Mont d’an endalc’had

Simon a Vontroulez/Histor Jacqettic Kerbabu

Eus Wikimammenn
Laurent de Jussieu
Simon a Vontroulez pe ar marc’hadour mercer
troet gant Aleksandr Ledan.
A. Ledan, 1834  (p. 46-49)



HISTOR JACQETTIC ꝂBABU


Gouzout a rit oll, eme Simon a Vontroulez, penaus Jacqettic Ꝃbabu a voa ur plac’h honest, a voa coant, ha ne devoa nep pretantion, mes calz a furnez, a zevotion, hac a attachamant evit al labour. Evelse, pa bartias evit an Naonet, he brassa c’hoant a voe da labourat guella ma elje, evit gounit arc’hant, ha gallout soulagi he zad, pehini a voa côs hac infirm. En eur erruout er guær gaer-se, en em bresantas en un ty e pehini e voa bet recommandet gant Mêr ar gommun-mâ, hac ouspen-se, ec’h elle disqeuz un testeni mad digant an autrou Person. Recevet mad e voe, var ar seurt rapportjou, da guenta evit goualc’hi ar vesseliou hac ober al labouriou gros eus an ty. Jacqettic ne voa na fier na feneantes, hac a rê hep murmuri qement tra a gommande memes an domistiqet all dezi, ar pez a reas d’an oll e c’haret. Dre m’e devoa c’hoant bras da zisqi ober ar gueguin, e pedas qeguiner an ty da gaout ar vadelez da zisqi dezi penaus en em guemer, ha da rei dezi un instruction benac var e vicher. Ar c’heguiner a voe contant bras eus a se, hac e nebeut aoüalc’h a amzer, Jacqettic a deuas da veza ur gueguinerez vad. Qement se a so facil, gant nebeut a volonte vad. Jacqettic a voa fur ; cuntinui a rê da ober e dever a gristenes, evel a voa dleet, ha person ar barres a anavezas mad anezi.

P’en en em santas capabl da occup ur plaç diessoc’h, mes avantajussoc’h, a yas da gaout e mestrez, hac e lavaras dezi : Itron, anaoudec mad oun eus ar vadelez oc’h eus bet d’am receo en ho ty ; deoc’h emeus an obligation da c’houzout ober un dra benac, ha da veza en etat da c’hounit va buez. Me garfe nonpas ho quittât ; mes va zad a zo côs hac en deus ezom e zicourfen anezàn, hac e zeo ret dìn labourat evitàn. Bremâ ec’h ellàn beza placet evit qeguinerez en un ty disterroc’h eguet hoc’h hini : beza e vec’h-hu c’hoas mad aoüalc’h evit va recommandi d’ar re o devezo c’hoant d’am c’hemer ? N’en deo qet falvezet dìn clasq ur plaç all, arauc beza goulennet va c’honge diganêc’h.

An Itron a voe meurbet contant eus ar santimanchou mad-se a Jacqettic ; prometi a reas recommandi anezi, hac e miret en he zy, qen e devije cavet ur plaç mad dezi. Jacqettic a yas da velet ar Person evit goulen e brotection digantàn. Hoguen diguezout a reas justamant un itron gôs pehini e devoa ezom ur gouarnerez, hac evel ma anaveze ar person Jacqettic, e sonjas na elle qet ober vell, eguet e flaci en he zy, ha cetu hi deut qenta qeguinerez. He mestrez so contant bras diouti, e pep fêçon. Gounit a ra arc’hant aoüalc’h ; ha ma na devije qet bet ar maleur da goll e zad, evel a ouzoc’h, ec’h alfe ervad e renta eurus bremâ. Sonjit ivez penaus an itron gôs, hep douet, na ancounac’hayo qet anezi en e zestamant ; mes Jacqettic e deus ur galon re vad evit sonjal soqen en se, hac evit ober ur seurt calcul. »

Hac ar ar baourez qèz Jannedic ? eme ur plac’h yaouanq ; peguent coant, peguen êmabl e voa hi ! A betra e zeo-hi deut ive ?

Ah ! eme Simon, en eur hija e benn, se eo ar pez e zeomp da c'houzout.