Quelennou var labour pe gonnidegues an douar/a-bezh
Skrid a-bezh
Gonnidègues an douar zo unan deus an talvoudussa ha deus an enorussa labour an den. |
Labourage et Pastourage sont les deux mamelles du pays.
L’Agriculture est l’une des plus utiles et des plus nobles occupations de l’homme. |
Imprimyri eus à J.-B. LEFOURNIER,
Ru Vras, 86.
|
Imprimerie de J.-B. LEFOURNIER,
Grand’Rue. 86.
|
Doc’h-hu eo, va amezeien, oc’h parrez Roslohen, doc’h-hu tieien eus tro ar faou, a voestlan al léor-mâ. Evid guir, peguément a anaoudegues vad ne dléan-quet doc’h evit al lévenez a bep maré oc’h eus roed dimé, en oc’h eulia gât quement a squiant ac a foug, ar c’helennou a roomp deoc’h, dré labour ha dré gomz, meur a bloavechou zo.
Diguémeret oc’h eus ar penvillou nevez, dilézet
oc’h eus ar c’hiz côz, é oac’h boazet d’eulia, a bel-zo,
evid ober eun doaré labour squiantussoc’h, pehini a
viâna hô poan en oc’h cresqui pinvidigues an douar.
Couscoude, bez eus tud ha nellont quet anavezout
a c’hanoc’h, pa eo guir n’ho deusquet anezo bevet
en hô touez, gât péré ez oc’h tamallet d’hô nem blijout en disquiantegues ha da veza dizent gronz oc’h
ar c’helennou a zel deus a quement guellidigues. Quenderc’hel a réot da rei evid gaou ar goal tamallou
zont, en oc’h guellaad ato al labour, ha da rei quelennou talvoudus dan tieien ar c’harteriou al, péré né
zaléint quet d’och eulia var an ent mad a ziscoëzit
dezo.
An ol en deus poan ô guellet al labour pé ar
gonnidegués an douar chom eb guellad, er breiz-izel, dindan ar c’hizou côs. Losquer a reer éves ar
gonnidegues, da dud disquiant ha paour ; ar ré-mâ,
dilézet, eb beza enchet nac aliet, heuliont, abaoé
ar c’hantvédou, ar c’hizou quenta roëd gât hô
zadou côz deus an eil rum dud déguilé.
Couscoudé, en amzériou divezad mâ, ar c’houernérien zo deut da c’houzout talloudeguez ar gonnideguès, ac an dud gouiec, péré ho deus disprizet ivez, zo deut bremâ enclasq er guellad, dre hô squiant ac hô gouiegues.
Meur a leôr da zisqui ar c’hizou labour mad da guellad ar vro, a zo bet gred bremâ, dré dud a squiant ac a studi ; ha ned eoquet ebquen de scrijou é anavézont ar gonnideguès, mes en eun doaré gouiec, dré guellet ha dré lacat laboura hô-unan. Ar goassa zo, ar bretonnet nint quet crê aoualc’h en hô c’hallec evit caout el léouriou-zont, ar c’hélennou talvoudus a zo merquet eno.
Evit squigna ar c’hizou labour nevé, mad da veza diguéméret er vro, ac euliet a-vremâ é tro ar Faou, é meus c’hoanteed ta ober, evit hor gonnidéien, eul léoric var gonnidegués an douar ken ber ha ker leun a alfen. Credet em eus, evit discoueza eassoc’h dan dud eus a béré a zel ar c’hentellou-mâ, d’hô lacat é brezonnec a é gallec quenver a quenver ; bez eo eun doaré, a hendal, da squigna muioc’h-mui ar c’hallec ha d’essaat da ré var-meaz é zisqui.
- A rabat troei an douarou crè pa zint glib, nar ar ré scân pa zint seac’h.
- J. Bujault.
Eaz eo gouézout nellan quet discouëza amâ ar c’hem zo étré quement douar nemet en eun doaré da veza clevet gât an ol ; rac, fellout a ra din ispicial implijout guiriou ha discoëzadures eaz da veza clèvet frez ha buan gat an dûd divar ar meaz.
Douarou an départaman ellont beza rannet é pevar
seurt quentâ : douarou treazec, douarou priec, douarou losc pé douarou bruc ha douarou toualc’h. Er vro-mâ, neusquet a zouarou trezec hô-unan ; neus
nemet en arvor zoquen é caver douarou é péré é
zeus treaz créguen bruzunnet, mésquet a treaz querrec, digasset gât an avélou braz, a guiscadou téoc’h
pé tanoc’h, ha peurvuia tanoc’h-tano dré ma pellaër
doc’h an od.
Douarou trezec.
Ar riblen trezec-zé al mont betec eul leô pe eul leô anter deus ar moor. An ol tieien a oar avoalc’h pé quer mad eo an douarou od dré ho zoaré, ha pé quen eaz eo da ré dost caout pez a guéront a bezin deus a bep seurt quercouls a teil craou da drempa an douar. En arvor é gaver ivez ar pinvidica eostou, pé idou pé lin, pe bruscon ; mes eno an tiéguéchou zo fermet avéchou ré stard ha dreist hô dalloudégués.
Douarou priec pé douarou crê.
An douarou priec pé douarou cré a vezont cavet
peur liessa er stanquennou tost dar brechiou moor
pé stériou lec’hidec, péré é teuont larg en douarou.
An douarou-zé zo aliez goal pouner, goal stagus, ac
er goan, dour ar glaoéger é teuont abred dô veuzi,
abalamour d’an douar dindan, pini zo aliez courri
melen ha nalquet beza treuzet gât an dour. An douar
priec chomo sec’hoc’h ac essoc’h da laboura é peb
maré, pa vez tuf dindan, couzien an dour al é treuzi.
En hor douarou cré ez eus tri seurt pé tri danvez
quentâ : ar prî, an treaz meinec, ac an druioni. Pa
vez en douar priec trevoalc’h a prî ha trevoalc’h a
treaz, an douar ned eo quet quer pouner, eassoc’h eo
da laboura ha frouezussoc’h eo ivez. Goassa zo, é
stanquennou-zo, ar prî zo dreist an danvéziou al en
douarou crê.
An druiouni.
An druiouni zo eun dra deut deus al louzeier a vrein, ha deus an teil é toller peb bloas en douar. Bez eus druiouni, muioc’h pe nebeutoc’h, e quement seurt douar. Bez eo unan d’oc’h ar guella danvéziou a zo en douar ac ar c’henta boët a vag an traou adet ebarz. Sulvuia a druiouni zo en douar, sulvuia eo an douar mad ha frouezus ivez. Bez eus cals druiouni en douarou crê.
Douarou losq pé douarou bruc.
An douarou losc pé douarou bruc zo ar ré zistéra.
An danveziou zo oc’h hô ober zo an treaz querrec,
meinec pé duffec, deut d’oc’h a zindan, ar bruc, al
lan ac al louzeier al ha c’hlazont ac a vreinont eno.
Dré ma zint ré roez ha ré dreud, nellont roei nemet
an eostou distéra ha deus ar vianna talloudegues
doc’h an idou : segal ha querc’h, d’oc’h bruscon
criouennec, irvinnou ha caol-saoud. Ar melchen né
Dont a ra ar melchen ruz enô.
zeuquet en douarou-ze, nemet eur seurt andvet
melchen ruz. Ar ouen-mâ ne rô nemet eun troc’h,
mes founus eo pa zeu da vad ; ada reer cals bremâ
en douarou roêz ha dru é zeus el léon abalamour
ma teu buan ac al beza troc’het abred avoalc’h da
lacat guinistu var é lec’h.
An it-tueger é deuont mad ispicial en douarou scân.
An douarou scân plijont meurbet d’an it tu, abalamour ma quemmer cals doc’h é magadurez en ear ; ha né c’houl deus an douar nemet an eazaman da rédec é griou. An douarou scân c’hollo var dro an daou drédéren deus an départaman. An douarou menez zo peurvuia deus ar seurt-zé, ac ar vrassa darn deus ar c’hreis pé deus an diabarz ar vro.
An toualc'h.
An toualc’h é nem gav er stanquennou laguennus elec’h a zac’h an dour ; an toualc’h, da lavarout mad, ned eo quet douar, mes eur guisquet téo a louzéier dourec, anter vrein, péré a c’hlazont ac a varvont peb bloas abaoé ar c’hantvédou. Ar guisc louzou vrein zé a lonq cals dour, zo goal spouezus, caout a reer enô laguennou ha toullou gurun, lec’h a chom a vechou al loennet a losquer er meaz.
An toualc’hennou é rencont beza dissac’het dré goachou, toullet ac anchet gant squiant. An duchennou pé c’houézedennou, savet gât an dour, andvet ivez toullou gurun né zaléont quet da izellaat ha da caléteat paz eo bet enchet mad ar goachou dissac’ha.
Doaré ober foënneier en toualc’hennou.
Eller goudé ober eaz foeneier mad en toualc’hennou-ze disséc’het. Evit zé e troer an douar gât eun allar crê ; goudé é drailler gât an oguet pé gât ar var, ma vellaï dré ners an ear ac an eôl. Abars ar goan, é squigner var c’horré eur guisquet teil brein, ac é teuller var-n-an ad foen ; eller ivez é varrat ac é poad ma gaver guelloc’h ar c’hiz zé ; mes mad eo terri ha bruzuna an douar abarz squigna al ludu toualc’h, var pini teu peurvuia eur guisquet ieot dru, ar c’henta bloavez. Ma né gaër quét dour a dost talvoudus da zourad ar foennec, e teiller bep tri bloas, gât mannou gred er c’harronchou en oc’h zigas enô lann, deliou, pel niet, etc. Pannéfé-zé an toualc'h en em zissec’h ré, a bloavechou zo, evit roei foën fonnus.
An toualc’h mad d’ober meur a dra.
An toualc’h alfé c’hoas beza talvoudus goudé ma
eo bet tennet, evit cresqui an teil, eguis a vezo discoëzet
divezatoc’h ; al beza impliget ivez d’ober tân.
Evit-zé, é vez gred moudedou é doaré ar moudedou
quivigiri. Bez eo eun tu, er vroiou lec’h eo prim ar
c’heuneut da espern an teil a vez impliget, gât quenebeut
al a squiant, dober moudedou beuzel da lacat
en tan.
- Carout a res-te ta bugalle ?
- guella an douar.
- J. Bujault.
An douarou trézéc pé douarou od, dré ma zint mad dreist-ol hô-unan, ne c’houlennont quet beza gueleed, nemet andréajou anezo, peurvuia tost dar moor, lec’h é zeus treaz a guiscadou quen téo, ma renquer é calédi en oc’h é vesqui, pa eller, gât an douar dindan.
Douarou trezec.
Peurvuia,en douarou-zont, péré a zo c’hoas dilézet,
é zeus cals tuchennou treaz, savet ama ac a-ont
gât an avélou. Dré ma neoquet compez an douar, a
zigouez diezaman braz evit al labour, ispicial évit
dizac’ha an dour-glaoéger, dalc’het a poulladou en
toullou pé er c’hleuzennou, dré an arzou-zé. Ar c’henta
évès abarz laboura ar seurt paluziou-zé, a zo plennad
an duchennou, ha goude calétad an treaz, rac an
avélou tourmenchou é ziplas aliez ac é zigas lec’h al,
eost ac al, paz eus laquet enan.
Digoradur gred er paluziou Penmarc’h.
Er paluziou penmarc’h, ez int deut a ben, nevez-zo dober douar mad en andréajou quen trézec-zé, betec neuzé dilézet. An duchennou ac ar guiscadou trez, lec’h nellent quet ober douar labour, a zo bet fermet da ré zo en douarou treut, pelloc’h deus ar moor. Quemméret a réont cals peb bloas, ac hé douarou segal, guelled er c’hiz-ze, a rô brema dezô guinizou ac eostou al talvoudus.
Rozel an aotrou Félix evit plenad an duchennou treaz.
An aotrou Felix, gonnidec a squiant, a blenna an duchennou treaz, en é zouar gonned var ar moor, er paluziou trezlez, anaouet ivez lannevez, équichen lesneven, gât eur rozel vraz ouarnet, oc’h pini a stag quézec. Ar penfec-zé, hanvet gat an aotrou Felix, ar c’hompézer, zo var c’hillorou ; dré eul loc’h a zo stag oc’h ar rozel, pini a sao ac a zisquen, ar c’hasser losq da grogui en douar pa gar, pétraman ez a aroc eb boulc’hen tam. Ar c’hompézer al laboura é quement douar, boez é laboura ac é vruzuna da guenta ; evid compéza mad an douarou pouner, eul labour, daou daol gât an oguet a zent leden ha daou gât an oguet al a zo red.
Digoradur an aotrou Crec’hquerault er palluziou Treslez pé Lannevez.
An aotrou Crec’hquerault, er memes paluziou, en deus calédet an treaz ha gred douar frouézus é ber amzer, en oc’h torri gât ar bal daou droatet donder. Digas a ra eguissé var c’horré eur c’henta guisquet bézin brein, en em gav ivé dindan an treaz, ac eun eil guisc prî en em gav ivé didan ar bézin-zé. Dré al labour-zé en deus da guenta eun tremp, ar bézin ; ha goudé ar guella danvez (ar prî) evid calétad ar guisc treaz a zo varc’horré. An digoradur squiantus-zé en deus roëd buan talvoudeguès braz dan aotrou Crec’hquerault.
Douarou priec.
An douarou priec ar ré vella goudé an douarou trezec, pa nint quet ré stagus. Ar pounera douar a roeio couscoudé eostou mad, ma eller é roessad ac é zizoura mad avoalc’h. Neller quet roessad ar seurt douarou zé, en eun doaré paduz, nemet en eur teurel ebarz eun ebeut bili od, meinigou, pé eur guisquet mad a treaz meinnec pé creguennec ; mes noc’hquet evit caout eaz avoalc’h an danveziou-zé, nemet pa zigouez da unan do caout en é c’hichen. Panévé-zé, Meur a zoaré da roessad an douarou pounner. ar c’hiz guellad-zé a c’houlenfé ré a vizou ac a charré, evit allout é ober. Rencout a reer ta peurvuia roessad an douarou-ze evel ma eller, en oc’h teurel ebars peb bloas pé treaz, pé scotil, pé teil braz, gred gât lann, balan ha bruc anter breinet.
Ar scotil, dré ma zeo téoc’h ha ma pad iroc’h en douar barz nem zisober, zo guelloc’h evit an treaz da roessad an douarou priec. Red eo, evit ober mad, laboura ar seurt douarou-ma dré an amzer gaër, ma nem roessaïnt mad, ha pa nint na ré zec’h na ré c’hlib.
An irvi bian a zo fal.
An irvi bian deus a eun droatet anter pé zaou droatet, eguis é vezont gred er vro, né zissac’hont quet mad avoalc’h an douarou priec ; rac an anchou zo ré vaz a ré stris doc’h an dour zo, é maré ar glaoéger. Dré-zé an irvi a chom beuzet atao ; an id a zen da véléni, goudé-zé da ruia, da roessad, ha né An irvi ré vraz a zo fal ivez. ra nemet corzennou dister ha pennou fal. Quer fal eo ober irvi ré vraz, abalamour ré ir zo deus an eil ant déguilé, ac an anchou nint quet stanc avoalc’h doc’h an dour zo en douar. Evit dizoura mad an douar glib é renq beza gred irvi cren, var dro ouec’h droatet ledander, ac étré-zo anchou doun ha neat.
Doaré dissec’ha an dour ac an eil lennou dré saniou toullet didan.
Pa vez courri didan ac a zalc’h an dour a andréajou, pa vez dour sao, eillennou ha nelleur quet disséc’ha en oc’h zressa an douar eguis eo bet discoëzet bremaïc, é reer, a euc’h an dour, eur sân pé eun troc’h adreuz, ac eun al soun da vont var bouëz traon, evit dastum ha digas an dour e meaz ar parc. Aliez zoquen, doc’h boëz-traon an douar, eller encha ar sân-discarg-zé, a-dreuz pé é c’hiz al, ac evelsé eller é berraad calz. Rancout eo toulla bétec eun anter droatet en douar dindan, a zo courri peurvuia ; ar gôz ne labour quet er prî, ac e mirer eguisse né zigorro anchou al dan dour a red er fossiou ze.
Ober a reer goude eur sân golloëd, en eur renca a bep tu d’eus an troc’h, e doaré eur vogueric, eur men pe ziou, neil var eben, doc’h hô zéoder, ma nem gao queit ha compez pen dar ben ; goude e c’holloër ar voguerigou-ze gât mein plen pe gât mein glaz, pa ver tost avoalc’h dar veingluniou mein glaz evit hô caout divizus. Eur vech golloët, e toller var chorré eur guisc meinouigou dastumet en dachen pé er parqueier tosta, evit stanca an toullou ha mirout ne couesché douar dreizo er san. Goude e peur stancor gât douar mad, pehini a vezo bet dispartiet gât eves doc’h an douar mélen, en oc’h toulla, ac en oc’h teurel an ini mad d’oc’h eun tu, ac an ini fal doc’h an tu al. An douar maro-ze allo beza gât talvoudeguès digasset var an douarou scân, a bernouigou da leda divezatoc’h an tanoa eller.
Aliez, lec’h sania gât ar vein, e toller anezô er fossiou evel a gouézont, en oc’h evessaad teurel a ré vrassa didan ; an dour a red mad avoalc’h etrezô ; mes er c’hiz-ze impliger calz muioc’h a vein ac é renquer ober muioc’h a c’harré.
Sâniou dissec’ha gred gât eun tiec aquetus.
Meur a hini a gav ar sâniou-mâ mizus ha dieaz dober, couscoude al labour-zé a zo talvoudus dober er goan, pa zeus amzer avoalc’h peurvuia. Anavezout a ran eun tiec aquetuz, pini en deus disséc’het quement douar dourec en devoa, dré sâniou gred en doare em eus discoëzet da guenta. En em laquet en devoa eun dléad evit-an dizoura peb bloas unan deus e parqueier ; abaoé nao vloas e ma oc’h ober al labour-zé, en deus disouret, en eun doaré da badout, é zouarou glipa ; gouned en deus brema digol é boan, en oc’h caout daou quement al a eost abaoé, ha guellet a ra, nevez-zo, darn deus é amezein ober evel-d-an.
Douarou scân.
Evit guellad an douarou scan, é renquer digas eno danveziou evit ho laqat stagussoc’h ha druoc’h. Ma vez pri an douar didan, ez eo ta mad digas peb bloas Guellad a réont en oc’h ô quemmesqui gât an douar dindan paz eo priec.
eun nebeudic var c’horré, dré laboura doun
avoalc’h ; mes an dra-zé e renq beza gred gât furnez
ha gât eves. Evit guir, ma quemmesquefed doc’htu
ré doc’h an douar maro é touez an douar beo, e
paourefed muioc’h mui, lec’h e guellad ; mes nebeudic eus an douar dindan, nalquet ober droug, ha
dre ners an tremp, an avel ac an éol, é iaï buan da
zouar béo.
Ac en oc’h hô quemmesqui gât an tuf paz eo priec en e zoaré.
E quement seurt douar e zeus ato muioc’h pé nebeutoc’h a trez meinec, deut dré ma nem zisplusq pé dré ma nem froz ar c’harrec dindan. Mar deus en douarou scân, tuff priec dindan, ez eo c’hoas talvoudus braz da zigaz nebeut anezé var c’horré, dré labouriou doun. An tuf a froz buan ; paz o priec, en em quemmesq gât an douar ac e zigas stagussoc’h ha druoc’h.
Dré an treaz ac ar scotil.
An tu guella peurvuia ac en essa evit guellad an douarou losq, zo teurel ebars an treaz creguennec e caver en ochou. E guisse e digasser en douar eun danvez pinvidic meurbed, dré pini eller caout buan an eostou né zeuont német er guella douarou. Goudé ma zéo bet trezet, é lequeer péurvuia eun eost ségal vinis ; an tréaz en deus guelléet quemend an douar, ma veller alies ar guinis gounid var ar ségal, he vouga ha quemmerout an douar evit-an e-unan : lec’h caout ségal vinis néoster nemet guinis diguemmesq. An douarou scân, eur vech trezet, é roont ivez An treaz a zo guelloc’h evit ar scotil en douarou scân. melchennou mad, panès brao, etc. An treaz zo guelloc’h evit ar scotil da guellad an douarou-mâ, abalalamour, dré ma pem quemmesq buanoc’h gât an douar, é ners a verq doc’htu, ha ners ar scotil né ra nemet dre ma teu nebeut a nebeut de nem zizober. A hendal an treaz, dré ma zéo tannoc’h, a zo eassoc’h ivez da squigna. En oc’h teurel quement à quement, an tréaz a chollo muioc’h a zouar evit na rai ar scotil, dimizussoc’h en an trez ta ha nebeutoc’h a charré a c’houlenno ; couscoude, guelloc’h digas scotil en douarou crè, erves em eus discouezet uelloc’h.
Pé quer talvoudus eo an treaz ac ar scotil en douarou creis pé diabarz an départaman.
Anavezet eo penaos er vroiou pella deus an od, an treaz ac ar scotil, a reont muioc’h a vad evit ne reont en douarou a zo tostoc’h. Caout a reer guellidigués dreist al, en douarou a ziabarz pé créis an départaman, en oc’h teurel nebeudic doc’h an danveziou-zé dré zévésarat ; dré ma réont gât nebeutoc’h, guéont hô digol deus ar mizou digas é rencont da paëa er vrouiou pella-ze. An doaré guir evit guellad an douarou losq, pel deus an ochou, ha ma eller diguerri al lanneger vraz ker glac’harus evit daou lagad quement ini a vale er vro, zo essaat digas an treaz enô, dré ober enchou, en eun doaré ma ello an ol caout an danvez-ze gât an nebeuta mizou.
An douar losq a c’houl teil brein ha dru.
An douar losq a c’houl druoc’h a breinoc’h teil evit an douar pouner, abalamour nalquet en em quemesqui mad avoalc’h gât an teil braz, pini a ra eun drougal, en oc’h e roessad ac e digueri dan eol, é maré an domder goassa. Mar deo talvoudus roessad an douarou cré, e zo red, a enep, moustra an douarou scân ha losq, peré, pane-veze, col hô zouçder buan.
Né livirin tra quen doc’h an douarou toualc’hennec ; Discoèzet em eus quentoc’h an douaré dô guellad.
- Tremp dru ac e vezi eun tiec mad.
- An teil a rô an id.
- J. Bujault.
Hô pezet boëd loënnet, ac hô pezo teil ; hô pezet teil ac é viot pinvidic, rag hô ol éost a vezint mad. Eun tiec mad a lacaï é vrassa eves da gresqui an tremp dré zastum ispicial ar stroaz, an dour zru, an douar pé mannou ar c’harronchou, péré ez éont da gol dré digui, ac alfent couscoude digas ar pinvidigues en tiéguéchou lec’h né veller brema nemet paourentez. Deus a quement teil, an teil craou zo ar pinvidica, an ini en deus ar muia nerz. Al ludu tan, al ludu esquern pé ludu du, teil kear a bep seurt ne dléont beza implijet nemet dré ezom ha pa eo prim teil an tiégues. An tiec a zlé ober e unan quement An tiec a zlé ober an teil en deus ezom e-unan.
tremp en deus ezom evit e zouar ; rag, mar
deo red dezâ prena cals, en em gol é her amzer, nemet
é vez é ziegues en eun doaré ispicial dober gonnidegues
ne reer quet e peb lec’h, da lavarout quichen eur guéar vraz bennag.
E pe seurt doare al prena teil gât digol.
Ar ré a lac cals lin ac eostou a guerzidigues talvoudus, ellont c’hoas prena teil gat digol ; a-hendal nellont quet ober hô-unan quement tremp e rencont caout evit ezommou ar seurt eostou-zé, eus a béré an dalloudegues ac an ezaman guerza hô digol avoalc’h deus hô dispiniou. An darn-vuia ivez deus an tieien tost dan od pé dar c’heriou a bren teil quer ha bezin ; ar ré diabarz ar vro ne brenont quet, Talvoudus- soc’h eo prena treaz.
ha né dléont quet ober quenebeut, Squiantussoc’h e vint en oc’h prena treaz od, pini a vellaï ar guella hô douarou bruc, quer paour ha quen dister da deurel eost. E bep seurt douar, a-hend al, lec’h neus quet doc’h an danveziou ze, e raïnt eur vad dreist al, evel eo bed lavaret c’hoas. An eostou quer talvoudus e vez en douarou od, abalamour dan treaz a zo barz, ar guellidigues a zo bet é quement lec’h ez eus bet casset, a ziscoez pé quer talvoudus eo. Couscoudé a rabat teurel ré en eur vech. Ma lequeer ré a treaz en eun dachen, e zévo an idou ; guelloc’h eo treza nebeutoc’h ac aliessoc’h. An tremp an aliessa implijet, zo an teil loënnet, mesquet oc’h an traou a vez laquet da gouzilla. An teil quezec ac an teil denvet zo ar ré doma ac ar ré en deus ar muia nerz ; mad int ispicial evit trempa an douarou ien ha pouner. An teil saoud, ienoc’h ha pelloc’h da vreina, zo mad dreist ol da drempa an douarou losc ha tom, trezec pe meinec. En douarou daou-anter, da lavarout na ré bouner na ré scân, eo guelloc’h quemmesq Penaos e renq beza quem- mesquet an ol teil.
quement seurt teil, péré nem vellaïnt an eil ac éguilé, ha ne tomint quet quer buan na gât quement a nerz ac ar berniou gred gât teil tom ebquen ; mes buanoc’h, couscoude, evit ar ré nint gred nemet a teil ien. Ar c’hemmesq-zé é dléer dober c’hoas en tiéguéchou lec’h é vez an ol douarou en envel doaré. Evit dastum cals teil ac ini dru, ned eo quet trevoalc’h caout cals loënnet, red eo c’hoas hô boëtta mad. Ar saoud menez, péré nho deus, pad ar goan, nemet eun tam plouz pa zeuont peb nôz er c’hraou, né réont nemet teil seac’h ha treud, ha nébeud avoalc’h. Evelsé : nebeut a loennet, magnet mad er c’hraou, a roio muioc’h a teil ha druoc’h evit ne raï eun niver bras boèted fal ac ato e meaz.
En darn vuia dens an tieguechou breiz, an teil zo
tollet er porz gât ar vrassa diegui ; beuzet eo enô
gât an dour glaoëger, d’heul pini a ia ar bep goella
ac ar bep drua deus an tremp. Bez eo, ouspen, eur
c’hiz louz ha clanvus, ha zo evit eun dra bennac er
c’hlevechou a veller squei quen aliez al var meaz, da
lavarout an derzennou, etc.
Talvoudegues ar c’hiz bernia an teil.
An teil a renc ta beza savet ha berniet mad en eul lec’h quentoc’h plen evit doun, gât eur oazic tro var dro da zestum an dour ha de zigas en eul lennic gred er pen izella deus ar bern. Ten a reer ac’hano evit En ân, e zo red doura ar berniou.
doura an teil ; en ân e zo red e c’hliba, petraman en em domo gât ré a nerz ; dont a raï da venna, da zevi ha da zissec’ha. Er goan neusquet mui a ezoum doura an teil ; an dour glaoeger no c’hlibont ha ne Re a zour var an teil a zo fal.
zisvelc’hont nemet re ar bern ; nalquet nem doma, pé nem doma fal a ra en doaré ze.
Doura ar prajeier gât an dour teil a ia da gol.
An dour dreist ezom ze, quemmesquet a dour teil, zo collet peurvuia dre leziregues an dud. Red eo e encha var ar foeneier, pe, ma neller quet, e garga e bariquennou, a zigassor, var eur c’harric bian, er prajeier en do ar muia ezom da veza trempet. Eller c’hoas, gât an dour teil ze, ober eur seurt mannou dru, en oc’h teurel ebarz lann, delliou, radenou, pel niet, toualc’h dissec’het ha louzeier al. An teil plouz zo guelloc’h evit ar re gred gât traou al ; quement ze, e renquer, abalamour ma eo re prim ar Sofach mad dober teil ha da c’houzilla
plouz ato, implijout lann, bruc, balan, etc. An
toualc’h alfe ivez beza laquet en implich, en eun doare
talvoudus braz, evit cresqui an teil.
Penaos implijer an toualc’h en teil e scol labour Trevarez.
An aotrou Kerjégu, pini a ren scol labour Trevarez, en deus impliget gât talvoudegues an toualc’h en teil. Cetu penaos a ra : an toualc’h a vez tennet goude an eost ; goudeze e vez draillet a dammou ma diguemmero quentoc’h an avel ha ma vruzuno guelloc’h dre nerz ar scorn ; eguisse, a hendal, e ia cuit an danveziou fal ha cré a zo enan. Ben eun nebeut missou, ez eo mad da guemesc e touez an teil evit cresqui ar bern, en oc’h e lacat a guiscadou, dre ma reer ar berniou, pé en oc’h leda eur guisquet mad er c’hraou pa e scarzer, petraman c’hoas en oc’h teurel an Ludu toualc’h mad da gaout it-tu irvinou, etc.
toualc’h e fossiou gred evit ze, lec’h e gliber gât an dour teil a iafe da gol. Eller ivez e poad ac a raï ludu mad da caout it tu, irvinnou, melchennou ha traou al. Var an ochou ac e quement vro a dost, e impliger eur vraz a louzeier moor a bep seurt, andvet bezin ; deus quement tremp glaz, ar re-mâ ar re hô Bezin.
deus ar muia nerz, ispicial dre meur a seurt aolen a zo enô evit eun darn vraz. Sul vuia eo dru ha leden ar bezinou, sul vella ez int ivez da drempa an douarou.
Edou ha louzeier al troëd da servichout tremp.
E broiou zo, e tremper c’hoas an douar, paz eo prim an teil, en oc’h troei edou glaz pé louzeier al adet da servichout tremp, ac e ver cuit dober eur charré ten en douarou a zo pel doc’h quer. Bez eo en Guis mad ispicial en douarou sec’h ha losc.
douarou sec’h ha losc a ra ar muia vad troei glachen da servichout tremp. Ar guella traou dada evit troei glaz, zo ar guinis-tu, an irvinou ac eur seurt caol anaouet colza, ar melchen ru, etc. Eller caout segal mad var it tu troed en e blun ; mes an dud, er vro mâ, en do caz troei eostou dober tremp, ha, dre guir, talvoudegues ar c’his-ze ned eo quet braz matreze en hon vro. Couscoude, ar c’hiz troei ar melchennou da lacat guinis, eb tremp al, en em squign e meur a lec’h gât talvoudeguès, divezatoc’h e comzin deus ar c’hiz-ze.
An teil a rend beza golloëd mad.
An teil a renq béza golloët mad ; ar gonnideien a reont fall pa né c’holloont aneza nemet nebeut, ma vezo caët quentoc’h gât griou an traop nevez glazet ; an teil golloed fal zo guelc’het gât ar glaoeger er goan, dissassunet ha drebet en ân gât an avel ac an eôl, ha ne ra nemet nebeut a vad dan eostou.
Ne fal quet din cuitaat ar c’hentel ma eb lavarout adarre ar pez em eus lavaret da guentâ : evit caout cals teil, é renquer ada cals boëd loennet.
- Né reerquet eul labour talvoudus eb caout eun allar mad ace eur soc’h ledan da droc’ha ar griou.
- J. Bujault.
Red eo guellad c’hoas ar penfillou nevez.
Gred-eo bet calz penfillou nevez evit ezommou al labour guelled ; calz anezô ne labouront quet c’hoaz mad avoalc’h. Ouspen, meur a benfec, a zo talvoudus meurbed, ac a zo red caout en tieguechou braz, neusquet ezom anezô, pa neus nemet tieguechou bian, evel er breiz, da lavarout pevar devez arat varn-ugent pé trégont dan irra. Doc’h ar penfillou nevez zont, nhon eus ezom nemet tri dober hon labour : an allar, an oguet ac ar ruilleres. Comz a rin nebeut deus ar penvillou al, pa eo guir nint-quet euz a guement a dalvoudeguès ; couscoude, em bijé gred mad matreze lacaad ivez étoëz ar ré ezommec, ar c’houennéres ac an aderes ; izéloc’h e vézint cavet. Allar vro.
An allar vro, gât e zoc’h moan, e guignalar ir, nal nemet rogui an douar eun tamic ; nal quet roei eul labour mad na coundoun avoalc’h ; ne droc’h na ne dro quet e bomm piz avoalc’h. Couscoude, tenn éo da stlija, abalamour dan arz a ra ar c’hillorou ha dar bec’h a ra Allar Dombasle-Bodin, hanvet allar ouarn.
an douar a stag oc’h ar guignalar. An allar dombasle-Bodin, pini a zo anavezet bremâ e meur a lec’h, ispicial tro ar Faou, lec’h neus quen nemet an mui, couls lavar, a zo cals talvoudussoc’h evit an allar-bro. Quement Pe quer talvoudus eo.
tam zo oc’h e ober a zo crê ha stardet e doaré ; ar c’hénver, ar guignalar ac ar goarégou, quement tam e za en douar a zo potin. An douar ne stag quet oc’h ar guignalar ; pa zeo deut flour, distag a ra neat e bomm, eb e zorri nac e losquer en ent evel an eller al. E zoc’h, plad ha leden, a zigor eun ant deus a eun droatet ledander ha c’houec’h meteut donder, en oc’h droc’ha piz ar griou balan, drez, raden ha quement louzeier fal. Pa c’hoanteer troei dounoc’h, eller mont daou quement al en douar, en oc’h cread an denn, eh aon da derri an allar.
Doaré al labour mad.
Evit beza mad al labour, ar bommou né dléont quet beza re soun na ré gouézet. A zalec an daou bomm creis, e rencont ô nem reiza an neil doc’h éguilé, eb losquer toullou na rizennou étrézô, ma vréino al louzeier en oc’h vouga anezo. Creizennou an irvi dléont beza uelloc’h eun tamic, da lavarout e renquer roei eun tamic bouez traon a peb tu, bep a nebeut, betec an anchou zo etre-zô. An arer squiantet a zresso e irvi eguisse eaz aoalc’h, en oc’h roei gât evès, d’oc’h doaré an douar, muioc’h pé nebeutoc’h a grog dé allar, dré ma casso é labour araoc.
Petra eo an allar.
Cetu quement tam zo oc’h ober an allar al laz, oc’h
pehini en em stag an tamou al ; ar ac’hravas pé al
lostennou, evit manea ac encha an allar ; ar c’hontel,
pini a valé araoc ar zoc’h evit troc’ha ar bomm
é soun zi varc’horré. Ar zoc'h, evit é zroc’ha dindan,
ac e renq caout lédander avoalc’h da nem reiza gât
digor ar guignalar ; ar guignalar evit cas ar bomm er
guer ; meur a seurt zo : sul vuia int troët cleuz, sul
vella e troont ar bomm en douarou scan ac en douarou
daou anter ; mes en douarou crê, ar guigneller
eon ha ber e dro guelloc’h. Ar guigneller potin
(ouarn teuzet) zo guelloc’h evit ar ré-al, abalamour
e chomont ato en ô c’hiz ac an douar né stag tam
outô ; ha dré-zé, evel eo bet lavaret c’hoas, an allar
ne nem garg quet, nequet arzet en ent ha mont a ra
ato var eon ; ar c’hever pé ar zol a ricl var an douar ;
an tam-ze an ini uz ato ar buana, mes eller caout
eun al gât nebeut a vizou[1] ; ar regulator, a zo pen al
laz, zo evit quemmerout dounoc’h pé vassoc’h, ledannoc’h
pé strissoc’h.
Quement seurt allar a ra an aotrou Bodin.
An allar ouarn Dombasle zo ar vella doc’h ar ré gred betec brema. An aotrou Bodin, eus a Roazon, pini a ra gât quement a eves ac a izin elleriou quer mad, en deus pevar seurt créoc’h pé vianoc’h. Ar c’hréa, ispicial ac an eil créa zoquen, zo dreist al da derri an douarou lann ; mes an drede pé an ini crenn a zo ar guella évit hor ezommou ha d’oc’h nerz hor loënnet. Eller ober gatan labouriou quer creô a quen tanô a feller ; couscoude, evit ada id dindan ar bom, ar pévafe allar pé ar vianna zo an ini guella. Andvet a tin ebquen quement allar bro gred en eur c’hiz névé. Bez eus, étré-zô, an eller Meur a allar bro gred en eur c’hiz nevez.
Belleguic, coquin ha locher ; braz int meurbed, tenn dal loënnet, ha nint mad, evel quement allar bro gred en eur c’hiz nevez, nemet dober al labourou douna, péré é vezint guelloc’h gred gât an allar créa ha gât an eil créa deus an aotrou Bodin.
Pérac an eller ouarn Dombasle- Bodin né zeuont buanoc’h da veza stanc er vro.
Al labourerien douar hô deus n’ec’h da ziguemmerout an allar-mâ, abalamour né deusquet a quillorou ha dré ma labour en eun doaré disenvel doc’h ar ré ez int boazet da gas. Quement sé, dont a réont buan da boaza outan, de gaout eassoc’h ha talvoudussoc’h, ha goude né c’houzâont tam ar ré al. An allar eb quillorou a c’houl dré virione, muioc’h a evez evit laboura mad ; mes amzentoc’h eo oc’h ar c’hasser ; ar c’hillorou a zo eun arz dré pini neoquet evit e vanea coulz ac an eller al ; izin al labourer nalquet dont a hen eus a guement-zé.
An oguet.
An oguet zo evit froza zin douar digoret gât an allar, ac evit gollo an adou. Da laboura en douarou créô, a renc beza dent ouarn outi, abalamour dan nerz an douar. Mar deo tenn ha caledet gât ar sec’hec’h, a rabat cloeda a benn ; froza raï guelloc’h Pedavaré e renquer cloéda a-dreuz evit froza mad an douar.
en oc’h quemmerout ar bom a dreuz ; eguisse, é crogo guelloc’h an dent en douar ac e bruzunint tanoc’h. En dro d’ar Faou, ez eus brema cals oguejou ouarn, gred enô, eguis an oguet a dreus pé besquellennec dens an otrou Valcourt, ar guella ini e anavezer c’hoas. Gât eur c’hrochedic daou bennec, laquet oc’h An oguet a-dreuz. pé besquellennec deus an otrou Valcourt. Penaos a labour.
ar sparl, ac a gasser deus an eil lagad ar chaden en
eguilé, evel ma feller, é chencher enchou an dent en
eun doaré dober, hô fidir var-n-uguent, peb a rizen
mez ar réal, elec’h eulia ar pevar dant quenta a zo
pen peb renquennet. Eguisse é reer couls ac ar
rastel é dorn unan ; dré ma reer quement-zé a rizennou,
an douar a vez troed ha bruzunnet zivar
c’horré evit ar guella.
Ar ruilleres.
Ar ruilleres ned eo quet queu anavezet er vro evel ma zeo an oguet ; quement se, é veller unan bennag bremâ e tro ar Faou. Ar ruilleres a vez gred gât eur vezen pé gât eur men crennet e doaré ruilla, treuzet gât eun aèl, eus pini ar bégou nem léquéont en daou du a ben doc’h ar c’hoatach a zo laquet en dro dar ruilleres. Eur c’hravaz, evit sterna eul loën, a zo staguet oc’h an treuzou a dreus a zo araoc. Lod d’oc’h ar ruillerezet ned eusquet a crivizier ; mes neuze al c’hoarvézout droug var boëz traon : ar ruilleres a zisquen buanoc’h evit né valé al loën zo oc’h e stlija, stoc a ra a vechou oc’h e zivisquer ac al é c’hlaza pé e sponta.
A zo mad evit bruzunna an douarou priec.
Ar ruilleres, a zo red evit an douarou crêô, dle
beza pouneroc’h evit an ini ha labour en douarou
scân. Couscoude, ar ré pounera né dléont quet
poéza ouspen seiz pé eiz cant lur, nac izelloc’h evit
pemp cant. Ar benvec-mâ zo evit bruzunna ar moudedou
en douarou crèo, gât an oguet, an eil var
lerc’h éguilé ; rac an oguet e-unan na bruzunéfe quet
mad avoalc’h an douarou ré bouner, péré a c’houlennont
avechou beza cloëdet ha ruillet meur a vech.
Al labour-zé al cuitat an tiec deus al labour
padus ha poanius lavaret piguella, pini a reer gât
mirri.
An oguet a vruzun treoalc’h e-unan an douarou scan.
En douarou losc, an oguet a roessa trevoalc’h e-unan. Mes ar rullleres a zo talvoudus braz, evit moustra an douar, goude an ada, da virout ne zaï cuit an douçder ha da lacat an adou da c’hlaza buanoc’h. En nevez amzer, eur vech disséc’het avoalc’h an douar, ez eo mad ruilla an idou goan, da starda an Meur a zoaré al da implijout ar ruilleres.
douar en dro da griou ar c’herc’h, savet ha dizouaret gât ar scorn, ha da flastra ar pouloudou var ar guinizou ; an douar roê, a reer er guisse en dro dar guinizennou iaouanc, hô lac dober griou neve ha da guemer muioc’h a zruioni. Paz eo glib an douar, a rabat lacat ar ruilleres var n-an.
An douareres.
An douareres zo eur seurt allar a ziscouarn evit douara an avalou douar laquet a renquennadou. Ned eo quet red domni caout ar penvec-zé : ré nebeut a avalou douar e léquéomp evit béza talvoudus ober an dispin-ze ; ac an allar coat deus ar vro, oc’h péiné é lequeer eur scouarn al, a raï quercouls. Ar Ar c’houénérez sterniet.
c’houénéres-sternet en deus ezom da veza guelled c’hoas. En hor tieguechou vian, alfemp ober eb ar chouénérez ; couscoude, gât ar penfec-ze, e vize bianned calz al labour c’houenna. Evid-se, e c’hader ar brouscon griennec a rizennou, ac e gasser ar c’houenérez-sternet é tré-zo meur a vech, mard eo red, evel a vezo discoêzet izelloc’h. An ada a rizennou An adérez.
a vez gred gât an dorn pé gât an adéres ; neller quet squigna buan nac eaz an adou moan nac ar ré scân, en anchou, nemet gat an aderes.
An dornéres.
An dornéres a zo eun dra talvoudus bras, evit espern dal labourerien douar ar bec’hussa labour d’oc’h a ré a réont ed ar vloas. Bez eo, ouspen-ze, pé guer talvoudus eo.
eun doaré da zorna é beroc’h amzer, da virout deus ar gol a reer var an eost pa renquer e leusquer pel en e vern er parqueier, bloavechou ma zigouëz goal amzer. Rac, eur vech berniet an idou, caout a reer, pa zeu da devel, an tu d’hô charréa é quichen an Neusquet quement a ezom deus an dornéres en eur vro a tieguechou vian.
dornéres, péini, dré ma en disglao, al laboura dre peb seurt amzer. Mes an talvoudegues-zé né zigollont quet unan deus ar misou a reer evit caout ar stal-zé, ré nebeut a eost hon eus-ni en hon tieguechou bian er vreiz, ac an dorneres a chom ô téana epad unec mis deus ar vloas. En eur fesson al, ar verourien nhô deus quet quement-sé arc’han, ac alfent é lacad evit ezomou talvoudussoc’h c’hoas. Couscoude, evel ma alfe beza tud créo pé mérourien a tieguechou braz, ac ho défent c’hoant da gaout dornérézet, é dléan quemmenna amâ ini an aotrou Dornéres an aotrou Bodin.
Bodin, pini é verz, gât ar stal evit sterna ar c’hézec, ouec’h cant anter cant lur. An dornéres-zé zo nevez guelleed gât an aotrou Bodin, da lavarout eo bremâ padussoc’h, dibec’hussoc’h da gas en dro ha guelloc’h Dornéres an aotrou Desonnay
en e labour. Velato, dornéres an aoutrou Desonnay,
eus a Naonnet, al beza guelloc’h c’hoas, mes é briz
zo uelloc’h. Bez eus c’hoas meur a benvec al, eus
a béré a goumzin enoc’h discoueza al labour oc’h
péré é vezont impliget[2].
- Ar pennou mad A réont an éostou mad.
- N’ad quen nemet ar pez elles trempa. An neb ad eb teil e ra var netra.
- J. Bujault.
Idou.
Anaout a reer idou ar guinis, ar segal, an eilz, ar c’herc’h. An ieotennou deus hor foënneier, péré zo envel avoalc’h oc’h an idou, zo ivez louzeier deus ar memes ouen ; mes nint quet laquet en envel ran, abalamour hô adou nint quet mad evit bevans an dud nac al loënnet.
Deus a guement it, ar guinis eo ar pinvidica en danveziou gludec, ha dré-zé ar guella dober bara.
Ar guinis.
Ar guinis a c’houl douar crêo ac eun tamic priec, mes an douarou daou anter pri ha treaz creguennec plijont c’hoas muioc’h dezan ; bez eo ivez tost dan ochou é c’hader ar seurt guella. An douar renc beza quempennet ha teillet mad barz ada ; ar bloaves araoc é dlé beza bet dilouzaouet mad dré panezou pé Guinis var melchen bloas.
bruscon al c’hoennet. Eller caout guinis mad, eb tremp, var melchen bloas, troed eun nebeut barz cala goan. Ne zeuonquet couls var melchennou an eilvet pé an drede bloavez, abalamour dal louzeier péré a c’hounézont quer buan an douar er vro-ni. Ar melchenou côz nint mad da gaout guinis nemet en douarou neat ha froujezus drest-ol deus an od ; enô zoquen ar guinis stoc alies pa ec’h ader var melchen bloas. Aliez veller ivez ar guinizou adet var melchen troêd, en douarou priec nostamant, beza dru avoalc’h quen né vezont dieuzet, ha couscoude nellont quet goude peurober hô greun, péini a zo goasquet ac a chom moan ; en oc’h teurel eul livadic teil, é viror oc’h an dichanz-ze.
Pa zeo an idou ré zru, gât aon né stoquéfent, e crenner anezo gât ar fals, ac e reer adarré divezatoc’h, mar bez ezom.
Quement a seurt guinis.
Bez eus meur a ouen guinis ; ô ranna reer e diou loden : ar guinisou corbi ac ar guinisou barvec. Ar guinisou corbi a zo caëroc’h ac er c’hiz-zé ez int aliez essoc’h da verza. An idou barvec e teuont guelloc’h en douarou dister pétraman er ré zo eun tamic losq. An ad é renquer teurel dré zeves arat, zo eur Quellennou evit ada ar guinisou.
boëzellad pé Eur boëzeilad anter, doc’h druioni an douar ha doc’h ar maré é c’hader. Ma vez roëz an douar, sec’h avoalc’h, caër an amzer, an ad a c’hlazo piz, eur boezellad a vezo trevoalc’h ; muioc’h a dleer teurel, ma ader dré amzer glao, en eur maré divezad, barz douar glib, rac, neuzé lod deus an ad né c’hlazont quet ; né labouront nemet nebeut goude ma zint deut e meaz, ac al lapousset hô deus amzer d’hô zanoad calz. Ada reer peurvuia dindan ar bom ; pa nequet ré bonner an douar, ar c’hiz-zé ar vella evit mirout d’oc’h an droug a ra al lapousset. Guelloc’h eo, velato, ada varc’horré, pa eller ober é maré, da lavarout er pemzec té quenta deus a viz du, ha golo gât an oguet ouarn en oc’h ober daou dol var an dachen.
An idou adet abred gât an oguet a zeuont ato da vad. Couscoude chanssussoc’h ez int pa zaléer an ada, en douarou pinvidic, gât aoun né zeufé an id da veza ré zru. Mirout a réer oc’h quement-sé, pa ader abred, en oc’h biannaat an tremp ha boëz ada tanoc’h. Peurvuia, an tieien hô deus nerc’h diguémérout ar c’hiz ada an idou gât an oguet. Evelsé a credont é c’harzo guelloc’h ar c’herc’hou dindan ar bom oc’h ar scorn. Discoëzet avoalc’h eo bremâ dan tieien tro ar Faou, penaoz, en douarou scanva, ar c’herc’hou laqueed didan zo goassoc’h tânoëd gât ar scorn evit ar ré e c’hadont var c’horré ; an idou iaouanc a réont guelloc’h griou, druoc’h ez int ha queffia réont muioc’h pa c’holoer an ad gât an oguet. An oguet braz evit golo, gred gât an aotrou Bodin, oc’h pini ez eus dent Oguet braz evit goloï deus an aotrou Bodin.
cam leden, péré é c’héont doun en douar, a c’holo mad an ad, en eur cloëda nemet eur vech. Né c’houl quet crêoc’h denn evit an oguet al, ac eller e implijout ivez da froza an douarou digoret evit an it-tu pé evit traou al.
Mad eo troei abred an douar guinis, ma eller ada paguerer, dré zevechou caër, ac e ber amzer, eur vech deut ar maré. Pa ader dindan, gât an allar ouarn Doaré al dada.
cren pé n° tri, gât ar pevare zoquen pé ar vianna, en
douarou eun tamic priec, é léquéer an allar da grégui
nebeut ha bomou baz, ma ello an it dont e meaz. Lec’h
coucha ar bomou gât ar var, e roer, evit espern al labour
zé, eun tol oguet creo, guelloc’h evit coucha da
zrailla ar bom ha déssaat an it da zioana. En douarou
losc, péré ellont goulen beza moustret, lec’h
moustra gât ar var, evel ma reer en douarou roê
deus al Léon, eller ober quercouls gât ar ruilleres,
pini a vezo laquet var an dachen, pa vezo adet, doc’h
ma vezo an douar.
An idou calet ha luguernus roont eun toaz c’hoéussoc’h ac iroc’h evit ini a rô an idou tener ; bez int clasquet ivez dreist ar réal gât ar vilinérien ac ar Guinis meurs
volongerien ; ar guinizou meurs nem verzont mad, couzien e roont eun toas c’hoéus ha dré ma eo tanoc’h ar blusquen outô, ac e roont muioc’h a bleut ha nebeutoc’h a bren evit an idou goan. Neus, couls lavar, nemet ar seurt barvec e vez anavezet e breiz ; quentoc’h a stag an duen outé en douarou crê evit né Idou meurs corbi.
ra en douarou scan. Bez eus meur a ouen guinis meurs corbi é vizé talvoudus essaei en hor douarou priec ; étré-zô : eur seurt guen, é c’hader er c’hoalorn ac en diabarz eus ar Franz, digasset gât an aotrou Mauduit, ac e nem ziscoëz mad quichen Quimperlé ; eur seurt al ruz, deut deus coalorn bro an Allemantet en départamanchou tosta diouti, dléfé bez essaêet ivez. Pa zigasser idou névez er vro, ez eo guelloc’h ato digas ré ar vroiou Coalorn ; ré ar C’hreisté né quendalc’hont quet hô zoaré e Breiz.
Tri seurt duen clenvechou ar guinis.
An duen zo eur c’hlenvet ac a zigas ar bleut da veza eur poult du ha flerius ; eun duen al, hanvet ar verquen, a stag oc’h ar c’horzennou ac oc’h an deliou, eur seurt al c’hoas en em stag oc’h ar pennou pa maint en hô blun, é vezont aliessoc’h var an eillou ha var ar c’herc’hou evit var ar guinizou. Evel var ar guinizou meurs, duen ar guinis, a stag goassoc’h oc’h lod doc’h ar guinizou goan : an idou deus ar vroiou Coalorn pé an idou tener, duanont aliessoc'h evit an idou calet ; an idou deus ar creisteiz né zuanont quet quen aliez. [3] Ar clenvet-mâ, pini né scoquet var an eillou nac ar c’herc’hou, a ra cals gaou dar guinis pa zeu ; bianaat a ra cals e zalloudegues. Evit é virout, é reer meur a dra, ac ispicial lacad an ad er râz : mes nerz ar râz evit mirout doc’h an duen neller quet roei da guir. A barz digoëzout Ned eo quet red da vir ez eo mad ar raz da virout an idou deus an duen.
eon da implijout ar guella louzou evit mirout doc’h eur c’hlenvet bennag, red a vize gouzout mad petra zo oc’h e c’has ; eb an anaoudegues quenta-ze, neller quet quenebeut gouzout an doaré guir da virout outhi : evelse, pa guir nouier quet petra zigas an duen, neller quet discoez en eun doaré squiantus, ar c’hiz da zerc’hel ar guinizou eb an droug-zé : ar râz né ra vad ebet d’an it nemet é hasta da guellidi. Meur a bloas zo, em eus eannet, abalamour dan discouëzadures oc’h eus lennet bremaïc, da lacat râz gât m’ad guinis ; couscoude, bremâ, quercouls ac er maré é heulien ar c’hiz-ze, né gaver biscoas eur pennet duannet em guinizou goan. An tieien zo em c’hichen hô devoa dilezet aro-z-an, ar c’hiz teurel an ad guinis er râz, eb caout duen en hô eost qué nebeut. An aotrou P. Joigneau, pini en deus gred eul leôr var quement seurt tremp, a lavar quement teil é pini é zeus enâ, dré é zoaré, eur seurt olen lavaret soud, a denner doc’h al ludu bezin, zo mad dreizt-ol Vad a ra daou seurt olen, lavaret olen potas ac olen soud.
evit quement id ha quement ieoten ; lavarout a ra c’hoas penaos, an douarou priec, lec’h ez eus cals olen potas, ha quement seurt ludu, lec'h ez eus muioc'h c'hoas, miront doc’h an duen ha doc’h ar poultr du a stag oc’h an deliou, hanvet ar verquen.
Olen soud tennet doc’h al ludu bezin, implijet lec’h râz gât an aotrou Dombasle.
A-unan gat ar c’helennou-mâ, unan deus ar gouieca ini hô deus labouret douar, an aotrou Dombasle, en deus cavet an oalen soud ar guella tra da vesqui gât é ad guinis. Meur a labourer gouiec é deus euliet guiz an otrou Dombasle gât talvoudegues braz. Alfé beza coulz ta dilezel ar râz ha doura an ad guinis gât aulen boët teuzet en dour, pa eo guir quement Olen boët teuzet coulz ac ar râz.
olen envel diontan zo guelloc’h evit ar râz dar guinisou, péré sunont ha clasquont an olen a guéont e douarou zo. Conscoudé, evel meur a ini allo caout guelloc’h quenderc’hel lacad ar guinis er râz, cetu eun doaré ober discouëzet gât an aotrou Dombasle, ac a zo bet cavet talvoudus gât quement ini é deus euliet : mesqui reer toëz eiz uguent lur ad, pevar Quiz discoëzet gât an aotrou Dombasle evit mesqui ar guinis er râz.
lur râz beô ha créoc’h evit eul lur olen soud. [4] Né vruzuner ar râz, en oc’h é c’hliba eun tamic, nemet pa implijer anezâ. Scuilla reer ar râz var an ad, ac e c’hliber gât eiz scudellet dour, é pehini ez eo bet teuzet an olen ; goude higer mad ar bern, qué né vezo quemmesquet avoalc’h gât an ad.
Chench ha renevezi an adou a zo red eur vech an amzer.
An eves em eus laquet, meur a bloas zo, creteet gât meur a labourer douar squiantet, en deus roed da anaout dimé dré guir é zo red renevezi an adou a beb seurt, evit mirout al louzeier da vont da fal, ac ispicial ar guinizou. Al labourer aquétus a breno ta é ad en eur vro lec’h a vezo douar disenvel doc’h é ini ha guelloc’h c’hoas margal. Renevezi an ad zo ar guella miridigues oc’h an duen. Em labour-me, ar guinis meurs, pini zo ar seurt a zuan ar goassa, né deus droug ebet ar bloaves a renevezan an ad ; an eil bloaves e teu da zuani enn tam bennag, ha cresqui ato a ra an droug er bloavechou var lec’h. An ol tieien a oar er vad e renquer clasc ar c’haëra id dada ; ne quendalc’hin quet ta var ar guer ze. Eguis eo bet lavaret quentoc’h, dont a ra mad ar guinis en douarou scân, pa zint bet guelled avoalc’h gât treaz pé gât scotil.
Ar segal.
Ar segal a zo eun it a nebeutoc’h a zalloudegues evit ar guinis. Né ader aneza nemet en douarou losc ha ré baour evit roei guinis. Dont a ra mad var lec’h an it-tu ha varlec’h quement tra en deus dilouzaouet ha roessed an douar. Né nem blich quet en eun douar ré grêo ha né zeuquet var melchen troed. Ar maré dé ada zo en diben ar miz éré pé er c’henta devechou eus a vis du. Guelloc’h eo e ada eun tamic abred, rac ar glaoeger, maré an ada, é réont droug Doaré ada ar segal.
dezan. Evel dar guinis, pa ader gât an oguet, eller laboura ha quempen an douar abarz maré an ada ; mes, mar c’heus nec’h araoc drouc ar brini pé ar lapousset al, ez eo guelloc’h ada ar segal dindan ar bôm, en oc’h cloeda goude, evit froza ar bomou. Ada reer eur boezellad pé eur hoezellad ha palefras dré zeves arat. Ar segal adet founus, da gaout da Segal brazit
falc’hat abréd, zo talvoudus en nevé amzer ; dont a ra guelloc’h, founussoc’h, abretoc’h, evit ar c’herc’h ha guelloc’h eo ta e lacat pa ader brazit. Lacad a reer var e lec’h guinistu, irvinnou, rutabagas, etc. Querquent eo bet peur droc’het dal loënnet.
An eilz
An eilz a c’houl douar dru ha roês. Pa blich an douar dan it mâ, e tol ato eost founus. Ma né roesseer quet mad avoalc’h an douar, an eilz né dallo quet cals a dra. Rô a rear eul labour barz ar goan, eun al barz e ada, evit golo an teil ; rac an douarou crêo calmassont goassoc’h c’hoas, pa zint labouret er goan, ac er maré ez eus dour ebarz. Ada reer abaoé anter meurs betec an devechou quentâ deus a vis vaê. Pa vez glaoec an nevez-amzer, an eilz a zeuio guelloc’h en oc’h e ada eun tamic divezad, en douarou glib. Erves er maré-zé, droug al lapousset, péré zoquen, né lammont quet quer goas oc’h an it-mâ, nalquet beza braz, é dléer golo ato gât an oguet, evit ober e beroc’h ha gât nebeutoc’h ad.
Meur a seurt eilz.
Bez eus meur a seurt eilz : el léon é c’hader ispicial an eilz a pidir renq ; e creis ar vro, da lavarout en dro da steir Brest, an eilz an aliessa adet zo ini a ziou renquennet, pini a zeu guelloc’h enô evit an eillou all. Quichen an od, ispicial é Ponabet, e hader eilz a c’houec’h rinquennet. Var an ochou tro var dro, darn doc’h an tieien adont ivez eilz goan, pini zo ân abred An eilz goan vize mad da roei brazit da droc’ha abred dal loënnet.
abred, ac a rofé, ma vizé adet da gaout brazit, eun droc’h founus é maré. Bez eus nevez zo, daou seurt eilz en noaz, eus a béré ar blusquen zo quen tanô ha plusquen ar segal ; dléont roei nebeutoc’h a bren ha beza founussoc’h en hô bleut evit an eillou at. Ar c’henta seurt, digasset tro Castellin, hanvet eilz nantô, zo bian ha dister en é greun ; eguilé, adet é tro Moutroulez, ac anvet eilz ybrayala, zo caër dreist ol, dré déoder ha pouéz é greun, ac é dlé beza diguemmeret quentoc’h ac arseurt quenta. An Duani ra an eilz aliez.
eil a zuan alies, neuze ez eo calz difonnoc’h en é greun. Né vez quet quer stang an duen, pa lequeer eves da rénévezi alies an ad. Trempa reer peur liessa ar seurt id mâ gât bezin ; mes fal eo credi né zeufé quet quer couls var teil craou. An eil a dlé beza laquet var lec’h traou c’houennet ; chançussoc’h eo pa é lequer varlec’h guinis. Ada reer créoc’h evit eur boezellad ha bétec eur boezellad anter dré zeves arat.
Ar c’herc’h
Ar c’herc’h a zeu mad é quemen douar ; couscoude e nem blich guelloc’h en eun douar eun tamic crêo evit né ra en eun douar ré scân. Rô a ra eost founus en douarou dous ha toualc’hennec, ha dont a ra mad ivez var melchen pé var tirien torret gât eul labour ebquen. Mes tener eo oc’h ar scorn pini e Talvoudus eo lacat ar ruilleres var ar c’herc’hou pa eo deut an neve-amser.
zlzaô ac é danoa calz. Abalamour da ze nalfed quet
qnemmenna ré alies da lacat ar ruilleres var ar c’herc’hou,
eur vech deut an nevez-amzer, evit diazea an
douar var ar c’herc’hennou dissavet, péré a varfgent
pé a vélénéfent panévézé, ma teufé cals sec’hec’h.
Moustra, fal en douarou pouner, er bloavechou glib
al beza mad aliez en douarou losq, pa vez gred
gât squiant ha dré amzer vad.
Querc’h guen pé querc’h goan.
Né ader peurvuia en departaman nemet querc’h guen, e lequeer maré ar calagoan, evel ar guinisou ac ar segalou. Carteriou zo, ispicial en diabarz an Al beza adet e mis quenver pé é mis c’houereur.
departaman, é caver guelloc’h, evit mirout doc’h droug ar révéjer, gortoi barz ada ar c’herc’h betec mis quenver pé mis c’houereur. Bez eus c’hoas ar c’herc’h du pé querc’h ân, é eller ada azalec Querc’h du pé querc’h ân.
mis c’houereur betec mis ebrel ; mes nebeut avoalc’h é léquéer er vro, ha peurvuia ned eo quet founus quénebeut. A hendal, ar c’herc’hou a ro ar muia ac ar pounera greun, zo ar ré adet abred. Ar c’herc’h né zuan quet quen alies ac an eilz ; mez eur c’hlenvet al, eun nebet bloavechou zo, a ra cals Merquen pé poult du ar c’herc’h.
gaou dezan, pa zeu : ar verquen eo, oc’h pini am eus comzet c’hoas, ac en em stag oc’h ar gorzennou ac oc’h an déliou. Fesson zo ar poult-zé ned eo quen nemet eur seurt uelvar bianic bianic, pini a veo var ar c’herc’h evel an uelvar var av guez avalou, an eliô ac ar c’henvi var ar guez al, en oc’h hô suna. Nanavezer quet c’hoas penaos e teu a c’hlenvet-zé, na petra dober evit mirout outan. Matreze an droug-zé né zeufé quet quen aliez ma laquéfed evez da rénévezi avéchou an ad, eguis em eus quemmenet uelloc’h. Ada a reer eur boezellad anter dré zeves arat, ac ober reer evel eo bet lavaret evit gounid an idou al. Ar c’herc’h a zizil buan, a rabat ta é Pédavaré ez eo poënt midi ar c’herc’h.
leusquer anvi ré, abalamour ma teufé avélou braz, alfed col calz doc’h ar greun. Leusqueur a reer ar c’herc’h eun nebeut devechou var é zram, ma vezo eassoc’h da zorna.
Cloëda ar guinizou en nevez-amzer.
Quemmenna ta an dud gouiec cloëda ar guinizou en nevez amzer, en douarou pouner. An oguet a zisplant calz ; mes a rabat spounta evid quement-zé, dreist ar c’hol-zé é c’honézer abalamour dan druioni a guemmer ar c’héfiou al ; evit guellaad an id en doaré-zé, an oguet a zlé roessad mad an douar var c’horré. Neller quet rei da gaou talvoudegues ar guempen-mâ, a zo red ober gronz var an idou re stang ; rac, ma nhô zanoerquet, né tollint quet a eost mad.
Ar guinis-tu
Ar guinistu ned eo quet, da lavarout mad, eun id ; é gorzen ac e delnou zo en eun doare ha neller quet é lacad é ran an idou al. Ada reer an it-tu er pemzec té quenta deus a vis even, var ludu, pé scloag, pé ludu Quement tremp mad dan it-tu.
du ; eun anter boezellad pé nebeutoc’h zoquen zo trevoalc’h dada eun deves arat. An it-tu a vez gueloc’h, Ludu, scloag ludu du pé ludu esquern.
ro a ra braoc’h greun var ludu evit né ra var teil ; mes al ludu du, pa néoquet ré guemmesquet a zouar, zo deus a quement tremp an ini plich ar muia Quemmes- cadures al ludu ispicial al ludu du.
dezâ. Mes ar guerzourien a guemmesc quement al ludu du ispicial, ma nalquet mui ober vad ebet. Fur eo ta teurel eves na gommer ludu du nemet gât marc’hadourien anavezet a bel zo ; guelloc’h a vizé zoquen goul cred abarz prena ha lacad eur marc’hadour louzou oc’h essaei mard eo mad. Teurel a reer pevar boezellad ludu du dré zéves arat.
Froza reer an douar it-tu gât an oguet ac ar ruilleres, quiz buanoc’h, dibec’hussoc’h ha talvoudussoc’h evit piguella. An it-tu a ra eur guempennadur mad evit an eostou al. Al beza adet ivez da droc’ha dal loënnet, Nequet caër da droc’ha e glaz dal loënnet.
mes ned eo quet eur boëtach caër evit hô : ar beurc’het a zreb cals anezan né roont nemet nebeut a leaz. Bez eus eur seurt al abretoc’h ha crêoc’h doc’h an Guinis-tu Tartari,Russi pé Sibiri.
amzer, lavaret it-tu Tartari, it-tu Russi, pé Sibiri ; founus eo da deurel ît, mes é greun néquet couls dober iôd na crampoëz. Ar guinis-tu a zéo gât an avel voor, dont a ra guelloc’h en diabarz ar vro evit né ra quichen an ochou. Ouspen, an douar, peurvuia scân, er c’harteriou-zé, zo guelloc’h dan it-tu, ac ada reer ivez calz en hô : an it-tu eo zoquen ar vrassa eost é léqueer er vroiou zont.
Eost ar guinis-tu.
Ar guinist-tu eoster en devechou divezad deus a vis guengolo ac é mis éré. Evel ar greunennou nanvont nemet an eil goudé ar réal, neller quet gortoi quen né vez ân avoalc’h, rac alfed col ar guella greun, abalamour ma tizil ha ma quellit goal vuan. Peurvuia é coler ato eun nebeut bennag, rac amzer fal digouez alies er maré zé doc’h ar bloas. Pa neoquet bet crazet an it-tu mad avoalc’h, é teu buan da nem doma er solier ; eun tiec aquétus a zivoalo ta dé vernia ré déo, mont a raï da zellet outan, higeraï anezan eur vech an amzer, quen né vezo deut craz avoalc’h da nem virout.
Al lin.
Al lin a c’houl douar mad, quempennet ha roessed é doaré. Ada reer anezan er mis meurs ac er mis ebrel ; golo a reer an ad gât eun tol oguet scan. A-enep ar c’hanap, pini al beza laquet meur a vech doc’htu er memes douar, al lin né dlé dont adarré nemet ben eun nebeut bloavechou. Teilla reer téo an eost a vez laquet ar bloaves araoc, rac, dindan nerz eun tremp ré dost, al linennou a gresquefent dispar.
Zo divagus meurbed, a né zlé quet beza adet a vraz er vroiou a zouar dister.
Al lin, pini zo eunan deus ar vrassa eost al léon, zo goal divagus dan douar ha goulen a ra cals tremp. An idou a zivag an douar ivez, mes rô a réont ho plouz dezô ; al lin a guemmer calz doc’h an druioni ha né rd netra dan douar. Er vroiou a zouarou dister, ha lec’h ez eo prim an teil né aliin quet cresqui an douar lin dreist ezommou an ti. En oc’h e zigas en darn vraz a zouarou paour zo e creis breis, elec’h a veller al lannéger ac ar brug golo an daou drederen pé ouspen deus an ol douarou, nalfed quet digueri tam douar, en eur vro en deus quement a ezom da gresqui é zouar labour. Ar ré gouiec er gonnidegues, péré en deus bet lin mad enô, é reont fal ta, fouguéa al lin ac alia an dud dada cals anezan er vroiou-ze ; mes, é quément lec’h ez eus douar mad ha calz tremp, al lin zo talvoudussoc’h da lacaad evid né zeo an idou, ispicial abaoé ez int eed quen dister en hô priz. Guerza reer mad pez a guerer a lin er stal leien nevez savet é Landerné.
Doaré doura ha braéâ al lin.
Ned eo quet red comzout amâ deus ar c’hizou doura ha braéa é heulier er vro ; anavezet avoalc’h ez int. Bez eus é bro ar Flamantet, darn coalorn deus Quiz dizcoezet gât ar flamantet.
ar Franç, quizou ada ha quempen al lin guelloc’h ha talvoudussoc’h evit ar ré-ni. An otronet hô deus savet eur stal vraz é Landerne, dober neud ha leien, hô deus clasquet Flamantet da ziscoëz hô c’hiz er vro ; digas a réont ar méchérourien-ze da guement tiec a choul anezo.
Ar c’hanap.
Ar c’hanap, né ader, couls lavar, nemet en darn creisté ac en diabarz an départaman. E ada reer el liorzou, ha né léqnéer peurvuia nemet ar pez a zo ezom evit caout dillajou an dud. Ar c’hanap dlé beza adet stanc, petraman é vezo ré déo ha guelloc’h dober Doaré é laboura.
querden evit da veza nezet. Teilla reer téo ha laboura
reer doun. Goude an ada, é vez gred er c’henta devechou
eis a vis vaé, e teuller c’hoas eur guiscadic bruzunachou teil var c’horré. Red eo golo mad an ad, rac
al lapousset a gar cals anezo. Eur vech disbluet ar
c’hanap, e tenner anezo, nemet ar ré a zoug an ad,
péré chomont en ho zâ quen né vezont ân avoalc’h.
An ad deut er c’hanabegou roes zo caëroc’h ha guelloc’h evit ar ré dastumet lec’h é oa stanc ar c’hanap.
- An neb a vella e chatal a vella e ialc’h.
- Rô boed dra chatal, az pezo teil, arc’hant ac id.
- J. Bujault.
Douarou losquet da zeana, quis fal.
Ar brouscon c’houennet dléfent beza laquet é bep lec’h ma losquer an douar da zéana. Credi reer an douar en deus ezom déana, goudé en deus roed meur a eost ; eur fal greden eo, evel ma vellor pa gomzin eus an doaré stuzia an douarou. Boazet oc’h ivez da leusqueur douar ô téana abalamour da gaout peuri, péré peurliessa, né dellont quet cals a dra ; goude int bet peuret eur vech en nevez-amzer, an darn vuia né zeuont quet mui nemet en dian eost ; ar sec’hor badus é vez en ân a boaz anezo peurvuia ; muioc’h a vizé dal loënnet, ma adfec’h brouscon ha melchennou en douarou losquet da zéana. Evit ober mad, an anter Penaos chench ar c’hiz zo bremâ, da leusqueur an douarou da zéana, evit hô laboura piz.
deus an douar dléfé beza laquet didan brouscon ha didan melchen pé ieotennou al. Ar c’hiz-zé alfé beza euliet, a-vremâ, er c’hartériou guella deus ar vro. Dré guir, ma laquéfed an tiegues didan pevar stus, an teil a reer en eun tiegues cren ha drempefé an ol douarou tom ; rac né vizé nemet palefras, da lavarout unan doc’h ar pevar stuz-zé da deilla peb bloas. (Guellout izelloc’h ar pes a vezo lavaret var an doaré stuzia.)
An avalou douar, ar betterabes, an irvinou a bep seurt, ar c’harotes, ar c’haol saoud, cetu azé ar brouscon griennec an aliessa adet er vro-ni.
Avalou douar.
A barz ar c’hlenvet, an avalou douar teuent mad avoalc’h e quement douar. Erves é oant frouezus Doaré dhô roei dal loënnet.
meurbed, é oant talvoudus braz evit bevans an dud ac al loënnet ; mes red é oa ho poad pa vizé roed cals dar zaoud pé dar c’hézec ; rac, roed cri, nint quet quercouls, ellont beza clanvus ha cas dezo ar fluz, ar c’houéon, etc.
Quiz eaz ha dimizus d’ober bleut avalou douar.
Oc’h an avalou douar é tenner c’hoas eun danvez mad da implijout é meur a zoaré : ar bleut eo, pini eller caout en oc’h flastra an avalou cri, gât millou vian pé penfillou al. Lacad a reer an toaz-ze en eun tamoes run, ha teurel a reer dour varnan, meur a vech, ma c’haï ar bleut da eul, en eur varraz laquet dindan. Pa eo bet losquet da zéana trévoalc’h da roei amzer dar bleut couéza en traon, é losquer an dour da redec cuit ; neuzé toller c'hoas dour diou pé deir guech, ma oc’h eus c’hoant caout bleud guen caër. Lacad a reer goudé ar bleut var planquennou pé en eur pôd bennag, ac é léqueer er forn da zec’ha, goudé eo bet tennet an barra, pa neusquet mui ré a domder eni.
Er stalliou braz lec’h a reer bleut avalou douar, ez eus quizou guelloc’h ha buanoc’h evit é ober, Bez eus meur a stal eguissé e Ponabet, péré zo eun discarg braz dan avalou douar er vro-zé ; eno é léquéont ato ivez cals avalou douar, daoust ma né zollont quet quement abaoé eo deut ar c’hlenvet.
Doaré ada.
An avalou douar dléont beta adet a renquennadou ma eller ho c’houenna ac ho douara eaz. En doaré-mâ c’hader anézo : Ranna reer an dachen é teir loden quement a quement ; digueri reer daou ant, é creis peb loden, da lavarout é reer teir greizen en dachen, ma allo an adérien ac an allar Laboura eb nem gortoï tam ; rac queit ha ma an allar ô teureul daou bom var peb tu, goude ez int bet adet, ar merc’het ad ar pevar ant al digorret ha goudé é teuont adarré en erô nevez cuiteed gât an allar, Eun allar ha pidir vaoues nem euliont mad éguissé, eb col tam amzer.
Doaré al dada.
Eller ivez ada an avalou douar é renquennadou, ac hô lacad éonoc’h zoquen, en oc’h ober anchou gât an allar douara pé gât an allar al, var dro daou droatet é-trézo, en eun douar labouret ha bruzunet mad diaroc ; labourérien zo oc’h eulia ar merc’het evit goloï an ad gât ar var, pétraman a reer gât an allar, en oc’h faouta an irvi bian en deus savet é tré peb ant. Pa zeo roês avoalc’h an douar, é c’holoer mad ha buan, en oc’h chench tu dan oguet ac é gas var an dachen.
Cant a ma vez avalou douar ô c’hlaza a iniennou, é cloëder mad varnezo evit laza al louzeier glazet var c’horré, ha caout an douar eassoc’h da c’houenna divezatoc’h. Implijout a reer, dober al labour-ze, eun oguet côz ha ber é zent, evit mirout digas ré doc’h an ad var c’horré. Pa eo deut ar rizennou avalou douar a vel pen dar ben, é c'houenner anezô ac Ha red eo douara an avalou douar ?
hô douarer eun ebeut goudé. Mes, ha red eo ta douara an avalou douar ? Meur a ini en deus lavaret é oa red ober ; meur a ini al, gouiec ivez, en deus lavaret né oa quet. Evid on-mé, em eus adet tamou douaret ha tamou né oant quet, an eil e quichen éguilé, ac an avalou douar losquet eb hô zouara oant quercouls ha quer founus ac ar réal, pé founussoc’h c’hoas zoquen. Evessaat a rin c’hoas penaoz an téva avalou a zeuont tost dar gorré, ar pez a ziscoez ez er a enep al lezen doué en oc’h sevel douar outhô ; mes, en oc’h douara, tilouzaouit ha piguellit an dachen, an an avalou douar douaret zo eassoc’h da denna ; al labour-zé zo talvoudus ta en doaré-zé. Douaraa reer buan avoalc’h en-oc’h cas an alar coat, oc’h pini vez laquet daou guignallar, é tré ar renquennadou. Ada beer an avalou vian eb hô zroc’ha ; gred a vez daou pé dri dam doc’h ar réal, erves hô zéoder ; lacad a reer é tré-zo, an ed an anchou, var dro dec meteut bennag.
Clenvet an avalou douar.
Ada reer cals neheutoc’h avalou douar, abaoé eo deut ar c’hlenvet ; dilezet int a grenn zoquen é quarteriou zo. Tollet a réont founus avoalc’h c’hoas en douarou mad, ha né roont tam nebeutoc’h, couls lavar, en douarou treaz zo tost dan od, abalamour, dre ma ; zint frouezus meurbed, é torront ners ar c’hlenvet ; mes, en douarou scân, né tollont tra mui, abaoé a varv ar c’hol varnezo barz peur ober é c’hresq.
Fellout eo bet clasq gouzout ha discléria pennos a oa deut ar c’hlenvet-zé, ha lavarout é oa deut dré meur a zoaré ac hô dizé gred an droug quentoc’h quercouls a bremâ : ar vammen deus ar c’hlenvet a zo c’hoas eun dra da c’houzout. Nellomp quet ta mirout doc’h an droug ; mes, en oc’h teurel eve dada quement ouen vad ha dhô laboura gât squiant, alflemp bianaat é nerz. Pa eo guir doaré an amzer ned eo Nerz an amzer var ar c’hlenvet.
quet chenchet abaoé guech al,ned eus ners nemet en eil fesson var ar c’hlenvet. An amzer en deus nerz var an dud ha var al louzeier clân, ac ispicial var ar ré-mâ abalamour nellont quet, evel an dud, nem denna doc’h a zindan-an ; ar remâ, quercouls ac ar réont, sul vuia ez int sempl, sul vuia ez int fal derzel doc’h an amzer, ispicial pa zeus clenvet varnezo.
Pa dro aliez ha buan an amzer, hasta ra ar c’hlenvet da gresqui ; guastatoc’h é teu er bloavechou a gouez nebeut a glao, pa né chench quet calz an amzer. An dra-mâ zo guir avoalc’h doc’h an eves em eus laquet Anaoudegues gred er bloavechou-mâ var nerz ar chencha- menchou amzer oc’h ar c’hlenvet.
ô sellet oc’h ar c’hlenvet er bloavechou divezad-mâ. Evel-sé, er bloaves 1849, ez eus bet, el léon, e mis maê ac é mis even, glao arne aliez : Ar c’hlenvet en deus é nem ziscouezet, er vro-zé, en devechou quenta eus an eil doc’h ar missou-zé, ha, barz anter mis c’houéré, ar c’hol, var an avalou douar, oant dissec’het piz ; é darn doc’h ar c’herné, eguis al, en deus dalc’het da zec’ha er maré-zé ; ar c’hlenvet neqnet deu den em zizcoueza qué né voa diben mis c’houeré ; ar c’haol zo chomet glaz betec mis guengolo, ac an Doaré ar c’hlenvet er bloas 1850.
avalou donar hô deus tollet brao enô. Eguis er bloavechou diaraoc, ar c’hlenvet, er bloaves 1850, zo nem discoëzet abred en darn an aod coalorn deus ar vro, ha quentoc’h en douarou troed tram ar sao éol, evit ned eus gred er réal ; ned eo deut nemet pemb zizun divezatoc’h, var dro anter mis c’houéré, en darn a ziabars eus ar vro, lec’h né troquet quen aliez an amzer ; var an aod creisté, goasquétoc’h c’hoas, neusquet bet a glenvet ar bloas-mâ.
Eller credi a viannaï an droug peb bloas, qué né c’haï tré cuit eur vech bennag. Evit gortos, an eves en deus discouezet dom-ni ez eo guelloc’h ada avalou Quement oen abred a réont an nebeuta van oc’h ar c’hlenvet.
douar abred, péré zo couls lavar ân, é maré teu ar c’hlenvet. An avalou douar guen a vrein goassoc’h evit ar ré-al ; guelloc’h eo ta clasq, étré ar re prim, ar seurt a dol ar muia avalou en oc’h ober nebeut a van oc’h ar c’hlenvet.
Tennet a renq beza an avalou douar cant a ma zeo sec’h ar c’haol.
Eur vech disséc’het tré ar c’haol, renquer hô zenna ar c’henta ar guella ; an darn vrassa deus an avalou douar zo iac’h avoalc’h c’hoas, ha ne zaléfent quet da vreina en douar, ma teufé glaoeger.
An avalou douar nellont quet beza rénévezet dre ad.
Clasquet eo bet rénévezi an avalou douar dré an ad a zeu oc’h ar c’haol ; mes nintquet deut da vad : ar re névé, quercouls ac ar ré gôz, a zo bet scoet gât ar c’hlenvet.
Bettarabes.
Er vroiou a tieguechou vraz, é meaz breiz, é c’hader cals betterabes, peurvuia dober sucr. Tenna Sucr bettarabes.
reer anezâ deus dour ar brouscon, malet ha goasquet. Lacaad a reer an dour, en oc’h è virvi, da vont cuit é mogued ; né chom goudé nemet ar sucr, pini a vez dissec’het ha caleteed dré quizou a né zléan quet discoueza amâ ; rac, nellomp, er vro-mâ, lacad betterabes nemet evit boëtta al loënnet.
Doaré ober maguérézet da gaout da blanta é mis even.
Ato dlé beza laqued ar betterabes é renquennadou, evit beza eaz da c’houenna. Eller hô flanta pé hô hada doc’htu da jom. Pa feller eulia ar c’hiz quenta, é hader anezô é maguérézet, en eun tam douar goasquet eb beza ré c’holoed, ha trempet mad, er c’henta devechou deus a vis veurs, evit caout da blanta var dro anter mis even, pé quentoc’h. Ma ello ar vagueres dont da vad ha buan, red eo teurel an ad a renquennadou, dispartiet dré ledander dec meteut dan nebeuta, abalamour dhô c’hoenna eur vech pé ziou evit buannad hô c’hresc.
Doaré dhô flanta er parc.
Planta reer dré douçder en oc’h teurel eves da denna ar guella betterabes da guenta ; eun nebeut devechou goudé, ar ré zrua deus ar ré zo chomet er vagueres ellont beza tennet ivez ha plantet, cant a ma nem gao an amzer é doaré ober. Eller quenderc’hel da blanta peb eil tro betec ar c’henta devechou eus a vis c’houeré ; eur vech ed ar maré-zé é biou, véfé ré zivezad, abalamour ar betterabes nhô digent quet amzer dober hô c’hresc abarz ar goan. Eller goloi Gât an allar.
anezô gât an allar. Neuzé é heulier ar c’hiz discouezet uelloc’h evit ada an avalou douar, en oc’h teurel eves divoal renca ar betterabes iaouanc na ré izel en ant, na ré uel var ar bom, ma nhô c’holoio quet ré ar bom al a vezo tollet varnô. En oc’h teurel daou vom gât an allar ouarn, pé dri gât an allar vrô, var peb renquennet betterabes, é vezo trevoalc’h étré zô ; leusqueur a veer ed ar renquennadou, eun droatet bennag étré peb betterabézen.
Gât ar pî.
Evit planta eaz ha buan gât ar pî, é laquer an douar a irvi bian, plened gât ar ruilleres pé gât ar rastel. Planta reer var greizen peb erô. Ober a reer an irvi-zé en oc’h teurel daou bom neil d’oc’h éguilé gât eun allar vian. Peurvuia ar rizennou hô deus a ledander étre-zo tri-vec’h meutet ; mes neller quet eulia mad al ledander-zé nemet pa reer an anchou gât ar verquéres ; a-hend-al, mard eus étrézô muioc’h a franquis, ar betterabes, guelloc’h avelet, né vezint nemet téoc’h. Planta reer gât ar pî, en anchou digoret Ha gât ar verquéres
gât ar verquéres. Ar penvec labour-mâ, doaré eur rastel, var tri droatet a ed, zo tri dant vraz, outâ, ac étré-zo tri vec’h meutet. Eun den a zigas anezâ, en oc’h vale var e guis, an eona al mont. An tri ant quanta eur vech digoret, en emencha ra, evit digueri ar ré al, var an dervet en oc’h lacad enan an dant quanta beg ar rastel, ac en oc’h quenderc’hel éguissé qué né vez peur gred an dachen. Tieien zo tro ar Faou, ac a léquéont ivez ar verquéres var quillorou gât poez dé laquad da grogui ; eur penquézec a stlij anezi ac eun dên zo oc’h é derc’hel éon ; éguissé reer quercouls ha buanoc’h.
Doare ada ar betterabes da chom.
Ada doc’htu da chom zo ar guella doaré da eulia ; ned eo quet quer chançus ac ar c’his al ; brassoc’h brouscon zo, savet meaz an douar, ac essoc’h da denna ; elec’h ar betterabes plantet é réont cals a griou vian, péré stard ar betterabez goassoc’h en douar, ac é renquer nétad goudé deus an douar a stag outô. Ada reer da jom en devechou quenta deus a vis vaê, pé quentoc’h zoquen, doc’h ma vez an amzer. Ober reer an irvi ha lacad a reer étré-zo quement evel eo bet discouézet bremaïc evit planta ar betterabes,var irvi bian, savet gât an allar, petraman en oc’h ober anchou Meur a c’his ada.
gât ar verquérés. Ada reer gât an dorn en anchou. Daou labourer zo trevoalc’h evit ober buan al labour-zé : ar c’henta a dol tri pé pevar ad, en oc’h lacad étré peb discarg var dro eun droadet ; an eil golo gât é zorn. Talvoudussoc’h eo ada quement seurt brouscon var irvi bian, abalamour da encha éonoc’h ar c’houénérez sternet. Eassoc’h eo neusé da zerc’hel ha da gas étré ar renquennadou ; pa ma étré diou erô, nalquet mont deus é ent na foueltra ar plantennou iaouanc ; mes neller e zigas nemet étré ar renquennadou edet a trivec'h meteut d’an nebeuta. Pa ader var irvi, é ranquer caout tri dada : unan a ra toullou gât eur var, a zaou veutet donder bennag ; eun al a dol an ad, ac an drede é c’holo. Eves a renquer lacad da eulia an éona eller an ad discoëzet ueloc’h evit transplanta ar betterabes. Maré ar sec’hec’h, é reer dan ad quellida quentoc’h, en oc’h é gliba en dour, daou zeves abarz ada, ac en oc’h teurel goude ar ruilleres var an dachen. Evit caout guelloc’h betterabes, squigner var an toullou, pé en anchou dan ed discoëzet, eun nebeut coc’h quézec, pé teil côz, ludu, ludu du, pé tremp al brein ha bruzunet ; ada reer goudé ha golo a reer an ad gât eun nebeut douar.
Maré lenna ar betterabes.
Pa hô deus gred ar betterabes bian pidir pé bemp dellienen, né leusquer nemet unan é peb toul ; c’hoenna reer diou vech dan nebeutta barz né veo deut ar maré d’hô zenna, ar pez a reer é mis éré ; velato ar betterabes ellont chom en douar betec mis querzu, pa léquer var hô lec’h it meurs, er vroiou tost dar moor, elec’h né scorn quet dober gaou outô. Eller gutuil an deliou evit boetta ar zaoud.
Eguissé eller caout iroc’h an deliou da gutuil, péré, eb beza magus avoalc’h, zo talvoudus braz, var an traou al da voetta ar chatal ; en eur fesson al, éguissé eller c’hoas espernout ar boédou al, barz ar goan, pa eo prim ar bevans. Eller querquent ac ar mis eost, gutuil deliou betterabes, en oc’h teurel eves tenna nemet ar ré zo ô véléni ha soublet oc’h an douar.
E peseurt douarou eo mad ada betterabes.
Ar betterabes c’houlennont douar dru, roessed ha trempet mad ; né zeuont quet caër en douarou scan, nemet trezet é vezont bet a belzo ; mad int dreist al da voetta ar chatal ; ar c’hézec hô nem voaz ivez outô ha guellad a réont gât ar seurt boët-zé.
Panézou.
Ar panes né zeuquet en douarou fal ; mes né c’houl quet a teil, ha talvoudus braz eo en doaré ma c’hlaz ato, nemet fal a vez an ad. Peurvuia, é rénévézer an ad peb bloas ac a brenner doc’h an ezom er marc’hajou. Ar c’hiz-zé zo mad meurbed ac en tu gât ar c’hélennou gred uelloc’h ; mes evit ober e doare, é renquer clasq ad deus ar guella quarteriou, leun avoalc’h ac eosted mad. Evel quement brouscon Talvoudus eo ada ar panézou é renquennadou.
griouennec, ar panézou dlient beza adet ato a rizennou, ma vefent eassoc’h ha dimizussoc’h da c’houenna. Meur a vloas zo é c’hadan er c’hiz-zé ; darn eus va amezeien en deus gred evel don, ha bet hô deus, el labouriou c’houenna, gred gât ar var, daou trederen nebeutoc’h a boan ac a zalc’h, evit pa adent eguis al. Mes, evit teurel éon avoalc’h an ad en anchou, é zo red ober gât an adéres. Adéres rodellec deus an aotrou Felix
Ober ran gât an adérez rodellec deus an aotrou Félix, eus a treslez. An anchou a reer gât ar verquérez oc’h peini eo bet comzet quentoc’h ; lacad a reer étré-zo eun droatet Penaos lacad dent ar verquéres evit ada panes e renquennadou.
ebquen, en oc’h lacad oc’h ar penvec eun dant c’hoas ac en oc’h tostat an teir al, ar pez a zo eaz dober, rac bez eus er verquéres pevar toul, bep a droatet étré-zo ; eun al, a ra ar pemvet, a zisparti ar verquéres é daou anter queit a queit, ac hô deus peb ini trivec’h meutet ed, en eun doaré caout, paguérer, an eil guech goudé éguile, al ledander a zo red, evit ar rizennou panes ac ar rizennou betterabes [5]. Eun den é za goudé dré quement ant gât an adéres Rodellec ; evessaad a ra en oc’h valé ma tol ato an adéres quement a quément ; quenderc’hel a renc da deurel founus avoalc’h eb éana. Evelsé é zo red ada eun tamic stanc, gât aon nem gaffé ré danô ar panézou. An adéres implich tost eun drédéren muioc’h a ad evit né reer éguis al. Golo a reer gât an oguet, eb froza tam ar rizennou, pa doller eves cloëda a ben gât an anchou. Pa eo deut ar panezou iaouanc braz avoalc’h, da lavarout pa ma ar rizennou a vol, é reer ar c’henta c’hoenna ; dan eil, é tanoer ar rizennou lec’h eo ré stanc ar panes ; neuzé dléer piguella mad gât ar var.
Doaré ober an douar panes.
Ar panezou né zeuont quet mad eh douarou pouner, pa nint quet bet labouret ha roessed avoalc’h. Peurliessa, é vezont laqued var tirien troed barz hô ada, var eul labour ebquen. Evit ober mad avoalc’h al labour-zé, é léquéer daou allar : ar c’henta a ziblusc an tirien ac é zol en ant ; an eil a dol eur bom téo varnan, é doaré goloï mad ar glachen. An ini zo oc’h an allar aroc, a zlé soubla neza a glei eun tamic evit leusquer eur riblenic tirien tost dan ant, rac nequet red é droc’ha pa guir a vezo tollet a iz gât an eil allar, ha goloed oc’h téoder ar bom.
Eul labour barz ar goan a zo red en douarou louz.
Pa ader ar panézou en eun douar leun a louzeier dieaz da zioenna, é zo red roei eul labour barz ar goan, evit netaad ha roessaad anezâ. Abarz ada, e Ho roessad gat an oguet ac ar ruilleres.
cloëder ac é ruiller, mar bez sec’h an amzer, evit froza ha bruzuna ar mouded. Ar panézou adet abred nint quet ar ré é teuont ar buana. Alfed la, goudé beza quempennet an douar, daléa an ada eur pemzec té bennag pé ouspen, evit laza en oc’h cloéda, al louzeier glazet var c’horré ; an douar a vezo netoc’h goude ha dimizussoc’h da c’hoënna. Ar guella maré ada vizé en diben ar mis meurs ac en dévéchou quenta deus a vis ebrel.
Ar c’harottes guen pennou glaz.
Ar c’harottes zo talvoudus abalamour é teuont en douarou scân ha nostamant ; mes goulen a reont beza teillet mad, guir eo an teil-zé a vezo trevoalc’h dan it a zeuio var lec’h. Ar oen an aliessa adet zo ar c’harottezen guen pen glaz. Adet gât an dorn, ar c’hoenna zo diaessoc’h ag aliez mizussoc’h evit dar Guelloc’h hô ada a rizennou.
brouscon al ; guelloc’h eo ta é lacad a rizennou, en doaré a zo bet discoëzet evit ar panézou. Ar c’harottes a zo ato chançus avoalc’h, abalamour ez eo dieaz goud pé eo mad an ad pé neoquet, a neuzé ar melvet, Droug ar melvet.
goude int glazet, a zreb anezô piz, é ber amzer, er bloavechou douçder [6]. Abalamour dan droug zé, é zo red hô dilezel alies, ha gouscoudé ez int talvoudus braz dré ma teuont é quément seurt douar, a zo eun dra gaër er vroiou lec’h eo ré zister an douar evit caout pânes na betterabes. Ar c’harottes c’houllennont teil dru ha brein. Tost dar moor, lec’h ez eus douarou quer pinvidic al, ader anezé, en nevez-amzer, toëz al lin ac an idou meurs.
Irvinou rutabaga, ha caol irvin.
An irvinou-rutabaga, péré zo envel avoalc’h doc’h ar c’haol-irvin, zo eur seurt al couscoude. Ar pez a zisenvel anezo zo al liou mélen deus ar c’henta seurt, elec’h an eil a zo guen. Ada reer an eil oen ac eben eguis ar betterabes : transplanta reer anezo pé hô ada reer da chom é renquennadou. Ar maguérézet evit transplanta é vezont gred ivez er mis meurs. An irvinou-ma c’houzâont guelloc’h beza transplantet evit né c'houzâ ar betterabes ; peurvuia ivez é heulier ar c’hiz-zé pa léqueer irvinou-ratabaga ha caol-irvin. Ar c’houilet du a reont alies cals droug dezo, evel a Droug ar c’houilet du.
réont da guément seurt-irvin al ha dar c’haol. Evit
mirout ar vaguérézet outo, é squigner ludu, râz, ha
guelloc’h c’hoas uel mogued. Ar rutabaga né réont
van oc’h ar scorn ; ellont chom pad ar goan en douar
eb droug.
Irvinou.
An irvinou al, guelloc’h anavezet er vro, é vezont adet ato da jom, ha peurvuia gât an dorn ; eller couscoude Ellont beza laqued a rizennou.
ho ada a rizennou ; mes divoal a renguer teurel ré a ad, ar pez a c’hoarvez avechou, abalamour ez eo quer bian ; né leusquer ta en adéres német toullouigou, da deurel ad, e doaré pen eur spillen. An irvinnou, adet é mis éven ac é mis c’houéré, savont Dont a réont mad en douarou dister ha nevez digoret.
alies berniou fonnus. Dont a réont mad en douarou dister ac en douarou nevez digoret ; talvoudus braz a vizé hô ada, er vroiou lec’h neller quet caout brouscon al. Talvoudus ez int c’hoas, pa hô ader étré daou eost braz, gât eul labour, varlec’h it, goudé an eost. Golo a reer an ad eun tamic gât eun oguet drein. Hor tieien ho deus diguemeret peurvuia ar guis da Irvinou corzennet.
lacad irvin goudé an eost ; eguissé guéont boët glaz talvoudus dar chatal, en nevez-amzer, ha goudé-zé é léqueont c’hoas, brouscon al, pé it tu.
Caolza.
Ar c’haolza zo eur oen caol é hader evit an éol a denner eus é ad. Er vro-ni, ned eo quet eaz caout Caolza corzennet.
perc’hen evit ar marc’hadoures-zé. Alfed, couscoude, ada caolza goudé an eost, evit caout, varlec’h an irvinou corzennet, eur seurt boët glaz envel doc’h onto.
Caol dont a saoud réont en douarou segal.
Ar c’haol saoud é vezont adet e maguérézet, barz ar goan, evit beza plantet er mis meurs. Dont a réont mad avoalc’h é quement seurt douar, ac eun dra c’hoantus eo teufent da lacad anezô er vroiou segal. Mélourien hô deus laquet, a vremâ, caol er c’harteziou-zont ; ac hô deus bet ré gaér ; cresqui réont ivez, bep a nebeut, da lacat en andréajou-zé quer paour er boed loënnet. Ar c’haol saoud goulennont beza teillet ; ellont beza laquet da zilouzaoui Mad int dar bioc’het leaz ha dar zaoud lard.
ha da guempen an douar evit an it a zlé mont var-lec’h. Pa vaguer ar bioc’het gatô, é roont calz leaz, ha mad int ivez da vellad ar zaoud lard.
Caol vendé, pa oc’h ar poëtou, pé delliennec.
Bez eus eur oen caol nevez, deut nebeut-zo é quichen Keraés, péini, doc’h ma lévérer, zo founussoc’h evit ar c’haol léon. Ar oen-mâ zo andvet caol Vendé, caol Poëtou, caol Delliennec ; an ol tieien a rafent mad goul ad da vellet petra int. Douar Lannilis zo Caol Lannilis
mad dreist-ol evit ar c’haol ; ac’hano é teu ar ré vella da blanta. Guelloc’h a véfé lacad anezé en hô douar hô-unan evit hô quemmesqui etoëz ar panes dré rencadou, Eur c’hiz fal eo lacad caol e toëz ar panes. abalamour é réont gaou oc’h ar panezou a zigouez dindan hô. Lacad a reer é mis querzu, caol etouez ar guinizou, en douarou dreist-ol ; cresqui réont mad avoalc’h, goudé eo bet medet an it, ha rô a réont eun nebeut brao a zéliou.
Doaré bernia ar brouscon é meaz dhô nem virout loe ar goan.
An tieien a zeufent dada cals brouscon c’hoënnet, nalfent quet caout lec’hiou goloët avoalc’h evit dastum quement-zé. Mirout a reer anezé é meaz en oc’h hô bernia en eun doaré squiantus. Ar berniou zont é vezont gred er parc, er pors, el leur, pé lec’h al, en oc’h evessaad doc’h ober goasc eur c’hleuz pé eur vogueur, lec’h né scoquet an avel Coalorn. Er vroiou lec’h a vez cri ar goan, é touller an douar, evit azéa ar bern, tro pemp pé c’houec’h meutet donder, ac a ledander tri droatet bennag. Bernia reer goudé ar brouscon, en oc’h sarra peb a nebeut dré ma sav ar Berniou goloet a zouar.
bern ma nem gao, pa vezo peur gred, envél doc’h
toën eun ti, zivar c’horré. Toulla reer, tro var dro,
amchou bian, eun tamic dounoc’h evit an toul gred
dazéa ar bern, ma choumo sec’h ato ha ma ello
an dour glao redec cuit. Teuret a reer goude eur
guiscadic plouz var ar brouscon berniet éguissé, ha
sevel a reer var-n-an an douar tennet doc’h an toullou ;
moustra reer goude gât ar bal, evit mirout né
frozéfé gât ar c’henta glao.
Berniou goloët gât plouz eb quen.
Ar goan zo peurliessa clouar er bréiz-izel. ispicial
quichen an od ; e quement lec’h né vezquet a scorn
braz, eller ober ar berniou brouscon gât nebeutoc’h
a labour. Lec’h toulla, é leder var an douar eur guisc
lan, colo it-tu pé gors avalou douar, en oc’h lacad
eves dober ar guélé-zé lédan avoalc’h da galedi mad
ar bern, francoc’h evit tri droatet eun tamic bennag.
Ober reer ar bern, evel an doaré discoèzet bremaïc,
var an ed a guérer. Golo a reer anezâ a plouz pé gât
traou al envelep ; ar plouz a stanc pissoc’h doc’h an
avel scorn evit an danveziou al ; couscoudé eller
lacad plouz guinis-tu evit mirout ar c’holo al. Eun
déoder seiz pé éiz meutet zo trevoalc’h evit divoal
ar bern doc’h ar glao ha doc’h ar scorn. Couscoudé,
evel nal gouzout dén pé quer creô a vezo ar scorn,
ez eo evezus, cant a ma teu, cresqui ar guisc plouz
adarré petraman teurel teil tom nevez gred varn-n-an.[7]
Quiz al da c’holô ar berniou brouscon griouennec.
Ar brouscon goloed en doare zé, ne nem dommont quet, éguis a réont avechou er berniou goloed a zouar. Evit mirout ar plouz, em eus goloët ar bloas-mâ ar berniou e guis al : laqued ez eus bet, doc’h peb tu deus ar bern brouscon, eur guisq orzennou raden ; var c’horré ez eo bet squillet eur guisq téô a pel guinis, ac ar bern a zo bet peur goloed deus eur fesson toèn balan bennac, ac a zisquen betec an traon. Evit mirout né iafé an dour glao é bars, dré an ein, ez eo bet savet, gât ar bal, pen dar ben, eur rizen prî, evel ar môdel a léqueer var ein an tier. Eb Ar c’hiz bernia e mez a zo red eulia evit cresqui ada brouscon griennec.
an doaré miridigues-zé, nalfemp quet cresqui ada plantennou brousconnec er vro ; talvoudus é véfé ta squigna ar c’hiz-zé etoëz an dud, pa eo guir ez eo dianavet tré.
Seurt brouscon ellont chom pad ar goan en douar.
Bez eus brouscon ac ellont chom en douar pad ar goan eb droug ebet ; da lavarout ar panézou, an irvinou-rutabagas, an irvinou bro ac ar c’haol. Emâ, da lavarout mad, né dléffé quet beza rannet é renq ar ré-m-al, pa eo guir néquet dré e grien, mes dré é zeliou ez eo mad dal loënnet ; mirout a reer anezô avechou, el léon, goasq eur c’hleuz bennag, troëd Penaos a virer ar c’haol doc’h ar scorn.
er c’hreisté : heda reer ar c’haolennou var ar grien,
ha golo a reer hô griou a zouar ; en doaré-zé, an
deliou nhô deus droug ebet oc’h ar scorn.
- Neusquet a zouar lec’h neller caout prajeier en eur fesson bennag.
- Ar prajeier a vag ar chatal ; ar chatal a rô an teil ; an teil a rô an id.
- J. Bujault.
Disquianteguès ha digui evit dizac’ha ha doura ar foenneier.
Ar prajeier zo dilezet peurvuia, ha né roont nemet nebeut a foen en départaman-ni. An dour a zac’h enô, neus nemet broen ha ieotennou dourec, coulz lavar, oc’h hô zirienna. Hor tieien n’é ouzont na dizac’ha ar foenneier nac hô doura, couscoudé, en dro da guéraès, quarter a beuri vraz, ez int guelloc’h quempennet ha douret gât muioc’h a furnez. E meaz ar vro-zé, ar foenneier, nemet eunan bennag é gaver amâ ac a-ônt, nint quet foenneier, da lavarout mad. En oc’h quempen anezô gât eun tamic eves, Gueuniou ha stanquennou dourec mad dober foenneier.
alfemp cresqui calz ar foen enô ; ouspen, ar ieunou ac ar stanquennou doured hô-unan gât meur a oas, péré a zilezomp, alfent beza eas laqued é prajeier, péré a gresquéfé dan nebeuta daou quement al ar ré hon eus bremâ. Mes ar vélourien, pa né ouzont évit guir pé chomint pé né chomint quet en hô ziegues, prim, en eun doaré al, en arc’han, disquiant Perac tilezer ar prajou.
tré er c’hiz compessa, dizac’ha ha doura ar prajou, nellont ober nemet nebeut a guellidigues en doaré-zé.
Prajou doured é Trevarez gât an otrouien Kerjégu.
An otrouien Kerjégu, en hô zalc’h caër a Drevarez, quichen castel-névé, hô deus douret prajeier en eur c’hiz da veza euliet. Crédomp ar vugalé zo ô tisqui er scol labour-zé, é squignint eb dalé aru c’hiz mad-zé var meaz, ac a zigassint é peb lec’h, dré quelennou talvoudus, an doaré guellad ar prajeier.
Dizac’ha dar ar prajeier glip ac ar ieuniou.
Ar c’henta tra é renquer ober er foenneier laguennus, zo discarga an dour-zac’h, en oc’h fossia var an eillennou. Red eo toulla betec an douar dindan ac avechou en douar mélen zoquen, evit troc’ha an eillennou douna ; couzien, ma né toulfed quet izel avoalc’h, ar fossiou né zizec’hfent quet tré ar prat ; red eo ta toulla a iz ar guisc dré pini é teu an dour. Ar oassiou dissac’ha dléont beza toullet stanc avoalc’h evid dissec’ha piz ; paneveze ar broën ac ar ieotennou dourec a zeufent adarré da grienna ar prat. Foën ar prajou laguennus pé beuzet a zour alies, zo ato calet, lec’hidec, ha clanvus avechou. Goudé eo bet dizac’het an dour, ez eo mad doura var c’horré, paz euz dour red eaz dancha var ar foennec ; rac, mard eo fal an dour zac’h dar ieotennou, an dour red hô cresq ac hô vella calz. Dour ar vro-ni zo cri, peurvuia, An doura.
ha né vellaont quet ato hor foenneier ; eller caout dour druoc’h. ha, tomoc’h en oc’h destum anezâ en eul lenn, barz é leusqueur var ar prat ; pa vezont chomet daou pé dri deves ellenn zé, é vezont clouared ha guelled ; dont a raïnt mad meurbed en oc’h teurel ebarz déliou guez pé traou al envel, ha guelloc’h c’hoas teil, dour teil, pé loënnet maro. Evid doura mad, é zo red compessa da guenta ar prajeier Adal al lec'h uella, é reer anchou queit a queit an eil deus Quiz doura.
éguilé, péré a vezint digasset a dreuz néil a iz éguilé ;
sulvuia a boëz traon a vezo, sul dosta é vezint gred.
Avechou vezont gred ivez a ben pé a soubl. Ar
vrassa eves da lacad, en oc’h ober an anchou, zo
digas an dour var quement lec’h uella ha mirout né
red ré vuan. Evit-zé, é reer, éguis a feller, ed a ed,
en anchou sôn, pé soubiet, arzou gât tamou tirien ;
an dour, dalc’het deus an eil arz d’éguilé, a red
gostatoc’h ac eb toula ar prat. An anchou gred evit
digas an dour er prat, vezont toulet var eun donder
ac eul ledander braz avoalc’h evit an dour é rencont
digas ; mes an anchou doura dléont beza bassoc’h ha
troc’het a blen deus tu a scuil an dour, ma ello scuilla
a led é peb lec’h. Pa zeus nebeut a boëstraon, an
anchou dléont beza gred eun tamic a soubl ; en divez,
en douarou na ré sôn na ré blen, é reer, doc’h ma
ziscoës squiant an ini zo oc’h ober, an doaré quelennet evit ar prajou a saoiou ac evit ar ré gompez.
Red eo divoal doura ar prajeier abarz veza deut a ben da zizoura tré an dour sac’h a zo en douar.
Implich an dour glaoéger da badout nebeut.
Peurvuia é tilézer tenna talvoudegues eus an dour glaoeger né zeuont nemet a maréadou, péré vizent mad da vellad ar foenneier, en oc’h hô digas enô var éon, pé goudé e vizent bet dalc’het en eul lenn evit hô implijout erves an ezomou.
Doaré al dizac’ha ha doura.
Cetu eun doaré evit dizac’ha ha doura gred en départaman ar Vosges : lacat a reer an douar a irvi braz, evel dada it ; ober reer, pa elleur, al labour-zé gât an allar, en oc’h teurel eves da grouma muioc'h an irvi ; compeza reer goudé an daou du gât ar var. Ar c’hiz-zé zo mad ispicial er ieunou, couzien an anchou a reer étré an irvi, a zizec’h an dachen ac a zigas é méaz an dour doura. Eun ant a zigorer pen dar ben, creis peb erô, ac a zigas an dour en anchou a-dreuz, gred ed a ed ; dens an daou du, sâniou al a-ben a zigueméront an dour ac é scuillont a led é peb lec’h. Doura reer peb eil trô quement darn deus an êrô, en oc’h lacad tamou tirien é beg ar sâniou lec’h a feller éan an doura, péré a zigasser da stanca lec’h al, pa feller doura a nevez. An anchou a-ben, an eil a euc’h éguilé, dléont, ar muia eller, scuilla a ed queit a ma pad an dour ; né zourefed quet en doaré-zé, ma é losquéfod redec eb arz ebet betec ar pen-al, en oc’h clasq doura muioc’h doc’h tu evit neller ober gât an dour zo.
Droug a ra ar chatel en oc’h bressa ar prajeier er goan.
Né dleer quet cas al loënnet da beuri er goan, er prajeier glib ; en oc’h bressa ha pilpassa, queit a ma chom an dour ené, é réont calz droug. An douar gôz a dlé beza lédet abarz an névé-amzer. Talvoudus En névé-amzer ez eo mad cloẽda ar foenneier evit lemel ar c’henvi ha cas an tremp da gaout ar ieot.
eo ivez cloëda ar foenneier er maré-zé, ha da lacad goudé var ar prat eur bôd drein creô, var pini é lequeer poëz. Avechou reer gât ar bôd drein ep quen ; er guissé refresquer an tirien ha lemmer ar c’henvi zo oc’h ober gaou outâ ; bez eo c’hoas eun doaré da squigna ha da gas da gaout ar c’hriou an tremp tano pé poultrec é lequeer var ar prajou, da lavarout, ludu, scloag, uel mogued, mannou gred gât pel it, louzeier c’houennet ; en divez, quement tra alfé digas adou fal toëz an teil gred evit cas en douar labour. Ar foenneier douret gât dour dru, ar re doured er c’hiz em eus descoëzet en trede pennad (guellout uelloc’h), gât an dour bors a za da gol, nhô deus quet ezom a dremp al.
- Fellout a res-té caout id ? gra prajeier. An neb en deus eun anter deus e zouar e prajou zo eun tiec mad ; mad co c’hoas, mard eus trederen : pralefraz zo ré nebeut.
- J. Bujault.
Cetu amâ an diazé ar gonnidegues an douar, an tu guir da gaout loënnet mad ha calz teil, talvoudegues né gaver quet alies, lec’h neus nemet prajou ieotennec. En hon vro, ar ieoten an aliessa adet dober prajeier a ber amzer, a zo ar melchen. Bez eus daou Ar melchen.
seurt anezô : ar melchen a dri droc’h ac ar melchen ruz ; ar seurt quenta zo guelloc’h anavezet ac aliessoc’h adet. Ar melchen a dri droc’h a gar douar pinvidic, E pé seurt douarou é teu.
na ré scân ; né zeu quet caër en douarou segal, nemet trezet a vezent bet araoc. En douarou pouner, péré a galmass ac é faoutont dré ar sec’hec’h, é vez Doaré ada ar melchen.
difont ha toc’hor an en droc’h. Ada reer peurvuia mar melchen étouëz an id adet en nevez-amzer ; caout a renquer pemzec pé uguent lur ad dré zeves arat, doc’h doaré an douar. Goudé beza goloët an id gât an oguet, é toller ar melchen, ac é goloër nebeudic gât eur bôt drein, poëz var-nan, oc’h pini léqueer eur sparl evit staga eul loën. Pa ader melchen en nevez-amzer, var it goan, e reer abarz né vez deut ré zru. Mar bez sec’h avoalc’h an douar, er mis meurs, é frozer da guenta ar pouloudou gât ar ruilléres, da gaout eun tamic douar roëz ; ada reer goude ha golo a reer gât ar bôt drein. Eller ivez goloi gât an oguet vraz, pini a sterner var é c’hiz, pa zeus out-hi dent cam, evit mirout digas an ad ré zoun, pa eder etoez it meurs.
Ada reer melchen toëz an it-tu, pa zeo ed cuit ar ré adet gât an idou meurs.
Ar melchennou né zeuont quet avechou, pé mont
a réeont cuit goudé beza glazet stanc avoalc’h ; avechou
vezont drebet gât ar melvet, péré zo a berniou a
bloavechou zo ; neuze c’hader a nevez, é mis even,
toëz ar guinis-tu, evit caout ini al. Eller c’hoaz ada é
mis eost, pé en devechou quenta eus a vis guengolo,
en oc’h quemmesc eun nebeut segal étoëz, da goasquédi ar melchen iaouac er goan ; mes, er maré-zé
quen divezad, eun taol chançus eo evit-an da zont
da vad ; troc’ha reer an daou seurt var eun dro, pa
int deut ir avoalc’h. Ne deo quet mad ada melchen ré
a]ies en eun douar, bep a bemp pé ouec’h loas dan
aliessa en douarou nostamant ; pa labourer gât
squiant, léquéer anezô toëz an id a zeu varlec’h ar
brouscon c’hoennet.
Melchen ruz.
Ar melchen ruz zo abretoc’h evit éguilé. Né ro nemet eun droc’h, mes founus eo, ac eller lacad var e lec’h, er bloaves-zé, eun eost it-tu, betterabes pé irvinou. Ar seurt-mâ en deus an talvoudegues da Dont a ra en douarou dister.
zont mad en douarou nostamant trempet, ha labouret é doaré ; carout a ra zoquen quentoc’h douar eun tamic scan evit douar ré grê ; couscoudé dont a ra é quement douar. Ar melchen ruz zo eun dra vad, en oc'h é droc’ha pa zeo tenner c’hoas ha pa mâ ô tigueri é blun ; mes ned eo quet couls ac ar seurt al. Pa c’hader anezâ divézatoc’h evit ar pemzec té quanta eus a vis guengolo, ez eo chançussoc’h, abalamour, dré an dousder, er maré-zé, ar melvet labouront goassoc’h ; hasta reer ta dé ada querquent a ma gasser doc’h ar pare an eost var lec’h pini a vezo laqued ; eul labour ac eun tol oguet a guempen an douar mad avoalc’h. Ada reer var dro tregont lur dré zeves arat, ha golo a reer gât ar bôt drein pé gât an oguet eguis ez eo bet discoezet bremaïc.
Luzern
Al luzem zo ar guella ac ar founussa boët loënnet alfed caout. Ar ieoten-zé pad meur a vloaves eb tanoad ; mes goulen a ra douar pinvidic ha condon, péini na zalc’h quet an dour a zindan. Nalqnet ta dont da vad en hon vro ; an dra-zé zo discoëzet avoalc’h dré meur a-ini ac hô deus essaeet, meur a vech, caout luzern. Couscoudé, dont a ra mad e craon ac é quément E pé seurt douarou é teu da vad
lec'h tost dan ochou lec’h ez eus bet adet, abalamour an douar zo roëz, don, ha mad dreist-ol, ha dré ma nem blich eaz avoalc’h al louzaouen-zé é quément seurt douar lec’h ez euz treaz. Credi eller alfed caout ivez luzern mad en douarou pinvidic ha condon é caver en daou arrondissaman Brest ha Montroulez ; mes né zeuio lec’h al, pel deus an aod, nemet en douarou mad dreist ar réal é caver avechou amâ ac a-ont.
Ar charronz.
Ada reer charrons é craon, mes ned eo quet anavezet cals e lec’h al ; goulen a ra douar crê eun tamic. E ada reer abarz ar goan, pini nequet cri avoalc’h peurvuia, en hon vro, dober gaou outâ, pétraman abred en nevez-amzer. Mesqui reer etoëz eun nebeut eilz pé querc’h evit é zerc’hel en é za ; couscoudé stoc a ra aliez, er blouavechou glaoec, ha brein a ra oc’h an douar ; abalamour da zé hor tieien né zeuint quet buan dada doc’h ar louzaouen-mâ. Ar charrons né ro nemet eun droc’h ; é ad, pa é leusquer danvi, zo magus dar c’hézec ha dar môc’h.
Ar ray-grass.
Ar raygras, oc’h péini é teu eur seurt é-unan en hor douarou dous ha dru, zo eur ieoten vad da diriena ar prajeier ac ar peuri en douarou a leusquer eun nebeut bloavechou da zéana. Ar raygrass eus an itali a zo eur ouen ténéroc’h doc’h an amzer evit ar réal ; goulen a ra douar douç, ha trempet dru ; padout a ra nebeut. Ar raygrass bro-saoz a zo eassoc’h da gaout, couzien né c’houl quet quer coulz douar. Ieotennou al mad dober prajeier a ber amzer.
— Bez eus c’hoas ieotennou talvoudus, ma adfed
anezô, dober prajeier a ber amzer ; bez int ar ieoten
pennou téo, pé ieoten vraz, louzaouen prim, ac
a rofe abred eun droc’h fonnus, pini nem blich
guelloc’h en douarou priec ; goude, ar ieoten pennou
guen, louzaouen divezatoc’h, mes pini a zeu quercouls en douarou losq ac en douarou creô, pa vezont
labouret mad. Ar ieotennou-mâ é gaver er griennou
tiriennet zo en dro dhor parqueier ; adet toëz idou
meurs, alfent biannat an douar laquet peb bloas
dindan melchen, pini né zeufé quet quen aliez en
dro. Al louzeier-mâ a rofent meur a zroc’h ; en oc’h
teurel var-n-hô tremp poultrec, ludu, etc., pé eul
livadic bennag a teil vrein ha bruzunet, é cresquéfed
hô nerz ac hô padélez. Ar ieoten vraz, lavaret c’hoas
er brezonnec, eioten gallec, ieoten en nôz, a zeu
buan ha dru ; en oc'h é ada evel ar melchen, é vize
quer founus dan nebeuta ; néan al louzaouen vad-zé
da laboura nemet maré ar scorn, ha bé vizé talvoudus
meurbed en hor vro, lec’h nellomp quet caout ar
ieotennou é vez adet meaz ar breiz da voëta al
loënnet.
Al lan.
Al lan zo eur boët mad meurbet, ac a zeu en douarou falla. Talvoudus eo pa ziouer ar boëdou al, péré né zeuont quet é quément douar, nac ato da vad. Mad meurbed ez eo d’ar c’hézec ha dar zaoud, er goan ; mes pilet a renq beza guelloc’h evit ar ré-mâ. É ada reer ivez en douarou tom.
Avechou é c’hader lan en douarou tom ; ada reer anezâ etoez ar goan pé it meurs. Peurvuia, hon eus goaremmou avoalc’h, ô roei lan, evit dellout ar poan dé ada en douarou it. Ada reer lan ivez var ar c’hleuziou (ispicial el léon), pé gât segal-mar, er goaremmou. Ouspen ez eo talvoudus braz da voeta al loënnet, al lan zo c’hoas goal vad dober tan ha dober teil.
Guella maré da falc’ha ar foënneier.
Hor foénneier falc’homp ré zivezad, qué né vez caledet ar ieot ha coulz lavar ân an ad ; guelloc’h a véfé ar foën, ma é zroc’hfemp en é blun. Ar prajeier dléont beza falc’het an toussa ma eller. Ar foën troc’het né zlé quet chom ouspen eun deves var é rest, nemet an amzer fal a zalc’héfé é leusqueur irroc’h ; goudé é direster ac higer mad dan eol, teir guech Doaré eosti foën.
bep dé dan nebeuta. Querquent ac an, eil deves, eller peurvuia é sevel a bernouigou evit an nôz ; goudé é cresquer ar berniou, dré ma teu da scanvad ha da eosti. Pa zeo couls lavar deut ar foën eost avoalc’h, mard eo sarret mad ar berniou savet var ar prat, chomint meur a zeves dindan ar glao eb touffa na diguemerout dour. Eur vech direstet ac eolet ar foën, é renquer divoal dé leusqueur dindan ar glao nac ar gliz, petraman a golo e c’houez vad ac é liou ; en divez, evit é mirout en é zoaré, é renq beza eostet buan.
Né réomp quet aliez, er breiz, foén melchen na ieotennou envel. Couscoudé avechou renquer ober foën Doaré ober foën melchen ha ieotennou envel.
melchen paz eus ré anezâ, ma eller é implijout dré ma teu. Al louzeier-zé, goal neudennec, goal dourec, né zléont quet beza ré zigorret dan eôl ; suilla rafent, hô delliennou a vruzunfé ha né chomfé quen nemet an dreujou. Evit eosti ar seurt foën-mâ eb é zevi, a renquer é zerc’hel téo var é rést, ac é troei en doaré-zé eb é hija ré. Dré ma teu da scânvad, é reer téoc’h berniou, ma eosto peb a nebeut, ac en eun doaré da virout é zelliou. Ober réer peb obardaé brassoc’h berniou evit d’ar foën al, abalamour da zigas an domder enô, evit mirout né zeufé da douffa divezatoc’h. Eur vech eostet avoalc’h, é vez digasset dar An oalen vella ar foën.
guear. Mirout a reer ar foën da voeltra, pa lequeer eun nebeudic oalen var quement guisc é za er bern. En oc’h salla ar foën touffet, a vellaër anezâ ac eller é roei dal loënnet eb aoun dober gaou dezo.
- Mag trevoalc’h a chatal evit trempa da ol idou.
- Eul loën chalal a dremp tri palefras douar.
- J. Bujault.
Ar zaoud.
Neller caout saout caër nemet er vroiou lec’h a labourer mad, leac’h a léqueer boëd avoalc’h evit maga al loënnet é doaré. Ned eo quet ar vro quement ac ar boëtach en deus ar muia nerz var doaré al loënnet : an ol chatalou c’héont da fal pa zilezer anezo. Ma né voëteer quet avoalc’h, gât ar c’haëra tadou, ar ouen ne vellaïquet.
An tirvi Léon digasset é querné nhô deusquet guelleed ar ouen enô.
Cuzuil an départaman ha ré an aradéger hô deus gred, eb talvoudégues ebet, dispin, meur a vech, evit guellaad ar ouen saoud vian zo tro Castellin, Quemper ha Quemperlé, en oc’h vesqui anezô gât tirvi Léon. Mes ar mescaman-zé ned eo quet bet talvoudus evel a grédent : al loënnet digasset deus al Léon, boazet da gaout muioc’h a boëd, nint quet bet queissé
Dadministration départementale , el: diverses asso-
Cruise-
. . , II [115 - cnations agrlcoles out falt, en pure perte , des sacr1- sa§§s;..r:f....
[ices répétés‘ pour améliorcr la petite race des arron- '°§',';°’,§".'f7"
dissementsde Chzlteaulin,de Quimperet de Quimperlé, C°""’“‘”'°
avee des
par le croisement avec des taureaux de Léor}. Ces '““;_°;‘;_‘_“° essais n’ont pas répondu aux espérances qu’on. en avait conquesz les animaux importés du Léon, ha-ô vont da fal creiz al lannéger querné ; hô lêou, boëteed eguis é saver er c’harter, n’hô deus quet allet ober hô c’hresq, ac aliez né zallient quet ar ré guerné diguemmesq. Eguissé c’hoarvezo ato en oc’h clasq guellad ar ouen eb squiant, er vroiou diboëd, lec’h né vella tam gonnideguez an douar ; mes, querquent ha ma vellaï al labour an douar, quement ouen loënnet vellaï ivez dré nerz ar boëtach é-unan. Neuzé hô pezo ar c’henta danvez evit guellaad ; ac, en oc’h Guellidiguès quement ouen gat-hô hô-unan.
teurel eves da glasq evit gouenna ar guella loënnet, tadou ha mamou, deus hôr ré, é vellaïnt é peb lec’h hô-unan ; quenderc’hel a raïnt hô zoaré, hô envélidigues, ha mirout a réor deus ar guemmesq fal ha divalo a zigouez ato pa glasquer loënnet disenvel en hô c’hiz deus ar ouen a feller guellaad.
Ar c’hendalc’h, ar badelez deus an doaré quement ouen côz zo quen nerzus, ma veller nem ziscoëza aliez, pa guemmesquer diou ouen, pel var lec’h ar c’henta rum, an doaré fal coulz ac an doaré mad deus an tadou ha deus ar mamou quenta, da lavarout an doaré quemmesquet, deus tadou an tarô divroet ha deus tadou ar vioc’h bro.[8] Pa feller ta quemmesqui diou ouen disenvel, a rabat a vez an tad ac ar vam ré zispar en hô c’hiz ; couzien, dré guir, al lêou a vezo zivarnezô douguint ar c’hemmesq divalo deus doaré an eil ac eben,
Fal eo ober eb squiant quemmesq ar ouen bro gât tirvi divroet.
Ar Vro-Saoz en deus ar c’haëra ouen anavezet é peb fesson ; mes bet hô deus enô ar furnez da virout quement ouen vad, eb hô quemmesqui, da nessaat ato étre-z-hô ar guella loënnet, dober ar guellidigues gât loennet ar vro. Er vroiou al ez eo bet quemmesquet peb gouen ; doc’h ma eo digoued, guéllit péré zo bet ar fura !
Er Breiz, ez eus gred, abaoé eun nebeut bloavechou, meur a guemmesq ac hô deus falleed calz ar ouen, dré ober eb squiant, eb gouzout mad, en oc’h quemerout avechou eur seurt, avechou eun al ; en oc’h vont deus an tarô saoz dan ini anjou, deus ar oen anjou dar oen suiss, etc. Neus netra falloc’h evit an dizurz, ar c’hiz brel-zé da vesqui peb gouen. An Penaoz é renquer ober evit chench gouen dré guemmesq.
tiec fur, ac en dhô calz boet, pini en dhô c’hoant da chench ouen ar vro evit eun al guelloc’h, renco mesqui é bioc’het gât ar seurt divroet guella en é zoaré, ha caout an eves da c’holo ato é biochet daou anter gât tirvi dreist-ol deus ar ouen quemmeret evit guellaad eben, quen né vezo bet diout-hô loënnet da quenderc’hel mad doaré an tad ; ma rofed dar bioc’het daou-anter tirvi falloc’h evit-hô, alfed fallaat ar ouen goassoc’h evit né oa abarz ar c’henta quemmesq.
Ar ouen saoz Durham dreistol evit guellad ar ré-al.
Ar ouen saoz durham, lavaret ivez ouen quergniel ber, zo quer caër ma nalfé nemet guellad calz quement seurt a vezo quemmesquet gât-hi [9]. Ar ouen durham, savet gât ar saoz Colling, pini zo leazec ha buan da ziguemerout ar c’hiq, zo ar Ar ouen saoz Durham ar guella ini da guellad an-ini.
guella ini evit guellaad ar oen-ni ; bez so ivez ini a zo bet mesquet gât-i gât ar muia talvoudègues. Bez eus bremâ, é tro Landerné, Guipavas ac é tro Brest, é parres Sant-Marc, maréadou bioc’het daou anter durham, deut deus an tarô metellus, pini zo lazet pevar bloas-zô ; Guelloc’h ez int evit ar bioc’het bro an hô c’hiz. Evit beza leazec, dré gaou ez eus bet fellet, Bioc’het daou-anter zo étro Brest.
abarz gouzout, lavarout né oaquet mad ar seurt-mâ : an anaoudégues en deus discoëzet trevoalc’h, quercoulz er vro saoz ac er franç, é tamallent ar ouen-mâ, a enep Leazec eo ar ouen Durham.
ar virionne ; ac ar bioc’het daou-anter é caver quichen brest, eguis em eus lavaret, né gollont tam, evit roei leaz, gât ar ré vro. Couscoudé, bez eus etoez ar bioc’het durham, evel ez eus etoëz quement seurt, loënnet guelloc’h da ziguemmérout magadurez, réal guelloc’h da deurel leaz. Pa zigasser en eur vro eur c’holé durham, evit guellaad ar ouen, é dleer lacat eves da gaout anezan doc’h doaré an ezommou, ervez ma reer enô leaz pé quiq ; mes, peurvuia, ar ouen durham zo dreist ol, pé da rei leaz pé da larda. Eller, eguist a feller, caout leaz diout-hô pé magadurez, en oc’h c’horo pé en oc’h leusqueur ar bioc’het ô tileza.
Doaré ar saout Durham.
Ar ouen-ma, gred dré izin ac en oc’h lacad ar squiantussa eves en dibab an tirvi ac ar bioc’het, zo dreist-ol en e c’hiz, dré biander é esquern, téoder ar c’hic, tro é gorf ac izelder é zivisquer. Credi reer avoalc’h loënnet eguissé zo en doaré nem larda buan ha dimizus ; mes tamal a reer dezhô ez int fal dal labour ; eun dra dieaz a véfé domni ; abalamour a c’houlennomp labour gât an eugennet barz hô rei dar c’higuer ; mes an tamal-zé é reer ré abred matrézé ; an anaoudegues doc’h an dra-zé ned eoquet gred avoalc’h c’hoas ; ar greden-zé ned eoquet bet roed da vir dré gouiégues, ac ellomp credi ez eo eur gaou, rac an terer anter-gouen hon eus er vreiz, zo crê ha nerzus dreist-ol.
Diver deus ar pez a zo bet discoezet quent.
Evit lavarout a ber comzou ar pez a zo bet discoëzet kent, é gav din eller credi evit guir : 1° an tiec dister, pa né deus nac arc’han na boët, é vezo fur en oc’h derc’hel é ouen, evit é guellead é-unan, dré gresqui ada bevanz ha mirout ar guella loënnet da ouenna ; 2° goal chançus eo clasq guellaat hor ouen-ni dre tirvi divroet, quemmeret eb squiant ; 3° red eo gouzoud ober ar c’hemmesq-zé gât eves, squiant ha kendalc’h, en oc’h divoal ober en eur c’hiz brel, ispicial diguemmérout peb eil tro, evit guellad ar ouen, meur a loën disenvel an neil doc’h éguilé. Ar c’hemmesq gât ar ouen durham vizé ar buâna tu da vellad hon ini ; mes neus nemet ar c’hiz guellad ar ouen gâti e-unan ac al beza digueméret gât an darn vrassa deus ar gonnideien douar ; ober a re gostatoc’h ar guellidigues, mes talvloudus ha dimizus eo. Goassa zo, hor Disquian- tégues an tieien ; mirout a réont ar falla léou.
tieien, en hô disquiantégues, hô deus ar c’hiz fal da spaza hô léou guella, en oc’h credi é raïnt guelloc’h saout, ha da verza dar c’higuer an oniri vrassa ac ar guella corfet : Evit eur gonnid bian da gaout doc’htu, é collont an talvoudegues da zont. Evit enebi gât digouez mad oc’h ar c’his fal-zé, ez eo red alia a ré zo ô vaga, dré gajou mad ha roët gât eves, da virout ar guella léou evit crescadures ar ouen, ha dhô vaga mad qué né vezo peur gred hô c’hresq. Pa reer, dré zisquiantéguez, abaoé queital, ar pez a eller evit cas ar ouen var falla, marb eus eun dra souezus, zo gouezout penaoz nint quet goassoc’h distéreed, penaoz hô deus allet nem zerc’hel c’hoas quercoulz.
Meur a ouen saoud en départamamt.
Meur a ouen saoud zo en départammt ; alfent beza rannet é tri seurt quenta : saout Léon, pé ouen vraz ; saout keraès, pé ouen cren ; saout querné, pé ouen vian. An tri seurt-zé hô deus hô envelep en départamanchou dosta. An doaré a zisenvel ar saout Saout Léon pé ouen vraz..
Léon doc’h an diou ouen al, zo muioc’h a zao ; al liou ruz, avechou mesquet guen ; ar ben ir, an diviscar ir ha moan, ar c’horf esquernet gourd ha divalo aliez en é c’hiz. Bez eus, étré Brest ha Conq, eur seurt al, a zo disenvel doc’h omâ dré é liou du pé briz. El Léon é veller nebeut a eugennet ; mes dizoun a réont calz, er vro-zé, da verza cren dar c’hernévot. Ar zaoud braz é caver stang en arrondissamant castellin ac é darn deus a ré guemper ha quemperlé, zo saout Léon.
Saout Keraès, pé saout cren.
Ar ouen saout zo é tro Keraés a veller ivez en darn dosta deus ar Morbihan ha deus ar Côtes-du-Nord, pé ouen cren, ganet ha maguet é prajeier quer mad, dré béré ez int morvad quercoulz en hô c’hiz, a zo ruz en é liou, pé ial, avechou mesquet guen, evel ar seurt discoëzet bremaic. Eugen ar ouen-mâ zo uelloc’h ha ponneroc’h evid ini querné. Izelloc’h evid an eugen léon, ez eo guelloc’h evit-hâ en é zoaré, ha dré déoder é c’hiq. Bez eo é meur a fesson envel doc'h ar ouen durham, ac eller credi en em vesquéfé gant-hâ gât talvoudégues.
Ouen vian pé saout querné.
Ar ouen vian deus a guerné zo du pé briz-du en e liou. Corfet brao eo, ber ha tost dan douar ; quiq é eugenet zo téner ha dru ; a bioc’het zo leazec. Tamallout a reer dar seurt-ma é viander ; goulen a rafed dezhâ muioc’h a donder doc’h é scoaz, a lédander doc’h é guein ha doc’h é zailler, ha quiq ar vorzed disqnennetoc’h.
Quement ouen a ziguémer buan ar c’hiq zo ar ré vella er vroiou a beuri, pel deus ar c’hériou vraz, eguis keraès ; Quichen ar c’hériou é c’houlenner saoud leazec. Teurel a renquer ar vrassa eves pa glasquer an tarô, da ziguemmérout quentoc’h ar ré bet zi var bioc’het leazec, ispicial lec’h a vez ar gonidègues doc’h al leaz. Eun tarô mad zo ber é ben, An tarô.
téo é gouzouc ha crêo, lem ha digor é zaou-lagad, ber é guergniel, ledan ha don é scoâ, ir é gorf, lédan é zailler, é ziou vorzet disquennet, é ziviscar. ber, ha crê doc’h doaré ar c’horf é tougont. Ar bioc’het Ar vioc’h.
mad hô deus eun teaz couëzet, na ré zru ; ar
goazied léazec, téo ha lignennet freaz ; ar rizen bléo
her a zao doc’h an teaz betec al lost, leden ac andvet
mad ; sul uella a bign ar rizen, sul leazec eo ar
vioc’h, doc’h quelennou an aotrou Guenon, pini en
deus gred eun discoëz var ar boënt-zé ha nellont
quet laquad amâ, mes erves a leverer, talvoudus eo
danavezout ar bioc’het.
Ar vioc’h a zoug peurvuia nao mis ; al caout é leuê a barz ar maré-zé, mes aliessoc’h é za en tu-al. Boëted mad é renq beza queit é ma ô touguen ; éan a renquer dé c'horô eur mis dan nebeuta barz né vez é leuê. Paz eo troëd fal al leuê, ha pa chom ré-ir eb dont, ez eo mad clasq divec’hia ar vam, mes gât eves ; pa ma en doaré da zont eaz é-unan, ez eo guelloc’h leusqueur ar vioc'h. Divoal a renquer chench ré grê Eves da deurel pa zeu al leuê.
oc’h al leuê, ha teurel eves, pa denner var-nan, divoal laboura nemet dré ma labour ar vam. Avechou ean ar boan ac al labour goudé eo deut dour ar zac’h. Ma chom ar stal ré ir eguissé, é zo red ober eun dra bennag, pétraman al leuê alfé chom eni, ac alfed col ar vioc’h. Pa neuz den gouiec ebet é quichen, é galver eur c’higuer var meaz, izinus ha fur. An anaoudégues en deus gred, en oc’h laza, deus corf ar vioc’h, en deus e desquet peurvuia é doaré é zenna a boan ; guellet em eus an draze alies. Fal a réer pa né leusquer quet al léou déna al leaz lus ; mad eo da scarza hô boezellou. Ar ré a feller dizon, dléont Dizonadur al leou.
beza tennet digât ar vam ben daou zeves, ma nem boazint buanoc’h da eva doc’h ar varras. Rô a reer piz al leaz dezhô, evel ma teu doc’h bron ar vioc’h. Pa zeo deut crê al leuê, dan oad c’houec’h zizun pé daou vis, eller biannad al leaz, en oc’h lacad enan bleut eilz, avalou douar flastret, panez poaz, etc. Couscoudé ar c’hiz guella da vaga al léou a zo matreze hô leusqueur var ar vam ; eguisse en deus gred ar saoz evit sevel ar oen quen caër al hanvet saoud durham. Credi reer dré gaou ez aï fal ar vioc’h ma renq maga é leuê : dré al lézen Doué ar mamou dléont roei hô leaz dhô ré vian, ha né vezont quet gaoued evit quement-sé ; em c’her ez eo bet gred an anaoudégues vad deus ar pez a lavaran amâ. Mes bez eus eur c’his fal var meaz, a zo diouéri ré abred doc’h al leaz al léou iaouanc, ha da roei dezo, Barz ar maré, foën, pânézou poaz, pé boëdou al ré grê evid hô oad. Ar bevanz-zé a déva hô cof spout, ac é rencont tasquigna ré abred ; al leou dizonnet éguissé a varvont Red eo boëta mad ar chatal iaouanc queit a mâ oc’h ober é gresq.
aliez pé c’héont da fal. Al léou iaouanc c’houlennont
beza boëted mad queit a maïnt oc’h ober hô c’hresq,
ma feller é raïnt hô c’horf mad avoalc’h ac é doaré
caout ar vrassa daloudègues ; Couscoudé calz tieien
né roont quet anter dar chatal iaouanc, evit roei
muioc’h dar zaoud lard ha dar bioc’het leaz ; dré
an dra-zé ispicial ez a ar ouen faloc’h fal.
Talvoudègues an oalen.
An ol loënnet a gav mad an oalen ; ma oufemp é implijout en hô boët é vefent grénoc’h ; an oalen vizé talvoudus braz ivez d’asta ar zaoud lard da guemer ar vagadurez.
Doaré boaza ar bioc’het da eva guellien.
Er goan, ar bioc’het hô deus muioc’h a leaz, pa roer dezhô guellien clouar, gât eun tamic bren pé brouscon poaz. Al loënnet nint quet boazet né fellont quet avechou eva ; mes dont a réont dé ziguémérout, pa zalc’her anezhô er c’hraou, eun deves pé zaou, gât boët seac’h, eb hô doura.
Penaos anavezer oad ar zaoud.
Oad ar zaoud zo eaz danavezout dré ma gouez an
dent quenta ha goudé dré ma verra ar ré névé. Oc’h ar
javed izella ez eus eiz dant peuri : ar ré greiz couézont
var dro daou vloas ; an daou dosta, pé ar re gren
tosta, nem zistagont étré daou ha tri bloas ; an eil ré
gren, péré a zeuont goudé, étré tri ha pevar bloas ; en
divez, an dent corn a gouëz étré pevar ha pemp
ploas. Goudé an oad-zé é ouier, dré ma verra hô
zent, pé quer côz eo al loënnet. Ar rizennou zo en
dro dar c’hergniel ellont ivez discuil an oad, mes né
réont quet quen guir ; eur vloas a lequeer dré peb
rizen ; beg ar c’hergniel a verq tri.
Evès da lacad pa roer boëd glaz.
Divoal a renquer da roei ré a c’hlachen dar chatal, ispicial deus ré a droc’her da guenta, pa zint iaouanc ha goag c’hoas. Mard int glib pé troc’het dré ar glao, pé dré ar gliz, couéon ar voézellen glei al nem ziscoez a dol ; gât ar melchen ispicial é c’hoarvez aliez. Couéon ar boueellen glei.
Pa zigoues ar c’houéon, é roer dal loën eul loêiat pé ziou eus al louzou crê andvet alkali [10], en eur bôtaillad dour clouar. Derc’hel a reer al loën en eur c’hraou quentoc’h fresq evit ré dom, torcha reer anezâ ac é valeer gostadic. Rénévezi a reer al louzou. peb anter heur mar bez izom ; peurvuia ar c’houéon e za cuit en oc’h roei anezâ diou pé deir guech, ac avechou gât unan.
Eves da lacad en oc’h gorrô ar bioc’het.
Ar vioc’het dléont beza gorroed gât eves ; al leaz renq beza tennet doc’h ar vron ar pissa eller. Paneve-zé é viannaï peb a nebeut ; mes divoal a renquer, quement-sé, goasca ré oc’h ar vron, nac é vlonsa ; rac alfé gôri ac ober eur goal boan. Pa zigouez da eur vioc’h roei leaz fal, mesquet a goat, é dléer credi ez eo c’hoarveed, dré eur gaou bennag eguissé, lec’h credi an toussigui pé an aëret en défé dénet ar vioc’h. Cetu unan doc’h ar mil gaou a greder var meaz ; ha daoust né deus guellet dén an amprévanet-zé oc’h ober ; é zalc’her ato ar greden-zé, ha, pa dal, ar plac’h é-unan, en oc’h gorô fal,en deus gred an droug. Al leaz al beza ruz ivez dre beza goanet ar vioc’h gât eur c’héliénen bennag. Pa zeo al leaz glaz, gludec pé fal é meur a c’hiz al, ned eoquet iac’h ar vioc’h.
Lec’h al leaz.
Ouspen guerz al leaz, ober ha guerza an aman zo eur c’hommers talvoudus braz evit ar vro. Evit ober aman mad, é zo red lacat al leaz en enl lec’h é doaré, quempen ha clouar, é péhini en em renevézo eaz an ear, Ar pôdou evit lacat al leaz rencont beza neat, digor ha baz, ma ello an dien pignel buanoc’h ha téoc’h var c’horré. Evid caout aman flour ha mad Aman.
dreist-ol, é renquer mesq ar ribot aliez ha divoal Doaré dé ober mad.
teurel dien leaz trenc é touez an dien al. Pa zeo ien
an amzer, an aman zo tennoc’h da zont ; evit é caout
buanoc’h, é lequeer en dro dar ribot palennou tom
petraman tosteer anezan dens an tan, petraman
c’hoas é souber anezan en dour dom. Ma gouez ludu
pé saon en dien, an aman né zeuquet, na quen nebeut
pa éaner, goudé beza chomet pel ô vesqui.
Neuzé, é reer, var meaz, meur a c’hiz diod evit dont
a ben d’oc’h ar sorceres. An descadures, dré ma
gresco, a ziscaro eur vech bennag ar grédenno
disquiantus-zé.
Ar c’hézec.
Magadurez ar c’hezec zo eun dra talvoudus braz evit ar vro-mâ ; bez eo ispicial evit al léon, lec’h a verzer calz quézec. Abaoé ez eo disquennet quement-sé hô zalvoudégues, tieien ar c’harter-sé hô deus calz poan da veva ha da baéa hô c’hoan-mikellou stard. Pérag ez eo falled var ar c’hézec.
Lavarout a reer ez eo falled varnezhô abalamour dar chenchamanchou nevez c’hoarvezet, ac ivez abalamour hor c’hézec, pouner ha têo, nint quet mui doc’h doaré an ezommou zo bremâ. Guir eo, abaoé ez éoner calz enchou, dré ma viannaer pé gompezer ar zaoiou, é c’houlenner mont buanoc’h é quément guiz da zarempred an enchou.
Ar c’hézec labour scân ar ré vella evit an ol ezomou.
Ar c’hézec labour scaôn zo ar ré vella evit an ezomou nevez-zé. Cetu azé ar seurt a renquer guellad ha niverad, en oc’h clasq, evit ouenna, ar c’haëra quézec bro, doc’h an doaré a zo red evit ober ar guellidigues goulennet. Ar pez a zlé ispicial alia ar vaguer var ar guella seurt quézec dober, zo goul ar prener ac an ezaman guerza. Dré guément-sé, ar marc’h labour scaôn, pini verzer da bep oad, ac é saver eaz ha dimizus, a zo drest ini a c’houl ar brenourien a zaremprédont hor foariou ; bez en ar seurt ar muia clasquet, ar verzapla ; cetu trevoalc’h evit ancha mad hor gonnideien er poënt-zé.
Enchadures fal roëd da guellidiguès hor c’hézec-ni gât ar c’houarnaman.
Dre quézec ar c’houarnaman, alfemp guellaad calz hor ouen, pini zo quen divalo,ha quemmesquet quemend al, ma né zeuimp a ben dé vellaad gât-hi e-unan, nemet gât amzer, ben eur maré a-bel, ac en oc’h ober gât eur c’hendalc’h ac eur furnez ac hor gonnideien, dré goassa, nint quet gouest deulia. Ma Petra ober evit guellad hor ouen.
vizé casset é langonnet calz quézec juguellou doc’h ar ré vella, é teufemp buan dober eur ouen quézec labour scân, envel an eil ré doc’h ar réal ha quendalc’hus ; lec’h bremâ ar vescadurez gât quézec a bep seurt ouen en deus digasset quement a zizurz ac a zisméganz é touez ar c’hézec breiz, ma nouier quet mui pénaos hô annaout. Coulscoudé, daoust dar c’hémescadures gred dré marc’hou divroet a bep seurt, quenderc’hel a ra ar oen côz é c’hiz quenta dreist-ol, evel a veller avoalc’h en oc’h valé er foariou. An dra-mâ a ziscoez pé quer crê ez eo nerz ar boétach ac ar vro var doaré ar c’hezec e bep lec’h. Ar c’hézec red pé anter-ouen a réont bremâ tec’hi doc’h out-hô abalamour né plijont quet dar vaguérien ; couscoudé neus nemet tigas marc’hou envel dhor ré-ni, é doaré hô guellad ha roei gonnidégues dan tieien, ha lec’h clem aroc an nebeut a guézéquennet é vez da gaout ar marc’hou-zont, ben eun nebeut né vezint quet avoalc’h evit an niver vraz deus ar c’hézequennet a zeuint d’hô caout.
Mes ré zo c’hober evit ar c’houarnaman zo clasq ober evel ma tro en hô ben gronz. Ober réont evel pa vizent ô clasq caout é peb bro eur ouen envel, eb derc’hel eves quement ouen a renq caout é c’hiz Quelen var guellidiguès ar c’hézec.
é-unan, pa eo guir peb bro zo disenvel en é labour, er boëd ac en é zoaré. Eguissé, lec’h guellad quement seurt quézec er Franz, né réont matreze nemet hô fallaat ac hô zivaload. A-hend-al, ar marc’h red ac ar gazec pouner zo ré zisenvel en no c’hiz ma eller guellad ar ouen gât-hô en eun doaré mad ha padus. Ma réont avechou eubeullien mad, muioc’h a veller c’hoas zivar nezô ac a ziscoézont ar c’hemmesq divalo deus quiz an tad ac ar vam, en eur fesson quer fal, ma né zallont quet ar ré quarter. Mes bez eo é quement rum a vez varlec’h ar c’henta quemmesc, é veller ispicial loënnet fal ha dizoaré, péré quendalc’hont doc’h araoc quiz ar ouen côz, en oc’h diguémérout adereô tailler ar c’hézec scaôn. Evel ez eo bet lavaret, en oc’h comz var ben ar zaoud, ma né feller caout goal chanz en oc’h clasq guellad ar ouen dré quézec divroet, é renquer ober gât marc’hou envel doc’h hô ré ; neuzé ez eer var an ent mad, ac eun digouez mad a vezo ivez er guellidiguès ar ouen.
Ar boët dreist bep tra a ra al loënnet, ha ro dezhô
hô c’hiz ac hô talloudégues. Evel-sé, eur boëtach
crêo ha sec’h, nemet querc’h, coulz lavar, en deus
roëd dar c’hézec red hô izilli nerzus. Hô eubeuillen
nalfent quet ta mirout ho zoaré nac hô c’horf el
Léon, bro lec’h né gaver nemet nebeut a foën ha
nebeut a guerc’h, ha lec’h né voëteer ar c’hézec nemet
gât lann bil, panézou, guellien caol, pé ieotennou
glaz, seurt boët ac hô zalc’ho ato pouner ha goag.
A-hend-al, nebeut a gonnideien zo en eun doaré
dober quézec red, pé quézec brézel, couzien a
c’houlennont boët ha quempen mizus, né labouront
nemet nebeut, tam avéchou, neller hô guerza nemet
dhô fevar bloas ; ha, pad ar maré-zé, ellont caout
droug, dré zigouez, ac a zigas aliez hô talloudégues
da netra.
Incâned deus ar c’herné hé deus an naod creiste. Er vro-zé, magadures ar c’hézec zo dister.
Magadures ar zaoud zo ar c’henta gonnid deus an tieien ar vro lec’h é mâ an incaned enô nint quet troëd caër var ar c’hézec, péré nint evit-hô nemet eur c’honnid dister ha disprizet. Guellidiguès ar ouen er vro-zé, ned eo quet ta eun dra quen talvoudus.
Ar ouen-mâ zo ré vian, ré zister, fal en é valé ; né za nemet an incané, ac é couez quentoc’h evit ar E pé c’hiz é zéo fal an incâned. E pé c’hiz ez int mad.
ré a drot ; mes, en eur fesson-al ez eo mad dreist-ol : creo ha nerzus eo dizoaré, ac ar c’hlenvechou a veller quen aliez var ar c’hézec Léon, né scoont biscoas var ar ré-mâ. An incaned a zléont hô iec’het ac hô nerz dhô c’hiz beva, dilezet hô-unan er meaz didan an amzer. Mad meurbed da zarempred an enchou fal, an incanneed, clasquet dreist-ol guechal, a gollont deus hô zalvoudegues, dré ma reer enchou mad, ha dré ma eller balé gât quirri scân oc’h péré Lequeer trotérien.
Penaos guellad an incâned.
Lavarout a reer ar marc’h arab, a vellafé an incâned, péré a gréder deut diaguent deus ar ouen-zé ; mes an arabet a vellomp er vro, zo goal vian, ma illimp credi guellad gât-hô ar c’hézec Querné ; alfed digas ivez en hô zoëz quezec dib pé anter-red, corfet ha her hô zivisquer. Ar seurt-zé hô deus gred mad. bété vremâ, é touëz an incaneed ; mes an eves ac ar boët, eb péré neller ober guellidigués ebet, zo eun dra a ziouer er vroiou paour ha dister-zé.
Eves da eulia evit ar c’hezéquennet pa maïnt ô touguen ha pa ébeulliont.
Abarz an oad tri bloas, ar c’hézéquennet né zléfent quet béza digasset d’ar marc’h. Eller hô staga da laboura, queit é maint ô touguen, en oc’h divoal dhô lacad dober ré. Pa chenchont ré stard, gât ré a nerz, al c’hoarvézout droug gât-hô ; dré ma dosta ar maré da droei hé eubeuillen, é véfé zoquen évezus éana tré doc’h hô staga. An discoëzadur gred diaroc, zi var hen an eves da deurel dar vioc’h, a renq beza euliet evit ar gazec. Pa en deus dieazaman da gaout é eubeul, pa nem ziscoéz fal, ez eo guelloc’h clasq eun den gouiec dé zivec’hia, ha pa véfé hen meur a léô doc’h quear ; al loën en deus dalloudégues avoalc'h peurvuia evit ober ar mizou-zé, quentoc’h evit é gol.
Magadures an eubeullien.
El Léon é dizonner aliez an eubeuillen dhô zri mis ; guelloc’h a vé leusqueur anezô var hô mam betec an oad c’houec’h mis ; neuzé é trebont guelloc’h ac eb droug, quement seurt boët ; boaza reer anezô peb a nebeut da zribi foën mad, tamouigou querc’h ha d’éva dour guennet eun tamic gât bleut. E Querné, é ma ar c’hiz fal, da leusqueur an eubeuillen var hô mam queit a c’houzâont anezô ; an dra-zé a ra droug dezi ha dan ini vian a zo eni, pa en deus dalc’het adarré. Ouspen-sé, leusqueur a reer ar vam maga an eubeul é-unan eguis al ober, né deus quet avoalc’h ha né raquet é c’horf quercoulz. An eubeul a c’houl balé ha mont aliez é meaz. Pa né zeus parc na goarem dé lacad, dléer é leusqueur, eun ebeut bennag er porz.
Er goan, an eubeuillen digasset er peuri didan ar glaoéger, é paquont aliez eur boan var hô zaoulagad, a zigouez avechou peb mis, ha né baréquet mui. An dud var-meaz a gred a labour ar poan-zé dré al loar ; evit an aliessa é teu dré ar goal amzer. Né zléer quet squei oc’h an eubeuillen nac hô sponta ; éguissé é desquer anezô da ruel ha d’enebi ouoc’h ; red eo hô dorlota, comzout braô out-hô, sevel hô zreid ha squei gostadic var-nô, ma vezint eaz douarna.
Stad fal eus hor marchossiou.
Hor marchossiou zo peurliessa clanvuz, avélet ha quempennet fal ; leusqueur a réer an teil téo enô ; couscoudé ar c’hézec c’houlennont beza dalc’het quempen, petraman ellont clanvi aliessoc’h.
Penaos anavézer oad ar c’hézec.
Oad ar c’hézec anavezer oc’h hô beg, evel ini al loënnet al. An diou javed hô deus peb a c’houec’h dant peuri ; dan derved bloaves, a gouëz an diou dant creiz ; ar ré dosta dioutô a gouëz dar bevaré bloaves ; an dent corn dar bennpvet.
Clenvechou ar c’hézec.
Cetu amâ ar c’hlenvechou a scô an aliessa var ar c’hézec : mervel a ellont gât meur-a-ini, pa nhô louzaouer quet é maré ; bez int : ar boan-gof-avélus, ar guentr-goassoc’h-goas, ar boan-gof a-bel-zo, ar c’hrom, ar boaniou gouzouc ac ar straquillen.
Poan-gof-avelus.
Ar c’hézec hô deus aliez poan gof : dré meur a zoaré al dont an diézaman-zé dez-hô. Credi reer avoalc’h, pa eo guir ar marc’h nalquet dislonca, abalamour dar c’hiz ez eo sarret é zac’h, quement diezaman gof en d’hô, a vezo eur goal dra. Pa nalquet ar zac’h poaza ar boët, e chomo ebarz dé goasca. Ouspen, queit a ma chom en doaré-zé, an avélou cresquont ato en diabarz, ac é goassaont ar boan ac ar c’hlenvet. Mirout a reer deus ar c’hlenvet-ze, en oc’h divoal boëta ré, en oc’h divoal c’hoas roei boët glaz pa eo glib, ac ispicial ré a bânes pé brouscon al, crîz na poaz zoquen, var eun drô : guellout a réer aliez tud coll quézec a zalloudégues, abalamour da veza roëd ré a bânes, deshô. Ar foën toufet, quement boët fal ellont ivez digas ar boan-gof-avélus ; aneuzé, pa leusqueur anezcô didan ar glao crîz, pa ziguéméront ar ienien goudé c’houézi, é teuio c’hoas avechou ar c’hlenvet-ze dar c’hézec.
Doaré louzaoui ar boan-gof-avelus.
Pa nem ziscoëz ar boan, né réer tam dal loën ; e
derc’hel a reér tom, rô a reer dezâ dour clouar da
éva, eun tamic nerzet gât guin. Goalc’hi reer ar voezellen
gât eur strinquel aliez, dré zour caol maro
pé ad lin clouar, ha torcha reer ar c’hof gât nerz. Ma
goassa dal loën en oc’h eva, lec’h guellad, c’héaner
da roei. Goada, lec’h ober vad, zo fal braz, er seurt
poan-mâ. Pa zeus couéon ; ar pez a zo eaz da c’houzout
doc’h ma eo carguet ar c’hof ha doc’h trouz an
avélou zo ô redec er voezellou, é casser anez-hô é
meaz en oc’h strinquella aliez an diabarz ac en oc’h
roei dour nerzet eun nebeudic da eva. Al louzeier
andvet ether ac ammoniaque, er gallec, péré paréont
quer buan couéon al loënnet corn, né baréont quet
ato ar c’hézec. Couscoudé ez éo mad hô essaei ; teurel
a reer eul loeiat deus unan doc’h al louzeieer-zé en
eur bôtaillad dour clouaric, pétraman c’hoas eun
anter loeiat raz béô, pé didânet zoquen ; rô a reer
dal loën clan, goudé beza iget mad, en oc’h lacad
gouzouc ar bôtail dré corn ar guénou, ac en oc’h
évessaat teurel al louzou nemet dré ma lonq. Red eo
torcha ar c’hof gât nerz eb eâna.
Guentr goassoc’h- goas.
Ar guentr goassoc’h-goas a zo unan doc’h ar goassa clenvet a scô var ar c’hézec. Dont a ra aliez a dol, eb nem ziscoëz tam diaroc. Eaz avoalc’h ha grén en em gav al loën, ractal en em gavo er boaniou crissa. Dalc’h mad ez eo ten var-n-ân ; né zreb tam mui, gourvé, ha sevel a ra eb éan, nem stoca ra er goassa ha né bad tam gât ar boan. Guellout a reer, ar c’hizou-mâ a vez e bep Seurt guentr ; mes, er c’hlenvet-mâ, ar boaniou zo crissoc’h, eb peoc’h ebet, ar c’hlenvet ez a buanoc’h var goassa, pa eo Pé guer buan é za var goassa.
guir, é daouzec pé bemzec heur, pidir var-n-uguent dan irra, al loén zo maro. Ar pez a zigas ar boan gof-avélus a zigas ivez ar guentr-goassoc’h-goas. An daou glenvet-zé zo quen envel an eil deus éguilé, ha neuz nemet eun den boazet gouest dhô zisenvélout. Evézus eo ta galvout eun den gouiec cant ma zigouez deul loën a dalloudégues clanvi buan a boaniou gof. Doaré dé baréa.
Neller caout chanz da baréa ar c’hlenvet-mâ, nemet en oc’h louzaoui cant a ma teu. Goada, difennet er boan-boezellou-avélus, a dlé beza gred amâ founus, evid bianaat nerz ar c’hlenvet ha mirout né nem zastuméfé ar goad en diabarz. Clasq a reer biannad ar boan dré roei da eva louzeier evit calmad, péré vézont cavet gât quement marc’hadour louzou. Lacad a reer palastrou pe frota a réer louzeier crêo, oc’h ar c’hof, quenver ar voezellen, evid digas ar boan diavez ; en divez, é guelc’her an diabarz en oc’h squiltra er voezellou, dour caol maro pé ad lin clouar, gât ar strinquel, evit divec’hia anezô. Eur vech bianneed ar boan, é dalc’her al loën striz eb tam ac eh laboura ; neuzé né zaléo quet da barea. Goudé-zé, na vezo roed boët nemet gât eves, peb a nebeut, ac evit guellout. Ma né zeu, en oc’h eulia ar boëtach évézus-zé, tam poan ebet quen, é cresquer peb a nebeut da voëta, qué né roér evel quent. An dud var meaz zo goal nec’het da leusqueur hô loënnet eb tam paz int clân, evel da Chom eb dribi a zo red er c’hlenvéchou.
jom hô-unan pa zint scoëd gât ar c’hlenvechou ; credi réont é varfent gât an naon ma chomfent eb dribi, quercouls er c’hlenvet ac er iec’het. Ar gréden-zé a ra calz droug : dré-zé ispicial, ar ré gouiec, galvet da louzaoui ar c’hlenvechou var mez, né baréont nemet nebeut anezô. Chom eb dribi, er c’hlenvechou ar voezellou ispicial, a zo an urz quenta deulia, ha né zléér é zorri nemet gât eves ha dré ma vella da unan.
Poân boezellou- paduz pe a-bel-zo.
Ar boan-boezellou-côz, pé baduz, ned eo quet eur goal clenvet. Dont a ra peb a nebeut, ha né anavezer peurvuia nemet eur pennad goudé ez eo deut. Ar Ned eo quet eur goal glenvet.
pez a rô dé anavézout, zo an tristidigues ac an dinaon. Ar guénou zo tom, an alan flerius, an dour ziver doc’h ar beg, téo ha stagus ; ar c’horf zo téner ha coenvet avechou ; traou gludec zo aliez oc’h ar gorc’hennou. Ouspen, al loën zo treut, ha casti a ra peb dé mui-oc’h-mui. Boëz é derc’hel eh tam, nemet banéou dour guennet gât bren, guelc’hi ar boezellou en ô strinquella anezô, é deuer aben doc’h ar c’hlenvet-zé peurvuia.
Ar c’hrôm
Ar c’hrôm a zeu dreist-ol dré ar ienien ac ar glao. An ebeuillen, pa maïnt oc’h ober hô zent, é paquont buan, eguis quement poan al a scô oc’h ar ben. Neller quet lavarout é véfé stagus ar c’hrôm : rac, en eur marchossi, pa glanvo meur a loën quézec gât-ân, Eves da lacad pa nem ziscoëz ar c’hrôm.
réal né raïnt quet, eb evessaad dhô virout. Couscoudé, kant é nem ziscouez ar c’hrôm, var unan pé var meur a loën, guelloc’h éo hô zenna doc’h touez ar réal.
Anavézout a reer ar c’hlenvet-zé dré an tristidigues, an dinaon, dré ma zeo ruz ha seac’h diabarz ar fri, coénvet dindan ar gouzouc ac en dro. Dré ar c’houéon-zé, al loën en deus diezaman da lonca ha da gaout é alan ; ar bâz a zeu eb dalé ; al loën a dol traou téo dré é fri. Pa ziver nebeut, cresqui ra ar c’houéon didan ar gouzouc, eur gôr a zeu, en em ziscarga ra, ac ar c’hlenvet né zalé quet da baréa. Mes avechou ez eo goassoc’h ar c’hlenvet. Ar groc’hen a zo seac’h ha tom, pounerad a re ar ben, Ar c’hrôm goassa.
goassoc’h, couenvi a ra ar fri ac an daoulagad, créad ara an derzen. Neuzé ez eo eur goal c’hrôm, ac é renquer cresqui evessaad ha loazaoui.
Ar c’hrôm brao.
Pa chom brao ar c’hlenvet, pa zeo drant al loën, ar guella zo chom eb louzaoui, derc’hel anezan en eur c’hraou clouar, biannaad é voët ha roei dezân traou divec’h dar c’hof : dour guennet gât bleut eilz, plouz mad ac eun tamic ieot tener, é caver é pep maré. Strinquel a reer dour clouaric er boezellou, Penaos é baréa.
mar bez ezom, ha lacad a reer eun tam stoup da c’holo ar c’hôr zo dindan ar c’houzouc, evit é virout doc’h an avel ; lacad a reer c’hoas var-n-an eur groc’hen danvet, ar gloan troëd en diabarz.
Penaos louzaoui ar c’hrôm goassa.
Pa ma ar boan ré goass, ar boët zo difennet striz. Strinquella renquer aliez ar c’hof gât dour caol maro pé ad lin ; dour bervet gât al louzeier-zé, vezo laquet da voguedi dindan ar gouzouc ac ar fri. Ma né zeuquet ar fri nac ar c’houéon gouzouc da zivéra, é goader eun tamic al loën, ma teuint quentoc’h ha founussoc’h da zivéra. Ma né réont quet, couscoudé, é lequer eur séton oc’h é scoaz.
Poaniou gouzouc.
Meur a seurt poan-gouzouc zo, péré zo bet anaouet doc’h al lec’h é stagont er gouzouc ; rac avechou ar boan é za var gorzennou an avel, guéchou al é condon ar beg ha var gorzen boët, pétraman var groc’hénen ar vouez. Deul ar c’hrôm ez eus ato poan gouzouc.
Penaos é teuont.
Ar boan-gouzouc a zeu dré gaout riou, en oc’h veza glibet, eva dour cris en oc’h c’houezi, pé caout riou goudé. Aliez ar c’hézec a zigasser é meaz var dro sarra an noz, dré glaoéger pé dré amzer cris, zo scoed gât ar boan-gouzouc, ispicial mard int iaouanc ha goadec.
Penaos hô anavézout.
Pa nem ziscler ar c’hlenvet-zé, dont a ra ar beg den em zissec’ha ha den em dâna, poan en deus al loën ô lonca, nev nemet nebeut ha gât amzer ; aliez nal lonca béret, dont a ra dré é fri é meaz, lech disquen en é c’hof.
Peurvuia eun tamic eves zo trevoalc’h evid paréa ar boanniou- gouzouc.
Peurvuia ar boan-ma ned eoquet eur goal glenvet ha pa né goassa quet, né bad quet ouspen dec pé zaouzec déves. Ar c’hlenvet-ma peurliessa né vez quet crèo en eun doaré dé louzaoui : evit é baréa neuz ezom nemet derc’hel al loën eb laboura, en eur marchossi clouar, ha divoal roei dezan boët calet, Penaos louzaoui ar boan-gouzouc goassa.
diaez da choca ha da boaza er c’hof. Pa vez re grê ar boan, ar boët dle beza difennet piz. Rô a reer aliez dour guennet déva é pini é vez laquet eun tamic mel ; golo a reer gouzouc al loën gât eur groc’hen danvet ; moguedi reer aliez é fri gât ézen an dour bervet, en oc’h lacad ar varraz en eur zac’h é pini lequeer pen al loën. Ma né zeu tam da derri goude, é vézo mad guelvel eun den gouiec.
Straquillen pé sifern.
Ar straquillen, envel doc’h sifern an dud, zo eur c’hlenvet bian, ac é za cuit é-unan peurliessa ; dont a ra, eguis ar c’hlenvechou gouzouc ac ar boaniou envel, ha drest-ol dré iénien ha beza glibet. Groc’hénen diabarz ar fri a zeu da dâna, ruz ha seac’h eo, calz pé nebeut ; teurel a ra dour-mormouz béret a béret dont a ra da danoad goude ha da gol é liou ; bassaad ha siferni a ra al loën aliez, evel an dud pa mer éguisse. Eb dalé teva an dour-mormouz gludec a ziver eus é fri, bianad a ra da ziferni, éan a ra peb a nebeut ha dré ma paré.
Doaré louzaoui ar straquillen.
An doaré discouëzet evit louzaoui ha paréa ar boâniou gouzouc, dle beza euliet ivez da barea ar straquillen. Talvoudus eo dreist-ol moguedennou an ézen dour bervet, digasset en toullou fri, en oc’h lacad ar varraz en eur zac’h, evel ez éo bet discouezet, oc’h pini a vezo sarret pen an treac’h en dro da beg ar marc’h. An ali-mâ né zléer quet dilézel, pa vez goal grê ar straquillen.
Straquillen côz pé badus.
Ar straquillen losquet dré digui da gôsaad al
dont padus ha mont da mormouz. Avechou pa jom
ar c’hlenvet en eun doaré quenderc’hel eb paréa ;
eur zéton, laquet er scoaz ha dalc’het daou pé dri
mis, al é cas cuit, quercoulz ac ar bâz ten zo oc’h é
eulia.
Denvet.
Hor ouen denvet-ni zo bian ha fal avoalc’h. Neus quet eur vras anezô en hor tieguechou ; né veller ini, coulz lavar, en andréajou deus ar vro a zouarou mad. Divoalet fal, é réont muioc’h a zroug evid né dellont ; boëted dister, é varvont er goan a bandennadou, Ar c’houéon dourec pé breinadures
gât ar c’houéon-dourec pé breinadures. Credet
éo bet é deué abalamour dar iêuniou lec’h mhô
c’hasser da beuri, ha dar c’hiz hô leusqueur é meaz
barz na vez savet ar gliz ; mes doc’h em eus evessed,
nequet an dra-zé a ra ar goassa, rac ar vreinadures
a scô ispicial var an denvet chomet fal ha sempl
dré ziouéri caout boëd avoalc’h. Ar c’houeon-dourec-ze
zo eur c’hlenvet ac a red er c’horf, deut dré breinadures
ar c’houraillou, é péré gaver gôriou ha prenvet.
Breac’h an denvet.
Breac’h an denvet zo envel avoalc’h d’oc’h breac’h an dud. Mervel a ra calz denvet gât ar c’hlenvet-mâ, er vroiou lec’h ez int stang ; né anavezer quet é breiz. Matrézé né zeuquet, couzien eus nebeut a zenvet gât beb ini, ha nhô destumerquet a berniou pétraman dré nerz ar vro ; rac, é bro-saoz, bro lec’h ez eo stanc an denvet, ha lec’h é mâ an amzer envel doc’h ama, né anavézer tam quénebeut ar c’hlenvet-mâ.
Ned eo quet talvoudus caout calz denvet en tiéguéchou vian ; mes talvoudus é véfé caout denvet ménez lec’h ez eus lannéger vraz.
En eur vro a dieguéchou vian, nelier quet caout eur vraz a zenvet ; gouscoudé, neusquet a dalvoudegnes maga nebeut anezô ; rac ar c’honnid zo ré vian, ha né zigol quet doc’h ar hoan zo gât-hô ha deus an droug a réont. Mes en diabarz ar vro, lec’h ez eus tieguechou vraz ha lannéger out-hô ar pez a guérer, al beza talvoudus, evid cresqui an tremp, derc’hel calz denvet méné, péré guéont hô boët é léac’h né chomfé quet béo al loënnet al.
Ouen merinos pé Spagn.
An denvet merinos pé denvet spâgn ne zeuont quet mad er vro ; bez eo ré ien ha ré c’hlib evit-hô ; Ouen Saoz.
mes peb ouen saoz, gânet en eur vro envel deus hon-ini, Ouen daou anter savet é bro ar Faou. pé iénoc’h ha glipoc’h c’hoas zoquen, a zeu mad meurbed é Breiz. Digasset eus bet deus out-hô meur a vloas-zo, é meur a lec’h en départaman, ac ispicial é tro ar Faou, denvet Saoz, péré hô eéus ouennet enô gât digouez mad : ar méotet Saoz ac an danvadennet bro, hô deus gred eur ouen daou-anter, péhini, en é boëz, en é gorf ac en é gloan a dal dan nebeuta eun anter muioc’h evid eben. Mes ar goat Saoz ez a cuit bep a nebeut, dré ma zivouer méotet ha danvadennet evit cresqui ha quenderc’hel ar guellidigues-zé. Ar gonnideien a zalc’h denvet, pa ellont hô vaga mad ac hô zigas deul ar zaoud, dléfent caout doc’h ar ouen daou-anter-mâ.
Doaré ouenna an denvet.
Ar c’hiz zo leusqueur ar méotet ac an danvadennet iaouanc ouenna ré-abred, querquent a bloas ; fal eo ar c’hiz-zé : né zléfent quet beza losquet da ouenna qué ne vizent daou loas dan abreta. Dléer boëta mad ar méotet queit a maïnt ô c’holo an danvadennet, petraman falaï ar ouen : uguent danvades pé tregont dan irra, zo trevoalc’h da bep maout.
Oad an denvet.
An denvet hô deus quement a zent en hô javed
izella ac hô deus ar zaout ; coueza réont ac é discoezont
an oad en doaré eo bet lavaret evit ar zaoud.
Môc’h.
Ar penmôc’h zo eul loën talvoudus en tiéguéchou, dré ma nem voët gât traou ha nalfent quet beza implichet é guis-al ; ouspen, ar c’hiq-sal an ini a zreber an aliessa var meaz. E meur a vro, ac ispicial é tro Montroulez, a reer an tdrrajou môc’h, ac ac’hano é vezont digasset lec’h-al evit ezommou an dud.
Doaré ar penmôc’h mad.
An ôc’h mad en deus eur ben ber, eur gouzouc téo, eur c’horf ir ha doun, ar c’hof izel ha divisquer ber. Quement ouen Breiz né dostaont quet calz deus an doaré-zé ; ar môc’h Léon, quement-sé, zo guelloc’h evid ré Guerné ; bez eus ivez muioc’h a Ouen môc’h Quemperlé.
glasq var-nezô. E tro Quemperlé, ez eus eur ouen môc’h bro dreist ar réal en é zoaré ha calz guelloc’h evit ar môc’h Léon. Ar vro-zé a ra torajou, mes evit é ezomou ispicial ; rac ar ouen-zé né veller quet nem squigna lec’h al. Caout a reer anezi é Rosporden ac é Scaër. Eaz ha dimizus a véfé, abalamour da Ouen Crânez.
amézégues, dé zigas en hon touëz. Ar ouën cranez, ha réal guelloc’h corfet ac eassoc’h da larda evit ar ré Vreiz, zo a iniennou bremâ en départamanchou amézec ha gât eun tiec bennag évézus deus ar Finistère. Ouen Saoz.
Ar môc’h Saoz ar ré vella zo nê beleac’h. Guellet ez eus bet ré gaër zi var-nezô, é quichen Landerné ; mes hor gonnideien hô deus losquet anezô ô nem gol, couzien é oant dieaz da verza, er vro, dré zispriz a reer var peb tra névez abarz é anavézout ; ha rencout a reer derc’hel eves en oc’h vaga loennet, deus goul ar brénérien, pa c’houlfent a-enep ar vad.
Torrajou ha magadurez.
Pa feller ober torrajou, é clasquér eun ôc’h mad en é c’horf, bloas dan nebeuta. Ar vez dlé beza corfet é doaré, ha beza gred é c’hresq avoalc’h, barz roei môc'h dezi ; boëted mad a renq beza queit é mâ ô vaga ar ré vian. Ar môc’h nint quet eaz na buan da larda qué né vez peur gred hô c’hresq gât-hô.
Boëtach ha doaré larda.
A-enep creden an ol, eur boetach mad ha fresc
zo guelloc’h dezô evid boët ré drenc ; né leusquéor
ta gôi hô boëd nemet nebeut, evit é vlaza eun tamic
ac hô lacad da zribi fonnussoc’h. An id ac ar panezou
a zo mad dreist-ol dezô ; Ar pânesou zoquen a lard
anezô eb roei traou al da eul. Rô a reer dar môc’h
iaouanc an delliou caol, saladen, lénard, delliou
éolac’h mesquet gât eun tamic bren, avalou douar
poaz pé brouscon al. Dré ma za ar môc’h el laguen
evid nem zizober deus al laou ha deus an drebon,
ned eo quet guir al laguen a vella nezô ; quer talvoudus eo dezô beza dalc’het quempen evel eo dal
loënnet al ; ha, lec’h dour poul, é véfé guelloc’h cafjent dour neat pa garjent. Al lorentez, clenvet ar môc’h.
Al lorentez, a vez aliez var
ar môc’h, zo eur c’hlenvet ac a zeu nouier quet
penaos. Beza dalc’het ré er c’hraou, dioueri eus a
ear vad ; creier louz ha boëtach fal, é digassont matrézé
ar c’hlenvet. Quiq ar môc’h lôr a zo leun a c’houeziennou
é péré ez eus prenvet bian ha neller quet
guellout. Evit anavézout pa eo lôr eur penmoc’h
bennag, é seller doc’h an déod, rac dindan-ân ez eus
peurvuia c’houeziennou. Quement-sé, eller hô zenna,
ac ar pen-môc’h al beza lôr eb beza discouézet oc’h
an déod. Ar c’hlenvet-mâ né baré quet ; ha zi var
moc’h lôr, al beza torrajou lôr ivez ; mes credi reer
ned eoquet stagus ; guelloc’h eo, couscoude, tenna
ar môc’h lôr doc’h touez ar ré iac’h. Eb beza clanvus,
quiq ar môc’h lôr zo fal ; a-hend-al, gât ar c’hlenvet-zé
né vella quet mui. Ar guella ta zo é laza kant
anavézer ar c’hlenvet, lec’h leusqueur an droug
mont var goassa. Ma zalc’héfed aneza ré ir, tissé
mervel.
- Nem zistérad a ra an douar ô roei alies eost envel : al louzeier e c’honéont, ha naz peus nemet pennou fal.
- An neb a zivag é zouar a scanva é ialc’h
- J. Bujault.
Disclériadur an doaré stuzia.
Evit an dud gouiec er gonnidégues, gouzout stuzia zo gouzout ar c’hiz dazéa ha da lacad an éostou an eil var lec’h éguilé gât squiant, doc’h dalvoudégues an douar ha doc’h an teil eller caout. Ar c’hiz stuzia, pa zeo gouézet mad, a zilouza an douar ac e quendalc’h dru avoalc’h evid caout, gât an nebeuta mizou ac an nebeuta labour, ar guella ac an talvoudussa eostou. Ar gouiegues-zé zo, da lavarout mad, dianavézet er vrô, lec’h heulier eur c'hiz fal ha disquiantuz, a zo evit eun dra bennnag ô virout ar gonnidegues douar da vellad en hon touez. Evel-sé, Pé quer fal eo ar c’hiz stuzia euliet er vro.
er c’hiz stuzia tri bloaziad, é heulier an aliessa er vro, é lequeer doc’h-tu meur a vech it var lec’h id, ac a zigasser an douar quer louz ha quen divag, ma nalquet mui, ben eun nebeut bloavechou, rei eost mad ebet ; al louzeier teuont da groc’henni quement an douar, ma neller quet mui é laboura ; neuzé an dud dré ma renq é zilézel, a gred en deus ezom éana. Ar Doaré stuzia euliet é Querné en douarou mad. c’hiz stuzia fal-zé zo, en douarou mad, quanta bloaves, guinis teillet ; an eilvet bloaves, querc’h ; an drédé, eils pé guinis-tu. An avalou douar, pânes, betterabes, adet nebeut, né vezont quet laquet aquétus avoalc’h en hô zro, er c’hiz-ma, ma alfent é guellad calz.
En douarou scân.
En douarou scân, é tigorer ar stuz gât eun éost evit nétaad ha guellaad ; ober reer goudé daou éost divagus ha louzaoüz, evel er c’hélen discoezet bremaïc : quenta bloaves, it-tu luduet ; eil, segal téillet, trédé, querc’h.
Goudé reer adarré envelep quiz, eb tam éan na chenchaman, nemet an nebeut brouscon c’houennet ac ar melchenou a zeuont avechou ha dré zigouez, ô nem lacad ivez, en douarou-mâ, a amzer-e-amzer, etré an idou adet an eil goudé eguilé.
En darn pinvidica ac ar guella labouret demeus Quiz stuzia al Léon ned eo quet calz squiantussoc’h ; mes muioc’h a boët loënnet é lequer enô. al léon, ar c’hiz stuzia ned eoquet calz squiantussoc’h. Evid guir, muioc’h a voët loénnet é léquéont enô ; mes, eguis lec’h-al, é réont id var lec’h id ; al lin, a zo quer divagus dan douar, adet el léon a zachennou vraz, vez laquet, eb squiant, aroc pé varlec’h an daou it zo ô nem eulia. Couscoudé, an douarou stuziet eguissé né zéanont biquen ; quenderc’hel a réont da deurel eost, dré ma zint quen trézec en no zoaré ha quer mad, ha conzien dan dremp é caver en aod pez a guérer, pétraman er c’hériou pa mer a guichen. Al beza talvoudussoc’h, velato, da lacad doc’htu meur a eost divagus. an eil goudé éguilé, pa eo founus an tremp ha pinvidic avoalc’h an douar evid gonzanvi an doaré stuzia-zé eb falaad ; ha dar priz é ma hô ziéguéchou, ar gonnideien deus an arvor rencont Quelen eur c’hiz stuzia eus al Leon neller ober nemet en douarou dreist-ol.
tenna calz doc’h hô zouar ; mes fal a vizé eulia hô c’hiz en douarou dister pé daou-anter. Cetu amâ eur c’hélen demeus an doaré-zé : quenta bloaves, brouscon teillet ; eil, guinis gât bezin ; trédé, querc’h ; pévaré, lin ; pempvet, eils ha melchen, trempet gât bezin ha teil mesquet ; c’houec’hvet, melchen. Ar melchen a jom daou pé dri bloas ; goudé-zé é léquéont guinis, ac é heuliont adarré ar c’hiz-ma, en oc’h é asten pé é verrad, doc’h ma zigouez eassoc’h des-hô.
Pé guer guelloc’h eo an doaré lacad peb eil tro id ac eostou evit netaad.
An doaré lacad id ac éostou da netad ha da vellad peb peb eil tro zo ar squiantussa, abalamour ar c’hiz-zé né c’houzan quet daou eost divagus doc’h-tu, mes lacad a ra étré-zo eostou evit dilouzaoui ha guellad. Quélen eur c’hiz stuzia peb eil tro evid pevar bloas en douarou mad.
Cetu amâ ar c’hélen doc’h an doaré-zé : bloaves
quenta, betterabes, pé avalou douar, pé bânes, etc. ;
eil bloaves, guinis meurs pé eilz ; trédé bloaves, melchen ;
pévaré bloaves, guinis var melchen troëd. Ar
c’hiz-mâ zo évit an douarou mad. An teil a vez laqued,
er bloavez quenta, dar bronscon c’houennet,
évit laza al louzeier a zo enân ; an adou a zo ébarz a
c’hlazont ac é vezont lazet en oc’h c’houenna. Couscoudé,
ma neoquet dru avoalc’h an douar, é zo red,
Ran an tremp var peb éost.
evit caout éostou mad peb guech, râna an teil var
daou anezô : neuzé é teilior ta nebeutoc’h ar brouscoun
c’houennet laquet er c’henta bloaves, ac é roor
eun anter dremp dar guinis adet var melchen troëd.
Er melchennou deut da roessad ha da groc’henni gât
Teil a zo red da deurel pa roêr eun tremp mad.
al louzeier, ez eo avechou guelloc’h lacad querc’h lec’h
guinis, pini a zeuio mad eb tremp. An teil a zo red da
deurel evit roei un tremp mad avoalc’h, zo peurvuia
uguent carrad, doc’h ar poëz a zaou vil lur peb ini.
An eostou laëret, da lavarout paquet er bloaves,
étré daou éost braz, evid boëtach al loënnet, en nevez-amzer,
né chenchont tam ar c’hiz stuzia-mâ. Ada
reer ar segalou ac an irvinou da gorzenni, var lec’h
ar guinis goan, er mis eost. Doc’h ma vez an douar,
ma hoc’h-eus nec’h ne zeufent quet da vad, é teuint
gât eul livadic teil.
Quélen stuzia peb eil tro é pad pevar bloas en douarou scân.
En douarou losq ha nostamant, ar c’hiz-mâ a zo mad deulia : bloaves quenta, irvinou-rutabaga pé irvinou al, trempet ac adet é mis even, it-tu, pé caol-saout, teillet ivez ; eil bloaves, ségal ; trédé bloavez, melchen ruz, adet cant a ma vez medet ar ségal, euliet gât guinis-tu luduet, adet divez ar miz even, var eul labour ; pévaré bloaves, querc’h.
Caout a reer izeloc’h eur c’hiz stuzia padus, gât ieotennou peuri, évit an douarou-mâ, ac a véfé guelloc’h d’eulia. Peurvuia, lec’h lacad eostou da vellad an douar ha da deurel dan dremp, é c’houlennomp gât an douarou dister ré a eostou squïus ; c’hoarvézout a ra ivez ez eus muioc’h a gol évit gonnid oc’h hô laboura, distéraat a réont deus an eil bloaves dében, ha ben eun nebeut, rencomp hô zilézel.
Talvoudégues ar c’hiz discoëzet amâ.
Guellout a réer dré ar c’helennou-mâ penaos ar c’hiz stuzia peb eil tro go gouëzet en eun doaré netaad ha guellad an douar, en oc’h lacad, an eil goudé eguilé, an eostou dilouzaoüs ac espernus dan douar ac ar ré zo squïus ha divagus. Evelsé : an damvuia deus ar brouscon griennec roont dan douar muioc’h evid nhô deus tennet doc’h outâ, couzien a guéméront en éar, dré hô zelliou léden, calz deus hô magadurez, ac é losquont en douar, evit é pinvidicad, tamou griou ha delliennou péré a vreinont enâ. Ouspen, al louzeier fal, lazet en oc’h c’houenna, dré ma teuont, né zennont tam doc’h druioni an douar ; a-hend-al, al louzeier né falaont an douar nemet pa chomont dober ha danvi hô ad : an edou brazit nac an irvinou corzennet né baouréont coulz lavar tam anezan. An doaré stuzia discoëzet amâ, a ran an tiégues é pidir darn pé lodennou, euz a béré diou zo ispicial evit caout boët loënnet ; né zilez tam douar mui ô téâna, labouret a ra ré dom piz, ha rô a ra couscoudé bevanz da voëta muioc’h a chatal ha dhô vaga guelloc’h. Ouspen, ar c’hiz-mâ espern and teil, pa eo guir, eur vech digasset an douarou dru avoalc’h, da lavarout a ben eun nebeut bloavechou goudé ez eo bet euliet an doaré-mâ, neus ezom teilla nemet paléfras deus an ol douarou, ar c’henta loden, ini ar brouscon c’houennet ; elec’h en oc’h derc’hel ar c’hiz côz, é teillor trédéren peb bloas dan nebeuta, ac é renquor dilézel pé leusqueur quément al ô téâna.
Talvoudus al beza, pa zeus tiéguéchou vraz, ac ispicial en douarou dister, ober eur ran padussoc’h deus an douarou, doc’h pemp, c’houec’h ha seiz vloas zoquen, Ean an douar evit pemp ha c’houec’h bloas ; seiz bloavez, eus a béré a beuri. en oc’h dispartia ivez douar an tiégues, é quément-sé a lodennou ; cuit é vior eguissé da zilézel darn ô téâna. Evit asten ar stuz en oc’h eulia ar c’hiz-ma, neusquen nemet ada, touëz, an it laquet er bévaré bloaves, ieotengou quemmesquet, melchen, raygrass ha réal, péré a falc’hor ar bempvet bloaves evit al loënnet, ac é réor peuri goudé, pad diou bloaves, abarz diguémérout ar stuz en dro, evel quent.
Sulvuia a lodennou a reer, sul nebeuta a zouar a renquer da deilla peb bloas ; mes, pa neller quet laboura unan deus al lodennou, ez eo guelloc’h é leusqueur distuz, en oc’h é droei ac e gloëda, evit lacad guinis goan. An douarou distuz rencont beza labouret ha cloëdet meur a vech en ân, evit laza al louzeier quen aliez guech ma c’hlazont stanc.
Er c’hiz stuzia evit seiz bloaves a vezo quelennet
izeloc’h, peb eost a vezo mad en oc’h teilla dru ar
c’henta, ac en oc’h teurel eul livadic var eost ar
bévaré pé ar bempvet bloaves, er c’henta quélen ;
ha var ini an drédé pé ar bévaré, doc’h an eosta
zigoëzo, en eil quelen.
Quélennou stuzia evit seiz loas, en douarou guinis ac en douarou scân.
En douarou guinis :
|
En douarou segal :
|
Quenta bloaves : bettarabes, pânes, avalou douar, etc.
Eil bloaves : eilz pé guinis meurs, pé lin gât melchen. Trédé bloaves : melchen. Pévéré bloaves : guinis pé guerc’h. Pempvet bloaves : it-tu pé brouscon, pé melchen ruz, adet en diben-eost aroc. C’houec’hvet bloaves : guinis pé lin[11]. Seizvet bloaves : ieotennou [12]. |
Quenta bloaves : irvinou, rutabaga, it-tu, caol-saout, etc.
Eil bloaves : Segal. Trédé bloaves : melchen ruz, charronz, ray-gras pé ieotennou al. Pévéré bloaves : guinis-tu pé guerc’h ha ieotennou etouëz. Pempvet bloaves : ieotennou falc’het pé peuret. C’houec’hvet bloaves : peuri. Seizvet bloaves : peuri. |
Guellout a reer, gât ar c’helen-mâ, c’hastenor
erves an ezom padélez ar stuz, da bemp, c’houec’h
pé zeiz bloaves, eb quitaat an doaré quemmennet.
Neusquet ezom lavar eller chench an eostou discoëzet
evit peb bloaves ha lacaad eun eost envelep eleac’h
un al, eb terri urz ar stuz peb-eil-tro. Ar c’hélen stuzia
evit seiz bloaves, eus a béré teir a beuri, pini
a zel oc’h an douarou segal, ac eller eulia ivez
gât talvoudegues en douarou squiz pé dinerzed,
zo an doaré guir dhô guellad ha dhô laboura gât
gonnidégues, evel ez eo bet discoëzet uelloc’h.
Gouscoudé eun tiec fur a zivoalo dilézel a dol na ré vuan quiz stuzia ar vro, evid diguémérout tré ar c’hizou squiantussoc’h a ziscoezan amâ ; né Penaoz quitaad ar c’hiz côz ha diguémérout un-al guelloc’h.
quitaï ar c’hiz côz nemet beb a nebeut. Leac’h ranna doc’h-tu é zouar a lodennou reizet éon evel a guellennan ; diguémérout a raï eur c’hiz daou-anter. Cetu penaoz : al loden quenta evit lacad an eostou da zilouzaoui, né vezo quet laqued tré didan brouscon griouennec, mes doc’h an douar ello trempa gât an teil a vezo. Ma zivouer an tremp, ar pez a jomo goudé deus al loden-zé, a vezo adet a guinis-tu, pini a neta ivez an douar, ac é vez guelloc’h var ludu. Nebeut a nebeut, ha dré ma gresco an tremp en tiégues, é viannaï an douarou tirien pé distu, ha, lec’h leusqueur anezô ô teana, é cresco ada melchen é barz ar ré vella, ac er ré distéra, peuri ieotennou ha melchen quemmesquet, péré vezint founussoc’h ha guelloc’h evit an tirienou treut lec’h a gasser bremâ chatalou fal ha naounec. En oc’h eulia ar c’hentel-mâ, an tiec c’hoantus da vellad é labour, ello ober gât talvoudégues, eb dispin na goal chans ebet.
Guergéou.
An darn vuia eus hor tieien réont hô guergéou gât plant avalou put, é clasquont bep goan er vrouscoajou. Ar blant zé nint quet ato iouanc na dru avoalc’h evit ober guez avalou caër ; evit an darn vrassa ez int dister, toc’hor, nebeut a griou zo outhô ha nellont quet suna doc’h an douar magadures avoalc’h dober cresq. Enclasq ar blant.
Ar c’hreffou laqued out-hô, né labouront quet gât nerz ha né strujont nemet scourrou fal ; ar vézen ned eo quet frouezus ha né badquet pel.
Ober renquer maguéréset.
Evit ober guergéou da veza mad ha da zont buan, é dléer ada maguéréset. Evid-sé, dastumer an ad etouez ar spluzen, pa eo bet goasquet ar sit, en oc’h léda ar spluzen-zé, en dévéchou brao a zigouez c’hoas abarz ar goan, a guisquou tanô, var eul lincer ; pa Quempennadur an ad.
vez dissec’het avoalc’h, é rideller anezâ, da zibab an
adou, ha nia reer goudé da peur cas cuit an tamou
scân a zo deut, deul an ad, treuz ar c’hrouer. Léda
reer a nevez an adou dan eôl ac hô nia reer c’hoas
eur vech al, evit scuba ar vruzunachou nint quet eed
deul an avel quenta.
Eves a c’houl ar maguéréset.
Ada reer é rizennadou, en eun douar labouret ha trempet mad, gât mânou pé teil breinet ha bruzunet. Pa zigor an nevez-amzer ez eo ar maré a ra al loguet ar muia zroug ; ar guella maré dada, a zo ar calagoan pé ar mis maê, pa quellit peb tra buân ; an ada gred é maré calagoan zo peurvuia ar stanca. C’houenna reer cant a ma eo deut ar blant vian crê avoalc’h da virout ober gaou out-hô. Buan a gresq ar plantennou avalou nevez glazet, ha qaout a reer, er bloaves quenta, en hô zouez, ac é deus bété tri droatet a ed ac iroc’h. Sével a reer ar vaguéres querquent ac an eil bloaves, ha planta reer ar guez vian a renquennadou, en oc’h leusquer tri droatet dan nebeuta étré peb a ini ; dibenna reer anezô goudé, daou pé dri mentet a eurc’h an douar.
Doaré planta ar guergéou.
Querquent a ma zint deut crê avoalc’h evit erzel doc’h an avel, dan oad pemp pé c’houec’h loas, é lequeer anezô er guergéou. Red eo arpa ar ré zempla var bicher, ha lacad drein pé eun drézen en dro dezô, evit hô divoal dens al loënnet. En oc’h planta er guergéou, é renquer teurel eves da leusquer ar griou vian outô ha dhô léda barz hô c’holo a zouar. Ar guez avalou dléont beza digasset gât éves, da lavarout discourret peb a nebeut : droug a rafed dezô ma tennefod calz strujou var eun dro. Ato dléer troc’ha ar scourrou a guemer ré a nerz var ar réal, péré anaouer er gallec drébérien.
Greffou, pé imboudennou.
Eller imbouda pé greffa er vaguéres petraman er vergé. Avechou gortozer, abarz greffa, qué né vez bet frouez var ar guez iaouanc ; ha né léquer quet var ré hô deus roed avalou mad ; cresqui a réont buanoc'h evit ar ré créfet ac ober réont caëroc’h guez peurvuia. Ar guella gréfou zo ar ré a guémérer var strujou névez ha savet sôn tram an tréac’h ; ar ré zo deut a led pé soublet tra ma-n-traon, né grescont biscoas gât quément a nerz. Clasq a renquer an téva strujou ivez ac hô zroc’her var ed nao pé zec meutet. Gréfa reer en oc’h faouta, var dro uelded, ouec’h droatet, ac a zigasser divezatoc’h ar strujou var tri pé bévar scour vraz.
Guella tu da droei ar vergéou.
Quement a ma eller, ar vergéou dléont beza troëd tra ma-n-tu a labouront ar vella, da lavarout dar zao-éôl ha dar c’hreisté ; ar vergéou né zeuont quet caër er parcou soublet trama ar c’huz-eôl ac ar c’hoalorn. Mad eo pala an douar en dro dar guez avalou iaouanc, en oc’h divoal fouëltra ar c’hriou. Mirout a reer da dirienna en dro dezô, ha derc’hel a ree an douar roêz dan ear, en oc’h lacad doc’h an traon eur guisq lan ha bruc.
Labour ar vergéou.
Pa feller quenderc’hel lacad éost er vergéou, é dléer derc’hel étré ar renquennadou guez avalou, ed avoalc’h evid na zizeolint nemet an nebeuta an éostou. Evid-sé, meur a ini léquéont anezo tro var dro dar parc ac é losquont ar c’hreiz dizolo ; mes colet a reer en doaré-zé eur goal riblen ; squeud ar guez a bar pel ac a ra calz droug. An douar nal roei nemet eun eost var eun dro ; guelloc’h a véfé ta dilezel gonnidegnes an idou er vergéou, evid é nem zerc’hel da falc’ha ar ieot, pé da gas al loënnet da beuri eno, doc’h er maré bloas.
Penaoz mirout d’oc’h clenvet guen ar guez avalou.
Cavet eo bet, a lévérer, névez-zo, eun doaré mad da gas cuit ar c’hlenvet loëd, pé ar c’huilet guen, a sun ar guez avalou, en oc’h teurel var no c’hriou eur c’hemesq teil môc’h ha manou delliou dêro ; mes eun doaré guelloc’h c’hoas, zo guelc’hi ar scourrou gât lijou pé gât dour raz névez didanet. An eol ac ar soa tâno a laz ivez ar c’houilet-zé en oc’h hô vouga.
Sit.
Nouzomp quet, é breiz, ober ar sit ; nanavézomp quet ar c’hizou mad ha squiantus evid-sé. Frouez mad a renquer da gaout, dastumet en ho foënt, evit ober sit é doaré. An avalou couëzet ré abred, nalfent Avalou couëzet
quet beza dibabet doc’h touëz ar réal gât re a eves ; hô fila renquer ac hô goasca hô-unan, rac nellont roei nemet sit dister na tam paduz. Fal eo dastum an avalou a berniou vraz ; lédet é rencont beza a guiscadou An avalou né dléont quet beza dastumet e berniou braz.
tanô, pé laqued a berniouigou, pelleed an eil-ré doc’h or ré-al. Er berniou téo é reomp er vro, dont a réont dhô nem doma ha dré an nerz-zé é za cuit ar vlas dous, nellomp caout mui német sit divlaz, trenc pé eolec. Ar frouez vrein, péré creder peurliessa Dibab ar frouez vrein.
ez int ar ré vella dober sit mad, dléont beza dibabet ha tennet cuit, rac colet hô deus en oc’h vreina an danveziou a zo red evit roei sit é doaré.
Eves da lacat queit a ma ar sit ô virvi.
Dour an avalou, en oc’h dont deus ar goasquéres, a vez laqnet é pibou savet eur pen en treac’h ha didalet. Teurel a réer anezzân goudé er bariquennou, ha né reer quen nemet goloï toul ar fônil gât eun tam lincer glib, queit a ma labour ar sit, pini né zalé quet da virvi gât nerz. An tamou spluz ha quement tra fal a sao var c’horré, a réont eur guisq é tonl ar fônil ha mirout a réont ar sit doc’h an avel, pini é laqnéfé da drenca ; na rabat ta lemel ar guisq-zé, ac evessaad a renquer da zerc’hel ato ar variquen leun. Evit caout sit blazet mad, é zo red é chench variquen cant ma héan ar c’henta berô ; eur mis goudé chencher anezâ a variquen adarré ; bianad a ra peb a nebeut da laboura ; ac, a ben tri pé bévar mis, an douçder a zo enâ ez a oc’h é nerza, ar sit zo eun tamic c’houéro, pé trenc ha crê, doc’h ar vlaz a zlé dan avalou ha dan douar ; pa mâ en doaré zé é plich ar muia dan dud var meaz.
Avalou trenc.
An avalou trenc né roont quet sit blazet mad, Avalou douç
trenca ra buan ; an avalou douç réont sit blazet caër mes dua a ra buan ; an avalou c’houéro réont sit Avalou c’houero.
crê en é liou, nerzet ha padus.
Quemmesq an avalou douç gât an avalou c’houero.
Ar sit mad zo gred en oc’h quemmesq an avalon douç gât an avalou c’houéro ; red eo ta divoal da lacad er guergéou avalou trenc. Ar seurt douar a ra calz ivez var blaz ar sit ; evelsé : an douarou crêô, var saoiou, goasquet deus an avel vôr, roont sit crê Nerz en deus an au ha doaré an douar var doaré ar sit.
en é liou ac en é nerz, mad da nem virout ; an douarou
dourec zo er stanquennou, a réont sit sempl, evitan
da veza téo, blaz an douar gât-an, ha fal da nem
virout ; an douarou losq ha meinec, ar ré zo quicken
ar môr, é quement lec’h ne zeuquet caër ar guez
avalou, péré né roont nemet frouez vian ha dister, né
réont nemet sit sempl, blazet mad avoalc’h, mes é
doaré trenca abred ; en divez, an douarou savet,
biliec ha troëd tram ar c’hreisté, roont sit dreist-ol,
scân, blazet mad, livet caër ha padus.
Clenvéchou ar sit, ha penaoz a zeuont.
Falaad a ra quement sit pé clanvi réont, pa éver anezô doc’h an duellen, erves an ézomou. Ar sit, pa chom pel var é spluz en implich, a gol é vlaz ; en doaré-zé, dua pé vercla ra ; mes eller arza an droug eun tam bennag, en oc’h teurel ebarz eun nebeut suc pé vélass, var dro nao pé zec lur dré variquen.
Penaoz arza meur a clenvet deus ar sit.
Ma leusqueur ar sit da ziguémérout ato an avel, aliez nerz an trenc a zeu dé c’hounid en eur fesson neller quet érzel mui, mes ar vlaz-zé né zisplich quet dar ré zo boazet diouti. Al dont c’hoas, pa zeus calz spluz, eur vlaz brein goudé pini ar sit ned eo quet mad mui nemet da veza losquet rédec é meaz, pétraman dober guin-ardant. Eur c’hlenvet al a vez Sit ré zru pé éolec.
aliessoc’h, ispicial pa eo gludec ar sit, zo an druioni, pini al mont ivez da vreinadures. Pa za ré éolec ar sit, harzer avechou an droug en oc’h teurel é barz eun nebeut suc, pétraman per dizéc’het er forn. Ar sit éolec a ra dan dud a ev anezâ clanvi. Liva reer Doaré roei liou ha nerz dar sit.
ar sit en oc’h teurel é barz nebeut a suc teuzet ; evid
créad ar sit dister, quemmesquer gât-an guin-ardant,
doc’h an nerz a feller caout.
- Lacaad perc’hen an douar da c’houzout en dévezo talvoudégues er guellidigues al labour.
- Discoës dal labourer ar pez a zlé gouzout zi var ben ar gonnidegues ha digas ar gouiegues-zé é bep lec’h.
- An eb a voasq é velour a zistéra é zouar.
- J. Bujault.
Lizérou merquet.
Al lizérou merquet zo peurvuia a ré ver-amzer ; ancounac’haad a réont da lacad an tiec en eun doaré postec a zo red evid guellaad gonnidégues an douar. A-bel-zo an ancounac’h-zé zo bet discoëzet gât ar ré gouieca : perc’henned an douar hô dijé talvoudégues Lizérou a zrivec’h loas.
matreze da zigas padélez al lizérou bétec trivec’h loas, en oc’h derc’hel an tu dhô zerri pa zigouëzo ober, da lavarout, pa falaï an tieguès gât unan dré zivouéri e laboura gât eves.
Guellidigues ar gonnidegues a zo arzet ivez dré ar Discarg an douar.
c’hargou stard a zo é meur a fesson var an douar. Né ziscoëzin quet amâ é pé c’hiz ar c’houarnamant alfe biannaad é zispignou, na quénebeut pé seurt danveziou-al chom é meaz ar c’hargou ; discoëz a rin eb quen penaoz ez eo douguet da deurel atao ar vrassa beac’h var an douar. Couscoudé, dré an urz guir ha léal, pep tra en deus dalloudegues a renq diguemérout é lod deus ar beac’h, ha red eo, evit guellaad ar gonnidegues, dissamma an douar ; rac, sulvuia é léqueer cargou var-nan, sulvuia é nem den ar guir-arc’hant diontan, abalamour ma gav lec’h al muioc’h a dalvoudegues. An dra-zé a zo evit eun dra bennag ô virout an tieien da gaout arc’hant da ziguémérout var lévéou izel avoalc’h ; ervez hô ezom.
Credi eller ma véfé dissammet an douar doc’h lod deus é beac’h, ar vélourien alfent caout quentoc’h gât perc’hennet an douar distolet, lizérou trugarézusoc’h evit hô eassaad béva, guellaad al labour ha cresqui pinvidigues ar vro.
Arzou vrassa zo ô virout gonnidegues an douar da vellad.
Brema, ar mélour, evel eo bet lavaret, né deus quet dira-z-an amzer padus avoalc’h évit béza c’hoantus da guellad é zouar. En é arc’han ez do quer prim, ma né deus peurliessa nemet trevoalc’h da veva distéric ; penaoz a rafé, pa ziouer dar gonnideien caout arc’han da ziguémérout doc’h hô ezomou, nemet en oc’h paéa lévéou mizus ha goal stard ! A-hend-al, goudé en devesô cresquet dalloudégues an douar, allo mont, pa zigouezo an termen, gât eun al, ma né fel dézâ roei muioc’h dé aotrou. Dré an dra-zé né deus quet calz a c’hallout da zigas treaz en é zouar evit é guellad, na da zizoura ar gé c’hlib, na dober quément tra a véfé red, rac labouret a rafé eb digol, peurliessa evit é aotrou ebquen.
Ali an aotrou Leclerc-Thouin var al lizérou a-ber-amzer.
« Padélez al lizérou, a lavar an aotrou Leclerc-Thouin, zo eun dra ac a c’houl eves ; rac guellidigués eller ober dan douar, né dellont német gât an amzer ; léal vizé roei dar mélour amzer da gaout an talvoudegues deus é labour. Pa gouêzer mad, aliez tamaller a enep-guir ar vélourien, abalamour né vellaont quet hô c’hiz labour. »
Ali an aoutrou Gasparin zi var ben ar muia- daloudegues a ô ar melour dan douar.
An aotrou Gasparin, en eul Léôr var gonnidegues an douar, a guinig dar berc’hennet douar eur c’hiz lizérou lec’h anavézer ha digoller ar mélour dré ma vella gât-an an tiégues. Mar gred ar mélour en deus guelleed é zouar talvoudegues cant scoëd, en oc’h quinig dé aotrou quément-zé a gresq var al lizer côz, emâ renco ober lizer adarré gât-an, ha ma né fel ober, é dléo paêa mil scoëd dar mélour barz e cas cuit, da lavarout anter doc'h guir al lévéou nevez en deus-hen quiniguet dezan.
Euliet ga an aotrou Kerjegu.
An aotrou Kerjégu, pini a rén scol-labour Trévarez, ac em eus anvet c’hoas meur a vech, ô tiguémérout ar c’hélen-zé, en deus roëd dé vélourien lizérou envelep. Rô a ra dar mélour anter deus ar guellidiguès discoëzet, da lavarout : mil lur dré gant luriou lévé cresquet gât an tiec ; ar perc’hen a zlé roei eul lizer nevez dar mélour evil eiz bloaves, en oc’h cresqui ar priz côz deus ar muia-talvoudéguez, anavézet gât ar prisachourien. Mes erves né zlé quet nem zizober deus é zouar, ar perc’hen né roeio nemet pidir lizer a eiz bloaves dar mélour. Neus quet quement-sé a zivoal el lizer an aotrou Gasparin, ha ned eo quet red : neller guellad an douar német bétec eur poënt-zo, ha né gollo quet unan é ziéguès evit é roei biquen dan evelep ini, pa eo guir cresquer ar c’hoan-miquel pep lizer névez, ha peb bloas é renq beza paêet gronz.
An aotrou Gasparin né c’houl prizachour ebet nemet an tiec é-unan ; é c’hinig a ziscler ebquen ar guellidigues a gred beza roed gât-an dan tiegues. An doaré-zé zo guelloc’h evit al labourer, ha E pé fesson al beza dister talvoudegues al lizerou discoëzet bremaïc.
né ra col ebet dar perc’hen. Er c’hélennou lizer discouëzet ama, é vijé matrézé talvoudussoc’h evit an tiec né gaout netra, evit ar guellidigués gred var an tiégues, ha mirout douguen ar c’hresq léqueer dezan var ar priz ; rac daloudegues an idou ac al loënnet al couëza quen aliez ha mont quen izel, ma zeo avechou dieaz, avechou al neller quet zoquen, paêa eur priz uel. A-hend-al, roei ebquen eur lizer padus, al douguen unan trevoalc’h da guellad é labour, ha bez eo a-vremâ eun digol deus ar guellidigues a roio dan tiégues queit a ma vezo gât-an ; cousooudé, né zigoler quet er guissé léal ayoalc’h an tiec, ma zeller oc’h al labour ac ar mizou, da gaout tremp ha treaz, a renquer ober pa vellaër an douar ; ispicial evid digueri lannéger.
Lizer al eus an aotrou Gasparin, gât gajou evit guellaad an tiégues.
An aotrou Gasparin a ziscoêz c’hoas eur c’hélen lizer guelloc’h evit ar vélourien ac ar re diaraoc. Bremâ, é-mé-z-an, leverer dan tiec : « labour, guella da diegues, neuzé cresquin ta goan-mikel pé az cassin é meaz, dal ma cavi ar c’honnid deus da boan ha deus da vizou. »
Goudé beza comzet éguissé, discoëz a ra, éguis an tu guir da roei caloun dar mélour evid guellad é labour ac evid guellad ar gonnidégues er vro é ber amzer, al lizer gât gajou. Cetu ar c’helen a rô deus al lizer-zé : gajou evit ar prajejer a-ber-amzer, eus a béré né vezo quet adet ouspen palefras deus an douarou : melchennou, deud mad, adet var idou meurs bloaves cuitaat… pemp lur varn-uguent dré zéves arat. Evit ieotennou al, padussoc’h ha talvoudussoc’h, e rô gajou brassoc’h. doc’h an oad ha doc’h ma zint founus da droc’ha. Gouézout a reer eaz avoalc’h péguément an doaré lizer-mâ, eller eulia evid quement seurt guellidigues, en dijé a nerz evit alia an tieien da guellad ar gonnidégues [13]. A-hend-al, sulvuia é vezor carantézus evid guellad doaré ar mélour, sul-vuia é carint ivez an dud a danvez. Ma teufé ar c’hentel-ma, evit anavézout ar guellidigues roëd dan douar, da veza diguéméret é touez ar berc’henned, an dud-guirion, a reiz bremâ ar ez a zel oc’h al labourérien kear, alfént beza savet ivez var meaz da Tud guirion da reiza ar gonnidégues var meaz.
reiza ar pez a zel oc’h gonnidégues an douar. An
dud guirion-zé, anter perc’henned douar ac anter
mélourien, rôfent dan eil ré ha dar ré-al ar guella
cred da veza gouiec ac éon, ac é vigent en hô frizach,
guiroc’h evit ar prizachourien dré vicher. Hi hô défé
ar varn deus a guement tra a zelfé oc’h al labour var-meaz,
ha reiza rafent léal talvoudégues ar guellidigues
gred var an tiégues, ac an darn gajou dled dar
mélour, eb ober col dar perc’hen, nac é lacaad da
zouguen cargou diguem gât é danvez. Ouspen unani
a rafent an dud pa sao étré-zô, aliez zivar ben traou
distéric avoalc’h, ac é c’héont, étré daou-arn an dud
a lézen, da brossezou paduz, pére a gas anézô var netra.
Digoradur al lannéger.
Credi reer, en doaré dibostec é mâ bremâ, ne deus quet an tiec calz a galoun evid diguéri al lannéger nac ober prajeier er ieunou pé er stanquennou dourus é caver quen aliez al er vro. Gonnidegues an douar a jomo ta eb guellaad calz, al lannéger chomint dilézet, queit a né zigoler quet al labourer en eun doaré léal ha talvoudus. Caër zo ivez roei gajou evit alia diguéri al lannéger, né reer nemet nebeut : ar berc’henned douar ebquen a zifrost lannéger, rac neus nemet-hô Ned eo talvoudus nemet dar berc’henned douar.
a guéont talvoudegues oc’h ober ar seurt guellidigués-zé. Ar c’hajou, péré a zigouez ol gât-hô, né réont quet diguéri eur meteut douar : ned eo quet abalamour da gaout gajou é reont douar labour doc’h douar lan ; ar ré hô deus anezô nhô deusquet ezom da veza aliet en doaré-zé. A-hend-al, ar gonnideien, eus hor c’hartériou a zouarou dister, ac ellout alfent gât Petra zo c’hoas ô c’harza digoradur al lannéger.
furnez clasq difrosta an douarou ien, pa hô deus an douarou labour hô-unan quement a ezom da veza guelleed ha da gaout treaz ha tremp ? E dléer caout teil dreist an ezomou, caout a renquer da deurel founus en douarou labouret ha beza crê avoalc’h evit cas lec’h al, aroc clasquout digas an allar, el lannéger ; ha c’hoas né dléer ober nemet gât eves ha peb a nebeut. Bremâ pa guir ez eo prim an teil en tiéguéchou a zi-abarz ar vro, quempen ar foënneier ac hô doura, guellaad ha dizac’ha an toualc’hennou ac ar ieûnou, evit cresqui ar foën, pini a rô an teil, dléont ta, evit ober gât squiant ha talvoudégues, beza gred diaguent diguéri lannéger. Mes, arabat é ancounac’had : evid guellaad, ar mélour en deus ezom beza gouiecoc’h ha caout lizerou padus. Evel en deus lavaret unan benag :
« Dal ma roor dal labourer an darn a zléfé caout dré léalded, pa en deus cresquet taloudégues an douar ; pa vezo en é ziégues en eun doaré postecoc’h, quema raï é boan ac é nerz, evit guellaad ar gonnidégues, doc’h padélez é lizer. »
- Né iesquét er foariou nac er marc’hajou nemed evid da ezommou ; bé vezo ato lud lezirec, dreberien ha mevierien avoalc’h eb-z-oud.
- J. Bujault.
- Ar vezventi a laz muioc’h a dud evid né ra ar brezel. ***
Credi ran ez eo talvoudus ober eun divez pennad evid roei da anavézout dan dud var-meaz an doaré dhô nem zerc’hel er iec’het ; rac, ma ouffent an eves, eaz deulia, pini a viréfé peurvuia oc’h an darn-vrassa eus hô c’hlenvechou, morvad nhô dilézéfent quet, pa eo guir ellont peur liessa eulia ar c’hélenou-mâ eb distrei doc’h hô labour.
Clenvechou dré zigouez ha clenvechou dléed dar vro.
An darn-vrassa eus ar c’hlenvéchou a scoont en
hor vroiou é teuont dré zigoez, pé dré nerz ar vro.
Ar bâz, ar pistigou, ar goal poaniou ben, etc. zo
peurvuia clenvechou digoëzet dré ziéves an dud,
eus a beré alfed aliez miroud, mes doc’h doaré béza
marvel, pa nem ziscoëzont. Quément seurt derzen zo
clenvechou dleed dar vro.
Goal derzen hanvet var meaz ar c’hlenvet.
Evel-sé, ar goal derzen hanvet var meaz ar c’hlenvet, ac a scô ispicial var ar zarc’h ac ar boézellou, a ra mervel peb bloas eur spount a dud. Pa za en eun ti, a scô an eil goudé éguilé quement ini a zo barz, ac ar c’hlenvet criz-zé né zéan nemet goudé beza casset meur a ini en douar. Ar goal glenvet-mâ zo dleed dreist-ol dan doaré diguempen ha clanvus deus an tier ha dar moguedennou a zaont eus ar poullou laguennec é caver ato é breiz tro var dro dar c’hériou. Ear clanvus ha nalquet nem rénévézi é costier nhô deus digor nemet dré doullou vian ; eur boëtach pouner ha dinerzus, torret a-amzer-é-amzer dré goal gofadou vesventi ; caout riout gondé beza nem domet, beza c’houezet ô laboura, quément-sé a zigasso, evid guir, ar c’hlenvet-mâ ha meur a ini-al.
Red eo iac’hussad hor c’hériou en diabarz ac en diavez.
Quément clenvet ac en deus eun doaré stagus, péré
a scô en eul lec’h bennag, var meur a rum en eun
dro, zo dled dar vro ha dal louzdoni. Red eo ta iac’hussaad
diavez ar c’hériou, en oc’h stanca ar poullou
ac en oc’h rédec an douréier-sac’h ha caliarec ;
an dra-ze vijé eaz ha dimizus dober peurvuia. Ouspen,
red eo, evit avéli diabarz an tier, francaad ar
prenestou é doaré leusqueur ar sclerijen ac ispicial
an eôl da barad é barz.
E pé c’hiz ez eo fal ar guéléou cloz.
Er guéléou cloz, an neb a zo clan a renq c’houéza ear fal, ac a goassa dezan. Alfed é denna deus ar goal zoaré-zé, ma ziguemerfed var meaz guéléou dizolô, lincériou stinet tro var dro, quercoulz da guza an dud ha guelloc’h dar ierc’het.
Divoal a renquer doc’h an eôl tom.
Mirout a renquer hô pen gât éves, pa labourer dindan éôl nerzus ; rac, an eôl goal dom, pa né zivoaler quet, al squei unan a goal daoliou goat, pétraman oc’h an tanijen groc’hénen a c’holô diabarz ar ben. Guellet em eus c’hoarvézont meur a vech ; mes an dud var meaz zo quen disquiant, ma nouient biscoaz penaoz é teué ar c’hlenvéchou a dol-zé, euliet quen aliez deus ar maro.
Pé quer fal eo paca ar ienien en oc’h c’houézi.
En ân, al labourer a raï mad divoal gât éves paea ar ienien goudé beza nem domet. En oc’h c’houézi, a rabat qnénebeut azéa var an douar glib ha ien, na chom lec’h a red an avel, da lavarout étré an diou zôr a vezont peurvuia quenver-a-quenver an eil deus ében, en hor tier var meaz. Oc’h an diévez-ma é renquer divoal dreist-ol ; rac ar iénien é paquer en avélou red, zo ar ré traëtoura. An amzer a zo ien doc’h ar mintin ha doc’h an abardaez en névez-amzer, clouar eo é creiz an deis ; cant a ma iëna an ear, é renquer guisca, er maré-zé doc’h ar bloaz, an dillad oc’h eus tennet en deiz ; panéved-zé, eller paca pistigou var ar c’houraillou, goal glenvet a scô aliez Ac eva dour criz en oc’h c’houézi.
er poënt bloaz-zé. Fal dreist-ol eo ivez éva calz dour criz pa éaner da laboura. Né ra quet a zroug quer buan, pa dorrer é grizder en oc’h quemmesqui barz eur bannic guin-êgr, sit pé guin-ardant ; velato é vezo évézus divoal ato nem deurel ré dan ezom en deus unan da derri é zerc’het. E meur a vro, an dud né zouguont quet a lérou ; diarc’hen é vézont Quizou al quer fal c’hoas.
ân goân. Ar c’hiz-zé zo fal bras ispicial dar iec’het ar vugalé ha dan ini an dud sempl ha dister. Bez eo c’hoaz dievézus braz, pa zeuer doc’h al labour, an dillad glibet gât ar glaô, chom eb chench anezô.
Er c’hiz-zé eo é paquer beb a nebeut meur a c’hlenvet, da lavarout pâz, rem, pistigou, poan galoun, meur a seurt derzien, tanigen ar sac’h ac ar boëzellou. Clenvéchou ar zac’h ac ar boëzellou.
Gât ar c’hlenved divezad-mâ ispicial a varv calz tud var meaz ; dont a ra dreist-ol dré ar vezventi, ac ar c’hofadou guin-ardant. Nalfed quet mirout ré ar gonnideien oc’h quément evach crê, péré, a-hend-al, a zo fal ha quemmesquet peurvuia a zanvéziou drougus ha clanvus. Pé quer fal eo ar vezventi ha quement évach creo.
An diabarz, tânet dalc’h mad, a zo poazet beb a nebeut, ha, pa eo ead ré zon ha ré goas an droug er sac’h ac er boëzellou, ar boan é nem ziscuil a dol en é goassa, en eur boënt ez eo ré vras evit paréa mui. Lavarout eo bet gât virionne : an evach crê, a laz muioc’h a dud evit né ra ar brézel ! Ouspen, dré ar vezventi, saô étré an dud ; emgannou vez aliez : meur a varo crîz ac a-dol c’hoarvéz en doaré-zé ; boaza ra dan digui, distro a ra da laboura, colet a réer an amzer ha mont a reer buan var netra.
Ar vreac’h.
Ar vreac’h a zo distéréed calz, abaoé léqueer anezâ dar vugalé ; couscoudé é vez guellet avechou tud vacsinet scoëd gât ar vreac’h ; mes neuzé ned eo quet quen goas ha né zivaloaquet unan. Lavarout a renquer ivez, ma red c’hoas avechou ar vreac’h er vro, an drazé zo dled dreist-ol dan diéves an dud, péré né zigassont quet diou vech hô hugalé dan ini a laq ar vreac’h, evid gouzout mard eo é doaré ar chôriou savet var an toullou.
Ar ruel.
Ar ruel, ac énem ziscoëz peurvuia a-viannic, ned co quet an aliessa eur goal glenvet, pa léqueer évés mirout doc’h an ear diavez queit a ma pad. Pa ziouérer an eves quenta-zé, ar picou ruz né zeuont quet é meaz founus avoalc’h, ar c’hlenvet ez a var ar c’houraïou, en diabarz, gât quément a nerz, ma neller quet aliez é baréa.
Louzou ar c’hommiri, ar ré a baré dré bédennou ha dré meur a c’hiz al disquiantus.
Nalfen quet sevel ré, abarz cuitaad, a eneb créden an dud, var-meaz, é quement louzou a rô ar c’hommiri gôz, ac ar ré a lavar paréa dré bédennou, dré ar stroaz, etc., ac é glasquer ato quentoc’h evit eun den gouiec. Couscoudé, dré ma nouzont quet penaoz é ma corf an dud, nac é pé c’hiz é ma ac a labour ar c’houraïou zo diabarz, ar pez nanavézont tam ebet, mervel a ra calz deus an dud créduz é louzaouont. E quémént clenvet, cétu ar c’hélennou renquer deulia Quélennou mad deulia er c’hlenvéchou.
abarz né vezo deut ar midissin : chom er guelé ; eva nebeut, eur vech an amzer, dour clouar zi var eilz, zi var querc’h, zi var bleun scaôgrac’h, pé caol-maro, etc. ; chom eb dribi grons : al loênnet er c’hiz-zé hô deus muioc’h a squiant evid an dud, ha guellet a réomp anezô leusqueur hô boêd, pa zigouez dezô beza clân ; divoal striz deuz quément louzou ha quément evach crê, tânus, doc’h ar guin-ardant ha doc’h ar guin al zoqnen ; en divez, nem zerc’hel en domder, eb ré a palennou, couscoudé, abalamour c’houézi dré calz golô ned eo quet caër. Er c’hlenvéchou vian, euliâ ar c’hélennou-mâ ello
beza trevoalc’h evid paréa.Pages. lignes.
2, 9, an lieu de : é oc’h boazet, lisez : e oac’h boazet.
2, 16, — quement guelligues, lisez : quement guellidigues.
6, 11, — ha dessaar, lisez : ha dessaat.
18, 15, — avelon tourmenchou, lisez : avelou tourmenchou.
20, petites lignes en marge, au lieu de dudunnou treaz lisez : duchennou treaz.
Pages. lignes.
36, 5, au lieu de : ar c’harrouchou, lisez : ar c’harronchou
38, 6, — a darn-vuia, lisez : an darn-vuia.
48, 13, — ar ruillerez ac an adéres. lisez : ar c’houennéres ac an adéres.
61, 24, lisez comme s‘il y avait un point aprés le mot imparfait.
70, 14, an lieu de : dichansussoch, lisez : chansussoch.
73, 22, — coucher les bandes à la herse, lisez : à la houe.
102, 17, — lacad a reer dour var-n-an, lisez lacad a reer an toaz-ze en eun tamoez
run, ha teurel a reer dour varnan.
112, 22, — tenna reer anezô, lisez : anezâ.
Pages.
- ↑ An aotrou Bodin a gas quevériou nevez, pa feller, ac hô verz doc’h al lur, dar priz ar potin.
- ↑ Guellout evit quement penvec labour e c’hoantéfec’h caout, ar roll gred anezô gât an aotrou Bodin.
- ↑ An idou tener a zo deus ar vroiou coalorn, ar ré galet deus ar c’hreistéiz.
- ↑ Caver e ti quement marc’hadour louzou.
- ↑ Evelsé, é léquéer pévar dant oc’h ar penfec, ac é trézo peb a droatet, evit rizenna an douar panes ; ha né virer nemet tri, édet a trivec’h meutet, da lavarout unan é creiz, daou bep pen, evid ada ar betterabes. Gueloc’h a vijé zoquen caout diou verquéres dent coat outhô, unan evid rizenna dar betterabes, e ben da rizenna dar panes. Quement tiec a raï ar verquérézet eaz éavoalc’h é-unan er c’hiz am eus discoëzet.
- ↑ Evid flastra ar melfed, implijer ar ruilleres, er vro-Saoz, gât talvoudegues. Ruilla réer abarz né sav an eôl, pa mâ ar melfed ô valé dré ar gliz. Ar ré nem gavont en toullou, nhô deus droug ebet ; mes, eh oc’h ruilla meur-a-vech, é vezont paquet ivez eur maré bennag. Ar c’hiz-zé reer c’hoas, er vro-zé, evid flastra ar c’houillet du, péré a lip ar c’haol ac an irvinou iaouanc ; mes neuze léqueer ar ruilleres creiz an deiz, pa eo tom an eôl.
- ↑ Eguissé ran, a bel-zo, gât digouez mad. Quemmeret em eus an doaré-zé digât an aotrou Feliz, eus a Trezlez, oc’h pini em eus hanvet c’hoas al labouriou izinus.
- ↑ Peguement a gol né zigouez quet gât unan en oc’h clasq chench eb furnez peb ouen côz ! Eguissé eo, evit discoëz eur c’helen doc’h an dra-zé, ez eo bet chenchet eur ouen vad, tro rostrenen (Cotes-du-Nord), evit caout eur seurt beuc’het pennou guen, goal zivalo, dieaz da vaga, ha calz izeloc’h da rei quic in da rei leaz evit ar ouen diaguent.
- ↑ Goal chans ellont c’hoarvezout pa zigasser eur vioc’h toc’horic d’eun tarô ré vraz. Couscoude, rencout a reer é lavar aliez, ar ré nhô deus nemet bloc’het toc’hor ha biannic. né dleont quet credi é vellaïnt hô ouen dré guemmesq : Eun tarô ré bouner ha ré vraz an ol né ouennoquet caër gât eur vioc’h vian, ha né vezo quet eb goal chans evit-hi a vezo tarvet gât-an. En divez, é quement lec’h e zeo prim ar bévanz, é véfé disquiantus clasq guellad dré loënnel divroet ; red eo neuzé guellad ar oen gâti é-unan da guenta, en oc’h lacad muioc’h a eves evit dibab ha dizonna al léou a feller mirout evit gouenna, ac en oc’h ada bévanz dezô.
- ↑ E caver gât ar marc’hadourien louzou.
- ↑ Caout a reot el léôr talvoudus eus an aotrou Querret eus a Vontroulez, hanvet : Katikis gounidein an douar, quelennou mad meurbed var quement labour a zel oc’h al lin.
- ↑ Etré ar iéotennou a guemmennan ispicial ar ieoten-vras pé en eun nôz, ac ar ieotennou-pennou-guen ; an eil seurt-mâ a zeuont mad en douarou scaôn é péré ez eus druioni avoalc’h.
- ↑ Al lizer gât gajou a zigol an tiec eb goasqua ar perc’hen ; rac emâ a c’honnez var cresq taloudégues é danvez en eun doaré a zo dreist an digol disler a c’houlenner gât-an. A neuzé, al lizer a verg é pé c’hiz al ar mélour guellad, ha nalquet ober dreist ar c’her-zé.