Mont d’an endalc’had

Simon a Vontroulez/Chabistr XXXIII

Eus Wikimammenn
Laurent de Jussieu
Simon a Vontroulez pe ar marc’hadour mercer
troet gant Aleksandr Ledan.
A. Ledan, 1834  (p. 139-143)






CHABISTR XXXIII.


Simon a Vontroulez a antren e secristiri Plougaznou, a gav ur gonnessanç ancien, a gân diouc’h ar lutrin, hac a zelaou ur Sermon.


Pigna a rejomp eta da Blougaznou, goude beza bet o lavarat hor pedennou en ilis Sant-Yan-ar-Bis.

Noc’h eus qet ancouêt, me gred, va mignon lenner, ar pez ameus lavaret dêc’h e commançamant al levr-ma, penaus Simon a Vontroulez a voa bet destinet d’an etat a vêleg, hac en devoa grêt guechall ur studi benac. Hanavezet en devoa d’an ampoent-se, meur a zen yaouanq pere a voa gantàn e scolach Crec’h-Joli, e Montroulez, e pelec’h e voa an A. Gelin principal, a bere darn eus anezo a voa en em rentet bêleyen. Falvezet eo bet dìn digaç deoc’h sonch a se, evit na vijac’h qet estonet eus ar pez a erruas gant va c’hamarad en eur erruout e Plougaznou.

Ur zulvez vintin e voa, un nebeut qent an oferen-bred. Simon a Vontroulez na vanqe james an deiz-se da vont d’an oferen, el lec’h m’en em gave. Calz a dud a voa var ar blacen, ha Simon a chommas un nebeudic da gauzeal gante. Piou so Person amâ, eme Simon ? Ah ! emezo, ni hon eus un tad mad evit Person. — Ia ; mes peseurt hano en deus ? — An antrou Roux. — An A. Roux ! eme Simon, en eur sailla gant joa. Gouzout a rit-hu eus a belec’h e zeo guinidic ? — Demeus a Locquenole ; mes bet eo ivez chaloni en ilis ar Vur, e Montroulez. — Oh ! eme Simon, pelec’h e màn ? Lavarit dìn buan, ma zìn d’e velet, — Er secristiri eo e cavot anezàn. — Simon a saillas er vêred hac a redas d’ar secristiri, ha me var e lerc’h. — Bonjour, autrou Person, emezàn ; sonch oc’h eus-hu eus a Simon a Vontroulez, pehini en deveus bet an enor da zisqi lenn ganec’h ? — Ia certen, sonch mad ameus. — Eh bien, cetu én amâ : me eo, autrou Roux. — Ha possubl ve !… — Me va-unan. O veza bet clêvet hoc’h hano, e zeo falvezet dìn dont da bresanti dêc’h va respet. — Contant bras oun d’ho quelet, Simon qès, hac alies e meus desiret gouzout a betra e voac’h deut. Embêr hor bezo calz a draou da gonta ; mes tostât a ra poent an oferen-bred. Oh ! va Doue : gallout a rit-hu renta dìn ur servich ? Gouzout a rit-hu bepret cana ? — Ia, autrou Person ; na meus qet ancouêt qentelliou an A. Serm… — Va chantr a so clàn hirio, eme ar Person. Ober a rafech-hu dìn-me ar blijadur da vont da gana en e blaç ? — A greiz va c’halon, eme Simon.

Cetu Simon a Vontroulez o laqat ur surpilis, hac o vont d’en em blaci ous al lutrin, el lec’h ma commanç da gana gant ur vouez ar gaera, ar pes a ravissas calz plouganaouis. Biscoas n’em boa er guelet o ramplissa un hevelep fonction, hac e voen sebezet oll ous e glêvet. Mes ar pez a ras ur blijadur vras din, e voe sermon an A. Person, demeus a behini e zàn da ober va fossubl evit rapporti dêc’h ur passach benac.

« Jesus-Christ, emezàn, a ordrenas da Sant Pêr dastum e gleze en e fouros, hac a lavaras dezàn penaus an hini a scoje gant ar c’hleze, a berisje dre ar c’hleze. Compren a rit-hu, va breudeur, ar pez so ranfermet er c’homzou-se ? Ne sinifiont qet hepqen penaus ar c’hleze a venjo an drouc en devezo grêt ar c’hleze. Ar c’hleze a so amâ ar viç hac ar goal inclinationou. Hor Mestr divin a so falvezet dezàn rei ur guentel d’an oll, ha disquez dezo e vezo punisset ar viçou dre ar viçou, ha penaus an inclinationou fall a guz dindan ur voël tromplus ur poeson marvel. An hini a sco gant ar c’hleze, a berisso dre ar c’hleze ; da lavaret eo penaus an den orgouillus a vezo humiliet dre driomph ar re-all, penaus an anvius a vezo difrezet gant an disesper a zanto o velet an isçu vad eus ar re-all. An hini a sco gant ar c’hleze, a berisso dre ar c’hleze ; da lavaret eo penaus, an droug-prezeguer a deuyo e-unan da veza an objet eus ar gassoni hac eus an disprisanç en devezo clasqet da laqet da gueza var e nessa ; penaus an avaricius a varvo gant an ezom, goude beza refuset e zemaurant d’ar paour. An hini a sco gant ar c’hleze, a berisso dre ar c’hleze ; da lavaret eo, an den en em abandon d’ar feneantis, a zanto poez ar viser ; an hini en em lèz da vont d’an didemperanç, a berisso victim eus e zebochou ; an hini en em abandon d’ar goler, a verito coler Doue hac hini an dud ; an hini a gar ar venjanç, a denno varnezàn e-unan venjanç an ên ha venjanç an douar. An hini a sco gant ar c’hleze, a berisso dre ar c’hleze ; da lavaret eo, an hini en devezo grevet a vezo grevet d’e dro ; an hini n’en devezo qet sicouret e nessa, pa en devije guelet anezàn o souffr, a souffro d’e dro, ha ne gavo sicour den ebet ; an hini a gassayo an dud, a vezo cassaet ganto ; an hini a bersecut ar re-all, a vezo persecutet ; se eo, va bredeur, se eo ar pez en deus c’hoarvezet d’hon Zalver lavaret d’e abostol, en eur adressi dezàn ar c’homzou-se. Guelet a rit peguement a vouirionezou terrubl so ranfermet en nebeut comzou-se. Mes gallout a rêr disolo ivez comzou meurbet consolant, ha calz courajus. Rac, mar teu ar viç da bunissa ar viç, ar vertuz a recompanç ivez ar vertuz. Bezit sonch penaus, mar bezit humbl, e vezot savet ; mar doc’h charitabl, e cavot induljanç ha protection eus a bers ho preudeur. Carit ho nessa, evit ma vezot caret gantàn. Roit d’an hini en deus ezom, ha mar teuit da vancout, e cavot ar pez ho pezo placet evelse. Bezit sobr ha chast, hac e conservot ho yec’hed hac ho nerz. Laqit eves mad ous ar vedisanç hac ar guevier ; qemerit difen ar re a vezo attaqet, ha, mar tiguez dêc’h beza un deiz attaqet oc’h-unan, ne vanqot qet a zifennerien. Na rit droug da zen, nonpas memes d’hoc’h adversour, ha grit ar muia a vad a ellot ; neuze e vezot contant diouzoc’h oc’h-unan : ho cousqet a vezo tranqil, ho puez a vezo peoc’hus, an dud oc’h estimo, ha Doue ho recompanço. Qement a lavaràn dêc’h, eo Jesus-Christ en lavar dêc’h, hoc’h Autrou, pehini so falvezet dezàn partaji ho miseriou, ha pehini en deus roet dêc’h en e vuez, an exempl eus an oll vertuziou, a so bet persecutet, hac en deus pedet evit e vourrevien, evit ma pardonje e dad dezo evel ma pardone én e-unan dezo. Imitit ho Salver, va breudeur, hac e vezot eürus er bed-mâ, da c’hortos caout ar boneur a so reservet dêc’h en eternite. »

E fin an discours-se, e pehini an A. Person a lavaras c’hoas calz a draou mad all, eus a bere n’em eus qet ellet delc’hel sonch, ec’h examinen figur Simon a Vontroulez. Seblantout a rê dìn e voa charmet eus ar pez e voa o paoues clêvet. Ar fêçon en devoa da dremen ha da zistremen un dra benac en e benn ; disqi a rimp ivez un dra benac, mar lennomp ar chabistr amàn varlerc’h.