Mont d’an endalc’had

Teil ha quement seurt tremp

Eus Wikimammenn
◄   Eil Pennad. — Doaré guellad an douarou Teil ha quement seurt tremp Pevare Pennad.Penfillou labour   ►



TREDE PENNAD.


————


TEIL HA QUEMENT SEURT TREMP.


————


Tremp dru ac e vezi eun tiec mad.
An teil a rô an id.
J. Bujault.


Hô pezet boëd loënnet, ac hô pezo teil ; hô pezet teil ac é viot pinvidic, rag hô ol éost a vezint mad. Eun tiec mad a lacaï é vrassa eves da gresqui an tremp dré zastum ispicial ar stroaz, an dour zru, an douar pé mannou ar c’harronchou, péré ez éont da gol dré digui, ac alfent couscoude digas ar pinvidigues en tiéguéchou lec’h né veller brema nemet paourentez. Deus a quement teil, an teil craou zo ar pinvidica, an ini en deus ar muia nerz. Al ludu tan, al ludu esquern pé ludu du, teil kear a bep seurt ne dléont beza implijet nemet dré ezom ha pa eo prim teil an tiégues. An tiec a zlé ober e unan quement An tiec a zlé ober an teil en deus ezom e-unan.

tremp en deus ezom evit e zouar ; rag, mar deo red dezâ prena cals, en em gol é her amzer, nemet é vez é ziegues en eun doaré ispicial dober gonnidegues ne reer quet e peb lec’h, da lavarout quichen eur guéar vraz bennag.


E pe seurt doare al prena teil gât digol.

Ar ré a lac cals lin ac eostou a guerzidigues talvoudus, ellont c’hoas prena teil gat digol ; a-hendal nellont quet ober hô-unan quement tremp e rencont caout evit ezommou ar seurt eostou-zé, eus a béré an dalloudegues ac an ezaman guerza hô digol avoalc’h deus hô dispiniou. An darn-vuia ivez deus an tieien tost dan od pé dar c’heriou a bren teil quer ha bezin ; ar ré diabarz ar vro ne brenont quet, Talvoudus- soc’h eo prena treaz.

ha né dléont quet ober quenebeut, Squiantussoc’h e vint en oc’h prena treaz od, pini a vellaï ar guella hô douarou bruc, quer paour ha quen dister da deurel eost. E bep seurt douar, a-hend al, lec’h neus quet doc’h an danveziou ze, e raïnt eur vad dreist al, evel eo bed lavaret c’hoas. An eostou quer talvoudus e vez en douarou od, abalamour dan treaz a zo barz, ar guellidigues a zo bet é quement lec’h ez eus bet casset, a ziscoez pé quer talvoudus eo. Couscoudé a rabat teurel ré en eur vech. Ma lequeer ré a treaz en eun dachen, e zévo an idou ; guelloc’h eo treza nebeutoc’h ac aliessoc’h. An tremp an aliessa implijet, zo an teil loënnet, mesquet oc’h an traou a vez laquet da gouzilla. An teil quezec ac an teil denvet zo ar ré doma ac ar ré en deus ar muia nerz ; mad int ispicial evit trempa an douarou ien ha pouner. An teil saoud, ienoc’h ha pelloc’h da vreina, zo mad dreist ol da drempa an douarou losc ha tom, trezec pe meinec. En douarou daou-anter, da lavarout na ré bouner na ré scân, eo guelloc’h quemmesq Penaos e renq beza quem- mesquet an ol teil.

quement seurt teil, péré nem vellaïnt an eil ac éguilé, ha ne tomint quet quer buan na gât quement a nerz ac ar berniou gred gât teil tom ebquen ; mes buanoc’h, couscoude, evit ar ré nint gred nemet a teil ien. Ar c’hemmesq-zé é dléer dober c’hoas en tiéguéchou lec’h é vez an ol douarou en envel doaré. Evit dastum cals teil ac ini dru, ned eo quet trevoalc’h caout cals loënnet, red eo c’hoas hô boëtta mad. Ar saoud menez, péré nho deus, pad ar goan, nemet eun tam plouz pa zeuont peb nôz er c’hraou, né réont nemet teil seac’h ha treud, ha nébeud avoalc’h. Evelsé : nebeut a loennet, magnet mad er c’hraou, a roio muioc’h a teil ha druoc’h evit ne raï eun niver bras boèted fal ac ato e meaz.


En darn vuia dens an tieguechou breiz, an teil zo tollet er porz gât ar vrassa diegui ; beuzet eo enô gât an dour glaoëger, d’heul pini a ia ar bep goella ac ar bep drua deus an tremp. Bez eo, ouspen, eur c’hiz louz ha clanvus, ha zo evit eun dra bennac er c’hlevechou a veller squei quen aliez al var meaz, da lavarout an derzennou, etc.


Talvoudegues ar c’hiz bernia an teil.

An teil a renc ta beza savet ha berniet mad en eul lec’h quentoc’h plen evit doun, gât eur oazic tro var dro da zestum an dour ha de zigas en eul lennic gred er pen izella deus ar bern. Ten a reer ac’hano evit En ân, e zo red doura ar berniou.

doura an teil ; en ân e zo red e c’hliba, petraman en em domo gât ré a nerz ; dont a raï da venna, da zevi ha da zissec’ha. Er goan neusquet mui a ezoum doura an teil ; an dour glaoeger no c’hlibont ha ne Re a zour var an teil a zo fal.

zisvelc’hont nemet re ar bern ; nalquet nem doma, pé nem doma fal a ra en doaré ze.


Doura ar prajeier gât an dour teil a ia da gol.

An dour dreist ezom ze, quemmesquet a dour teil, zo collet peurvuia dre leziregues an dud. Red eo e encha var ar foeneier, pe, ma neller quet, e garga e bariquennou, a zigassor, var eur c’harric bian, er prajeier en do ar muia ezom da veza trempet. Eller c’hoas, gât an dour teil ze, ober eur seurt mannou dru, en oc’h teurel ebarz lann, delliou, radenou, pel niet, toualc’h dissec’het ha louzeier al. An teil plouz zo guelloc’h evit ar re gred gât traou al ; quement ze, e renquer, abalamour ma eo re prim ar Sofach mad dober teil ha da c’houzilla

plouz ato, implijout lann, bruc, balan, etc. An toualc’h alfe ivez beza laquet en implich, en eun doare talvoudus braz, evit cresqui an teil.


Penaos implijer an toualc’h en teil e scol labour Trevarez.

An aotrou Kerjégu, pini a ren scol labour Trevarez, en deus impliget gât talvoudegues an toualc’h en teil. Cetu penaos a ra : an toualc’h a vez tennet goude an eost ; goudeze e vez draillet a dammou ma diguemmero quentoc’h an avel ha ma vruzuno guelloc’h dre nerz ar scorn ; eguisse, a hendal, e ia cuit an danveziou fal ha cré a zo enan. Ben eun nebeut missou, ez eo mad da guemesc e touez an teil evit cresqui ar bern, en oc’h e lacat a guiscadou, dre ma reer ar berniou, pé en oc’h leda eur guisquet mad er c’hraou pa e scarzer, petraman c’hoas en oc’h teurel an Ludu toualc’h mad da gaout it-tu irvinou, etc.

toualc’h e fossiou gred evit ze, lec’h e gliber gât an dour teil a iafe da gol. Eller ivez e poad ac a raï ludu mad da caout it tu, irvinnou, melchennou ha traou al. Var an ochou ac e quement vro a dost, e impliger eur vraz a louzeier moor a bep seurt, andvet bezin ; deus quement tremp glaz, ar re-mâ ar re hô Bezin.

deus ar muia nerz, ispicial dre meur a seurt aolen a zo enô evit eun darn vraz. Sul vuia eo dru ha leden ar bezinou, sul vella ez int ivez da drempa an douarou.


Edou ha louzeier al troëd da servichout tremp.

E broiou zo, e tremper c’hoas an douar, paz eo prim an teil, en oc’h troei edou glaz pé louzeier al adet da servichout tremp, ac e ver cuit dober eur charré ten en douarou a zo pel doc’h quer. Bez eo en Guis mad ispicial en douarou sec’h ha losc.

douarou sec’h ha losc a ra ar muia vad troei glachen da servichout tremp. Ar guella traou dada evit troei glaz, zo ar guinis-tu, an irvinou ac eur seurt caol anaouet colza, ar melchen ru, etc. Eller caout segal mad var it tu troed en e blun ; mes an dud, er vro mâ, en do caz troei eostou dober tremp, ha, dre guir, talvoudegues ar c’his-ze ned eo quet braz matreze en hon vro. Couscoude, ar c’hiz troei ar melchennou da lacat guinis, eb tremp al, en em squign e meur a lec’h gât talvoudeguès, divezatoc’h e comzin deus ar c’hiz-ze.


An teil a rend beza golloëd mad.

An teil a renq béza golloët mad ; ar gonnideien a reont fall pa né c’holloont aneza nemet nebeut, ma vezo caët quentoc’h gât griou an traop nevez glazet ; an teil golloed fal zo guelc’het gât ar glaoeger er goan, dissassunet ha drebet en ân gât an avel ac an eôl, ha ne ra nemet nebeut a vad dan eostou.

Ne fal quet din cuitaat ar c’hentel ma eb lavarout adarre ar pez em eus lavaret da guentâ : evit caout cals teil, é renquer ada cals boëd loennet.


————