Mont d’an endalc’had

Simon a Vontroulez/Chabistr XXXIV

Eus Wikimammenn
Laurent de Jussieu
Simon a Vontroulez pe ar marc’hadour mercer
troet gant Aleksandr Ledan.
A. Ledan, 1834  (p. 144-145)







CHABISTR XXXIV.


Simon a Vontroulez a lein e ty ar Person e compagnunez ; falvezout a ra dezàn dre feadou patant prouvi ar virionez eus ar pez en deus lavaret ar Person, hac e cont un histor.


Goude an oferen-bred, an A. Person hor pedas d’en em renta er presbital. Credi mad a ràn, emezàn da Simon a Vontroulez, e refot dìn ar blijadur da chom da leina ha da gousqet em zy. Va c’hamarad a veach en devoa bet re a blijadur o caout an A. Roux, evit refusi un hevelep proposition ; accepti a eure eta. Simon a zervichas c’hoas da chantr evit ar Gousperou.

Ar Person a voa custum da receo er presbital, d’an abardaes, ur paysant benac, da bere e roe, hep ma en em douetent, instructionou Christen hac a gundu vad. An deiz-se en em gavas daouzec benac. Comz a rejot divar ben ar sermon eus ar mintin.

Ah ! peguen mad oc’h eus comzet, Autrou Person, eme Simon a Vontroulez ! Güirionezou bras oc’h eus lavaret, eus a bere ne vez qet dies caout moyen da ober an application. Ho sermon en deus digacet dìn sonch deus un histor, a behini oun bet cazi test va-unan, hac a offr un exempl sclêr eus ar viç punisset dre ar viç, hac eus ar vertuz recompancet dre ar vertuz.

Ar Person. — Hac én vez dre chanç histor an daou vreur Marcel ?

Simon. — Justamant. Petra, Autrou, anavezet oc’h eus-hu anezo ?

Ar Person. — Penaus ! ne zeus qet ouspen seiz bloaz em boa guelet ar pautr a-fêçon Louis en e ferm. Er mintin-mâ, e creiz va sermon, e sonjen ennàn hac en e vreur.

Simon. — Ha me, en eur selaou ac’hanoc’h. Mes, mar deus seiz vloaz noc’h eus qet guelet Louis, ec’h ellàn assuri dêc’h ne anavezit qet c'hoas e oll brosperite.

Ar Person. — Tleout a rafec’h, Simon, conta deomp an histor-se.

Simon. — Ah ! dam, an dra-se a vez un nebeudic hir da gonta.

Ur Paisant. — Eh bien ! guell a se, autrou Simon : mar qerit caout ar vadelez-se, e reot deomp calz a blijadur.

En em dastum a rejot endro da Simon a Vontroulez, ha goude beza passêt ha frottet e dâl diou pe deir guech, e commancas evellen :