Mont d’an endalc’had

Simon a Vontroulez/Religion Simon a Vontroulez

Eus Wikimammenn
Laurent de Jussieu
Simon a Vontroulez pe ar marc’hadour mercer
troet gant Aleksandr Ledan.
A. Ledan, 1834  (p. 262-272)






RELIGION


Simon a Vontroulez.


————


Contet emeus, en ur scrit all, penaus un deiz en em laqis em penn da acquisita ur vertuz benac, ha da gombati ennòn an dispositionou fachus am boa digasset ganén er bed, ebars va faour-qéz paqadic humen. Credi mad a ràn beza ivez lavaret penaus an antreprenanç-se, pehini a seblantas dìn dabord qen simpl ha qen facil, na zaleas qet da bresanti dìn un a nombr bras a zifficulteou da here ne voan qet en em c’hortoset. Ret eo dìn explica hirio penaus e meus allet parveni, ma ne deo qet d’e digass d’e foent, da viana da berseveri enni, ha da nonpas en em digouraji.

Gouzout a reot dabord en devoa elevet va zad ac’hanon en christen mad, ha memes, herves ar sònjeson en devoa bet da ober ur bêleg diouzòn, ne voa qet en em dalc’het soqen d’an instructionou simpl eus ar religion a recev ar vugale. Gant sicour an den venerabl ha caret mad an A. abat Ar R…, d’an ampoent-se chaloni en ilis an Itron Varia ar Vur, e Montroulez, pehini en devoe memes ar vadelez da zont d’am c’houlen digant va zad, en devoa laqet va instrui un nebeud muioc’h e fond eus a zoctrin ar feiz ; hac e vijen bet memes capabl, e câs a ezom , da rêsoni var meur a boent eus an theologi.

Gouscoude, accustumet abaoue va c’henta bugaleach d’ar praticou eus ar religion, hac o veza bet commancet da studia en un oad e pehini ne sònjer qet a barfetet, hac e pehini ivez ar memor a ra muioc’h a labour eguet na ra ar rêson, em boa disqet va c’hatekis hac al levriou santel, evel ma em bije qemeret qentelliou all ; ramplisset em boa ar fonction a golistr, evel m’am bije grêt peb tra all ; mont a ren d’an ilis reizamant, en em acquitta a ren mad eus va oll deveriou a gristen ; mes, ret eo dìn avoui e voa realamant va devotion un habitud calz muioc’h eguet ur santimant eus a voeled va c’halon.

An instruction hac an habitud-se, gouscoude, ne voent qet traou vean hac inutil, evel e zit d’e velet.

O veza bet qemeret ar resolution da voellât va stat, hac o caout, eus a ur peurs, o devoa poan o qemer grizien em c’halon certen vertuziou transplantet enni a nevez ; eus a ur peurs all, e zoa rebel d’am effortchou certen defautou ha certen youlou bian, ha pere a antree bepret ennòn dre un nor benac, pa chasseen anezo dre un all ; en eur anavezout anfin e zoa nebeut eus va nerz va-unan evit chom trec’hour en ur seurt gourren, en em avisis da c’houlen diouzìn va-unan e pelec’h ec’h aljen cavout un asistanç puissantoc’h.

Ebars en eur moment e pehini e voan cazi digourajet eo, en em adressis dìn va-unan ar guestion-se ; ha va sell a reas ar respont ous en em sevel varzu an ên. Seblantout a reas dìn e tisqenne neuze en diabars eus va ene ur saezen eus an nec’h, hac a sclerijenne qerqent anezàn. « Ia, a griis-me, demeus a voeled va c’halon, en ên eo emedi ar güir nerz ; Doue eo hepqen en dispanç ; ebars er religion eo hepqen ec’h ell ur c’hristen e gaout ; gant an nerz-se eo hepqen e parvener da drec’hel e adversourien ha da driomphi diouzomp hon-unan. »

Neuze qement a voa oll tremenet en em represantas ractal d’am speret, hac er guelis sclêrigennet demeus a ur sclerder nevez. En eur digass dìn da sonch deus ar pez am boa disqet, en em estonis da nonpas beza bet er santet c’hoas guelloc’h, da nonpas beza guelet qement tra oll a zisoloen en instant, da veza douguet qement all a yenien hac a lezireguez d’an actou-se a religion pere a vezur buez an ene. Dre ma teuen da sònjal buan en traou-se oll, va speret a sclêrae, mui-ouc’h-mui, ha va c’halon en em gargue eus a un esmae, pehini a ellan gant güirionez henvel santel. Seblantout a rê dìn e voan hepqen o paoues disqi da anavezout Doue. Treantet, touchet, scòet en ur memes amzer, en em dennis, hep sònjal, varzu an Ilis ; antren a ris enni, en em brosterni a ris, ha va ene, evit ar c’henta guech, a reas pignat varzu Doue actionou a c’hraç, hac ur beden realamant sortiet eus a fonç va c’halon.

Adalec an devez-se, va mignonet, va devotion ne voe mui un habitud yen ha vean hepqen. An admiration, an anaoudeguez hac ar garantez a voa antreet em c’halon. Comprenet em boa anfin ar religion oll buissant-se, sourcen eternel demeus an nerz ar muia güirion, demeus ar preciussa esperanç, ha demeus an douça consolationou. Douguen a ris neuze dispositionou nevez da accomplissamant va deveriou a zevotion : ne voa mui hepqen va c’horf a gunduen hep nep sonch d’an ilis ; ne voa mui va guenou hepqen a gane meulodiou da Zoue, pe a varmote pedennou hep nep attantion ; ne voa mui d’am diouscouarn hepqen en em adresse ar c’homzou divin : va ene a voa eno, selaou a rê, pedi a rê, glorifia a rê.

Adalec ar moment se ivez, an nerz na vanqas mui dìn evit combati a enep va goal inclinationou, hac evit en em avanci en hent ar güir vad. Ma n’en deveus qet Doue permetet e vijen eat qen pell evel am bije desiret, na dleàn qet nebeutoc’h a c’hraçou dezan evit beza va sicouret, qen alies guech evel ma emeus imploret e visericord, da zont da veza un draic benac nebeutoc’h indign demeus e vadelez.

Ar mad-ober-se a so bras, va mignonet ; mes n’en deo qet én an hini hepqen a meus cavet en asgre va religion. Evelse, penetret eus a buissanç Doue, ec’h anavezis da bep cammed an tresçou hac an testeniou. Qement tra oll a rën en em gaera d’am daoulagad dre ar gontemplation burzudus-se : adalec an derven betec ar yeotennic ; adalec an eugen nerzus pehini a labour hon douarou, betec an amprevanic en em goach dindan ar sec’hic ; adalec ar sparfel a nich gant majeste ebars en huella demeus an ear, betec ar venanennic pehini en em ruill var ar guinizou dû ; adalec goaguen ar môr bras, betec an drouzic sioul eus ar voazic disterra ; adalec ar stered a luguern er firmamant, betec ar preònic a leusq en devaligen un tamic sclerder a netra ; adalec ar menez brassa, betec ar c’hreunennic sabl a ruill var bord an aod, e velen oll ous en em unani da c’hlorifia Doue, da attesti e buissanç hac e furnes, ha va c’halon en em unan gant ur blijadur infinit d’an hymn-se eus a garantez, d’ar c’honcert eternel-se eus a veuleudiguez, pehini a form hep cess an oll grouidiguez.

Mes e creiz ar ravissamant hac ar boneur-se, Doue a falvezas dezàn, hep douet, va eprouvi, hac a c’houlennas diganén an tribut a affliction pehini a dle an oll da baea. Va zad a varvas. E glénved hir ha poannius, epad pehini na achapas digantàn nep clêm, nep murmur, a reas dìn guelet penaus ar gonfianç en Doue a inspir d’an den just ar baciantet evit souffr, an esperanç hac ar resination evit mervel. E varo, pehini a voe evidòn ar c’henta maleur, a roas dìn c’hoas ur guentel all : disqi a eure dìn e zeus poanniou a ene, a bere ne zeus nemet ar religion hepqen a ell dont da zouçât. Ah ! penaus e vez possubl supporti ar c’holl eus ar pez hon eus ar muia qer, ma na elfemp qet en em lavarat deomp hon-unan : En em gaout a rimp en eur bed all guelloc’h ? Esperanç consolant ! An diveza qimyad n’en deo qet eta eternel, hac al liamou en deveus Doue santifiet en draouyen-mâ, n’en dint qet torret evit james !

D’ar c’houlz-se e voa c’hoas chommet em speret un tresç benac eus ar gontadennou dirêzon-se pere a glêven goechal tud indiscret hac ignorant o conta. Hep credi absolumant en apparitionou hac en teuziou, ne voan qet exant eus a ur certen disposition supertitius. hac a voe difunet ur moment ennòn, dre an effet eus a varo va zad. Gouscoude, pell da inspira dìn nep aoun, ar sònjeson-se a voe meurbet agreabl dìn, hac em bije desiret e vije en em disqeuzet speç va zad d’am daoulagad ; rac n’em boa nep aoun dious e bresanç, na allien esperout nemet e venidiction, ha ma vije deut evit va c’hlasq ha d’am c’hass gantàn, em bije bet muioc’h a joa eguet a spont. Un nôsvez e chommis cousqet, va speret carguet oll eus ar sqeudennou-se ; vardro anternôs e voen difunet en un tol count, hac en eur digueri va daoulagad, e credis guelet, demeus sclêrijen al loar, figur va zad, goloet gant ul lincel venn, hac ous en em delc’hel en e za var hed tri bas demeus va guele. Sailla a ris ractal var leur ar gampr, en eur leusqel ur griaden a joa ; mes a boan e voen va-unan em za, na appercevis mui netra. Allon, a lavaris diouzìn va-unan, n’en deo an dra-ma nemet e ur fals-apparanç eus va speret troublet. Neuze, mezus ha qeuzeudiqêt eus ur sempldet pehini a gaven coupabl, en em strinqis d’an daoulin dirac va guele, hac e criis eus a fonç va c’halon : O va Doue ! pardonit un desir hac un esperanç impi. Nan, an ene a so distroet en hoc’h asgre, n’en em bella mui evit dont a nevez var ar bed-mâ eus a vizer. Deomp-ni eo da êchui hon exil, evit gallout mont ivez d’en em unissa dêc’h ha d’ar re o deus hon c’huittêt. En anavezout a ràn, ô va Doue ! n’en deo roet da zen marvel ebet da benetri dre hent ar sqiantchou ebars secrejou ur vuez all ; ne zeus nicun en devez ar pouvoar da lenn en amzer da zont na da gonjuri ar sperejou pe an elemanchou ; rac c’houi eo hepqen a zalc’h en ho torn an amzer hac an eternite ; c’houi hepqen eo a gommand d’an oll, dec’h-hu eo hepqen ec’h apparchant ar buissanç dreist-natur. Ho madelez e deveus disqet deomp ar pez a dleer da gredi, ha ne zeus a virionez nemet en ho comz divin.

Ar circonstanç pehini e zoun o paouez rapporti, a êchuas da sclerijenna ha da grénvât va rêson a enep credanç distro an anaon, ar sorcerien, hac an unvreou. Evelse eo e teuas ar religion da effaci deus va speret betec an disterra tresç a supertition ; rac ar supertition, pehini na vev nemet eus a spont hac a eus a erroliou, na ell qet bale gant ar religion, pehini so esperanç ha güirionez oll. Ne zeus nemet an den impi, an den mechant, a grën hep cess, a vel dre oll sinou spontus ha gourdrouzus, pe a glasq ur voyen er gredennou insancet. An den devot ha just na laqa e feiz nemet en Doue, ha na blass e refuch nemet ennàn.

Ah ! piou n’en deveus qet eprouvet an ezom eus ar feiz hac eus ar refuch-se ? Piou eo ar c’hrouadur humen, nemet disec’het ha pervertisset vez e ene, n’en deo en em santet biscoas presset d’en em brosterni dirac an Autor eus a bep tra oll ? Piou eo, adalec ar buguelic a antren er vuez betec an den ancien a so tost d’ar bez, piou eo an hini n’en deveus qet a c’hraçou da renta evit ar madou a so prometet dezàn, pe evit ar re ous a bere en deveus epuiset ar jouissanç ? Hac adalec an artisan paour hac humbl betec ar roue puissant encernet a bompou vean hac eus a ur vajeste a un devez, piou eo an den marvel n’en deus netra da c’houlen ous Doue, eus a behini ar buissanç a ell souten an oll infirmiteou, ha brousta an oll buissançou ? Oh ! peguement e clêmàn an hini ne voar qet adori ha pedi ! Mar deo eürus, e zeo eta un ingrat ! Mar souffr, mar pouez an anqen hac ar vizer varnezàn, n’en deus eta na consolation nac esperanç ! Mar deo coupabl, mar tispen ar remors e galon, na vel qet eta ar pardon goude ar c’heuz ! Peden santel ! nac a vad ac’h eus grêt dìn ! Rac, den oun, had e meus paeet evel un all va dle a sempladurez hac a drubuillou d’an humanite. Mes pa meus pedet diouc’h ar mintin, ez oun bet guelloc’h ha crénvoc’h epad an deiz ; pa meus pedet diouc’h an nôs, e meus reposet tranqilloc’h epad an nôs ; pa en deveus ar boneur c’hoarzet ouzìn, ez oun bet laouennoc’h goude beza pedet ; pa zeo deut an affliction d’am bisita, e zeo ar beden e deus roet dìn ar pouvoar da souffr gant fermder, hac e deus gret dìn esperi gant confianç. O va mignonet ! credit ac’hanòn : neus forç petra eo ho condition, pedit ; rac ar beden a so ur bouclier a enep an tentationou, ur bom hac a gleizenna ar gouliou, un dorn invisibl pehini a zouten an hini a vrancel, ur vrec’h sicourus, astennet etrezec an hini so cuezet. Beza e zeus enni un dra benac a douchant hac a imposant er memes amzer. Me zisfi ar speret scànva hac ar muia vean, da nonpas santout teneridiguez ha veneration d’ar guel eus an innoçanç pe deus ar c’heuz en peden. Me zisfi d’ar speret crén ar robusta da nonpas en em santout touchet bete fonç e galon, o velet ar foul prosternet dirac Doue ebars en un ilis. Me zisfi an impi an divergonta da nonpas respecti ar bêleg astennet e zorn evit binniga un oll bobl daoulinet.

Ar beden, va mignonet, a grénva ar feiz, a enaou an esperanç, hac a antretien ar charite ; an teir vertuz qenta-se demeus ur c’hristen… Mes, goustadic ! santout a ràn e conven dìn en em arrêti amàn. En despet d’am studi en theologi, n’en em gredàn qet crén aoüalc’h nac habil aoüalc’h evit antrepren disqi dec’h reoliou ha güirioneou hon religion. Arabat eo da un danvadez en em avisa da felvezout cundui an tropel, rac ellout a rafe en dishentcha hac en livra d’ar bleiz ; d’ar messaer eo d’e gundui. Mes un danvadez a ell rei ar c’husuill hac an exempl da selaou ar messaer ; hac e zeo se hepqen am eus falvezet ober.

Cetu aze eta petra eo, va mignonet lennerien ; ha ma e meus bet ar boneur, dre ar pez a meus santet va-unan, d’ho laqat da veza persuadet mad e zeo ar religion ar güir zourcen demeus an oll vertuziou, e zeo hi hep mui-qen a ell rei dêc’h an nerz d’o acquisita, e zeo hi hepqen a ell ho renta eurus er vuez-mâ hac er vuez all, em bezo tizet d’am but. Ar rest na sell mui diouzìn. Dêc’h eo, danvad eveldòn, d’en em sclêrigenna e qever ho pastoret, da veza docil d’o mouez, ha da respecti ar c’haracter eus a behini hon Autrou en deveus o c’harguet. It eta da bresta ho tiouscouarn da gomz Doue, pehini e zint carguet da brezeg ; ha ra deuyo ho scouarn d’e gundui betec ho calon, rac ar gomz-se a ro ar vuez.


Simon a Vontroulez.