Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/234

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 234 —



IV.


Môc’h.

Ar penmôc’h zo eul loën talvoudus en tiéguéchou, dré ma nem voët gât traou ha nalfent quet beza implichet é guis-al ; ouspen, ar c’hiq-sal an ini a zreber an aliessa var meaz. E meur a vro, ac ispicial é tro Montroulez, a reer an tdrrajou môc’h, ac ac’hano é vezont digasset lec’h-al evit ezommou an dud.


Doaré ar penmôc’h mad.

An ôc’h mad en deus eur ben ber, eur gouzouc téo, eur c’horf ir ha doun, ar c’hof izel ha divisquer ber. Quement ouen Breiz né dostaont quet calz deus an doaré-zé ; ar môc’h Léon, quement-sé, zo guelloc’h evid ré Guerné ; bez eus ivez muioc’h a Ouen môc’h Quemperlé.

glasq var-nezô. E tro Quemperlé, ez eus eur ouen môc’h bro dreist ar réal en é zoaré ha calz guelloc’h evit ar môc’h Léon. Ar vro-zé a ra torajou, mes evit é ezomou ispicial ; rac ar ouen-zé né veller quet nem squigna lec’h al. Caout a reer anezi é Rosporden ac é Scaër. Eaz ha dimizus a véfé, abalamour da Ouen Crânez.

amézégues, dé zigas en hon touëz. Ar ouën cranez, ha réal guelloc’h corfet ac eassoc’h da larda evit ar ré Vreiz, zo a iniennou bremâ en départamanchou amézec ha gât eun tiec bennag évézus deus ar Finistère. Ouen Saoz.

Ar môc’h Saoz ar ré vella zo nê beleac’h. Guellet ez eus bet ré gaër zi var-nezô, é quichen Landerné ; mes hor gonnideien hô deus losquet anezô