Mont d’an endalc’had

Simon a Vontroulez/Chabistr XX

Eus Wikimammenn
Laurent de Jussieu
Simon a Vontroulez pe ar marc’hadour mercer
troet gant Aleksandr Ledan.
A. Ledan, 1834  (p. 87-93)






CHABISTR XX.


Qentelliou mad roet gant Simon a Vontroulez d’ar re a gred e tistro ar re varo er bed.


Ne chomjomp nemet un devez e Bourbriac, hac e qemerjomp hent Louargat. En hentchou treus en eur gavjomp, pa voemp surprenet gant an nôs. Simon a Vontroulez a broposas en em arrêti en un ty a velemp ur pennadic diouzomp. En em renta a rejomp, ha Simon a scòas var an nor. — Piou so aze, eme ur vouez raouliet, pehini a zisqeuze beza hini ur vreg ancien ? — Mignonet, eme Simon : digorit deomp. — Piou oc’h ? — Marc’hadourien o tont eus ar foar, hac a c’houlen repu. — Güir eo se ? — Sellit qentoc’h dre ar prennest. An hini gôs a sellas en effet, hac a deuas da zigueri deomp.

An tyic bian-se a voa habitet gant ur paysant côs, e vreg hac o mab, pehini a elle caout etre uguent ha pemp bloaz varnuguent. — Nos vad dêc’h, va zud, eme Simon. Contant e vec’h-hu e tremenfemp an nôs en ho ty ? Aoun hon eus d’en em egari en hentchou tro-mâ. — A greiz calon, eme an hini gôs ; doare tud honest oc’h eus, hac ec’h assurit ac’hanomp un nebeud er moment-mâ. — Penaus ! rassuri ac’hanoc’h a reomp ? — Oh ! ia ; mes aoun aoüalc’h ho pezo evidoc’h oc’h-unan, m’en assur dêc’h. — Petra fell dêc’h lavarat gant se ? — Guelet a reot… — Mes anfin, petra eta c’hoas ? Hac én a vez laeron dre ar vrô ? — Ah ! bien ia, laeron ! Goassoc’h eguet laeron, m’en assur. — Lavarit eta deomp petra eo. — Ato, autrou, eme an hini gôs, ene an autrou Richard !… — Pa glêvas Simon a Vontroulez an dra-se, e tirollas ur c’hoarzaden qer bras deus e gorzaillen, qen a ranqe delc’hel e gof bras gant e zaou zorn, evit miret da gueza. An dud paour-se, pere n’o devoa nep c’hoant da ober qement all, a voe spontet o velet Simon o sailla evel un dremedal, hac e voent var ar poent da gredi e voa côf bras Simon a voa ive ene an autrou Richard, a deue d’o goapât. N’ho pezit neb aoun, emedòn-me ; n’ho pezit neb aoun : guelet a rit ervad n’en deus qet ar fêçon dious un ene. Mes, expliqit eta deomp petra eo an hini eus a behini oc’h eus comzet deomp. — Me ya d’en lavaret dêc’h. Beza voa amâ tost ur bourc’his hanvet an autrou Richard, hac a rê calz a vad d’an oll beorien. Bremâ e zeus daou vloaz, pa varvas, e voe un desolation general tro vardro. Un enterramant gaer a voe grêt gantàn, hac an oll amezeyen o deveus laqet lavaret offerennou evitàn. Mes ni so qen paour, n’hon eus qet ellet laqat lavarat nicun, hac e zomp chagrinet bras gant se. Na bossedomp nemet un tamic douar hac ar jardinic oc’h eus guelet en eur antren amâ. Mes gouscoude hor bije guelloc’h grêt en eur laqat lavarat un oferen evit an autrou Richard, pehini en deus grêt qement all a vad deomp. E ene a so fachet ouzomp, rac abaoue m’hon eus grêt hon eaust, e teu bemnos da zorna hon bed, hac e cass gantàn muia ma ell, evit rei d’ar beorien.

Simon a Vontroulez a voa en trein da farçal hac a gontinue da c’hoarzin, peguement benac e tisplije se calz d’an dud qèz-se. Gouscoude e lavaras dezo : ma carjec’h beza êt da gonsulti ho person, en devije tennet an traou-se dious ho penn, dre an aviaou mad en devije roet dêc’h. Mes penaus ec’h ellit-hu gouzout e zeo ene an autrou Richard a deu da guerc’hat hoc’h hed ? — Penaus er gouzomp ! Petra ? ne glêvomp-ni qet anezàn bemnos o torna ? Hac ouspen se, comzet en deus ouzomp : lavaret en deus deomp ar pez hon eus contet dêc’h. — Ah! va zud qêz ; hac oc’h eus ar vadelez d’er c’hredi var e c’her ! Penaus-ta ! Al lüe bras-se a n’en deus qet credet tostat outàn, evit en em assuri demeus ar virionez ? — Ah ben ia ! eme ar pot sot, evit beza paqet gant an ene etouez an hed, ha casset gantàn var e chouq ! nan, nan ; n’on qet qen diot-se. — Arça, eme Simon, collet oc’h eus-hu eta oll ho speret, evit credi e tistro an dud varo ? Ar pez a guemerit evit un ene, n’en deo nemet ul laer, pehini a gont var ho poltronerez, pa gred dont da zorna hoc’h bed bete dindan ho fri. — Var hon poltronerez a lavarit-hu ? Eh ben ia c’hoas ! Oh ! neo qet ni hepqen ar poltronet, ar pez so a vad ; rac Maze, hon amezeg, da behini hon eus comzet eus a se, n’en deus biscoas credet dont da dremen an nôs amàn ganeomp, evit en em assuri eus a se. — Ah ! hoc’h amezec en deus refuset dont da dremen an nôs ganêc’h ! Sellaouit : C’houi eteur paria e zeo én a zorn an hed ! — Bah ! lavarat a ràn dêc’h c’hoas penaus e zeo ene an A. Richard. — Ah ! jarnigoa, c’hoas ur vech, n’en doc’h nemet pennou foll, o credi e tistro an dud maro. Beza oc’h eus-hu ur fusuill en ho ty ? — Ia. — Mad ; roit din anezàn, hac e voezimp hep dale petra eo an dra-se.

Simon a Vontroulez a garg ar fusuill, hac e zeomp hon daou d’en em goach e corn an ty, epad ma crene hon hostisien, ha ma credent e zemp da veza lounqet. Vardro unnec heur e veljomp un den o tostat, hac en affublet eus ur rochet var e zillat, hac ur bonet bras a baper var e benn. Distaga eure ur valan benac eus ar bern, o arrenji a ra var al leur, hac e commanç evit güir da zorna. En instant m’en devoe troet e guein eus hor c’hostez, e tostajomp sioulic outàn. Simon a leusqas e denn fusuill en ear. An ene, spouronet oll, a leusqas ur griaden, hac a guezas var al leur evel ur zac’had loayou, marvoc’h eguet beo. Sailla rejomp varnezàn ; cregui a rejom ferm e collier rochet al lapin, qentoc’h eguet e lezel da sortial eus e spont, hac en trainjomp d’an ty. Dalit, eme Simon : cetu aze an ene a deue da laeres hoc’h hed, hac a gren c’hoas muioc’h eguedoc’h. — Ah! jarnidiaoul, sell : an amezec Maze eo, pe vìn manac’h ! — En e-unan, eme Simon. Eh bien ! petra em boa-me lavaret dêc’h ? Credi a reot-hu er seurt traou-se ?… Ha te, lanchore bras, ma pije bet grêt, pemzec deiz so, ar pez e zoun o paouez ober, e pije tout an hed en deus laeret ar c’hoqin-ma dêc’h. Cetu aze petra eo ar supertition hac ar boltronerez. Ar supertition a rent dall, hac ar boltronerez a rent seyet. Neo qet eus ar re varo e tleer en em disfia ; mes deus ar re veo eo. It betec ar but da velet ar pez a spont ac’hanoc’h, ha cazi bepret e c’hoarzot oc’h-unan eus ho spont.

Selaouit, eme Simon : Bremâ so meur a vloavez e clêvet un teuz hac a rede an nôs dre K… Goloet e voa oll a vlêo, adalec e benn betec e dreid ; ul lost hir en devoa, ha qerniel spontus var e benn. Er stat-se e treine chadennou var e lerc’h. Un nosvez gouscoude, en em dastumas pautret hardi hac armet mad, hac ec’h ejont d’e zeport. Vardro anter-nôs e clêvjot trous ar chadennou o tostât, ha diouc’h-tu va fautret a saillas varnezàn. An teuz paour a grie misericord ; mes tennet e voe digantàn ar c’hroc’hen eugen a c’holoe anezàn, hac hep truez outàn en devoe ur zêad hac e voe frottet qen mad e borpant, qen a voe yac’het da viqen eus ar c’hoant da c’hoari teuz. Anavezet mad emeus an horistal-se.

Evidoc’h-hu, amezec Maze, ma noc’h eus qet c’hoant da veza laqet etre daouarn ar justiç, e rentot, varc’hoas hep faut, an oll hed oc’h eus laeret, hac eiz scoet en arc’hant, evit ma ello an dud paour-ma laqat lavarat oferennou gant o mad-oberour. Meritout a rit ar bunition-se, e peb fêçon, dreist oll evit beza bet implijet d’hoc’h action fall, memor un den a so maro. Sonjit ervad e zeo ur c’hrim mancout a respet d’an anaon.

An amezec Maze a c’houlennas graç, hac a bromettas ar pez a c’houlennet outàn. E gass a rejomp quitt, hac én leun a vez hac a gonfusion, ha peb-hini a yas tranqilamant da gousqet betec ar mintin.

Goude beza dijuniet ha c’hoarzet divar goust ar paour qèz Maze Simon a recommandas ivez d’hon hostisien nonpas credi nac e pautr e voutou coad, nac e cariguet an ancou, nac er ganneres nôs, nac er buguel nôs, nac er seurt traou sot evelse, haq er prometjont.

Trugarecat a rejomp hon hostisien, hac en em leqejomp en hent.