Mont d’an endalc’had

Deus a guement seurt douar

Eus Wikimammenn
◄   Abars-Comzout Deus a guement seurt douar Eil Pennad. — Doaré guellad an douarou   ►




QUENTA PENNAD.


————
DEUS A QUEMENT SEURT DOUAR.


————
A rabat troei an douarou crè pa zint glib, nar ar ré scân pa zint seac’h.
J. Bujault.


Eaz eo gouézout nellan quet discouëza amâ ar c’hem zo étré quement douar nemet en eun doaré da veza clevet gât an ol ; rac, fellout a ra din ispicial implijout guiriou ha discoëzadures eaz da veza clèvet frez ha buan gat an dûd divar ar meaz.


Douarou an départaman ellont beza rannet é pevar seurt quentâ : douarou treazec, douarou priec, douarou losc pé douarou bruc ha douarou toualc’h. Er vro-mâ, neusquet a zouarou trezec hô-unan ; neus nemet en arvor zoquen é caver douarou é péré é zeus treaz créguen bruzunnet, mésquet a treaz querrec, digasset gât an avélou braz, a guiscadou téoc’h pé tanoc’h, ha peurvuia tanoc’h-tano dré ma pellaër doc’h an od.


Douarou trezec.

Ar riblen trezec-zé al mont betec eul leô pe eul leô anter deus ar moor. An ol tieien a oar avoalc’h pé quer mad eo an douarou od dré ho zoaré, ha pé quen eaz eo da ré dost caout pez a guéront a bezin deus a bep seurt quercouls a teil craou da drempa an douar. En arvor é gaver ivez ar pinvidica eostou, pé idou pé lin, pe bruscon ; mes eno an tiéguéchou zo fermet avéchou ré stard ha dreist hô dalloudégués.


Douarou priec pé douarou crê.

An douarou priec pé douarou cré a vezont cavet peur liessa er stanquennou tost dar brechiou moor pé stériou lec’hidec, péré é teuont larg en douarou. An douarou-zé zo aliez goal pouner, goal stagus, ac er goan, dour ar glaoéger é teuont abred dô veuzi, abalamour d’an douar dindan, pini zo aliez courri melen ha nalquet beza treuzet gât an dour. An douar priec chomo sec’hoc’h ac essoc’h da laboura é peb maré, pa vez tuf dindan, couzien an dour al é treuzi. En hor douarou cré ez eus tri seurt pé tri danvez quentâ : ar prî, an treaz meinec, ac an druioni. Pa vez en douar priec trevoalc’h a prî ha trevoalc’h a treaz, an douar ned eo quet quer pouner, eassoc’h eo da laboura ha frouezussoc’h eo ivez. Goassa zo, é stanquennou-zo, ar prî zo dreist an danvéziou al en douarou crê.


An druiouni.

An druiouni zo eun dra deut deus al louzeier a vrein, ha deus an teil é toller peb bloas en douar. Bez eus druiouni, muioc’h pe nebeutoc’h, e quement seurt douar. Bez eo unan d’oc’h ar guella danvéziou a zo en douar ac ar c’henta boët a vag an traou adet ebarz. Sulvuia a druiouni zo en douar, sulvuia eo an douar mad ha frouezus ivez. Bez eus cals druiouni en douarou crê.


Douarou losq pé douarou bruc.

An douarou losc pé douarou bruc zo ar ré zistéra. An danveziou zo oc’h hô ober zo an treaz querrec, meinec pé duffec, deut d’oc’h a zindan, ar bruc, al lan ac al louzeier al ha c’hlazont ac a vreinont eno. Dré ma zint ré roez ha ré dreud, nellont roei nemet an eostou distéra ha deus ar vianna talloudegues doc’h an idou : segal ha querc’h, d’oc’h bruscon criouennec, irvinnou ha caol-saoud. Ar melchen né Dont a ra ar melchen ruz enô. zeuquet en douarou-ze, nemet eur seurt andvet melchen ruz. Ar ouen-mâ ne rô nemet eun troc’h, mes founus eo pa zeu da vad ; ada reer cals bremâ en douarou roêz ha dru é zeus el léon abalamour ma teu buan ac al beza troc’het abred avoalc’h da lacat guinistu var é lec’h.


An it-tueger é deuont mad ispicial en douarou scân.

An douarou scân plijont meurbet d’an it tu, abalamour ma quemmer cals doc’h é magadurez en ear ; ha né c’houl deus an douar nemet an eazaman da rédec é griou. An douarou scân c’hollo var dro an daou drédéren deus an départaman. An douarou menez zo peurvuia deus ar seurt-zé, ac ar vrassa darn deus ar c’hreis pé deus an diabarz ar vro.


An toualc'h.

An toualc’h é nem gav er stanquennou laguennus elec’h a zac’h an dour ; an toualc’h, da lavarout mad, ned eo quet douar, mes eur guisquet téo a louzéier dourec, anter vrein, péré a c’hlazont ac a varvont peb bloas abaoé ar c’hantvédou. Ar guisc louzou vrein zé a lonq cals dour, zo goal spouezus, caout a reer enô laguennou ha toullou gurun, lec’h a chom a vechou al loennet a losquer er meaz.


An toualc’hennou é rencont beza dissac’het dré goachou, toullet ac anchet gant squiant. An duchennou pé c’houézedennou, savet gât an dour, andvet ivez toullou gurun né zaléont quet da izellaat ha da caléteat paz eo bet enchet mad ar goachou dissac’ha.


Doaré ober foënneier en toualc’hennou.

Eller goudé ober eaz foeneier mad en toualc’hennou-ze disséc’het. Evit zé e troer an douar gât eun allar crê ; goudé é drailler gât an oguet pé gât ar var, ma vellaï dré ners an ear ac an eôl. Abars ar goan, é squigner var c’horré eur guisquet teil brein, ac é teuller var-n-an ad foen ; eller ivez é varrat ac é poad ma gaver guelloc’h ar c’hiz zé ; mes mad eo terri ha bruzuna an douar abarz squigna al ludu toualc’h, var pini teu peurvuia eur guisquet ieot dru, ar c’henta bloavez. Ma né gaër quét dour a dost talvoudus da zourad ar foennec, e teiller bep tri bloas, gât mannou gred er c’harronchou en oc’h zigas enô lann, deliou, pel niet, etc. Pannéfé-zé an toualc'h en em zissec’h ré, a bloavechou zo, evit roei foën fonnus.


An toualc’h mad d’ober meur a dra.

An toualc’h alfé c’hoas beza talvoudus goudé ma eo bet tennet, evit cresqui an teil, eguis a vezo discoëzet divezatoc’h ; al beza impliget ivez d’ober tân. Evit-zé, é vez gred moudedou é doaré ar moudedou quivigiri. Bez eo eun tu, er vroiou lec’h eo prim ar c’heuneut da espern an teil a vez impliget, gât quenebeut al a squiant, dober moudedou beuzel da lacat en tan.