- Tremp dru ac e vezi eun tiec mad.
- An teil a rô an id.
- J. Bujault.
Hô pezet boëd loënnet, ac hô pezo teil ; hô pezet teil ac é viot pinvidic, rag hô ol éost a vezint mad. Eun tiec mad a lacaï é vrassa eves da gresqui an tremp dré zastum ispicial ar stroaz, an dour zru, an douar pé mannou ar c’harronchou, péré ez éont da gol dré digui, ac alfent couscoude digas ar pinvidigues en tiéguéchou lec’h né veller brema nemet paourentez. Deus a quement teil, an teil craou zo ar pinvidica, an ini en deus ar muia nerz. Al ludu tan, al ludu esquern pé ludu du, teil kear a bep seurt ne dléont beza implijet nemet dré ezom ha pa eo prim teil an tiégues. An tiec a zlé ober e unan quement An tiec a zlé ober an teil en deus ezom e-unan.
tremp en deus ezom evit e zouar ; rag, mar deo red dezâ prena cals, en em gol é her amzer, nemet é vez é ziegues en eun doaré ispicial dober gonnidegues ne reer quet e peb lec’h, da lavarout quichen eur guéar vraz bennag.