenou, eus a bere unan eus anezo a vez bepret troet varzu ar c’hanonier, hac en lasfe alies.

22. Beza so certen tud hac a gred e teu ar goler da soulaji, hac e zeo ret e dismanta. Amâ eo certen ar c’hâs da lavarat e zeo ar remed goasoc’h eguet ar boan ; an dra-se so en em deuler er rivier evit soulaji ar sec’hed.

23. Ar güir voyen d’en em soulaji, pa vezer offancet, e zeo d’en em renta mestr diouzomp hon-unan, ha da voasqa ar goler. Mouguit an oll tâniou bian, hac ec’h evitot an tân-goall.

24. Sonjit penaus, en ho fulor, ec’h ellit coumetti ur c’hrim, ha ma teu ar rêson dêc’h, ar remors n’ho quittayo qet ; sònjit ivez e zeo ar remors ul lim pebini a grign ar speret, ar c’hig hac an esqern.

25. An anvi a so c’hoas ul lim all pehini na grign qet nebeutoc’h nos-deiz. Ober a ra, eus a voneur an nessa, ur speç teuz pehini a deu da fourgaci ho calon ha d’ho tifuni en ul lam.

26. Renta ra treud, glas ha melen ; lemel a ra an appetit, ar c’housqet ; hac ar vad a ra hepqen, a lavarer, e zeo da laqat an anvius da grevi.

27. An anvi, ar goler, ar feneantis hac an intemperanç, a so ourdousder hac a souill an ene ; en em goarantissomp ivez eus ar re a ell corrompi ar c’horf, ous en attaqi diouc’h-tu.

28. An arc’hant a lezer d’en em douch gant matiri corrompet, na ell qet en em gonservi neat na pur. Ar mergl a deu abenn da doulla ar billig na nettaer james. An hudurniach a so ur mergl a ell ivez uza hon c’horf, ha noazout calz d’hon yec’het.

29. Mar pâr an eol evit an oll, ar rivier ivez a red evit tout ; hac e zeo ivez evit an oll e teu hac e ya an ear : ne zeus eta nep seurt mizer a elfe hoc’h ampech da voalc’hi ho corf, ho lingeri, ho podiri, da nettât ho logeis, ha da nevezei an ear.

30. Ma n’er grit qet, e prevenàn ac’hanoc’h penaus al loustoni en em dastum var ho c’hroc’hen en em chencho en lastez hac en gouliou ; penaus an hurnudiach a formo ur poeson er vesseliou e pere e laqit ho poued ; penaus an humidite a vahomo ho ty hac a rento ac’hanoc’h seyet ; anfin penaus an ear corrompet a velennayo ho corf, a voasto ho respiration, da c’hortos ma etouffo ac’hanoc’h.

31. An obstination hac an ignoranç, pere a vale qen mad assambles, a so c’hoas alies caus deus hor c’hlenvejou ha deus hor maro. Offr a rear deomp moyenou d’en em breservi deus a certen poaniou ; mes, glorius deus hon ignoranç, e chassaomp pell diouzomp ar sicouriou hac ar c’honseillou ; falvezout a ra deomp gouzout muioc’h eguet ar re o deus tremenet o buez da zisqi, hac e c’hortozomp ar boan gant on obstination sot.

32. Peguement a dud so c’hoas pere neo qet felvezet dezo credi e zeo simploc’h hac assuretoc’h d’en em laqat vaccina, eguet yac’hât ar vrec’h ! Pet so c’hoas hac a c’hoarz, pa lavarer dezo ec’h eller mervel gant moren ar glaou, ha beza ampoesonet gant an darn-vuia eus ar scabeliou toussegued ! An dud-se a so tud sot, hac a gredo re divezat.

33. Na imitit qet anezo, va mignonet, ha mac’h erru ganêc’h ur boan benac n’ho pe qet ellet ampech en eur heuill va setançou, bezit retasmantìcours buan d’ar medicin a ell yac’hât ; rac arabat eo deport, evit digass dour, ma vezo an tân e pêvar c’horn an ty.

34. Mes, er c’hâs-se, dioüallit credi da bromessaou marvaillou, rac, mar deo fur ar gonfianç, ar gredanç ne deo qet.

35. En em disfiit eus ar charlatanet o deus remejou evit an oll glénvejou ; rac an habit a ya da bep den, na ya mad da hini. Ar c’homzou nac an tasmanchou na yac’haont clénved ebet ; hac ar remed a yac’ha unan, a ell beza ur poeson evit un all.

36. Cetu aze petra eo, va mignonet qer : va medicinerez, evel a velit, ne ra qet ur stalach bras, hac hep douet ne dalvezo qet dìn ur bonet a zoctor. Mes, lavaret a rìn dec’h c’hoas : dan hini a voar ervad en em guemer, ne zeuz qet ezom nemeur a guig evit ober bouillonç ; hac ur memes tra d’an hini a voar en heuill, ur c’husuill mad hepqen a so aoualc’h evit rei cant profit mad.

Simon a Vontroulez.





MADELEZ


Simon a Vontroulez.


————


Anavezout a ràn, mignon lenner, diou dra na ell qet ar re binvidic prena gant aour, hac a ra ar binvidiguez, pe da viana, consolation ar paour, pa voar o meritout ; an diou dra-se eo istim hac affection an dud a-fêçon. O veza bet c’hoant dìn da gaout ar fond precius-se, e meus clasqet gant soign vras ar voyenou d’e acquisita, hac e zon deut abenn da anavezout e teu ar furnez da didenna an istim, mes penaus na sufis qet e-unan evit concilia an affection. Oumàn, herves ameus sonjet, n’en em accord nemet d’ar vadelez, rac na garer mad ha pell-amzer, nemet ar re so capabl d’e renta ; hac evit beza capabl da garout, e zeo ret beza mad. Calz e zeus da baria penaus un den pehini n’en deus qet a vignonet, n’en deus caret e-unan den ebet, ha ne zeus nep calon capabl da respont d’e galon sec’h hac insansibl ; rac na eller qet starda ho torn, pa na bresantit nemet ur bis ; ha mar deo disec’het ar greffen, ar vezen na royo qet a seau, ha n’en em stago qet outi ; hac evit coli mad, eo ret indui an daou bez.

En eur ober ar reflexionou-se, ez oun bet disqennet e fonç va c’halon, evit ellout examina ha me am boa peadra da ober mignonet dìn, ha dreist-oll d’o c’honservi. Seblantet eo bet dìn e voan en tout ur pautr a-fêçon aoüalc’h, en despet d’am lod a zefautou ; ha se en deus grêt dìn calz a joa, o santout e teziren vad d’am nessa, na zeziren droug da zen, em boa affection em c’halon, ha dre se ec’h allen conta var ar boneur da veza caret. An examin-se, er memes amzer, en deus procuret dìn an avantach da zizolo un defaut benac da gorrija ennòn, da zispaca dirac va daoulagad ul loden deveriou meurbet douç, ha da zizolo guelloc’h ennòn ar santimanchou mad a meus ellet da gaout. Pa rear un invantor, en em diambarasser deus al loustoniou, hac e regler evit ar guella an implich eus ar pez a ell servich.

Marteze e vezot contant diouzòn, abalamour ma laqàn ac’hanoc’h en secret va c’havadennou. Mar dint util dêc’h, ne c’houlennàn qet ouzoc’h pris all ebet evito, nemet da gresqi an nombr eus an dud honest, eus a bere an affection hac an istim a so evidòn ar preciussa eus an oll vadou.


————


Ar c’henta respont eus va c’halon, pa meus interrojet anezi var e deveriou, er memes amzer eguet var e affectionou, e zeo bet oumàn : da dad ha da vam ! Santet emeus e laqe ar c’homzou-se anezi da zailla crén, hac ez oun bet contant. Ia, ia, a meus-me lavaret ouzìn va-unan, beza e zeus aze ebars qement hac a faut : respect, anaoudeguez, carantez ha confianç. Oh ! Simon, na elles qet ancouat birviqen ar pez a dlees dezo : ar grêt vad eus ar vuez, ar soignou roet d’as pugaleach, an encres, ar fatic, nosveziou tremenet gant an hini e deus da laqet er bed-mâ ha da vaguet eus e leaz ; ar vadelez, an oaz eus an hini en deus labouret evit da elevi hac evit prepari da amzer da zont ; an descadures a c’heus recevet digantàn, hac on exemplou en deus roet dit. Oh ! Simon, beza e pezo sonch atao e zeus er gueriou-mâ, carantez a vuguel, un dra benac hac a zisqeus penaus da dad ha da vam a represant Doue var ar bed, hac e zeo ret o enori, o servicha, oboissa dezo. Dont a rint da veza côs, infirm ; neuze te a guemero soign outo ; o soulaji a ri, labourat a ri d’as tro evit pourvezi d’o ezomou. Hac o defe defautou, na velfes qet anezo ; ha ma en em avisse re all d’o anzao, te vouife o excusi, te denfe varnezo ar respect, ous en em renta da-unan just ha respectabl ; rac ar buguel vertuzus a so ur voel stlapet var noaster an tad, ur bouclier pehini a brotech sempldet ar vam. Pa red sclêr ar rivier, var biliennou ha var sabl caer, e ra enor d’e sourcen, ha ne inclasqer qet hac hi voe sclêr pe droubl.

Bez sonch, Simon, a lavaren c’hoas diouzòn va-unan, ec’h eus grêt un unvre sot benac a ambition : ma teule dre chanch an diotach-se d’en em realisa, hac a rofe dit, un devez da zont, ur gondition brillantoc’h, sonch neuze e tle servich dit da enori guelloc’h da dad ha da vam, ha da nonpas rusia diouto. Ar mab a rusia ous a humilite e dud, en em disenor e-unan, rac en em embanni a ra ingrat, orgouillus, indign deus ur guelloc’h fortun ; ha se hep gounit netra, rac er moment ma fell d’an azennic en em zisqeus henvel ous an hebeul, e paqer anezàn dre e ziouscouarn, hac e laqer a nevez var e guein ar bâs ma zeo grêt evit douguen.

Pez seurt vad benac a erru ganeomp, bezomp glorius da ober hommach eus anezàn d’ar re hep pere na vijemp netra ha na eljemp possedi mann. Dreist oll, meritomp o benediction ; rac an hini n’en deus qet benediction e dud, na dle qet esperi faveur an ên, na sicour an douar. Ar mab ingrat, ar mab impi, a so distolet evel an disqiantet diremed. Maleur dezàn, mar teu da veza tad d’e dro ! e gôsni na gred qet reclami droajou pere en deveus bet dianavezet ; ar respect eus e vugale a ra rusia gant remors e dâl guenn ; hac én e-unan na gred qet binniga e lignez e-unan, rac aoun da zouguen maleur dezi. Ah ! Simon, bez joa en da galon : en em santout a res eurus da veza tad, hep douet ez out bet mab mad !

————


Eürus da veza tad ! Ah ! d'ar gomz-se eo, va Doue, e meus santet va c’halon o sailla buannoc’h c’hoas em c’hreiz. Penaus ec’h alfen rei da gompren d’ar re n’er santfent qet en o c’hreiz o-unan, an esmaou e zeo capabl ar gomz-se hepqen da zifuni ? Peguement e voe Doue mad ha fur, pa stagas qement a charmou hac a jouissançou da zeveriou qen necesser ! Souffrançou ha fatigou, n’int-y qet oll ancounac’hêt d’ar c’henta c’houerzadennic demeus hor buguelic ? Pebes aoun direpos, pebes interest puissant, pebes esperanç joaüs en em attach d’ur c’hrouaduric qen infirm, d’e basiou qenta, d’e zisterra criaden, da bep comz nevez a zorti eus e c’hinaouic ! Oh ! eus an oll santimanchou, an douça, an tenerra, an nebeuta interesset ! Gouzout a reomp en em separo hon bugale diouzomp, un deiz a vezo ; gouzout a reomp penaus un deiz da zont e tleomp cessi da veza o c’henta affection ; neus forç, ne c’houlennimp qet an distro antier eus ar pez a roomp dezo ; ra vezint eürus, eürus memes heptomp, memes dre liamou all ; qement a zeziromp eo, se eo ar but uniq eus hon oll effortjou, hon brassa ambition eo. Anqen, poan, beillou, labour, netra na goust da un tad mad a vel ar pell-amzer da zont evit e vugale. Ha petra a lavarìn-me dious ur vam oc’h evessa var ar c’hroaduric frajil e deus douguet en e c’hreiz, hac ous e vaga demeus he sustanç e-unan !… Va mignonet ! nep piou benap en ho touez a zo tad pe vam, am c’hompreno. Ar re all na ellont qet c’hoas santout an dra-se en oll ; rac na briser mad nemet ar joayou hon eus santet hon-unan.

Mes gouscoude, compren aoüalc’h a rint ac’hanòn, a grediàn, evit en em estoni ganén penaus ar santimant-se qen naturel, qen nerzus, qen douç, a elfe rancontri calonou pere a resistfe outàn hac en trahisfe ? Ar vezen a vag demeus e seau ar brouç, hac en difen dre e dis-eol a enep tomder re ardant an eol ; al lapous a c’hôr e viou en neiz en deus construet, a ro e vegaden d’ar re vian, hac a zisq dezo nijal ; an danvadez a vronna an oanic, hac ar yar a gav courach evit difen e foncinet. Nicun eus ar grouadurien-se na vanq d’an instinq naturel a vam… Hac e zeo possubl ec’h abandonfe goaset ha graguez o bugale ! Ah ! na ellàn qet credi e vez se dre un indiferanç pe dre ur grueldet disanzavet gant an natur. Ar feneantis eo, an aoun eo, ar vez eo, ar viç eo pere a drein tud corrompet ha lach, d’ar violation-se demeus ar muia sacr eus an oll deveriou. Marteze o devije arguilet dirac ar c’henta faut, ma vije en em bresantet d’o speret ar sqeud eus ar gonsecanç revollant deus an abandon glac’harus-se ; rac, ma vez musuret an abim eus ar viç, e spontfet o tostât outàn. Mes pa zeus bet ar maleur da goeza ennàn, e zeo c’hoas guelloc’h en em gramponi ous ar rec’hier hac ous ar spern, qentoc’h eguet en em lezel da ziruilla bete var ar begou lemma a dleer da rancontr er fonç. Ous en anavezout gant purete ar galon eo, ous en repari gant courach eo, e rear excusi an ancounac’ha eus an dever, ha nonpas o clasq en dissimuli dre an outrach cruel d’an natur.

Nan, na ouffen qet concev ur maleur brassoc’h eguet an hini da nonpas anzav e zoar mam, da gaout aoun ous an tiltr a dad, ha d’en em gredi forcet da abandoni e vuguel. Mes, beza e zeus unan hac a deu ractal goude emàn, pehini eo da gaout d’en em reproch an ignoranç, an disuffisanç, an defautou, ar viçou, cundu fall ar buguel hon eus savet ; da ellout en em lavaret eo : Grêt fall ameus va dever, na meus qet grêt ar pez a dleyen da ober ; lêzet e meus va mab da gresqi en didalvoudeguez, lêzet e meus corrompi calon va merc’h ; ne meus roet dezo na qentelliou nac exemplou ar vertuz. Beza so en dra-se peadra da ampoesoni ar gôsni ha d’e feurgarga a gueuz hac a zisplijadur ; rac dever ur vam n’en deo qet hepqen da laqat er bed ha da vaga he bugale ; dever un tad n’en em dalc’h qet hepqen d’o beva deus e c’huezen ; tleout a reont c’hoas dezo magadurez an ene hac ar galon, an descadurez a ell ober diouto tud a zoujanç Doue, labourus ha fur ; tleout a reont dezo dreist oll an exempi vad, a so crénvoc’h eguet ar guelennadurez ; rac ar gavric a heuill he mam, memes en hentchou dies, hac a zisq sailla evelti var ar meneziou huella. Mar oc’h eus c’hoant ne vez qet ho mab atao d’ho carg, e zeo ret dêc’h en laqat e stat da c’hounit honestamant e vuez ; ma noc’h eus qet c’hoant e rofe ho merc’h chagrin dêc’h un devez da zont, e zeo ret engravi en he c’halon carantez Doue, hini ar vertuz, hac offr dezi ar scüer.

Ha bezit sonch mad penaus, evit se, ar c’hrisder hac ar vrutalite a so moyenou impuissant. Ar gouall drêtamanchou a offanç, ar goler so bocennus. Ur gundu direproch, ar justiç hac an douçder, cetu aze ar güir brincip eus a autorite un tad. Pa zébr un tigr unan eus e re vian, qementse na ra qet d'ar re-all beza guelloc’h, ha na deuont da veza nemet muioc’h feroç ; mes ar c'hy a cheris e chass bian hac a c’hoari gante, epad ma ra altantion d’an nôr, o rent discret, douç, vigilant ha fidel. Ia, va mab, ia, va buguel qèz, falvezout a ra dìn e venigfes va memor ; me fell dìn e pe sonch gant joa epad da vuez, en amzer ac’h eus tremenet e qever da dad ; falvezout a ra dìn na elfes qet biqen reproch dìn na neglijanç, nac iniustiç, na caleder a galon, nac exempl fall : evit boneur da vuez, hac evit joa va bleo guenn, e fell din beza atao tad mad.


————


Mes, piou en deveus-y roet dìn, ar joa-se da veza tad ? va fried eo, hi eo e deveus partajet e buez gant va hini; ar vreg—se eo, ar grouadurez-se crén ha sempl assambles, courajus ha timid, pehini e deveus touet dirac Doue da veza soumettet ha fidel dìn, evel a meus va—unan touet ivez da veza e frotectour hac e mignon. Petra na dleàn-me qet dezi evit ar boneur e deus digasset dìn ? ha petra na dle-hi qet e-unan dìn, me pehini emeus he rentet mam ? Nac én so puissant a1 liam-se a garantez, pehini hon unis an eil d’eguile ! Ha n’en deo qet ret, en effet, e vez ar briedelez an dra ar santela hac ar muia sacr, evit m’en devez lavaret Doue d’an den : Quittât a ri da dad ha da vam evit en em attachi d’as pried ! Evelse ivez, peguen douç union eo an hini e pehini an oll santimanchou, an oll interest, an oll blijaduriou so e commun ; e pehini e toubler ar jouisançou, e pehini en em sicourer an eil eguile da zouguen ar bouez eus ar vuez, e pehini e labourer a accord da voneur an eil hac eguile ? Daou e zoar, ha na rear mui nemet unan ; santout, jouissa, pe souffr a rear assambles ; ar fouldr pehini a sco an tillen a gonsum er memes amzer ar blantennic, mes ar glao a deu da enaoui ar blantennic, a ra ivez glassât an tillen.

Oh ! maleur d’an neb a drahis deveriou qen santel ha qen douç ! Ar vreg a faussa he feiz, an ozac’h a zilez e vreg, pehini a lam diganti e brotection pe a deu da veza he oppresour, a responto un deiz a vezo da Zoue da veza bet manqet d’o le. Mes ur bunition just a gommanço evito adalec ar bed-mâ ; rac o desunion a zigasso revin ha mizer en o zieguez ; galvet o devezo an tempest pehini a zistrujo o famill ; guelet a rint o bugale o souffr, ous en em gorrompi d’o exempl, pe o rusia deus o disenor. Pa n’en em accord qet ar c’hezeg, pa chass peb-hini dious e gostez, ar c’har a guez er fos.

Gouzout a ràn ne doar qet parfet, hac e zeus certen momentchou e pere nep den n’en deo assuret da chom exant a reproch ; mes, evel ma emedi peb-hini eno, evel ma en deus peb-hini e diq, e zeo ret, etre daou bried, beza induljant an eil en andret eguile. Mar deo clàn ho creg, neo qet gant criadennou pe dre goal-drêtamanchou ec’h essait yac’hât anezi, mes rei a rit dezi an tizan a so ordrenet gant ar medicin ; an defautou a so ar poanniou deus an ene pe deus ar c’haracter, hac ar baciantet eo ar baum pehini hepqen a yac’ha ar seurt poanniou-se. Na anlever qet un defaut gant ur guchen bleo, ha neo qet gant tolliou e souplaer ar c’haracter. Gouezit ervad penaus an humor hac ar jalousi na ampechont qet un dra fall, mes ec’h ellont rei ar sonjeson ; rac an hini a sonch e trahisser anezàn bac a reproch se hep rêson, a inspir avichou ar c’hoant da veritout ar reproch. Tachomp da gaout sonch ous se ; mes na ancouaomp qet qenebeut penaus ar c’hartou hac ar voutaill, ar gadalez hac ar vanite, a so adversourien an tieguezou ; ha bezomp sonch mad ivez penaus al labour, ar gundu fur, ar gonfianç, an douçder, ar Vadelez a so an instrumanchou melodius gant pere e ranqer c’hoari assambles evit beza priejou mad.


————


Beza so ur boneur eus a behini emeus bet qeuz alies da veza bet privet : da gaout ur breur pe ur c'hoar, p’evit guelloc’h, o daou assambles. Credi a ra dìn em bije o c’haret eus a greis va c’halon. Ma vijen bet ar c’hossa, e santàn en em rajen un dever hac er memes amzer ur blijadur vras da veza evito evel un eil tad, d’o zicour, d’o froteji, da bartaji tout ganto, ha da offr dezo exempl vad. Ma vijen en em gavet ar yaouanca, hac o devije douguet soign dìn, an anaoudeguez vad e devije ajoutet d’am affection. Ah ! crén e vijemp bet a enep an oll isçuou ; rac breudeur unisset etrezo a form evel ur paqad goulas, pehini a ell resista d’an oll effortchou crénva, epad ma zint errêet mad. Ar famill e devije prosperet, en eur labourat a accord, daou a ra muioc’h eguet pêvar pere a labour pep-hini deus e gostez. Ma na fell da ur vrec’h sicour eben, na rêr nemet labour baour, ha pa refus unan eus hon diou c’har da vale, eben na za qet pell o campinocha. Guelit an edifiç construet gant un tuchen merrien, e pelec’h al loenedigou-se en em entent hac a agis e commun ; ul labour burzudus eo ; mes sqignit ar famill, hac e velot an nebeut a ello ober peb-hini e particulier.

Bezit sonch eus ar guirione-se, c’houi pere a jouis eus ar boneur-se pehini n’am eus qet anavezet, ha sonjit e zeo evelse, rac Doue a vinig an union hac an affection etre breudeur. Ar santimant-se, pehini a gommanc cazi gant ar vuez, e so unan eus ar re a dle tremen arauc tout ar re-all, ha padoud muioc’h eguet an darn-vuia, ma n’en deo qet torret gant effort dre ur viç a garacter pe dre disancionou eüzus. Ha memes, en diveza câs-se, va mignonet, e chom c’hoas ul liam, al liam-se a hoad, pehini n’en deo qet ur gomz vên, pehini na elfe netra da vriza, hac a ell en em starda abred pe divezat. Meur a exempt a didostaidiguez em eus guelet produet gantàn. Ma tiguesfe da zaou vreur, disunisset abaoue pell amzer, en em gaout assambles, beza e zeus un nerz interior pehini o bouls an eil varzu eguile ; ha mar teu unan anezo, hep sonch, da zigueri e zivrac’h, eguile en em stlap gantàn, hac o c’halonou a drid an eil ous eguile. Ah ! penaus e resistfent-y da sonjesonou o bugaleach, pere en em bress e foul en o speret ? Hac ar c’hoariou deus o c’henta oad, pere o deus bet partajet, ha ty o zad. ha carantez ar vam, ha madelez an tad, pehini en deus qen alies pardonet, en deus ancounac’hêt qement all a fautou ! Nemet na vez ar galon gouliet gouall doun, pe oll corrompet, penaus an oll sonjesonou-se na rafent qet dezàn sailla gant ur güir garantez, ha na zifunfent-y qet enne an affectionou qenta en deveus santet ? Un accidant, un effort, un ampechamant a ell separi evit ur pennad doureyer ur voaz ; mes qerqent ha ma vezont libr, o diribin o zrein, hac e tistroont da redec assambles.

Beza e meus seulvuioc’h a feiz er pouvoar deus al liam-se a hoad, ma emeus santet an nerz evit qerent nebeutoc’h tost eguet breuder, hac a anavezer a boan. An tiltr-se hep muiqen a gar, a seblant dìn rei dezo droajou d’am interest ; hac e meus credet tleout dezo, en ezom, spicialamantoc’h sicour hac a asistanç. Rac, en ur famill, mar en deus maleur unan câsiou mezus, e laqa tout ar re-all da rusia ; ha ma na deu qet deus e faut, ar maleur-se so ur reproch evit tout, hac a accus o disantidiguez. Evelse, Doue en deus ordrenet oll en ur fêçon qen burzudus, ma zeo hor mad hac hon prosperite bepret liamet da accomplissamant hon deveriou ; hac e za demeus hon boneur hon-unan da veza breur mad ha car mad.


————


Ma na meus qet bet na breur na c’hoar, e meus bet, a drugare Doue, mignonet ; hac amâ ec’h ellàn cauzeal da viana goude va experianç va-unan.

Ret eo sonjal en teir dra, pa zeus c’hoant d’en em attachi dre garantez :

Ar guenta, penaus un den vicius na elfe qet beza mignon sincer ; rac ur santimant generus ha pur na chom nemet en un ene honest. Credi da vignoniach ar viç, eo en em lezel tapout en ur pech ; rac, al louarn n’en em rent mignon d’ar paourr qèz innoçant lapin, nemet evit disolo e voarem. Ciasq caout mignoniach ar viç, eo redec ur chanç bocennus ; rac, ar c’hy a hent ar bleiz, a deu peurvuia da veza farouch.

An eil dra eo penaus, etre mignonet e zoar atao quittes, ha n’en doar james. Pa en deus un den obliget ac’hanoc’h, ma rentit dezàn servich evit servich, e sònjit d’en em acquitta : beza vez c’hoas gouscoude un dra benac da ober, rao én eo ar c’henta a so bet util dêc’h, d’an ampoent na dleye netra dêc’h, ha ne vez qet fall ec’h alfec’h qemer d’ho tro ar memes tra en e andret. Evelse eo, da viana, e comprenan dever an anaoudeguez etre an oll ; mes etre mignonet, e zeo guelloc’h eguet se ; ar servichou mad n’en em gonlont qet ; ar circonstançou a zecid ; eurussoc’h an hini a ell ar muia ! Oblija ha goulen, ha dreist oll, hep e rei da santout, demeusa a se eo e renqer beza capabl, mar qerer caout ivez mignonet goestled mad.

Evit an deirvet tra, va lenner qer, cetu hi amâ : an hini a guz e sonjeson dêc’h, an hini a voar falz-meuli, ha na voar qet pardoni, ennes neo qet ho mignon ; rac ar güir vignoniach a sonch huel, a gomz bepret güir, ha na vir james cassoni.

Dre an trejou-se eo ec’h ellit anavezout mignoniach ar-re all, ha prisout ivez oc’h-unan an hini oc’h eus en ho calon. Ha laqit evez mad dreist oll, d’en em drompla var ur poent : remerqit mad hac én ne ma evit netra an interest pe ar vanite er seurt santimant a sònjit santout ; rac lausqentez ha mez so da nonpas clasq ur mignon nemet evit tenna ur servich benac dioutàn, hac eus a lec’h all, e zeus chanç a revin pe a humiliation, ous en em attachi dre vanite ous tud hupetoc’h eguedomp. An huel-var neo qet mignon d’an derven, mes un truanter bepqen, pehini en em stag outàn hac a vev eus e sustanç; ar barbedic paour savet e-lochen ul leon, hac a leine gantàn, a voa qen nebeut e vignon, n’en devoa cazi netra eus a restajou e vestr puissant, pehini un devez, o tepord e lein, a lonqas anezàn.

Evitomp eta an dangeriou-se, hac evit jouissa ervad eus a zouçder ur santimant qen nobl, choasomp hor mignonet, hac en em disquezomp mignonet mad.


————


Beza e zeus certenamant er bed nebeutoc’h a guezeg eguet a verrien, da lavaret eo, en oll e zeus muioc’h a re vian eguet a re vras ; pe, en ur fêçon all, e zeo nombrussoc’h ar servicherien eguet ar mestri. Pa ma an dra evelse, ha pa na eller chench netra, e seblant dìn e vez evit ar guella da bep-hini qemer e barti, d’en em arrengi gant furnez en e gondition, ha da veva en union vad.

Alies e meus clêvet mestri ous en em glêm demeus o servicherien, hac e tlean avoui o devoa alies rêson ; mes guelet a meus ivez alies pere o devoa o lod eus ar gaou ; hac er c’hâs-se, em bije lavaret dezo : Cetu c’houi drouc-contant eus an dud-se a servich ac’hanoc’h ; mes petra oc’h eus-hu grêt, me ho ped, evit o angaji d’ho servicha guelloc’h ? Beza ez oc’h-hu bet bepret just en o andret ? Noc’h eus-hu qet bet exijet diouto netra en tu-all d’o nerz, pe a elle o humilia ? Beza oc’h eus-hu lealamant paet o servich ? N’oc’h eus-hu qet o zrêtet gant mepris pe grueldet ? Ha mar o deus bet ezom diouzoc’h en eur maleur benac, accordet oc’h eus-hu dezo sicour ha protection ? N’o deveus-int qet ellet biscoas en em autorisa demeus hoc’h exempl evit mancout a brimder, a gourach, ha memes a brobite ? Ar mestr infidel d’e zeveriou a risq nonpas caout servicherien fidel bras. Nebeut aoüalc'h a meus grêt va servicha, hed va buez ; o caout prontoc’h ha commotoc’h da ober va labour va-unan, ne meus james bet re a afferaou gant an domistiqet. Mes beza em boa da viana va marc’h, eus a behini n’em bije qet allet en em dremen, hac ec’h ellan lavaret ne vànqe qet a guerc’h dezàn goude e labour, na vije james sammet en tu-all d’ar pez a elle douguen gant rêson, ha pa e meus en guelet scuis, e meus gouezet rei dezàn repos. Hoguen, na gollen netra, m’en assur, rac e oaz hac e gourach am paee ampl eus a guement-se ; hac ar pez am charme muioc’h c’hoas, e zoa attachamant al loen qèz-se evidòn. Respont a rê d’am mouez, hac e vije lavaret e voa eurus da senti memes d’am gest. Pa renqet tremen ur rivier vian pe ur poull benac, e pignen var ar maniqinou, hac al loen mud a gommance neuze da gourriziat eus a greis e galon, gant ar joa en devoa ous va douguen, peguement benac, m’en assur, n’eo qet diminui ar bouez eo a renn. Doueti a ràn calz en devije grêt ar fouet nac ar vas ober dezàn mont guelloc’h endro eguet an drêtamant vad a ren dezàn. Bepret e zeo certen penaus ar c’hompagnun mad-se ha me, hon eus atao bevet en un accord parfet.

Mes c’houi, pere oc’h eus evit servicherien tud eveldoc’h, c’hoant oc’h eus-hu da veza servichet gant oaz ha courach ? c’hoant oc’h eus-hu e vec’h caret, oboisset ha respectet ? tachit da gompren ervad ar pez e zàn da lavaret dêc’h : An daouarn na reont qet a labour vad hac en em repos alies, pa no deveus evit mestr nemet ur penn avelet ; an hini a labour nos-deiz, na ra mui e labour nemet anter-gousqet, hac er gra adreus ; p’en deus grêt ar c’har ur veach, e zeo ret larda ar rodou qent mont adare en hent ; mar da mad ho marc’h en rout, na rit qet santout ar guentr dezàn, rac e lec’h mont buannoc’h, ec’h arreto evit rei ruadennou. Qementse oll a sinifi, en diou gomz : Bezit ferm, just ha douç ; se eo ar voyen da veza ur mestr mad.


————


Emedon o paouez comz eus a glêmou ar mestri ; mes an drous a reout so nebeut a dra e qichen ar jabadao a ra ar servicherien. Mar cavit demeus ar re-mâ hac a vez contant hac eurus, ec’h ellit merca an dra-se evel ur pez ar muia rar. Gouzout a ràn, ha conveni a rìn a feiz vad, neo qet douça tra so er bed condition ar re a servich ; mes ret eo ivez conveni e vez alies ezetoc’h, ma en em revoltet nebeutoc’h en e enep. Servicher oc’h dre choas pe dre necessite. Ma elfec’h ober un dra benac all, hac ho pez preferet servicha, hoc’h affer a so barnet, hac ho clemou o deveus graç fall ; rac, al lapous a fell dezàn dibri e c’hreun canabr er gaouet a renonç da alc’huez ar parq. Ma na ellec’h ober netra a velloc’h, oc’h eus c’hoas, herves ma ententàn, calz muioc’h a c’hraç fall o vurmuri a enep ar mestr a ro dêc’h, evit ho servichou, ul logeis ha boued, pere na c’honesfec’h qet penevertàn. Arça, eus a betra en em glêmit-hu ? Da servicher feneant, peb mestr a so exijant ; da servicher infidel, mezvier pe gourmand, an urz vad hac ar vijilanç a seblant avariçdet ba disfianç ; da servicher insolant, un urz pe un avis mad a seblant un outrach pe ur reproch. Examinit eta, me bo ped, ha n’en deo qet dre ho faut eo oc’h eus droug dious ho mestr. Guelit dreist oll hac an anvi na dourmant qet un nebeudic hoc’h ene, ha na inspir qet dêc’h cassoni a enep an hini so huelloc’h eguedoc’h, hac en deus pouvoar d’ho commandi. Ah ! va mignon paour, mar doc’h gant se, marteze ec’h anviit-hu sourciou goassoc’h eguet ho re ; rac, sonjit ervad : ur vech ho labour grêt en conscianç, e zoc’h trêtet mad, sur eus a voued hac a vele, ha noc’h eus mui nemet reposi tranqilamant. Mes ho mestr, eus e gostez, en deus afferaou all en e benn : ha n’en deo qet ret dezàn sonjal hep cess en oll ezomou deus an ty, ha ma pourvezo da bep tra evit ar famill hac evidoc’h ? Ha goude se, ha gouzout a rit-hu c’hoas penaus, marteze, epad ma servichit anezàn, n’en deveus qet én e-unan ur mestr, ur chef puissantoc’h eus a behini e tepand e vezanç, ha da behini e crën da zisplijout, rac ne ramplacfe qet anezàn evel ma ramplaçfec’h hoc’h hini. Epad ma command an dorn deo, alies an hini cleiz a obois. Ennes eo sort an nombr brassa, bac ar maleurussa neo qet bepret an hini a obois deus an daou dorn. Da emâ e lavarìn ar c’homzou-mâ, pere na vezint qet inutil dezàn, ma en deveus ar speret vad d’o c’hompren : ne zeus guele, neus forç peguen fall e vez, e pehini na eller ober ur c’housq mad, pa ouzer ervad en em arranji. Ne zeus nep labour hir, na eller da verrât, en eur guemer anezàn dre ar penn mad. Ne zeus nep samm qenn pounner, na eller da renta scànvoc’h, ous en carga gant adress. An eugen a labour a galon vad, na sant qet alies e vrouda. Al lapous a chench a gaouet alies, ne medi qet nebeutoc’h er prison, ha n’en deo qet nemeur caret e nep lec’h. Fidelite ha courach a so sinou da c’helvel confianç ha larguentez. Anfin, mar deo ret el lavaret sclêramant, ar voyen da gaout ur mestr mad, e zeo da veza servicher mad.


————


Guelloc’h so eguet se, va mignonet ; er bed-mâ ez omp oll servicherien an eil d’eguile. An den, abandonet d’e c’halloud e-unan, a so ur c’hrouadur qen dinerz, qen na gonven qet dezàn lavarat : n’em bezo biqen affer eus a servich den. Doue so hon tad deomp oll, hac e tleomp en em sicour an eil eguile evel breudeur. Mar guelomp hon nessa er boan pe en ezom, roomp eta dezàn asistanç, pe autramant na veritfemp qet beza asistet en hon ezom, pa vezimp en ambarras. Pa vez ar bailiuren re bounner evit ar verrienen a essa he zreina, ur verrienen all a deu d’e sicour ; ar voenanen a rancontr un all o vont re zammet d’e c’holoen, en em hast d’he soulaji, en eur guemer an anter eus he c’harg ; ar yar anfm en em amprest, en ezom, da c’hovi viou ar c’hanard. Ur boneur bras eo, hep douet, da gaout piou hon oblich ; mes ur brassoc’h boneur eo c’hoas gallout sicour ar re-all ; rac an anaoudeguez a so douç evit an hini a sant anezi, mes mil guech douçoc’h c’hoas evit an hini en recev. Pa zeus anavezet ar boneur-se, e carfet jouissa eus anezàn bepret, qement a dranqilite a ro d’an ene hac a joa vras d’ar galon. Evelse ivez ec’h eller lavarat e zeo founnus an actionou vad, hac e teu un hini qenta da brodui un eilvet pe meur a hini all. Na lêzomp qet eta achapi an occasionou da ober vad, ha dreist oll, n’en em informomp qet hac an hini en deus ezom demeus hou sicour a sonch, a ra hac a gred eveldomp : an den a souffr a so hon breur, ha n’en deo nemet an dra-se d’hon daoulagad. Greomp evitàn ar pez a ellomp, ha n’en em excusomp qet var hon paourentez hon-unan ; rac neo qet gant aour e rear alao ar muia a vad. Doue n’en devije qet commandet ar charite d’an oll, ma n’en devije qet qemeret ar soign d’e laqat dindan dorn peb-hini. An hini a brocur labour, a ro alies guelloc’h eguet arc’hant ; hac alies ur gusuill vad a brofit muioc’h eguet ur scoët. Ar pez a ell c’hoas profita muioc’h eguet ur gusuill mad, eo un exempl vad ; ha goude an enor d’e rei, ne anavezàn netra enoraploc’h eguet ar gourach d’e heuill. An druez, ar gompassion, ar gonsolationou, ar soignou, a ell ivez, e defaut a vell, beza ar madou-ober eus ar paour, hac ar madou-ober-se a zoug frouez ; rac ur gomz a interest a ranim avichou qement hac a rafe ur breuvach confortus.

Bezomp sonch mad en traou-se oll ; hac evel eus an eil moment d’eguile ec’h ellomp caout ezom eus a zicour un all, na ancounac’haomp qet ne zeus netra a boannius hac a ambarassus evel da c’houlen ur servich digant an den e zeus gallet offanci. Rac-se eta, en em efforçomp da vusuri hon discoursiou hac hon actionou, rac aoun da offanci den ; mar hon eus bet ar maleur-se, n’hor bez nep aoun d’en em humilia, en eur ansav franchamant hon gaou ; ha ma zeus hon offanset, sònjomp e zeo un dever a charite an ancounac’ha eus an injur. Anfin, va mignon, credit ac’hanon ; pa ho pezo lec’h da sònjal en deveus eure benac drouc-comzet diouzoc’h, pe en em grêt coupabl en hoc’h andret, hit oc’h-unan d’e gaout evit en em reconcilia qent an nôs, evit gallout tremen un nosvez vad ; rac an displijadur eus un outrach a fourgaç hac a ra caout unvreou fall.

Etoues ar rêsoniou qen nombrus a ell digass an droucranç, e zeus unan e pehini marteze na sònjit qet : ar rustoni er manielou hac en discoursiou eo. N’en em frotter qet gant plijadur dious ul lim pe dious ur rap, ha pe en deveus ho qignet, e stlapit anezàn gant humor ; den ebet n’en deus ar faltasi d’a ober allazic da un heureuchin, mes frotta rêr gant plijadur qein flour ur guiberic bian. Er memestra, ar rustoni en dud en deveus un dra benac a zic’hout, a bella, e qeit n’o deus nemet da c’hounit ous en em disqeuz douç ha gracius. Bezit certen na lavar qet muioc’h ar c’homzou gros eguet ar re vian, ha penaus ur gest rust ha brutal ne roont qet nemeur a bouez d’ar c’homzou.

Tachit eta, va mignonet lennerien, d’en em regli var ar principou-se ; ha dreist-oll, evit hoc’h enor, respectit en ho tiscoursiou hac en hoc’h actionou, ar pez a so placet dindan protection an honestis, sempldet ar sex hac an oad. Ar goas, en oll circonstançou, a dle protection d’ar vreg, hac e zeo ul lach mar teu da oprima anezi. Ra vezo ho langach fur dirac ar vugale yaouanq, rac fleurennouigou dilicat int hac a eller da voëzvi dre ur c’huez impur. Enorit an oll bleo guenn, rac an hini a so guenn e vleo, a erru e termen e vuez ; e nerz so disec’het, hac en deus ezom ur vrec’h d’e zouten ; ret eo ezetât evitàn fin ar veach, hac hada eus a ur fleuren benac ar rest eus an hent en deus c’hoas da ober. Maleur d’an intourdi yaouanq na respect qet ar gôsni ; en em brepari a ra mez ha qeuz evit an amzer ma teuyo ar bloaveziou da boeza var e benn ! Eurus an hini pehini, parvenet d’an oad-se e pehini ar vuez so en amzer dremenet, n’en deveus nemet sonjesonou enorabl, hac a ell en em lavarat gant fizianç : Ne meus grêt drouc ebet da zen ; grêt e meus ar muia a vad ameus ellet ; bet oun mab mad, tad mad, pried mad, breur mad, mignon mad, mestr mad, servicher mad, ha den honest ; abandoni a ràn va ene da Zoue !

————


Cetu aze petra eo, va mignonet qer ; cetu aze ar pez a souhetfen evidòn, hac evidoc’h ivez, eus a galon vad. Aoun a meus hepqen da veza bet en em guemeret re divezat, ha da nonpas beza bet anavezet mad abret aoüalc’h ar voyenou. Profitit eta deus ar re a meus disqeuzet dêc’h, hac ec’h erruot d’ar but-se calz faciloc’h eguedòn-me.

Simon a Vontroulez.





RELIGION


Simon a Vontroulez.


————


Contet emeus, en ur scrit all, penaus un deiz en em laqis em penn da acquisita ur vertuz benac, ha da gombati ennòn an dispositionou fachus am boa digasset ganén er bed, ebars va faour-qéz paqadic humen. Credi mad a ràn beza ivez lavaret penaus an antreprenanç-se, pehini a seblantas dìn dabord qen simpl ha qen facil, na zaleas qet da bresanti dìn un a nombr bras a zifficulteou da here ne voan qet en em c’hortoset. Ret eo dìn explica hirio penaus e meus allet parveni, ma ne deo qet d’e digass d’e foent, da viana da berseveri enni, ha da nonpas en em digouraji.

Gouzout a reot dabord en devoa elevet va zad ac’hanon en christen mad, ha memes, herves ar sònjeson en devoa bet da ober ur bêleg diouzòn, ne voa qet en em dalc’het soqen d’an instructionou simpl eus ar religion a recev ar vugale. Gant sicour an den venerabl ha caret mad an A. abat Ar R…, d’an ampoent-se chaloni en ilis an Itron Varia ar Vur, e Montroulez, pehini en devoe memes ar vadelez da zont d’am c’houlen digant va zad, en devoa laqet va instrui un nebeud muioc’h e fond eus a zoctrin ar feiz ; hac e vijen bet memes capabl, e câs a ezom , da rêsoni var meur a boent eus an theologi.

Gouscoude, accustumet abaoue va c’henta bugaleach d’ar praticou eus ar religion, hac o veza bet commancet da studia en un oad e pehini ne sònjer qet a barfetet, hac e pehini ivez ar memor a ra muioc’h a labour eguet na ra ar rêson, em boa disqet va c’hatekis hac al levriou santel, evel ma em bije qemeret qentelliou all ; ramplisset em boa ar fonction a golistr, evel m’am bije grêt peb tra all ; mont a ren d’an ilis reizamant, en em acquitta a ren mad eus va oll deveriou a gristen ; mes, ret eo dìn avoui e voa realamant va devotion un habitud calz muioc’h eguet ur santimant eus a voeled va c’halon.

An instruction hac an habitud-se, gouscoude, ne voent qet traou vean hac inutil, evel e zit d’e velet.

O veza bet qemeret ar resolution da voellât va stat, hac o caout, eus a ur peurs, o devoa poan o qemer grizien em c’halon certen vertuziou transplantet enni a nevez ; eus a ur peurs all, e zoa rebel d’am effortchou certen defautou ha certen youlou bian, ha pere a antree bepret ennòn dre un nor benac, pa chasseen anezo dre un all ; en eur anavezout anfin e zoa nebeut eus va nerz va-unan evit chom trec’hour en ur seurt gourren, en em avisis da c’houlen diouzìn va-unan e pelec’h ec’h aljen cavout un asistanç puissantoc’h.

Ebars en eur moment e pehini e voan cazi digourajet eo, en em adressis dìn va-unan ar guestion-se ; ha va sell a reas ar respont ous en em sevel varzu an ên. Seblantout a reas dìn e tisqenne neuze en diabars eus va ene ur saezen eus an nec’h, hac a sclerijenne qerqent anezàn. « Ia, a griis-me, demeus a voeled va c’halon, en ên eo emedi ar güir nerz ; Doue eo hepqen en dispanç ; ebars er religion eo hepqen ec’h ell ur c’hristen e gaout ; gant an nerz-se eo hepqen e parvener da drec’hel e adversourien ha da driomphi diouzomp hon-unan. »

Neuze qement a voa oll tremenet en em represantas ractal d’am speret, hac er guelis sclêrigennet demeus a ur sclerder nevez. En eur digass dìn da sonch deus ar pez am boa disqet, en em estonis da nonpas beza bet er santet c’hoas guelloc’h, da nonpas beza guelet qement tra oll a zisoloen en instant, da veza douguet qement all a yenien hac a lezireguez d’an actou-se a religion pere a vezur buez an ene. Dre ma teuen da sònjal buan en traou-se oll, va speret a sclêrae, mui-ouc’h-mui, ha va c’halon en em gargue eus a un esmae, pehini a ellan gant güirionez henvel santel. Seblantout a rê dìn e voan hepqen o paoues disqi da anavezout Doue. Treantet, touchet, scòet en ur memes amzer, en em dennis, hep sònjal, varzu an Ilis ; antren a ris enni, en em brosterni a ris, ha va ene, evit ar c’henta guech, a reas pignat varzu Doue actionou a c’hraç, hac ur beden realamant sortiet eus a fonç va c’halon.

Adalec an devez-se, va mignonet, va devotion ne voe mui un habitud yen ha vean hepqen. An admiration, an anaoudeguez hac ar garantez a voa antreet em c’halon. Comprenet em boa anfin ar religion oll buissant-se, sourcen eternel demeus an nerz ar muia güirion, demeus ar preciussa esperanç, ha demeus an douça consolationou. Douguen a ris neuze dispositionou nevez da accomplissamant va deveriou a zevotion : ne voa mui hepqen va c’horf a gunduen hep nep sonch d’an ilis ; ne voa mui va guenou hepqen a gane meulodiou da Zoue, pe a varmote pedennou hep nep attantion ; ne voa mui d’am diouscouarn hepqen en em adresse ar c’homzou divin : va ene a voa eno, selaou a rê, pedi a rê, glorifia a rê.

Adalec ar moment se ivez, an nerz na vanqas mui dìn evit combati a enep va goal inclinationou, hac evit en em avanci en hent ar güir vad. Ma n’en deveus qet Doue permetet e vijen eat qen pell evel am bije desiret, na dleàn qet nebeutoc’h a c’hraçou dezan evit beza va sicouret, qen alies guech evel ma emeus imploret e visericord, da zont da veza un draic benac nebeutoc’h indign demeus e vadelez.

Ar mad-ober-se a so bras, va mignonet ; mes n’en deo qet én an hini hepqen a meus cavet en asgre va religion. Evelse, penetret eus a buissanç Doue, ec’h anavezis da bep cammed an tresçou hac an testeniou. Qement tra oll a rën en em gaera d’am daoulagad dre ar gontemplation burzudus-se : adalec an derven betec ar yeotennic ; adalec an eugen nerzus pehini a labour hon douarou, betec an amprevanic en em goach dindan ar sec’hic ; adalec ar sparfel a nich gant majeste ebars en huella demeus an ear, betec ar venanennic pehini en em ruill var ar guinizou dû ; adalec goaguen ar môr bras, betec an drouzic sioul eus ar voazic disterra ; adalec ar stered a luguern er firmamant, betec ar preònic a leusq en devaligen un tamic sclerder a netra ; adalec ar menez brassa, betec ar c’hreunennic sabl a ruill var bord an aod, e velen oll ous en em unani da c’hlorifia Doue, da attesti e buissanç hac e furnes, ha va c’halon en em unan gant ur blijadur infinit d’an hymn-se eus a garantez, d’ar c’honcert eternel-se eus a veuleudiguez, pehini a form hep cess an oll grouidiguez.

Mes e creiz ar ravissamant hac ar boneur-se, Doue a falvezas dezàn, hep douet, va eprouvi, hac a c’houlennas diganén an tribut a affliction pehini a dle an oll da baea. Va zad a varvas. E glénved hir ha poannius, epad pehini na achapas digantàn nep clêm, nep murmur, a reas dìn guelet penaus ar gonfianç en Doue a inspir d’an den just ar baciantet evit souffr, an esperanç hac ar resination evit mervel. E varo, pehini a voe evidòn ar c’henta maleur, a roas dìn c’hoas ur guentel all : disqi a eure dìn e zeus poanniou a ene, a bere ne zeus nemet ar religion hepqen a ell dont da zouçât. Ah ! penaus e vez possubl supporti ar c’holl eus ar pez hon eus ar muia qer, ma na elfemp qet en em lavarat deomp hon-unan : En em gaout a rimp en eur bed all guelloc’h ? Esperanç consolant ! An diveza qimyad n’en deo qet eta eternel, hac al liamou en deveus Doue santifiet en draouyen-mâ, n’en dint qet torret evit james !

D’ar c’houlz-se e voa c’hoas chommet em speret un tresç benac eus ar gontadennou dirêzon-se pere a glêven goechal tud indiscret hac ignorant o conta. Hep credi absolumant en apparitionou hac en teuziou, ne voan qet exant eus a ur certen disposition supertitius. hac a voe difunet ur moment ennòn, dre an effet eus a varo va zad. Gouscoude, pell da inspira dìn nep aoun, ar sònjeson-se a voe meurbet agreabl dìn, hac em bije desiret e vije en em disqeuzet speç va zad d’am daoulagad ; rac n’em boa nep aoun dious e bresanç, na allien esperout nemet e venidiction, ha ma vije deut evit va c’hlasq ha d’am c’hass gantàn, em bije bet muioc’h a joa eguet a spont. Un nôsvez e chommis cousqet, va speret carguet oll eus ar sqeudennou-se ; vardro anternôs e voen difunet en un tol count, hac en eur digueri va daoulagad, e credis guelet, demeus sclêrijen al loar, figur va zad, goloet gant ul lincel venn, hac ous en em delc’hel en e za var hed tri bas demeus va guele. Sailla a ris ractal var leur ar gampr, en eur leusqel ur griaden a joa ; mes a boan e voen va-unan em za, na appercevis mui netra. Allon, a lavaris diouzìn va-unan, n’en deo an dra-ma nemet e ur fals-apparanç eus va speret troublet. Neuze, mezus ha qeuzeudiqêt eus ur sempldet pehini a gaven coupabl, en em strinqis d’an daoulin dirac va guele, hac e criis eus a fonç va c’halon : O va Doue ! pardonit un desir hac un esperanç impi. Nan, an ene a so distroet en hoc’h asgre, n’en em bella mui evit dont a nevez var ar bed-mâ eus a vizer. Deomp-ni eo da êchui hon exil, evit gallout mont ivez d’en em unissa dêc’h ha d’ar re o deus hon c’huittêt. En anavezout a ràn, ô va Doue ! n’en deo roet da zen marvel ebet da benetri dre hent ar sqiantchou ebars secrejou ur vuez all ; ne zeus nicun en devez ar pouvoar da lenn en amzer da zont na da gonjuri ar sperejou pe an elemanchou ; rac c’houi eo hepqen a zalc’h en ho torn an amzer hac an eternite ; c’houi hepqen eo a gommand d’an oll, dec’h-hu eo hepqen ec’h apparchant ar buissanç dreist-natur. Ho madelez e deveus disqet deomp ar pez a dleer da gredi, ha ne zeus a virionez nemet en ho comz divin.

Ar circonstanç pehini e zoun o paouez rapporti, a êchuas da sclerijenna ha da grénvât va rêson a enep credanç distro an anaon, ar sorcerien, hac an unvreou. Evelse eo e teuas ar religion da effaci deus va speret betec an disterra tresç a supertition ; rac ar supertition, pehini na vev nemet eus a spont hac a eus a erroliou, na ell qet bale gant ar religion, pehini so esperanç ha güirionez oll. Ne zeus nemet an den impi, an den mechant, a grën hep cess, a vel dre oll sinou spontus ha gourdrouzus, pe a glasq ur voyen er gredennou insancet. An den devot ha just na laqa e feiz nemet en Doue, ha na blass e refuch nemet ennàn.

Ah ! piou n’en deveus qet eprouvet an ezom eus ar feiz hac eus ar refuch-se ? Piou eo ar c’hrouadur humen, nemet disec’het ha pervertisset vez e ene, n’en deo en em santet biscoas presset d’en em brosterni dirac an Autor eus a bep tra oll ? Piou eo, adalec ar buguelic a antren er vuez betec an den ancien a so tost d’ar bez, piou eo an hini n’en deveus qet a c’hraçou da renta evit ar madou a so prometet dezàn, pe evit ar re ous a bere en deveus epuiset ar jouissanç ? Hac adalec an artisan paour hac humbl betec ar roue puissant encernet a bompou vean hac eus a ur vajeste a un devez, piou eo an den marvel n’en deus netra da c’houlen ous Doue, eus a behini ar buissanç a ell souten an oll infirmiteou, ha brousta an oll buissançou ? Oh ! peguement e clêmàn an hini ne voar qet adori ha pedi ! Mar deo eürus, e zeo eta un ingrat ! Mar souffr, mar pouez an anqen hac ar vizer varnezàn, n’en deus eta na consolation nac esperanç ! Mar deo coupabl, mar tispen ar remors e galon, na vel qet eta ar pardon goude ar c’heuz ! Peden santel ! nac a vad ac’h eus grêt dìn ! Rac, den oun, had e meus paeet evel un all va dle a sempladurez hac a drubuillou d’an humanite. Mes pa meus pedet diouc’h ar mintin, ez oun bet guelloc’h ha crénvoc’h epad an deiz ; pa meus pedet diouc’h an nôs, e meus reposet tranqilloc’h epad an nôs ; pa en deveus ar boneur c’hoarzet ouzìn, ez oun bet laouennoc’h goude beza pedet ; pa zeo deut an affliction d’am bisita, e zeo ar beden e deus roet dìn ar pouvoar da souffr gant fermder, hac e deus gret dìn esperi gant confianç. O va mignonet ! credit ac’hanòn : neus forç petra eo ho condition, pedit ; rac ar beden a so ur bouclier a enep an tentationou, ur bom hac a gleizenna ar gouliou, un dorn invisibl pehini a zouten an hini a vrancel, ur vrec’h sicourus, astennet etrezec an hini so cuezet. Beza e zeus enni un dra benac a douchant hac a imposant er memes amzer. Me zisfi ar speret scànva hac ar muia vean, da nonpas santout teneridiguez ha veneration d’ar guel eus an innoçanç pe deus ar c’heuz en peden. Me zisfi d’ar speret crén ar robusta da nonpas en em santout touchet bete fonç e galon, o velet ar foul prosternet dirac Doue ebars en un ilis. Me zisfi an impi an divergonta da nonpas respecti ar bêleg astennet e zorn evit binniga un oll bobl daoulinet.

Ar beden, va mignonet, a grénva ar feiz, a enaou an esperanç, hac a antretien ar charite ; an teir vertuz qenta-se demeus ur c’hristen… Mes, goustadic ! santout a ràn e conven dìn en em arrêti amàn. En despet d’am studi en theologi, n’en em gredàn qet crén aoüalc’h nac habil aoüalc’h evit antrepren disqi dec’h reoliou ha güirioneou hon religion. Arabat eo da un danvadez en em avisa da felvezout cundui an tropel, rac ellout a rafe en dishentcha hac en livra d’ar bleiz ; d’ar messaer eo d’e gundui. Mes un danvadez a ell rei ar c’husuill hac an exempl da selaou ar messaer ; hac e zeo se hepqen am eus falvezet ober.

Cetu aze eta petra eo, va mignonet lennerien ; ha ma e meus bet ar boneur, dre ar pez a meus santet va-unan, d’ho laqat da veza persuadet mad e zeo ar religion ar güir zourcen demeus an oll vertuziou, e zeo hi hep mui-qen a ell rei dêc’h an nerz d’o acquisita, e zeo hi hepqen a ell ho renta eurus er vuez-mâ hac er vuez all, em bezo tizet d’am but. Ar rest na sell mui diouzìn. Dêc’h eo, danvad eveldòn, d’en em sclêrigenna e qever ho pastoret, da veza docil d’o mouez, ha da respecti ar c’haracter eus a behini hon Autrou en deveus o c’harguet. It eta da bresta ho tiouscouarn da gomz Doue, pehini e zint carguet da brezeg ; ha ra deuyo ho scouarn d’e gundui betec ho calon, rac ar gomz-se a ro ar vuez.


Simon a Vontroulez.





PARABOLEN


Simon a Vontroulez.


————


Un deiz, un den a voa pignet var lein e dy, pehini a voa huel bras, ha demeus a eno e selle d’an traòn.

Hac e velas un den all pehini a voa en e za var al leur, arretet e qichen ur punç.

Hac epad ma selle, an avel a c’hueze endro dezàn, hac an drouz a rê an avel ebars en e ziouscouarn a etourdisse hac a vezve anezàn.

Hac en em lavare dezàn e-unan : Me pehini a so amâ, me so brassoc’h eguel ar c’hrouadur-hont a velàn duont d’an traòn, hac a seblant dìn qen bian.

Hac e lavare se, rac ober a rê evel a ra cazi tout an dud, pere, en eur vusuri o hueldet, a ancounac’ha atao da zisconta hini an diazez var behini ez int placet.

Hoguen, epad ma stoue e zaoulagad gant disprisanç var den al leur, cetu ma santas un dra benac o cueza var e benn ; hac o veza savet e zaoulagad, e velas a gostez d’e dy un tour calz huelloc’h ; hac e voa un den all var an tour-se. Hac an den-mâ, o velet hini an ty izelloc’h eguetàn, en devoa credet ellout e zisprisout, hac a granche divar foei var e benn.

Mes den lein an ty a voe indignet, hac a lavaras : Perac na ellàn-me qet trapout duont d’an nec’h ? hac e c’hourdrousas hini an tour. Gouscoude e c’hourdrousou a voa impuissant, ha den an tour a c’hoarze ous se, hac a rê goap.

Hoguen, epad ma c’hoarze, cetu ma santas e-unan un dra benac o cueza var e benn ; hac o veza savet e zaoulagad, e velas ur balonç en ear o vrancelli gant majeste ; hac e voa un den ebars bag ar balonç-se.

Hac an den-mâ o veza guelet an hini a voa var an tour dindannàn, en devoa credet e drêti gant disprisanç, hac er goapae, en eur disac’ha sabl ha grean var e benn.

Mes den an tour a voe ivez indignet, hac e lavaras : Perac na ellàn-me qet pignat er vag-hont ? hac e c’hourdrouzas gant furor den ar balonç ; hac e c’hourdrouzou a voa er memes tra impuissant.

Epad se tout, den al leur o veza ivez sellet d’an nec’h, a apercevas hini lein an ty, hini an tour, hac hini bag ar balonç.

Hac e lavaras : Peguen caer e zeo beza qen huel ! Penaus ec’h eller guelet a bell, hac ehana êzet ! Ma ven da viana var lein an ty, em bez ear, hac an domder n’am etouffe qet, evel amâ d’an traòn.

Hoguen, epad ma lavare se, e clêvas ur vouez a sortie deus ar punç ; hac ar vouez-se a voa hini ur scarzer punçou, pehini a lavare :

Trista stat eo tremen ar vuez dindan an douar, da scuilla ar c’huezen e creiz un ear humid ha fall, dious scleur trist ur c’houlaouen roussin, epad ma medi ar re-all duont d’an nec’h, o vale var ar yeot glas, hac o tomma en eol !

Hac ar c'homzou-se a eure compassion da zen al leur, pehini a sònjas : Cede aze unan a so izelloc’h ha muioc’h da glêm eguedòn-me.

Hoguen, e qeit ha ma tremene an traou-se, counabrennou a voa en em dastumet en ear, hac un arneu derrubla darzas. Ar gurun a ruille spontus, hac a luc’hed a flamine horrupl.

Hac ar balonç a voa fourgasset terrubl hac adreus hac a hed en ear, ha den ar vag na zizac’he mui a zabl, na rê mui goab ous den, rac caret en devije neuze nonpas beza qeu huel, hac en devije gant joa vras chenchet e stat ous unan humploc’h.

Mes, epad ma leusqe hirvoudou inutil ha, criadennou spontus e vean, ar gurun a goezas var ar balonç, hac a laqas ennàn an tan, ha den ar vag a voe precipitet, hac e gorf oll brêvet.

Ha qerqent goude, e cuezas ar gurun ivez var an tour, ha den an tour a voe pulluc’het.

Hac ar fouldr o veza difframmet mein dious an tour, a strincas unan var lein an ty, hac an den a voa var gorre a voe torret e vrec’h gant ar men a guezas varnezàn.

Hac an den a voa var al leur a voe quittes a dout evit caout e zillad distrempet gant ar glao bras a gueze.

Hac an den a voa er punç, ne voa qet en em apercevet memes e zoa bet un arneu en ear ; ha moment e repos o veza erruet, n’en em glêmas mui, mes cana a râ.

Neuze den al leur o veza clêvet anezàn, a sellas er punç, hac a lavaras d’an den a voa e-bars ar pez a voa c’hoarvezet.

Hac o veza contet an traou-se, ec’h ajoutas : N’en em glêm mui da veza placet qen izel ; rac an hini a voa an huella, a voa an tosta d’an arneu ; scòet eo bet da guenta hac ar goassa. An tol a so bet ivez marvel var an tour ; bet e zeo c’hoas terrubl aoüalc’h var lein an ty. Me va-unan, evit beza bet en em gavet huelloc’h eguedout un nebeud, e meus bet ivez va lodennic. En em glêmi a rès, epad ma en em c’hlorifie ar re-all ; bremâ ec’h eus rêson da gana, pa zeo güir an arneu en deus o discaret, n’en deus discuntinuet na da labour na da repos. Mont a ràn da gana ivez, ha n’en em glêmìn mui, me pehini na meus recevet nemet glao, hac a ell beza sec’het en eol.

Ar c’homzou-se a laqas den ar punç da sònjal, ha d’en em lavarat dioutàn e-unàn : En em gonsolomp da veza bian, rac ar vrasder er bed-mâ en em brën d’ar pris-mâ-pris an tez, hac ar sourciou, an dangeriou hac an diseüriou eo ar moneis gant pehini e vent paeet. Ha c’hoas, d’ar pris-se, na alfet qet parveni huel aoüalc’h evit nonpas rancontri brassoc’h eguedomp ; rac ne zeus nemet Doue a jouis tranqilamant eus e vrasder, pehini na vel den aziouc’h d’e benn, ha pehini na ell birviqen cueza.


Simon a Vontroulez.


FIN.




REGLAMANT


A FURNEZ.


————


Rentit oll d’ho Crouer qementso ret renta,
Examinit arauc antrepreni netra ;
Na zarempredit qet nemet tud vertuzus,
Na estimit qet re ho talanchou eurus ;
En em rentit bepret da rêsoniou re-all,
Ha dilezit ho re, mar prouver e zint fall ;
Grit attantion vad ouzoc’h pa vez comzet,
Ha na affectit qet da gaout calz a speret ;
Ka antretenit den en tuont eus e stat,
Hac en ho preposiou bezit leal ha mad ;
Dalc’hit bepret d’ho qer evel un den guirion,
Na brometit james evel tud dirêson ;
Bezit servichus, fur, gracius, douç, affabl,
Eus a ziguemer vad, laouen ha favorabl ;
Hep beza familier ; bezit un êr êzet,
Na zecidit netra qen ho po er poezet ;
Carit hep interest, pardonit hep sempltet,
Sujit d’ar re buissant, hep lausqentez ebet ;

Clasqit gounit gant soign carantez peb-unan,
Tec’hit ous peb proces, sourcen eus a vil boan ;
N’en em informit qet ous afferaou re-all,
Ha tavit var ho re, pe int so mad pe fall ;
Qemerit a c’hraç vad ha gant anaoudeguez,
Ha mar recompansit, grit-én gant larguentez ;
Neus cas e pez seurt stat ec’h alfec’h en em gaout,
Na deuit qet james d’en em dishanaout ;
Bezit atao truez ous maleur ho nessa,
Supportit e zefaut, bezit mignon dezâ ;
Bezit trec’h d’ar chagrin, mar er santit biqen,
Ha n’er laqit james da gueza var nep den ;
Elec’h ma vez drouc-ranç laqit ar peoc’h bepret,
N’en em venjit nemet dre vad-ober barfet ;
Reprenit hep c’hoervder, meulit hep flatterèz,
C’hoarzit modestamant, souffrit ar farcerès ;
Estimit pep-hini ebars en e vicher,
Na voapait netra dre bompad divoder ;
Na reprochit james ar vad ho pezo grêt,
Ha laqit-e atao e renq an traou secret ;
Diarauguit ezom ur mignon maleurus,
Hep beza re brodig, bezit mad, generus ;
Moderit hoc’h humor qerqent m’en em bresant,
Ha na gomzit qet fall demeus ar re absant ;
Na vezit qet ingrat ha bevit hep tamal,
Hac ebars ho jeuyou bezit atao leal ;

Sonjit ha comzit mad, na dromplit den ebet,
Bet contant eus ar pez a vezo dêc’h roet ;
Na voal-drêtit james ho paour-qeaz dleour,
Bezit just, serviabl, memes d’hoc’h adversour ;
Da voneur ho nessa anvi na zouguit qet,
Ha tavit var ar pez a vo dêc’h confiet ;
N’en em vantit james, mirit mad ho secret,
Bezit Doue da sqüer, hac e viot parfet.






PROVERBOU.


————


1. Depordit d’an abardaez da lavarat hac én so bet caer an devez, ha d’ar maro evit jugi ervad eus ar vuez.

2. Hentit tud honest, hac er vezot ivez.

3. Ar fêçon da rêi a dalvez muioc’h eguet ar pez a roer.

4. Bezit mud pa roit, ha comzit pa roer dêc’h.

5. Ne zeus qet a adversour dister.

6. Gant al lagad, na gant ar religion, na vadinit james.

7. Ar feneant, abred pe divezat, a deu da veza paour.

8. An den avaricius n’en deveus a guerent nemet d’e varo.

9. Na zeus daoulagad nemet evit defautou an nessa ; den na anavez e re e-unan.

10. lagad ar mestr a larda ar marc'h.

11. Ur respont ceder a zouça ar goler.

12. Na gassit qet da varc’hoas ar pez a ellit ober hirio.

13. Piou benac na gar nemetàn e-unan, n’en deo caret gant den.

14. Ennes a so pinvidic, pebini na zezir netra.

15. Ar mestr mad a ra ar mevel mad.

16. Nep a ra cheric dêc’h muioc’h eguet d’an ordinal, a glasq ho trompla, pe en deveus ezom diouzoc’h.

17. Pa gousqer re bell-amzer, na deuer qet da veza savant.

18. An hini na voar qet oboissa, na voar qet commandi.

19. Guelloc’h eo tec’hel eguet caout affer diouc’h tud mechant.

20. N’en em reposomp qet var vertuz hor c'herent, bezomp hon-unan tud honest.

21. Na guzit james netra, na d’ho côvessour, na d’hoc’h avocat, na d’ho medicin.

22. An hini en em gorrich en eur velet defautou e nessa, na ell qet mancout da zont da veza den honest.

25. Guelloc’h eo deomp beza ganeomp hon-unan eguet e compagnunez fall.

24. An dud sot hac ar pennou fall a binvidica an avocadet.

25. Evit gouzout talvoudeguez an arc’hant, e zeo ret beza obliget da ampresta.

26. Ne zeus ezom nemet un danvad galous evit ampoesoni ar vanden.

27. Guelloc’h eo plega eguet terri.

28. Guelloc’h eo broncha ous an troad eguet ous an teod.

29. Na zeus nep rosen gaer, na zeu da goezvi.

30. An hini a voar parlant, a voar calz ; mes muioc’h a voar c’hoas an hini a voar tevel.


FIN.




TAULEN


EUS AR PEZ SO RANFERMET EL LEVR-MA.


————
SIMON A VONTROULEZ.


Pagen.


Pagen.


Pagen.


Pagen.


Pagen.


Pagen.


————


ŒUVROU DALIF


SIMON A VONTROULEZ.



Pagen.


————
 279



FIN AN DAULEN.
  1. Yan-Batist Robert-Auger, baron Monthyon, a so en em rentet immortel dre e vad-oberou hac e garantez dreist-ordinal evit an oll. Etouez an oll brisou en deveus fontet, e zeo ret rapporti an hini a zeg mil livr e faver ur gall pehini en devezo composet ha publiet an utila levr var ar bividiguez vad, hac ur pris all a zeg mil livr e faver ur gall paour pehini en devezo grêd, e ren ar bloa, an action ar muia vertuzus. An den respectabl-se a varvas an 29 a vis qerzu 1820, d’an oad a 87 bloaz. Ur fortun a bemp million en devoa pa varvas, eus a behini en deveus disposet e faver an dud maleürus. An Autrou Monthyon a vezo atao citet evel unan eus a vad-oberourien an humanite. Ra vezo e vemor da james en hon toues !…
  2. Voyage dans le Finistère, gant Jacques Cambry, 1797-1798 (Notenn gant Wikimammenn)