Mont d’an endalc’had

Simon a Vontroulez/Chabistr XXIX

Eus Wikimammenn
Laurent de Jussieu
Simon a Vontroulez pe ar marc’hadour mercer
troet gant Aleksandr Ledan.
A. Ledan, 1834  (p. 121-124)






CHABISTR XXIX.


Simon a Vontroulez a gomz dious an anvi, hac a souten penaus an anvius na larda na ne binvidica qet.


Goude beza quittêt e vignon Glodic, Simon a Vontroulez a yas da velet unan eus e braticou. Ar marc’hadour-se en devoa ur min fall ; ul liou melen a voa var e visach, treud e voa eston, e ziou chod-a voa creuz, hac ur fêçon grignous ha chagrinus meurbed en devoa. Ho servicher, Neuder, eme Simon. — Bonjour, Simon, eme ar marc’hadour, en ur c’hrosmolat. — Ac’hanta ! un dra benac a rimp-ni hirio ? — Nan. — Penaus-ta, Neuder, ne za qet eta ar bed evel a guirit ? — It da dy ar c’hoqin Rannou ; ennes eo a ra an oll afferaou amâ — Perac er c’halvit-hu coqin ? Me meus bepret cavet en devoa fêçon un den honest. — Oh ! neo qet dre voyenou honest e c’honezer qement all a arc’hant ! — Gredi a rê dìn, gouscoude, Neuder, e voa an honestis ur voyen vad aoüalc’h evit gounit ur reputation capabl da sicour ober afferaou mad. — An dra-se a ell beza ; mes gant se, Rannou neo qet nebeutoc’h coqin evit se, a denn nebeut ha nebeut va fraticou diganén. — Ah ! cetu aze un dra fachus, Neuder. Mes, selaouit : ma carfec’h va c’hredi, neo qet en ur lavarat drouc ous Rannou ec’h alfec’h trapout c’hoas ho praticou. Marteze memes e zeo se ur voyen d’o fellât buannoc’h. — Goas a se ! ne ràn câs a se, hac e lavarìn bepret d’an hini a garo, e zeo Rannou ur frippon. — Neuder ? c’hoant oc’h eus-hu e lavarfen dêc’h e meus guelet en un tu benac un affer a voa calz hénvel ous hoc’h hini ?

Beza voa en eur bourg ur marc’hadour hac a rê afferaou mad. Ne voa nemetàn deus e gommerç ; mes ar gonsommation a voa considerabl aoüalc’h evit laqat da veva daou varc’hadour all eveltàn. Qementse a roas sonch da un all da zont da chom d’ar bourg. Pa velas an hini qenta an dra-se, ec’h imaginas lavarat calz a zroug dious ar marc’hadour nevez ; e humor fall a laqas tec’hel e braticou ; an anvi a sortie deus e zaoulagad ; er guelet a rejot o tont da veza treud en nebeut amzer ; anfin én e-unan a voe ar penn-caus eus e revin. Abandoni a rejot e stal, rac receo fall a rê an oll, hac en em appercevjot e voa guevier qement a lavare deus eguile. Anfin, dont a eure d’ar poent da gueza er vizer, m’en devije cuntinuet e gommerç. Guerza eure e oll varc’hadourez, hac en em dennas. An hini voa deut en e c’houde, en em guemeras en ur fêçon control. Proposi a eure memes d’an hini all, ober afferaou assambles ; receo a rê an dud gant honestis, hac ec’h eure e gommerç evel un den a fêçon. Aben nebeut a amzer e afferaou a zê brao en dro, hac e rejont ur fortun vad o daou.

Etro pad se, ar jalous a dreutae hac a velenne bepret en e hermitach, rac an anvi so ur c’hlénved terrubl. Boneur an daou varc’hadour all a voa ur suppliç evitàn ; na elle clêvet comz dioute hep en em laqat e coler. Anfin, ur preòn crigner en devoa en e galon ha n’er c’huittae mui na deiz na nos. Ar fêçon infam-se deus e bers, a bellâs an oll dioutàn, ha ne gavas memes mui den da zelaou e zizesper hac e goler. Anfin, dont a eure da ur seurt poent a humor fall, ma voe obliget d’en em guza mezusamant, rac qerqent ha ma vije guelet, e tisqeuzet anezàn gant ar bis, en ur lavarat : Cetu aze an anvius ! Neo qet evidoc’h, Neuder, e lavaràn an dra-se, da viana ; gouzout a ràn ervad na ellit qet beza hanval ous ar maleurus-se ; mes hepqen evit disqeus dêc’h e zeus muioc’h a avantach o chom a accord vad gant ar varc’hadourien all, eguet beza jalous an eil ous eguile, hac en em decria. Ret mad eo d’an oll beva. Elec’h ma zeus daou blaç, perac na vez nemet unan oc’h occupi anezo ? An ingin so ur pez douar a apparchant d’an oll hac a ell peb-hini labourat. Arabat eo c’hoantat tout evidomp. An hini a fell dezàn dastum tout, a echu e-unan dre goll tout. Clasq hon revin honunan eo o tont d’en em chagrina deus afferaou mad ar re-all. An amzer a implijomp d’o c’hontrolla, a zo qementse collet evit hon afferaou hon-unan ; hac ar boan a guemeromp evit se, a so un domach d’hon yec’hed. Ne zeus qet a anvius pinvidiq na yac’h aoüalc’h, nac a vev calz a vloaveziou. An anvi a so ul lim a uz assambles ar c’horf hac an ene.

Ma noc’h eus nemet an dra-se da gonta dìn, eme Neuder, gant ur grimaçou ridicul, grit dìn ar blijadur da vont da ober hoc’h afferaou gant Rannou, rac scuis oun gant ho sermon. Douçic, douçic, eme Simon, mont a ràn ; n’en em fachit qet, Neuder : desolet bras oun eus ho quelet qer clàn.

Ar c’hlénved so re avancet, eme Simon gant ton un doctor pehini a gondaon ur c’hlanvour ; re avancet eo ar c’hlenved, ha cetu aze un den collet hep nep moyen.