Mont d’an endalc’had

Simon a Vontroulez/Reglamant a Furnez

Eus Wikimammenn
Laurent de Jussieu
Simon a Vontroulez pe ar marc’hadour mercer
troet gant Aleksandr Ledan.
A. Ledan, 1834  (p. 277-279)






REGLAMANT


A FURNEZ.


————


Rentit oll d’ho Crouer qementso ret renta,
Examinit arauc antrepreni netra ;
Na zarempredit qet nemet tud vertuzus,
Na estimit qet re ho talanchou eurus ;
En em rentit bepret da rêsoniou re-all,
Ha dilezit ho re, mar prouver e zint fall ;
Grit attantion vad ouzoc’h pa vez comzet,
Ha na affectit qet da gaout calz a speret ;
Ka antretenit den en tuont eus e stat,
Hac en ho preposiou bezit leal ha mad ;
Dalc’hit bepret d’ho qer evel un den guirion,
Na brometit james evel tud dirêson ;
Bezit servichus, fur, gracius, douç, affabl,
Eus a ziguemer vad, laouen ha favorabl ;
Hep beza familier ; bezit un êr êzet,
Na zecidit netra qen ho po er poezet ;
Carit hep interest, pardonit hep sempltet,
Sujit d’ar re buissant, hep lausqentez ebet ;

Clasqit gounit gant soign carantez peb-unan,
Tec’hit ous peb proces, sourcen eus a vil boan ;
N’en em informit qet ous afferaou re-all,
Ha tavit var ho re, pe int so mad pe fall ;
Qemerit a c’hraç vad ha gant anaoudeguez,
Ha mar recompansit, grit-én gant larguentez ;
Neus cas e pez seurt stat ec’h alfec’h en em gaout,
Na deuit qet james d’en em dishanaout ;
Bezit atao truez ous maleur ho nessa,
Supportit e zefaut, bezit mignon dezâ ;
Bezit trec’h d’ar chagrin, mar er santit biqen,
Ha n’er laqit james da gueza var nep den ;
Elec’h ma vez drouc-ranç laqit ar peoc’h bepret,
N’en em venjit nemet dre vad-ober barfet ;
Reprenit hep c’hoervder, meulit hep flatterèz,
C’hoarzit modestamant, souffrit ar farcerès ;
Estimit pep-hini ebars en e vicher,
Na voapait netra dre bompad divoder ;
Na reprochit james ar vad ho pezo grêt,
Ha laqit-e atao e renq an traou secret ;
Diarauguit ezom ur mignon maleurus,
Hep beza re brodig, bezit mad, generus ;
Moderit hoc’h humor qerqent m’en em bresant,
Ha na gomzit qet fall demeus ar re absant ;
Na vezit qet ingrat ha bevit hep tamal,
Hac ebars ho jeuyou bezit atao leal ;

Sonjit ha comzit mad, na dromplit den ebet,
Bet contant eus ar pez a vezo dêc’h roet ;
Na voal-drêtit james ho paour-qeaz dleour,
Bezit just, serviabl, memes d’hoc’h adversour ;
Da voneur ho nessa anvi na zouguit qet,
Ha tavit var ar pez a vo dêc’h confiet ;
N’en em vantit james, mirit mad ho secret,
Bezit Doue da sqüer, hac e viot parfet.