laqueet é Gallec ac e Brezonnec
◄ Quenta Pennad. — Deus a guement seurt douar | Doaré guellad an douarou | Trede Pennad. — Teil ha quement seurt tremp ► |
- Carout a res-te ta bugalle ?
- guella an douar.
- J. Bujault.
An douarou trézéc pé douarou od, dré ma zint mad dreist-ol hô-unan, ne c’houlennont quet beza gueleed, nemet andréajou anezo, peurvuia tost dar moor, lec’h é zeus treaz a guiscadou quen téo, ma renquer é calédi en oc’h é vesqui, pa eller, gât an douar dindan.
Douarou trezec.
Peurvuia,en douarou-zont, péré a zo c’hoas dilézet,
é zeus cals tuchennou treaz, savet ama ac a-ont
gât an avélou. Dré ma neoquet compez an douar, a
zigouez diezaman braz evit al labour, ispicial évit
dizac’ha an dour-glaoéger, dalc’het a poulladou en
toullou pé er c’hleuzennou, dré an arzou-zé. Ar c’henta
évès abarz laboura ar seurt paluziou-zé, a zo plennad
an duchennou, ha goude calétad an treaz, rac an
avélou tourmenchou é ziplas aliez ac é zigas lec’h al,
eost ac al, paz eus laquet enan.
Digoradur gred er paluziou Penmarc’h.
Er paluziou penmarc’h, ez int deut a ben, nevez-zo dober douar mad en andréajou quen trézec-zé, betec neuzé dilézet. An duchennou ac ar guiscadou trez, lec’h nellent quet ober douar labour, a zo bet fermet da ré zo en douarou treut, pelloc’h deus ar moor. Quemméret a réont cals peb bloas, ac hé douarou segal, guelled er c’hiz-ze, a rô brema dezô guinizou ac eostou al talvoudus.
Rozel an aotrou Félix evit plenad an duchennou treaz.
An aotrou Felix, gonnidec a squiant, a blenna an duchennou treaz, en é zouar gonned var ar moor, er paluziou trezlez, anaouet ivez lannevez, équichen lesneven, gât eur rozel vraz ouarnet, oc’h pini a stag quézec. Ar penfec-zé, hanvet gat an aotrou Felix, ar c’hompézer, zo var c’hillorou ; dré eul loc’h a zo stag oc’h ar rozel, pini a sao ac a zisquen, ar c’hasser losq da grogui en douar pa gar, pétraman ez a aroc eb boulc’hen tam. Ar c’hompézer al laboura é quement douar, boez é laboura ac é vruzuna da guenta ; evid compéza mad an douarou pouner, eul labour, daou daol gât an oguet a zent leden ha daou gât an oguet al a zo red.
Digoradur an aotrou Crec’hquerault er palluziou Treslez pé Lannevez.
An aotrou Crec’hquerault, er memes paluziou, en deus calédet an treaz ha gred douar frouézus é ber amzer, en oc’h torri gât ar bal daou droatet donder. Digas a ra eguissé var c’horré eur c’henta guisquet bézin brein, en em gav ivé dindan an treaz, ac eun eil guisc prî en em gav ivé didan ar bézin-zé. Dré al labour-zé en deus da guenta eun tremp, ar bézin ; ha goudé ar guella danvez (ar prî) evid calétad ar guisc treaz a zo varc’horré. An digoradur squiantus-zé en deus roëd buan talvoudeguès braz dan aotrou Crec’hquerault.
Douarou priec.
An douarou priec ar ré vella goudé an douarou trezec, pa nint quet ré stagus. Ar pounera douar a roeio couscoudé eostou mad, ma eller é roessad ac é zizoura mad avoalc’h. Neller quet roessad ar seurt douarou zé, en eun doaré paduz, nemet en eur teurel ebarz eun ebeut bili od, meinigou, pé eur guisquet mad a treaz meinnec pé creguennec ; mes noc’hquet evit caout eaz avoalc’h an danveziou-zé, nemet pa zigouez da unan do caout en é c’hichen. Panévé-zé, Meur a zoaré da roessad an douarou pounner. ar c’hiz guellad-zé a c’houlenfé ré a vizou ac a charré, evit allout é ober. Rencout a reer ta peurvuia roessad an douarou-ze evel ma eller, en oc’h teurel ebars peb bloas pé treaz, pé scotil, pé teil braz, gred gât lann, balan ha bruc anter breinet.
Ar scotil, dré ma zeo téoc’h ha ma pad iroc’h en douar barz nem zisober, zo guelloc’h evit an treaz da roessad an douarou priec. Red eo, evit ober mad, laboura ar seurt douarou-ma dré an amzer gaër, ma nem roessaïnt mad, ha pa nint na ré zec’h na ré c’hlib.
An irvi bian a zo fal.
An irvi bian deus a eun droatet anter pé zaou droatet, eguis é vezont gred er vro, né zissac’hont quet mad avoalc’h an douarou priec ; rac an anchou zo ré vaz a ré stris doc’h an dour zo, é maré ar glaoéger. Dré-zé an irvi a chom beuzet atao ; an id a zen da véléni, goudé-zé da ruia, da roessad, ha né An irvi ré vraz a zo fal ivez. ra nemet corzennou dister ha pennou fal. Quer fal eo ober irvi ré vraz, abalamour ré ir zo deus an eil ant déguilé, ac an anchou nint quet stanc avoalc’h doc’h an dour zo en douar. Evit dizoura mad an douar glib é renq beza gred irvi cren, var dro ouec’h droatet ledander, ac étré-zo anchou doun ha neat.
Doaré dissec’ha an dour ac an eil lennou dré saniou toullet didan.
Pa vez courri didan ac a zalc’h an dour a andréajou, pa vez dour sao, eillennou ha nelleur quet disséc’ha en oc’h zressa an douar eguis eo bet discoëzet bremaïc, é reer, a euc’h an dour, eur sân pé eun troc’h adreuz, ac eun al soun da vont var bouëz traon, evit dastum ha digas an dour e meaz ar parc. Aliez zoquen, doc’h boëz-traon an douar, eller encha ar sân-discarg-zé, a-dreuz pé é c’hiz al, ac evelsé eller é berraad calz. Rancout eo toulla bétec eun anter droatet en douar dindan, a zo courri peurvuia ; ar gôz ne labour quet er prî, ac e mirer eguisse né zigorro anchou al dan dour a red er fossiou ze.
Ober a reer goude eur sân golloëd, en eur renca a bep tu d’eus an troc’h, e doaré eur vogueric, eur men pe ziou, neil var eben, doc’h hô zéoder, ma nem gao queit ha compez pen dar ben ; goude e c’holloër ar voguerigou-ze gât mein plen pe gât mein glaz, pa ver tost avoalc’h dar veingluniou mein glaz evit hô caout divizus. Eur vech golloët, e toller var chorré eur guisc meinouigou dastumet en dachen pé er parqueier tosta, evit stanca an toullou ha mirout ne couesché douar dreizo er san. Goude e peur stancor gât douar mad, pehini a vezo bet dispartiet gât eves doc’h an douar mélen, en oc’h toulla, ac en oc’h teurel an ini mad d’oc’h eun tu, ac an ini fal doc’h an tu al. An douar maro-ze allo beza gât talvoudeguès digasset var an douarou scân, a bernouigou da leda divezatoc’h an tanoa eller.
Aliez, lec’h sania gât ar vein, e toller anezô er fossiou evel a gouézont, en oc’h evessaad teurel a ré vrassa didan ; an dour a red mad avoalc’h etrezô ; mes er c’hiz-ze impliger calz muioc’h a vein ac é renquer ober muioc’h a c’harré.
Sâniou dissec’ha gred gât eun tiec aquetus.
Meur a hini a gav ar sâniou-mâ mizus ha dieaz dober, couscoude al labour-zé a zo talvoudus dober er goan, pa zeus amzer avoalc’h peurvuia. Anavezout a ran eun tiec aquetuz, pini en deus disséc’het quement douar dourec en devoa, dré sâniou gred en doare em eus discoëzet da guenta. En em laquet en devoa eun dléad evit-an dizoura peb bloas unan deus e parqueier ; abaoé nao vloas e ma oc’h ober al labour-zé, en deus disouret, en eun doaré da badout, é zouarou glipa ; gouned en deus brema digol é boan, en oc’h caout daou quement al a eost abaoé, ha guellet a ra, nevez-zo, darn deus é amezein ober evel-d-an.
Douarou scân.
Evit guellad an douarou scan, é renquer digas eno danveziou evit ho laqat stagussoc’h ha druoc’h. Ma vez pri an douar didan, ez eo ta mad digas peb bloas Guellad a réont en oc’h ô quemmesqui gât an douar dindan paz eo priec.
eun nebeudic var c’horré, dré laboura doun
avoalc’h ; mes an dra-zé e renq beza gred gât furnez
ha gât eves. Evit guir, ma quemmesquefed doc’htu
ré doc’h an douar maro é touez an douar beo, e
paourefed muioc’h mui, lec’h e guellad ; mes nebeudic eus an douar dindan, nalquet ober droug, ha
dre ners an tremp, an avel ac an éol, é iaï buan da
zouar béo.
Ac en oc’h hô quemmesqui gât an tuf paz eo priec en e zoaré.
E quement seurt douar e zeus ato muioc’h pé nebeutoc’h a trez meinec, deut dré ma nem zisplusq pé dré ma nem froz ar c’harrec dindan. Mar deus en douarou scân, tuff priec dindan, ez eo c’hoas talvoudus braz da zigaz nebeut anezé var c’horré, dré labouriou doun. An tuf a froz buan ; paz o priec, en em quemmesq gât an douar ac e zigas stagussoc’h ha druoc’h.
Dré an treaz ac ar scotil.
An tu guella peurvuia ac en essa evit guellad an douarou losq, zo teurel ebars an treaz creguennec e caver en ochou. E guisse e digasser en douar eun danvez pinvidic meurbed, dré pini eller caout buan an eostou né zeuont német er guella douarou. Goudé ma zéo bet trezet, é lequeer péurvuia eun eost ségal vinis ; an tréaz en deus guelléet quemend an douar, ma veller alies ar guinis gounid var ar ségal, he vouga ha quemmerout an douar evit-an e-unan : lec’h caout ségal vinis néoster nemet guinis diguemmesq. An douarou scân, eur vech trezet, é roont ivez An treaz a zo guelloc’h evit ar scotil en douarou scân. melchennou mad, panès brao, etc. An treaz zo guelloc’h evit ar scotil da guellad an douarou-mâ, abalalamour, dré ma pem quemmesq buanoc’h gât an douar, é ners a verq doc’htu, ha ners ar scotil né ra nemet dre ma teu nebeut a nebeut de nem zizober. A hendal an treaz, dré ma zéo tannoc’h, a zo eassoc’h ivez da squigna. En oc’h teurel quement à quement, an tréaz a chollo muioc’h a zouar evit na rai ar scotil, dimizussoc’h en an trez ta ha nebeutoc’h a charré a c’houlenno ; couscoude, guelloc’h digas scotil en douarou crè, erves em eus discouezet uelloc’h.
Pé quer talvoudus eo an treaz ac ar scotil en douarou creis pé diabarz an départaman.
Anavezet eo penaos er vroiou pella deus an od, an treaz ac ar scotil, a reont muioc’h a vad evit ne reont en douarou a zo tostoc’h. Caout a reer guellidigués dreist al, en douarou a ziabarz pé créis an départaman, en oc’h teurel nebeudic doc’h an danveziou-zé dré zévésarat ; dré ma réont gât nebeutoc’h, guéont hô digol deus ar mizou digas é rencont da paëa er vrouiou pella-ze. An doaré guir evit guellad an douarou losq, pel deus an ochou, ha ma eller diguerri al lanneger vraz ker glac’harus evit daou lagad quement ini a vale er vro, zo essaat digas an treaz enô, dré ober enchou, en eun doaré ma ello an ol caout an danvez-ze gât an nebeuta mizou.
An douar losq a c’houl teil brein ha dru.
An douar losq a c’houl druoc’h a breinoc’h teil evit an douar pouner, abalamour nalquet en em quemesqui mad avoalc’h gât an teil braz, pini a ra eun drougal, en oc’h e roessad ac e digueri dan eol, é maré an domder goassa. Mar deo talvoudus roessad an douarou cré, e zo red, a enep, moustra an douarou scân ha losq, peré, pane-veze, col hô zouçder buan.
Né livirin tra quen doc’h an douarou toualc’hennec ; Discoèzet em eus quentoc’h an douaré dô guellad.