Mont d’an endalc’had

Simon a Vontroulez/Chabistr XXXII

Eus Wikimammenn
Laurent de Jussieu
Simon a Vontroulez pe ar marc’hadour mercer
troet gant Aleksandr Ledan.
A. Ledan, 1834  (p. 135-139)






CHABISTR XXXII.


Simon a Vontroulez so test eus un avantur nôs, e pehini e veler ar suitou horrubl eus ar goler.


Un affer hor boa en Guimaëc, hac hon dalc’has eno betec an nôs. Abret ec’h ejomp da gousqet. Vardro anter-nôs e voemp difunet gant youadennou a deue eus ar gampr tostâ deomp. Sevel a rejomp buan da c’houzout petra voa ar jolori-se. Dor ar gambr a voa digor, ha Simon a Vontroulez a antreas hep fêçon, hac e voe souden heuillet eus a galz a dud, pere a voa deut ivez dre ar memes rêson. Caout a rejomp ur goas e fulor, pehini a zalc’he eus un dorn e vreg dre he blêo, ha gant eben e scoe gant un tam cador en devoa torret en e goler, var ar valeuruses. Ar vreg paour a grie sicour eus a nerz e c’horf, hac he buguelic a grie ivez misericord, en eur delc’hel a vriata morzed e dad maleurus, evit e ampech d’ober droug d’e vam guèz. Qenta tra a rejomp, a voe da zifframma ar valeuruses eus a zaouarn he bourreo, pehini a redoublas a goler, o velet ec’h ampechemp anezàn da c’hoari vas. Expliqit dìn eta, eme Simon, petra a sinifi an tapach-se a rit ? — Ah ! eme ar vreg maleurus, en eur vouela druz : an dra-se a zisqeus ez oun ur viserables da veza oblijet da veva gant un den disacret evel ennes, hac ho pije rentet servich dìn en eur lezel anezàn d’am peur-laza.

Epad se, an ozac’h a eonenne gant fulor, hac a vlasfême horrubl.

Sonjit, autrone, eme ar vreg, peguen glac’harus eo dìn-me guelet ur seurt miserabl en eur memes stat, diou, teir guech ar sizun, ha se evit un netra : hirio, abalamour ma zeo en em appercevet em boa dastumet, heb lavaret dezàn, ur guenneguig benac a gostez, evit ampech m’en devije o evet tout, — Cetu eno ur goal exempl, eme Simon. Ma velàn netra a dristoc’h eguet un tieguez disordren, nac ur viç horruploc’h eguet ar goler. Guelit hac an den-se neo qet hanval ous ul loen furius ! Ne zeus nep moyen da ober netra dioutàn er moment-mâ. Laqomp e vreg hac e buguel eu ur plaç disanger, rac aoun e teufent da veza victim eus a arrach ar miserabl-se, ha lezomp anezàn e-unan, livret d’e dransport barbar.

An avis-se eus a Simon a voe heuillet. Dastumet e voe an den furius er gampr, epad ma rojot un all d’ar vreg ba d’e buguel. An transport da behini e zoa en em livret ar miserabl, en devoa grêt un effet qen terrubl en e benn, qen n’en devoe qet aoüalc’h a nerz da resista ous netra. An deiz varlerc’h er c’havjot astennet var e guein ebars en e vele, hep mouvamant, hac en o trailla comzou hep suit, hac en eur stat an horrupla. An oll sicouriou a voe inutil, hac e varvas hep dale.

An evenamant-se a laqas un troubl bras en hostaliri. An intanvez qèz a roas un exempl caer, dre ar glac’har güirion a zisqeuzas demeus a varo e goas. — Ne allien qet e gassât, emezi : va fried e voa, ha tad d’am buguel. — Simon a Vontroulez a voe glac’haret o velet se, hac a lavare : Ra blijo gant Doue beza teulet ur sell a visericord var ar maleurus-se ! Ra vezo deut dezàn ur sqeud a rêson, evit e sclêrigenna en e voment diveza, evit laqat ar c’heuz da antren en e galon ! O inclination dangerus ! pehini a ell rei ar maro hep lezel aoüalc’h a anaoudeguez evit en em reconcilia gant Doue ! Pedomp evit ar miserabl-se, ha reqetomp ma teuyo e fin derrubl da veza un exempt spontus ha saluder evit qement den so douguet d’ar goler, d’an ancouâ eus a zeveriou a gristen er vuez-mâ, hac eus ar feiz er vuez da zont !

Simon a Vontroulez en devoa re a humanite evit nonpas sonjal d’en em informi eus a betra e teuje an intanvez hac ar buguel. Ar vreg-se a voa deus a Lannion, e pelec’h e voa bet qemenerez, hac a vouie ivez ervad ober brao ar gueguin. Disqeus a eure da Simon an testeniou mad e devoa digant person côs a Lannion, den venerabl meurbed, ha Simon a angajas anezi da vont gantàn bete Sant-Yan-ar-Bis, e pelec’h en devoa ur mignon côs person, hac a raje e bossubl evit e flaci mad. Ar vreg qèz na vouie penaus disqeuz e oll anaoudeguez da Simon. Qement e devoa souffret e compagnunes e goas, ma voe un druez e guelet. Erruout a rejomp e Sant-Yan, ha Simon a redas d’ar presbytal, evit intercedi e faver an intanvez. En em boqat a reas an daou vignon côs. Ar brava e voe arrenjet an affer etrezo. Ar person venerabl en devoa justamant collet e blac’h ar sizun arauc, ha var se, Simon a ziredas da guerc’hat an intanvez hac e buguel, pere, goude rapport avantajus Simon, a voe recevet diouc’h-tu e servich an A. Person, gant ar bromessa da zisqi ar buguel, da c’hortos ma vije capabl da antren er scolach.

Arça, eme Simon d’an intanvez, cetu c’houi hac ho puguel e ty ur person mad ha venerabl. hac a zisqo d’ho puguel beva en graç Doue, a royo dezàn an oll exemplou eus ar vertuziou christen, hac ar voyen, un devez da zont, da c’hounit e vuez evel un den honest. Demeus ho costez, grit bepret ho possubl evit cuntinui da veritout madelez an A. Person. Mil boneur a reqetàn dêc’h tout. Qen a vezo ar c’henta.