Mont d’an endalc’had

Simon a Vontroulez/Histor Jannedic an Traon

Eus Wikimammenn
Laurent de Jussieu
Simon a Vontroulez pe ar marc’hadour mercer
troet gant Aleksandr Ledan.
A. Ledan, 1834  (p. 49-52)



HISTOR JANNEDIG AN TRAON.


Jannedic an Traon, eme Simon a Vontroulez a voa ur plac’h ar c’hoanta, evel a ouzoc'h ; mes maleurusamant nemet re n’er gouie, ha dreist oll e carrie calz re ma vije er lavaret dezi. Ne devoa nep devotion, ha na frecante an ilisou nemet pa ne allie ober autramant. He occupation, hed ar sizun, a oa da sonjal peseurt dillat brao a laqaje d'ar sul, evit redec d’an dançou. Aoun bras e devoa da zuât he c’hroc’hen pe da galedi he daouarn ; evelse na garrie labourat nac er parc nac en he zy. An nebeudic a labour a forcet anezi da ober, a voa gret fall ; rac el lec'h ober attantion, ne rê nemet sonjal er c’homplimanchou e devoa recevet ous abers an dud yaouanq. He brassa c’hoant a voa da vont d’an Naonet, rac clêvet e devoa lavaret en em amuset calz eno, hac e sonje e convene muioc’h dezi ur guær gaer eguet ur bourqic. Na cesse da dourmanti he mam var guementse ; mes an hini gôs pehini a vouie ervad an oll dangeriou e devije risqet he merc’h eno, na gonsante qet. Gouscoude, dre na vouie mui petra da ober eus ar pennic scanv-se, ar vam baour en em decidas anfin da lezel he merc’h da vont d’an Naonet, da un ty da behini e voe adresset gant an antrou Person ; gant recommandation da evessa varnezi muia ma vije possubl. An autrou Person a roas da Jannedic, qent partial, an oll avisou mad evit en em gundui en hent ar vertuz ; mes qementse collet e voe ; ar pennic avelet na selaou netra, ha na sonje nemet er blijadur da veza en ur guæw gaer. Ah ! paoures qêz Jannedic !… Erruout a ra ; placet eo e qalite a blac’h dindan bugale. Ar valeuruses na entente netra en he dever : lezel a rê anezo da grial, na rê nep attantion pa bignent var ar gadoriou, a belec’h ec'h ellent coeza hac en em vlessa. Ne devoa nep soign d’o goalc’hi ha d’o delc’hel propr. Evel en e bourg, Jannedic n’en em occupe bepret nemet diouti e-unan. Qerqent ha ma antree eure benac e ty e mestrez, Jannedic a zirede d’en em disqeus dezo. Mes hep dale e devoe ar maleur da selaou un autrou yaouanq, hac e teuas da veza arrogant bras eus an domestiqet all. Qemer a eure memes fêçonniou impertinant dirac e mestrez, pehini dija, meur a vech, e devoa e c’havet meurbed insolant.

Anfin, un devez e pehini e devoa casset ganti ar vugale da bourmen, var qæ ar Fôs, e lezas anezo evit chom da gonta cojou gant un den yaouanq. Qerqent e clêvjot crial : Forç ! sicour ! Ur buguel zo cuezet er rivier !… Jannedic, spouronet oll, a guezas semplet. Eurusamant un den o tremen a saillas en dour, hac a savetâs ar buguelic, a sonjet a voa beuzet.

Me ho lèz da sonjal penaus e voe recevet Jannedic gant mam ar buguel ! Laqet e voe er mès an ty ractal, ha cetu-hi na voar pelec’h mont, hep souten, hep recommandation evit en em blaci. Peadra voa da sonjal ; mes Jannedic hac hi voa capabl da sonjal e netra a fur ? « Ne fell dìn mui, emezi, beza plac’h da vugale ; re fatigus ha re genant eo an dra-se. Me fell dìn en em blaci e qalite a blac’h a gampr en un ty bras benac ; se afat so ur plaç brao ! Guelet e meus plac’het a gambr qer brao guisqet eguet o itronezet, ha me certenamant a vezo coantoc’h eguet va mestrez. Na ouzon da biou en em adressi ; mes neus fors ; mont a ràn da bedi d’am annonci er bultin. » Caout a eure ur plaç e qalite a blac’h a gampr ; mes allas ! e ty un itron nebeut respectabl, hac e pelec’h ne devoe dirac he daoulagad nemet exemplou fall, pere a echuas d’e c’holl.

Ne fell qet dìn, merc’het yaouanq honest, conta dêc’h en detaill ar rest eus a histor Jannedic. Ar recit-se ho laqafe da grena, hac ho tiouscouarn ne dint qet grêt evit clêvet seurt horreuriou. Aoüalc’h e zeo dêc'h gouzout e zeo sortiet eus an ty debordet-se, e pehini e devoa bet ar maleur da antren, collet a reputation, hac e zeo en em livret da ur vicher iffam hac an horrupla. Epad ur certen amzer e credas esperi gallout beza eurus evelse e creiz ar viç ; mes dorn Doue a voa prest d’he sqei. Souden he oll charmou a so goezvet ; ar c’hlénvejou hac ar vizer e c’hemer evel ur preiz da zevori. Echu eo oll eviti ; nep ressourç : ar remors, ar vez, ar souffrançou, ar spont, so oll ar pez a chom ganti ! Ne gredàn qet ; nan, ne gredàn qet despeigni dêc’h ar stat eüzus e pehini e meus bet cavet ar valeuruses-se, drouc-livet oll, treutêt, dishevelebet, o c’houlen gant truez ur c’hinaouadic vara evit souten he buez disprisabl !… Ar valeuruses anfin ne deus mui nemet ur reqet da formi, un diveza esperanç da goncev : caout ur c’hoignic da renta he huanaden diveza en un hospital destinet da receo ar merc’hed debordet !… »

Quement a voa o selaou an histor-mâ, a vire ur silanç trist, hac an daelou a ziruille deus o daoulagad. Ar plac’h yaouanq pehini e devoa comzet da guenta eus a Jannedic, a lavaras erfin : Ah ! paourez-qèz Jannedic ! Cetu aze eta ar pez so caus ne zeus mui clêvet comz eus anezi. Ret eo demp miret da lavaret netra eus a se d’he mam baour. Gouall maleurus eo ; mes guelloc’h eo c’hoas dezi credi e zeo maro he merc’h, eguet gouzout e peseurt stat horrubl e màn.

Sellit, va bugale guèz, eme Simon a Vontroulez ; sellit an differanç so, evit ar boneur, etre ur gundu honest ha labourus, hac ur gundu dibarfet ha dissipet ! Sellit c’hoas peseurt avantach deplorabl eo ar goantiri, pa zalc’her re a bris dezi ! Caerdet ar visach ne deus talvoudeguez nemet pa zeo imach caerdet an ene. Bezit sonch atao eus a histor Jacqettic, ha sonjit alies en hini Jannedic.


————