Mont d’an endalc’had

Penfillou labour

Eus Wikimammenn
◄   Trede Pennad. — Teil ha quement seurt tremp Penfillou labour Pempved Pennad.Idou. — Lin ha Canap   ►




PEVARE PENNAD.


————
PENFILLOU LABOUR.


————
Né reerquet eul labour talvoudus eb caout eun allar mad ace eur soc’h ledan da droc’ha ar griou.
J. Bujault.


I.


Red eo guellad c’hoas ar penfillou nevez.

Gred-eo bet calz penfillou nevez evit ezommou al labour guelled ; calz anezô ne labouront quet c’hoaz mad avoalc’h. Ouspen, meur a benfec, a zo talvoudus meurbed, ac a zo red caout en tieguechou braz, neusquet ezom anezô, pa neus nemet tieguechou bian, evel er breiz, da lavarout pevar devez arat varn-ugent pé trégont dan irra. Doc’h ar penfillou nevez zont, nhon eus ezom nemet tri dober hon labour : an allar, an oguet ac ar ruilleres. Comz a rin nebeut deus ar penvillou al, pa eo guir nint-quet euz a guement a dalvoudeguès ; couscoude, em bijé gred mad matreze lacaad ivez étoëz ar ré ezommec, ar c’houennéres ac an aderes ; izéloc’h e vézint cavet. Allar vro.

An allar vro, gât e zoc’h moan, e guignalar ir, nal nemet rogui an douar eun tamic ; nal quet roei eul labour mad na coundoun avoalc’h ; ne droc’h na ne dro quet e bomm piz avoalc’h. Couscoude, tenn éo da stlija, abalamour dan arz a ra ar c’hillorou ha dar bec’h a ra Allar Dombasle-Bodin, hanvet allar ouarn.

an douar a stag oc’h ar guignalar. An allar dombasle-Bodin, pini a zo anavezet bremâ e meur a lec’h, ispicial tro ar Faou, lec’h neus quen nemet an mui, couls lavar, a zo cals talvoudussoc’h evit an allar-bro. Quement Pe quer talvoudus eo.

tam zo oc’h e ober a zo crê ha stardet e doaré ; ar c’hénver, ar guignalar ac ar goarégou, quement tam e za en douar a zo potin. An douar ne stag quet oc’h ar guignalar ; pa zeo deut flour, distag a ra neat e bomm, eb e zorri nac e losquer en ent evel an eller al. E zoc’h, plad ha leden, a zigor eun ant deus a eun droatet ledander ha c’houec’h meteut donder, en oc’h droc’ha piz ar griou balan, drez, raden ha quement louzeier fal. Pa c’hoanteer troei dounoc’h, eller mont daou quement al en douar, en oc’h cread an denn, eh aon da derri an allar.


Doaré al labour mad.

Evit beza mad al labour, ar bommou né dléont quet beza re soun na ré gouézet. A zalec an daou bomm creis, e rencont ô nem reiza an neil doc’h éguilé, eb losquer toullou na rizennou étrézô, ma vréino al louzeier en oc’h vouga anezo. Creizennou an irvi dléont beza uelloc’h eun tamic, da lavarout e renquer roei eun tamic bouez traon a peb tu, bep a nebeut, betec an anchou zo etre-zô. An arer squiantet a zresso e irvi eguisse eaz aoalc’h, en oc’h roei gât evès, d’oc’h doaré an douar, muioc’h pé nebeutoc’h a grog dé allar, dré ma casso é labour araoc.


Petra eo an allar.

Cetu quement tam zo oc’h ober an allar al laz, oc’h pehini en em stag an tamou al ; ar ac’hravas pé al lostennou, evit manea ac encha an allar ; ar c’hontel, pini a valé araoc ar zoc’h evit troc’ha ar bomm é soun zi varc’horré. Ar zoc'h, evit é zroc’ha dindan, ac e renq caout lédander avoalc’h da nem reiza gât digor ar guignalar ; ar guignalar evit cas ar bomm er guer ; meur a seurt zo : sul vuia int troët cleuz, sul vella e troont ar bomm en douarou scan ac en douarou daou anter ; mes en douarou crê, ar guigneller eon ha ber e dro guelloc’h. Ar guigneller potin (ouarn teuzet) zo guelloc’h evit ar ré-al, abalamour e chomont ato en ô c’hiz ac an douar né stag tam outô ; ha dré-zé, evel eo bet lavaret c’hoas, an allar ne nem garg quet, nequet arzet en ent ha mont a ra ato var eon ; ar c’hever pé ar zol a ricl var an douar ; an tam-ze an ini uz ato ar buana, mes eller caout eun al gât nebeut a vizou[1] ; ar regulator, a zo pen al laz, zo evit quemmerout dounoc’h pé vassoc’h, ledannoc’h pé strissoc’h.


Quement seurt allar a ra an aotrou Bodin.

An allar ouarn Dombasle zo ar vella doc’h ar ré gred betec brema. An aotrou Bodin, eus a Roazon, pini a ra gât quement a eves ac a izin elleriou quer mad, en deus pevar seurt créoc’h pé vianoc’h. Ar c’hréa, ispicial ac an eil créa zoquen, zo dreist al da derri an douarou lann ; mes an drede pé an ini crenn a zo ar guella évit hor ezommou ha d’oc’h nerz hor loënnet. Eller ober gatan labouriou quer creô a quen tanô a feller ; couscoude, evit ada id dindan ar bom, ar pévafe allar pé ar vianna zo an ini guella. Andvet a tin ebquen quement allar bro gred en eur c’hiz névé. Bez eus, étré-zô, an eller Meur a allar bro gred en eur c’hiz nevez.

Belleguic, coquin ha locher ; braz int meurbed, tenn dal loënnet, ha nint mad, evel quement allar bro gred en eur c’hiz nevez, nemet dober al labourou douna, péré é vezint guelloc’h gred gât an allar créa ha gât an eil créa deus an aotrou Bodin.


Pérac an eller ouarn Dombasle- Bodin né zeuont buanoc’h da veza stanc er vro.

Al labourerien douar hô deus n’ec’h da ziguemmerout an allar-mâ, abalamour né deusquet a quillorou ha dré ma labour en eun doaré disenvel doc’h ar ré ez int boazet da gas. Quement sé, dont a réont buan da boaza outan, de gaout eassoc’h ha talvoudussoc’h, ha goude né c’houzâont tam ar ré al. An allar eb quillorou a c’houl dré virione, muioc’h a evez evit laboura mad ; mes amzentoc’h eo oc’h ar c’hasser ; ar c’hillorou a zo eun arz dré pini neoquet evit e vanea coulz ac an eller al ; izin al labourer nalquet dont a hen eus a guement-zé.


II.


An oguet.

An oguet zo evit froza zin douar digoret gât an allar, ac evit gollo an adou. Da laboura en douarou créô, a renc beza dent ouarn outi, abalamour dan nerz an douar. Mar deo tenn ha caledet gât ar sec’hec’h, a rabat cloeda a benn ; froza raï guelloc’h Pedavaré e renquer cloéda a-dreuz evit froza mad an douar.

en oc’h quemmerout ar bom a dreuz ; eguisse, é crogo guelloc’h an dent en douar ac e bruzunint tanoc’h. En dro d’ar Faou, ez eus brema cals oguejou ouarn, gred enô, eguis an oguet a dreus pé besquellennec dens an otrou Valcourt, ar guella ini e anavezer c’hoas. Gât eur c’hrochedic daou bennec, laquet oc’h An oguet a-dreuz. pé besquellennec deus an otrou Valcourt. Penaos a labour.

ar sparl, ac a gasser deus an eil lagad ar chaden en eguilé, evel ma feller, é chencher enchou an dent en eun doaré dober, hô fidir var-n-uguent, peb a rizen mez ar réal, elec’h eulia ar pevar dant quenta a zo pen peb renquennet. Eguisse é reer couls ac ar rastel é dorn unan ; dré ma reer quement-zé a rizennou, an douar a vez troed ha bruzunnet zivar c’horré evit ar guella.


III.


Ar ruilleres.

Ar ruilleres ned eo quet queu anavezet er vro evel ma zeo an oguet ; quement se, é veller unan bennag bremâ e tro ar Faou. Ar ruilleres a vez gred gât eur vezen pé gât eur men crennet e doaré ruilla, treuzet gât eun aèl, eus pini ar bégou nem léquéont en daou du a ben doc’h ar c’hoatach a zo laquet en dro dar ruilleres. Eur c’hravaz, evit sterna eul loën, a zo staguet oc’h an treuzou a dreus a zo araoc. Lod d’oc’h ar ruillerezet ned eusquet a crivizier ; mes neuze al c’hoarvézout droug var boëz traon : ar ruilleres a zisquen buanoc’h evit né valé al loën zo oc’h e stlija, stoc a ra a vechou oc’h e zivisquer ac al é c’hlaza pé e sponta.


A zo mad evit bruzunna an douarou priec.

Ar ruilleres, a zo red evit an douarou crêô, dle beza pouneroc’h evit an ini ha labour en douarou scân. Couscoude, ar ré pounera né dléont quet poéza ouspen seiz pé eiz cant lur, nac izelloc’h evit pemp cant. Ar benvec-mâ zo evit bruzunna ar moudedou en douarou crèo, gât an oguet, an eil var lerc’h éguilé ; rac an oguet e-unan na bruzunéfe quet mad avoalc’h an douarou ré bouner, péré a c’houlennont avechou beza cloëdet ha ruillet meur a vech. Al labour-zé al cuitat an tiec deus al labour padus ha poanius lavaret piguella, pini a reer gât mirri.


An oguet a vruzun treoalc’h e-unan an douarou scan.

En douarou losc, an oguet a roessa trevoalc’h e-unan. Mes ar rullleres a zo talvoudus braz, evit moustra an douar, goude an ada, da virout ne zaï cuit an douçder ha da lacat an adou da c’hlaza buanoc’h. En nevez amzer, eur vech disséc’het avoalc’h an douar, ez eo mad ruilla an idou goan, da starda an Meur a zoaré al da implijout ar ruilleres.

douar en dro da griou ar c’herc’h, savet ha dizouaret gât ar scorn, ha da flastra ar pouloudou var ar guinizou ; an douar roê, a reer er guisse en dro dar guinizennou iaouanc, hô lac dober griou neve ha da guemer muioc’h a zruioni. Paz eo glib an douar, a rabat lacat ar ruilleres var n-an.


IV.


An douareres.

An douareres zo eur seurt allar a ziscouarn evit douara an avalou douar laquet a renquennadou. Ned eo quet red domni caout ar penvec-zé : ré nebeut a avalou douar e léquéomp evit béza talvoudus ober an dispin-ze ; ac an allar coat deus ar vro, oc’h péiné é lequeer eur scouarn al, a raï quercouls. Ar Ar c’houénérez sterniet.

c’houénéres-sternet en deus ezom da veza guelled c’hoas. En hor tieguechou vian, alfemp ober eb ar chouénérez ; couscoude, gât ar penfec-ze, e vize bianned calz al labour c’houenna. Evid-se, e c’hader ar brouscon griennec a rizennou, ac e gasser ar c’houenérez-sternet é tré-zo meur a vech, mard eo red, evel a vezo discoêzet izelloc’h. An ada a rizennou An adérez.

a vez gred gât an dorn pé gât an adéres ; neller quet squigna buan nac eaz an adou moan nac ar ré scân, en anchou, nemet gat an aderes.


An dornéres.

An dornéres a zo eun dra talvoudus bras, evit espern dal labourerien douar ar bec’hussa labour d’oc’h a ré a réont ed ar vloas. Bez eo, ouspen-ze, pé guer talvoudus eo.

eun doaré da zorna é beroc’h amzer, da virout deus ar gol a reer var an eost pa renquer e leusquer pel en e vern er parqueier, bloavechou ma zigouëz goal amzer. Rac, eur vech berniet an idou, caout a reer, pa zeu da devel, an tu d’hô charréa é quichen an Neusquet quement a ezom deus an dornéres en eur vro a tieguechou vian.

dornéres, péini, dré ma en disglao, al laboura dre peb seurt amzer. Mes an talvoudegues-zé né zigollont quet unan deus ar misou a reer evit caout ar stal-zé, ré nebeut a eost hon eus-ni en hon tieguechou bian er vreiz, ac an dorneres a chom ô téana epad unec mis deus ar vloas. En eur fesson al, ar verourien nhô deus quet quement-sé arc’han, ac alfent é lacad evit ezomou talvoudussoc’h c’hoas. Couscoude, evel ma alfe beza tud créo pé mérourien a tieguechou braz, ac ho défent c’hoant da gaout dornérézet, é dléan quemmenna amâ ini an aotrou Dornéres an aotrou Bodin.

Bodin, pini é verz, gât ar stal evit sterna ar c’hézec, ouec’h cant anter cant lur. An dornéres-zé zo nevez guelleed gât an aotrou Bodin, da lavarout eo bremâ padussoc’h, dibec’hussoc’h da gas en dro ha guelloc’h Dornéres an aotrou Desonnay

en e labour. Velato, dornéres an aoutrou Desonnay, eus a Naonnet, al beza guelloc’h c’hoas, mes é briz zo uelloc’h. Bez eus c’hoas meur a benvec al, eus a béré a goumzin enoc’h discoueza al labour oc’h péré é vezont impliget[2].

  1. An aotrou Bodin a gas quevériou nevez, pa feller, ac hô verz doc’h al lur, dar priz ar potin.
  2. Guellout evit quement penvec labour e c’hoantéfec’h caout, ar roll gred anezô gât an aotrou Bodin.