Mont d’an endalc’had

Simon a Vontroulez/Histor Philip

Eus Wikimammenn
Laurent de Jussieu
Simon a Vontroulez pe ar marc’hadour mercer
troet gant Aleksandr Ledan.
A. Ledan, 1834  (p. 19-21)




HISTOR PHILIP.


Philip, eme Simon a Vontroulez, a so mab d’ur boulonger honest, pehini a meus anavezet e Brest. E dad en devoa savet anezan eguis un den a fêçon, hac en e-unan en deus ur galon vad ha calz a galiteou estimapl. Mes na zeus ezom nemet eus a ur viç hepqen, evit renta inutil nombr a vertuziou. Ar paour-qêz Philip-se a brouv qementse. Goal abret e voa en em accustumet da eva hep moder, en hevelep fêçon na vije cazi james capabl da ober e labour. Enoui a rê e labour anezàn ive, rac caout a rê muioc’h a blijadur oc’h eva ur verennad vin eguet o laqat toaz e gô. Gallet en devije gouscoude heuill micher e dad, ha beva gant enor ervad ; mes e voal-banchant a voa trec’h eguet nep consideration ebet, hac ouspen se, ar gonnessançou fall en devoa grêt en hostaliriou a êchuas d’en distrei deus e zeveriou.

Anfin, un devez en eur vezvas gant ur zoudard yaouanq a voa en garnison en Brest ; he-màn a gonseille Philip d’en em angagi, oc’h assuri dezàn ne voa netra preferabl d’ar vicher a zoudard ; ne voa mann da ober, emezàn, hac ec’h ellet en em divertissa adalec ar mintin betec an nos. Philip charmet o clêvet ur seurt langach, a yas qerqent d'en em angagi, hep sonjal en desolation e zê da laqat e calon e dad hac e vam. Na zaleas qet da veza punisset eus an ancounac’h a en devoe evit ar re da bere e tleye ar vuez.

Cetu én anrolet hac o vont bep mintin d’an exerciç. Ne voa qet se ar c’haera eus ar vicher, ha Philip a gommance da zantout n’en devoa qet e gamarad comzet dezàn eus a zifficulteou ar vicher. Un devez e pehini ar maleurus-màn en devoa evet eus ar mintin gant daou pe dri sujet fall eus ar regimant, en em bresantas en exerciç, en ur stat nebeut dereat. Ne oar petra a ra, hac e laqa ar re all da vancqout, rac na glêo qet ervad, trantella ra, bale ra var dreid e gamaradet. E serjant a fell dezàn e laqat da sortial eus ar renq, hac a drap en e golier. Philip na gav qet se ervad : tenna ra e sabren hac e vless ar serjant. Qerqent e zeo arrêtet ha cunduet d’ar prison ; condaonet eo d’ar maro, evit beza savet e sabren var e chef.

Ar serjant a voa un den a fêçon, hac a suplias ar c’horonal da implori madelez ar roue e faver ar maleurus Philip, hac ar roue a ziminuas ar boan ; Philip a zo hirio er galeou. Me ho lez da sonjal pebes glac’har eo se evit e dud ! Philip na voa qet grêt evit an disenor. Mes, hac én a ell den gouzout bete pe hent ec’h eller mont, p’en em lezer gouarni gant an didemperanç ? Na velàn netra dignoc’h a druez eguet un den pehini en em expos da goll e benn ha d’en em renta hanval ous an anevalet. Seblantout a ra din e zeo muioc’h da glêm eguet ur foll ; rac ar mezventi a zo ur güir follentez, hac e ve mezus bras dìn beza en em rentet foll dre va faut.

P’en devoe an tad Simon achuet da barlant. e voa un den yaouanq o voela. — Petra oc’h eus-hu eta, va buguel ? eme Simon a Vontroulez. — Hoc’h histor eo, a respontas an den yaouanq, a re dìn qeuz bras ; rac mar deo en em vezvet Jopic, e zeo me so caus, o tont d’en disfia da eva. Birviqen na vijen en em gensolet, ma viie erruet gantàn evel gant Philip. — He bien, eme Simon, credi a ràn n’en em amuzot mui da ober c’hoariou fall er guis-se. Guelet e rit penaus an distêra tra a c’hoarvez eus a guementse, e zeo d’en em ober droug ha da vont da gousqet d’ar prison.